
C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀
Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).
Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :
Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:
N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe. E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).
Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.
Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !

Evezhiadennoù nevez