Sul #15

30 05 2010

Mmmmh ! War a seblant em boa ezhomm eus un hir a nozvezh c’hoazh ! Gaaaargl. Ur boud noz on marteze, ha marteze ivez emañ ma c’horf o klask lakaat ac’hanon d’en kompren ! Kooooouuusssk e-pad an deeeeeeiiiiz…, emezañ ^^ Evel just n’em eus ket bet kalz amzer da straniñ war TEH INTERWEBZ, evel ma lavarfe kizhier a anavezan, met un nebeud traoù memestra :

  • Ha me soñje din e oa marvus an cheesecake… gwashoc’h ‘zo ! Ur skeudenn eo  hepken, pe un heuliad skeudennoù kentoc’h, hogen pa yan d’ober un dro war YouTube e kinnig video-où rekipe din diouzhtu… Daoust ha ken anat eo e plij ar sukr din ? Tsss !
  • Switch, un dresadennig-vev (ha chomit betek ar fin !)… Plijout a ra ar stil tresañ din kalz, ha fent a zo ^^
  • M’ho peus gwelet Iron-Man e kavoc’h Iron-Baby ken fiskal all (ha ma n’ho pefe ket gwelet ar film, zoken ^^); souezhus eo pegen mat eo graet e gwirionez ^^
  • Ijinourien Dyson o tiskouez an traoù droch a c’heller ober gant o ijinadenn ziwezhañ, ur avelaer diviñs (a zo brav hag a seblant efedus, ez teorikel ^^)
  • M’ho ‘peus prenet un iPad (gant ar vezh, petra an diaoul ‘maoc’h o vont da ober gant se ?) e c’hellit ober gant an doare-mañ d’e implij ha d’e stagañ e pep lec’h ! Youc’hoù !… :p
  • Ma ‘z oc’h bet o straniñ dre amañ hag o klikañ war al liammoù a lakan da sul e ouzit marteze e plij ar filmoù n’ho deus ster ebet din a-wechoù… Setu unan all neuze, a zo graet brav, evel gant paper 🙂 (ha ret eo din deskiñ seniñ gant ar piano)
  • M’ho peus anavezet ar c’hoari Worms (piv n’en deus ket !) e vo c’hoarzhadeg amañ (ha sellit eus lod all graet gant ar memes tud, lod a zo ken farsus all ^^)




Ding !

8 05 2010

Ya, torr-revr on gant ma sifroù, met ding ding ding ! 100 notenn ! Aha, vat a ra. Daoust ma seblant din emaon en ur mare kleuz un tammig dre ma ne ran ket kalz a dra war-bouez skrivañ eztaoladennoù ha n’am eus ket kalz a dra da gontañ ez on laouen da vezañ tizhet ar bon-se 😀 Laouen dreist-holl peogwir e talc’han da vont hag e kavan se plijus. En em santout a ran un tammig evel e rehab’, e digontammiñ, oc’h adkavout plijadurioù ar pemdez hag o welet e c’hellan ober traoù, talvoudus pe get. Ha vat a ra. Hop hop, dalc’homp da vont !

Siwazh n’am eus ket bet amzer da brientiñ tra pe dra a-ratozh; fellout a ra un tamm gwastell deoc’h ? Graet vo unan deoc’h. Ur banne punch ? Ma, graet vo unan ivez, mar fell deoc’h. N’oc’h ket deuet da evañ hepken, spi ‘m eus ? Marteze e chom un dakennig wiski, gortozit. Ah, ya, aze ‘mañ. Piv ‘n do ur bannig ? MacAllan, 12 vloaz. Plijout a ra din kalz, anat deoc’h, gant un anv ‘giz se n’eus ket da dortañ ^^ Mmmmh ? Ya, n’eo ket fall ar punch met n’on ket paotr ar rom, ma lakaat a ra klañv, met evit ‘ta, evit, arabat ‘chomfe anezhañ ! Lakaet e vo Nadine d’ober un cheesecake deoc’h e-keit m’emañ ar wastell avaloù o poazañ, ha chom a ra brownies eus derc’h da noz. Ya, da noz e reomp gwastilli bepred, kit da gompren perak !

Nann, n’eo ket gwall vrav ar voketenn aze, gouzout a ran, ar bleunioù flashy war foñs du… Hag ar gourvez-vank… Met klet eo,hag ar c’hadorioù kement-all, daoust d’o liv ! Ma c’hambr ? Eeeee… ya, an nor er foñs du-hont. Ket an tu se, an tu all. Ya, setu. Met na yit ket ‘barzh, direnket eo ur spont. Ne soñje ket din e teufed, ha n’am eus graet nemet labourat enni e-pad ar sizhunvezh hanter ziwezhañ, paperachoù a zo o straniñ e-pep lec’h, levrioù ha geriadurioù war ar gwele, hini an Here war a Robert & Collins, ar Gleo en ur c’horn ivez gant ur geriadur saozneg unyezhek, loeroù lous war al leur… Ah, setu ma geriadur saozneg-iwerzhoneg. Ya, echu ar c’hentelioù pellig a-walc’h ‘zo bremañ. Ma, lezit an nor-se ha deuit amañ kentoc’h ! Ar privezioù ? Dres ‘kichen ma dor, an hini greiz. Setu, dres.

Eh, piv ‘n eus ur benveg luc’hskeudenniñ ? ‘M eus ket kemeret luc’hskeudennoù eus an ti zoken, tsss ! Hag evit ur wech ma ‘z omp holl asambles, ha gant ur benveg ! Pep-ep ! Deus amañ, an holl war ar skeudenn, sur on ez eus un daleer. Boñ, mat, met ur skeudenn all a vo graet ganit warni neuze. Eh, c’hoant am eus da gaout eñvorennoù ^^ Hag evel a lavaren un deiz all e c’hello bugale hon emsav deomp-ni ( petra vo graet anezhañ, an emsav sioulik ?) ober goap ouzhimp a-benn daou-ugent vloaz, pa vo brezhoneg e korn pep straed. Oh, mat eo, tu ‘zo da c’hoarzhin, n’eo ket dav distreiñ da Bejiach bepred. Lorc’hus pe get e kendalc’h ar marc’h da vont. Ur sapre marc’h-labour, ‘keta ?

Ah, prest ar wastell-avaloù, piv ‘n ‘o un tamm ? Reol-voued ? Peseurt reol-voued ? Moan out evel arguzennoù Sarko, moan evel geriaoueg Brud-Nevez ! Ale hop, un tamm, ha m’eus c’hoant klevet abeg ebet, netra, na bu na ba. Seeetu. Aha, soñj o peus eus an devezh kentañ ma oan erru amañ ? Ne oan sur eus netra, nag eus petra a rafen nag eus pegeit en grafen. Ha n’ouzon ket gwelloc’h hiziv ! Aha ! Dre chañs emaoc’h aze memestra, hag e vez tud o lenn. Pellig ‘zo n’oc’h eus lavaret netra, keit m’emaon ganti, ken dizedennus-se eo ? Mmmh, gwir eo n’eus ket kalz a dra da lavar pa gontan ma buhez ^^Meuh nann n’eo ket ur rebech, rhooo, n’eus ket tu da lavar e lakafen kalz evezhiadennoù er mare-mañ kennebeut.

Gouzout a rit e vo un doare abadenn pa vo roet an diplomoù iwerzhoneg ? Gant an dilhad hir hag an tog-studier amerikan, aze, c’hwi oar ? Oho, distreiñ a rin evit-se tra ken, piv n’en deus ket bet c’hoant bannañ e dog droch en avel ? Aha, fun e vo. Mmh ? E miz here war a seblant. Ya, mont a rin evit se hepken, sur ‘walc’h, emaon o paouez lavar se, evit an abadenn ha gwelet an dud kwa. Oh, plijus ‘vo d’am soñj. M’am eus an diplom, ‘vel just, met ne vo kudenn ‘bet sañset. Bah, nann, gwir eo, ne servij ket da galz tra, met farsus eo war ar seve, ha plijus evito gwelet estrenien dedennet, d’am soñj ! Ale, deoc’h c’hwi bremañ, n’ouzon ket ma vez graet ar memestra gant kembraeg… N’eo ket anveet evel yezh ofisiel en Europa, geo ? Ah… Dont a raio un deiz bennak ! Ha ni an deiz war-lerc’h, emichañs. Da c’hortoz n’omp ket en ul lec’h re fall e gwirionez. Kollet hon eus hogos pep tra hag emaomp oc’h adc’hounid tamm ha tamm… Diaes ‘vefe bezañ e stad falloc’h, neuze e yelo war wellaat. Ya, pa varvo ar re gozh e vo izel-izel an niver a dud. Met ne chomo nemet tud oc’h implij da vat, marteze. Gouzout hag implij… N’eo ket ar memestra, ‘keta ? Met trawalc’h gant se, n’oc’h ket deuet da vagañ soñjoù du. Petra nevez ganeoc’h ?

