Boh, n’eo ket nevez-nevez, met n’em boa ket e lakaet amañ. Warhammer goud Star Wars, n’eo ket Soubenn ar Geek amañ met Soubenn an Nerd marteze 😉
Ya, ur fanboy Ultramarine divezh on, hahaha, met ar pezh a zo plijus gant bed Warhammer 40,000 dre vras a zo eo digor pep-tra eno. Forzh peseurt istor pe dudenn a fellfe deoc’h kontañ pe grouiñ a c’hellit ober. Ur stergoumoulenn a-bezh a zo da zizoloiñ, milionoù, miliardoù a vedoù ha degadoù a ouennoù a-bep-seurt. Ar Space-Marined (sic) evel an hini amañ-dindan a zo aozet dre Chabistroù mil soudard, ha gellout a ra pep hini ijinañ e strollad mar fell dezhañ (pe chom gant unan bet krouet dija, evel-just). Betek-hen em boa dibabet chom gant ar re vrudetañ (na pegen dibar, haha !), hogen nevez zo ez on kroget da sevel lod nevez, d’o livañ ha da ijinañ o istor. Ur wezh all e vo kaoz diwar o fenn marteze, met evel a lavaren dec’h eo plijus a-wezhoù en em goll en ur bed faltazius…
(Da geñveriañ gant an dresadenn-mañ marteze, haha. Mont a raer war-raok e doug daou vloaz, emichañs.)
g.s. n’en deus netra da welet : 850 string a zo bet troet ganin hiziv, ha kadarnaet un 230 bennak ouzhpenn. Spi ‘m eus e teuio ar cheñchamantoù war-wel buan.
Evezhiadennoù nevez