En tu all d’ar mor, en ur vro na welin ket,
Plac’h yaouank glas he daoulagad, fulenn gollet,
Evit lenn an nebeud gerioù-mañ ne vi ket
Koulskoude e fellfe din gellout da welet
O vousc’hoarzhin, evit ur wech, pa ne rez ket
War ar pemdez, priñsezig he buhez kalet,
Pe re ral a wech e vefe; ha trawalc’h n’eo ket
Evit diverkañ eus goueled da spered
Ar soñjoù du a ra din anken, ha n’on ket
Eus ar re zisoursi koulskoude, gwarezet;
Fellout a rae din lavar dit, lennet pe get,
Trugarez dit evit ma lakaat da gousket
Gant ur mousc’hoarzh me ivez, pa n’em eus ket.
Ur gerig hepken
27 12 2010Ya, disoñjet ‘m eus hetiñ un Nedeleg laouen deoc’h! Gant ar vezh. Ma, gant an tad-Nedeleg em eus bet ur sklentenn c’hrafek vihan (da welet ma plij din labourat gant seurt traoù, kent prenañ unan ‘pro’, a zo ker, memestra ^^), un dresadennig neuze, din da bleustriñ un tammig gant ar benveg nevez se ^^ (cf. an dresadenn ziwezhañ en notenn gent, ivez ^^)
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : nedeleg, plac'h, trugarez, tud, video
Rannoù : Tresañ
There and back again
27 12 2010Hehe, digarez d’ar re a vo bet desachet gant an titl ^^
Dedennus e gaven ^^ Ur mareig zo n’on ket deuet da skrivañ amañ, ha ma digarezit evit se, me ho ped. Ur bern traoù am eus bet da ober! Ar sizhunvezh ziwezañ a-raok ar vakañsoù a zo bet eus al leunañ, gant ar garg a oa bet roet da Gejadenn e aozadur un Dazibao ‘sevenadur breizhat’ e Roazhon. Evit ar re na vefent ket roazhoniz, pe n’oufent ket petra eo Dazibao (war bouez e Sina ^^) ez eus anezho nozvezhioù hep alkol aozet da yaou da noz gant an ti-kêr/ar c’hrij evit ma yafe ar re yaouank d’ober un dra all kentoc’h eget evañ ^^ Boñ, ral a wech em eus gwelet kement a dud vev pe stone en ul lec’h, met ne vo lavaret netra 😉 Goulennet e oa bet diganeomp ober war dro ar sonerezh hag all, ar pezh hon eus graet, ha d’am soñj ez eus bet plijadur e-leiz. Ouzhpenn-se e talc’hemp ur stand evit Kejadenn, an Ofis, Skol an Emsav ha Gwagenn TV! Graet am boa war-dro sevel paperennoù kinnig evit kejadenn, ar stal kan ha diskan a reomp hag ur ‘geriaoueg ar festoù noz’ (ma, geriaoueg ar pakañ er festoù-noz, kentoc’h xD). Ma, ar pajennaouiñ ‘m eus graet, pe’a, ket skrivañ an traoù, ar pezh en eus lonket kalzig eus ma amzer memestra.

Klikit da vrasaat, lavarit din ma vez traoù da cheñch (adlennet e vo gant an ofis^^), graet eo da vezañ moullet rekto-verso war ur follenn A5, alese ar c'hinnig iskis (a zo evit kaout pep-tra war ur bajenn, tra ken, diseñvel eo an doare evit moullañ ^^), ar golo a zo el laez a-sehou, ar c'hein el laez a gleiz hag an diabarzh en traoñ
Ouzhpenn se e oa ur strolladig made in Kejadenn da glozañ an nozvezh, gant un nebeud sonerien all (bombard, treujenn-gaol, gitar ha daou ganer, ouzhpenn din ha ma binioù bras ^^), ha pleustradenn hon oa d’al lun. Pleustradenn all gant ur strollad metal breizhat m’emaon ennañ bremañ, KêrIs (muioc’h a ditouroù pa vo bet enrollet un demo bennak, a-benn an nevez-hañv), da verc’her, an dazibao da Yaou, ma ‘z on bet o redek a-hed an devez da dapout traoù evit ar stand, panelloù bet prientet ganeomp da veurzh ha merc’her, dafar an ofis, dafar skol an emsav ha GwagennTV, moullañ ar paperennoù bet pajennet ganin, kas pep tra d’an Hall Martenot ma veze graet an nozvezh ennañ (ya, nozvezh hep alkol el lisoù, ac’hac’hac’ha!). Da wener goude, pleutradenn gant ar bagad, dre ma oa ur fest-deiz ganeomp da sul, devezh ar biniaouioù da sadorn, gouel bras ar binioù-bras (dre-vras!) e Kemper, fest deiz da sul, neuze, a oa plijus-tre. Pouloum, pouloum, ur sapre sizhunvezh (ha disoñjal a ran un dra pe zaou… ah ya! Labourat >_<).
Un diouer a amzer kentoc’h eget unan a c’hoant pe a draoù da lavar, neuze ! Met na rit ket biloù, mat eo bremañ ^^ Back to business babeh, yeah !
Evezhiadennoù : Leave a Comment »
Tagoù : blog, Roazhon, Skol-Veur, skrivañ, tud
Rannoù : Traoù all
Sonerezh ha testennoù
7 12 2010Gizioù a zo gant ar video-où sonerezh ivez. Gellout a rafed divinout peseurt doare sonerezh a zo gant un arzour dre sellet eus ar video ofisiel hepken (siwazh), met lod gizioù a zo dedennusoc’h. Set amañ daou am eus kavet nevez ‘zo, a gavan simpa a-walc’h (boñ, ar sonerezh… a blij pe ne ra ket, lakaomp ^^)…
An hini kentañ:
hag an eil:
N’eo ket diaes gwelet ar pezh a zo boutin d’an daou, ha ne vefen ket souezhet o teskiñ eo bet graet gant an hevelep tud ^^ Met dedennus o c’havan dre ar pouez a lakaont war ar gerioù, ar pozioù, ha dre-se, war ar ster, kentoc’h eget kinnig tud o tañsal hepken (ouais, super…) pe un istor bennak ne seblant liammet e doare ebet d’ar ganaouenn (ar pezh a c’hell bezañ dedennus ivez, met perak na ober just ur film, neuze ? oO). N’eo ket fall kennebeut evit ar re ne gomprenfent ket ar pezh a vez lavaret, hehehe.
N’ouzon ket m’ho peus bet gwelet lod all a-seurt-se ?
Evezhiadennoù : 7 Comments »
Tagoù : filmoù, lenn, skritur, sonerezh, video
Rannoù : Traoù all
Evezhiadennoù nevez