Time flies

19 12 2014

Opala, ya, e-biou e ya an amzer ken e ya. Spi ‘m eus emañ prest pep-tra ganeoc’h evit an Nedeleg hag emañ don ho loeroù war gostez ar siminal (ma ‘z eus unan ganeoc’h), kinklet ar saprenn, savet roll ar meuzioù evit ar fiskoanioù, hag all, hag all… Daoust ha fur oc’h bet? Kollet 5 kilo ganeoc’h d’o adtapout kerkent ha deuet mare ar friko ?

A-feur ma tremen ar bloavezhioù e cheñch ivez an doare ma weler Nedeleg… Soñj hoc’h eus eus ho pugaleaj ? Bezañ bugel… Pa vezed o c’hortoz, digousk, ma teufe ar mintin, pa greded c’hoazh e oa eus an Tad-Nedeleg (sapre kevalaour brein a zegas profoù bravoc’h d’ar vugale binvidikañ ! 😉 ), pa oa kement a stered en ho taoulagad hag a fulennoù en asked ar bouloù hag ar garlantez war ar wezenn en ur zizoloiñ ar pakadoù paket aketus, ur seizenn warno marteze, paper liesliv sur ‘walc’h, hag hunvreoù enno. Ne rae forzh na pegen brav e vefent, e gwirionez (daoust ma veze seul welloc’h ma veze bras ar voest !), diroget e vefe ar paper krenn-ha-krak, ha goloet leur ar sal a-raok pell tra ma veze c’hoarzhadeg.

Tri a vugale e oamp er gêr, ha ret e veze gortoz ma vefemp holl savet kent lammat ha tagañ ar paper gant daouarnoù leun a spi hag a c’hoant. Ma, ne oa ket gwall hir da c’hortoz peurliesañ, piv a chom kousket mintin an Nedeleg ? Soñj am eus koulskoude bezañ bet da skeiñ (pe da c’hoari an taboulin e gwirionez, ACDC-style) war zor ma breur, pounner e gousk a-wezhioù, bloavezhioù ‘zo !

Ha bremañ neuze emañ disheñvel an traoù. Plijusoc’h eo din emichañs prientiñ fiskoan (hag e zebriñ, evel-just), tremen amzer ouzh taol, marvailhat ha c’hoarzhin -‘tis the season to be jolly- eget goulenn traoù. Sevel e-kreiz an noz da lakaat pakadoù dindan ar wezenn ivez, pep hini d’e dro sur a-walc’h ! Met n’eo ket evit ar profoù ken, e gwirionez. Un digarez d’ober unan, marteze, met n’eo ket kalon an afer, evel ma c’helle bezañ em spered bugel (nag emgar, haha !). Gouel ar vugale eo Nedeleg a-raok kement tra all, emichañs, hag anat neuze e cheñch an traoù ken-ha-ken pa ne vez bugel ebet ken er gêr, met feizh! kinklet e vo an ti memestra, ha sonn emañ ar wezenn e korn an diri ! Hengoun… Gouel ar familh e teu da vezañ, el ledanañ stêr. Darn vuiañ an dud a vez er gêr evit an Nedeleg, pa vezont gant mignoned evit ar bloaz nevez a-wechoù kentoc’h…

Spi ‘m eus neuze ez oc’h laouen holl, forzh pe dra a rafec’h evit ho Nedeleg-c’hwi. Gant ar vakañsoù o tostaat em bo muioc’h a amzer da skrivañ, sur mat, pa ‘z on bet o redek a-hed ar sizhun-mañ (teuzet eo plastik ma c’hartenn-vank, ‘m eus aon, pe war nes en ober emañ 😥 ), hag e vin tapet c’hoazh en dibenn-sizhun.

Ah, sell ‘ta, keit ha m’emaon gant Nedeleg, n’ouzen ket e oa Kenavo bloaz kozh milliget, falalalala… (pe “Deck the hall with boughs of holly…” e saozneg) ur ganouenn a Gembre e gwirionez, “Nos Galan” (Noz Galanna, pe’a !). Setu un doare amañ, daoust ma ne vefe ket ultra-entanus, hehe :





Amzer da goll

8 11 2011

Lezennoù, reolennoù strizh ;
Bevennoù war an hentoù-tizh ;
Tabutal gant ar sod, ar brizh ;
N’am eus ket amzer da goll

Plegañ gant an taolioù morzol ;
Ober van ‘vit plijout d’an holl ;
N’am eus ket me amzer da goll
Evit ho konerioù

Paotred o c’hoari brezelig ;
Gastaouerien ar Republik ;
’Fell ket dit lipat ar billig ?
N’am eus ket amzer da goll

C’hwi ar re a soñj gant ho c’halc’h ;
‘Re fell ket de’o ‘vefemp dizalc’h ;
Me am eus bet ouzhpenn ma gwalc’h
Eus holl ho konerioù

Kit da sutal, ne ran ket van
Eus ar pezh a soñjit, tudoù
Kit da sutal ; ‘keit ma kanan
E choman en ma hunvreoù,
En ur bed dieub a goneri,
Ur vro gaer n’eus ket diouti

En ur bed dieub a goneri
Soudard ebet, ur bed e peoc’h
Hep archer hag hep prefeti
Un hunvre pa lavaran deoc’h
En ur bed dieub a goneri,
Ur vro gaer n’eus ket diouti

.

Ur ganaouenn evit ar strollad a ganan ennañ, farsus eo kas an holl da sutal ur wezh ar mare, haha ! Eil derez, evel-just, hañ, n’it ket da vezañ feuket 😉





Violoniste

27 10 2011

Il est des instruments qui donnent des frissons,
Qui sont comme vivants, qui offrent de leur son
Le plus humbles des dons, le plus riche pourtant
Oh ! Sonne, violon, étreins-moi, prends ton temps

Il n’y a, il paraît, que volupté et style
Qui, bien que désuets, soient richesses fertiles ;
Les mots sont bien futiles, ils ne sont que l’ivraie,
Les regards inutiles, car ce n’est, à dire vrai,

Qu’au son du violon, violence des sens,
Où virevoltent à foison, valse des indécences,
Votre magnificence, tel un vif apollon,
Que se trouve l’essence, la consécration

.

(evit ur vignonez, sonerez violin, hag o treveziñ —fall :p— doare V. Hugo)





Awwwwwwwwww yeah!

28 02 2011

Yessssssss, kentañ ! Haha, lavaret ‘m ‘oa deoc’h ! Pebezh stress spontus pa erruer d’an 3 anv diwezhañ… ha d’an 2 ziwezhañ ! (dreist-holl pa grog “Cap Caval” gant an hevelep son ha “Kemper”, brrrr) Daoust ma n’eo ket gwall jentil eo diaes mirout a huchal gant al levenez pa vez embannet an eil… Ha n’eo ket c’hwi !

Reizhoc’h e vefe, en ur mod, kregiñ gant an hini kentañ, ha mont tamm ha tamm betek an hini diwezhañ. Boñ, ne vefe ket kement a suspense, met stlakañ a rafe an dud o daouarn evit gwir, gant levenez evit ar stollad embannet, ha ket peogwir  e soñjont “ouf, n’eo ket me !”. War an tu all, evel-just, ne vefe klevet netra peogwir e vefe ar re gentañ oc’h huchal ha lammat e pep-lec’h xD

Haha, n’eo “nemet” ur genstrivadeg, met vat a ra 😀

D’an Oriant bremañ, da gaout un ugentvet titl a gampion Breizh (d.l.e. kampion ar bed, hehehe), youc’hoù !





Sonerezh ha testennoù

7 12 2010

Gizioù a zo gant ar video-où sonerezh ivez. Gellout a rafed divinout peseurt doare sonerezh a zo gant un arzour dre sellet eus ar video ofisiel hepken  (siwazh), met lod gizioù a zo dedennusoc’h. Set amañ daou am eus kavet nevez ‘zo, a gavan simpa a-walc’h (boñ, ar sonerezh… a blij pe ne ra ket, lakaomp ^^)…

An hini kentañ:

hag an eil:

N’eo ket diaes gwelet ar pezh a zo boutin d’an daou, ha ne vefen ket souezhet o teskiñ eo bet graet gant an hevelep tud ^^ Met dedennus o c’havan dre ar pouez a lakaont war ar gerioù, ar pozioù, ha dre-se, war ar ster, kentoc’h eget kinnig tud o tañsal hepken (ouais, super…) pe un istor bennak ne seblant liammet e doare ebet d’ar ganaouenn (ar pezh a c’hell bezañ dedennus ivez, met perak na ober just ur film, neuze ? oO). N’eo ket fall kennebeut evit ar re ne gomprenfent ket ar pezh a vez lavaret, hehehe.

N’ouzon ket m’ho peus bet gwelet lod all a-seurt-se ?





Iskis

15 11 2010

Ma empenn = flastrenn ^^ Plijout a ra an doare video-où-se din, doare samploù eus ur film, pe ur brezegenn, traoù a-seurt-se. Evit ober goap e vez peurliesañ (gwelet afer ‘meuporg‘ da skouer), met a-wechoù a e c’hell bezañ dispar a-walc’h, evel the symphony of science, am boa komzet diwar e benn dija, un nebeud mizvezhioù ‘zo…

Evel-just n’eo ket dres ar memestra, en eil video amañ e vez implijet poelladoù doare ‘autotune‘ da cheñch ar mouezioù, ha da reiñ un ‘ton’ da frazennoù lavaret plaen, pe dost. Brudet gant kanerien R&B, dreist-holl, a zistum o mouezhioù betek re bremañ, ne oa er penn-kentañ nemet ur benveg da ‘reizhañ’ an notennoù ‘faos’, betek ma vefe dizoloet dre zegouezh e c’helle degas efedoù dedennus (a blij pe ne blijont ket, un afer all eo). Bremañ e kaver ur bern tud o c’hoari ^^





C’hoari gant ar sonioù ? Me ?

13 10 2010

Kamm-digamm e ya ar c’hamm gant e samm;
Gant ar mavigamm, poan d’an dister bramm.
Mamm ganti dinamm he zamm sae ruz flamm;
D’ar pevarlamm e telamm, e vazh kamm
O ruzañ, kozh tra, a rankfed berzañ
Bezañ m’he laka da gouezhañ ! “Sell ‘ta !
Aneval amparfall !” Daoust ma n’eo dall,
Gant ar mall, ‘vel gwezhall, e teu ar gwall !
Diwall, an taol all, ken ma vezo fall
An disoc’h. Ha gwasoc’h c’hoazh eo dasoc’h
Loc’h diroc’h, sav kloc’h ar c’hozh hoc’h kalloc’h
P’en em gav-hi, graet patati ganti,
War beg he fri, ha noazh hec’h izili !





Kergaouenn

25 09 2010

Ya, evel m’m eus dale war bep tra emaon o paouez dizoloiñ Owl City. Biskoazh n’am boa klevet anezho a-raok, daoust ma vefe tremenet KALZ war ar skingomz hervez ma c’hoar (Fireflies, anyone?), ha souezhet on bet. Plijout a ra kalz din, daoust ma vefe ar memestra bepred marteze, un tammig.

C’hoarvezet a zo un dra na c’hoarvez ket din alies, en em gavet on e kanaouennoù zo. Un tammig evel gant Hugo, marteze. N’ouzon ket ma zo ul liamm etre ar mare m’en lennan en-dro ha m’en em zizoloan e barzhoniezh lod all, iskisat tra, hogen vat a ra ivez gellout lakaat gerioù war santadoù zo, daoust ma fellfe din lakaat ma re.

Vanilla Twilight. Ma n’eus nemet unan. Pep ger pe dost a c’hellfe bezañ distaget ganin, a-greiz kalon. Tidal Wave n’emañ ket pell kennebeut, war-bouez ar fin sur a-walc’h.

Plijout a ra kalz Fireflies din, n’eo ket an hini vrudetañ evit netra, daoust d’am c’hoar klemm e vefe bet klevet re alies, Dear Vienna a zo brav-tre, Hello Seattle a zo plijus. Lod all a zo farsus, mar taolit pled d’ar c’homzoù, Dental Care da skouer, a zo leun a c’hoarioù-gerioù, Rugs From Me To You a laka ac’hanon da c’hoarzhin ivez, dre ma vez kaoz a goll blev ^^’

If My Heart Was a House am befe karet lavar dit ivez.





Ararioù, na !

19 07 2010

Daoust ma zo bet kaoz kalz eus ar glav er c’hazetennoù (evel just e oa evit ar sonadeg vras da yaou…) eo eus an heol em bo soñj ar muiañ d’am soñj, an heol hag an douar sec’h, rak goude bouilhenn ha fank ar yaou da noz hag ar miliadoù a dud o tec’hout kuit daoust da Vuse ez eus bet heol o skediñ e varroù devus e-kerzh an darn vrasañ eus an tri devezh all, hag eo troet ar fank da zouar dic’heotet. Ha gant kement-se eo deuet ar c’hann evit al lec’higoù disheol, dreist-holl pa veze digoret an norioù da vare ar zenit, tamm pe damm ! Daoust da se e oa plijus ivez gourvez war ar geot a chome eus tu al leurenn vihanañ, na oa bet digoret nemet da wener, e lec’h ma chome geot neuze dre ma ne oa ket bet peurflastret gant miliadoù a dreid pa oa dourek al leur.

An heol da vintin ivez, pa vezer o kampiñ, ha pa dro an deltenn da forn-dre-heol, pe da gokell kentoc’h marteze, ha c’hwi en ho sac’h-kousket berv en abeg d’an noz bezañ yen ! Arf ! Morse ne vezer laouen, gouzout a ran, met aesoc’h e vefe ivez ma vefe koumoul ha ket glav, peadra da dalañ eus bannoù hor steredenn ha da zerc’hel un tammig tommder. Re nebeut a goumoul e Karaez, piv en defe kredet ? (goude 3 bloavezh du-hont, ket me :p)

Evel a lavaren an deiz all, ne oan biskoazh bet d’an Erer Kozh, ha bremañ emaon o c’hortoz gouzout ar pezh a vo eno ar bloa a zeu ^^ Plijus eo bet neuze, daoust din bezañ ruz-tan bremañ. Dispar e oa an aergelc’h, hag ar sonadegoù evel-just, Muse, Mika, Indochine, Airbourne, M, Phoenix, Tagada Jones, Souchon, Pony Pony Run Run, d’am soñj eo ar re o deus plijet din ar muiañ, met plijus-tre e oa selaou eus traoù dianv din penn da benn ivez, ha doareoù sonerezh na selaouan ket kalz pe tamm bebet zoken, evel über-metal Gojira pe eletro-tek Vitalik hag Étienne de Crécy. Kompren a ran gwelloc’h ar re a ya d’ar rave-parties, pa vez ar sonioù bout o lakaat o korf a-bezh da grenañ e c’hell bezañ plijus-tre en em lezel da vont gant ar sonerezh (pe marteze e oa re skuizh evit soñjal 😉 ); n’eo ket an doare sonerezh a selaoufen evit ar blijadur met ret mat din anzav eo plijus e-giz se, gant ur bern tud, kreñv-tre ^^

Plijus e oa kaout traoù da ober war-bouez ar sonerezh ivez, hag dreist e oa lod eus an abadennoù c’hoariva a oa el lodenn ‘arz bev’, se hag ar c’hourenerien o zogoù schtroumpf (da welet am eus buan ha buan  o c’houreniñ, Hoel, met n’on ket deuet a benn d’az adkavout da c’houde >.<, war ar skrammoù bras e Kerouac ha Glenmor out tremenet memestra 😉 ) kement hag an dud dic’hizet a bep seurt (ar far west e oa an tem ar bloaz-mañ), ar boued a-bep seurt, an air-guitar, aer binioù, chaseal ar gwerennoù da zastum, sellet eus ar merc’hed, kejañ gant tud, pakañ baneoù, lipat ur skornenn… Hag ur wech echu ar gouel e oa gouel c’hoazh er c’hampeñj (niverenn 5, yoooooouuc’hooooù), gant kanaouennoù gros a-hed an noz gant bandennad an teltennoù e kichen… Gwazh a se evito, flutoù a oa ganeomp, ehehe ! Met klevet o c’hoar vihan o klevet hag oc’h adkanañ traoù savet tro-dro da ‘sodomiser’, ‘gaule’ ha ‘toucher rectal’ a c’hell bezañ souezhus ! Alala, pegen fin an dud, neketa ? Ret eo lavar ivez e oa ur butuner diwar zek marteze gant butun hepken en e sigaretenn, ha ne veze ket kuzhet o barennoù shit gant an dud, o ruilhañ ur mezhevenn e kreiz ar prad, e kreiz an engroez (hag an hen-gwrez), ur c’hwezh all neuze da dalañ ouzh hini an dud chomet war-sav un tammig re bell, hini ar privezioù sec’h divrenn-koad, ar bier o vreinañ el leur. Dre chañs e oa hini c’hwek ar boued ivez, daoust d’ar raclette ha tartiflette !

All in all, ur plijusat 4 devezh, ha mall ‘zo warnon gouzout piv a zeuio da lidañ ugentvet bloavezh ar gouel !





Aet on !

25 06 2010

Tamm pe damm ^^ Prientet ar peadra, dilhad, benveg, peadra da lidañ an deiz-ha-bloaz, hehe ^^ Ur c’hard ac’hanon a zo Elzasad, neuze (un hanter bigoud’ hag un c’hard treger, ‘mod all ^^), ha gant plijadur ez an du-hont, da evañ bier ha gwin gwenn ha da zebriñ kaol-go (mmmh, ket gant an amzer-se, marteze) ha bretzeloù. An t-shirt a gomzen diwar e benn an deiz all a gasin ganin, evel-just ^^

Unan eus perzhioù mat seniñ en ur bagad eo, beajiñ, mont ha dont e pevar korn ar bed (a zo ur voul, ya, gouzout a ran ^^). Ar wech-mañ n’eo nmet evit un nebeud eurvezhioù, siwazh, dre ma’z omp kuit fenoz evit distreiñ disul nozn (un 12 eurvezh hent bennak gant ar c’harr-boutin…), ne vimp du-hont nemet un devezh neuze, ar 26, hehehe ^^ Seniñ a reomp da noz, klasket vo chom divezv memestra (ya, ur bagad eo met sirius omp war traoù ‘giz se memestra, enor ar strollad a zo da zerc’hel digatar). Mont da vro Spagn, Alamagn, bro Skos, Sina, Senegal hag all n’eo ket fall ^^ Ha mont da seniñ er Stade de France, er Zenith pe en Olympia n’eo ket fall kennebeut, dreist-holl pa ne baeit ket an disterañ gwenneg toull ^^

Ur mare diaes a-walc’h eo evit strolladoù sonerezh, pa ne vez ket arc’hant gant ar gouelioù d’hol lakaat da zont bepred (beñ, e penn pellañ Breizh emaomp memestra, n’eo ket an tostañ eus Nice pe Vienna ^^). Dre chañs eo Bagad Kemper unan eus ar re vrudetañ (goude Lann-Bihoue ^^), ha digredus eo an niver a sonadegoù a vezo graet en daou viz-mañ (unan bep sizhun pe dost ^^). Marteze ho po tro da zont da selaou, ma’z oc’h dedennet gant seurt traoù ^^ Souezhus eo gwelet pegen plijet e vez an dud en estrenvro, gwir eo ez eus ur galloud gant seurt sonerezh, hag eo kreñv ha nerzhus ar binvioù, met e Spagn da skouer e oa ur bern o tañsal (evel a felle dezho, hañ, ket al laridenn ^^), o stlakañ o daouarn hag oc’h heuliañ ac’hanomp, ur blijadur 🙂





Plop, plop, plop…

22 06 2010

Ne vin ket aze an dibenn-sizhun-mañ, mont a rin d’ober un dro d’ar vro orin d’ur c’hard diouzhin; Elsaz. Ur mareig zo n’em eus ket sonet gant ar bagad, ha war a seblant eo mont da gostez Strasbourg un doare mat da adkregiñ ganti. D’am soñj e vo euzhus a-walc’h evit ma faour-kaezh skevent bihan n’en deus ket pleustret abaoe pell, met plijus e vo gwelet anezho en dro, ha bezañ gant ar bagad e bro ar bier… Ah bah ne vo ket nemet ar skevent en o kudennù, me ‘anavez un avu ne vo ket laouen kennebeut 😀 Hag ar gwashañ ? Pe ar gwellañ e gwirionez: ma deiz a bloaz a vo pa vin du-hont, hahahaha ! Evel-se em bo un digarez evit bezañ mezv-poch, ouzhpenn-se, da zisoñjal ar gozhni ha ma melloù poanius ^^ (“gwelet a reoc’h pe voc’h ma oad”, emezañ en ur hejañ e vazh-kamm)

N’am eus ket kalz amzer fenoz kennebeut, ha ret e vo din sevel abred warc’hoazh (!) ha goude-warc’hoazh (!!), pleustriñ kalzig ha prientiñ pennadoù evit ar mare ma ne vin ket aze, peadra a vo d’am derc’hel dihun daoust d’an diouer a gousk (boñ, boñ, kousket am eus, prometiñ a ran ^^). Diriaou e rin harz-labour vakañsoù, da lavaret e e vin o labourat, tamm pe damm :p

Ur sapre hañv e vo ebit ar bagad e gwirionez, hag hiroc’h a skrivin diwar-benn radio-bagad er mizioù da zont.





D-7

21 05 2010

Divinit ar pezh a zo er forn ? 😀 Ohoho, diouer a raio din pa guitain an ti-mañ ! Tartezenn avaloù an taol-mañ, ret mat eo cheñch, ha cheesecake+gwastell chokolad (unan doubl, gant ganach hag ur glerenn (mmh, n’ouzon ket re ma vez implijet ar ger-mañ evit ar boued ?)) hor boa bet an deiz all dija 🙂

Emaon o vont da Gorkig evit an dibenn sizhun, neuze, ha prientiñ un nebeud notennoù en a-raok, da vezañ sur ne glaskin ket skrivañ un dra bennak ur wech mezv-poch (ar pezh ne c’hoarvezo ket, evel just :p ) diwar ur siber-kafe bennak  ! War a seblant n’eus ket kalz a dra da welet er gêr (war bouez ar Skol-Veur xD ) neuze e vo ret mat kavout un dra bennak da ober. Gouzout a rit pet pub a zo e Korkig ? N’on ket sur e vo amzer a-walc’h ganeomp d’o gweladenniñ holl ! Ret ‘vo distreiñ un deiz all neuze. N’ouzon ket ma vezo skignet ar fest-noz a-benn ar fin, it d’ober un droig war lec’hienn an Tour-tan warc’hoazh da noz ! N’eus ket ur ger brezhoneg ennañ, gant ar vezh (pe kuzhet mat e vefe ? Ur vezh kement-all)… Servijer an diaspora, ma revr. Ma, fachañ ne servij da netra.

