Sonerezh ha testennoù

7 12 2010

Gizioù a zo gant ar video-où sonerezh ivez. Gellout a rafed divinout peseurt doare sonerezh a zo gant un arzour dre sellet eus ar video ofisiel hepken  (siwazh), met lod gizioù a zo dedennusoc’h. Set amañ daou am eus kavet nevez ‘zo, a gavan simpa a-walc’h (boñ, ar sonerezh… a blij pe ne ra ket, lakaomp ^^)…

An hini kentañ:

hag an eil:

N’eo ket diaes gwelet ar pezh a zo boutin d’an daou, ha ne vefen ket souezhet o teskiñ eo bet graet gant an hevelep tud ^^ Met dedennus o c’havan dre ar pouez a lakaont war ar gerioù, ar pozioù, ha dre-se, war ar ster, kentoc’h eget kinnig tud o tañsal hepken (ouais, super…) pe un istor bennak ne seblant liammet e doare ebet d’ar ganaouenn (ar pezh a c’hell bezañ dedennus ivez, met perak na ober just ur film, neuze ? oO). N’eo ket fall kennebeut evit ar re ne gomprenfent ket ar pezh a vez lavaret, hehehe.

N’ouzon ket m’ho peus bet gwelet lod all a-seurt-se ?





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Blogerien…

12 10 2010

“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”

(James Connolly, [of Easter Rising fame])

Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhañ d’an nebeutañ. Daoust ha nevezet e vo bremañ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashañ peurliesañ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!

Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gêr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soñjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp 🙂 Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezañ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoñiñ e c’hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p

Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheñvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriñ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, hañ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amañ hag aze, keleier ? N’ouzon ket  penaos o zizout… Hag aze emañ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudañ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na Bremañ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soñj ket din e vefe taolet an disterañ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhañ e-unan…

Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemañ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiñ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezañ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. Boñ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasañ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, hañ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hliché-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amañ forzh penaos… An afer o vezañ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudañ hon tammig skridoù amañ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezañ diaes derc’hel da skrivañ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !

Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !

 

p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesañ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?





E-keit-se e Ti Nevez Kervenal…

4 06 2010

Bouhouhou, n’eus bet den o respont d’am c’hinnig dec’h ^^ N’eo ket strik, amzer a lezan deoc’h, niehehe :p

In other news, n’eus netra plijusoc’h eget straniñ en heol, pe en e wele, pe en e wele en heol, ohoho ^^ Ah, deuet ar vakañsoù e troan da velc’hwedenn c’hludek (ma, kludekoc’h ‘get boaz ^^). En desped da se on deuet a benn da dapout ur sifern, hep din gouzout perak re vat… N’on ket diwisketoc’h eget boaz (mmmmh), ha n’on ket bet oc’h en em zerc’hel e redoù-avel… Ha ne vezan ket klañv ken aes se sañset ! Grrrmbl… Tremen a raio, emichañs, met n’eo ket plijus.

Soñjal a rae din e rafe Iwerzhon diouer din muioc’h eget na ra e gwirionez, rak plijus eo bezañ er gêr, memestra, ha na gaout da soursial eus tra pe dra war bouez klask sevel da vintin (evit ‘poent: 0% -_-‘). Evel just e vank an dud din, ha gouzout ne ya ket pep tra eus an aesañ evito bepred n’eo ket ur blijadur kennebeut, dreist-holl pa n’hellan ket ober tra pe dra… *Huanadenn* Ne vez morse gwenn pe zu ar skeudenn penn-da-benn, emezo. Ma, amzer a lez din evit skrivañ, d’an nebeutañ, ar pezh a zo dreist. Boñ, d’ar poent diwezhañ bepred amañ (ne cheñcher ket ar boazioù fall -_-‘), met skrivañ memestra ! Aha ! Emaon o prientiñ un nebeud pennadoù un tammig dedennusoc’h eget ma buhezig sioul (nann, gouzout a ran, n’eo ket diaes bezañ dedeenusoc’h 😀), dre ma ouzan ne c’hoarvezo ket kalz tra ganin er sizhunvezhioù da zont 🙂

Neuze, ouzhpenn d’ar soñjoù tresadennoù (pe d’an urzhioù :p), m’ho peus c’hoant gwelet tra pe dra diwar-benn forzh pe dra e c’hellit goulenn ivez (me, o pesketa evezhiadennoù ? Me ?! ^^). Ne fell ket din ober hanter-notennoù evel honnezh re alies, ma seizh gwellañ a rin neuze (pe eizh, pe nav).

p.s: euh, ya, e Ti Nevez Kervenal emaon o chom, evit ar re en em c’houlennfe petra an diaoul eo an titl-se ^^





Brezelvorzhol 40,000 ^^

31 05 2010

C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀

Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).

Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat  Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :

Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez  ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:

N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe.  E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).

Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.

Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !





Un taol-bangounell rambreüs

13 05 2010

Aet on da gousket abred dec’h evit kousket kalzig, ha skuizh marv on bremañ da 10e noz, petra eo an afer se ? Tss ! Mat, evel a soñje din n’eo ket bet re fall an arnodenn, ha pedet omp bet d’ar preti gant ar gelennerez ^^ (pedet, pedet, paeet hon eus, memestra,  kinniget eo bet ganti, lakaomp ^^) hag en em gavet on er pub gant un nebeud bretoned all da gomz diwar-benn ar cyber-fest-noz a vo e Korkig (ahaha, c’hoarzhin a rin bep tro) ha mont da ober un tamm kan-ha-diskan du-hont, ohoho. Ur mare ‘zo n’am eus ket kanet e gwirionez, met pijus e vo d’am soñj. Ma vez un dupleks a zu-hont e lakain ul liamm amañ ^^

O komz eus ar c’hernevek on bet e-pad an arnodenn, a zo kudennoù ar brezhoneg galloud pevar gantañ, tamm pe damm. Pevar skritur o keveziñ, evit 2000 a dud o komz. Ha. Ha. Ha. Hag emaint e soñj ober tra ped ra gant se ? Pa welan pegen pell e chom ar gudenn amañ, goude ma vefe bet trec’h un tu penn da benn koulskoude… Pff…

rambreal [rãm’bre:al] v. g. Lavaret dibaouez an hevelep kaozioù hep talvoudegezh, hep kalz a ster. Rambreet he doa, kaozioù digompez evel m’oa boas da gaout diwar derzhienn. Dont a rez kozh, hag e stagez da rambreal. Siwazh emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet.  ♦ HS. randoniñ, raneal, riotal

