En tu all

9 12 2014

Ha te, en tu all d’ar mor,
Ez pleuñv, brug ha lanneg aour ;
Ha te, en tu all d’an nor
Didrouz, pinvidik ha paour,

Pinvik a gement zo bet,
Met paour pa n’out mui nemet
Adsked c’hoantoù disoñjet,
Damskleur ur bed aet da get

Tír na nÓg, ma yaouankiz,
Tir dir annev an amzer ;
Tir tredeog d’am frankiz,
Tir glann c’hoazh a zizesper

Tir tan, pa vezez garv,
Tour-tan, pa vezen kollet,
Dir ha tan, kadoù marv :
Mann ne van en ec’honded

Nemet koun, mojenn un hent,
Miled all er milendall,
Morgezeg hag erevent :
Rouaned kozh a wezhall ;

Un hent all dre an teñval
Davet al lann alaouret,
Dreist d’ar mor ha dreist d’ar Fall
Da heul hor c’hozh harozed ;

Piv a oa ouzh ma gervel ?
Ec’honder en ec’honded,
Ur c’hogito o sevel
Goulennoù heñvel bepred

Pe te en tu all d’ar mor,
Er bed all a fellfe din
Gwelet c’hoazh dre doull an nor ;
A-raok ma vo digor din ;
A-raok ma teuio ar fin





Hag adarre…

30 11 2014

Ur wezh ouzhpenn emañ aet an amzer e-biou, e-biou din ha da galz traoù. Traoù a zo cheñchet diaboe, ha traoù all a zo chomet digemm, met en ur gomz gant ur vignonez (emichañs?) bremaik em eus bet tro da brometiñ e skrivfen amañ en dro. Kaer ‘m eus lavar n’em eus ket amzer, n’eus abeg ebet e gwirionez da chom hep lakaat pemp munutenn a-gostez evit skrivañ un draig amañ bemdez evel a raen ur mare zo. Pe pell zo. Re bell zo. Ma ! Ur wezh ouzhpenn, plantomp e-barzh, deomp dezhi, bec’h dezhi, ha kement tro-lavar pe lavarenn a vefe.

Spi ‘m eus emañ mat ar bed hag an traoù ganeoc’h !





Poultrenn

18 01 2013

Poultrenn a oa war ar werenn, poultrenn un amzer tremenet, poultrenn an amzer dremenet, poultrenn wenn an amzer gent.

Poultrenn a oa war ar paper, poultrenn un hunvre aet da gozh, poultrenn ar c’hoantoù disoñjet, poultrenn c’hris an amzer drist.

Poultrenn a oa war ar burev, poultrenn un awen aet da get, poultrenn ar raktresoù beuzet, poultrenn louet an amzer bet.

Poultrenn a oa war al levrioù, poultrenn ur spi kozh avat, poultrenn ar re ziwezhat, poultrenn velen an amzer hen.

***

Tremen a reas ur biz el ludu gris a oa chomet d’e c’hortoz, difiñv ha divarn ; yen evel houarn e oa koad ar burev-tad. Torr e oa ar gador, pa wigoure gant e bouez —kastizet gantañ koulskoude, a gorf evel a spered ; huanadiñ a reas ha sellet ur mare ouzh koroll greun an disoñjet e bannoù gouloù an heol o vont da guzh a skoe dre ar prenestr, ouesk ha laouen o fiñvoù e barr-avel e zic’hoanag.

Da belec’h e oa aet an amzer gollet ? Pegoulz e oa erru ken kozh ha penaos en doa lezet pep-tra da vont ? Ne oa respont ebet er boultrenn en em sile e roufennoù e vizied hag e zaouarn skuizh. Ne oa trouz ebet war-bouez talm gorrek e galon ken skuizh all. Perak e oa distroet aze, petra a glaske e gwirionez e roudoù an amzer gent, e promesaoù ha touadennoù a oa bet disoñjet, e roadennoù un dazont aet da netra ? Peseurt dazont a oa gant an hen ? Pehini gant an nen ?

***

Sevel a reas ha mont sa ar prenestr. Teñval e oa er-maez bremañ, hogen gwelet a rae c’hoazh, hag er pellder e spurmante kleuzeurigoù o fiñval didrouz. Ur grenadenn a voe gantañ. O gwelet en doa bet c’hoazh, pell a oa, gouleier an antronoz, gouleier er pelloù, ouzh e c’hervel. Pell, pell a oa n’en doa ket respontet d’ar galv, pell a oa ne oa ket en em gollet en o mesk. Re bell, re ziaes e oa bremañ, cheñchet e oa an traoù ! N’hallent ket bezañ evel a-raok. Marv e oa an tremenet, aet e oa kement-se da get ! Hag aze e oant koulskoude, deuet d’e gerc’hat ur wezh c’hoazh, d’e gas ganto e toull an noz, betek dorioù diniver an Uherell o yudal, kabestroù-amzer ar Wik o pediñ, betek rouedoù bed an Etrekaset da grabanoù kriz an Dewiantard evitañ da destenniañ e vojenn e Levr an Dremmoù…

Distro e oa an Infernet d’e gaout, hag ur wezh ouzhpenn, ur wezh ziwezhañ e yafe ganto a galon vat.

Rakouned + lsd





Knock knock

24 10 2011

–Piv eo?

–Distro

–Distro piv?

–Distro on war ar blog-mañ.

Ya, gouzout a ran, pell ‘zo n’on ket deuet amañ da skrivañ, ha ma c’hredit pe get, met diouer a rit din, tudoù. Kement a draoù a zo c’hoarvezet em tammig buhez abaoe miz Ebrel ! Ma, krogomp ganti adarre, neuze, ma fell deoc’h.

Ha ma ne fell ket deoc’h ivez, e gwirionez, haha !