Time flies

19 12 2014

Opala, ya, e-biou e ya an amzer ken e ya. Spi ‘m eus emañ prest pep-tra ganeoc’h evit an Nedeleg hag emañ don ho loeroù war gostez ar siminal (ma ‘z eus unan ganeoc’h), kinklet ar saprenn, savet roll ar meuzioù evit ar fiskoanioù, hag all, hag all… Daoust ha fur oc’h bet? Kollet 5 kilo ganeoc’h d’o adtapout kerkent ha deuet mare ar friko ?

A-feur ma tremen ar bloavezhioù e cheñch ivez an doare ma weler Nedeleg… Soñj hoc’h eus eus ho pugaleaj ? Bezañ bugel… Pa vezed o c’hortoz, digousk, ma teufe ar mintin, pa greded c’hoazh e oa eus an Tad-Nedeleg (sapre kevalaour brein a zegas profoù bravoc’h d’ar vugale binvidikañ ! 😉 ), pa oa kement a stered en ho taoulagad hag a fulennoù en asked ar bouloù hag ar garlantez war ar wezenn en ur zizoloiñ ar pakadoù paket aketus, ur seizenn warno marteze, paper liesliv sur ‘walc’h, hag hunvreoù enno. Ne rae forzh na pegen brav e vefent, e gwirionez (daoust ma veze seul welloc’h ma veze bras ar voest !), diroget e vefe ar paper krenn-ha-krak, ha goloet leur ar sal a-raok pell tra ma veze c’hoarzhadeg.

Tri a vugale e oamp er gêr, ha ret e veze gortoz ma vefemp holl savet kent lammat ha tagañ ar paper gant daouarnoù leun a spi hag a c’hoant. Ma, ne oa ket gwall hir da c’hortoz peurliesañ, piv a chom kousket mintin an Nedeleg ? Soñj am eus koulskoude bezañ bet da skeiñ (pe da c’hoari an taboulin e gwirionez, ACDC-style) war zor ma breur, pounner e gousk a-wezhioù, bloavezhioù ‘zo !

Ha bremañ neuze emañ disheñvel an traoù. Plijusoc’h eo din emichañs prientiñ fiskoan (hag e zebriñ, evel-just), tremen amzer ouzh taol, marvailhat ha c’hoarzhin -‘tis the season to be jolly- eget goulenn traoù. Sevel e-kreiz an noz da lakaat pakadoù dindan ar wezenn ivez, pep hini d’e dro sur a-walc’h ! Met n’eo ket evit ar profoù ken, e gwirionez. Un digarez d’ober unan, marteze, met n’eo ket kalon an afer, evel ma c’helle bezañ em spered bugel (nag emgar, haha !). Gouel ar vugale eo Nedeleg a-raok kement tra all, emichañs, hag anat neuze e cheñch an traoù ken-ha-ken pa ne vez bugel ebet ken er gêr, met feizh! kinklet e vo an ti memestra, ha sonn emañ ar wezenn e korn an diri ! Hengoun… Gouel ar familh e teu da vezañ, el ledanañ stêr. Darn vuiañ an dud a vez er gêr evit an Nedeleg, pa vezont gant mignoned evit ar bloaz nevez a-wechoù kentoc’h…

Spi ‘m eus neuze ez oc’h laouen holl, forzh pe dra a rafec’h evit ho Nedeleg-c’hwi. Gant ar vakañsoù o tostaat em bo muioc’h a amzer da skrivañ, sur mat, pa ‘z on bet o redek a-hed ar sizhun-mañ (teuzet eo plastik ma c’hartenn-vank, ‘m eus aon, pe war nes en ober emañ 😥 ), hag e vin tapet c’hoazh en dibenn-sizhun.

Ah, sell ‘ta, keit ha m’emaon gant Nedeleg, n’ouzen ket e oa Kenavo bloaz kozh milliget, falalalala… (pe “Deck the hall with boughs of holly…” e saozneg) ur ganouenn a Gembre e gwirionez, “Nos Galan” (Noz Galanna, pe’a !). Setu un doare amañ, daoust ma ne vefe ket ultra-entanus, hehe :





Glasdebrerien

23 02 2011

N’em eus netra a-ene d’ar re na fellfe ket dezho debriñ kig, evit abeg pe abeg, keit ma ne zeuont ket d’am rediañ – re gar on da vlaz ar c’hig, kig ruz dreist-holl. Daoust ma komprenfen ar bras eus an arguzennoù hag an abegoù, ne soñj ket din e vefen gouest d’ober hep ma zamm kig pemdeziek (pe ma zamm pesked, n’on ket re dorr revr :p). Un afer blaz. Ur gaozeadenn hir am boa bet war ar poent se gant mignoned, ha daoust ma ne vefe ket bet cheñchet ma ali (nag o hini) em eus he c’havet dedennus. Ne vutunan ket, ne evan nemet ral a wech e gwirionez (ma, ken ken ral se sizhunvezhioù ‘zo, met a-is d’ar geidenn on a-dra sur), kement hag ober e tibabin an doare ma varvin me ivez, leun a broteinoù hag a louzoù fall, haha ! Bo, ne vo ket graet an tabut amañ, evel am eus lavaret emaon a-du ganto dre vras, daoust ma kendalc’hin-me da zebriñ kig chugus (met ket forzh pe hini, diwall a ran memestra d’ar pezh a brenan).

An deiz all koulskoude e oan e Naoned e-pad un dibenn-sizhun, evit ur stummadur kinniget d’an aozadurioù ha kevredigezhioù-studier. Dedennus bras, met skuizhus ivez, ha da sul kreisteiz, goude bezañ bet da bompiñ-anezhi-up da sadorn da noz (eh, Saturday Night Fever a vez e Naoned ivez, hañ ^^) hag heuliet ar stummañ a-hed ar mintinvezh e oa marnaoniet an holl. Setu ni neuze da vont d’ar sal-debriñ ha…

…tofu, da sul kreisteiz, devez ar c’hig-yar-gant-fritez santel ! Herezi ! Anzav a ran e kavan mat ar meuzioù vejetarian dre-vras, met aze… Urg. Ha koulskoude e oa an hini oc’h ober ar boued unan a-vicher arbennikaet war ar boued veggie ha tout, hañ, ne oa ket forzh petra…

Diskleriañ a ran ar blog tiriad tofu-free neuze, arabat dikoñiñ !





Menam menam

19 03 2010

En heuliad “ar pezh a blij din”, setu ul lodenn nevez: plijout a ra keginañ din. Peogwir e plij debriñ din (‘pezh n’eo ket ur souezh, geo ?). Gouzout a ran n’eo ket un emgefre, met memestra ^^. Dont a ra eus ma zud kement-all, a blij dezho keginañ o daou, hag a gegin mat ivez (mall zo warnon da vezañ distro d’ar gêr !). Ha meuzioù kreiz kement ha dibennoù-pred (mmmmh dibennoù-preeeeeeed !).

Amañ en iwerzhon… Ar pezh a zo mat gant an dud emaon o chom ganto a zo e tebromp asambles bep noz, pep hini o keginañ d’e dro (ha pep hini oc’h ober ar skotaj d’e dro ivez, met ket an hini en/he deus keginet, bravat sistem ^^), plijusoc’h eo evit en em gavout, dre m’hon eus implijoù-amzer disheñvel-tre, ha kalz gwelloc’h eget keginañ pep hini diouzh e du (n’eo ket ‘vel ma vefemp o chom en ur palez ken bras ma ne welfemp ket an eil re ar re all, emañ ar gegin er sal). Hag ar pep pouezusañ: plijusoc’h eo keginañ evit meur a zen eget evit unan hepken. Tra-ken evit an amzer a dremener ouzh en ober, na cheñcho ket kalz hervez ma voc’h unan pe bevar o saouriñ an disoc’h. Ha ret eo anzav e reer muioc’h a strivoù p’eo evit ar re all, memestra. Klask a reer ivez ober traoù disheñvel, kentoc’h eget toazennoù gant lipig tomatez bemdez (studier e vezer pe ne vezer ket, zoken ma veze keginet ganeomp e Roazhon, hag e oa bourc’hiz ar pezh a zebremp xD).

