Poellgomzioù

28 01 2015

Marteze eo disheñvel ar bloavezhioù 2000 eus ar pezh a veze ijiniet pell ‘zo, ha dipitus sur a-walc’h war dachennoù zo (oc’h adsellout ouzh Blade Runner e oa an deiz all, e 2016 emañ sañset c’hoarvezout !), met war traoù all emeur en ur bed faltazius a-walc’h memestra, a zo deuet buan da cheñch, em lâren an deiz all.BLADE-RUNNER

O kuitaat ma labour e oan, da vont d’an ti-gar. Ne oa bilhed-tren ebet ganin c’hoazh, setu me neuze da brenañ unan gant arload an SNCF war ma foellgomz, ha gwiriañ kement hag ober ma oa dale gant an tren. Da Roazhon edon o vont, hag e-kerzh ar veaj e lennen ar c’heleier war lec’hienn Libé pa resevis ur postel mallus. Goude bezañ gwiriekaet un dra diwar ur fichennaoueg pellgarget em dropbox e respontis ken aes ha tra. Un endervezh karget a bellgomziñ e oa, war a seblant, peogwir e voen galvet diwezhatoc’h, ha me da respont (en trepas), pa ‘z ae an tren da 130 d’an eur, kudenn ebet.
Ma, nebeut a-raok erruout e Roazhon e oa diwezhat a-walc’h dija, ha naon em boa, evit lavar gwir (tremen 9e e oa), ha me da soñjal neuze e c’hellfen gourc’hemenn boued, dre ma n’em boa mui netra er gêr. Bip-bip-boup, Ur sell war arload ar STAR da c’houzout tro pet eur e oa ur bus en ti-gar ha pegoulz e vefen er gêr, un dro war hini an ti-bank da c’houzout ma oan bet gopret, un dro all war lec’hienn un ti-pizza nepell diouzh ma ranndi, ha graet an taol, gourc’hemennet ar pizza, paet en tren hag all, a vefe prest rik-rak pa dremenfen e-biou d’ar stal. Laouen da vezañ sur da zebriñ e c’hellis distreiñ d’ur c’hoari bennak da abuziñ ma amzer, hep soñjal ur mare pegen digredus e oa gellout bezañ kelaouet, kehentiñ dre skrid, dre vouezh, dre skeuden ha me oar, klask kement tra, paeañ didrabas, pep-tra diwar un draig bihan a-walc’h da zerc’hel em dorn.

An dazont, a lâran deoc’h, futura 3000.

War an tu all, evel-just, n’em eus bet da gomz gant den ebet evit ober darn vuiañ an traoù-se, ha tristik eo emichañ e vefe nebeutoc’h a zarempredoù etre an dud war ar pemdez, daoust ma vefe tu da lavar ivez eo ken aes ha biskoazh kehentiñ (betek regehentiñ a-wechoù sur ‘walc’h) : dec’h e oan o komz gant mignoned din er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur, dre bellgomz, digoust, dre ma oa dre internet. Piv en defe kredet e vefe ken aes ken buan ?

Pa welan neuze ar pezh a zo o tont, an Occulus Rift pe HoloLens Microsoft da skouer, e em c’houlennan penaos e vo ar bed a-benn 10 vloaz, 20 vloaz… Ha pegen faltazius e c’hello seblantout. D’am soñj e vo kalzik traoù o cheñch c’hoazh… Gant ma vo war an tu mat !

Hag ur gerig memestra evit ar brezhoneg, ret e vo d’ar yezh adpakout an dale spontus a zo ganti war an teknologiezhioù nevez-se. P’o deus an dud da zibab etre un doare buan hag aes hag unan hiroc’h e raint hini an aesañ kinnig, peuliesañ. Evit skrivañ un sms, da skouer, eo kalz aesoc’h ober gant un douchennaoueg a zivino ho kerioù (hag o reizho) kentoc’h eget skrivañ lizherenn dre lizherenn evel m’eo ret ober c’hoazh e brezhoneg (daoust ma vefe aesoc’h gant an arload c’hwerty, da skouer). Keit ma ne vo ket seurt traoù e brezhoneg (a zo anezho e yezhoù bihan all!) e vo aesoc’h mont e galleg evit ur bern tud, siwazh. N’eo ket aes broudañ an dud d’ober re a strivoù war ar pemdez…





Bannoù-treset

8 12 2014

Ur mare ‘zo em boa kemeret perzh en ur genstrivadeg bannoù-treset e brezhoneg… Ne oa ket kalz tud o kemer perzh neuze em eus gounezet, haha ! Met spi ‘m eus e vo lod ac’hanoc’h o kemer perzh ar bloaz a-zeu ! N’eus nemet ur bajennad da ober…

Klikidi-klikit evit brasaat, evel-just !

bd3

Gant ur bajennad n’eo ket aes kontañ un istor luziet, neuze e oa an aesañ din mont gant ur gag. Erevent, elfed, orked, moliac’h dre vras, traoù zo ne cheñchont ket !





Ultramarine

2 12 2014

Boh, n’eo ket nevez-nevez, met n’em boa ket e lakaet amañ. Warhammer goud Star Wars, n’eo ket Soubenn ar Geek amañ met Soubenn an Nerd marteze 😉

Ya, ur fanboy Ultramarine divezh on, hahaha, met ar pezh a zo plijus gant bed Warhammer 40,000 dre vras a zo eo digor pep-tra eno. Forzh peseurt istor pe dudenn a fellfe deoc’h kontañ pe grouiñ a c’hellit ober. Ur stergoumoulenn a-bezh a zo da zizoloiñ, milionoù, miliardoù a vedoù ha degadoù a ouennoù a-bep-seurt. Ar Space-Marined (sic) evel an hini amañ-dindan a zo aozet dre Chabistroù mil soudard, ha gellout a ra pep hini ijinañ e strollad mar fell dezhañ (pe chom gant unan bet krouet dija, evel-just). Betek-hen em boa dibabet chom gant ar re vrudetañ (na pegen dibar, haha !), hogen nevez zo ez on kroget da sevel lod nevez, d’o livañ ha da ijinañ o istor. Ur wezh all e vo kaoz diwar o fenn marteze, met evel a lavaren dec’h eo plijus a-wezhoù en em goll en ur bed faltazius…

Ultramarine

(Da geñveriañ gant an dresadenn-mañ marteze, haha. Mont a raer war-raok e doug daou vloaz, emichañs.)

planet3

Planedennoù home-made !

g.s. n’en deus netra da welet : 850 string a zo bet troet ganin hiziv, ha kadarnaet un 230 bennak ouzhpenn. Spi ‘m eus e teuio ar cheñchamantoù war-wel buan.





Motherfouzhing Star Wars !

30 11 2014

Gwelet ho peus an trailer evit ar Star Wars nevez ? Ar seizhvet hini ? Ma n’hoc’h eus ket, kit d’en ober diouzhtu ! Gant un nebeud eilennoù (88, ez ofisiel) e vo disoñjet al lodennoù I, II, ha III ganeoc’h, ha ne voc’h ket evit gortoz miz Kerzu ar bloaz a-zeu (ya, ur bloavezh a-bezh da c’hortoz !). Dreist eo pep-tra, an aergelc’h, an neuz (kozh hag implijet), an distro d’al lunelloù ha d’an traoù savet evit gwir kentoc’h eget dre uzhiataer hepken, sonerezh Williams evel-just (sonerezh nevez, ouzhpenn-se), ar Falc’hun Millenium, an X-Wingoù nevez… Pep. Tra. Hag ar sabrenn-lazer never ivez, na! (bez e oa diouzh seurt sabrennoù er bannoù-treset dija, heh, n’eo ket dav tufañ war JJ, alato). D’am soñj e vo mat. Ya, ret eo d’ar film bezañ mat… Me ho ped… Aaaaaah ! N’hellin ket gortoz !

D’am soñj n’hellan ket lavar pegen entanet on ken mat ha gant ur gif (tumblr, setu-me !), ha n’em eus ket kavet ken sklaer ha gwir hag hemañ-dindan :

When-the-new-Star-Wars-Teaser-came-outOh ya, oh ya, Star Wars ! Lod ac’hanoc’h o do soñj eus se marteze e plij SW din forzh penaos ha forzh pegement :

BaS

Bloavezhioù war-lec’h ha ma lakaat a ra da c’hoarzhin c’hoazh (ya, n’eus ket ezhomm a galz tra).

Laouen on o welet e tistro ar skiant-faltazi hag ar space-opera diouzh ar c’hiz mui pe vui. Goude Edge of Tomorrow, Oblivion, pe c’hoazh Gravity emañ deuet Guardians of the Galaxy (a zo ur space-opera ma ‘z eus unan), a zo ennañ ur RAKOUN A GOMZ, memestra ! Rocket Racoooooooon !

raccoon

Ha gros eo war ar marc’had 😉

Interstellar da c’houde, war an tu skiantel kalz muioc’h daout ma chomfe un istor dizoloiñ ha ergerzhiñ e gwirionez. Sot on bet gant an dibaboù graet gant Nolan a-fed neuz, ar pouezelloù-gouloù mod-kozh, ar skrammoù ulliv, ar robotoù karrez penn da benn, hag all. 2001-ek penn-da-benn, ur bamm. Hag an egor, evel-just.

interstellar

Deoc’h da gaout soñj memestra, ne oa ket vil-put GotG kennebeut, daoust ma oa war an tu faltaziek kentoc’h eget an tu skiantel, evel ma tere d’ur Space-O (oh ya, babeh~, kalz re diouzh ar c’hiz on me ivez) :

Evit filmoù a-seurt-se e talvez ar boan c’hoazh mont d’ar sinema, d’o gwelet war ur skramm bras. Fentigelloù ur film farsus a vo ken farsus all war skramm vihan ur skinwel pe un urzhiataer, met pe Avatar, pe C’hravity, pe Interstellar e vefe, ne c’hell bezañ ken saourus d’ho taoulagad nemet pa vezont peurveuzet er skeudenn (ha c’hoazh, n’on ket bet o welet Interstellar en un Imax…). Un abadenn eo, hag arabat disoñjal pegen dreist e c’hell ar sonerezh bezañ ivez e seurt filmoù (ah, Zimmer…).

Ya, bugel on chomet sur ‘walc’h, bammet gant bedoù arall, dudiet gant euzhviled hag harozed, oc’h hunvreal eus an egor c’hoazh, hag eus marvailhoù da zizoloiñ. Ha ne ran van, keit ha ma vo krouet traoù brav ha dizoloet ivez pegen brav e c’hell ar wirionez bezañ e vin laouen o vezañ bammet ha bugel ur wezh c’hoazh.

Ar paour-kaezh kaouenn a zo dall, ha kement a stered en he daoulagad koulskoude…

Hag evit echuiñ, koulz war ar skiant-faltazi ha war marvailhoù ar gweledvaoù-egor, setu Wanderers, un tamm berrfilm brav-eston a ra tro an Etrerouedad er mare-mañ. Mouezh Carl Sagan a glevoc’h enni (diwar Pale Blue Dot, a zo ret deoc’h sellet outañ ma ‘z oc’h dedennet gant an egor pe ar skiant dre vras un disterañ), ken plijus bepred, hogen ar skeudenoù eo a zo ar bammusañ. Da welet en HD ha leun ho skramm, evel-just.





Tresadennoù ? C’hoazh ?

30 10 2011

Bah ya ! Daoust ma n’on ket bet o skrivañ amañ ez on bet oc’h ober traoù, memestra !

Hag un dro e bed Warhammer am eus graet adarre… Goude bezañ bet awenet gant un istor pe un dresadenn bennak em eus divizet tresañ un Inkizitour (pe un Imbouc’her, marteze ? Ne vije ket un droidigezh fall, d’am meno).

Un nebeud munutennoù da c’houde em boa un tamm brastres :

Divizet am oa e vefe un houarnwisk gantañ (ur gremmhouarnwisk, zoken), hag edo an I bras a-dreñv e benn da aroueziañ e garg (an I barennet, =][=, o vezañ arouezh an Imbouc’h, pe Inkizision neuze, e bed Warhammer 40,000). Ret e oa neuze ‘naetaat’ ar brastres, da gaout peadra da livañ da c’houde, hag ouzhpennañ munudoù:

Evel a welit ez eo bet dalc’het darn vuiañ an traoù ganin, stumm an divskoazh, ar vruched ledan, an doare en deus d’en em zerc’hel, ar vrec’h hag all. Un arm a zo bet roet dezhañ, cheñchet tu d’e benn un disterig hag ouzhpennet kinkladurioù e-leizh. Poent e oa neuze kregiñ da lakaat livioù dezhañ:

Hengounel a-walc’h an dibab livioù, du hag alaouret evit an houarnwisk, livioù a ya mat asambles, ruz evit ar gapenn, ul liv liammet gant ar galloud a-viskoazh (hag an Imbouc’h e bro Spagn, da skouer), glas da gempouezañ ar ruz. Ouzhpennet am eus an tammoù paper ivez, a vez kavet a-vil-vern e bed ‘40k. Peont neuze reiñ un tamm volum d’an dresadenn, gant skeudoù ha gouloù, ha lakaat un tammig gwiadezh enni:

Ha setu, graet an taol, tamm pe damm. Tu a zo da ouzhpennañ ur foñs bennak, un dalenn, met gellout a ra chom e-giz-se ivez. Met dre ma oan gant ma lañs…





Empenn

12 06 2010

Ah, Brest en heol, peadra d’am lakaat da soñjal e c’hell bezañ gêr vrav, daoust d’al labourioù a zo er mare-mañ (evit an tram ?). Boñ, diabarzh ar stalioù am eus gwelet dreist-holl, shopping evit ar c’hoar vihan e oa pal an droig. Ha skuizhus eo ober shopping ! Argl ! Dreist-holl pa ne raer nemet heuliañ. Na vezit ket souezhet neuze, dimezelled, ma ya poaz  buan ar baotred ouzh ho heuliañ er stalioù; mont da heul unan bennak hep gouzout re vat da belec’h emaño vont hag ober troioù ha distroioù diboell a zo skuizhus-tre evit hon empennoù unober (pe ma hini, d’an nebeutañ ^^).

N’ouzon ket re vat m’eo gwir ar vojenn a lavar ne c’hellfe ar baotred lakat o aked nemet war un dra hepken, hogen gouzout a ran e vez diaes din a-wechoù ! Pa vezan o lenn, da skouer, n’eo ket dav klask gervel ac’hanon, n’ho klevin ket. Pe geo, o klevet a rin e gwirionez, met ne daolin ket pled da vat, hep gouzout din e vo silet gant ma empenn, tamoueziet an trouz tro-dro din ha graet fae war ho tonañ krioù :p Met n’eo ket ma c’hoant da vat ^^ Diaes eo din selaou ouzh ur ganaouenn bennak en ur dresañ pe en ur skrivañ ivez, klevet e vo, met ne vo ket selaouet. Peurliesañ e lakan sonerezh digomzoù (doare B.O. Aotroù ar Gwalennoù, da skouer) pa vezan o labourat (pe an didrouz ivez, hañ ^^), kuit d’en em gavout o kanañ kentoc’h eget o soñjal (pe o tañsal em gwele, ar pezh n’eo ket kalz gwelloc’h -_-‘)

Ya, un ‘dra’ dedennus eo an empenn. Ne gredan ket e vefe un ene gant an dud, met ret eo anzav eo digredus a-walc’h e c’hellfe tredan o tremen e kelligoù bihan-bihan krouiñ soñjoù, aweniñ, hol lakaat da grediñ traoù, da gompren traoù all, da gaout trivliadoù ha c’hoantoù… N’eo ket souezh e vefe kredet ez eus un dra all. Ur gramm warn-ugent, sañset ^^ Ha daoust ma vefe konerioù penn-da-benn mojenn an 10% eus an empenn implijet hepken e chom kalz traoù deomp da zizoloiñ war e vont-en-dro.

War an tu all e kendalc’her da glask ijinañ speredoù artifisiel, ha gant dizoloadennoù a zo bet graet nevez ‘zo e bedig ar stlenn kantomek (Kwantik ? Kantegek ? Kantek ? Kantik ? Kantikel ? Petek, pedel ? -_-) e tostaet muioc’h-mui ouzh an doare ‘eo savet an empenn. Ha pep dizoloadenn nevez a vez graet en tu biologel a glasker ebarzhiañ er savennoù stlennek, betek ar mare neuze ma c’hellimp krouiñ ur ‘spered’. Da live hini ur c’hazh emaomp erru. Ma n’eo ket c’hoari doueig ! Hag aze e vo goulennoù nevez, a zo bet graet dija gant Asimov, da skouer, pe gant ar manga Gunnm (oh, ma n’och eus ket lennet eo ret deoc’h en ober <3). Penaos ober an diforc’h da c’houde etre un den hag ur mekanig ? Laomp e vefe ur spered artifisiel en ur c’horf biologel, hag un empenn biologel en ur c’horf robot ( a c’hellfe dont buanoc’h eget na greder, hervez tud zo), piv eo  an ‘denelañ’ eus an daou ? Adalek pegoulz e vo ret reiñ gwirioù d’ar mekanikoù, ha da betra e servijimp-ni (pe hor bugale vihan[-vihan-vihan] kentoc’h) pa c’hello ur spered artifisiel krouiñ lod all ? Lezennoù ar roboted ijinet gant Asimov ne oant ket fall, zoken ma tiskoueze eñ e-unan bevennoù seurt soñj, ha tud all o deus o gwellaet war-lec’h, gant ar spi e c’hellfent servij da grouiñ ur bed gwelloc’h, sur a-walc’h.

Evel boaz koulskoude e vo evit an arme hag ar brezel e vint implijet da gentañ, evel darn vrasañ an ijinadennoù a-vremañ… Pebezh bed.





Brezelvorzhol 40,000 ^^

31 05 2010

C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀

Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).

Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat  Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :

Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez  ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:

N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe.  E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).

Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.

Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !





Voynich, schmoynich !

19 05 2010

··· ––– ··· ? Ha ma rafen un notenn e Kod Morse penn-da-benn ? (pe e Kod Biken 😀) D’am soñj e vefe hiroc’h da skrivañ eget an essay-où am eus da echuiñ (rhaaaaaaa, ne ya ket war raaaooooook…), ha ken aes da gompren >__<

– ..- | .- | –.. — | -.. .- | –. .-.. .- … -.- | — . — . … – .-. .- | –..– | | — .- .-. – . –.. . | . | …- — | ..-. .- .-. … ..- … | | ..–.. !*

pe c’hoazh

Tango Uniform Alfa Zulu Oscar Delta Alfa Golf Lima Alfa Sierra Kilo Mike Echo Mike Echo Sierra Tango Romeo Alfa (virgulenn) Mike Alfa Romeo Tango Echo Zulu Echo Echo Victor Oscar Foxtrot Alfa Romeo Sierra Uniform Sierra !