E-giz-se em boa kroget ur entañ-kont diwar-benn En ur rambreal, ul levr am eus kavet plijus-tre d’ar mare-se hag a rankfen adlenn, ha ‘m eus aon n’on ket mat da galz tra all fenoz. O pourmen e oan em zeuliadoù sridoù kozh, d’ur mare ma skriven kalzig e galleg, kalz barzhoniezh. Traoù krennarded, traoù evel-se:

Icône onirique, naguère amour

Je voulais de l’amour qui soit comme dans les livres
Celui qui dure toujours, dont le parfum enivre
J’ai donc cherché quelqu’un que je pourrais aimer
Je n’ai pas cherché loin, tu étais à côté

Puis j’ai rêvé de toi de ce que je dirais
Faisant le premier pas, ce que tu répondrais
J’ai fini par y croire, à cet amour factice
Je commençais à voir le temps comme un supplice

Je voulais te revoir, pouvoir te contempler
Quand tu broyais du noir, te regarder pleurer
Même sans te connaître j’ai été amoureux
Aimant de tout mon être la beauté de tes yeux

C’est l’erreur de ma vie d’avoir voulu pousser
Ce rêve d’amour transi dans la réalité
Les sept merveilles du monde n’étaient rien à côté
De cette envie profonde que j’ai réalisée

J’ai compris bien trop tard que tu étais trop bien
Pour vivre de cauchemars, pour partager les mien
Savoir qui tu étais avant d’imaginer
Qu’un jour on s’aimerait, j’aurais dû y penser

Je le regrette encore et quand je t’aperçois
Tout au fond de mon corps ce pincement est là
Ce que je veux toujours, tout ce qui m’intéresse
Ce n’est pas de l’amour juste un peu de tendresse

Ah, ar yaouankiz, roulomp ha roulomp atav, neketa ! Met e touez an traoù kozh e oa traoù dedennusoc’h:

Noz

“Ur gêr vrav eo, neketa ? Netra da welet gant Edinbourg, evel-just, met plijus mem’stra, ‘keta ?”
Ur sapre mell mousc’horzh a oa gant McNamara, hag eñ o lakaet e gamalad da weladenniñ Picadilly Circus.
“Un tammig re a dud marteze, Killian,” eme egile.
“Ya… Re a dud, ha setu perak eo diaes kavout ar re zrouk, neketa ?” a respontas Killian MacNamara, komiser er Royal Police.
“Te oar mat n’on ket ur mailh war se, zoken m’eo ret din anzav eo ur bamm New Scotland Yard.”
“Ur bamm, n’ouzon ket, met gwelloc’h ‘get a-raok, hey ! Ma wee burev ne ra ket diouer din, nann !”
Ur pezh den e oa ar c’homiser, blev du fonnus dezhañ, un dremm ront.
“Ur banne ‘yelo ganit Killian ?”
“Mmmh, g’out a rez, Erwan, daoust din bezañ skosad n’on ket sot gant ar boeson.”
Gwir e oa avat, lidet e oa bet e bevare deiz ha bloaz hag hanter kant gantañ ur miz a-raok met ne seblante ket bezañ koshoc’h eget Erwan, a oa eizh vloaz ha tregont. Yac’h pesk e oa, ha goude e zek kilometrad jogging da vintin eo e kemere ur banne whisky hepken, ha ket forzh peseurt hini.
“Ma, derc’hel a rin ma
Edradour evidon-me neuze,” eme Erwan.
“Well, te ‘oar, ‘m eus ket lâret ne even morse, hañ.”

Da ranndi Killian e yejont neuze, pep hini o kontañ an nevezenti da egile. Pemp devezh a oa e oa erru Erwan e Londrez, met n’o doa ket bet tro d’en em welet c’hoazh, hag int mignoned a zek vloaz koulskoude.
An devezh war-lerc’h e tistroe Erwan d’e vro, ha d’e vreg, met evit ar mare en doa amzer da lidañ mignoniezh, kement ken ma ne gouskas ket, re a draoù da lavaret ha da selaou etrezo. Troioù kaer ur poliser evel Killian a oa peadra da zerc’hel forzh piv digousk forzh penaos.

1.

Kollet. Kollet e oa Erwan. N’helle mui kompren, n’en doa ket c’hoant da gompren, na da gaout soñj kennebeut. Re ziaes ar c’houn. Mont a rae hep gouzout re vat da belec’h, hep gouzout re vat perak. Kollet. Ne gleve netra ouzhpenn d’e gammedoù war pavezioù ar gêr. Dassoniñ a rae pep kammed ouzh ar mogerioù kozh, mogerioù ledan o doa gwelet mil den eveltañ, o kantreal, o kildreiñ. Noz a oa, un nozvezh goañv, yen, sklas, ha teñval-sac’h en desped d’ar sklerijenn yen a zeue diouzh ar gouleier-straed kozh. Evel ar gouloù. Evel ar gouloù eo an eñvorennoù, setu ar pezh a soñje. Devet e vezer ganto pa dostaer re, devet ar chorf hag ar spered, ha koulskoude hon eus ezhomm anezho, ha koulskoude e vezer desachet ganto evel balafenned-noz. Evel ar gouloù ivez e ya an amzer, a gendalc’he e spered en e rambreadennoù, touelus pa seller ennañ, hogen hep sklerijenn an tremenet n’hellfed gwelet an amzer-vremañ. E soñjoù a oa kollet kement hag e gorf. Ha gwashoc’h-gwashañ e oa ar yenijenn. Seblantout a rae dezhañ bezañ ur c’hadour eus an amzer gozh, diroget e groc’hen gant taolioù , taolioù kontell, taolioù kleze. Dont a rae ar yenijenn d’e dagañ, da lemel digantañ an nebeud a nerzh a chome dezhañ c’hoazh en e gigennoù reuzeudik. Taget e veze, troc’het e zilhad, krabiset e groc’hen, skornet e c’hourlañchenn. Ha pa oa prest da gouezhañ, pa oa o vont da baouez da stourm ez ae kuit ar yenijenn, evel ul loen o c’hoari gant e breiz. Amzer dezhañ gounid un nebeudig e nerzh en dro ha setu ma tistroe ar sklasded d’e hargas. Kollet e oa. Latar a oa. Ne wele ennañ tra war-bouez stummoù iskis krouet gant ar gouleier melen, stummoù iskis a seblante bezañ oc’h ober goap outañ. Ken latarek all e oa eñ. Poaniañ a rae da bep paz, ur berc’h e oa an disterañ fiñv, hogen derc’hel a rae da vont. Arabat e oa dezhañ paouez. Ret e oa dezhañ kaout poan. Ret e oa dezhañ bezañ kastizet.
Perak ?, a soñjas, Perak ?
Ne ouie ket perak. Den ne ouie e gwirionez. Met aze e oa-eñ koulskoude, o vont dre ar gêr, an dourenn ruz o tiverrañ c’hoazh diwar veg e vizied moan.
Strebotiñ a reas, ha kouezhañ er meskaj lous graet diwar erc’h damdeuzet ha douar, loustoni sklas. E zremm war-du an neñv gantañ e krogas da leñvañ.
Soñj en doa.