Un tamm gwastell all ?





OMD !

6 05 2010

Kenavo ma zad, ma mamm,
Kenavo mignoned
Kenavo ma c’halon drant
Talmerennoù stanket

Ya, oh ya, n’ouzon ket ma vin aze warc’hoazh, emañ Nadine, Miss Cheesecake, o prientiñ un cheesecake Maltesers ha Toblerone. OMD ! N’ouzon ket ma zo bet cheesecake ganeoc’h dija, met n’eo ket eus ar skañvañ (he rekipe dreist-holl, leeeeeeuuuun a fourmaj-dienn), hag aze e vo pounner, ‘m eus aon, met ken maaaaaaaat ! Argl, n’eus etra gwelloc’h eget gwastilli. Ha petra rin me e-keit-se ? Ober ur brownie, evit bezañ sur e varvfemp holl, tarzhet hor c’halonoù ! Yiiiiiiiiic’ha !

Da c’hortoz en em c’houlennen un dra bremaik en ur straniñ war Wikipedia (n’eo ket ar mare koulskoude, met boñ…), perak ez eus kement a boan gant an dud oc’h implij hon, hor hag hol ? Gouzout a ran e c’heller implij hon ha mat pell zo (dreist-holl dre ma n’eus kemmadur ebet, tsss ^^), evel ma ne oa nemet eus ar ger-mell an a-raok, met daoust ha ken diaes se eo soñjal e ya hon hor hol en-dro evel an ar al ? Hon ti, hor c’hi, hol labous, ken aes ha tra, ‘keta ? N’ouzon ket pet den o deus graet ur penn souezhet hag ur mell Aaaaaaañ ! Pa’m eus lavaret dezho ez ae en-dro en hevelep doare… Tsss, petra a vez desket dezho gant ar skolaerien hag ar gelennerien ? Soñj am eus e veze lavaret omp gant ur bern tud er skolaj hag el lise, ha kement e oa bet lavaret dezho e oa fall (gant gwir abeg en degouez-se evel-just) e soñje dezho e oa fall bepred, zoken e-barzh frazennoù evel ‘Deuet omp’ !

Alies e vez traouigoù e-giz-se ne vezont ket lavaret d’an dud hag a zegasfe kalz d’o brezhoneg koulskoude, evel biskoazh ne ris, morse ne ran, biken ne rin, kentoc’h eget implij morse bepred (pe james, evel-just ^^)  pe an r e-barzh war-lerc’h ne vez kavet hogos nemet aze (d.l.e. ket ‘barzh e-lec’h, lec’hienn, hag all; piv a implij ‘lerc’h’ war ar pemdez  ? ^^), pe c’hoazh ar pouez-mouezh war kenavo (war vo, neuze) pe kenañ (war nañ), implij kuit da kentoc’h eget nompas ur wech ar mare Traouigoù a-seurt-se n’int ket kalz a dra hag a ra kement a ziforc’h koulskoude ! Lod all a welit ? (pe fazioù droch a ran me, pell o a vezañ disi ha laouen o teskiñ ^^)

p.s: OMD adarre (pe IMD ? Iche ma Doue ! ^^), ouzhpennet he deus ur gwiskad chokolad war-c’horre !