Krog on da renkañ ar bordel a zo ‘barzh ma c’hambr un tammig, da brientiñ ar sac’hadiñ, pe ar malizenniñ; emaon e soñj implij an 30kg aotreet betek an disterañ gramm ! Al levrioù eo ar gudenn dreist-holl, peogwir e oant bet kaset din gant ur c’harr ha peogwir em eus prenet un 30 pe 40 bennak dibaoe >.< Pevar a chom war ma zaol-noz e gwirionez, hanter lennet peurliesañ (n’ouzon ket re perak e lennan meur a hini war an dro, na c’houlennit ket !). Ne vo ket an dilhad ar gudenn, se a ouzan dija 😀

E gwirionez eo ar fest-noz un doare da brientiñ ma distro, hehe, un tammig a Vreizh em Iwerzhon, ha sonerezh da ziverglañ ma bizied a-benn seniñ gant ar bagad, dispar ^^





Pouit pouit

20 05 2010

Oh, seizh eurvezh o seniñ hag o kanañ, ket fall, ket fall ! D’am soñj e vo plijadur disadorn e Korkig. Pleustret hon eus war gwerzioù zoken, gant fleütoù hag ur mandolin ouzhpenn d’ar c’han ^^ Ma vez ur mare siouloc’h e vo tu deomp seniñ merteze neuze ! Ah, sonerezh Breizh, traoù brav a zo memestra, brav ha trist bepred pe dost. Ha n’ouzomp ket e gwirioez peseurt tonioù a veze sonet gwezhall, rak tamm ha tamm eo bet trevadennet an dachenn-se gant ar c’han ha diskan. Hiziv an deiz ne vez sonet hogos nemet tonioù deuet diwar ar c’han, padal hon eus bet un hengoun sonerezh distag (tonioù bale, sonioù, hag all). Ma, evit kanañ e oan aet da gentañ-penn, an tonioù kollet ne vint ket adkavet, ha deomp da grouiñ lod nevez (graet ‘vez, graet ‘vez ^^)

Petra nevez ‘mod all ? ket kalz a dra. Ma lakaat a raio an amzer da dreiñ da sot. Tomm-gor eo bet ha-hed an devezh, met ken an doare gwrez touforek a vez pa vez arnev da zont. Tomm e oa peogwir e oa an heol o skediñ, ha o parañ war an dud a dro ruz buan-buan ! Ha bremañ e ra glav. Pe ur barrad glav a zo bet, kentoc’h… Dres d’ar mare ma oan o tistreiñ evel just, ne vefe ket farsus ‘mod all. Soñjal a rae din e vefe brav an amzer bremañ, ha prennet ur chupenn skañv ganin zoken. Ma lagad !

Berr-berr eo ma amzer aze, un dra hepken da echuiñ neuze : ken warc’hoazh (ahaha !)





Henoazh e vo sonerezh gant ar paotr kozh (da lavar e Gwenedeg, ‘vel just)

14 05 2010

Oooh yeah, bez zo tonioù ‘giz-se… Daoust ha gellout a rit chom difiñv en ur selaou kement-mañ ? Me a vez o fistoulat war al lusk… \o\ \o/ /o/ N’ouzon ket re perak em laka da soñjal e sonerezh Jouin, a zo un Elvis kentoc’h ^^, met pa selaouan ouzh ar fistouler daonet all se e soñjan n’eo ket cheñchet kalz traoù ‘zo, siwazh; sellit ‘ta :

Erru on skuizh

Klevet ‘m eus ur c’hwezh divoutin
C’hwezh ar c’hozh ‘pep-lec’h en-dro din
Mirdioù, dastumerien
Gizioù kozh, boazioù hengounel
Dilhadoù, tiez, ha me-oar’
‘M eus ket c’hoant ‘vevañ ‘giz gwezhall

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Alies ‘m ‘ez c’hoant plantañ reuz
Pa welan traoù o vont a-dreuz
Sach-blev a-barzh ar vro gozh
Dianav da feiz hon tadoù-kozh
N’eus ket tu, biskoazh kement-all
Da soñjal hiziv ‘giz gwezhall

En hor bro gozh, h.a.

Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e
Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e

Erru on skuizh, h.a

Ken ‘met ur yezh, doareoù skrivañ
Ra ma vevo c’hoazh ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur bobl gouest da zivroañ
Ra ma vezo bev ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur vro o rannvroelañ
Ra ma ‘vo tud dieub ‘benn ‘arc’hoazh

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

(ad lib)

G.L. Jouin, Breizh Connection’s, 1998

Dre vurzud an ‘net e c’hellit sealou outi amañ, daoust ma vefe renket gant ar varietoch gall ^^ Ar bladenn a-bezh a dalvez ar boan, ‘forzh penaos (aha, pa soñjan hon oa studiet O Cheyeye er skolaj xD ). Ha N’on ket ‘ganet ‘ba Memphis dreist-holl, evel-just ^^

