“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”
(James Connolly, [of Easter Rising fame])
Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhañ d’an nebeutañ. Daoust ha nevezet e vo bremañ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashañ peurliesañ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!
Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gêr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soñjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp 🙂 Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezañ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoñiñ e c’hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p
Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheñvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriñ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, hañ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amañ hag aze, keleier ? N’ouzon ket penaos o zizout… Hag aze emañ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudañ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na Bremañ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soñj ket din e vefe taolet an disterañ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhañ e-unan…
Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemañ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiñ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezañ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. Boñ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasañ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, hañ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hliché-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amañ forzh penaos… An afer o vezañ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudañ hon tammig skridoù amañ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezañ diaes derc’hel da skrivañ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !
Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !
p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesañ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?
Evezhiadennoù nevez