Ohoho, tu a zo da ober forzh petra ^^ Ken aes eo bremañ ouzhpenn-se, n’eo ket dav soñjal zoken, trawalc’h eo kavout un amdroer bennak a raio al labour evidoc’h ! E-barzh darn vrasañ ar filmoù ‘fin ar bed’ en em gav ar soudarded o kehentiñ dre Vorse, daoust ha ret eo dezho deskiñ c’hoazh ? Pe ur geek a gavont en eus bet desket ? Gortoz a ran ar mare ma vo savetaet ar bed gant ar steno, farsus e vo ^^

Piv n’en deus ket bet c’hoant ijinañ ur yezh guzh pe un doare kod kevrinus bennak, gant e(/he) v(/m)ignon(ez)ed (a bah pa fell din bezañ politikoreizh, koulz bezañ betek penn ^^) ? Pe klasket eskemm kemennadennoù kuzh e mod pe vod ? Bep an amzer e vez pennadoù e-barzh ar c’hazetennoù evit ar re yaouank (eus J’aime Lire da Science&Vie Junior en ur dremen dre Astrapi ^^) o tisplegañ penaos kuzhat traoù, war ur vazh, dre griptologiezh pe me-oar-me. Hag alies e vez komzet eus yezh digomprenus Dornskrid Voynich ivez:

Ur yezh eo, war a seblant, da lavaret eo n’eo ket un aridennad sinoù di-ster (na dister, kennebeut), hag heuliañ a ra patromoù boutin ar yezhoù a fed gerioù a vez adlavaret (araogennoù, gerioù mell, traoù a seurt-se). Reolennoù a vez kavet da urzh al lizherennoù, hag etre 20 ha 03 lizherenn a vefe. War a seblant eo bet prouet ivez eo eus ar 15vet kantved da vat, ha n’eo ket un ijinadenn nevez. Petra an diaoul eo se neuze ? Unan bennak a felle dezhañ c’hoari gant e vignoned hag en deus mesket an daouzek kod ha tri-ugent a anaveze, evit ar blijadur ? Den ne oar, ha n’eo ket bet dizoloet an diskoulm c’hoazh. Anat eo din kouslkoude eo brezhoneg ar skrid.

Evel Dornskrid Leyden, hor c’hoshañ skrid, neketa, e seblant bezañ diwar-benn plant ha louzoù (tresadennoù  a zo, hag un titl disheñvel da bep paejnnad war a seblant). Aet eo kuit an dornskrid pell diouzh e vro, hag en em gavet gant un dastumer bennak n’en deus ket gouezet e anavezout, ha kement a zispri a zo evit pe a zianvded gant hor yezh ma n’eo ket bet anavezet. Ne denn ket ar skritur d’unan Latin kouslkoude, met piv estreget ar vretoned a c’hoarife cheñch doare-skritur evit ar fun ? Ar gerneveuriz ! Lakaomp e oamp tost-tre diouto er 15vet kantved, un dra da welet gant hon herelezh eo sur a-walc’h. Heuliad dornskrid Leyden eo neuze, skrivet gant menec’h abati Brest (kaset gant ar Chaloni C’hunfal, hervez ma zitouroù).

Ur yezh digomprenus skrivet gant ur skritur nevez-ijinet ? Haha, pa lavaren deoc’h eo brezhoneg ! Leounog sur a-walc’h. Falc’hun hag Hemon n’o deus kroget netra ^^

Ma, . -.-. …. ..- | –. .- -. – | — .- | -.-.  …. — -. . .-. .. — ..- | –..– | | -.- . -. | .- .-. | .– . -.-. …. | .- .-.. .-.. | – ..- -.. — ..- | !

*amañ evit ar re a fell dezho c’hoari^^





Son un dazont da zont

12 05 2010

*Evezh, un notenn mabuhez.com eo honnezh, m’emaoc’h o klask soñjoù don emaoc’h war ar blog fall e vefe ret distreiñ diwezhatoc’h ^^*

Un devezh el levraoueg o labourat, toutou abred fenoz, un arnodenn a zo warc’hoazh da 9e30, hini ziwezhañ ar bloavezh ! Chom  a ra eztaoladennoù da echuiñ, met tostaat a ra fin ma maread en Iwerzhon da vat bremañ. N’ouzon ket ar pezh a zo ganin met toull-didoull eo ma c’housk er mare-mañ, klask a rin bezañ diskuizh mat (n’eo nemet 10e30 amañ, padal eo 11e30 e Breizh ^^), an arnodenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a-vremañ eo, dedennus-tre !

Trist on un tammig o treiñ ur bajenn all e levrig ma buhez (unan a vil pajennad ?), met laouen war an tu all o welet ez eus lod all a seblant rakskrivet endeo gant plijadurioù da zont. Echuiñ ma levr, da gentañ penn, n’am eus ket gallet ober c’hoazh en abeg d’ar reuz a zo bet gant ar menez-tan hag an niver a draoù o deus cheñchet em flanning dirapar dija, ul levr a zo ken tost da vezañ echuet koulskoude ! Pa soñjan e oa sañset bezañ echu e miz genver d’an diwezhatañ… Komz a rin diwar-benn se un deiz all, p’am bo amzer just a-walc’h, ar fazioù brasañ am eus graet en ur raktresañ al levr-se… Ma ne blij ket e vo pulluc’het ma spered.

 Raktresoù e-pad ar vakañsoù, raktresoù ar bloaz a-zeu, peadra a vo da ober: kavout ul labour bennak e-kerzh an hañv, labourat war ur geriadur saozneg-brezhoneg, prientiñ ur raktres kazetenn etreskolveur, ur gelaouenn all marteze ivez (‘keta ?), diboultrennañ ma levrioù D&D, kregiñ ul levr all gant Marianna marteze (chut, n’am eus lavaret netra !), kenderc’hel gant ma enklaskoù war ar bed all, kenderc’hel gant troidigezh WordPress, mont donoc’h gant soñj Rekipedia (hohoho !), adlakaat ma skevent ha ma bizied da labourat er bagad, skrivañ barzhonegoù ha klask embann… Traoù a vo da ober, ya ! Hag e-kerzh ar vakañsoù ez in d’an Erer Kozh,  da Gembre e-pad div sizhunvezh, da Aostria marteze… An holl draoù se mui ar burutellañ a brometan abaoe pell, tresadennoù a-vil-vern, pennadoù hiroc’h…

Hey, ne seblant ket re fall an traoù, gant ma erruo an dazont-se buan.