Met dedennus e kavan ar ganouenn-se (Erru on skuizh, hañ, heuliit mar plij ganeoc’h), peogwir eo bet skrivet 12 vloaz ‘zo bremañ, ha gwir-tre eo c’hoazh koulskoude. Breizh evel un douar kozh, bro gozh ma zadoù, hengounioù ha folkloraj… Mmmh… N’eo ket fall an hengounioù drezho o-unan, mat eo, er c’hontrol, kaout un diazez, spered hag istor. Un den hep istor n’eo ket kalz a -dra (C’hoazh. Keit ‘ma n’en do ket krouet un amzer-drement nevez), ha karantez-bro ne zeu nemet diwar an istor-se, petra ‘mod all ? Hep ar pezh o peus bevet pe ar pezh a ouzit diwar-benn ul lec’h ez int holl heñvel ivez. Hogen, chom gennet en amzer-drement n’eo ket un dra vat (emezañ…), a fed istor, kevredigezh, hag a fed yezh kement-all.
Cheñch a ra an traoù, cheñch pe gemmañ, pe c’hoazh, mar fell deoc’h bezañ resis, cheñchet ha kemmet e vezont. Ha ne blij ket da lod, ne blij ket dezho e vefe disheñvel ar yezh diouzh hini hanter-kant vloaz ‘zo. Ha koulskoude ne gomzont ket galleg mod ‘kozh, war a seblant n’eo mat seurt traoù nemet evit ar brezhoneg. C’hoarzhadeg a vefe ma vije unan o komz saozneg evel e penn-kentañ ar c’hantved, ha kement a saoznegoù a vez anavezet m’eo ur farsadenn pevar pe pemp rannyezh ar brezhoneg. Un nebeud tud a gompren koulskoude eo ret mont war-raok, hag e vez kemmet ar yezh bepred. Anzav a ran e kavan traoù ‘zo torr revr gant brezhoneg ar re yaouank, ha spontet on o welet ar c’hemmadurioù dre vlotaat oc’h aloubiñ tachenn ar re all (kentañ ha brasañ fan ar c’hemmadurioù dre galetaat on ^^), ha traoù all e-giz-se, met asantiñ a ran e cheñfe an traoù. E saozneg e vez gwelet penaos e c’hell un aroagenn cheñch ster penn-da-benn a-hed ar bloavezhioù, ha cheñch a ra sterioù ar gerioù en holl yezhoù, brezhoneg hag all. Ne gomprenan ket ar re a fellfe dezho komz brezhoneg ar c’hatolikon.

Ha souezhet e vezan o welet ez eus kement a dud oc’h ober kan-ha-diskan ha sonerezh hengounel, kement a dud dedennet, hag a chom gant doareoù kozh hepken, aon ganto cheñch an disterañ tra. Dre chañs eo aet an traoù war-raok e bed ar bagadoù (selaouit eus bagad Brieg, da skouer ^^). Gellout a reer chom hengounel, bezañ diskennad eus an hengoun, hep derc’hel dezhañ evel un teñzor sakr ha glann. Ret eo c’hoari gant an hengoun, gant ar sonerezh ha gant ar yezh. Un anv a zo evit ar yezhoù na gemmont ket : marv.

Ah, ur mare all e oa Jouin, hag ezhomm on efe eus tud da blantañ reuz un tammig. Ni hon eus Iwan B. lolroflcopter Nann, arabat din ober goap, setu unan eus ar re nemeto a glask ober traoù all gant ar yezh, ha gwell a-se. Laouen on ivez o klevet ar pezh a ra Nowenn Korbell (gwelit blog Stefan evit e ali), hag all. Spi am eus e vo kollet ar skeudenn gozh-se (a zo ur c’hozh skeudenn, ivez) gant Breizh hag ar brezhoneg, unan eus ar re ziwezhañ o tougen he c’hoef bigouden e oa ma mamm-guñv, ha marvet eo pell ‘zo; poent eo mont war-raok.

p.s:

……ROFL:ROFL:LOL:ROFL:ROFL…….
…………….______|______…………….
..L ………./………………. \………….
LOL===……………….. [].\…………
..L…….. \________________\………..
……………………..|… |……………….
…………………————-/……………





Bitter Sweet Symphony

3 05 2010

C’hoarvezout a ra, ur wech ar mare. 
Ur wech ar mare ez eus ur ganaouenn a zo dres ar pezh emaoc’h o santout, a ya mat gant ar mare hag an trivliadoù. Bittersweet, ar ger zoken ha zo rust ha dous war an dro. Ar gerioù brezhoneg, ardrenk, sildrenk, n’int ket ken ‘kentonet’ gant an talvoud, ‘m eus aon. Gerioù zo a zo bravoc’h e yezhoù zo, n’eo ket souezh e vefe ijinet kreolegoù nevez.

Vat a ra a-wechoù beuziñ en ur morad sonerezh. Plijout a ra ar sonerezh klasel din evit se, meskaj ar mouezhioù, al linennoù, betek kaout ur son a vezo ouzh o kronañ, ma vez klevet pep benveg hep klevet hini ebet ken, mar gwelit ar pezh a fell din lavar. Ar sonerezh klasel skrivet ha sonet mat ho laka da zisoñjal peseurt binviji a zo o seniñ, ne glevit hini ebet ez-resis ha kouslkoude e vefe trawalc’h tennañ unan evit cheñch pep-tra.

Ha pa vez ar gwagennoù se o tarlipat ma zaboulinoù… Ur skouarnig e pep skouarn (pe ur selaouell, a lavarfen, met ur skouarnig barzh ar skouarn, petra iskisoc’h ? ^^), serriñ e zaoulagad, ha klask tizhout ar mare-se ma vezer hogos o venel kousket, pe ma vezer morgousket hepken ha ma paouezer da deurel pled d’ar pezh a soñjer. D’ar mare-se e vezan lonket gant ar sonerezh, ne soñjan mui e netra hag e vezan e peoc’h. Ar pezh ‘zo eo ret dibab ur ganaouenn hir a-walc’h ^^

Kemeret am eus ar boaz da venel kousket gant sonerezh (d’am soñj em eus bet torret un toullad selaouelloù en ur gousket warno…), daoust ma talc’hfe dihun kentoc’h, evit klask chom hep soñjal. Mod all em bez poan o kousket, dre forzh soñjal just a-walc’h. Plijout a ra an noz din, hep gouzout perak re vat, an didrouz, an aergelc’h, ha ma krogan da soñjal ne gouskin ket. Poan am bez o sevel da vintin goude forzh pe gementad a gousk, pe div pe zek eurvezh e vefe, neuze ne cheñch ket kalz a dra ^^ Tra ma troan ha ma tistroan soñjoù ‘barzh ma fenn, mat pe fall, n’eo ket an afer, e troan hag e tistroan ma goubenner, da glask un tammig freskder evit an daou, penn hag empenn.

