Skingomzet

12 12 2014

Sell ‘ta, ma ‘z oc’h skuizh ouzh ma lenn e c’hellit ma selaou bemañ o kontañ kaoz ha koñerioù gant Erell Beloni a France Bleu Breizh Izel. Un doare plijus eo da atersiñ an dud, e gwirionez, mont d’ober un dro ; aes e teu ar gaoz. Ha kaoz a zo eus ar blog, just a-walc’h, hag evit-se ‘michañs ez on distroet da skrivañ amañ. Salud deoc’h neuze ma ‘z oc’h deuet da welet goude bezañ ma c’hlevet, c’hac’ha!

N’on ket sur e vefe gwall zedennus, hañ, met n’hell ket bezañ gwasoc’h eget ma zammig buhez amañ, forzh penaos ! Klikidi-klikit amañ dindan :

RBO, radio ar vro...





Skingomz

23 04 2010

Ah, so much evit skrivañ hiroc’h diwezhatoc’h, erru on er gêr ha kouezhet evel ur vrikenn war ma gwele. Toutou. Dont a rae ar perc’henn da gemer ar feurm mintin mañ ouzhpenn-se, neuze e oa ret din sevel, tamm pe damm. E gwirionez eo deuet gant 3 eurvezh dale (ludu ?), gallet ‘m befe kousket pelloc’h neuze, met kalz traoù am eus da ober. Gant tout an afer se em eus dale war ma labour, em eus c’hwitet un arnodenn… Traoù a zo da aozañ evit en em dennañ, mailoù all da gas, pellgomz marteze, goullo eo an armel ivez, ret ‘vo mont da brenañ traoù. Beuh. Graet ‘vo, graet ‘vo. Etre daou on neuze, laouen da vezañ distro a-benn ar fin, ha na gaout da wiriañ ar c’heleier ha lec’hienn Ryanair bep eurvezh, met war an tu all eo ret din plantañ ‘barzh bremañ, un hir a sizhun e vo.

Un dra vat a zo bet gant tout ar beajoù-se, mont-dont da Roazhon ha Naoned: dizoloet am eus ar skingomz en-dro (a-drugarez d’am lenner mp3 a zo un tuner ennañ, dreist-holl ^^). Boñ, n’eo ket aes en tren evel-just, dre ma cheñch ar gwagennoù bep 10 kilometr (ha sirius on)…. N’eus nemet ar skingomzoù brasañ a c’heller selaou didroc’h pe dost ( ha c’hoazh, Inter pe Info a dremen mat, met evit selaou eus France Cul… Erf, aze emañ an abadennoù dedennusañ koulskoude !). Ha me da soñjal er skingomzioù brezhonek neuze, peogwir en deus divizet ma empenn liammañ pep-tra d’ar yezh (petra ‘n ‘efe Freud da lavar diwar-benn se, hañ ?). Boñ, pell ‘zo ez eus ur abadennoù e brezhoneg (ah, RBO radio ar vro, RBI radio an ti ^^), pell pell zo zoken. Deuet omp a-benn da gaout traoù a zoare, skingomzioù rannvroel e brezhoneg penn da benn (Kerne, Arvorig FM, Bro Wened, hag all…), peogwir int be fin: kentoc’h eget ober pep hini e damm afer en e gorn e rannont o abadennoù, dre ma skignont dre zepartamant tamm pe damm. Marc’hatmatoc’h evito, selaouet muioc’h an abadennoù, abadennoù an devezh-pad pe dost, brezhonegoù a bep rannyezh e pep lec’h, n’eus nemet perzhioù mat. Ya met… Eee, ah bah netra, n’eus met ebet. Evit ur wech e teu an dud a-benn da labourat asambles, digredus ! Ya, sur on eo evel pep lec’h hag e vez brezelig, met un disoc’h a zo d’an nebeutañ, ‘pezh n’eo ket fall dija !

Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post, o pezo komprenet. N’eo ket e kavfen displijus, hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ, pe dik-tik an douchennaoueg, diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro (un empenn paotr, neketa ^^). Anat neuze e vefe e-kerzh beajoù e selaoufen, p’am beus netra all da ober. Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ. Ne lavaran ket n’int ket mat, met ne zedennont ket ac’hanon. Ma vefe tabutoù dedennus, diwar benn ar gevredigezh a-vremañ, teknologiezh, an estrenvro, ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc’h (Me AbMyselfson, hañ, ma ali, netra all). Bed ar brezhoneg troet war-du e doull bepred ? (ha peseurt toull !) Marteze, met n’eo ket ur rebech da vat amañ, kit ‘ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù… Pe… Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg… C’hem…

War a seblant ez eus poan a-wechoù o kavout brezhonegerien zereat da ginnig an abadennoù, n’eo ket dav goulenn re marteze neuze… Ur wech bennak e vefe ret ober un abadenn e galleg gant ur galleg ken paour, ha gwelet ar morad lizhiri klemm oc’h erruout… *huanadenn* Bahbahbah, daoust d’ar medium bezañ kozh e chom buhezek, ha dont a raio brezhonegerien nevez ivez, da harpañ an nebeud re ne reont ket poan d’am skouarn. Ha gwir eo emañ pell galleg ar skingomz a vezañ disi, oc’hoc’ho, ya, pell-tre.

Perak en em gavan o klemm bewech ma komzan eus ar brezhoneg, rhooo ! N’on ket un tad kozh c’hoazh koulskoude. Er c’hontrol zoken, ne lavaran ket e oa mat pep-tra a-raok, er c’hontrol, soñjal a ra din e vo gwelloc’h en dazont. Met evit gwellaat e vo ret mat komz eus pezh n’a ket, hañ ?