Ah, Kerzu

19 12 2011

Amzer lous ha koumoul gris, n’eo ket peadra da lakaat laouen an nen, neketa ! Evel ma teuer laouenoc’h pa erru an hañv (ma, an heol; pegeit ‘zo n’on eus ket bet un hañv da vare an hañv ? :p) e welan pennoù mouzet gant an dud pa vezan o vale e kêr er mare-mañ. Pe neuze eo gant prenadennoù Nedeleg emañ o soñjoù, profoù evit ar vugale, ar gerent, ar breur, ar c’hoar, ar c’henderv, an nizez, chokoladoù hag avu-druz evit fiskoan, stalioù leun-kouch-barr-chouk-tenn gant tud o lammat eus ar yar-indez d’ar madigoù hag eus ar champagne d’ar grilhed-traezh, sonerezh nul ha riell war an hentoù, bugale, tadoù-Nedeleg, tailhoù da baeañ… Haha, ya, sur ‘walc’h ez eus abegoù da vezañ skuizh un tammig !

Met mare Nedeleg eo, neketa ? Mignoned, familh, boued mat, gouelioù, profoù ! Bezomp mousc’hoarzhus. Ya, noz e vez da 5e30, met e-giz-se e vez gwelet gwelloc’h ar c’hinkladurioù a zo bet staliet en ho kêr emichañs, hag e c’hellit c’hoarzhin goap ouzh an amezeg en deus GOLOET e di a c’harlantezennoù-gouloù (un amezeg a-seurt-se hon eus holl, hañ); ya, yen eo an amzer, met pegen plijus distreiñ d’ar gêr, pa vez tomm-mat eno, hag evañ ur banne chokolad pe un tasad te en ur sellet dre ar prenestr, pe c’hoazh ober tan ma zo ur simial ganeoc’h, hag en em vodañ e tal dezhañ ; ya, leun-chouk eo ar stalioù, met… bah, euh… met netra, leun eo ar stalioù, okay. Grit ho prenadennoù en a-raok 😉





Ar bugel

18 12 2011

Pa oa sklaer en o spered,
Pa ne oa douetañs ebet,
Pa oant sur en o fiziañs,
Digatar o c’houstiañs
E oa kaer ha nevez-flamm
Ur bed savet gant o mamm,
E oa bev ha birvidik
Ar bed savet gant Tadig

Bremañ, kresket ar bugel,
Dilezet abaoe pell
Marvailhoù ar yaouankiz
Marzhin, Arzhur ha Kêr Is,
E kavo c’hoazh koulskoude
Hunvreoù nevez bemdez,
E kavo da brederiañ
E daoulagad gwer Liza





Désir

17 12 2011

Il faisait encore jour, pour quelques minutes. Le soleil couchant dardait ses rayons rouges sang à travers les fins rideaux de la chambre à coucher aux tons crème, imposant à la ville ses humeurs pourpres.

Si la lumière dessinait des motifs changeants sur les murs nus, lui ne les voyait pas. Il n’avait d’yeux que pour Elle. La musique s’était éteinte depuis longtemps, les lampes l’étaient tout autant. Cela faisait deux jours (déjà ?) qu’ils n’avaient pas, ou presque pas, quitté la chambre, le cocon doux de leur désespoir. Chaque minute passée ensemble, chaque caresse et chaque baiser avaient une odeur, un parfum de fin du monde.

« Ne me quitte pas. » Une prière.

« Jamais. » un mensonge, le genre que l’on raconte pour prolonger un peu plus la lueur dans les yeux des autres, quand on ne veut pas gâcher leur bonheur. Le mensonge qui vous tord les tripes car vous savez que la chute n’en sera que plus dure, mais que vous ne pouvez vous empêcher de prononcer dans le vain espoir que quelque chose, un miracle, vous donne raison.

Elle était allongée, drapée dans la soie de ses cheveux longs, frissonnant sous son regard amoureux, gémissant sous la mine de graphite mal taillée de ses crayons. 2B, HB ½, H, variations de la symphonie de ses désirs qui s’exprimait sur le papier. Le sol à ses pieds était jonché de feuilles, plus ou moins couvertes de ses courbes douces, des hachures reflétant les ombres qui couraient sur sa peau.

Le grattement de la mine, le crissement de l’épais papier, le bruit doux de la gomme étaient tants de mots d’amour, tants d’odes à sa beauté. Il la caressait de ses traits, passionnément mêlant ses fantasmes à la beauté lourde de ses seins, à la courbe sinueuse de sa taille et de ses hanches. Les feuilles déchirées par terre étaient couvertes de femmes parfaites, de guides d’anatomie, de leçons de perspective et de proportions. Mais cette perfection n’avait aucune saveur, et, fiévreusement, il essayait da capturer sa véritable beauté, la somme de ses défauts, plus grande que ses parties, qui créaient son visage, sa silhouette, son corps sans égal.

Cette fois, c’était la bonne. Ou peut-être pas. Sa fièvre, sa peur et son désir faisaient rouler une goutte de sueur sur son front, comme d’autres roulaient sur le dos de celle qui nourrissait son inspiration, minute après minute, heure après heure, dans ses frémissements et ses gémissements. Alors que les derniers coups de crayons parachevaient le chef d’œuvre de leur passion, elle se tordit sur le lit, tremblante et le sourire aux lèvres, enfouissant son visage aux parfaites imperfections dans la fraîcheur bienvenue de l’oreiller.

Il faisait encore nuit, pour quelques minutes. Le soleil levant allait darder ses rayons rouges sang à travers les fins rideaux de la chambre à coucher aux tons crème, imposant à la ville encore endormie ses humeurs pourpres.

« Ne me quitte pas. » Une prière

« Jamais. » Un miracle.

 

 

Evit ur genstrivadeg skrivañ war ar prim, en diavaez, war blasenn Charles de Gaulle e Roazhon en hañv pe en nevez-amzer diwezhañ, “Désir” an dodenn anezhi. Un hanter-eurvezh, tamm-pe-damm. Gounezet am eus 😉





Harozed

17 12 2011

Kemer perzh e c’hoarioù-rol a-stroll a zo un abadenn dudius peurliesañ, ha n’eus netra plijusoc’h eget krouiñ tudennoù hag o lakaat da vevañ, da gejañ ha da genvevañ gant ar c’hoarierien all. Ha peurliesañ e ouzit tamm pe damm da betra e tennont, en ho penn d’an nebeutañ.

D’ar mare-se eo peurliesañ e soñj Mestr ar C’hoari, pe ar Vestrez en degouez-mañ, e anavez un treser a c’hellfe reiñ korf d’ho tudenn ^^ E-giz se eo c’hoarvezet evit ar stollad-mañ, en Alamagn, atav. Dedennus e oa gwelet pegen resis pe amresis e c’helle an tudennoù bezañ e penn ar c’hoarierien. Dragonfly, da skouer, a zo bet aes-tre da dresañ, ken sklaer ha resis e oa an diskrivadenn bet roet din, betek an disterañ munud.

(gellout a rit klikidi-klikañ war ar skeudennoù d’o brasaat, evel-boaz)

Bluecoat, er c’hontrol, ne oa nemet un nebeud soñjoù (peogwir eo ur paotr a c’hoari anezhañ, marteze :p), ha din me d’e ijinañ tamm pe damm. Dre an istor e doa hag e berzhioù er c’hoari e oa aes a-walc’h ijinañ peseurt doare den e c’helle bezañ.

Eva, hi, a oa etre an daou. Un daolennadur dre vras, gant un nebeud munudoù resis (ar gapenn, liv al lunedoù, liv ar glogorenn en he zro, traoù a-seurt se)

Hag ur wezh echuet gant an tresadennoù-us n’em eus ket gallet mirout rak ober un tamm pseudo-golo comicbook, d’ar strollad da stagañ ouzh ar voger pe me-oar-me. Simpl hag all, met plijet en deus dezho. “Erie” a zo ur c’hoari-gerioù etre al lec’h ma c’hoarvez o zroioù-kaer, nepell eus al lenn Erie, hag an anv-gwan eerie, a dalvez kement hag iskis, a ra aon, hag all. Ha dre ma oa “Eerie” un heuliad comics etre 1966 ha 1983 eo daou c’hoari-ger en unan (!).





Glav

16 12 2011

Ar glav-pil a blij din-me
Pa gouez war kêr ha kêriz,
Da luskellat ur mare
Soñjoù an dud difetis

Gant ar glav-pil ez on sot
Pa gouez war an tiez kozh,
Pa guzh c’hwezhioù trenk ar stot
Pa walc’h kêr e-kerzh an noz,

Ar glav-pil a ra vad din
Pa sko, sko war ar werenn
Pa c’holo trouzioù difin
Ar gêr c’hris hag he c’hanenn

Ar glav-pil am laka drant
Pa glask tizhout en aner
Koubladoù pe merc’hed koant,
Klet dindan o disglavier

 

Emichañs n’eo ket re ziaes gouzout gant petra on bet awenet aze 😉





Tredan

14 12 2011

Abaoe dec’h, ha betek dimeurzh a-zeu (hervez an EDF, atav) n’eus ket tredan em ranndi ken. Labourioù, emezo. C’hoarvezet e oa din warlene dija, em ranndi kent. War a-seblant n’em eus ket kalz a chañs evit seurt traoù. Ma ! N’eo ket gwall strik. Met dedennus eo memestra gwelet pegen pouezus eo an tredan en hor buhez pemdeziek !

Aze da skouer, emañ sklas an amzer e Roazhon, memestra, ha n’em eus mui tommerezh ebet, dre ma ‘z eo tredan hini ar ger. Okay, pourmen a rin gant div stammenn hag ur c’holc’hed tro-dro din, n’eo ket gwall c’hrevus. Met n’hellan ket tommañ dour kennebeut, dre ma ‘z a en dro dre dredan ivez. Da lavaret eo eo ret din en em walc’hiñ gant dour sklas. Bah ! Pleustret am boa se en Erer Kozh dija, hañ, daou vloaz eus renk. Trawalc’h ijinañ ez oc’h ur samourai bennak o kiañ dindan ul lamm dour. *oohmmm* N’on ket ‘vit gouzañv an dour yen.

Boñ, met kement-se ne lazh ket an nen. Koulskoude e ya pelloc’h. Dre ma ‘z eo plakennoù tredan am eus evit keginañ… N’hellan ket ! Haha ! N’eo ket strik ! Ar forn mikro-skinoù a implijin ! Paf ! Tredan evel-just. Boñ bah, bolennadoù edaj ha boued da gas d’ar Skol-Veur, pe’a.

Dre ma vez noz da 5e30 bremañ forzh penaos eo diaes chom er gêr pa vez teñval pep-tra. N’hellan ket lenn ul levr zoken dre ma n’em eus ket goulaouennoù-koar, da skouer, tsss, na pegen sot ar studier a-vremañ. Boh, sellet a rin eus filmoù war ma urzhiataer da c’hortoz… Ah ya, gant 2 eurvezh batri d’ar muiañ n’in ket gwall bell.

Ar gwashañ tout, evel-just, o vezañ n’em eus ket internet na netra. Krenañ ha garmañ a ran en deñvalijenn, dindan ur strinkadenn sklas en ur zebriñ edaj gleb da c’hortoz dimeurzh a-zeu, pa vin dieubet gant aeled marzus o lifre glas EDF.

Pe distreiñ da Benn-ar-Bed, e ti ma zud, ivez, hañ, ken aes ha tra !





Amzer gollet

13 12 2011

Kant bro kant giz, emezo din,
ha me ur bugel ;
Lod kaer, lod kriz, ha lod lirzhin
Pabor hag uvel

Ma mamm, ma zad, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Holl ho kalon, diere
Allas, na paour, na yen d’an emzivad,
An dilezet

Dre ar maezioù, dre ar c’herioù
ha me ur c’hrennard;
O kantreal , dieub a villoù
Skoliad ha deskard

Kelennerien, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Ho kouiziegezh, a-ratre
Allas, na paour, na kuñv an den dizesk,
Ar goapaet

Chopinadoù ha kaozioù hir,
ha me o vevañ
E meur a gêr, e meur a dir
C’hoarzhin ha leñvañ

Ma mignoned, trugarez
Deoc’h-c’hwi evit ma bezañ skoazellet
Ha bezañ roet
Ho levenez, ho pare
Allas, na paour, na klañv an digenvez
An disoñjet

Flouradennoù, daouarn mibin
ha me sorc’hennet
Gant daoulagad o vousc’hoarzhin
Karer ha karet

Ma dousig-koant, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ gouzañvet
ha bezañ roet
Ho karantez, hoc’h ene
Allas, na paour, na trist an dizimez
An doganet

Eñvorennoù don em spered
ha me koshaet
An dud, ar pezh am eus desket
Hiraezh, pasianted

Holl ac’hanoc’h, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ ambrouget
ha bezañ roet
Kement a ster d’am buhez
Allas, diouer a rit holl din bremañ
Pa ya da get

Skeudoù du hir er c’huzh-heol
ha me war Gornôg
O vont dilo war-du geol
yen an Tredeog

C’hwi am selaou, me ho ped
Gouezit bepred na pegen kaer ez eo
Bezañ bet roet
Frealz, skoazell, karantez
Allas, bevañ hepto n’eo nemet
Amzer gollet

 

War don ur werz savet evit ar bagad. Brav eo an ton, ha soñjet am eus e vefe dedennus skrivañ pozioù warnañ, ha he c’hanañ da vare Gouelioù Meur Kerne, perak ket.





Hir

12 12 2011

Hir evel ar goañ yen, du ha Kerzu zoken
Pa vez ar bed e kañv, dibreder en anken
P’en em gav klañv an den, pa grizienn ha pa gren
En avel skourrroù skañv an disterañ gwezenn

Hir evel an noz kriz, pa ne chom war ho tro
Nemet soñjoù diaoz, tasmantoù an amzer
Direpoz war ho kiz, bourev taer an distro
Rak morse ne vez kloz ar c’hontoù a lezer

Hir evel an hirnez pa vez hi o c’hedal
En Diaes Hiraezh, hag ar bleiz o kontañ
D’al Loar e zevezh, pa vez eñ o yudal
Pa n’eus ken hi, roc’h kaezh, d’e selaou o kanañ

Hir evel hun o vont da guzhat diwar wel
Buhezioù-hont goullo, spi splann an amzer gent
Yaouankiz divergont, hunvreoù, broioù pell
“Me ‘vo Napoleon” eme an hini lent

Hir evel an dibenn, pa ne chom nemedoc’h
War zarenn ar pennti bet savet a-ratre
War gein ho koumoulenn, bet savet ganeoc’h
Pa oac’h daou c’hoazh a-benn lojañ ho karantez





Pff

12 12 2011

Boñ, kaer zo din lavar, war a seblant ne zeuan ket a-benn da vezañ reoliek amañ ken ! N’eo ket ken diaes-se kavout un nebeud munutennoù bemdez da skrivañ un draig, memestra, geo?

 

Klask a rin, klask a rin.