Gelligoù

10 05 2010

War seblant ez eus daou beul d’am buhez er mare-mañ: labour ha brownies. A-benn nebeud e kavin brownies war ma gwele ha ma faperachoù er forn… Hogen c’hwezh vat a zo o tont eus ar forn, war a seblant e c’hoarvezo ur wech all ^^ Div sizhun a chom din da vezañ sur o do soñj an dud diouzhin, ma brownies e vo ma herelezh d’ar vro-mañ. Lesañvet an Awesome Brownies of Epic Tastiness dija, soñj o do, soñj o do !

Gant un tammig chañs o do soñj ar gelennerien ivez, hag e c’hellin labourat ganto diwezhatoc’h; seve ur rouedad, neketa. Plijout a rafe din mont d’ober un dro e Cambridge pe Harvard un deiz bennak. Bruderezh a vez evito er gevrenn brezhoneg peurliesañ, doktorelezhioù arc’hantaet ganto… Oho, pegen plijus e vefe (ha n’eo ket fall war ar CV). E Harvard e vefe ar gwellañ, peogwir emañ er States, er Massachusets, nepell eus megalopolis Boston/New York/Philadelphia/Washington. Haha, studioù dispar,  beajiñ, en ur vro saozneger, paeet dre ar skol-veur. What’s not to like ? Hag ur skol-veur Veritas he ger-stur, n’eo ket dispar, se ? Evit ur wech n’eo ket relijiel, ouzhpenn-se, ar pezh a zo ral er skolioù meur saoz hag amerikan. N’eo ket ne blijfe ket “Le vrai miroir de nos discours est le cours de nos vies” din (sapre Mich’ Montaigne !), met boñ… Veritas !

Mat eo kaout hunvreoù, d’am soñj. Ha pa ma ne zeufent ket da wir zoken. M’ho peus holl ar pezh a fell deoc’h, daoust ha dedennus eo bevañ c’hoazh ? Ur c’hempouez eo emichañs, etre an hunvreoù-se ha kaout plijadur gant ar pezh hon eus. Un afer dibab hunvreoù a seblant posubl, marteze (nann, ne vin ket kampion Olempek ^^ Gortozit, ur genstrivadeg straniñ a zo ? Kampion ar bed e vefen, a-dra-sur). Brav soñjal ez-teorikel, met n’eus nemet en ur vevañ e welin.

Ha prest eo ar brownie, ne vern penaos ^^

p.s.: Veritaaaaaaaaaaaaaas !





Tresañ II (an distro)

16 04 2010

Neuze, lavaret am boa e tisplegfen un tammig sklaeroc’h petra ‘oa ar gwiskadoù, e ken degouezh ma n’anavezfer ket seurt poelladoù. Lakaomp e tresit ul linenn war Paint (pe war ar poellad diazez war Mac, pe forzh pe boellad-tresañ ‘diazez’), mar cheñchit liv hag e tremenit gant al liv nevez e lec’h m’emañ al linenn ho poa graet e tremeneo al liv nevez war-c’horre hag e vo ‘diverket’ al linenn orin. Se a zo aes a-walc’h da gompren, mont a ra en-dro evel peñtur, ur gwiskad o kuzhat egile da vat.

Gant poelladennoù arbennikoc’h evel ‘toshop e c’heller disrannañ ar gwiskadoù, kuit dezho diverkañ an eil egile. Setu ur skouer aes-tre, treset am eus teir linenn, pep hini war ur gwiskad disheñvel (layer e saozneg, calque e galleg):

Evel ma welit gant ar panell war ar c’hostez emañ ar gwiskad uhelañ er panell a-us d’an holl re all er skeudenn ivez, hogen aze an dedenn, tu a zo da cheñch urzh evel a fell deoc’h:

Hop, ar ruz e laez ar panell, ha war al livioù all bremañ, hep o diverkañ dre m’emaint holl dispartiet. Diniver an traoù a c’heller ober gant se, ha dedennus-tre ivez ar fed ne c’hellfed labourat nemet war ur gwiskad war an dro (peurliesañ), da lavaret eo n’o peus ket da soursial eus al livioù all p’emaoc’h o cheñch un dra bennak en ur gwiskad resis. N’eo ket ret disrannañ ar gwiskadoù dre liv, gellout a rit lakaat forzh petra en ur gwiskad. Gwelit se evel kement a dresadennoù, meur a b/Paint an eil war egile ^^ Ma, spi ‘m eus eo sklaeroc’h gant skouerioù 🙂

Hop hop, o kenderc’hel gant skeudenn dec’h neuze !
Ur wech echuet an trolinenniñ ganin, war ur gwiskad nevez evel am boa lavaret, e krogan da lakaat al livioù. Un doare aes a walc’h a zo ganin evit o merañ; ur gwiskad, ul liv. ^^ Aze em eus dibabet mont gant livioù retro un tammig, orañjez ha glas evit he unwisk. Lezet am eus an tokarn e gwenn, met gellout a ra cheñch ^^ Evit poent n’eus emet gwiskadoù unvan, braswiskadoù ma fell deoc’h.

Setu ar skeudenn neuze,

ha setu da betra e tenn ma fanell gwiskadoù bremañ:

Dre m’emañ an drolinenn e krec’h ar panell on sur ne vo ket kuzhet hag e c’hellan lakaat al livioù a daolioù ledan gant ar barr-livañ ^^ Plijout a ra din dispartiañ dre liv, met war raktresoù brasoc’h e c’heller ober dre bezh-dilhad da skouer pe dre dudenn… Gellout a reer strobañ gwiskadoù e strolladoù ivez, evit adkavout an hini a fell deoc’h buan. Un dra all a zo plijus gant ar gwiskadoù, ha gant ar rannañ dre liv, a zo e c’hellit cheñch ul liv a-bezh buan tre. Lakaomp ne blijfe ket ar glas-se din ken, kentoc’h eget diverkañ hag adlivañ gant ul liv all e c’hellañ cheñch ar gwiskad buan-tre 🙂

Warc’hoazh e vo lakaet un tammig volum, un tamm bos dezhi 🙂





Tresañ !

15 04 2010

Hophophop, distro ag ar preti ^^ Hag eno e oa Ermeline, a oa ganin er Skol-Veur, hag e Strasbourg/Alamagn er mare-mañ sañset ^^ Pa gomzen eus gwelet tud n’hon oa ket gwelet abaoe pell ^^

Kinnig a ran ober un tamm arnod, evit klask traoù nevez; gwelet e vo un tammig penaos e labouran gant ar skeudennoù a livan dre urzhiataer, peogwir ne ran nemet prometiñ deoc’h e rin ^^ Ur skeudenn am eus damechuet dija, met ken merglet on em eus graet ur bern fazioù droch, hag on aet fae ganti, ah ! Lod all a zo dre eurvat.

Hiziv neuze e vo an an tres diazez, da vezañ kendalc’het warc’hoazh, hehe ^^

Un tamm skiant-faltazi da gregiñ, lomanez un aerlestr bennak. Un nebeud kudennoù a zo ganti marteze, met laouen a-walc’h on a fed anatomiezh, laouen a-walc’h evit derc’hel da vont ganti, bepred.

Graet am eus an dresadenn war baper, gant ur c’hreion koad, hag adlabouret un tammig betek bezañ laouen ganti tamm pe damm. Da c’houde em eus adtremenet an trolinennoù e du gant ur stylo (ar moanañ ar gwellañ), ha kaset d’ar skaner. Peurliesañ e tiverkan ar c’hreion-koad evit buanaat an adlabour war an urzhiataer, met plijout a rae ar skeudoù orin din, neuze em eus lezet pep-tra ha skanet kerkent.

Implij a ran Photoshop CS4 evit al livañ (a-drugarez d’ar Skol-Veur ^^)… Hag eno em eus cheñchet al ‘liveoù’ evit tennañ ar gris ha derc’hel an du hag ar gwenn hepken. Ma vezer sirius ec’h adtremener an holl linennoù gant an ostilh ‘pluenn’, evit kaout un tres brav. Mar greer e-giz se n’eo ket dav tremen an drolinenn gant ar stylo a-raok peogwir emaoc’h o trolinennañ war an urzhiataer diouztu ^^ Me avat a zo lezirek, setu em eus truchet un tammig (kalz), betek kaout un drolinenn zereat, kinniget a-us. Ar pezh a zo dedennus gant poelladoù evel Photoshop (pe Paintshop Pro pe Photofiltre pe the GIMP pe Lodallc’hoazh [unan mat-tre hemañ ^^]) a zo e c’heller labourat war gwiskadoù disheñvel, da lavaret eo n’emañ ket an holl dresoù war an hevelep live, lod a zo a-dreñv pe zirak, ha n’eo ke dav diverkañ ul linenn pa fell deoc’h tremen a-us dezhi, ar pezh a zo dispar evit merañ al livioù –hag ober fazioù.

Emañ an drolinenn zu en ur gwiskad treuzwelus neuze, a-us d’an holl re all, evit gellout lakaat al livioù evel ‘m eus c’hoant hep soursial eus diverkañ an drolinenn zu. Ya ? N’ouzon ket m’eo gwall sklaer evit unan n’en defe biskoazh implijet seurt poelladoù. Un displegadenn gant skeudennoù a rin warc’hoazh, a-gevred gant heuliad an dresadenn-mañ ^^

Lavarit din peseurt liv lakaat d’he unwisk, ha roit un anv dezhi, da c’hortoz ^^





C’hoarioù-Video

26 03 2010

O lenn Soubenn ar Geek e oan (hophophop, un tamm bruderezh ouzhpenn :D), ha merzet am eus e vanke ar c’hoarioù-video din. Kalz. Un nebeud am eus war ma urzhiataer amañ, met n’eo ket ar memestra. Mankout a ra ma DS din (ma, hini ma c’hoar ^^), ma Wii. M’am befe arc’hant e prenfen un X-boest ivez (ket ur PS3 rak a] ne blij ket Sony din, diabeg marteze, ha b] emañ darn vrasañ ar c’hoarioù a blijfe din war an Xbox)… Met n’eus ket, just a-walc’h ^^ (ma fell deoc’h profañ unan din… *c’hwitelladenn*).

Mateze eo gwell a se, e-mod all e vefen gorrekoc’h c’hoazh gant ma labour hag em befe muioc’h a draoù o sachañ ma evezh pell diouzh ar pezh a rankfen bezañ oc’h ober ^^. N’eo ket n’em befe bolontez ebet met… nann, n’am eus bolontez ebet >.< War an tu all eo aes mont da straniñ war an Etrerouedad hag ober netra e-pad eurvezhioù (wiki, tvtropes, youtube… ah !)… Gwashoc’h c’hoazh pa lennit saozneg ha kastilhaneg… Ma ouifen Russianeg, Japaneg ha Sinaek… 😀

Met diouer a ra ar c’hoarioù din.  Siwazh e chom ur skeudenn fall gant bed ar c’hoarioù video, feuls, dizedennus, dañjerus… Dre wall ar c’hoarioù video eo pep tra, eus ar feulster er banlevioù d”ar c’hrign-bev (hag ar reuz en armerzh, evel-just…). Gwir eo ez eus kalz c’hoarioù armoù enno, e-lec’h m’emañ ar pal pennañ lazhañ ho enebourien (pe ar pal nemetañ…), hogen n’eus ket nemet lod a-seurt-se. Ha lazhañ un dolvead pikseloù war ur skramm n’eus netra da welet gant lazhañ unan bennak (ret ‘vefe bezañ pout evit en soñjal, avat). N’eus ket un den feuls ac’hanon (soñj ket din, ‘bepred), met plijout a ra din seurt c’hoarioù a-wechoù ivez, evit ar blijadur aes a zegas, an diskarg diboell. D’am soñj eo gwelloc’h e vefe doareoù a-seurt se evit ar c’hoantoù feulster da ezteurel, met un afer all eo.

Ar c’hoarioù a blij din ar muañ n’eo ket a re a-seurt se, c’hoarioù tennañ, nag ar re sport pe redadeg (redadeg ‘glann’, lakaomp, sot on gant Mario Kart ^^). Plijusoc’h e kavan ar re ‘savennoù’ (?), da lavaret eo re doare Mario pe Sonic, hag all (ret vefe ober un tamm labour war ar geriaouiñ evit an dachenn-se…), ar c’hoarioù strategiezh (amzer real), evel Starcraft, Warcraft (ket World of ~~), Dawn of War (mmmh, an anvioù n’int ke gwall beoc’hus, hañ…), hag ar re rol (pe ‘perzh’, marteze ?) dreist pep-tra, Diablo, Baldur’s Gate, Oblivion, Mass Effect, The Withcer, World of Warcraft (ar wech mañ), hag all.

Lod a bep seurt a zo, e bedoù tost d’ar gwirvoud, lod all ‘cartoon‘ penn da benn, lod moliac’h, lod skiant-faltazi, peadra da blijout d’an holl… Tost d’al levrioù a blij din, evel ma lavaren. Bevañ-troioù kaer, kemer divizoù, ober traoù. Dedennusoc’h eget chom dirak ar skinwel hep ober tra pe dra, hervezon. Ne lavaran ket eo fall ar skinwel (hehe, ne lavarin netra, dresit-holl), met pa vezer o sellet eus un dra bennak ne raer netra, padal e vez un ober pa vezer o c’hoari. Netra da welet gant mont da redek er maez, evel-just, met kemer divizoù ha soñjal eo memestra, kalz muioc’h eget an doare gouzañv dirak tf1 (hop, an diaoul personelaet ^^). Studioù a zo zoken war ar mat a c’hell a c’hoarioù-video ober, met gwall nevez eo c’hoazh evel-just.

Hag unan eus an traoù a zo dispar a zo gellout c’hoari gant lod all. Evel just e c’hellit c’hoari bolotenn gant tud all, hogen daoust ha gellout a rit en ober gant unan e Afrika hag unan e Japan, ha c’hwi e Breizh ? Haha ! Ya, gounezet ‘m eus redadegoù Mario Kart enepto, hahaha, Breizh reprezzzzent :D. Bremañ emañ ar c’hoarioù en-linenn diouzh ar c’hiz, kaset gant tsunami WoW, ha gwir eo e teu ul lodenn eus ar berzh a ra ar c’hoarioù-se eus an tu sokial a zo ganto, da vare Facebook ha MySpace, Orkut ha Bebo. Kejet am eus bet gant tud, ha bet mignoned zoken. Re eus ma amzer a gemere diganin evit ma c’hellfen kenderc’hel, met mareoù dispar am eus bet gant tud eus penn all ar bed, ar pezh a zo un dra digredus a-walc’h memestra, pa soñjer.

Ha gant remziad nevez ar c’hoarioù evel re ar Wii eo aesoc’h lakaat an holl da gemer perzh (hag ar PlayStation Move a zo o paouez dont er-maez, ha Project Natal war an Xbox, a c’hallfe ma lakaat da brenañ unan da vat). Peurliesañ e seblant diaes ha luziet ar c’hoarioù, evit ar gerent, hogen gant an DS hag ar Wii, oc’h implij jestroù kentoc’h eget poezelloù dibaboù diwar-did (B evit nullañ/mont en a-dreñv, da skouer; perak ?) eo kalz aesoc’h dezho kemer-perzh. Gwelet ma mamm o frikañ ma c’hoar d’ar c’hoari tennis war ar Wii a zo farsus, ha lakaat ar gerent da geveziñ o lakaat al Lapined Droch da seniñ Smoke on the Water tra ma c’hoarzh ar vugale leizh o c’hof a zo un abadenn eus ar plijusañ. D’am soñj ez eus bet kroget ur fiñv war-du digoradur ar bedig-se d’an holl, ha gwell a-se. Ne sikouro ket ma labour da vont war-raok, avat !





Moliac’h ha Faltazi

12 03 2010

N’ouzon ket re vat perak e plij kement ar moliac’h hag ar skiant-faltazi din. Lenn a ran kalz, meur a levr ar sizhun, hag en o zouez e vez skiant faltazi an darn vrasañ er mare mañ, ouzhpenn d’ar re a zo evit ma studioù (a zo mojennoù iwerzhonad ha kontadennoù, un doare moliac’h ivez e gwirionez ^^). Mareadoù a zo, a-wec’hoù e lennan kalz muioc’h a voliac’h, kent cheñch, hervezh an imor marteze.

A viskoazh ez eus bet kalz levrioù moliac’h hag SF er gêr (ne gavit ket se dispar e yafe SF en dro e brezhoneg ivez ?) a-drugarez d’am zud. Lennet e veze The Lord of The Rings din pa oan bihan a-raok mont da gousket, ha lennet am boa anezho drezon ma-unan (hag an Hobbit) a-raok bezañ dek vloaz. E galleg siwazh, ma zo tro ganeoc’h da lenn Aotroù ar Gwalennoù e saozneg, grit, dre zek e vo lieskementet ar blijadur, d’an nebeutañ (an droidigezh c’hallek… n’eo ket gwall vat). O c’houzout eo bet troet an Hobbit gant ma zad, n’eo ket souezh kennebeut e vefen dedennet (ha mat eo an droidigezh, zoken ma c’hell bezañ diaes ha ma chom fazioù enni). Spi am eus e vo kavet un embanner da vont gant troidigezh AaG ur wezh bennak e brezhoneg, d’am soñj en defe plijet da Dolkien gwelet e levrioù er yezhoù keltiek.

