Badumeg adarre

30 01 2015

A-wechoù (alies), ez an skuizh gant spered a-gozh lod tud a-fed yezh. Diwar se ‘m eus bet komzet dija, hag a-fed reizhskrivañ dreist-holl, met ouzhpenn da se a zo. N’ouzon ket perak e fell da lod chom gennet en un amzer dremenet faltazius a vefe bet ken dispar ha ken glann hervezo, pa ‘z eo peurfall ha direizh kement-tra a zo deuet en 40 vloaz tremenet. Ne gomzin ket amañ eus an daou pe dri skritur nevez am eus bet gwelet c’hoazh nevez zo, lod tud a zo trellatet penn-da-benn ha n’o deus ket komprenet c’hoazh ne oa ket ar skritur ar yezh met ur c’hod d’he skeudenniñ, tra ken. Ur brezhoneg mat n’eo ket gwelloc’h pe falloc’h hervez ar skritur, an hevelep yezh eo. Ma, trawalc’h gant se.

téléchargement

Aet on skuizh gant azeuliñ ar re gozh hag ar gouerien. Netra fall ganto, hañ, n’eo ket an afer tamm ebet, met perak o lakaat da ziazez yezhoniel ? Da ziazez an distagañ ? Piv a ra se ? Peseurt yezh a vez oc’h azeuliñ hec’h implijerien a-us da 60 vloaz hepken, hag ober fae war ar re all ?

Daoust ha galleg peizanted kozh ar Berry a vez desket d’an estrenien pe d’ar vugale ? Saozneg mengleuzerien Kembre ho peus bet desket er skol ? Alamaneg tud-kozh Bavaria ?

Ne vez ket ! Ur yezh keidennek a vez desket, ur c’hronolekt etre, ur standard bennak a zo boutin d’an holl, kentoc’h eget badumek unan pe unan all. Ma soñj d’an dud ez eus a-walc’h a vrezhonegerien da zerc’hel bev kement parlant lec’hel… Traoù brav a zo e-pep-lec’h, troioù lavar, troiennoù, un displegadur dibar marteze, sur, met traoù a zo bet en o raok, ha traoù a ranko dont d’o lerc’h.

4IA8nkd

Ha ya, gouzout a ran n’eo ket ar brezhoneg ur yezh evel ar re all, un troc’h a zo bet, ur c’holl spontus, ha gant ar re gozh emañ chomet traoù n’int ket bet treuzkaset. Met an distagadur, ar pouez-mouezh, tudoù ! Selaouit eus galleg ar bloavezhioù 50, daoust hag e-giz-se e komzer c’hoazh ? Piv ac’hanoc’h a ruilh an r-où e galleg ? Pa glevan ur brezhoneger yaouank o treveziñ (fall !) pouez-mouezh unan kozh em ro c’hoant d’e vazhata. Rak ret anzav eo anat peurliesañ n’eo nemet ur peuztreveziñ a vez graet, gant fazioù pouez-mouezh spontus ouzhpenn-se, seul euzhusoc’h ma’z eo teir gwech kreñvoc’h ganto eget gant darn vuiañ an dud…

58631783

Tu zo da studiañ ur yezh lec’hel, yezh ur c’hornad, un tiegezh, un hinienn, met he lakaat da C’hraal ? Da skeudenn beurvat ur yezh beurbadel, da virout digemm betek Deiz ar Varn ?

Komzomp ur yezh vev, kentoc’h eget unan a fellfe da lod derc’hel en ur mirdi, er stad ma oa pa ‘z eo bet graet e vramm diwezhañ gant skrivagner-mañ skrivagner. Aze emañ an dañjer, kaout aon da gas an traoù war-raok e gwirionez. Tu a zo d’en em soñjal war penaos o c’has war-raok, penaos e c’hell ar yezh kemm, met arabat he derc’hel ‘mod-kozh kousto pe gousto war zigarez e vez komzet ‘giz-se gant ho mamm-gozh, alato !

Rg2cLcK

Brav, tad-kozh, met gant ar prevezioù e rin…


Oberioù

Titouroù

8 responses

30 01 2015
PJ Harvest

emzaveg adarre, taroni ha c’hweroni,” c’hoant bazhatañ” ar re all… ma doue ollvrenniget Moron Despot, souezuz deuz a berz eur sekteretour !