Mesk-ha-mesk

5 05 2010

Mmmmmh, gwastilli ! N’ouzoun ket ped hon eus graet ar boaz-mañ (marteze eo gwelloc’h na c’houzout ^^), met emañ unan er forn o kas e frond betek amañ ^^ Mmmmmmmh quatre-quaaaaart (katkar, kwa ^^), gant avaloù dreist holl. Ne ouzent ket petra oa zoken ! Alala, desket o deus ^^ Hag an doare marbr ivez (rannañ an toaz e daou, ouzhpennañ chokolad d’ul lodenn, avaloù a bep tu hag hop,  katkar marbr gant avaloù. Lakait anezhañ en tu gin gant karamel, ha setu ur c’hatkar-marbr-gant-avaloù-tatiñ. P’am bo amzer e laerin troidigezh wiki a-benn sevel unan nevez, Rekipedia, da bep hini da rannañ e rekipeoù gwellañ ^^ Pe ma fell da unan laerezh an anv diganin (ale, n’eo ket fall an anv, hañ, hañ ? ^^), grit, grit !

Hiziv a oa un devezh diskuizh da vat (da lavaret eo kousket betek 2e goude merenn >_<), diskuizhañ ha straniñ, kent kregiñ gant 2 eztaoladenn all warc’hoazh; tost da 1/zevezh eo bet aze, aet on skuizh (ha skuizh en holl sterioù) daoust da begen plijus o c’havfen ! Met tost echu eo pep tra, e fin ar miz e vin distro e Breizh da vat (ma, evit ur mare d’an nebeutañ ^^) hag e vo ret din kavout labour, ha soñjal klask ur ranndi e Roazhon-city, hag all, ah ! Disheñvel kalz e vo ar vuhez.

C’hoant am boa da ober un tammig levrvarn, met n’am eus ket amzer evit poent, emañ Falling Man o c’hortoz war ma zaol-noz. Plijout a ra kalz Delillo din, ha plijus e vo sur ‘walc’h… P’am bo amzer ! Ah… Ha stanket an aerborzhioù adarre, gant an hevelep koumoulenn, n’eus ket bet un darzhadenn nevez, nann nann nann, distro ar goumoulenn, ken aes ha tra ^^ Tsss ! War a seblant e oa bet nullet ur 100,000 nijadenn bennak, ha setu un nebeud re ouzhpenn. Emañ Island o saveteiñ an endro, hehe ^^ A-benn ur mare e vo gwelet al liveoù CO2 o tiskenn a-daol trumm e  miz Ebrel er stadennoù diwezhañ. Greomp ar memestra kostez ar Stadoù Unanet ha Sina bremañ, ha graet an taol ! Ret eo da Vichael Bay ober ur film, buan ! Attack of the Mighty Ash Cloud of Doom, reiñ a ran titloù evit netra hiziv 🙂





Menam menam

19 03 2010

En heuliad “ar pezh a blij din”, setu ul lodenn nevez: plijout a ra keginañ din. Peogwir e plij debriñ din (‘pezh n’eo ket ur souezh, geo ?). Gouzout a ran n’eo ket un emgefre, met memestra ^^. Dont a ra eus ma zud kement-all, a blij dezho keginañ o daou, hag a gegin mat ivez (mall zo warnon da vezañ distro d’ar gêr !). Ha meuzioù kreiz kement ha dibennoù-pred (mmmmh dibennoù-preeeeeeed !).

Amañ en iwerzhon… Ar pezh a zo mat gant an dud emaon o chom ganto a zo e tebromp asambles bep noz, pep hini o keginañ d’e dro (ha pep hini oc’h ober ar skotaj d’e dro ivez, met ket an hini en/he deus keginet, bravat sistem ^^), plijusoc’h eo evit en em gavout, dre m’hon eus implijoù-amzer disheñvel-tre, ha kalz gwelloc’h eget keginañ pep hini diouzh e du (n’eo ket ‘vel ma vefemp o chom en ur palez ken bras ma ne welfemp ket an eil re ar re all, emañ ar gegin er sal). Hag ar pep pouezusañ: plijusoc’h eo keginañ evit meur a zen eget evit unan hepken. Tra-ken evit an amzer a dremener ouzh en ober, na cheñcho ket kalz hervez ma voc’h unan pe bevar o saouriñ an disoc’h. Ha ret eo anzav e reer muioc’h a strivoù p’eo evit ar re all, memestra. Klask a reer ivez ober traoù disheñvel, kentoc’h eget toazennoù gant lipig tomatez bemdez (studier e vezer pe ne vezer ket, zoken ma veze keginet ganeomp e Roazhon, hag e oa bourc’hiz ar pezh a zebremp xD).

Pa vezer o vevañ en Iwerzhon e teu buan kudenn an dibab. Mar fell deoc’h debriñ legumaj n’emaoc’h ket er vro vat. Ya, bez zo fav gwenn (gant lipig tomatez hepken…), un nebeud fav glas, piz-bihan fluo (kavout a reer un neeeeebeud piz bihan ‘vel er gêr, a vez anvet ‘petit pois’ ganto, ha ket ‘peas’ ^^), ha ket kalz a dra ouzhpenn, pe ket kalz a draoù mat (an tomatez divlaz, ar c’harotez kalet evel mein…)… Da zibab ho peus evit ho predoù koulskoude: avaloù-douar, patatez pe pato.

Hag iskis ar c’hig ivez. Marc’hatmatoc’h eo ar c’hig bevin eget e Breizh (5€ ar c’hilo kig drailhet oO), met n’eo ket ken mat ar blaz anezhañ (iskisat tra), ker ruz eo ar c’hig yar hag ar c’hig oan (!), hag emañ ar c’hig morc’h etre an daou, pa gaver an disterañ tamm. A-benn ar fin n’eo ket keroc’h ar c’hig e ti ar c’higer war a seblant… N’on ket bet o welet c’hoazh. Met gwir eo e c’hell bezañ dipitus keginañ ho tamm steack (a vez poazet re, n’int ket ‘vit gouzañv ar c’hig ruz war a seblant, bruderezh o deus war ar skinwel o lavar dezho poazhañ ar c’hig bevin ‘all the way’, da lavaret eo dek munutenn er boelon d’an nebeutañ… Ne gomzin ket dezho eus stekoù doare tartar, ‘m eus aon) evel m’eo dleet ha merzout p’e zebrit n’eo ket ar pezh a c’hortozed, ha n’eo ket dispar… Ma, kavout a reont mat-tre, int, daoust din bezañ dipitet bep taol ^^.

Ne vez ket debret pesked. Daoust dezho bezañ o chom war un enezenn ha da C’halway bezañ ur porzh(ig). Graet e vez un nebeud soubennoù pesked (chowder, ul lip-e-bav), debriñ a reer meskl marteze, hogen netra all. Gant priz ar pesked forzh penaos (17€ ar c’hilo evit ur c’hozh panga a Viet-Nam ?!)… Ha traoù all  a zo iskis a-walc’h evit an neb a zo boaz da gaout un dibab. N’eus ket boued sinad kennebeut, da skouer, war-bouez er pretioù sinad a werzfe boued da gas, hag a zo ral a-walc’h memestra. Ne gaver ket kalz boued estren dre vras, lipigoù Korma pe Curry a zo, ya, met bihan-bihan an dibab. Daou zoare riz, un doare bras-vleud, un nebeud soubennoù… Ha koulskoude on bet o welet ur pevar pep pemp gourmarc’had bennak, memestra, n’eo ket ar stal tostañ d’am zi hepken. Kit da di ar C’hloareg er ger hag o pezo dek gwech an dibab a zo amañ a=e salioù brasoc’h, kit da gompren.

Soñjal a rae din e oa konerioù penn-da-benn brud ar c’hallaoued evit ar boued. Hogen n’eo ket, war ar seblant. Chomet on da gomz betek peder eur vintin gant ur vignonez diwar-benn an holl draoù na c’helle ket debriñ amañ hag a rankfe tañva mar deufe da Vreizh un deiz bennak. Ha ne oa ket bet an disterañ takennad alkol ganeomp ! Rak ne gomzan amañ nemet eus ar meuzioù-kreiz, met bez zo kalz traoù da geñver bara, baraennoù, dibennoù-pred hag all n’heller ket ober amañ en abeg d’an diouer er stalioù. Chokolad zoken, pe siroz grenadin, traoù a-seurt-se ! Ha ne vo ket komzet eus an traoù dre laezh, re hir e vefe listennad an traoù ne vezont ket kavet ! (ma rouantelezh evit ur Yop hag un dienn vanilh).

Mar deuit da Iwerhon un deiz bennak, kig drailhet gant avaloù douar, bezit prest, tudoù !