Dre ziouer !

6 02 2015

Sell ‘ta, pell zo ne oa ket bet lakaet un dresadenn bennak ganin amañ. Pell zo ivez marteze n’em boa ket bet echuet unan… Ur bern a zo bet kroget ganin, brastreset, damlivet… Met dre ziouer a amzer n’em eus ket bet tro da gas kalz anezho da benn. Ur wezh bennak e rin un tamm bandenn-dreset hir ivez (eh, ne vez ket kalz anezho e brezhoneg war-eeun…)… Gant ma breur marteze, a zo leun a ijin hag en eus krouet ur bed moliac’hel klok a-walc’h, pe unan skiant faltazi… Pa vezo amzer… Evit se ha kement a draoù all…

Gwelet a ran memestra emañ ma doare o kemm, deus unan tostoc’h da zistummadur ur manga d’unan tostoc’h d’ar gwirvoud bremañ, hag awenet muioc’h gant doare ar c’homiks amerikan, sur a-walc’h (daoust din na lenn hini ebet !). Ul labour hirik am eus bet graet diwar luc’hskeudennoù evit gwellaat ma zresañ-korf. Gwelet e vo eta ! War an ardremezioù emaon e soñj pleustriñ bremañ kentoc’h. Un nebeud traoù am bo da ziskouez a-benn nebeut a-walc’h, sañset…

Klikidi-klikit evel boaz d’o brasaat mar fell deoc’h, evel-just.

4NFJ1fR

Tresañ divc’har… N’eo ket aes ! Plijout a ra din skeudiñ e glas war gwenn, dousoc’h eo. Lod o deus bet lavaret din e oa un doare french-touch, feuket on bet evel-just, haha !

fSvnhPm

Evit ur vignonez ur wezh c’hoazh, hag o pellaat un tammig eus ar merc’hed re dreut.





Sterdeiñ

6 02 2015

Mont c’hoazh ganit d’ar broioù pell,
D’an touadennoù disoñjet ;
Ur wezh ouzhpenn, ober ur sell
Ouzh un dazont bet dilezet ;

N’eo ket bevañ en tremenet,
Pa ouzan mat ez eo echu
An amzer gent, ar pezh zo bet
Stered lugernus em noz du ;

Ha stered all bet dibaoe,
Treset ganto steredegoù :
Stergoumoulennoù ma buhez
A chom c’hoazh dister o sterioù

Pa n’on na barzh na steredour
(evit gwir, steredoniour) :
Stergann en noz, asked en dour
N’int nemet skleur er melezour ;

Ha daoust dezho bezañ skedus,
Pellennoù tan er yenijenn,
Emaint ken pell, diziraezus,
Ken n’hellont tommañ glizienn
Ma c’halon noazh, he c’hridienn :
Digenvezded an hinienn





(B)hegasus…

2 02 2015

download

Oh, Google…

Ma, evel-just ne oar ket an holl pegen feukus he deus gallet bezañ ar vreizhadez vut dre ziouer a veg evit ar vretoned, ha sur a-walc’h eo bet brudet ha pouezus a-walc’h e metoù sevenadurel (ha poblel, memestra) Bro-C’hall evit bezañ enoret gant Google… Met memestra…

Lod breizhiz a oa bet betek distruj he delwenn er mirdi Grevin e Pariz, ken feukus ma c’helle bezañ. Ha bep ar mare e klever pe e lenner tud o klemm diwar an diskouezadegoù pe an adembannadurioù a vez graet eus Bécassine. Ha gant gwir abeg sur a-walc’h, pa chom dibaot an dielfennadennoù honest anezhi, ha pa chom c’hoazh gant kalzig parizianed skeudenn ar “broviñs” disevenadur…

Soñj am eus e oa bet goulennet din un nebeud bloavezhioù zo ma veze tredan ganeomp e Breizh… Hag en ur gaozeadenn war Internet ! Soñjoù lod tud…

Met er mare-mañ ma vez savet kement a drouz gant lod diwar tresadennoù eo mat kaout soñj ivez ez eus tresadennoù ha dodennoù all a c’hell bezañ feukus deomp-ni. Hogen deomp ivez da vezañ habaskoc’h eget lod…

g.s.: gwashañ c’hoari-gerioù nul ‘m befe graet biskoazh, d’am soñj !





Badumeg adarre

30 01 2015

A-wechoù (alies), ez an skuizh gant spered a-gozh lod tud a-fed yezh. Diwar se ‘m eus bet komzet dija, hag a-fed reizhskrivañ dreist-holl, met ouzhpenn da se a zo. N’ouzon ket perak e fell da lod chom gennet en un amzer dremenet faltazius a vefe bet ken dispar ha ken glann hervezo, pa ‘z eo peurfall ha direizh kement-tra a zo deuet en 40 vloaz tremenet. Ne gomzin ket amañ eus an daou pe dri skritur nevez am eus bet gwelet c’hoazh nevez zo, lod tud a zo trellatet penn-da-benn ha n’o deus ket komprenet c’hoazh ne oa ket ar skritur ar yezh met ur c’hod d’he skeudenniñ, tra ken. Ur brezhoneg mat n’eo ket gwelloc’h pe falloc’h hervez ar skritur, an hevelep yezh eo. Ma, trawalc’h gant se.

téléchargement

Aet on skuizh gant azeuliñ ar re gozh hag ar gouerien. Netra fall ganto, hañ, n’eo ket an afer tamm ebet, met perak o lakaat da ziazez yezhoniel ? Da ziazez an distagañ ? Piv a ra se ? Peseurt yezh a vez oc’h azeuliñ hec’h implijerien a-us da 60 vloaz hepken, hag ober fae war ar re all ?

Daoust ha galleg peizanted kozh ar Berry a vez desket d’an estrenien pe d’ar vugale ? Saozneg mengleuzerien Kembre ho peus bet desket er skol ? Alamaneg tud-kozh Bavaria ?

