Tro-dro d’an treiñ ha d’e droiennoù

8 12 2014

Un draig hepken, evit ar re a implij WP e brezhoneg : daoust ha gellout a rit lavar din e pelec’h e chom traoù hewel a-walc’h da dreiñ, pe fazioù euzhus ho peus merzet ? An deiziadoù a zo ur gudenn, gouzout a ran ; emaon o klask un diskoulm. Ar portugaleg a zo unan all (trugarez d’ar C’heekezig da vezañ aet d’ar foromoù da c’houlenn hiroc’h)

Ur 1200 bomm bennak a zo bet troet ganin abaoe ma ‘z on krog ‘barzh a-nevez, met diwar an 11639 (!) a chom e vefe kerkoulz din treiñ ar pep mallusañ da gentañ… Un dra memestra, traoù zo ne vint ket troet peogwir ez int liammet ouzh an tem, ha lod temoù n’eus ket tu o zreiñ. Amañ emañ listennad ar re a zo posubl din (ha deoc’h !) treiñ : http://translate.wordpress.com/projects/wpcom/themes . Ma n’emañ ket hoc’h hini e-barzh, tough luck… (ha ma hini n’emañ ket, haha !)

Setu setu, lavarit din ! Spi ‘m eus e vo WordPress un dave evit ar sevel blogoù e brezhoneg, ha laouen on o welet ez eus muioc’h-mui a dud hag a skolioù oc’h ober ganti.





WordPressoneg

31 10 2011

Ur gerig hepken a-benn trugarekaat ar re a gendalc’h da sikour evit an droidigezh 🙂

M’emañ ho taolenn-labour e brezhoneg ganeoc’h ho peus merzet sur a-walc’h emañ hogos pep-tra e brezhoneg en-dro. Cheñchamant a oa bet, hag ur mare ‘zo ne oan ket bet d’ober war dro an treiñ. Ma, renket an traoù bremañ ! Chom a ra kalz traoù da ober, evel-just (un 10,000 troidigezh bennak, memestra), hogen mont a ra war-raok, tamm ha tamm !

Mar kavit fazioù, hag all, pe ma zo un dra a fellfe deoc’h gwelet e brezhoneg diouzhtu, lavarit din ; pe, gwelloc’h c’hoazh, kit d’e dreiñ hoc’h-unan ! Klikit amañ. Gellout a rit implij ar bouezell ‘Filter’ da gavout ar pezh a fell deoc’h treiñ, aes a-walc’h eo da c’houde. Ur wech troet tra-pe-dra ganeoc’h e vo kadarnaet ganin, ha setu !

N’eo ket ret deoc’h sikour, evel-just, n’eus ket amzer gant an holl. Hogen tu a zo deoc’h da vrudañ ar savenn e-touez ho mignoned, da lakaat muioc’h a dud da implij anezhi, ha da vlogiñ e brezhoneg. N’ouzon ket ma oar ar skolioù, ar c’hevredigezhioù, hag all, ez eus tu da ober kement-se e brezhoneg (hogos) penn-da-benn, met mat e vefe brudañ, d’am soñj.

Setu setu, ar vunutenn bruderezh e oa 😉





Keloù WordPress

13 11 2010

Un notennig verr da lavarout em eus kavet ur prantadig amzer da gas an droidigezh war-raok (hini WordPress, hañ, evit ar re n’heulfent ket ^^), muioc’h a vrezhoneg ha nebeutoc’h a fazioù a zlefed gwelet, blogerien, en ur implij ho taolenn-labour hag ar sevel notennoù, hag all (evit ar skeudennoù, da skouer, e chome kalz traoù… N’eo ket peurc’hraet c’hoazh, traoù zo am eus poan da gavout oO). Ul labour war-ober eo c’hoazh, hañ, chom a ra war-dro 7800 ‘string‘ da dreiñ…  Diwar an 10200 orin. Keit ma ne vez ouzhpennet netra (ar pezh a c’hoarvez ur wezh ar mare memestra ^^). Boñ, un darn vras anezho a zo traoù a vez meur a-wech, pe gant ur gerig diforc’h hepken, en abeg d’an temoù, hag ur bern traoù all a zo kemennadennoù fazi pe traoù resis-spontus ne weloc’h ket a-raok pell emichañs, ar pep retañ a zo bet graet… Spi ‘m eus ? Lavarit din ma zo traoù a zo anat deoc’h e vefe ret o zreiñ ar buanañ ar gwellañ. Gouzout a ran ivez e chom kudennoù evit ar frazennoù gant deiziadoù (embannet e/da+deiziad, traoù a seurt-se… Emaon o klask un diskoulm a vefe reizh gant forzh pe zeiziad… N’eo ket aes atav gouzout petra eo an ‘on‘ e saozneg, deiziad, blog, traoù all… hep ar c’henarroud. Arnodiñ a ran un tammig xD). Pell zo n’em oa ket bet tro da lakaat ma fri en treiñ en-dro, ha gwellaet eo bet ar sistem ganto un tammig, aesoc’h eo da implij (ma, ne vug ket ken, kwa ^^). Gwelet a rin ma c’hellan treiñ un nebeud stringoù bemdez, da gas an traoù war-raok tamm ha tamm, evel ar gloan da stamm.

Ma, echuet e vo un deiz bennak, sur a-walc’h, memestra… Neketa ?

 

 

 

 

 

 

 

 

Neketa ?…





Son un dazont da zont

12 05 2010

*Evezh, un notenn mabuhez.com eo honnezh, m’emaoc’h o klask soñjoù don emaoc’h war ar blog fall e vefe ret distreiñ diwezhatoc’h ^^*

Un devezh el levraoueg o labourat, toutou abred fenoz, un arnodenn a zo warc’hoazh da 9e30, hini ziwezhañ ar bloavezh ! Chom  a ra eztaoladennoù da echuiñ, met tostaat a ra fin ma maread en Iwerzhon da vat bremañ. N’ouzon ket ar pezh a zo ganin met toull-didoull eo ma c’housk er mare-mañ, klask a rin bezañ diskuizh mat (n’eo nemet 10e30 amañ, padal eo 11e30 e Breizh ^^), an arnodenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a-vremañ eo, dedennus-tre !

Trist on un tammig o treiñ ur bajenn all e levrig ma buhez (unan a vil pajennad ?), met laouen war an tu all o welet ez eus lod all a seblant rakskrivet endeo gant plijadurioù da zont. Echuiñ ma levr, da gentañ penn, n’am eus ket gallet ober c’hoazh en abeg d’ar reuz a zo bet gant ar menez-tan hag an niver a draoù o deus cheñchet em flanning dirapar dija, ul levr a zo ken tost da vezañ echuet koulskoude ! Pa soñjan e oa sañset bezañ echu e miz genver d’an diwezhatañ… Komz a rin diwar-benn se un deiz all, p’am bo amzer just a-walc’h, ar fazioù brasañ am eus graet en ur raktresañ al levr-se… Ma ne blij ket e vo pulluc’het ma spered.

 Raktresoù e-pad ar vakañsoù, raktresoù ar bloaz a-zeu, peadra a vo da ober: kavout ul labour bennak e-kerzh an hañv, labourat war ur geriadur saozneg-brezhoneg, prientiñ ur raktres kazetenn etreskolveur, ur gelaouenn all marteze ivez (‘keta ?), diboultrennañ ma levrioù D&D, kregiñ ul levr all gant Marianna marteze (chut, n’am eus lavaret netra !), kenderc’hel gant ma enklaskoù war ar bed all, kenderc’hel gant troidigezh WordPress, mont donoc’h gant soñj Rekipedia (hohoho !), adlakaat ma skevent ha ma bizied da labourat er bagad, skrivañ barzhonegoù ha klask embann… Traoù a vo da ober, ya ! Hag e-kerzh ar vakañsoù ez in d’an Erer Kozh,  da Gembre e-pad div sizhunvezh, da Aostria marteze… An holl draoù se mui ar burutellañ a brometan abaoe pell, tresadennoù a-vil-vern, pennadoù hiroc’h…

Hey, ne seblant ket re fall an traoù, gant ma erruo an dazont-se buan.





Hiziv e vo div

14 03 2010

Ya, div notenn (evit priz unan !), rak fellout a ra din fougasiñ ha diskouezh ma babig deoc’h un tammig (emañ ma ego dreistmantet o c’hounez, war a seblant ^^). Evit poent ne oa tu da sevel ur blog e brezhoneg nemet gant Nireblog. Hag unan am boa klasket ober, ha me da soñjal ne oa ket gwall aes da implij (n’eo ket boureverezh kennebeut, hañ) ha ne blije ket re an droidigezh din (a zo komprennus, met Ofis 100% — ma digarezit, tud an Ofis, labour vat a vez graet ganeoc’h memestra). Hop hop, p’am eus savet ur blog amañ n’ouzen ket e oa tu da lakaat brezhoneg, soñjet am boa e lezfen e saozneg, ha gwazh a-se. P’am eus gwelet brezhoneg e listennad ar yezhoù a c’helled lakaat da yezh bennañ war ar blog on bet souezhet neuze, ha nebeud war-lerc’h em eus dizoloet e oa tu da dreiñ al lec’hienn ! Oooooh ! Plantet ‘barzh neuze, gant ar spi ober ul labour mat a-walc’h da zesachañ ar vrezhonegerien all. Diskouezomp deoc’h neuze.

Aet on da zizouarañ ma Nireblog, ha setu ar bajenn merañ (klikit war c’horre, na zistrujit ket ho taoulagaden ur glask lenn an destenn vunut-vunut):

 

Ha setu bremañ WordPress (ho taoulagad, memestra, klikit):

(me a wel un diforc’h…)

Hag ar bajenn sevel-notennoù, evit ar fun (for the cable, evel ma lavaront e saozneg (lakait ar son)):

 

Evel ma c’hellit gwelet eo un tamm-mat bravoc’h WordPress, daoust ma vefe Nireblog o vont en dro gant ur poellad WordPress, just a-walc’h. Reiñ a ra c’hoant ober traoù, me gav, ha kaout traoù flimm-flamm ‘giz se a zo mat evit ar yezh ivez (setu, plantet ur ‘mat evit ar yezh’, tu ‘zo din da vont bremañ !).

Un dra memestra: divizhet ‘m eus obet gant notenn hag evezhiadenn evit post ha comment peogwir ne vez kemmadur ebet warno, ar pezh a zo kalz aesoc’h evidon da dreiñ (dre ma vez an holl liesterioù en 1 droidigezh, n’heller ket ober sifr dre sifr: pajenn am eus graet gant b/f/pajenn, da skouer, ha n’eo ket brav tamm ‘bet, memestra evit d/z/tag)

N’eo ket echu an droidigezh, tamm ebet zoken (2030 string troet diwar 8220, tamm pe damm, da lavaret eo ur 25% bennak, o c’houzout eo graet ar pep gwelusañ memestra). Kudennoù a chom gant an araogennoù dre ma ne vez kenaroud ebet pa vez graet an droidigezh. ”At” pe ”on” (e saozneg, hañ) a c’hell talvezout meur a dra ^^, hogen reizhet ‘vo tamm ha tamm (eee, spi ‘m eus ^^). Me zo sur ez eus ur bern fazioù biskrivañ hag un ‘r’ pe ur ‘zh’  re pe a vank amañ hag aze. P’ho pezo kroget gant ur blog nevez goude bezañ bet kendrec’hiet gant ma fropaganda e c’hellot lavar din, pe mont da reizhañ oc’h unan !





Treiñ

22 02 2010

Ul labour farsus, ha dedennus eo an treiñ. Ha c’hoazh, lavar an treiñ, n’eo ket ken gwir se, bez ez eus kement  a zoareoù treiñ hag a destennoù pe a dud. Ne vo ket troet en hevelep doare ur pennad er Ouest-Torch/Telebramm hag ur Balzac. Ne vo ket troet kennebeut levrig ho über-skinwel-plasma-utraplat-full-HD-nevez-flamm-flimin evel barzhonegoù Shakespeare. Ha ne vo ket troet Dostoievski evel ma vez troet Tolkien. Peogwir n’eo ket ar memestra, peogwir n’int ket bet skrivet heñvel.

Meur a ‘skol’ a zo, war un ahel daou boent pellañ dezhañ. Diouzh un tu, a gleiz, lakaomp, emañ ar re a fell dezho chom an tostañ ma c’hellont diouzh an destenn, zoken ma vez iskis un tammig an disoc’h er yezh nevez. Ar pal gant an droerien se a zo reiñ un tañva eus an doare ma vez lennet an destenn en orin. Un darn anezho moarvat o deus gouzañvet kentelioù lennegezh e-lec’h ma oa tu da sevel ur arguzenn a-bezh diwar ur virgulenn. Na c’hoarzhit ket, graet am eus bet-se e saozneg dija, ha me gant ma aotreegezh hepken (!). An disterañ ger, an disterañ pik pe an disterañ soniad zoken a vez dielfennet, pe implijet evit an dielfennañ d’an nebeutañ. Kalz sonioù kalet ? Un aergelc’h rust, teñval, feuls… Emezo… Pe plijout a re ar gerioù d’ar skrivagner ? Ne oa nemet ar re se gantañ ? Opala ! Tamm ebet. Pep lizherenn a zo RAKSOÑJET, zoken pa n’eo ket barzhoniezh! Penaos gellout treiñ un destenn neuze, ma vez kollet kement a ditouroù ?

Adalek ar mare ma vez troet e vez cheñchet, hag e vez ur c’holl. Tonkadur an troer eo gouzout ne vo morse disi an droidigezh. Ha muioc’h c’hoazh unan lennegel (ret eo anzav ne ran ket forzh gant levrigoù ar pellgomzioù hezoug…), ken personel e vo an droidigezh hervezh ar pezh en do komprenet eus an destenn, an trivliadoù en do bet.

Diouzh an tu all, a-zehou, e kaver ar re ne reont ket gwall van gant an destenn orin. C’hoant a zo ganto da ezteurel un destenn vrav er yezh nevez, zoken ma vez cheñchet ur bern traoù, betek ar ster zoken. Kemerit Harry Potter e saozneg ha keñveriit gant an droidigezh c’hallek… Digredus, me lavar deoc’h. Kompren a ran an droerien-se ivez, kement ha lakaat un destenn en ur yezh all, koulz d’an destenn nevez bezañ brav. Cheñchet he yezh, koulz mont betek penn, ha tennañ blaz ar yezh all diwarni. A-wechoù koulskoude e ro disoc’hoù iskis, ur skrivagner o vezañ kavet dispar en ur vro m’eo bet troet, padal e skrive evel un truilh en e yezh orin ! Ne c’hoarvezh ket alies, evel just, met c’hoarvezhout a ra.

Hag emañ darn-vuiañ an droerein etre an daou benn se, anat deoc’h.

Pa droan-me ez on techet da vont war an tu kleiz, en abeg d’ar stummadur lennegel a gomzen anezhi bremaik, just a-walc’h. Ne soñj ket din e vefe ur ster kuzh da glask e pep ger, betek an disterañ soniad, hogen mat eo, d’am soñj, derc’hel blaz ar yezh orin war an destenn. Ket d’ar poent mastariñ ereadurezh ar yezh nevez, da skouer, hogen c’hoari ganti pa c’heller. Plijus eo ar brezhoneg evit kement-mañ,  gweñvded hec’h ereadur. Dre se e c’heller bezañ soutil, ar pezh n’heller ket ober ken aes gant yezhoù all (galleg da skouer). Pa droan e fell din ivez, memestra, e vefe reizh an destenn a eztaolan, neuze ne yan ket re bell ganti. Hogen klask a rin doujañ da hirder ar frazennoù, d’an doare ma’z int frammet. Ne rannin ket anezho pa vezont re hir, ha ne liamman ket pa vezont re verr. Peogwir e soñj din eo pouezus traoù a-seurt-se evit lusk un destenn, hag dre ma ‘z eus un danvez skrivagner ac’hanon e ouzan e soñjer un tammig memestra er pezh a reer pa skriver. Klask a rin ivez kavout ar gerioù tostañ d’ar re orin. Ha ma veze implijet dek gwech ur ger e teir frazenn e rin kement-all. N’on ket ar srivagner, e zivizh e oa.

Kement-mañ avat a zo mat evit testennoù lennegel. Pa vez pennadoù kazetennerezh eo ar ster a gont ar muiañ, dreist d’ar stumm (ha c’hoazh…).

Setu perak eo mat bezañ skrivagner a-benn treiñ, evit an testennoù lennegel dreist holl, hogen ret kaout soñj e vezer o treiñ, just a-walc’h, ket oc’h adskrivañ.