Pa vezer o vevañ en Iwerzhon e teu buan kudenn an dibab. Mar fell deoc’h debriñ legumaj n’emaoc’h ket er vro vat. Ya, bez zo fav gwenn (gant lipig tomatez hepken…), un nebeud fav glas, piz-bihan fluo (kavout a reer un neeeeebeud piz bihan ‘vel er gêr, a vez anvet ‘petit pois’ ganto, ha ket ‘peas’ ^^), ha ket kalz a dra ouzhpenn, pe ket kalz a draoù mat (an tomatez divlaz, ar c’harotez kalet evel mein…)… Da zibab ho peus evit ho predoù koulskoude: avaloù-douar, patatez pe pato.

Hag iskis ar c’hig ivez. Marc’hatmatoc’h eo ar c’hig bevin eget e Breizh (5€ ar c’hilo kig drailhet oO), met n’eo ket ken mat ar blaz anezhañ (iskisat tra), ker ruz eo ar c’hig yar hag ar c’hig oan (!), hag emañ ar c’hig morc’h etre an daou, pa gaver an disterañ tamm. A-benn ar fin n’eo ket keroc’h ar c’hig e ti ar c’higer war a seblant… N’on ket bet o welet c’hoazh. Met gwir eo e c’hell bezañ dipitus keginañ ho tamm steack (a vez poazet re, n’int ket ‘vit gouzañv ar c’hig ruz war a seblant, bruderezh o deus war ar skinwel o lavar dezho poazhañ ar c’hig bevin ‘all the way’, da lavaret eo dek munutenn er boelon d’an nebeutañ… Ne gomzin ket dezho eus stekoù doare tartar, ‘m eus aon) evel m’eo dleet ha merzout p’e zebrit n’eo ket ar pezh a c’hortozed, ha n’eo ket dispar… Ma, kavout a reont mat-tre, int, daoust din bezañ dipitet bep taol ^^.

Ne vez ket debret pesked. Daoust dezho bezañ o chom war un enezenn ha da C’halway bezañ ur porzh(ig). Graet e vez un nebeud soubennoù pesked (chowder, ul lip-e-bav), debriñ a reer meskl marteze, hogen netra all. Gant priz ar pesked forzh penaos (17€ ar c’hilo evit ur c’hozh panga a Viet-Nam ?!)… Ha traoù all  a zo iskis a-walc’h evit an neb a zo boaz da gaout un dibab. N’eus ket boued sinad kennebeut, da skouer, war-bouez er pretioù sinad a werzfe boued da gas, hag a zo ral a-walc’h memestra. Ne gaver ket kalz boued estren dre vras, lipigoù Korma pe Curry a zo, ya, met bihan-bihan an dibab. Daou zoare riz, un doare bras-vleud, un nebeud soubennoù… Ha koulskoude on bet o welet ur pevar pep pemp gourmarc’had bennak, memestra, n’eo ket ar stal tostañ d’am zi hepken. Kit da di ar C’hloareg er ger hag o pezo dek gwech an dibab a zo amañ a=e salioù brasoc’h, kit da gompren.

Soñjal a rae din e oa konerioù penn-da-benn brud ar c’hallaoued evit ar boued. Hogen n’eo ket, war ar seblant. Chomet on da gomz betek peder eur vintin gant ur vignonez diwar-benn an holl draoù na c’helle ket debriñ amañ hag a rankfe tañva mar deufe da Vreizh un deiz bennak. Ha ne oa ket bet an disterañ takennad alkol ganeomp ! Rak ne gomzan amañ nemet eus ar meuzioù-kreiz, met bez zo kalz traoù da geñver bara, baraennoù, dibennoù-pred hag all n’heller ket ober amañ en abeg d’an diouer er stalioù. Chokolad zoken, pe siroz grenadin, traoù a-seurt-se ! Ha ne vo ket komzet eus an traoù dre laezh, re hir e vefe listennad an traoù ne vezont ket kavet ! (ma rouantelezh evit ur Yop hag un dienn vanilh).

Mar deuit da Iwerhon un deiz bennak, kig drailhet gant avaloù douar, bezit prest, tudoù !