Ne vez ket ! Ur yezh keidennek a vez desket, ur c’hronolekt etre, ur standard bennak a zo boutin d’an holl, kentoc’h eget badumek unan pe unan all. Ma soñj d’an dud ez eus a-walc’h a vrezhonegerien da zerc’hel bev kement parlant lec’hel… Traoù brav a zo e-pep-lec’h, troioù lavar, troiennoù, un displegadur dibar marteze, sur, met traoù a zo bet en o raok, ha traoù a ranko dont d’o lerc’h.

4IA8nkd

Ha ya, gouzout a ran n’eo ket ar brezhoneg ur yezh evel ar re all, un troc’h a zo bet, ur c’holl spontus, ha gant ar re gozh emañ chomet traoù n’int ket bet treuzkaset. Met an distagadur, ar pouez-mouezh, tudoù ! Selaouit eus galleg ar bloavezhioù 50, daoust hag e-giz-se e komzer c’hoazh ? Piv ac’hanoc’h a ruilh an r-où e galleg ? Pa glevan ur brezhoneger yaouank o treveziñ (fall !) pouez-mouezh unan kozh em ro c’hoant d’e vazhata. Rak ret anzav eo anat peurliesañ n’eo nemet ur peuztreveziñ a vez graet, gant fazioù pouez-mouezh spontus ouzhpenn-se, seul euzhusoc’h ma’z eo teir gwech kreñvoc’h ganto eget gant darn vuiañ an dud…

58631783

Tu zo da studiañ ur yezh lec’hel, yezh ur c’hornad, un tiegezh, un hinienn, met he lakaat da C’hraal ? Da skeudenn beurvat ur yezh beurbadel, da virout digemm betek Deiz ar Varn ?

Komzomp ur yezh vev, kentoc’h eget unan a fellfe da lod derc’hel en ur mirdi, er stad ma oa pa ‘z eo bet graet e vramm diwezhañ gant skrivagner-mañ skrivagner. Aze emañ an dañjer, kaout aon da gas an traoù war-raok e gwirionez. Tu a zo d’en em soñjal war penaos o c’has war-raok, penaos e c’hell ar yezh kemm, met arabat he derc’hel ‘mod-kozh kousto pe gousto war zigarez e vez komzet ‘giz-se gant ho mamm-gozh, alato !

Rg2cLcK

Brav, tad-kozh, met gant ar prevezioù e rin…





Charlie

30 01 2015

N’eus ket bet kaoz kalz eus Charlie ganin amañ, ha ne soñj ket din em befe tra pe dra a dalvoudegezh da ouzhpennañ, e gwirionez. Mantret on bet gant ar pezh zo c’hoarvezhet, mantret e vefe tud sot pe bet trellet ha trellatet a-walc’h evit soñjal lazhañ tud war zigarez int bet feuket. Mantret on e vefe graet eus ur relijion un digarez da vezañ feuls. Sur on, e gwirionez, n’eo nemet un digarez. Lod tud a zo feuls, hag abeg a gavint, siwazh, da vezañ feuls. Mantret on bet ivez gant an tagoù e brezhoneg a zo bet skrivet war ur voskeen war-sevel ‘kostez Roazhon, o c’houlenn groñs hag e brezhoneg fall ra vefe kaset an arabed kuit a Vreizh. Mantrus, evel a lavaren. Daoust ha ken diaes se eo doujañ an eil d’egile pe d’eben ?

D’am soñj en eus kement hini bet tro d’en em soñjal, ha da vezañ e kañv, ha n’em eus netra gwall fin da ouzhpennañ, siwazh.

Met un dra memestra, “Je suis Charlie“. Ul lugan dreist a-walc’h, aes da implij, aes da lavar, da adimplij hag all. Berr hag efedus, n’eo ket souezh e gwirionez e vefe bet krouet gant un den arbennik war ar marketing (marc’hadiñ? da ziforc’hañ gant marc’hatañ ?). Koulskoude, n’eo ket bet ken aes-se d’ar brezhonegva ober e soñj war an droidigezh. En holl yezhoù a ya en-dro evel ar galleg -rener, verb, renadenn- eo aes a-walc’h treiñ al lugan : I am Charlie, Yo soy Charlie, Ich bin Charlie, Som Charlie ha me oar.

Met e brezhoneg, neuze? A-bep seurt a zo bet graet : Me zo Charlie, Me eo Charlie, Charlie on, pe zoken Charlie zo ac’hanon… Daou dra a zo. Diouzh un tu, ober gant brezhoneg reizh (memestra…), diouzh an tu all, emichañs, klask doujañ d’ar c’hinnig orin, d’ar c’hraferezh. Ha d’am soñj, amañ, ne oa ket aes ober an daou, hep cheñch ar mennozh d’an nebeutañ.

Desket e vo d’an neb a grogo gant ar brezhoneg emañ ouesk an ereadurezh anezhañ, hag e kaver gwelloc’h peurvuiañ lakaat ar c’heloù nevez e penn ar frazenn, pe ar pep pouezusañ. Hag evidon-me, ne oa ket “Je” ar pep pouezusañ e galleg. N’eo ket e vefen ME Charlie a zo pouezus, met ar fed e vefen CHARLIE. Charlie a zo da vezañ lakaet en a-raok, ket me ma-unan, a-hend all en em saver c’hoazh war un enebadur : Me zo Charlie, ha ket ar re all. Gellout a rafer gwelout Charlie evel un anv-gwan, ha peuliesañ e vefe lakaet kement se da gentañ. Daoust ha lavarout a rafed ‘Me zo bras’ pe ‘bras on’, d’en em zeskrivañ ? War-bouez ma ‘z oc’h o respont d’ar goulenn eeun ‘piv zo bras’ e seblant anat din lakaat an anv gwan er penn kentañ. Emaoc’h c’hwi o komz, daoust ha ezhom hoc’h eus d’en em lakaat en a-raok c’hoazh?

Ma, d’am soñj e oa Charlie da lakaat war wel. Evidon me, evel-just, rak gellout a reer kompren al lugan e meur a stêr, met e galleg, gant ar c’hoant pouezañ war Je e vefe bet lakaet C’est moi Charlie, pe Charlie, c’est moi, sur a-walc’h, ar pezh a zo troidigezh rik Me eo Charlie, am eus bet gwelet skritellet.

