Amzer da goll

8 11 2011

Lezennoù, reolennoù strizh ;
Bevennoù war an hentoù-tizh ;
Tabutal gant ar sod, ar brizh ;
N’am eus ket amzer da goll

Plegañ gant an taolioù morzol ;
Ober van ‘vit plijout d’an holl ;
N’am eus ket me amzer da goll
Evit ho konerioù

Paotred o c’hoari brezelig ;
Gastaouerien ar Republik ;
’Fell ket dit lipat ar billig ?
N’am eus ket amzer da goll

C’hwi ar re a soñj gant ho c’halc’h ;
‘Re fell ket de’o ‘vefemp dizalc’h ;
Me am eus bet ouzhpenn ma gwalc’h
Eus holl ho konerioù

Kit da sutal, ne ran ket van
Eus ar pezh a soñjit, tudoù
Kit da sutal ; ‘keit ma kanan
E choman en ma hunvreoù,
En ur bed dieub a goneri,
Ur vro gaer n’eus ket diouti

En ur bed dieub a goneri
Soudard ebet, ur bed e peoc’h
Hep archer hag hep prefeti
Un hunvre pa lavaran deoc’h
En ur bed dieub a goneri,
Ur vro gaer n’eus ket diouti

.

Ur ganaouenn evit ar strollad a ganan ennañ, farsus eo kas an holl da sutal ur wezh ar mare, haha ! Eil derez, evel-just, hañ, n’it ket da vezañ feuket 😉





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…