30 01 2015
Moran

An difoc’h o vezañ ne lakaan ket ma brezhoneg-me da zave, just a-walc’h. N’eo ket ma distagadur pe ma zaol-mouezh “an” hini da gaout, met unan e-touez ar re all. N’an ket d’e rediañ d’an dud, ha n’an ket d’e ziazezañ war un den hepken kennebeut (bezet ma zud-kozh pe an neb a zibabfen).
Evit a sell eus ar bazhatañ, ma n’out ket evit anavezout un hiperbolenn, gwazh a-se, emichañs. An neb am anavez a ouio pegen feuls on.
Farsus ar c’hoari-gerioù gant “sekteretour” (ma ‘z eo unan), hollvrenniget n’eo ket fall kennebeut, evit lavar gwir.
Evit a sell eus da skritur dit-te, ma, n’on ket souezhet e gwirionez e vefez bet feuket, pa n’out ket gouest da zerc’hel d’az poell war a zeblant (pe unan dreistrealouriek e vefe?).

30 01 2015
PJ Harvest

“Pa glevan ur brezhoneger yaouank o treveziñ (fall !) pouez-mouezh unan kozh em ro c’hoant d’e vazhatañ”. Skouerioù resis peus, anoiou ? d’an dud da c’houzoud e teui da rei fest ar vaz dezo, da riñsa ar blasenn evel paotr yann mestr war an dachenn ?

… koulz dit mond betek penn, anez klask en em zigarezi o c’hoari hiperboulou pe me oar. Sevel ar c’hoant en eun den da vazhata eun den all pa glever anezhañ o tibunañ, ma… diskouez a ra pegen doujuz eo an den ouzh frankiz egile. Integristed a gaver e pep korn, armet pe diarmet.

Un dra vad : ne vezo ket lakaet da vod da gaozeal da “zave”, da batrom, nemet en da c’helc’hig e vefe. Ac’hann da lakad da zoare skrivañ da reolenn, ker buan all ez afes o klask sevel akademiezh ar brezhoneg diwar batrom eben. “Pep hini zo lip”, a lavarfen evid marmouza ar re goz, badumerien dit-te, kemend a garantez a vagez evito. Maread ho pije da zeski diganto koulskoude.

derc’hel d’am foell ? komzoù uhel bremañ, petra fell dit, deuet out a benn da gompren ac’hanon… komprenet e vezez-te pa gomzez gand eur badumer ? ma c’hoari ganez mond e darempred ganto eur wech an amzer…

30 01 2015
Moran

Ya, evel a lavaren n’out ket evit kompren un dreistlavar. Pe ne fell ket dit en ober, evel-just. Ma, n’eo ket gwall c’hrevus e gwirionez. An arguziñ ad hominem kennebeut. Anat e tlefe bezañ n’afen ket da skeiñ gant unan bennak evit e zoare da gomz e gwirionez. Marteze n’eo ket, hag ur wezh c’hoazh, gwazh a-se. Din e vo da vezañ sklaeroc’h. N’em eus anv ebet da reiñ peogwir eo ur skouer dre vras. Eus ar sotañ e kavan ar re a ra eus o brezhoneg un treuzwiskañ eus hini ar gozhien, ha setu neuze perak em eus skrivet ar pennad. Gouzout a ran ervat ne cheñchin ket o ali, ha sur mat ne cheñcho ket ma hini pa n’eus ouzh ma respont nemet peuzarguzennoù diglok. Ha gant Voltaire ez on a-du, p’en em gannfen evit gwir an dud da gomz, ha me a-enep dezho koulskoude. Evidon da gaout mennozhioù splann war an dachenn-se ez on gouest da anzav lod all. Met n’on ket a-du ganto evit kelo-se.

“Pep hini zo libr”, a-dra sur, ha koulskoude ez eus frammoù boutin da gaout, er reizhskrivañ da skouer, kement hag aesaat ar c’hompren (pezh a zo gwir e kement yezh). Met displeget eo se dija en destenn orin, gellout a ri hec’h adlenn gant aked mar fell dit (ha sur ‘walc’h n’en gra ket). Diboell, eta, e kavan da reizhskrivañ-te, ya (pe da zireizhskrivañ, pa lavarin mat), p’emañ mesket ennañ meur a zoare, en ur geusteurenn divlaz dre re a demziñ. Kentoc’h eget soubenn an tri zraig emañ ganit souben ar zouk a-bezh (‘pezh n’eo ket dispar-bazaar).

N’eus tamm douetañs ebet ganin ez on bet on komz gant muioc’h a dud e brezhoneg, kozh ha yaouank, eget na ri biskoazh, ha ne ran ket gwall van, e gwirionez, gant ar pezh a c’hellez soñjal eus ma fouez-mouezh pe ma implij eus ar yezh (ha war a seblant n’am c’homprenez ket gwall vat). Un dra a ouzhpennin memestra : n’eus tamm kas ebet ganin ouzh ar re gozh, ha nebeutoc’h c’hoazh ouzh o brezhoneg(où). Ar pezh am direnk a zo soñjal e vefe eus ar brezhoneg-se *ar* brezhoneg, an hini da vezañ komzet dreist kement-hini (oc’h ober fae war kement tra a zo bet graet dibaoe) hervez tud zo, pa’z eo aet kozh, evel ma ra an holl yezhoù, ha p’eo siek muioc’h mui, ha pa n’eo peurliesañ nemet hini ur rann eus ar bobl, zoken. Mard eo ken frank pep-hini, perak tufañ war an nevezenti ?

Reolennoù a zo d’ar yezh, reolennoù splann a veze doujet outo, reolennoù yezhadur hag a ya da goll. Kemmadurioù a vez kemmesket muioc’h-mui, gant araogennoù dispis e vez graet, hep mont war dachenn ar c’heriaoueg zoken. Peseurt brezhoneg a chomo ma n’eus evit e gomz nemet tud o varmouziñ o hendadoù hep kompren ar pezh o doa int gallet deskiñ dre wir soubidigezh ?

30 01 2015
PJ Harvest

Barreg awalac’h on a-fed doare skriva, Nemed diskoni a fell din, ha meska toud, “divlaza ar geusteurenn” na pa vije nemed evid c’hwezañ war goulaouennig e sklerijenn dibod…

Nemed e teufe paotr e vil bajennad nemed pemp kant warnugent da lavaret din e ran faziou o “kemmeska kemmaduriou”. Ma vijes braz awalah e ouifes n’eus tamm reolenn ebed war an dachenn-ze nemed ar re bet fourret en ennout gand da hendadou, hag heñvel eo evid péz a zell ouz ar skritur…

n’out ket gouest-te da gompren ez eus peb a hent gand pep brezhoneger. Biza da benn an hent d’ar chatal a blij dit, heb goulenn gand al leueou da belec’h ez eont. Feiz, eur penn bazh zo krog ennout evid dresañ ar chatal. Brasoc’h leue egedout a gaver, gwel ta !

31 01 2015
Moran

Ac’hanta, feukidik? N’eo ket diwar da benn e oan o komz pa venegen ar fazioù.
Reolennoù sklaer a zo e brezhoneg (evel e kement yezh), ha n’int ket bet ijinet e korn an tan met dezrevet diwar an implij a rae an dud eus o yezh. Anat e oa ar reolennoù-se d’an holl betek nevez ‘zo peogwir o implijent holl war ar pemdez. Bremañ, dre ziouer a implij, a soubidigezh hag a zeskadurezh war ar yezh, dre levezon ar galleg ha me oar emañ an traoù o vezañ kollet, siwazh. Pep a hent gant pep brezhoneger ? Gellout a reer ijinañ forzh pe zoare ha forzh pe reolenn neuze ? Pebezh aezamant d’en em gompren…

N’emañ ket ar soñj ganin kas ar chatal d’al lazhti hervez ma doare-me, er c’hontrol. Lenn adarre, ha taol evezh; fellout a ra din hor befe ur yezh vev, ur yezh a cheñch hag a ya war-raok, ket unan a chom stag ouzh parlantoù lec’hel kousto pe gousto. Lavaret ‘m eus e oa d’en em soñjal war ar penaos, penaos cheñch an traoù, penaos e vez komzet gant an dud bremañ, petra a zo da vezañ miret pe get. Mar tiviz pep hini ober e geusteurenn eus e du ne chomo netra eus ar brezhoneg. Ur yezh n’eo bev nemet dre an impli a reer anezhi, kehentiñ.

31 01 2015
PJ Harvest

Feiz, n’on ket ken intello ha te, na feukidik evid-se. ezel deuz kant iliz ar badumegerien ne lavaran ket.

Dal, emaom o c’hortoz eun deiziad, meur a hini a deuio da fest ar vaz a brometez, evid gouzoud hag eñ ez eo ken kaled da benn ha da gomzou na pa ve ken, yañ. Aes e vi da anavezout pa vo eur penn baz en da zorn, ganeom ni briz trefoedourien badumegerien ne vo nemed doriou serret, ha poan da heul.

Eun oberer a dalv kant lavarer !

Embann a rez eo arabad tufa war an nevezinti, a benn neuze e ranker chom a-zevriñ gand eur skritur a zigas distagadennou droch. Kar peseurt patrom a chom justamant d’ar re a zo o teski estreget ar gaoz, evel a lavarzez ez eus diouer a zoubidigez, re wir eo. Achalese e rank an dud diazeza o farlant diwar ar skrid, mateo ? n’eus den a skriv mat eo bremañ ba du-mañ e prenecher ar staliou, feiz ar re-hont n’int ket mad awalah.

fell a ra dit d’az meurded kaoud eur yéz az a war raok ? ma, arabad kempenn PUV 41 ? war afer-ze n’eo ket gwelloh tud EB eged an emsaverien pa c’hwezont aveliou a eneb an taol kempenn. Justamant ar “skrituriou nevez” peus lennet nevezik zo ne c’hellont ket beza ken fresk pa vezont diazezet war patromou a vez diouto dija : etrerannyezel 72, puv 41, skv 55. Mond a spered digor n’eo ket falloh, gand peb a hent pe hentig evid karantez o yéz.

evid echui : “bazhata” a rankfer skriva e PUV, ket bazhatañ, kar meur a daol baz a vez (bazhad-a, evel kranked-a pe merc’heta), dalc’h d’az poell paotr. Ha sko kaletoh. Hep diverka geriou evel ma peus great gand an hini nevez kaset ganin diwar benn bz.com. Bah, pep hini zo lip !

31 01 2015
Moran

D’am soñj eo sklaer hag anat ne vo hini ebet ac’hanomp da cheñch e soñj pa ne rez nemet adavieliñ gant an hevelep komzoù abaoe dec’h. Ma, ne ra forzh.

Mar fell dit dont d’am c’havout, n’eo ket gwall ziaes, embannet eo sklaer ma anv. E Roazhon, e Kemper, e Naoned, e Landerne em c’haver, ha n’on ket gwall guzhet. Deus, neuze, ha tabutal a vo graet mar fell dit. Pe deuit a stroll, perak ket.

Nebeutoc’h eget 200 000 a chom achanomp, ur poell a zo da gaout, ha gwelloc’h d’an holl mont war-raok an eil gant ar re all kentoc’h eget eus o zu. Eus an taol-mouezh e oan o komz dreist-holl en orin, ha ket eus ar skritur, am eus komzet anezhañ e lec’h all c’hoazh, evel a lavaren. Ne ran forzh ganit-te end-eeun, gra ‘pezh a gari, met spi am eus e vo darn vuiañ ar vrezhonegerien evit gwelout pegen bras eo an ezhomm sevel traoù asambles war ziazezoù boutin.

Spi am eus evit an dazont, forzh penaos. Er skolioù, er skolioù meur (e Brest zoken, evit un darn !), er c’hentelioù noz, e darn vuiañ an embann e vez graet gant ar peurunvan, bzh eo arouez ar vro (alese ar goap er pennad liammet pelloc’h), n’em eus tamm douetañs ebet e vezo an amzer a vezo trec’h d’an tabutoù-se en diwezh.

Emañ ar gwir ganit evit a denn da vazhata, se a lavarin. Ha ne ziverkan ger ebet eus ar pezh a vez lakaet gant an dud; n’eo ket bet cheñchet ar pezh am eus lavaret diwar-benn ar pennad .bz (ha n’eo ket bz.com, daoust ha braslenn a rez kement tra e gwirionez?) kennebeut, neuze n’ouzon ket a belec’h e teu se ganit.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s




%d bloggers like this: