Poultrenn a oa war ar werenn, poultrenn un amzer tremenet, poultrenn an amzer dremenet, poultrenn wenn an amzer gent.
Poultrenn a oa war ar paper, poultrenn un hunvre aet da gozh, poultrenn ar c’hoantoù disoñjet, poultrenn c’hris an amzer drist.
Poultrenn a oa war ar burev, poultrenn un awen aet da get, poultrenn ar raktresoù beuzet, poultrenn louet an amzer bet.
Poultrenn a oa war al levrioù, poultrenn ur spi kozh avat, poultrenn ar re ziwezhat, poultrenn velen an amzer hen.
***
Tremen a reas ur biz el ludu gris a oa chomet d’e c’hortoz, difiñv ha divarn ; yen evel houarn e oa koad ar burev-tad. Torr e oa ar gador, pa wigoure gant e bouez —kastizet gantañ koulskoude, a gorf evel a spered ; huanadiñ a reas ha sellet ur mare ouzh koroll greun an disoñjet e bannoù gouloù an heol o vont da guzh a skoe dre ar prenestr, ouesk ha laouen o fiñvoù e barr-avel e zic’hoanag.
Da belec’h e oa aet an amzer gollet ? Pegoulz e oa erru ken kozh ha penaos en doa lezet pep-tra da vont ? Ne oa respont ebet er boultrenn en em sile e roufennoù e vizied hag e zaouarn skuizh. Ne oa trouz ebet war-bouez talm gorrek e galon ken skuizh all. Perak e oa distroet aze, petra a glaske e gwirionez e roudoù an amzer gent, e promesaoù ha touadennoù a oa bet disoñjet, e roadennoù un dazont aet da netra ? Peseurt dazont a oa gant an hen ? Pehini gant an nen ?
***
Sevel a reas ha mont sa ar prenestr. Teñval e oa er-maez bremañ, hogen gwelet a rae c’hoazh, hag er pellder e spurmante kleuzeurigoù o fiñval didrouz. Ur grenadenn a voe gantañ. O gwelet en doa bet c’hoazh, pell a oa, gouleier an antronoz, gouleier er pelloù, ouzh e c’hervel. Pell, pell a oa n’en doa ket respontet d’ar galv, pell a oa ne oa ket en em gollet en o mesk. Re bell, re ziaes e oa bremañ, cheñchet e oa an traoù ! N’hallent ket bezañ evel a-raok. Marv e oa an tremenet, aet e oa kement-se da get ! Hag aze e oant koulskoude, deuet d’e gerc’hat ur wezh c’hoazh, d’e gas ganto e toull an noz, betek dorioù diniver an Uherell o yudal, kabestroù-amzer ar Wik o pediñ, betek rouedoù bed an Etre, kaset da grabanoù kriz an Dewiantard evitañ da destenniañ e vojenn e Levr an Dremmoù…
Distro e oa an Infernet d’e gaout, hag ur wezh ouzhpenn, ur wezh ziwezhañ e yafe ganto a galon vat.
Evezhiadennoù nevez