Graet ‘m befe gant Charlie on, marteze, peogwir eo an eeunañ, ar bravañ, hag an tostañ hervezon eus ar stêr orin. Met dont a ra neuze kudenn ar c’hinnig. En holl yezhoù all emañ al lodenn rener/verb a-raok Charlie, evel ur rakskrid. E brezhoneg en em gavfe ar verb e unan. Kollet ivez an tri ger. Gwall zisheñvel. Gant Charlie on-me hor befe adkavet an tri ger, daoust d’an urzh bezañ eilpennet… Bez on Charlie, marteze, a vefe bet ar gwellañ. N’eo ket ar stumm anatañ e brezhoneg, met d’an nebeutañ e pouez war ar bezañ, ha ket an hinienn, ha derc’hel a ra d’an urzh orin, d’ar garta c’hrafek ma fell deoc’h.

Bez on Charlie, neuze, ha bez omp holl, emichañs. Bezomp holl, a hetan (soutil, neketa?).

En diwezh, ne cheñch netra, sklaer eo bet ar mennozh emichañs, met ur wech c’hoazh, n’eus tamm tu ebet d’ar vrezhonegerien da vezañ a-du war implij o yezh. Ar pezh a zo mat, dre ma chom bev dre an implij, hag e vez tud o klask ober ganti; ar pezh a zo fall, dre ma ne oar ket an holl re vat penaos ober ganti e gwirionez. Soñj a zegas din eus istor ‘Nukleel nann trugarez‘ un nebeut bloavezhioù zo, a zo bet reizhet da ‘Nukleel n’am bo ket‘ da c’houde…

1506770_768739546551399_1477798698080068690_n





Emgleo Breiz annonce la création d’un point .bz

30 01 2015

Hahaha, c’hoarzhet ‘m eus, anzav a ran.

Fent eo, evel-just, doare Le Gorafi pe The Onion, met a-wechoù en em lâran e vefe lod prest da vont ken pell evit difenn ur skritur aet da gozh pell ‘zo bremañ…

Kement hag ober ec’h adkasin da soñj d’an dud eo gwelloc’h ober gant ar berradur bzhg evit brezhoneg, kentoc’h eget bzg, grafemennoù disheñvel eo z ha zh gant gwir abeg… #bzhg

skriddael

point bzBrest – Branle-bas de combat dans le monde très fermé des géants de l’édition en langue bretonne. Après la sortie éclatante du comics « Paotr Louarn » par Keit Vimp Bev, c’est au tour d’Emgleo Breiz de sortir l’artillerie lourde en officialisant la création d’un point .bz pour son site Internet. Une annonce qui a totalement pris les acteurs du monde de l’édition par surprise, tout comme les lecteurs. Reportage.

Alors que tout le monde avait les yeux rivés sur le comics « Paotr Louarn » édité par Keit Vimp Bev, c’est Emgleo Breiz qui a créé la surprise en annonçant la création d’un point .bz. La maison d’édition, jugé en perte de vitesse depuis plusieurs années, démontre une vitalité et une énergie qu’on ne lui connaissait plus. « Ils ont pris tout le monde par surprise, c’est un beau coup de poker » commente le directeur des éditions Keit Vimp Bev.

View original post 170 more words





Poellgomzioù

28 01 2015

Marteze eo disheñvel ar bloavezhioù 2000 eus ar pezh a veze ijiniet pell ‘zo, ha dipitus sur a-walc’h war dachennoù zo (oc’h adsellout ouzh Blade Runner e oa an deiz all, e 2016 emañ sañset c’hoarvezout !), met war traoù all emeur en ur bed faltazius a-walc’h memestra, a zo deuet buan da cheñch, em lâren an deiz all.BLADE-RUNNER

O kuitaat ma labour e oan, da vont d’an ti-gar. Ne oa bilhed-tren ebet ganin c’hoazh, setu me neuze da brenañ unan gant arload an SNCF war ma foellgomz, ha gwiriañ kement hag ober ma oa dale gant an tren. Da Roazhon edon o vont, hag e-kerzh ar veaj e lennen ar c’heleier war lec’hienn Libé pa resevis ur postel mallus. Goude bezañ gwiriekaet un dra diwar ur fichennaoueg pellgarget em dropbox e respontis ken aes ha tra. Un endervezh karget a bellgomziñ e oa, war a seblant, peogwir e voen galvet diwezhatoc’h, ha me da respont (en trepas), pa ‘z ae an tren da 130 d’an eur, kudenn ebet.
Ma, nebeut a-raok erruout e Roazhon e oa diwezhat a-walc’h dija, ha naon em boa, evit lavar gwir (tremen 9e e oa), ha me da soñjal neuze e c’hellfen gourc’hemenn boued, dre ma n’em boa mui netra er gêr. Bip-bip-boup, Ur sell war arload ar STAR da c’houzout tro pet eur e oa ur bus en ti-gar ha pegoulz e vefen er gêr, un dro war hini an ti-bank da c’houzout ma oan bet gopret, un dro all war lec’hienn un ti-pizza nepell diouzh ma ranndi, ha graet an taol, gourc’hemennet ar pizza, paet en tren hag all, a vefe prest rik-rak pa dremenfen e-biou d’ar stal. Laouen da vezañ sur da zebriñ e c’hellis distreiñ d’ur c’hoari bennak da abuziñ ma amzer, hep soñjal ur mare pegen digredus e oa gellout bezañ kelaouet, kehentiñ dre skrid, dre vouezh, dre skeuden ha me oar, klask kement tra, paeañ didrabas, pep-tra diwar un draig bihan a-walc’h da zerc’hel em dorn.

An dazont, a lâran deoc’h, futura 3000.

War an tu all, evel-just, n’em eus bet da gomz gant den ebet evit ober darn vuiañ an traoù-se, ha tristik eo emichañ e vefe nebeutoc’h a zarempredoù etre an dud war ar pemdez, daoust ma vefe tu da lavar ivez eo ken aes ha biskoazh kehentiñ (betek regehentiñ a-wechoù sur ‘walc’h) : dec’h e oan o komz gant mignoned din er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur, dre bellgomz, digoust, dre ma oa dre internet. Piv en defe kredet e vefe ken aes ken buan ?

Pa welan neuze ar pezh a zo o tont, an Occulus Rift pe HoloLens Microsoft da skouer, e em c’houlennan penaos e vo ar bed a-benn 10 vloaz, 20 vloaz… Ha pegen faltazius e c’hello seblantout. D’am soñj e vo kalzik traoù o cheñch c’hoazh… Gant ma vo war an tu mat !

Hag ur gerig memestra evit ar brezhoneg, ret e vo d’ar yezh adpakout an dale spontus a zo ganti war an teknologiezhioù nevez-se. P’o deus an dud da zibab etre un doare buan hag aes hag unan hiroc’h e raint hini an aesañ kinnig, peuliesañ. Evit skrivañ un sms, da skouer, eo kalz aesoc’h ober gant un douchennaoueg a zivino ho kerioù (hag o reizho) kentoc’h eget skrivañ lizherenn dre lizherenn evel m’eo ret ober c’hoazh e brezhoneg (daoust ma vefe aesoc’h gant an arload c’hwerty, da skouer). Keit ma ne vo ket seurt traoù e brezhoneg (a zo anezho e yezhoù bihan all!) e vo aesoc’h mont e galleg evit ur bern tud, siwazh. N’eo ket aes broudañ an dud d’ober re a strivoù war ar pemdez…





Didrouz

9 01 2015

E kreizenn-genwerzh Atlantis e Naoned e oan dec’h da greisteiz pa’z eo tavet pep-tra ha pep hini. Ur vunutenn en enor d’ar re varv, d’ar re zrouklazhet. E kalonenn ur bed a gorvoiñ hag a gevala e chom o zammig koustiañs gant an dud memestra. Ha nerzh, nerzh a zo en ec’hon, en difiñv, hag en unvaniezh. N’on ket gall, ha n’eo ket ma bro, met an holl ac’hanomp a vez taget pa vez taget ur frankiz ken diazez hag hini ezteurel e soñj, hini ar fent ivez, ar frankiz da c’hellout tabutal ar soñjoù, hag ar feiz kement-all.

Na pegen gwan e ranker bezañ evit kaout da lazhañ tud pa vezer bet feuket. Na pegen gwan a spered hag a feiz an dud-se.

Kalon a hetan d’ar wir vuzulmiz, eta, a ranko gouzañv c’hoazh evit oberoù sodien douellet a gasoni. Gant ma chomo ar gasoni gant ar re drellatet hepken, pa vezo ken aes da strolladoù zo ober o mad eus un torfed ken euzhus da sevel lod a-enep lod all…

Pebezh bro… Pebezh amzer…

“tud, tud, tud,
Tad an dud, ho pet truez ouzhomp”

a lavare Gwernig…





Lun !

29 12 2014

Kalon d’ar re a zo o labourat hiziv ! Gwall c’houllo e oa an tren mintin-mañ, me ‘lâr deoc’h… Hag evit ar wezh kentañ em c’horn bro e oa an derez-gwrez dindan zero. Erru ar goañv marteze… Tommheoligoù a zo el liorzh koulskoude, ha bleunioù leun ar rodo (pe ar brug-roz, pe’a)… Ur wespedenn a zo deuet d’am gwelet em c’hambr an deiz all zoken. Gwesped e fin miz Kerzu, kentañ klevet.

Spi ‘m eus neuze emañ prest ho pikini-nedeleg ganeoc’h, da vont da gouronkañ dindan an heol kraz (evel o deus graet lod, am eus gwelet en Telebramm mintin-mañ ivez). Deuet e oa an douristed hag ar c’hallaoued dre-vras betek Breizh da gaout o lod a vitamin D an hañv tremen, gwir eo. Ha me, paour-kaezh inosant, a oa aet da Strasbourg, soñj ganin mervel gant an tommder, mouget gant an aer sec’h. Netra ‘bet ! 15 derez, avel ha glav, e miz Eost. Ah bah brav ! Bretzeloù ha bier a oa, dre chañs, met memestra…

A-hed ar bloaz e klever komz eus cheñch an hin hag all, hag an amzer n’eo ket an hin, gwir eo, met gwelout a reer e cheñch an traoù abaoe un nebeud bloavezhioù memestra, a soñj din… Hag evel bep bloaz koulskoude e vez pennfollet an dud hag ar Stad pa vez erc’h e bro Savoie… Non ket evit kompren penaos n’int ket boaz, e gwirionez. Erc’h er menezioù n’eo ket nevez-nevez, hag ez eo ? N’eo ket bloavezh an erc’h du c’hoazh, koulskoude…

Ma, treiñ a raio ar bed, ganeomp pe get. N’eo ket ar blanedenn a zo ret saveteiñ, met ni hon-unan, kentoc’h…





Time flies

19 12 2014

Opala, ya, e-biou e ya an amzer ken e ya. Spi ‘m eus emañ prest pep-tra ganeoc’h evit an Nedeleg hag emañ don ho loeroù war gostez ar siminal (ma ‘z eus unan ganeoc’h), kinklet ar saprenn, savet roll ar meuzioù evit ar fiskoanioù, hag all, hag all… Daoust ha fur oc’h bet? Kollet 5 kilo ganeoc’h d’o adtapout kerkent ha deuet mare ar friko ?

A-feur ma tremen ar bloavezhioù e cheñch ivez an doare ma weler Nedeleg… Soñj hoc’h eus eus ho pugaleaj ? Bezañ bugel… Pa vezed o c’hortoz, digousk, ma teufe ar mintin, pa greded c’hoazh e oa eus an Tad-Nedeleg (sapre kevalaour brein a zegas profoù bravoc’h d’ar vugale binvidikañ ! 😉 ), pa oa kement a stered en ho taoulagad hag a fulennoù en asked ar bouloù hag ar garlantez war ar wezenn en ur zizoloiñ ar pakadoù paket aketus, ur seizenn warno marteze, paper liesliv sur ‘walc’h, hag hunvreoù enno. Ne rae forzh na pegen brav e vefent, e gwirionez (daoust ma veze seul welloc’h ma veze bras ar voest !), diroget e vefe ar paper krenn-ha-krak, ha goloet leur ar sal a-raok pell tra ma veze c’hoarzhadeg.

Tri a vugale e oamp er gêr, ha ret e veze gortoz ma vefemp holl savet kent lammat ha tagañ ar paper gant daouarnoù leun a spi hag a c’hoant. Ma, ne oa ket gwall hir da c’hortoz peurliesañ, piv a chom kousket mintin an Nedeleg ? Soñj am eus koulskoude bezañ bet da skeiñ (pe da c’hoari an taboulin e gwirionez, ACDC-style) war zor ma breur, pounner e gousk a-wezhioù, bloavezhioù ‘zo !

Ha bremañ neuze emañ disheñvel an traoù. Plijusoc’h eo din emichañs prientiñ fiskoan (hag e zebriñ, evel-just), tremen amzer ouzh taol, marvailhat ha c’hoarzhin -‘tis the season to be jolly- eget goulenn traoù. Sevel e-kreiz an noz da lakaat pakadoù dindan ar wezenn ivez, pep hini d’e dro sur a-walc’h ! Met n’eo ket evit ar profoù ken, e gwirionez. Un digarez d’ober unan, marteze, met n’eo ket kalon an afer, evel ma c’helle bezañ em spered bugel (nag emgar, haha !). Gouel ar vugale eo Nedeleg a-raok kement tra all, emichañs, hag anat neuze e cheñch an traoù ken-ha-ken pa ne vez bugel ebet ken er gêr, met feizh! kinklet e vo an ti memestra, ha sonn emañ ar wezenn e korn an diri ! Hengoun… Gouel ar familh e teu da vezañ, el ledanañ stêr. Darn vuiañ an dud a vez er gêr evit an Nedeleg, pa vezont gant mignoned evit ar bloaz nevez a-wechoù kentoc’h…

Spi ‘m eus neuze ez oc’h laouen holl, forzh pe dra a rafec’h evit ho Nedeleg-c’hwi. Gant ar vakañsoù o tostaat em bo muioc’h a amzer da skrivañ, sur mat, pa ‘z on bet o redek a-hed ar sizhun-mañ (teuzet eo plastik ma c’hartenn-vank, ‘m eus aon, pe war nes en ober emañ 😥 ), hag e vin tapet c’hoazh en dibenn-sizhun.

Ah, sell ‘ta, keit ha m’emaon gant Nedeleg, n’ouzen ket e oa Kenavo bloaz kozh milliget, falalalala… (pe “Deck the hall with boughs of holly…” e saozneg) ur ganouenn a Gembre e gwirionez, “Nos Galan” (Noz Galanna, pe’a !). Setu un doare amañ, daoust ma ne vefe ket ultra-entanus, hehe :





Skingomzet

12 12 2014

Sell ‘ta, ma ‘z oc’h skuizh ouzh ma lenn e c’hellit ma selaou bemañ o kontañ kaoz ha koñerioù gant Erell Beloni a France Bleu Breizh Izel. Un doare plijus eo da atersiñ an dud, e gwirionez, mont d’ober un dro ; aes e teu ar gaoz. Ha kaoz a zo eus ar blog, just a-walc’h, hag evit-se ‘michañs ez on distroet da skrivañ amañ. Salud deoc’h neuze ma ‘z oc’h deuet da welet goude bezañ ma c’hlevet, c’hac’ha!

N’on ket sur e vefe gwall zedennus, hañ, met n’hell ket bezañ gwasoc’h eget ma zammig buhez amañ, forzh penaos ! Klikidi-klikit amañ dindan :

RBO, radio ar vro...





Penn-skañv

11 12 2014

A-wechoù (alies?) n’on ket gwall fin. Edon e Landerne mintin-mañ a-raok kregiñ da labourat, ha me da soñjal : “Perak n’afen ket da glask un nebeud profoù Nedeleg, kement hag ober?”. Peurliesañ e vezont kavet ganint d’ar poent diwezhañ-tout, evel ma tere, e-mesk ar c’hantadoù a bennoù-skañv all. Met ket ar bloaz-mañ ! Setu me neuze o sellet eus al levrioù e gwerenn-dal meur a levrdi, war glask levrioù e saozneg. Ha me gwelet ur pegsun ‘english’ war zor Levrdi ar Geoded (Librairie de la Cité, 9 straed ar Feunteun Wenn e Landerne), ha mont tre neuze, ma sac’h ganin war ma c’hein ha boest ma binoù-bras em dorn. Diouzhtu-dak he gwel pec’henn ar stal, ha da lavar din penaos e sone gant ar vombard ur mare a oa, hag o welet pegsun Bagad Kemper warni, da c’houlenn ma sonen eno hag all, ha dreist-holl, penaos e oan aze, e Landerne? Me neuze da lavar dezhañ emaon o labourat evit Diwan eno… Hag-eñ da vont e brezhoneg ganin diouzhtu !

Eh ya, evel-just, rak ar pegsun ‘english’ am boa gwelet war an nor a oa unan Ya d’ar brezhoneg, dreist-holl ! Gant ar saozneg meneget da drede yezh. Ha me, holl gant ma afer, n’em boa ket soñjet zoken, re voaz ma ‘z on d’ur bed hollc’halleger peurvuiañ, e c’hellfe mestr ar stal komz brezhoneg. Tssss…

Ma, levrioù e saozneg ne oa ket, met kavet em eus lod all, ha gallet ‘m eus kaout ur pennad kaoz plijus e-keit ma vezent paket din. Kement-se a-raok mont da labourat, e brezhoneg c’hoazh. Brav ar vuhez a-wechoù, memestra !





En tu all

9 12 2014

Ha te, en tu all d’ar mor,
Ez pleuñv, brug ha lanneg aour ;
Ha te, en tu all d’an nor
Didrouz, pinvidik ha paour,

Pinvik a gement zo bet,
Met paour pa n’out mui nemet
Adsked c’hoantoù disoñjet,
Damskleur ur bed aet da get

Tír na nÓg, ma yaouankiz,
Tir dir annev an amzer ;
Tir tredeog d’am frankiz,
Tir glann c’hoazh a zizesper

Tir tan, pa vezez garv,
Tour-tan, pa vezen kollet,
Dir ha tan, kadoù marv :
Mann ne van en ec’honded

Nemet koun, mojenn un hent,
Miled all er milendall,
Morgezeg hag erevent :
Rouaned kozh a wezhall ;

Un hent all dre an teñval
Davet al lann alaouret,
Dreist d’ar mor ha dreist d’ar Fall
Da heul hor c’hozh harozed ;

Piv a oa ouzh ma gervel ?
Ec’honder en ec’honded,
Ur c’hogito o sevel
Goulennoù heñvel bepred

Pe te en tu all d’ar mor,
Er bed all a fellfe din
Gwelet c’hoazh dre doull an nor ;
A-raok ma vo digor din ;
A-raok ma teuio ar fin





Tro-dro d’an treiñ ha d’e droiennoù

8 12 2014

Un draig hepken, evit ar re a implij WP e brezhoneg : daoust ha gellout a rit lavar din e pelec’h e chom traoù hewel a-walc’h da dreiñ, pe fazioù euzhus ho peus merzet ? An deiziadoù a zo ur gudenn, gouzout a ran ; emaon o klask un diskoulm. Ar portugaleg a zo unan all (trugarez d’ar C’heekezig da vezañ aet d’ar foromoù da c’houlenn hiroc’h)

Ur 1200 bomm bennak a zo bet troet ganin abaoe ma ‘z on krog ‘barzh a-nevez, met diwar an 11639 (!) a chom e vefe kerkoulz din treiñ ar pep mallusañ da gentañ… Un dra memestra, traoù zo ne vint ket troet peogwir ez int liammet ouzh an tem, ha lod temoù n’eus ket tu o zreiñ. Amañ emañ listennad ar re a zo posubl din (ha deoc’h !) treiñ : http://translate.wordpress.com/projects/wpcom/themes . Ma n’emañ ket hoc’h hini e-barzh, tough luck… (ha ma hini n’emañ ket, haha !)

Setu setu, lavarit din ! Spi ‘m eus e vo WordPress un dave evit ar sevel blogoù e brezhoneg, ha laouen on o welet ez eus muioc’h-mui a dud hag a skolioù oc’h ober ganti.





Troc’h-didroc’h

8 12 2014

A-wechoù e vez mat ober un troc’h. Ha paotr an troc’hoù ez on emichañs, pa n’on bet amañ nemet a frapadoù e-pad re bell. Abegoù a zo, emichañs, hag abegoù fall int holl. Ur blijadur eo bet skrivañ amañ a-viskoazh, daoust ma vefe cheñchet ma doare tamm ha tamm, eus pennadoù hepken ‘pad ur mare da varzhoniezh betek re, ha kement a ec’hon da vareoù zo mar kleven ma c’heuz o tasseniñ.

Ha koulskoude ez on laouen, en ur mod, o vezañ bet ken pell da zistreiñ. Nevez e seblant pep-tra bezañ en-dro. C’hoant ha youl a zo, pell ar randon, ha n’eo ket diaes din bezañ mall warnon skrivañ un dra bennak. N’hellan ket bezañ ken reoliek hag ur mare zo bet, marteze, ha n’hellan ket lavar e vezo skrivet ganin bemdez-Doue (daoust ma klaskin a-walc’h en ober), met n’eus forzh, ha pa vefe c’hwitet un devezh amañ hag aze ganin e ouio an dud ez eus traoù nevez amañ ingal, ha spi ‘m eus e tistrooc’h d’am lenn (marketing 101, ar reoliekañ an traoù ar gwellañ 😉 ). Ur mare zo bet e veze tud bemdez amañ (daoust ma n’eus ket kalz ac’hanoc’h oc’h ober evezhiadennoù, haha !).

Gouzout a ran ervat n’eo ket danvez ma buhez un dedenn d’an holl, hogen spi ‘m eus n’eo ket re zisplijus ma lenn, e gwirionez. Ul lienn werc’h eo ar blog-mañ evidon, din da glask kement koñeri warni. Emgar eo emichañs soñjal e vefe dedennet an dud gant ar pezh a skrivin, pa n’eus tem pe dodenn hollek resis ebet d’am rambreadennoù. Geekadennoù, soñjoù, un nebeud skridoù ha keleier, netra gwall entanus ! Ha koulskoude e vezan frealzet o welet tud o tremen. Evit embregiñ ma spered ha ma skrivañ dre vras eo ivez, klask bezañ an aesañ posubl da lenn. Ul labour war ar stil hag ar yezh eo ivez, pa gavan ken diaes gwelet skridoù zo ken kamm a-wechoù e-kerzh ma c’hantreadennoù war an Etrerouedad. N’eo ket da lavar ez on un dave, pell alese, met piv a skrivo ur brezhoneg evit hon amzer ma n’eo ket ni ?

Dibaboù fall ha fazioù am eus bet graet em buhez, ha kollet amzer ha mignoned ganin. Tamm-ha-tamm, spi ‘m eus, e c’hellin adkavout un darn anezho, ma n’eo ket an holl. An amzer gollet n’adkaver ket, siwazh, met n’eus buhez ebet digammdro. Pep hini e si, neb n’en eus daou en eus tri, emezo, neketa ?





Bannoù-treset

8 12 2014

Ur mare ‘zo em boa kemeret perzh en ur genstrivadeg bannoù-treset e brezhoneg… Ne oa ket kalz tud o kemer perzh neuze em eus gounezet, haha ! Met spi ‘m eus e vo lod ac’hanoc’h o kemer perzh ar bloaz a-zeu ! N’eus nemet ur bajennad da ober…

Klikidi-klikit evit brasaat, evel-just !

bd3

Gant ur bajennad n’eo ket aes kontañ un istor luziet, neuze e oa an aesañ din mont gant ur gag. Erevent, elfed, orked, moliac’h dre vras, traoù zo ne cheñchont ket !





Derc’hel da vont…

5 12 2014

PSX_20141205_130708Ah, un amzer a oa m’am boa amzer, just a-walc’h, ha n’edon ket o redek a-gleiz hag a-zehou evel ma ran bremañ, pe ket kement, d’an nebeutañ. Ma vezen en ul lec’h war ar sizhun, hag ma chomen eno pell a-walc’h da vezañ em aes. Ma, n’eo ket klemm a ran (hepken), mat eo kaout labour ha plijus e chom beajiñ memestra (ma, e Breizh hepken, hañ, n’on ket ken pinvidik/chañsus), ha bep sizhun e vezan en tren etre 10 ha 15 eurvezh. Gellout a ran kadarnaat brud fall an SNCF war an dale, haha !  Keit ma ‘z on yaouank c’hoazh… En tren e c’heller labourat, lenn, kousket zoken, luskellet gant boubou an hent-houarn ha lusk ar c’hrenadennoù. Kemper Landerne, Landerne-Roazhon, Roazhon Kemper… Setu an tric’horn diaoulek ! Ma, diaoulek n’eo ket, hogen diaes eo a-wechoù gouzout pelec’h emañ tra-mañ tra, e peseurt hini eus ho tiez pe ho ranndiez emañ chomet an dra ho peus ezhomm anezhañ diouzhtu-dak ! Pe evel ur maligorn e rankfen bezañ marteze, holl ma feadra war ma c’hein bepred. Diaes a-wechoù rankout sevel abred, bezañ en ti-gar da 6e vintin evit bezañ d’an eur ur wech treuzet Breizh war un tu pe un tu all.

Montourlez, heh

Montroulez diwar ar pont bras

Rak ouzhpenn ar cheñch lec’h emañ ivez ar cheñch bed, hanter ar sizhun er gêr vras, e Roazhon, em ranndi, un hanter all e ti ma zud pe e Landerne, n’eo ket ar memestra evel-just. Ha bedoù disheñvel em fenn ivez, al labour melestradurel hag hini an dezenn n’o deus ket kalz tra da welet (met gellout a ran lakaat un teuliad Word e stumm deoc’h digudenn, c’hac’ha !), ha kentelioù a roan ivez, ur bed all c’hoazh. Se a sonerezh, e Roazhon koulz hag e Kemper, ha mignoned a-bep lec’h ivez. Nag a draoù e gwirionez d’am derc’hel da vont. Ha c’hwi ouzh ma lenn, forzh pelec’h e vefec’h ! Ha war an hent, pe zouar, ter-du pe houarn e vefe, e kaver traoù da welet bepred, traoù brav, ur sav pe ur c’huzh-heol, un asked war ar sterioù, ur porzh dindan an heol, pe c’hoazh un draonienn zianav d’an holl.

Langerne

Landerne, diwar du mat ar ster 😀

En tren e plij din lezel an ijin da vont, a-dizh, buanoc’h eget an TTB emichañs. Eno, evel ma ra da lod er strinkadenn, e teu soñjoù din, eno em eus bet skrivet barzhonegoù hag istorioù, em eus bet savet sonerezh, em eus lennet par ma c’hellen hag em eus kejet gant tud, ivez, a-wechoù. N’eus netra par d’un tren sac’het e-kreiz an noz, etre Kerneblec’h ha Plougollet, evit lakaat an dud da gomz kenetrezo. Profet e vo boued deoc’h gant ar sneuf-neu-neu ma chom re bell an tren difiñv da eur ar pred, na jentil int, neketa ? 🙂 An dieasañ, memestra, a zo n’eus ket amzer da chom. Bezañ dilec’hiet bepred, daosut ma vefe mont a lec’h anavezet da lec’h anavezet, a zo diaes din a-wechoù. N’em eus ket amzer da vezañ sioul en ul lec’h, da gaout ul lusk, ma ‘z an luit d’unan all, d’ul lusk all. Ah, na pegen aes a-wechoù, pegen frealzus un implij-amzer klok, digemm. Ha pegen plijus, war an tu all, ober traoù disheñvel bemdez, bezañ pell eus ar boaz, deus ur bemdez diliv a vefe borrodus re vuan. Un deiz a vo, ha buanoc’h e teuio marteze eget na soñj din, ma ‘m bo keuz d’ar mareoù-se en tren, ma c’hellen beajiñ em fenn a soñj da soñj tra ma veaje ma c’horf a ved da ved, da c’hortoz e klaskin ober ma mad eus an amzer-se am eus evidon c’hoazh.

PSX_20141205_130522

Ti-gar Sant-Brieg, mintin abred





Ultramarine

2 12 2014

Boh, n’eo ket nevez-nevez, met n’em boa ket e lakaet amañ. Warhammer goud Star Wars, n’eo ket Soubenn ar Geek amañ met Soubenn an Nerd marteze 😉

Ya, ur fanboy Ultramarine divezh on, hahaha, met ar pezh a zo plijus gant bed Warhammer 40,000 dre vras a zo eo digor pep-tra eno. Forzh peseurt istor pe dudenn a fellfe deoc’h kontañ pe grouiñ a c’hellit ober. Ur stergoumoulenn a-bezh a zo da zizoloiñ, milionoù, miliardoù a vedoù ha degadoù a ouennoù a-bep-seurt. Ar Space-Marined (sic) evel an hini amañ-dindan a zo aozet dre Chabistroù mil soudard, ha gellout a ra pep hini ijinañ e strollad mar fell dezhañ (pe chom gant unan bet krouet dija, evel-just). Betek-hen em boa dibabet chom gant ar re vrudetañ (na pegen dibar, haha !), hogen nevez zo ez on kroget da sevel lod nevez, d’o livañ ha da ijinañ o istor. Ur wezh all e vo kaoz diwar o fenn marteze, met evel a lavaren dec’h eo plijus a-wezhoù en em goll en ur bed faltazius…

Ultramarine

(Da geñveriañ gant an dresadenn-mañ marteze, haha. Mont a raer war-raok e doug daou vloaz, emichañs.)

planet3

Planedennoù home-made !

g.s. n’en deus netra da welet : 850 string a zo bet troet ganin hiziv, ha kadarnaet un 230 bennak ouzhpenn. Spi ‘m eus e teuio ar cheñchamantoù war-wel buan.





Motherfouzhing Star Wars !

30 11 2014

Gwelet ho peus an trailer evit ar Star Wars nevez ? Ar seizhvet hini ? Ma n’hoc’h eus ket, kit d’en ober diouzhtu ! Gant un nebeud eilennoù (88, ez ofisiel) e vo disoñjet al lodennoù I, II, ha III ganeoc’h, ha ne voc’h ket evit gortoz miz Kerzu ar bloaz a-zeu (ya, ur bloavezh a-bezh da c’hortoz !). Dreist eo pep-tra, an aergelc’h, an neuz (kozh hag implijet), an distro d’al lunelloù ha d’an traoù savet evit gwir kentoc’h eget dre uzhiataer hepken, sonerezh Williams evel-just (sonerezh nevez, ouzhpenn-se), ar Falc’hun Millenium, an X-Wingoù nevez… Pep. Tra. Hag ar sabrenn-lazer never ivez, na! (bez e oa diouzh seurt sabrennoù er bannoù-treset dija, heh, n’eo ket dav tufañ war JJ, alato). D’am soñj e vo mat. Ya, ret eo d’ar film bezañ mat… Me ho ped… Aaaaaah ! N’hellin ket gortoz !

D’am soñj n’hellan ket lavar pegen entanet on ken mat ha gant ur gif (tumblr, setu-me !), ha n’em eus ket kavet ken sklaer ha gwir hag hemañ-dindan :

When-the-new-Star-Wars-Teaser-came-outOh ya, oh ya, Star Wars ! Lod ac’hanoc’h o do soñj eus se marteze e plij SW din forzh penaos ha forzh pegement :

BaS

Bloavezhioù war-lec’h ha ma lakaat a ra da c’hoarzhin c’hoazh (ya, n’eus ket ezhomm a galz tra).

Laouen on o welet e tistro ar skiant-faltazi hag ar space-opera diouzh ar c’hiz mui pe vui. Goude Edge of Tomorrow, Oblivion, pe c’hoazh Gravity emañ deuet Guardians of the Galaxy (a zo ur space-opera ma ‘z eus unan), a zo ennañ ur RAKOUN A GOMZ, memestra ! Rocket Racoooooooon !

raccoon

Ha gros eo war ar marc’had 😉

Interstellar da c’houde, war an tu skiantel kalz muioc’h daout ma chomfe un istor dizoloiñ ha ergerzhiñ e gwirionez. Sot on bet gant an dibaboù graet gant Nolan a-fed neuz, ar pouezelloù-gouloù mod-kozh, ar skrammoù ulliv, ar robotoù karrez penn da benn, hag all. 2001-ek penn-da-benn, ur bamm. Hag an egor, evel-just.

interstellar

Deoc’h da gaout soñj memestra, ne oa ket vil-put GotG kennebeut, daoust ma oa war an tu faltaziek kentoc’h eget an tu skiantel, evel ma tere d’ur Space-O (oh ya, babeh~, kalz re diouzh ar c’hiz on me ivez) :

Evit filmoù a-seurt-se e talvez ar boan c’hoazh mont d’ar sinema, d’o gwelet war ur skramm bras. Fentigelloù ur film farsus a vo ken farsus all war skramm vihan ur skinwel pe un urzhiataer, met pe Avatar, pe C’hravity, pe Interstellar e vefe, ne c’hell bezañ ken saourus d’ho taoulagad nemet pa vezont peurveuzet er skeudenn (ha c’hoazh, n’on ket bet o welet Interstellar en un Imax…). Un abadenn eo, hag arabat disoñjal pegen dreist e c’hell ar sonerezh bezañ ivez e seurt filmoù (ah, Zimmer…).

Ya, bugel on chomet sur ‘walc’h, bammet gant bedoù arall, dudiet gant euzhviled hag harozed, oc’h hunvreal eus an egor c’hoazh, hag eus marvailhoù da zizoloiñ. Ha ne ran van, keit ha ma vo krouet traoù brav ha dizoloet ivez pegen brav e c’hell ar wirionez bezañ e vin laouen o vezañ bammet ha bugel ur wezh c’hoazh.

Ar paour-kaezh kaouenn a zo dall, ha kement a stered en he daoulagad koulskoude…

Hag evit echuiñ, koulz war ar skiant-faltazi ha war marvailhoù ar gweledvaoù-egor, setu Wanderers, un tamm berrfilm brav-eston a ra tro an Etrerouedad er mare-mañ. Mouezh Carl Sagan a glevoc’h enni (diwar Pale Blue Dot, a zo ret deoc’h sellet outañ ma ‘z oc’h dedennet gant an egor pe ar skiant dre vras un disterañ), ken plijus bepred, hogen ar skeudenoù eo a zo ar bammusañ. Da welet en HD ha leun ho skramm, evel-just.





Hag adarre…

30 11 2014

Ur wezh ouzhpenn emañ aet an amzer e-biou, e-biou din ha da galz traoù. Traoù a zo cheñchet diaboe, ha traoù all a zo chomet digemm, met en ur gomz gant ur vignonez (emichañs?) bremaik em eus bet tro da brometiñ e skrivfen amañ en dro. Kaer ‘m eus lavar n’em eus ket amzer, n’eus abeg ebet e gwirionez da chom hep lakaat pemp munutenn a-gostez evit skrivañ un draig amañ bemdez evel a raen ur mare zo. Pe pell zo. Re bell zo. Ma ! Ur wezh ouzhpenn, plantomp e-barzh, deomp dezhi, bec’h dezhi, ha kement tro-lavar pe lavarenn a vefe.

Spi ‘m eus emañ mat ar bed hag an traoù ganeoc’h !