Skriturioù adarre, ha tammoù gwenedeg

25 02 2010

Emaon oc’h echuiñ lenn levr Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects, Vol. 1: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany er mare-mañ. Un oberenn zedennus, a gav din, a glask chom neutrel a-walc’h zoken ma zo enni alioù souezhus ha skouerioù pe soñjoù n’int ket gwall gendrec’hus a-wechoù. E saozneg emañ al levr, gant un toullad mat a vrezhoneg hag a c’halleg, diskleriadennoù ha lizhiri dreist-holl. Un doare mat da vont donoc’h en afer-se, ma ‘z oc’h dedennet. Luziet-kaer eo an istor a-dra-sur, ha n’eo ket peurechuet c’hoazh (gant ma vezo a-benn nebeut !), ha da bep hini emichañs da ober e soñj war abegoù lod ha lod all, ne vezont ket sklaer bepred etre ar pezh a embannent hag ar pezh a lavarent d’o mignoned dre lizher.

Unan eus al levrioù (nevez) nemetañ a gaver e saozneg diwar-benn ar brezhoneg eo, ha dre-se e weler mat an diouer a anaoudegezh a zo evit hor yezh e diavaez Breizh. Ar skrivagner a zo Kembreat, hogen hanter Vreizhat ivez, dre e vamm, ha brezhoneger a-vihanik ma ‘m eus komprenet mat. (daoust dezhañ bezañ desket e skrivañ diwezhat), kelenner e Skol-Veur Colraine en Ulster, distag a-walc’h neuze eus trivliadoù pemdeziek ar brezhoneg.

Diwar e skrid e soñj din emañ tostoc’h eus ar falc’huneg, ha ne blij ket R. Hemon dezhañ tamm, hogen re a lennan en e c’herioù marteze. Daoust da se e gavan taer gant P. Denez a-wechoù ivez, ar pezh a zo souezhus memestra, ha tommoc’h da Falc’hun eget da forzh piv all. Ma, gellout a reer lenn al levr digudenn, hañ, evel am eus lavaret e chom neutrel a-walc’h an ton. Ne varn ket an neb pe egile, nag ur skritur (mmmh, ha c’hoazh). Fellout a ra dezhañ reizhañ tud ‘zo a-wechoù (gant ur “sic” amañ hag aze), zoken m’eo forzh petra e reizhadennoù ;). Ma ! Daoust din bezañ ur zedacheg n’em eus kudenn ideolologel ebet gant ar skriturioù all. Soñjal a ra din hepken eo ret dibab unan, ha derc’hel gantañ, evel am eus bet lavaret endeo; hag eo bet graet an dibab.

Dedennus eo gwelet ivez penaos emañ troet an holl gudennoù tro da vrezhoneg Gwened, pe brezhonegoù Gwened kentoc’h. Digudenn pe dost e oa bet savidigezh ar C’haelte (sic), daoust da drevadenniñ al Leounog war ar rannyezhoù all, ha ne chome nemet ar Gwenedeg da embarzhiñ evit sevel ur yezh unvan. Ya, hogen aze emañ an dalc’h. Ar pezh a raer Gwenedeg anezhañ n’eo ket ur rannyezh hepken, gant un distagadur, ur c’heriaoueg hag ur reolenn bouezmouezhiañ. Nann nann nann, meur a hini a zo ha disheñvel mat eo brezhoneg Gwened Uhel eus hini Gwened Izel (evel m’emañ, emichañs, hini Ar Gelveneg eus hini Kemper; muioc’h c’hoazh moarvat). N’eo ket nevez, ha n’eo ket souezh. Ar pezh ‘zo, ma vez graet dibaboù en ur gemer Gwened Uhel e kont hepken e vo friket dibarderioù Gwened Izel, hag ar c’hontrol kement-all.

Setu perak ivez eo bet ken trubuilhet savidigezh ur yezh skrivet unvan. Peogwir n’eus ket tu d’hen ober peurvat, peogwir e chomo bepred ur badumeg ne lavaro ket an traoù e-giz-se. Evit ar c’haelte eo bet friket un darn mat eus dibarderioù K ha T, peogwir e oa bet darn vrasañ ar skridoù e rannyezh Leon betek neuze, hag e soñje d’an dud (Hemon ha Falc’hun kement-all) e oa gwelloc’h al Leoneg. Argl ! D’am soñj eo un dra vat ne vefe ket bet ken buan ar Wenediz o plegañ. Peogwir e kavan bourrus  kaout ur bochad gerioù a Wened em brezhoneg, peogwir eo fiskal an disheñvelderioù hag eo drezho e chomo ar yezh unan binvidik. Ha d’am soñj e chom ken gwir ar brezhoneg se e peurunvan. Pa welan galleg Maselha hag hini an Haor-Nevez e soñj din e c’heller kaout yezhoù komzet disheñvel en ur virout ur skritur hepken, memestra gant saozneg Londrez hag hini Dinedin (ahaha, gouzout a ran eo reizh, hogen piv a oar eo Dùn Èideann kerbenn Alba ? Ha piv all a soñj dezhañ e son evel “Din eo ! Din !” :D).

Neuze da razh ar wenedourion da zerc’hel gant o rannyezh, ha d’he hadañ er skridoù a savint e peurunvan. E-giz se e vo tu d’ar skolidi kaout danvez da lenn ha deskiñ gerioù nevez ennañ.





