(B)hegasus…

2 02 2015

download

Oh, Google…

Ma, evel-just ne oar ket an holl pegen feukus he deus gallet bezañ ar vreizhadez vut dre ziouer a veg evit ar vretoned, ha sur a-walc’h eo bet brudet ha pouezus a-walc’h e metoù sevenadurel (ha poblel, memestra) Bro-C’hall evit bezañ enoret gant Google… Met memestra…

Lod breizhiz a oa bet betek distruj he delwenn er mirdi Grevin e Pariz, ken feukus ma c’helle bezañ. Ha bep ar mare e klever pe e lenner tud o klemm diwar an diskouezadegoù pe an adembannadurioù a vez graet eus Bécassine. Ha gant gwir abeg sur a-walc’h, pa chom dibaot an dielfennadennoù honest anezhi, ha pa chom c’hoazh gant kalzig parizianed skeudenn ar “broviñs” disevenadur…

Soñj am eus e oa bet goulennet din un nebeud bloavezhioù zo ma veze tredan ganeomp e Breizh… Hag en ur gaozeadenn war Internet ! Soñjoù lod tud…

Met er mare-mañ ma vez savet kement a drouz gant lod diwar tresadennoù eo mat kaout soñj ivez ez eus tresadennoù ha dodennoù all a c’hell bezañ feukus deomp-ni. Hogen deomp ivez da vezañ habaskoc’h eget lod…

g.s.: gwashañ c’hoari-gerioù nul ‘m befe graet biskoazh, d’am soñj !


Oberioù

Titouroù

2 responses

2 02 2015
geekezig

Hopala! Lennet em boa “la Bretagne à l’honneur sur Google” hep bezañ bet o welet petra ‘oa. Me gave din vefe bet krampouezh pe un dra evel-se setu na welen abeg ebet da vont. Na oan ket bet oc’h ijinañ e vefe bet Bécassine! :/

2 02 2015
Moran

Argl ! Pebezh enor… Betek gouzout e oa parizian Pinchon, diaes lavar e vefe enoret Breizh…
Lod a lavar emañ doare pikardek gant he dilhad, daoust dezhi bezañ lakaet da blac’h a Benn-ar-Bed… Feukus-combo ! Fatality !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s




%d bloggers like this: