24 04 2011

Ma digarezit, tudoù, aet eo ma urzhiataer da Anaon. Pe d’ar Purgator d’an nebeutañ, amzer din e gempen. N’eo ket ar mare tamm ebet, ha me o paouez prenañ ur bladenn-galet diavaez hag o vont d’ober un eilskouerenn eus ma holl labour. Da lavaret eo em eus kollet pep tra, daou viz a-raok rentañ ma memor.

Dispar.





Rawr

22 04 2011

Goulennet e oa bet diganin tresañ tudenn ur vignonez evit ur c’hoari-perzhioù (Das Schwarze Auge, al Lagad Du, ur c’hoari-rol alaman n’eo ket bet troet kalz, siwazh), ha diwar un nebeud traoù he doa lavaret din hag un nebeud skeudennoù-diazez evit an doare dilhad hag an armoù em eus graet ur brastres buan ha buan eus ar gadourez doare mamlouk hag he dino, da ginnig dezhi (klikidi-klikit war ar skeudennoù d’o brasaat):

Dre ma oa laouen gant an disoc’h (ha me ivez, e gwirionez) em eus naetaet an dresadenn gentañ neuze, tamm ha tamm, betek kaout un drolinenn vrav. Kalz aesoc’h gant ur sklentenn, haha!

Ur wech graet an taol em eus graet un dra iskis, kregiñ gant ar skeudoù kentoc’h eget al livioù. Gant ‘toshop eo aes en ober ha cheñch ar gwiskad da c’houde evit ma rafe skeudoù brav war al livioù:

Plijout a ra din kalz e-giz-se e gwirionez, met n’eo ket re fall gant livioù kennebeut 😉





Sokial Medina

21 04 2011

Ar ger-stur eo e bed an Internet, hag an embregerezhioù dre-vras, teknologel dreist-holl, er mare-mañ : Sokial. Trawalc’h eo e lakaat e-pep lec’h evit ma teufe ur raktres didalvez da vezañ an El Dorado a-zeu. Ha gwir eo emañ aze unan  eus perzhioù dispar ha dibar an Etrerouedad, daoust d’an drolled, d’ar re a soñj dezho gellout ober forzh petra war abeg emaint dianv, d’ar re ganto soñjoù eus un amzer all, d’an amzer gollet ha d’al lec’hiennoù didalvez: gellout a reer kejañ gant tud.

Betek re, bremañ, marteze. Diaes eo kavout ul lec’hienn na ginnigfe ket deoc’h lugañ gant ho kont Facebook, pe brudañ pennad-mañ-pennad war ar rouedad e 500 milion a dud, war twitter, ur blog, ha me-oar-me, pe c’hoazh krouiñ ur gont da lezel un evezhiadenn (pe da gunujenniñ ar re o deus graet dija). Kehentiñ n’eo ket un dra fall (eh, diaes e vefe din lavar se padal emaon o skrivañ war ur blog, hañ), met e blantañ e-pep lec’h, n’ouzon ket.

Evel just ez eus traoù disheñvel. Lec’hiennoù evel Facebook pe Twitter a zo graet evit bezañ sokial, diazezet int war al liammoù etre an dud, ar c’hehentiñ; memestra evit ar blogoù, da skouer (daoust ma vefe lod na aotrefent ket an evezhiadennoù), pe ar c’hoarioù-video doare MMO (World Of Warcraft hag all). Kudenn ebet aze, mont a reer warno gant ar pal liammañ gant tud all. Lec’hiennoù all, evel Wiki, a zo sokial dre natur ha dre ret peogwir e saver un dra a-gevred, daoust ma ne vefe ket krouet liammoù etre an dud dre ret. Lechiennoù all evel digg, reddit pe stumbleupon ne servijont nemet da liammañ traoù d’an implijerien all. Lod all, evel blogoù tumblr, a zo etre rannañ ha krouiñ, hervez an dud.

Ar gudenn a zeu pa vez klasket lakaat ur gwiskad sokial war un dra n’eus ket ezhomm anezhañ. Ar skouer anatañ emichañ a zo al lec’hiennoù kazetennerezh, pe lec’hiennoù ar c’hazetennoù end-eeun. Biskoazh kement a draoù lous en evezhiadennoù, lous ha taer (ha gouennelour, ivez). Hag e Libé kement hag er Figaro, hañ, war a seblant n’eus ket kalz a dra da welet gant tu pe du eus ar gevredigezh. Ha peurliesañ ne zigasont netra d’ar pennad, war-bouez kunujenniñ ar c’hazetenner pe an evezhiadennerien all. Pe an daou. Ma ne zegas netra d’ar pennad, perak derc’hel an evezhiadennoù ? Emañ google o klask ober ar memestra gant disoc’hoù ar c’hlask, o lezel an dud da lakaat un notenn hag evezhiadennoù war an disoc’hoù. Piv a ra forzh? Pa zeu lec’hiennoù zo da vezañ brudet en abeg (pe en desped) da begen fall eo an evezhiadennoù warno (aaah, evezhiadennoù youtube) ez eus ur gudenn, ivez, memestra.

Hervez an dud eo, evel-just, ha n’eus tra ouzh ho rediañ da implij ar binviji a vez kinniget. Ur benveg n’eo na mat pe fall, an implij a vez graet anezhañ eo a c’hell en bezañ (mat e vefe lavar se da dud jentil an Hadopi, ivez). Ne lakaan ket kalz a dra war Facebook (nag ar blog-mañ er mare-mañ, haha), n’am eus tamm twitter ebet ha ne lezan ket evezhiadennoù alies, war tra pe dra, daoust din bezañ o verdeiñ kalz. Koulskoude em eus gallet kejañ gant tud a-bep lec’h, dre zegouezh a-wezhioù, dre c’hoant peurliesañ, ha rannañ traoù ganto ken aes ha tra, burzhud an Etrerouedad.





Panelloù

20 04 2011


.

Un nebeud panelloù am eus graet evit un diskouezadegig divyezhek gant Kejadenn. Klikit warno d’o brasaat mar fell deoc’h. Lod all a zo da zont, sañset, p’am bo amzer hag awen… Ma welit fazi pe fazi, lavarit din, evel just ! Ha ma zo soñjoù ganeoc’h evit panelloù ouzhpenn kement all.





Matezh-moi ça

19 04 2011

N’eo ket em befe ezhomm a abeg pe abeg evit tresañ merc’hed koant gant dilhad seksi, met fellout a rae d’ur vignonez ma tresfen un dilhad matezh dezhi (kit da c’houzout perak xD), ha c’hoant ha doa da welet ma c’hellfen ober un dra disheñvel diouzh ar pezh a ran boaz. An dilhad eo a zedenne anezhi, ha kinnig a rae mont war-du an tresadennoù “giz” a vez er c’helaouennoù merc’hed a-wechoù (ale, ale, gouzout a reomp holl e lennit Femina gant ho panne kafe da sul).

Challenge accepted, emezon, ha gwelet neuze ar pezh a vefen gouest da ober gant ma broustoù watercolor war Photoshop. C’hoant am boa da gaout un efed ‘treset’ pe “livet”, kentoc’h eget livet “dre urzhiataer”, ma welit ‘pezh a fell din lavar. Dre ma ‘z ae mat en dro hep an drolinenn zu em eus dalc’het daou zoare. Ha n’on ket evit lavar pehini a gavan ar gwellañ.





Koukouig ha trugarez

18 04 2011

Ya, ur vezh on, gouzout a ran, distreiñ a ran ur wech bep daou viz ha lavar e chomin da vat… pff… Boñ, klasket ‘vo en-dro ? Ale, deomp dezhi !

Neuze, un evezhiadenn am eus bet gant Sindikad (an SLB, evel-just) nevez ‘zo o lavar din e oa (pe e oant) stag gant an droidigezh ivez, ha setu me aet d’ober un dro war al lec’hienn a servij d’an treiñ neuze, ha gwelet e oa bet tud o kas labour da benn ! Mat, dre ma ‘z on e karg eus an droidigezh eo din da adlenn ha da gadarnaat ar pezh a vez lakaet. Kement hag ober e trugarekain Sindikad diouzhtu evit al labour graet, kement ha BreizhOccitania ha Fulup. Kalzig traoù am eus da adlenn (61 bajennad, memestra, da lavaret eo muioc’h eget 900 string!), met evit ar pezh am eus gwelet evit-poent ez eus nebeut-tre a draoù da cheñch. Trugarez deoc’h, tudoù ! Ha kendalc’hit, haha !

Un draig memestra, pe meur a dra kentoc’h:

  • Un dibab a zo bet graet ganin da geñver geriaoueg (notenn, tag, evezhiadenn…) a blij pe ne blij ket, met arabat mont da blantañ termenoù all, ret eo e chomfe kempoell an traoù (n’eus ket kalz traoù da rebech, hañ, met tiketennoù, n’on ket evit gouzañv. Gouzout a ran e c’hell ‘tag’ degas kudennoù, e.g. “tagañ” un notenn; met chom a ra lennus d’am soñj).
  • Eil tra: ne vez ket troet “you may” gant “gwelloc’h e vefe deoc’h“. May a ro un aotre pe a ra ur c’hinnig, ne ro ket un urzh ha n’eo ket ur c’heñverier. Treiñ gant “tu a zo deoc’h” a ro an holl sterioù.
  • Trede traig; n’eo ket a-du an holl e bed an embann, met ober a ran me gant ar reolennoù gall evit a sell eus ar poentadur, da lavaret eo e lakaan ur gwenn, ur spas, etre ur ger hag ur (!) pe (?) peurliesañ (ya, gellout a rit ober un dro war ar blog-mañ ha diskouez din pellec’h n’em eus ket graet a-benn klemm, met boñ, n’omp ket babiged, geo ? ^^).
  • Pevare tra: e saozneg e vez lakaet pennlizherennoù e pep-lec’h pe dost evit an titloù hag all. E brezhoneg ne vez ket. E.g. “No Responses Yet to” a vo troet “Respont ebet evit poent da”, ket “Respont Ebet evit Poent da” (ar skouer kentañ ‘m eus kavet eo)

Setu, echu an 30 eilenn torr-revr. Na vezit ket feuket, mar plij, me ho ped. N’eo nemet munudoùigoù. Laouen bras on e vefe lod o plantañ barzh, hag evit gwir eo an abeg ma’z on distro da skrivañ hiziv, evel ma oa lod tud an abeg din da vont kuit (tud n’emaint ket en ho touez, ma lennerien gaez, pe ne soñj ket din d’an nebeutañ).