Skriturioù

15 02 2010

P’eo bet kroget tud da advevañ ar c’herneveg ez eus bet tabut buan war an diazez a implij, lod o tibab ur c’herneveg ‘glann’ eus ar grenn-amzer, ha lod all o tibab ar stad ma oa p’eo marvet en 18vet kantved, tostoc’h d’ar saozneg en e c’heriaoueg. Hag en un nebeud kantvedoù ez eus cheñchamantoù bras o c’hoarvezhout, setu en em gavont bremañ gant div yezh da advevañ kentoc’h eget unan. Dre-se en em c’houlenn arbenikourien zo war ar yezhoù keltiek ha war ar yezhoù dre-vras ma vo berzh gant an advevañ. An abeg pennañ a zo e vez rannet an niver munut-munut a dud dedennet e daou du ganto kasoni an eil evit ar re all. Ne sikour ket.

Perak rannañ an traoù, ha kaout ar riskl da zistruj da vat ar pezh a glasker saveteiñ ? Peogwir eo pennek Mab-Den (hag e verc’h kement-all), hag e kendalc’ho keit ha ma c’hello. Lod a soñj dezho e vo echu an tabut-se e-mesk ar gerneveurien a-benn nebeut, pa vo bet gwelet gant un tu eus an emgann ez eus kalz muioc’h a dud eus an tu all, hag eo gwelloc’h unaniñ eget rannañ. Me ne ran ket avat. Soñjal a ra din er c’hontrol e kendalc’ho an tabut e-pad pell, pell, pell ha pelloc’h c’hoazh. Hag anat a-walc’h an abeg: emaomp oc’h ober ar memestra.

Evel a lavaren an deiz all, n’eus fazi brasoc’h ebet eget ober gant ar brezhoneg evel pa vefe ur yezh ‘vras’, komzet gant kement a dud ma c’heller he disrannañ e kement a strolladoù hag a alioù. Ha mar fell deomp kaout ur plas heverk e-touez ar yezhoù keltiek all (hag ar yezhoù dre-vras) ha mar fell deomp e chomfe ur yezh d’hor bugalee vo ret bezañ unanet. Ha war ar skritur muioc’h eget biskoazh, peogwir eo drezhi e vo desket, ha drezhi e tesko ar bed ez eus ac’hanomp (digredus a-walc’h eo gwelet pegen dianv ao ar brezhoneg amañ, en Iwerzhon, zoken e-touez ar gelennerien war ar c’heltiek).

Un nebeut traoù da gentañ: n’eus skritur ‘naturel’ ebet da yezh ebet. Pep skritur a zo un hollad dibaboù a zo bet graet gant tud pe strolladoù tud (aleses un dibab evit ar c’herneveg ober gant ur skritur tost-tre d’ar saozneg, da skouer), hep bezañ mat pe fall. Hogen un dibab kadarnaet gant ar muiañ niver pa n’eus ket un aozadur evit seveniñ an dibaboù evel ma ra an Académie Française evit ar galleg (un dra vat, hervezon).

N’am eus netra a-enep da skritur Brest end-eeun, n’em eus ket karantez evit ar peurunvan kennebeut. Dibaboù int, neutrel. Ha koulskoude e kendalc’homp c’hoazh da rannañ ar yezh e daoù, daoust d’an holl skolioù (Diwan, Dihun, Div Yezh) ober gant ar peurunvan, daoust da zarn vrasañ al levrioù embannet bezañ skrivet e peurunvan, daoust ma ra darn vrasañ ar gelennerien skol-veur gant ar peurunvan (holl re Roazhon, hag un darn e Brest, ya, e kalonenn ar Falc’huneg 😀 ). Levrioù a vez embannet e Bresteg c’hoazh, levrioù evit ar vugale zoken, padal e vez desket peurunvan dezho er skol. Ur geriadur nevez a zo bet savet an Ar Merser nevez zo… Perak an diaoul ?

Koll amzer; koll amzer ha koll arc’hant. Setu petra eo. Ne cheñch ket ur skritur ar pezh a vez lavaret. Ma oa mat an istor ha brav ar yezh e skritur Brest ne vo ket viloc’h e peurunvan… Ha gwir eo ar c’hontrol ivez, hogen gant ar muiañ niver eo bet graet an dibab endeo ! Hag un dra ouzhpenn: ma zo bet graet ‘peurunvan’ eus ar standard skritur nevez ez eo dre ma veze embarzhiet brezoneg Gwened ennañ (zh, ù, ur hag un, hag all). Lod eus ar re a zifenn ar Falc’huneg a fellfe dezho ivez e vefe ur skritur disheñvel gant ar Wenediz… Petra a lavaren diwar-benn an ezhomm da chom unvan ma felle deomp derc’hel hor yezh bev ?

Un unvaniezh ne dalvez ket diverkañ an disheñvelderioù, ha setu perak ez eus bet graet dibaboù zo er peurunvan, gant ar spi e c’hellfe an holl hen implij. Gellout a raer sevel ur skritur evit brezhoneg Leon, unan evit Kernev, unan evit Treger, Gwened, Goelo, Gwenrann ha me oar me. Graet eo bet (ket d’ar poent-se, evel just), hogen d’ur mare ma oa yarc’h (a-walc’h) ar yezh c’hoazh, ur mare ma oa anat komz brezhoneg e Breizh. Ha d’ar mare se koulskoude e veze komzet eus bréhounec Guéned, brezonec Leoun, hag all, ket eus Gweneneg pe Leoneg evel yezhoù distag, ar spered unvan a oa ganto a zo o vont da goll, ‘m eus aon. Ur cheñchamant nevez, ne seblant ket bezañ war an hent mat evidomp. Ma n’hellomp ket saveteiñ ur yezh, penaos e rafemp gant div ? Gant teir ?

Ret e vo deomp bezañ unvan. Peurunvan.