Marteze e plij din mont d’ur bed all, disoñjal hemañ ‘pad ur mare. Marteze e plij din ivez gwelet pegen pell e c’hell ijin ur skrivagner mont ha ma c’has. Gouzout a ran e vo traoù e pep levr a gaso ac’hanon pelloc’h eget na c’hello unan ‘gwirvoud’ ober. Ha n’eus ket nemet ar re goshañ a dalvez ar boan, zoken ma chomo Asimov, Vance pe Dick e-touez ar re wellañ e pad pell. Lennet am eus muioc’h a voliarc’h nevez (Feist, Knaak, McNeill, …) sur a-walc’h, dre m’eo deuet diouzh ar c”hiz en-dro (pe muioc’h, d’an nebeutañ) goude filmoù LotR. Marteze ivez eo peogwir e kavan eo Moliac’h ur ger eus ar bravañ. Ne gavit ket ? Lavarit anezhañ a vouez-uhel. Soniadoù kevrinus a zo gantañ, evel pa vefe un dra kuzh dindan; ar soniadoù a seblant bezañ kozh, diouzh un amzer gozh ma c’hoarveze traoù, seblantout a ra bezañ ur ger graet evit ur c’herienn-hud. Moliac’h, ront ha kalet war an dro. Hogen n’anavezen ket ar ger-se c’hoazh pa blije an doare se din dija, neuze… The truth is out there, Scully (toudou doudou doudoooooou)

Gouzout a ran ivez e plij din harozed greñv gant houarnwiskoù lufrus, oc’h en em gannañ gant klezeioù ha bouc’hilli, o kas bouloù tan da zeviñ euzhviled, o vont da saveteiñ priñsezed koant ha da nijal war gein erevent. Ah, marteze on chomet yaouank. D’am soñj e fell d’an holl bezañ harozed, en ur mod pe en ur mod all. Ar c’hoantoù se a adkavan er filmoù a blij din, da skouer, hag er c’hoarioù video dreist-holl, e lec’h ma c’heller mont pelloc’h eget ijinañ an haroz, ha bezañ anezhañ (pe anezhi, na gont ket gevier, Moran, gwelet hon eus da elfez e jakoun-bikini !). Troc’hañ penn an ork drezoc’h o-unan a c’hell bezañ plijusoc’h c’hoazh eget en lenn o vezañ dibennet (bouchañ d’ar briñsez n’eo ket, avat ^^). Plijout a ra al levrioù se din ivez peogwir e vez kavet harozezed (ha n’eo ket Haro, Zezette !) kreñv aliesoc’h eget e doareoù levr all, daoust ma ne vefe ket kement-se a skrivagnerezed (pe ma kuzhont o identelezh, cf. R. Hobb).

Ne vir ket diouzhin lenn traoù all, a-bep-seurt, pe gwirvoud pe polis pe romantel (youh !) e vefe. Traoù mat a zo e pep doare, d’am soñj. Hogen mankout a ra al lodenn se a… faltazi, just a-walc’h. Ma lakaat a ra da ijinañ, ya, met ket da hunvreal. Ne gas ket ac’hanon ken pell, zoken ma ne chom nemet gerioù war ur bajenn bewech. Diaes un tammig da zisplegañ. Ne lavaran ket e klevan a avel o c’hoari gant ma blev (an nebeud a chom din, bouc’houc’hou) ha skant an aerouant dindan ma bizied pa lennan ul levr moliac’h, met disheñvel eo, dieuboc’h eo ma ijin dre ma n’en deus ket da welet ar bed evel ma tlefe bezañ met evel ma fellfe din e vefe, ma welit ar pezh a fell din lavar.

Trist e oan bet pa oa bet paouezet gant ar Gripi, a blije kalz din lenn ha me er skolaj c’hoazh. Spi am eus e lenn enlinenn a-benn nebeut (*serr lagad, serr-lagad*), ha marteze e vo tu da gavout lod all da adkregiñ gant ur gelaouenn a-seurt-se, pe war baper pe war an Etrerouedad e vefe. Pa welan ar berzh a oa bet gant Brezel an Erevent (hag Hudour an Tour Du, piv en deus kavet an titloù se ? xD) e soñj din ez eus ur c’hoant gant ar remziadoù a-zeu da lenn seurt istorioù. Evel a lavaren e oan e skolaj c’hoazh pa oa bet kroget, ha d’am soñj ez eus e-touez ma remziad tud gouest da skrivañ, hag a vefe laouen ouzh en ober. Gant plijadur ivez e tresfen, ha sur on ez eus lod all a vefe laouen d’en ober ha da sikour. Marteze e oa re abred ar Gripi ?

En ur soñjal er pezh a c’hellfen lakaat amañ war ma blog em boa soñjet ivez e c’hellfen lakaat un tammig skridvarnerezh, hogen pellig ‘zo n’am eus ket lennet ul levr nevez e brezhoneg. Pa vin distro da Vreizh e vo ret din mont d’ober un dro ha ma zammig marc’had, da welet ma zo tra pe dra a c’hellfe dedenn ac’hanon (pe na zedennont ket ac’hanon, ma n’eus nemet se, ha distreiñ a rin da glemm amañ ^^). O komz e oan gant Klervi ha Gwendoline an deiz all ivez, div studierez a Vrest a zo amañ en Erasmus ivez. O komz e oamp eus ar raktres a oa bet ober ur gazetenn etreskolveur (da greñvaat un tammig al liammoù etre ar studierien war ar brezhoneg, ‘keta). Komzet e oa bet eus se warlene, ha ne oa bet graet netra, tamm pe damm. N’ouzon ket ar pezh a zo c’hoarvezhet ar bloaz mañ, hogen war a seblant ne oa bet graet netra er c’hentañ c’hwerc’hmiziad kennebeut (n’int deuet amañ nemet en eil). Ar bloaz a zeu neuze emaon e soñj lakaat un tammig lañs er raktres. D’am soñj e c’hello bezañ dedennus, hag e vo tu da lakaat danevelloù ha traoù a-seurt se enni. Pe kaout ur rann a-bezh evit moliac’h ha faltazi ? Gwelet ‘vo, avat, hogen entanet e seblantent bezañ ivez. Sur a walc’h e vo gwelet ma fri (bras) e Kejadenn aliesoc’h (ne zeuan ket a-benn da adkavout al lec’hienn, marv eo ?).

 Ha tro o pezo da lenn skiant faltazi a-raok ar bloavezh-skol a-zeu, m’en tou !

p.s.: kit da welet Soubenn ar Geek, blog ur c’heekezig e brezhoneg penn-da-benn 😉 C’hoarioù video, filmoù, levrioù,  hop hop hop ! Kit da welet ! (kiiiiiit !)
p.p.s.: distro eo an deiziadur dija, dre m’eo bet lakaaet ur bochad troidigezioù nevez war doare brezhoneg al lec’hienn. A-benn nebeut e vo echu treiñ ar melestradur diazez, hag e vo graet muioc’h war-dro a traoù luzietoc’h (fazioù 404 hag all, merañ media ha skeudennoù, h.a.). Mont a ra war-raok 😀