O soñj respont da evezhiadenn Chen (master of zen) amañ e oan, hogen gwelloc’h eo din skrivañ un notenn a-bezh diwar-benn se… An difoc’h etre brezhonegerien a-vihanik ha deskerien, nevezvrezhonegerien (gant ma bizied-yod n’eo ket gwall aes da skrivañ ^^’).
Bezañ brezhoneger a-vihanik a zo deuet da vezañ un nemedenn, siwazh. N’eus nemet un dornadig familhoù n’o deus ket torret chadenn an treuzkas, ha d’an familhoù-se e c’heller ouzhpennañ bugale an Emsav, eveldon, mibien ha merc’hed deskerien. Bezañ bet savet e brezhoneg a zegas meur a dra: stagetoc’h e vezer d’ar yezh, d’am soñj, dre m’eo hor yezh-mamm, ha war an tu all ez eus ur sell disheñvel warni dre ma n’eus ket bet un dibab da ober, ne seblant ket ken pouezus atav da lod; aze emañ, en ho puhez, ha setu.
Talvezout a ra ivez e vo natureloc’h ar yezh, daoust ma ne dalvez ket e vo difazi ha direbech, pell alese. Na pet gwech em eus bet kevet fazioù gant brezhonegerien a-vihanik, kozh ha yaouank (ha me ivez, n’on ket un dreistden– c’hoazh :D). Hogen kemerit forzh peseurt galler(ez) pe saozneger(ez), fazioù a vo graet gantañ pe ganti, a-dra sur. Ha koulskoude eo drezho e chomo bev ar yezh, dre ma vo cheñchet ganto en ur vont maez eus ar frammoù desket brav gant an deskerien, just a-walc’h. Peogwir e reont an traoù evel ma fell dezho, hep gouzout ar reolennoù resis peurvuiañ. Bravoc’h eo, seniñ a ra gwelloc’h, naturel eo. Disheñvel un tammig an traoù evit ar pezh a zo eus kemm ar yezh e brezhoneg evel just dre ma zo muioc’h a zeskerien eget a natives… Met n’eo ket ret (pe ne soñj ket dezho e vefe) d’ar vrezhonegerin a-vihanik diwall d’ar pezh a lavaront bepred, rak o yezh eo, mestr int warni, padal emañ an deskidi o c’hoari ‘barzh ti unan all hervez un hollad reolennoù a rankont doujañ dezho mar fell dezho e vefe anavezet eo brezhoneg a gomzont.
Ne lavaran ket eo mat e vefe graet fazioù gant ar vrezhonegerien a-vihanik, ha ne lavaran ket kennebeut e rankfe an deskerien ober lod, evel just. Ar pezh am eus c’hoant da lavar a zo ez eus un diforc’h en doare ma vez gwelet ar yezh (ya, ya, n’heller ket gwelet ur yezh ^^); evit an a-vihaniker (sic) eo un dra naturel padal eo un hollad reolennoù evit un desker. Peogwir ne zivizer ket deskiñ hanter ur yezh, c’hoant a zo da gomz mat, da vezañ reizh. Ma ne vefe nemet evit bezañ komprenet ha kehentiñ ne vefe ezhomm ebet da zeskiñ brezhoneg, pa vez galleg gant an holl e Breizh (ne soñj jet din e chomfe kalz kozhidi na ouifent nemet brezhoneg). Dre ma n’eo ket un ezhomm eo un dibab, hag evel ma lavaront e saozneg: if it’s worth doing, it’s worth doing right.
Aze emañ an difoc’h brasañ, an dibab. Divizout ober ur striv ha deskiñ ur yezh, he implij, he zreuskas marteze. Hag evit-se em eus doujañs me ivez evit an holl re a ra an dibab-se, ar striv se. Me n’am eus ket dibabet, n’am eus ket bet ezhomm da ober, profet ez eus bet din ur yezh ouzhpenn, ur binvidigezh dibar. Ha n’em eus kollet netra en eskemm da se, rak deuet eo ar galleg din memestra, zoken m’eo bet diwezhatoc’h, hag ur galleg gwelloc’h am eus eget kalz gallegerien a-vihanik. Gwir eo evit darn vrasañ ar vrezhonegerien a-vihanik a anavezan. Un efed eus an divyezhegezh sur a-walc’h, pa welan pegen aes eo bet din deskiñ saozneg ha kastilhaneg. Seul vui a yezhoù desket, seul aesoc’h deskiñ, radonusañ evezhiadenn, ken gwir koulskoude.
Ur gaozeadenn zedennus hon oa bet e-kerzh ur gentel un nebeud sizhunvezhioù zo diwar-benn an diforc’h etre mothertongue ha native tongue . Ar fed a oa ez on ur brezhoneger a-vihanik ha n’em eus komzet nemet brezhoneg betek 5 pe 6 vloaz, ha koulskoude hon un native speaker e galleg ivez, alese an difoc’hiañ graet, a zo talvoudus d’am soñj. Rak kaer am bo komz saozneg, bevañ en ur vro saozneger e-pad bloavezhioù, ne vin morse ur saozneger a-vihanik, ur saozneger mat-tre marteze, met ket a-vihanik. Padal on ur brezhoneger a-vihanik hag ur galleger a-vihanik hep na vefe bet desket galleg din er ger. Ur yezh zesket eo, ha kouslkoude… Mmmmh. Luziet. Da welet en deus evel-just gant bezañs ar galleg er gevredigezh a-bezh tro-dro din, ha d’am bezañ kroget da zeskiñ galleg pa oa yaouank ma empenn c’hoazh (gââââ !), hogen n’on ket bet savet en un tiad divyezhek, hag aze emañ al lodenn zedennus.
Komzet am eus muioc’h a vrezhoneg eget a c’halleg em buhez, hag emaon e soñj kenderc’hel. N’eo ket em eus kaz ouzh ar galleg, tamm ebet, ar c’hontrol kentoc’h. Ur yezh vrav eo, a blij din, ma zo enni oberennoù diniver hag a vestronian. Pep yezh a zo talvoudus. N’am eus netra a-enep d’ar galleg, a-enep da c’hallaoued zo ne lavaran ket; met un afer all eo.
Ul lodenn a gaven gwir tre e evezhidenn Master Chen (diwar-benn an deskerien): Na lu n’em santan a-wechoù, dizesk ha dreist-holl dilorc’h. Ha gwir eo, kompren a ran mat ar santad-se. N’heller kaout lorc’h nemet evit ar pezh a zibaber, ar pezh a reer. Bezañ lorc’h ennon o vezañ Breizhat a zo sot. Ganet on bet e Breizh, n’em eus graet dibab ebet, ma vefen bet ganet e Japan e vefen bet japanad, ha mat pell zo. Kenment-all evit ma bezañ brezhoneger. Ha gellout a ra an deskerien bezañ lorc’h eno peogwir o deus dibabet deskiñ ur yezh, ar pezh a zo diaes. N’o doa ket ezhomm anezhi, n’o deus ket al liamm am eus dezhi, ha koulskoude o deus he desket, hag e vo drezho marteze e vo savetaet (un afer all ivez, hogen ma ne virer nemet ar vrezhonegerien a-vihanik n’eus ket kalz a dra ken…).
Koulskoude ez eus lorc’h ennon. Peogwir e ran gant ar yezh. Peogwir e ouzan eo gwelloc’h ha pinvidikoc’h ma galleg sur a walc’h, hag hini ar re a gomzan dezho eget hor brezhoneg, hag e ran an dibab da vont e brezhoneg memestra. Dibab. Diviz. Lorc’h. ^^ Graet e vez an hevelep dibab gant an deskerien koulskoude, ha diaesoc’h e c’hell bezañ evito pa ouzont e c’hellan bezañ torr-revr ha reizhañ anezho, pa soñj dezho e vint barnet war o yezh, pa ne vint biken mat a-walc’h evit un darn eus an avihanikerien (ad-sic). Lorc’h a zo ennon pa ouzan em eus ur brezhoneg mat, ha pa ran ma seizh gwellañ d’e wellaat. Gellout a rafen chom hep hen ober. Piv oc’h c’hwi deskerien evit lavar din n’eo ket mat a-walc’h ma yezh ?
Met ne soñjan ket e-giz-se. N’eo ket ma yezh hepken, just a-walc’h, ha fellout a ra din e vefe reizh, evel ma fell din komz ur galleg reizh, ur saozneg reizh.
Un dalc’h all a zo aze. Reizhañ fazioù an deskidi pe chom hep en ober ? War un tu e fell din gwellaat o yezh, peogwir e karan ma yezh hag e ra poan d’am divskouarn klevet fazioù (da zad ? Ma skouaaaaaaaaaaaaarn ! *gwad*), hogen war an tu all ne fell ket din o lakaat da goll kalon. Desket am eus bet yezhoù (hag ober a ran c’hoazh), ha gouzout a ran petra eo an aon rak ober fazioù, ha pegen diaes e c’hell bezañ pa vezer reizhet, pegen sot en em santer d’ar mare-se peogwir e ouzer, ha n’hon eus ket diwallet, pe disoñjet eo bet. Gouzout a ran ivez e vezan reizhet evit ma vefen gwelloc’h war-lerc’h. Diaes bezañ fuloret evit se, digalonkaet marteze. Met da betra komz ur yezh ma vez mastaret betek re ? Diaes kavout ur c’hempouez. Hervez an dud eo, emichañs, lod a fell dezho deskiñ diouzhtu, lod all o deus c’hoant komz ganeoc’h, ket kaout ur gentel…
Ne varnan ket talvoud unan bennak dre e vrezhoneg. Gouzout ran eo diaes deskiñ. Doujañs am eus evit an deskerien, ha n’hellan ket displegañ gant gerioù pegen eürus on e vefe tud o teskiñ, peseurt plijadur, pezoare trivliadoù a zo em fenn hag em c’halon pa welan tud o vont war-raok, tud gant kement a youl hag a spi. Evit se ivez e fell din bezañ kelenner e Skol-Veur, peogwir e vo bet dibabet ganto deskiñ, hag o devo youl. N’hellin biken o zrugarekaat evel ma vefe dleet, daoust ma klaskin en ober. Ma teu un nevezvrezhoneger d’am lenn, neuze : trugarez, a greiz-kalon.
p.s.: ha trugarez dit Gwen’ evit ma bezañ lakaet da soñjal ^^
p.p.s: oh, hir-mat eo… Trug’ d’ar re o devo lennet betek penn xD
Evezhiadennoù nevez