***

“Ar galv diwezhañ evit an nijadenn 830-9873 da Londrez-Stansted eo; dor niverenn pemp.”
Dasoniñ a rae ar frazenn e sal vras an aerborzh he zoenn wer, hogen e oa ket aes he c’hlevet, mouget ma oa gant ar monedone, an dud o redek a bep tu, da vont d’o c’harr-nij, pe c’hwitet anezhañ ganto endeo hep gouzout dezho, ar vugale o vlejal, o zud o huchal warno hag an dud all tro-dro o sellet outo gant ur sell kounnaret hag aet skuizh, an dud o tebriñ, o evañ, o prenañ kaetennoù, o klemm peogwir e oa dale, peogwir e oa bet kollet o malizennoù, peogwir e oa fall ar c’hafe, peogwir ne oa ket paper er privezioù ha me-oar-me. Hogen me avat ne raen ket vann. O paouez erruout e oan, ha kerkent ha tapet ma malizenn ganin war an tapis-ruilh e c’hellfen mont d’ar gêr. Hir e oa honnezh da zont, met ne raen forzh. Amzer ‘zo pa vezer e vakañsoù c’hoazh. Mall a oa warnon da vezañ distro memestra, da welet Gwenola en-dro. Mall a oa warni ivez sur a walc’h, ha diwar ar bellgomzadenn hor boa bet pa oan o c’hortoz ma c’harr-nij e bro an togoù ront hag ar bakon fritet da vintin e soñje din e vefe plijadur pa zistrofe, evit an daou ac’hanomp. Gouzout a raen dre ar munud peseurt dilhad a oa warni—ha pere ne oant ket— ma veaj am boa tremenet oc’h ijinañ pep tra dre ar munud. Ret e oa prenañ bleunioù, sot e oa hi ganto, forzh peseurt re, forzh peseurt liv e vefent, gant ar bleunioù e veze plijet.
Ar plac’h nemeti ma oan bet ganti a denne un tammig d’ar skeudenn a vez roet eus ar merc’hed gant ar filmoù hag al levrioù e oa-hi, a soñjis en ur vousc’hoarzhin. Ket penn-da-benn koulskoude, dre eurvat. Kelennerez e oa deuet da vezañ, kelennerez war ar galleg en ul lise didrubuilh. Met ur wech distro d’ar gêr e oa pell diouzh ar vaouezig sioul a blije d’he skolidi. Tennet ganti he mantell e teue da vezañ Gwen’, plantet dirak hec’h urzhiataer, a oa arabat dont da zirenkañ keit ma n’he doa ket echu, pe ma veze desachet gant gwastilli hepken. Ne ouien ket re vat ma oa bet Internet ur mad evit ar c’houblajoù dre ar bed, met ne vezen ket direnket, ken sot ma’z on ivez gant an disterañ ardivink teknologel. Minc ‘hoarzhin a ris adarre pa soñjis e oan bet o ober shopping e kalonenn deknologel Londrez, azeuldi ar geek-ed hag an nerd-ed. Marteze ne vefe ket dav prenañ bleunioù, gant ar smartphone e vefe-hi laouen a-walc’h, marteze ne gouskfemp tamm fenoz. Setu ar valizenn. Ket, ne oa ket an hini vat, heñvel a-walc’h koulskoude. Divizhet ho defe ma lakaat da c’hortoz betek ar poent diwezhañ holl ? Ket, aze emañ, an hini vat, a-benn ar fin !
Ma malizenn ganin e yis kuit eus an aerborzh, goude ur mareig, amzer din da ziskouez ma c’hartenn-anv buan ha buan d’ar valtouterez vihan ha kuilh. O tistreiñ d’e vro e oa, neketa ? Ya. Mat ar veaj ? Ya. Kenavo aotroù. Kenavo.
Pebezh micher ! Laouenoc’h e oan gant al labour em boa kavet nevez a oa, goude ur mare en dilabour : treser a-vicher en un ti-bruderezh. Spontet e oa bet ma mamm, “Peus ket mezh kontañ gevier d’an dud evit gounit arc’hant ?”. N’em boa ket lakaet anezho da baeañ ma stummadur graferezh ker-ruz evit netra, koulskoude ! Ha da eizh vloaz warn ugent e oa poent bras kavout ur gwir labour, stabil. Plijout a rae da Wenola, ouzhpenn-se, c’hoant he devoa da c’houc’hemenn skritelloù diganin o vrudañ dre ar gêr a-bezh nag ur c’halloc’h a oa ac’hanon. N’em boa ket he lezet da ober c’hoazh, met sellet a raen mat eus ar panelloù a oa war wel, kent kaout ur souezhadenn bennak.
Un taksi bremañ, n’em boa ket ma aotre, nag hi kennebeut, da betra pa vezer o chom e kêr ? Setu unan dieub. Dale a oa bet gant ar c’harr-nij —daoust ha restaolet e c’hellfe bezañ ?— ha noz a vije anezhi a-barzh pell. Dre chañs ne oa ket gwall bell an aerborzh diouzh an ti, berr e vefe, ha ne goustfe ket re gêr din. Ne oa ket ar priz-noz c’hoazh, a respontas ar blenier din pa c’houlennis. Daou euro warn-ugent memestra. Ma, ne rae forzh, paet mat e vezen bremañ, ha Gwenola ivez a drugarez d’ar c’hentelioù-skoazell a roe da vugale ar binvideien.
Dirak ma zi e chomis ur pennadig, souezet ; un dra bennak ne oa ket evel boaz.

***

N’en doa ket soñj pelloc’h. Ur voger a oa en e eñvor, ur voger wenn n’helle tremen dreist. Ha gouzout a rae e oa ret dezhañ koulskoude, hogen re ziaes e oa, re boanius. Yen e oa dezhañ, e choug war an erc’h, ne oa ket evit santout beg e fri ken, na penn e vizied. Ret e oa kavout tommder, dont a-benn da sevel. Kavout tommer. Fiñval, treiñ, mont war-sav, bale, daoust d’ar boan, daoust dezhañ bezañ ken kollet ha biskoazh. Petra a oa dirak e di ? Perak e oa bet souezhet ? Petra ne oa ket evel boaz ? N‘hen doa ket soñj, met pouezus e oa, gouzout a rae e oa pouezus. Petra ober ? Penaos kavout respontoù ? Ret e oa dezhañ kaout soñj. Re bar e oa an holl vogerioù d’ar re all, ar straedoù a oa o c’hoari gantañ, o cheñch plas tra ma yae. Anavezout ar rae ar c’harter koulskoude. A-gleiz ? Ket, a-zehou. Kenderc’hel a rae an daeroù da redek, ha skornañ a raent war e zivjod. Kavout tommder. Mezv e oa ? N’hen doa ket soñj eus an disterañ banne. Petra oa gantañ ? Dramm ? Nann, ket abaoe ar skol-veur, kalz re bell a oa evit ma vefe se. Petra neuze ? Alzheimer ken yaouank ? Forzh petra… Ne zivere netra diwar e zaouarn ken. Hag aze eo e verzas, en em rentas kont. Ruz e oant, ruz gant ar gwad, ruz evel an diaoul. Ha re vat e ouie petra e oa. Gwad Gwenola.

2.

Tra ma’z ae dre ar straedoù didud ha dianav dezhañ e klevas sonereh. Ur sakso e-kreizh an noz ? Ne oa gouloù ebet er straed war-bouez slêrijenn yen al loar a-dreñvar c’houmoul teñval. Ket. Aze, a-dreuz ur gaelig a-rez d’ar riblenn e tarnije ur skleurenn. A-feur ma tostaen e kleve sklaeroc’h an notennoù, al lusk, ar rikimanoù, ar sonerezh. Donezon a oa er c’hav-se, a-dra sur. Harpañ a reas e gein ouzh ar voger, e-kichen ar gael —ne weled netra dedennus drezhi— ha selaou. Baker Street. E toull an noz, skornet e izili ha revet e galon, taget gant ar yenijenn c’hoazh dindan lagad euzhus al loar peuzc’hann e voe trec’het gant ar sonerezh, he foan hag he c’hlemm. Hep gouzout dezhañ en em gavas war e zaoulin, daeloù o redek par ma c’hallent war e zivjod, didrouz.
O leñvañ e oa c’hoazh pa erruas an iskisañ den en doa biskoazh kejet. Ur pezh-mell tog uhel a oa gantañ pintet war e benn, e vourroù a oa diskennidi da re Zali a dra sur , ur roched ruz flamm a oa war e gein. Ha ne oa ket e neuz an iskisañ, evel a zizoloas da c’houde. Pe kerkent, evit lavaret gwir.
“Eta ma den mat,” emezañ,
‘Chomot ket amañ peurbad ?
Deuit kentoc’h ganin…
D’ar goudor ho kasin ! »
Hag eñ da gemer e vrec’h ha d’e lakaat da sevel.
“Setu, amañ, gwelloc’h,” a lavaras,
Gellout a rin dont ganeoc’h.
Anavezout a ran ul lec’h.
A vo d’ho kwaleur trec’h ! »

E heuliañ a reas hep gouzout re vat ma oa un huñvre pe ar gwirvoud. Poan en oa c’hoazh avat, ha yen-ki e oa dezhañ. Hogen piv a c’hell lavar n’heller ket hunvreal poan, yenijenn hag anken ? Galloud ar spered war ar c’horf, daoust da Nietzsche. Dirak ur c’hozh tavarn ec’h errujomp a-benn ur mare. Touet en defe bet e oa serr, panevet an nebeud a c’houloù a c’helled spurmantiñ a dreuz ar boultren a c’holoe ar prenestri. Tre ez ejont neuze.
« Demat deoc’h tudoù !, a huchas egile
Plas a chom evit ho kwelañ pratikoù ?
Ma banne am bo evel boaz
Hag eñ ivez, n’eus ket da choaz ! »
Daoust dezhañ bezañ eno evit ar wech kentañ ne zeblantas ket souezhet an nebeud tud a oa, hag azezañ a rejont. Pep a vanne Talisker a oa ouzh o gortoz.

Penn-kentañ ur romant-polis, un dra ouzhpenn war listennad an traoù a leunio ma amzer ?





Essay

30 04 2010

Emañ miz Mae o tooooooont ! Echu miz Ebrel neuze, hag un notenn ouzhpenn eget ar miz tremenet, hehe ^^ Gwelloc’h vefe din chom hep paboriñ re, ‘mod all e vo ret din ober muioc’h ar miz a zeu, hag ar miz war-lerc’h, hag all o_O’ Disoñjomp neuze, 37 devezh a zo e miz Ebrel ‘forzh penaos 🙂

Ul loaiad indezeuropeg a yelo ganeoc’h c’hoazh ? Ma gwalc’h am eus bet evit ur mare, evit lavaret gwir, met emañ ma fri e-barzh c’hoazh ^^ Plijus eo gwelet memestra ez on gouest da skrivañ pennadoù hirik e saozneg, hag a live uhel a-walc’h ouzhpenn-se. An dedennusañ o vezañ dielfennañ testennoù kentoc’h eget diverañ traoù hon eus gwelet e-pad ar gentel , met ne raer ket ar pezh a garer bepred. Plijadur am eus koulskoude. 

Skouer:

Great poetry does strain at the limit of expression as it pushes the boundaries of language and meaning to their extreme, mastering the sense of words and their connotations as well as their sound and the mental images linked with these phonemes.

                The master poet strives to touch both implicit and explicit meanings. In this, he has to reach for the deepest thoughts, as a duty, for only his carefully chosen words he uses will be able to express rightly these thoughts. The mark of a great poet is his ability to be a-temporal, to make sense at any point for any person, to resonate in spite of time. When Walt Whitman “hears America singing[1], his praise of the work of people building a nation is still palpable today, and could apply to any country, in which men and women will always praise their efforts. The repetition he uses as a stylistic device is reminiscent of the rhythm of a machine, or of the repetitive gestures of the worker in general. In this also he goes beyond the simple meaning of language, adding to it a new layer of interpretation. The force of this kind of poem is their ability to express the feelings common to all humanity, and in doing so allowing us to reach a better understanding of ourselves through the interpretation of the words, an interpretation that will always be personal. A poem that can only be understood from the point of view of the poet himself and which meaning is opaque otherwise is not great poetry, it is merely what a diary is to a novel. Thus when T.S. Eliot writes: “As he rose and fell/He passed the stages of his age and youth/Entering the whirlpool[2], the feeling will resonate in anyone, as fear of death and desire for youth is present in every human being. This is but one theme that is common to all poetries in the world, for all humans have roughly the same questionings and fears, desires and pleasures; and poetry revolves around a series of themes.

                But in expressing these thoughts and feelings, the poet does not need complexity for its own sake, and poetic language does not limit itself to archaic constructions and obscure meaning; it, on the contrary, has the ability to express these ideas in so few words, for they are carefully chosen for the load of their meanings. This is the somewhat paradoxical idea of complexity expressed through simplicity, and this is where the expression is really pushed to its boundaries. This will lead to the crafting images, expressions, to articulate his meaning, and to strangeness sometimes, as in R. Robertson’s The Translator for instance: “Sewing the surface/one quarter man/three quarters verb” [3]; the imagery is stunning, and the doesn’t seem to make sense at first glanc, but is a reflexion on the very personal aspect of translation, the fact that a translation will be according to what the translator understood and felt in his reading.

                When David Long declares that the ‘strangeness is an antidote to the awful sameness of received ideas[4], there is no complexity in the wording, but the very meaning of the phrase goes beyond these mere words, and triggers reflexion, which is the point in which it reaches the boundaries of meaning, in creating a string of thoughts that will perpetuate itself further. One could say that the meaning is exceeded, and the boundaries breached. This is a distinctive feature of great poetry; it doesn’t assert, but conveys meaning and generates thoughts and emotion. If the poem only asserts and gives closure, what can the interest be for the reader? If it is self-explanatory and doesn’t involve the reader, it is not worth reading. Thus when P. Mullineaux describes his “teacher leaning over one shoulder;/saying nothing,/(a cough perhaps)/moving on”[5], he doesn’t describe his feelings, he doesn’t tell the reader what the meaning of it is, but rather lets them remember times when the same situation happened to them, and think upon these moments and their significance.

                This should lead the poet to avoid generalizations, and rather concentrate on particular events, or representation thereof, which would make the reader draw his own conclusion from, by factoring in his own experience. This is what P. Kavanagh does, for instance, when he writes “I heard the Duffys shouting ‘Damn your soul’/And old McCabe stripped to the waist […]”[6], he is not interested in the Duffys and McCabe in particular, but rather uses them as an embodiment of a greater crowd as a pars pro toto synecdoche. Instead of solely describing the outline of a situation, he goes to particular people, and creates a vivid image for the reader. Whitman achieves the same effect in “I Hear…” singling out each profession rather than representing the workforce as homogenous.

                The great poet has the ability to go from abstract to concrete and back again, bringing the reader with him. For every abstract thought he will be able to paint a proper concrete example, to make these thoughts accessible to the reader, and from concrete material he will be able to make the reflexions emerge. In this liminal state lays the great poetry, expanding on both sides and thus pushing the boundaries a bit further.

[1] Whitman, I Hear America Singing, The Answerer, 1900

[2] Eliot, Death By Water, The Wasteland, 1922

[3] Robertson, The Translator, A painted Field, 1988

[4] Long, You Are What You Read, 2006 (essay)

[5] Mullineaux, Gallery, A Father’s Day, 2008

[6] Kavanagh, Epic, 1938

[/paboriñ off]

Boñ, ne oa ket ‘vidon zoken, hag 50% bullshit eo marteze met hohoho, pegen plijus skrivañ, c’hoari gant ar gerioù, dreist-holl pa gomz eus barzhonegiñ-barzhonegañ. Anzav a ran eo un tammig “ar pezh a felle d’ar c’hellener lenn“, met un dae eo un tammig ivez, ha plijout a ra seurt challenge din ur wech ar mare 😉 Plijus e tlefe bezañ mar deuan a-benn da vezañ kelenner-enklasker evel ma fell din bezañ, bezañ gronet gant paperioù, notennoù, ha gwelet an notennoù oc’h ober re vihan e traoñ ar bajenn (n’eo ket fall e talc’hfe WordPress an notennoù diwar word pa vez eilet/peget, sell ‘ta !). Gwell a-se ‘vidon mar plij din, chom a ra 5 da skrivañ ! Un dibenn-sizhun efedus, spi ‘m eus.





Skrivagnerien

15 04 2010

Goulenn a rae Stefan an deiz all petra e oa bezañ ur Skrivagner, pe petra ho lakae da vezañ lakaet da skrivagner kentoc’h, difoc’het diouzh ur skriver. Piv a lavar n’eo ket resis geriaoueg ar brezhoneg ? Darbet eo bet din respont gant un evezhiadenn meur a-wech, kent diverkañ ar pezh am boa skrivet, a oa re luziet, evel ma oa ma soñjoù.  Gwir eo eo diaes termeniñ piv a zo skrivagner a piv ne ra nemet lakaat gerioù an eil re war-lerc’h ar re all.

Evidon me eo sklaer un dra: skrivagner e vezer pa vezer lennet. Gellout a reer duaat pajennadoù ha pajennadoù, ma n’eus nemedoc’h ouzh o lenn n’eus ket ur skrivagner ac’hanoc’h, un danvez-hini marteze, met ur skriver hepken evit mare. Ur skrivagner a vez lennet, hervezon; ne vez roet enoran titl-se nemet d’ar re a zo deuet a-benn da skrivañ mat a-walc’h da zedenn tud, da gas anezho eus ur penn eus an istor d’ar penn all. Ar vrizskrivagnerien ho lakao da baouez e kreiz, dre ziouer a zonezont marteze.

Dre se e lavaran amañ tamm pe damm eo an embanner a zivizh ma ‘z oc’h ur skrivagner pe get. Ma ne vezit ket embannet ne vo ket kalz tud da lenn ho skridoù, hag e bed ar brezhoneg nebeutoc’h c’hoazh. Koulskoude e c’hell skridoù paour-razh tremen, ha bezañ embann, dre ziouer marteze. War an tu all eo aes bremañ skignañ e destennoù war an Etrerouedad, kalz aesoc’h eget na oa an emembann (sic), postañ arc’hant en ho skridoù, hep gouzout re vat ma vezint gwerzet. War Internet d’an nebeutañ n’hoc’h ues ket da baeañ. Gant ar berzh a ra an e-levrioù (pe Levrel, pe ebook, pe lennerezh-tredan pe me-oar-me) e vo aesoc’h aesañ kinnig testennoù a vezo lennet evel forzh pe levr all. N’eo ket anat an difoc’h neuze, bremañ ma c’hell skrivagner ha skriver tizhout an dud. Met gouest e vo ar skrivagner d’o derc’hel, d’o lakaat da zont da glask skridoù all.

An tu arzel a c’hellfer arguzenniñ devezhioù-pad. Piv a c’hell barn an holl levrioù ? Traoù zo a blij da lod ne blijont ket da lod all (eh, berzh a zo gant Twilight, hañ…), diaes keñveriañ Dickens ha Rowling, ha koulskoude ez eus skrivagnerien eus an daou. Techet e vefent da ‘skrivagnelaat’ unan en defe ijin, da zifoc’hañ diouzh ur c’hazetenner a zle adkas ar fedoù. Ijin en istor pe ijin en doare d’e gontañ, ijin gant ar yezh. Ur skrivagner a c’hell c’hoari gant ar gerioù, a c’hell mont pelloc’h gant ar yezh eget ar pezh a c’hell ur c’hazetenner ober, peogwir n’eo ket ar mennozh a zo pouezus bepred, met an doare a-wechoù. C’hoari re gant ar yezh ne servij da netra kennebeut, gwir eo, met ne vo ket touellet al lennerein gwall bell: ma n’eus dedenn ebet gant ho skrid ne vo ket lennet, pik.

Skrivagner e vezit neuze pa vez mat a-walc’h o skridoù evit ho lennerien. Ur skrivagner mat a zo un afer all.

p.s.: emañ ar bed a-enepdon, mont a reomp d’ar preti fenoz da lidañ deiz-ha-bloaz an tadig, n’ouzon ket re da bet eur e vin distro neuze n’ouzon ket m’am bo amzer da lakaat traoù all hiziv  >__< Ma, gwell a se evit ma c’hof memestra ^^





Levrioù, hag ar golo

8 04 2010

Trugarez da Stefan evit ma  bezañ bet lakaet da soñjal, ur wech ouzhpenn 😉

Petra a laka ac’hanon da brenañ ul levr pe d’e amprestiñ ? Pe kentoc’h: petra a ra e tibaban ul levr e-touez lod all ?

Meur a dra, en urzh-mañ peurliesañ: an dodenn, ar skrivagner, ar pevare golo, ar golo.

An dodenn a zo ur rakdibab dre vras, ar rann eus al leordi pe eus al levraoueg a weladennan p’am bez ur soñj dre-vras eus ar pezh a fell din lenn. Peurliesañ ez an en dro a vareadoù, neuze e ouzan tamm pe damm an doare skrid a fell din lenn, pe voliac’h pe bolis pe thriller, pe lennegezh glasel e vefe (klasel er ster romantoù kozh lakaet da glasel el lennegezh c’hall pe saoz da skouer, ket klasel evel ma vefe disheñvel ur romant faltazi diouzh unan gwirvoud). E brezhoneg, siwazh, n’eo ket gwall vras an dibab, hogen gellout a reer kavout darn vrasañ an doareoù, lakaomp.

Met ur wech aze e chom ledan an dibab. Klask a ran neuze ur skrivagner a anvezan, pe am eus klevet komz diwar e benn. E skiant-faltazi pe moliac’h ez eus poan gant ar skrivagnerien da chom gant ul levrenn, ha kement hag ijinañ ur bed e plij dezho peurliesañ kenderc’hel d’e vrasaat ha d’e spisaat dre levrioù nevez. Kavout a reer traoù e-giz-se neuze. Lod all a zo skrivagnerien lakaet da zave, setu ne soñjin ket re bell peurliesañ a-raok kemer ur P. K. Dick pe ur Gemell n’am eus ket lennet c’hoazh. Ma n’anavezan ket mat an dachenn dija ez an da welet burutelladennoù (war Blog Hoel evit al levrioù polis da skouer) a-benn ober un dibab. Hogen e brezhoneg n’eus ket kalz skridvarnerezh siwazh, ha diaes din ober ma soñj e-giz se. Ha gant an tech a zo e brezhoneg da ober gant anvioù-pluenn (re dost an dud an eil re diouzh ar re all ?) eo diaes a-wechoù gouzout piv en deus skrivet petra ( trugarez evit ar studierien o klask adsevel oberenn ur skrviagner >_<). Ma n’em eus tamm soñj ebet d’ar mare-se pe m’eo re vras an dibab e oberenn ur skrivagner (penaos dibab ur Madeg e touez an holl, hañ ? ^^) e tremenan d’ar bazenn war-lerc’h:

Ar pevare golo, e lec’h ma vez un diveradenn eus an istor peurliesañ. Ur soñj a ro memestra eus an dodenn dre vras, ha ma seblant borrodus dija n’eus ket kalz chañsoù e yafen pelloc’h. D’am soñj e vez roet re nebeud a aked d’an dibab-se a-wechoù, ha souezhet on bet o lenn pevare-golo levrioù zo o deus plijet kalz din (dibabet a-raok ar bazenn-se, neuze) hag o kavout anezho ultra-arabadus. Ha gwashoc’h eget ultra-arrabadus ez eus an nec-plus-ultra-torr-revr, ar re hep netra (emaon o sellet ouzhoc’h, levrioù kozh Al Liamm ! ^^). Mat e oa d’ar mare ma veze prenet forzh pe levr gant Yann vrezhoneger (pe gant Mouloud vrezhoneger ivez, ha Sakura brezhonegerez), met mar fell deomp kaout an disterañ diorren war ar marc’had-se… Ne brenan ket levrioù hep kaout ur soñj eus pezh in, n’on ket pinvidik a-walc’h evit-se (al levraouegoù a zo un afer all, met an dastumad levrioù brezhoneg enno…). Komzet am eus bet gant brezhonegerien all (bez zo diouto, m’en tou !), hag an hevelep soñj a oa ganto: Diverradenn pe kinnig ebet ? Da sutal. Ha penaos e c’hell un tad pe ur vamm kaout ur soñj eus petra a brenont evit o bugale ? Nann, deuet eo da vezañ ur bazenn rekis. Un nebeud bloavezhioù zo e oan bet d’un emvod (un damstummadur e gwirironez) war an embann, ha pouezet e oa bet kalz war bouezusted (just a-walc’h) ar pevare golo.

Ma n’eus ket unan, neuze, lakaomp, pe mar n’on ket bet kendrec’het e chom ar golo. Lakaomp n’eo ket gwall bouezus en dibab, war-bouez ma n’eus netra all (ar pezh a zo ral memestra, dre eurvat). Un treser mat a c’hell bezañ graet golo ul levr peurnull, hag ar c’hontrol kement-all. Met ur perzh all a zo gantañ, ma lakaat da gemer al levr, ha da sellet outañ, d’e zigeriñ zoken. Ur golo savet mat a roio an tirouroù am eus ezhomm kerkent : gantañ e welin an dodenn, ma’z eus un aerouant pe ur marc’heg warnañ e ouzin eo moliac’h, m’eo ruz ha du gant ur skeudenn skrijus e vo ur roman spont pe polis, hag all; bras ha lennus e vo anv ar skrivagner, am lakao da vezañ dedennet diouzhtu marteze. An titl a zo pouezus evel-just, met ket kement hag an elfennoù all (evidon). Ur wech m’eo bet embannet an titouroù-se gant ar golo en do roet c’hoant din e gemer hag ober treiñ kein d’al levr, da gaout un tañva, digeriñ al levr da lenn un nebeud linennoù. Ha de ma ‘z on un treser e vezan desachet gant ar skeudennoù mat, met un afer all eo.

Setu e-pelec’h emañ al labour e brezhoneg hervezon. Skrivañ a zo un dha diaes gwellaat ma ne vezer ket gwall vat, met evit ar c’hinnig e c’heller cheñch kalz traoù buan. N’eo ket ken anavezet-se ar skrivagnerien a-vremañ gant ar re yaouank, ne vezint ket gwerzet diwar o anv hepken, ret eo reiñ c’hoant d’an dud. Ha keit ha ma ne vo ket burutelladennoù aes da gavout ha da lenn (ma un nebeud re a vez en telebramm, met gant live über-null ar brezhoneg er pennadoù-kaoz n’em eus ket kalz spi evit ar skridvarnerezh m’eo graet gant an hevelep tud.). E-pad pell eo chomet bout levrioù Al Liamm war ar poent-se, ha laouen on o welet eo cheñchet an traoù. Labour vat a zo bet graet gant Keit Vimp Bev evit reiñ un neuz arnevesoc’h d’al levrioù; Mouladurioù Hor Yezh war an tu all… Labour ‘zo evit an holl, met war an hent mat emaomp, mar kendalc’homp e vo dedennetoc’h ar re yaouank, ha ne vo ket iskis gwelet ul levr e brezhoneg e-touezar re c’halleg ken. Me zo sur e raio kalz evit skeudenn ar yezh, ha pa vez mat skeudenn ar yezh e ya an traoù war-raok, evit savetiñ ur yezh n’eus netra pouezusoc’h eget he skeudenn, netra. Se am eus desket.

Ha c’hwi tudoù, penaos e rit o tibab ?





Moliac’h ha Faltazi

12 03 2010

N’ouzon ket re vat perak e plij kement ar moliac’h hag ar skiant-faltazi din. Lenn a ran kalz, meur a levr ar sizhun, hag en o zouez e vez skiant faltazi an darn vrasañ er mare mañ, ouzhpenn d’ar re a zo evit ma studioù (a zo mojennoù iwerzhonad ha kontadennoù, un doare moliac’h ivez e gwirionez ^^). Mareadoù a zo, a-wec’hoù e lennan kalz muioc’h a voliac’h, kent cheñch, hervezh an imor marteze.

A viskoazh ez eus bet kalz levrioù moliac’h hag SF er gêr (ne gavit ket se dispar e yafe SF en dro e brezhoneg ivez ?) a-drugarez d’am zud. Lennet e veze The Lord of The Rings din pa oan bihan a-raok mont da gousket, ha lennet am boa anezho drezon ma-unan (hag an Hobbit) a-raok bezañ dek vloaz. E galleg siwazh, ma zo tro ganeoc’h da lenn Aotroù ar Gwalennoù e saozneg, grit, dre zek e vo lieskementet ar blijadur, d’an nebeutañ (an droidigezh c’hallek… n’eo ket gwall vat). O c’houzout eo bet troet an Hobbit gant ma zad, n’eo ket souezh kennebeut e vefen dedennet (ha mat eo an droidigezh, zoken ma c’hell bezañ diaes ha ma chom fazioù enni). Spi am eus e vo kavet un embanner da vont gant troidigezh AaG ur wezh bennak e brezhoneg, d’am soñj en defe plijet da Dolkien gwelet e levrioù er yezhoù keltiek.

