WordPressoneg

31 10 2011

Ur gerig hepken a-benn trugarekaat ar re a gendalc’h da sikour evit an droidigezh šŸ™‚

M’emaƱ ho taolenn-labour e brezhoneg ganeoc’h ho peus merzet sur a-walc’h emaƱ hogos pep-tra e brezhoneg en-dro. CheƱchamant a oa bet, hag ur mare ‘zo ne oan ket bet d’ober war dro an treiƱ. Ma, renket an traoù bremaƱ ! Chom a ra kalz traoù da ober, evel-just (un 10,000 troidigezh bennak, memestra), hogen mont a ra war-raok, tamm ha tamm !

Mar kavit fazioù, hag all, pe ma zo un dra a fellfe deoc’h gwelet e brezhoneg diouzhtu, lavarit din ; pe, gwelloc’h c’hoazh, kit d’e dreiƱ hoc’h-unan ! Klikit amaƱ. Gellout a rit implij ar bouezell ‘Filter’ da gavout ar pezh a fell deoc’h treiƱ, aes a-walc’h eo da c’houde. Ur wech troet tra-pe-dra ganeoc’h e vo kadarnaet ganin, ha setu !

N’eo ket ret deoc’h sikour, evel-just, n’eus ket amzer gant an holl. Hogen tu a zo deoc’h da vrudaƱ ar savenn e-touez ho mignoned, da lakaat muioc’h a dud da implij anezhi, ha da vlogiƱ e brezhoneg. N’ouzon ket ma oar ar skolioù, ar c’hevredigezhioù, hag all, ez eus tu da ober kement-se e brezhoneg (hogos) penn-da-benn, met mat e vefe brudaƱ, d’am soƱj.

Setu setu, ar vunutenn bruderezh e oa šŸ˜‰





Aet on

19 10 2010

BoƱ, n’em eus ket lakaet traoù amaƱ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutaƱ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soƱjoù ha da gontaƱ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichaƱs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soƱj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-maƱ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezaƱ direbech. Ma, cheƱch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh šŸ™‚ Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheƱvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kĆŖr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foƱs meurdezus ha lous, d’an nebeutaƱ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-maƱ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentaƱ tra (na rankfe ket bezaƱ re ziaes memestra, d’ar gwashaƱ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradaƱ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiaƱ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boƱ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezaƱ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnaƱ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emaƱ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, haƱ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezaƱ penn-araok ur stourm nevez, ha bodaƱ an dud, kreƱvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutaƱ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaaƱ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiƱ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskaƱ pep-tra ha tanavaat ar stourm, haƱ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannaƱ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet moraƱ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheƱvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhaƱ, haƱ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezaƱ efedus. Mod all e c’heller chom da stankaƱ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, haƱ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emaƱ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakaƱsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gĆŖr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soƱjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-maƱ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-aƱ an aƱfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenaƱ e vilhed er skol-veur, na pegen aƱmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soƱjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagaƱ ac’hanon en evezhiadennoù šŸ˜‰ Pe ket diouzhtu d’an nebeutaƱ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evaƱ Guinness, saƱset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiƱ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evaƱ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emaƱ Nedeleg o tostaat ! šŸ˜‰ )





Interwebz, fuck yeah!

12 10 2010

Oh, traoù ‘zo a zo re vat, kaaalz re vat da chom hep bezaƱ lakaet amaƱ xD

Evel just e c’heller ober lod e brezhoneg ivez, haƱ, daoust ma vefe farsusoc’h ar meme-où e saozneg peurliesaƱ šŸ˜‰

Boh, ya, aes eo ^^ Met soƱjet ‘m eus e c’hellfen ober un tamm notenn bennak hep klemm, evit ur wech (daoust ma vefe diaes, bremaƱ ma ‘z eus bet komz eus Emglev Brein, hahaha), peogwir ne ya ket ar bed ken fall se, e gwirionez. Ya, kudennoù zo e pep lec’h, gant an holl, evit an dazont, evit ar yezh, war ar pemdez hag en ideologiezhioù a vez taolet deomp, met daout ha ken pouezus-se eo ? Pa oamp, un nebeud mignoned, brezhonegerien, o farsal ha pakaƱ banneoù, ne oa ket gwall bouezus ar bed en diavaez, ha gellout a raemp c’hoarzhin a bep-tra. Mareoù zo ‘giz ar re-se, ha pa vefemp gant un enkadenn ha ma vefe teƱval ar c’houmoul war dremmwel hon dazont, paour-kaezh studierien ma ‘z omp c’hoazh (opala, trouz a oa en AG hiziv…), bez zo mareoù ‘giz-se ma ne reer ket van.

N’eo ket du pep-tra, dre eurvat, hag e-kreiz an noz e vez ur sklerijenn bepred. Na !





Blogerien…

12 10 2010

“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”

(James Connolly, [of Easter Rising fame])

Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhaƱ d’an nebeutaƱ. Daoust ha nevezet e vo bremaƱ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashaƱ peurliesaƱ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!

Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gĆŖr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivaƱ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soƱjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soƱj eo an notenn gant ar muiaƱ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp šŸ™‚ Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezaƱ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoƱiƱ e c’hellfe bezaƱ dedennus aozaƱ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p

Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheƱvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriƱ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, haƱ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amaƱ hag aze, keleier ? N’ouzon ketĀ  penaos o zizout… Hag aze emaƱ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudaƱ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na BremaƱ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soƱj ket din e vefe taolet an disteraƱ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhaƱ e-unan…

Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preƱved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemaƱ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiƱ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezaƱ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. BoƱ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasaƱ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, haƱ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hlichĆ©-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amaƱ forzh penaos… An afer o vezaƱ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudaƱ hon tammig skridoù amaƱ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezaƱ diaes derc’hel da skrivaƱ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !

Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !

 

p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesaƱ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?





Ding !

8 05 2010

Ya, torr-revr on gant ma sifroù, met ding ding ding ! 100 notenn ! Aha, vat a ra. Daoust ma seblant din emaon en ur mare kleuz un tammig dre ma ne ran ket kalz a dra war-bouez skrivaƱ eztaoladennoù ha n’am eus ket kalz a dra da gontaƱ ez on laouen da vezaƱ tizhet ar bon-se šŸ˜€ Laouen dreist-holl peogwir e talc’han da vont hag e kavan se plijus. En em santout a ran un tammig evel e rehab’, e digontammiƱ, oc’h adkavout plijadurioù ar pemdez hag o welet e c’hellan ober traoù, talvoudus pe get. Ha vat a ra. Hop hop, dalc’homp da vont !

Siwazh n’am eus ket bet amzer da brientiƱ tra pe dra a-ratozh; fellout a ra un tamm gwastell deoc’h ? Graet vo unan deoc’h.Ā Ur banne punch ? Ma, graet vo unan ivez, mar fell deoc’h. N’oc’h ket deuet da evaƱ hepken, spi ‘m eus ? Marteze e chom un dakennig wiski, gortozit. Ah, ya, aze ‘maƱ. Piv ‘n do ur bannig ? MacAllan, 12 vloaz. Plijout a ra din kalz, anat deoc’h, gant un anv ‘giz se n’eus ket da dortaƱ ^^ Mmmmh ? Ya, n’eo ket fall ar punch met n’on ket paotr ar rom, ma lakaat a ra klaƱv, met evit ‘ta, evit, arabat ‘chomfe anezhaƱ ! Lakaet e vo Nadine d’ober un cheesecake deoc’h e-keit m’emaƱ ar wastell avaloù o poazaƱ, ha chom a ra brownies eus derc’h da noz. Ya, da noz e reomp gwastilli bepred, kit da gompren perak !

Nann, n’eo ket gwall vrav ar voketenn aze, gouzout a ran, ar bleunioù flashy war foƱs du… Hag ar gourvez-vank… Met klet eo,hag ar c’hadorioù kement-all, daoust d’o liv ! Ma c’hambr ? Eeeee… ya, an nor er foƱs du-hont. Ket an tu se, an tu all. Ya, setu. Met na yit ket ‘barzh, direnket eo ur spont. Ne soƱje ket din e teufed, ha n’am eus graet nemet labourat enni e-pad ar sizhunvezh hanter ziwezhaƱ, paperachoù a zo o straniƱ e-pep lec’h, levrioù ha geriadurioù war ar gwele, hini an Here war a RobertĀ & Collins, ar Gleo en ur c’horn ivez gant ur geriadur saozneg unyezhek,Ā loeroù lous war al leur… Ah, setu ma geriadur saozneg-iwerzhoneg. Ya, echu ar c’hentelioù pellig a-walc’h ‘zo bremaƱ. Ma, lezit an nor-se ha deuit amaƱ kentoc’h ! Ar privezioù ? Dres ‘kichen ma dor, an hini greiz. Setu, dres.

Eh, piv ‘n eus ur benveg luc’hskeudenniƱ ? ‘M eus ket kemeret luc’hskeudennoù eus an ti zoken, tsss ! Hag evit ur wech ma ‘z omp holl asambles, ha gant ur benveg ! Pep-ep ! Deus amaƱ, an holl war ar skeudenn, sur on ez eus un daleer. BoƱ, mat, met ur skeudenn all a vo graet ganit warni neuze. Eh, c’hoant am eus da gaout eƱvorennoù ^^ Hag evel a lavaren un deiz all e c’hello bugale hon emsav deomp-ni ( petra vo graet anezhaƱ, an emsav sioulik ?) ober goap ouzhimp a-benn daou-ugent vloaz, pa vo brezhoneg e korn pep straed. Oh, mat eo, tu ‘zo da c’hoarzhin, n’eo ket dav distreiƱ da Bejiach bepred. Lorc’hus pe get e kendalc’h ar marc’h da vont. Ur sapre marc’h-labour, ‘keta ?

Ah, prest ar wastell-avaloù, piv ‘n ‘o un tamm ? Reol-voued ? Peseurt reol-voued ? Moan out evel arguzennoù Sarko, moan evel geriaoueg Brud-Nevez ! Ale hop, un tamm, ha m’eus c’hoant klevet abeg ebet, netra,Ā na bu na ba. Seeetu. Aha, soƱj o peus eus an devezh kentaƱ ma oan erru amaƱ ? Ne oan sur eus netra, nag eus petra a rafen nag eus pegeit en grafen. Ha n’ouzon ket gwelloc’h hiziv ! Aha ! Dre chaƱs emaoc’h aze memestra, hag e vez tud o lenn. Pellig ‘zo n’oc’h eus lavaret netra, keit m’emaon ganti, ken dizedennus-se eo ? Mmmh, gwir eo n’eus ket kalz a dra da lavar pa gontan ma buhez ^^Meuh nann n’eo ket ur rebech, rhooo, n’eus ket tu da lavar e lakafen kalz evezhiadennoù er mare-maƱ kennebeut.

Gouzout a rit e vo un doare abadenn pa vo roet an diplomoù iwerzhoneg ? Gant an dilhad hir hag an tog-studier amerikan, aze, c’hwi oar ? Oho, distreiƱ a rin evit-se tra ken, piv n’en deus ket bet c’hoant bannaƱ e dog droch en avel ? Aha, fun e vo. Mmh ? E miz here war a seblant. Ya, montĀ a rin evit se hepken, sur ‘walc’h, emaon o paouez lavar se, evit an abadennĀ ha gwelet an dud kwa. Oh, plijus ‘vo d’am soƱj. M’am eus an diplom, ‘vel just, met ne vo kudenn ‘bet saƱset. Bah, nann, gwir eo, ne servij ket da galz tra, met farsus eo war ar seve, ha plijus evito gwelet estrenien dedennet, d’am soƱj ! Ale, deoc’h c’hwi bremaƱ, n’ouzon ket ma vez graet ar memestra gant kembraeg… N’eo ket anveet evel yezh ofisiel en Europa, geo ? Ah… Dont a raio un deiz bennak ! Ha ni an deiz war-lerc’h, emichaƱs. Da c’hortoz n’omp ket en ul lec’h re fall e gwirionez. Kollet hon eus hogos pep tra hag emaomp oc’h adc’hounid tamm ha tamm… Diaes ‘vefe bezaƱ e stad falloc’h, neuze e yelo war wellaat. Ya, pa varvo ar re gozh e vo izel-izel an niver a dud. Met ne chomo nemet tud oc’h implij da vat, marteze. Gouzout hag implij… N’eo ket ar memestra, ‘keta ? Met trawalc’h gant se, n’oc’h ket deuet da vagaƱ soƱjoù du. Petra nevez ganeoc’h ?

Un tamm gwastell all ?





Ar pal

1 05 2010

If practice makes perfect, but nobod’y’s perfect, why practice ?” eme Philosoraptor, ha gwir a-walc’h e gonerioù a-wechoù. Daoust d’ar pal gantaƱ bezaƱ ober goap ez eus lod eusĀ e c’houlennoù am laka da soƱjal; marvailhoù 4chan hag an Internet.

Perak klask gwellaat neuze, pa ouzer ne vimp hogos biken ar re wellaƱ ? Evit ar spi bezaƱ memestra, marteze, e-touez ar re-se a c’hell soƱjal emaint er penn, e barr o arz pe o gouiziegezh, a oar ez int are wellaƱ ?Ā Piv n’en deus ket bet c’hoant bezaƱ ar reder buanaƱ, ar gwellaƱ treser, brasaƱ skrivagner, ha me-oar-me, evit ur mare hepken, zoken ?

Marteze eo dre wall Hollywood hag an istorioù dre vras, a zikouez atav eo ar re vunud a zeu a-benn, eo aes pep tra pa vez kalon, hag an harozed o Ā kreskiƱ ha deskiƱ e div vunutenn war son ul laz-seniƱ. N’eus violon haĀ gourrebezĀ ebet ganin amaƱ, n’eus ket ur B.O. d’am buhez, ha daoust d’ar strivoù e ouzan ne zeuio ket pep tra aes en diwezh. Karma is a bitch, marteze, met ne c’hoarvez ket an traoù mat gant an dud vat hepken, nag an traoù fall gant an dud fall, ha sod e vefe e grediƱ. Kement-se a ouzomp holl, daoust ma vez ganeomp bepred ar santad e yelo mat an traoù en dibenn, ez eus un doare urzh en hollved, hag e vo loreet al labour hag ar furnez. Ah ! N’eo ket souezh e vefe dipitet an dud ha c’hwerv ar re gozh a-wechoù.

Ne lavaran ket emaƱ hanter c’houllo ar werenn dre ret (techet on d’ar c’hontrol, evel am eus bet lavaret endeo), met ret eo anzav n’hellomp ket holl bezaƱ ‘an hini gwellaƱ’, ma ‘z eus tud a-us d’ar geidenn ez eus lod dindan, dre ret. Lavaret e vez d’ar vugale int holl dibar, hag o deus holl an hevelep chaƱsoù, ar pezh a zo konerioù penn da benn ivez. Tud zo a zo gwelloc’h eget tud all evit traoù zo, pik echu. Ha pegoulz e tro ar vugale dibar da dud gour… par ? Nann, daoust da zarn vrasaƱ an dud bezaƱ talvoudus e mod pe voll (ha lodĀ da vann ebet, siwazh), n’omp ket holl dreist (na me kennebeut, haƱ).

Koulskoude ez eus ur blijadur er pleustriƱ, soƱjal ez eer war-raok, pe wir pe c’haou e vefe. Pa vez ur pal gant an nenĀ  emaƱ aesoc’h dezhaƱ, ha daoust ma vefe dibosubl ar pal da dizhout a-wechoù, n’eo ket didalvoud klask evit kelo-se. Istor ar c’habiten oc’h ober hanter-dro tizhet ar porzh gantaƱ eo un tammig, gwelloc’h ar veaj eget an disoc’h a-wechoù. Ha n’eus nemet e-giz-se emichaƱ ez eer war-raok da vat, en ur lakaat ur pal dibosubl marteze, met a gaso pelloc’h eget ur pal izeloc’h, aesoc’h da dizhout. Ur blijadur a zo er striv, poaniaƱ. Mazo omp marteze,Ā evel unan a skofe war e vizied gant ur morzhol evit arĀ blijadur a zegas pa baouez, met en ur glask ober traoù a soƱjer dibosubl e teuer a-benn d’ober muioc’h eget ar pezhĀ en emĀ soƱjed dic’houest da ober.Ā Hogen gwelloc’h bezaƱ emskiant un tammig, ha gouzout pa vez lakaaet ur pal dibosubl, ha perak, kentoc’h eget bezaƱ dipitet en diwezh.





Peogwir em eus spi

15 03 2010

(Digarezit ac’hanon, met lavaret am boa e lakafen un dra bennak, ket un dra bennak talvoudus !)

Ma, jokes apart. Un devezh iwerzhonat hiziv.

Er gentel am eus a gomz diwar benn ar yezhoù keltiek er bed a-vremaƱ hag eus marv ha saveteiƱ ar yezhoù dre vras (ur gentel eus an dedennusaƱ) e omp o komz eus an iwerzhoneg, ha penaos ez eus kasoni gant an dud evit ho yezh, dre ma ‘z int bet rediet d’he deskiƱ er skol. Kaoz a zo bet eus ar c’helenn dister, eus an diezhomm a zo eus ar yezh en deiz a hiziv, hag an dismegaƱs pe ar gasoni a zo gant an darn vrasaƱ evit ar yezh vroadel. Anat deoc’h n’on ket deuet ‘maez eus ar gentel gant ur pikol mousc’hoarzh. Ma n’eo ket gouest ur vro e lec’h m’emaƱ ur yezh en arvar yezh ofisiel da ober ar peadra d’he saveteiƱ… Ha ma teu kasoni evit ar yezh (ha n’eo ket hanter gasoni, me lavar deoc’h) dre ar pezh a vez graet d’he derc’hel bev, petra ober ? Petra a c’hellomp ni paour-kaezh tud ober ?

Hogen da lun em bez ma c’hentel iwerzhoneg ivez, ma vez enni tud-deuet dreist-holl (peogwir n’hellan ket da eurioù all ^^). Ha pegen disheƱvel ar soƱjoù ! N’eo ket souezh, evel just, dre m’o deus dibabet, hogen evit lod eo ur redi c’hoazh, evit o labour pe traoù a seurt se. Ha plijout a ra ar yezh dezho, keuz o deus na vezaƱ he desket da vat, pe hec’h implijet muioc’h. Goude ar gentel ez omp bet d’ur chĆ©ilidh, en iwerzhoneg penn da benn a-benn lidaƱ ar gentel ziwezhaƱ,Ā  ma voe enno kanaouennoù hengounel, sonerezh hag un tamm one woman show en iwerzhoneg penn da benn. N’hellan ket lavar em befe komprenet kalz a dra, hogen plijus e oa gwelet eo birvidik ar yaouankiz hag gwelet tud koshoc’h ivez o kemer plijadur an eil re gant ar re all (lakait amaƱ un evezhiadenn diwar benn Breizh hag ar speredoù kozh). Kement a dud, bodet dre ar yezh, hag he liamm d’ar sevenadur.

Biken ken ne fell din lezel ar c’houmoul du da aloubiƱ ma spered, biken ken ne fell din lezel ar gorventenn da gas bagig ma spi d’ar strad. Biken ken ne soƱjin eo en aner, eo graet ar jeu endeo, ha n’eus netra na c’heller ober. Biken ken ne soƱjin emaƱ ar gwir ganto, eo marvet ma yezh dija, ha n’eus netra ken da saveteiƱ. Ma zo ezhomm e vin un tour-tan, da gas ar re a vo kollet d’ar gĆŖr, ma zo ezhomm e vin ur banniel a stlako en avel, ma zo ezhomm e vin ur vouezh da huchal a-us d’ar glemicherien, ma zo ezhomm e vin ar pezh a rankin bezaƱ, e rin ar pezh a rankin ober, en desped d’ar priz, d’ar boan ha d’ar fulor, en desped d’ar gasoni, d’ar reuz ha d’am c’halon zigor. En desped da bep-tra, m’en tou.

Daoust d’ar pezh a lavarer ha daoust d’ar pezh a soƱj d’an dud e c’heller kaout ur vuhez en iwerzhoneg, selaou eus ar skingomz, sellet eus ar skinwel, prenaƱ an dorzh vara hag ar pintad Guiness. Tu a zo da gaout plijadur, tu a zo da gaout trivliadoù, tu a zo da garout ha da zoaniƱ en iwerzhoneg, ha n’eo ket er gĆŖr hepken. EmaƱ an iwerzhoneg o vervel abaoe degadoù ha degadoù ha degadoù a vloavezhioù, ha bev eo c’hoazh. Ar memestra e vo evidomp, bevet am eus, karet am eus, leƱvet am eus, c’hoarzhet am eus, plijadur a eus bet, dipitet on bet, sevel ha kousket, debriƱ hag evaƱ, deskiƱ ha kelenn am eus graet, pep-tra am eus graet e brezhoneg, hag evel ma lavaront e kembraeg, ry’n niĀ  yma o hyd.

Spi am eus.

p.s: trugarez deoc’h da vezaƱ ken dipitet/souezhet pa lakaan forzh petra, plijadur a ra ! šŸ˜€ Ne rin ket ken, prometiƱ a ran !