Marteze e plij din mont d’ur bed all, disoñjal hemañ ‘pad ur mare. Marteze e plij din ivez gwelet pegen pell e c’hell ijin ur skrivagner mont ha ma c’has. Gouzout a ran e vo traoù e pep levr a gaso ac’hanon pelloc’h eget na c’hello unan ‘gwirvoud’ ober. Ha n’eus ket nemet ar re goshañ a dalvez ar boan, zoken ma chomo Asimov, Vance pe Dick e-touez ar re wellañ e pad pell. Lennet am eus muioc’h a voliarc’h nevez (Feist, Knaak, McNeill, …) sur a-walc’h, dre m’eo deuet diouzh ar c”hiz en-dro (pe muioc’h, d’an nebeutañ) goude filmoù LotR. Marteze ivez eo peogwir e kavan eo Moliac’h ur ger eus ar bravañ. Ne gavit ket ? Lavarit anezhañ a vouez-uhel. Soniadoù kevrinus a zo gantañ, evel pa vefe un dra kuzh dindan; ar soniadoù a seblant bezañ kozh, diouzh un amzer gozh ma c’hoarveze traoù, seblantout a ra bezañ ur ger graet evit ur c’herienn-hud. Moliac’h, ront ha kalet war an dro. Hogen n’anavezen ket ar ger-se c’hoazh pa blije an doare se din dija, neuze… The truth is out there, Scully (toudou doudou doudoooooou)

Gouzout a ran ivez e plij din harozed greñv gant houarnwiskoù lufrus, oc’h en em gannañ gant klezeioù ha bouc’hilli, o kas bouloù tan da zeviñ euzhviled, o vont da saveteiñ priñsezed koant ha da nijal war gein erevent. Ah, marteze on chomet yaouank. D’am soñj e fell d’an holl bezañ harozed, en ur mod pe en ur mod all. Ar c’hoantoù se a adkavan er filmoù a blij din, da skouer, hag er c’hoarioù video dreist-holl, e lec’h ma c’heller mont pelloc’h eget ijinañ an haroz, ha bezañ anezhañ (pe anezhi, na gont ket gevier, Moran, gwelet hon eus da elfez e jakoun-bikini !). Troc’hañ penn an ork drezoc’h o-unan a c’hell bezañ plijusoc’h c’hoazh eget en lenn o vezañ dibennet (bouchañ d’ar briñsez n’eo ket, avat ^^). Plijout a ra al levrioù se din ivez peogwir e vez kavet harozezed (ha n’eo ket Haro, Zezette !) kreñv aliesoc’h eget e doareoù levr all, daoust ma ne vefe ket kement-se a skrivagnerezed (pe ma kuzhont o identelezh, cf. R. Hobb).

Ne vir ket diouzhin lenn traoù all, a-bep-seurt, pe gwirvoud pe polis pe romantel (youh !) e vefe. Traoù mat a zo e pep doare, d’am soñj. Hogen mankout a ra al lodenn se a… faltazi, just a-walc’h. Ma lakaat a ra da ijinañ, ya, met ket da hunvreal. Ne gas ket ac’hanon ken pell, zoken ma ne chom nemet gerioù war ur bajenn bewech. Diaes un tammig da zisplegañ. Ne lavaran ket e klevan a avel o c’hoari gant ma blev (an nebeud a chom din, bouc’houc’hou) ha skant an aerouant dindan ma bizied pa lennan ul levr moliac’h, met disheñvel eo, dieuboc’h eo ma ijin dre ma n’en deus ket da welet ar bed evel ma tlefe bezañ met evel ma fellfe din e vefe, ma welit ar pezh a fell din lavar.

Trist e oan bet pa oa bet paouezet gant ar Gripi, a blije kalz din lenn ha me er skolaj c’hoazh. Spi am eus e lenn enlinenn a-benn nebeut (*serr lagad, serr-lagad*), ha marteze e vo tu da gavout lod all da adkregiñ gant ur gelaouenn a-seurt-se, pe war baper pe war an Etrerouedad e vefe. Pa welan ar berzh a oa bet gant Brezel an Erevent (hag Hudour an Tour Du, piv en deus kavet an titloù se ? xD) e soñj din ez eus ur c’hoant gant ar remziadoù a-zeu da lenn seurt istorioù. Evel a lavaren e oan e skolaj c’hoazh pa oa bet kroget, ha d’am soñj ez eus e-touez ma remziad tud gouest da skrivañ, hag a vefe laouen ouzh en ober. Gant plijadur ivez e tresfen, ha sur on ez eus lod all a vefe laouen d’en ober ha da sikour. Marteze e oa re abred ar Gripi ?

En ur soñjal er pezh a c’hellfen lakaat amañ war ma blog em boa soñjet ivez e c’hellfen lakaat un tammig skridvarnerezh, hogen pellig ‘zo n’am eus ket lennet ul levr nevez e brezhoneg. Pa vin distro da Vreizh e vo ret din mont d’ober un dro ha ma zammig marc’had, da welet ma zo tra pe dra a c’hellfe dedenn ac’hanon (pe na zedennont ket ac’hanon, ma n’eus nemet se, ha distreiñ a rin da glemm amañ ^^). O komz e oan gant Klervi ha Gwendoline an deiz all ivez, div studierez a Vrest a zo amañ en Erasmus ivez. O komz e oamp eus ar raktres a oa bet ober ur gazetenn etreskolveur (da greñvaat un tammig al liammoù etre ar studierien war ar brezhoneg, ‘keta). Komzet e oa bet eus se warlene, ha ne oa bet graet netra, tamm pe damm. N’ouzon ket ar pezh a zo c’hoarvezhet ar bloaz mañ, hogen war a seblant ne oa bet graet netra er c’hentañ c’hwerc’hmiziad kennebeut (n’int deuet amañ nemet en eil). Ar bloaz a zeu neuze emaon e soñj lakaat un tammig lañs er raktres. D’am soñj e c’hello bezañ dedennus, hag e vo tu da lakaat danevelloù ha traoù a-seurt se enni. Pe kaout ur rann a-bezh evit moliac’h ha faltazi ? Gwelet ‘vo, avat, hogen entanet e seblantent bezañ ivez. Sur a walc’h e vo gwelet ma fri (bras) e Kejadenn aliesoc’h (ne zeuan ket a-benn da adkavout al lec’hienn, marv eo ?).

 Ha tro o pezo da lenn skiant faltazi a-raok ar bloavezh-skol a-zeu, m’en tou !

p.s.: kit da welet Soubenn ar Geek, blog ur c’heekezig e brezhoneg penn-da-benn 😉 C’hoarioù video, filmoù, levrioù,  hop hop hop ! Kit da welet ! (kiiiiiit !)
p.p.s.: distro eo an deiziadur dija, dre m’eo bet lakaaet ur bochad troidigezioù nevez war doare brezhoneg al lec’hienn. A-benn nebeut e vo echu treiñ ar melestradur diazez, hag e vo graet muioc’h war-dro a traoù luzietoc’h (fazioù 404 hag all, merañ media ha skeudennoù, h.a.). Mont a ra war-raok 😀