Ur blijadur selaou sonerezh, ur blijadur evit enebiñ an digousk. Laouen ha tristik war an dro, bittersweet.

p.s: daoust ha gwelet a rit ar video ? ur wech diwar ziv ne welan ket anezhi pa rakwelan ar pennad…





Sul #11

2 05 2010

Ur mare zo em boa liammet ur film bet graet gant ur benveg luc’hskeudenniñ (Canon 5D, miam !), ha war a seblant ez eus berzh ganto peogwir e vezont kavet muioc’h-mui ! Daou amañ, gant an hevelep aozer : Feelings hag Ashes, filmoù mut, en ur mod, enno trivliadoù ha sonerezh, ha skeudennoù brav. Met war a seblant o deus divizet ober gwelloc’h, setu unan bet filmet e HD… gant ur pellgomz ! Boñ, neo ket kalz a dra, hag un taol bruderezh evit Nokia kentoc’h eget ur gwir film met… whoa ! Digredus a-walc’h… Ar wech a zeu ma teuio Nessie pe un alien d’ober un dro e vo diaes dezhañ kuzhat, dreist-holl pa zeuer a-benn da filmañ traoù diouzh noz hep implij gouleier all eget re ar straed : Nocturne, lusket, digomprenus un tammig, plijus-tre, ha sklaer-tre ar skeudenn. Ah, teknologiezh !

Marteze eo en aner penn-da-benn, hañ, ken aes eo bremañ ober traoù dre urzhiataer, tresadennoù-bev, da skouer : Alma, ooooh, creeeepy. Pe bruderezhioù graet mat : And then there was Salsa (anzav a ran n’em eus merzet netra a-raok ar fin o_O )… met tamm ha tamm e tostaer muioc’h-mui da draoù gwirion, zoken ma kendalc’her da hunvreal: Steel Life, n’eus titl gwelloc’h ebet da vezañ kavet evit hemañ, metal ha barzhoniezh ^^, pe c’hoazh Artificial Paradise, petra a glaskfed ma vefe digor deoc’h holl gouiziegezhioù Mab-Den ? Ar pezh a zo bet kollet, marteze.

Met e gwirionez… Ez omp erru d’ar poent dija ma n’eus ket ezhomm eus an diavaez, war a seblant : The Third & The Seventh, en enor d’an daou arz-se, tisavouriezh ha sinema. Hep lenn an diskrivadur n’em befe ket kredet e oa graet dre urzhiataer 100%. Kant. Dre. Gant… Beuh, poan am eus o krediñ (zoken m’eo anat er fin, ha graet a-ratozh emichañs. Ne ‘c’hoarvez’ netra ennañ, met pegen brav ar skeudennoù (hag ar sonerezh). Anzav a ran eo bet ret din klask ma javed war al leur e-pad ur mare (poent eo renkañ ar gambr-se) goudebezañ gwelet pegen pell eo erru an efedoù a c’heller ober… Betek ar mare ma c’hellimp sevel ur bed dre urzhiataer ?

Koulskoude n’eus ket ezhomm eus skeudennoù gwirvoudel bepred evit ober ur filmig dispar: Procrastination, ohoho, pegen gwir ^^ Ha dre gavout traoù all da ober kentoc’h eget labour (c’hem…) e kaver lec’hiennoù da seniñ piano, ha koll un nebeud eurvezhioù oc’h ijinañ un ton (klask a rin enrollañ ^^), hag ur veaj dre lec’hiennoù brudetañ ar WorldWide Web gant La Fontaine, lod o deus ijin !





Skingomz

23 04 2010

Ah, so much evit skrivañ hiroc’h diwezhatoc’h, erru on er gêr ha kouezhet evel ur vrikenn war ma gwele. Toutou. Dont a rae ar perc’henn da gemer ar feurm mintin mañ ouzhpenn-se, neuze e oa ret din sevel, tamm pe damm. E gwirionez eo deuet gant 3 eurvezh dale (ludu ?), gallet ‘m befe kousket pelloc’h neuze, met kalz traoù am eus da ober. Gant tout an afer se em eus dale war ma labour, em eus c’hwitet un arnodenn… Traoù a zo da aozañ evit en em dennañ, mailoù all da gas, pellgomz marteze, goullo eo an armel ivez, ret ‘vo mont da brenañ traoù. Beuh. Graet ‘vo, graet ‘vo. Etre daou on neuze, laouen da vezañ distro a-benn ar fin, ha na gaout da wiriañ ar c’heleier ha lec’hienn Ryanair bep eurvezh, met war an tu all eo ret din plantañ ‘barzh bremañ, un hir a sizhun e vo.

Un dra vat a zo bet gant tout ar beajoù-se, mont-dont da Roazhon ha Naoned: dizoloet am eus ar skingomz en-dro (a-drugarez d’am lenner mp3 a zo un tuner ennañ, dreist-holl ^^). Boñ, n’eo ket aes en tren evel-just, dre ma cheñch ar gwagennoù bep 10 kilometr (ha sirius on)…. N’eus nemet ar skingomzoù brasañ a c’heller selaou didroc’h pe dost ( ha c’hoazh, Inter pe Info a dremen mat, met evit selaou eus France Cul… Erf, aze emañ an abadennoù dedennusañ koulskoude !). Ha me da soñjal er skingomzioù brezhonek neuze, peogwir en deus divizet ma empenn liammañ pep-tra d’ar yezh (petra ‘n ‘efe Freud da lavar diwar-benn se, hañ ?). Boñ, pell ‘zo ez eus ur abadennoù e brezhoneg (ah, RBO radio ar vro, RBI radio an ti ^^), pell pell zo zoken. Deuet omp a-benn da gaout traoù a zoare, skingomzioù rannvroel e brezhoneg penn da benn (Kerne, Arvorig FM, Bro Wened, hag all…), peogwir int be fin: kentoc’h eget ober pep hini e damm afer en e gorn e rannont o abadennoù, dre ma skignont dre zepartamant tamm pe damm. Marc’hatmatoc’h evito, selaouet muioc’h an abadennoù, abadennoù an devezh-pad pe dost, brezhonegoù a bep rannyezh e pep lec’h, n’eus nemet perzhioù mat. Ya met… Eee, ah bah netra, n’eus met ebet. Evit ur wech e teu an dud a-benn da labourat asambles, digredus ! Ya, sur on eo evel pep lec’h hag e vez brezelig, met un disoc’h a zo d’an nebeutañ, ‘pezh n’eo ket fall dija !

Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post, o pezo komprenet. N’eo ket e kavfen displijus, hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ, pe dik-tik an douchennaoueg, diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro (un empenn paotr, neketa ^^). Anat neuze e vefe e-kerzh beajoù e selaoufen, p’am beus netra all da ober. Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ. Ne lavaran ket n’int ket mat, met ne zedennont ket ac’hanon. Ma vefe tabutoù dedennus, diwar benn ar gevredigezh a-vremañ, teknologiezh, an estrenvro, ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc’h (Me AbMyselfson, hañ, ma ali, netra all). Bed ar brezhoneg troet war-du e doull bepred ? (ha peseurt toull !) Marteze, met n’eo ket ur rebech da vat amañ, kit ‘ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù… Pe… Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg… C’hem…

War a seblant ez eus poan a-wechoù o kavout brezhonegerien zereat da ginnig an abadennoù, n’eo ket dav goulenn re marteze neuze… Ur wech bennak e vefe ret ober un abadenn e galleg gant ur galleg ken paour, ha gwelet ar morad lizhiri klemm oc’h erruout… *huanadenn* Bahbahbah, daoust d’ar medium bezañ kozh e chom buhezek, ha dont a raio brezhonegerien nevez ivez, da harpañ an nebeud re ne reont ket poan d’am skouarn. Ha gwir eo emañ pell galleg ar skingomz a vezañ disi, oc’hoc’ho, ya, pell-tre.

Perak en em gavan o klemm bewech ma komzan eus ar brezhoneg, rhooo ! N’on ket un tad kozh c’hoazh koulskoude. Er c’hontrol zoken, ne lavaran ket e oa mat pep-tra a-raok, er c’hontrol, soñjal a ra din e vo gwelloc’h en dazont. Met evit gwellaat e vo ret mat komz eus pezh n’a ket, hañ ?





Sonhunvrezh

5 04 2010

Un droig er pezh a selaouan er mare-mañ, ur begenn wer war garned ar re a gavo pep arzour pe strollad 😀

Life is a storyboard, eme ar vouezh em skouarnig, em selaouell, ha me da dresañ anezhañ neuze, kael dre gael, welcome to my life. Kenderc’hel a ran da vont gant an istor, dizehan, is it any wonder I’m tired, neuze ? Ur vouezh all o kanañ dousig, what if you rock around the clock ? Met ret eo derc’hel da vont, and nothing else matters.

Lavaret a reont din sioulaat, ’cause everybody hurts, ha n’eo ket dav cheñch bepred, eo trawalc’h bezañ me marteze. Come as you are emezo din, rak a wechoù n’eus netra all da ober, the lovers are losing. Hogen I wan’t to thank you, for giving me the best days of my life. Ret eo derc’hel da vont, stigmatized. Met you’ll never be alone, from this moment on, na ra ket biloù, lights will gide you home, peogwir you don’t get lost in the dark when you shine.

Kement a draoù oc’h en em gannañ en ma fenn, you’re the language of reason, you’re the language of life, daoust hag enebet e rank bezañ ? Ne soñj ket din, met penaos kavout ur c’hempouez ? Daoust hag ur c’hempouez am eus c’hoant kavout ? Stuck in reverse. Pa vez div e vez diaes, petra gant teir, gant peder ? Penaos derc’hel an holl ? N’em eus nemet ur vuhez, ha kement a draoù da ober, kement a draoù am eus c’hoant da ober… ret eo derc’hel da vont, harder, better, stronger.

Oh, it makes me wonder, oh, really makes me wonder,  daoust hag-eñ n’eus ket nothing but a dreamer ac’hanon, making his nowhere plans for nobody ? Daoust ha gouest e vin da vezañ komprenet un deiz bennak, evel ma fellfe din, universally speaking ? Daoust ha gouest e vimp da cheñch an traoù buan a-walc’h, da saveteiñ ar pezh a chom ? Marteze emaon talkin’ bout a revolution, hogen emañ ur vouezh all o lavar, well, you know, we all wanna change the world

Da c’hortoz e kendalc’han da glask bezañ ur paperback writer, rak dreams can come true, ha par ma c’hallin, I’ll try, try again. Mont a rin da foetañ bro an ijin ha kas an awen ganin, peogwir I’ve got a sunshine in a bag. Ma skrivan istor ma buhez war ar storyboard-se,  I’m the hero of the story, I don’t need to be saved. Kavout a rin al lec’h-se, a place to crash, pa vin peoc’het, somewhere I belong, Met da c’hortoz n’eus nemet un dra da ober, klask keep holding on betek penn, ha derc’hel da vont, until the day is done.





Sul #7

4 04 2010

Sul fask hiziv, ha pedet tud ganeomp, un doare meskaj etre hengounoù Iwerzhon, Aostria, Breizh ha Bro-C’hall. Plijus-tre an devezh daoust d’ar glav ^^ Gant ar c’hudennoù a zo bet gant ma Internet ez eo bet diaes un tammig mont da ziskoachañ filmoù, lec’hiennoù pe traoù all… Afi, sed aze un nebeud re memestra 😉

Filmoù:

  • Trichrome Blue, ah, barzhoniel, plijout a ra din a vez labouret war ar sonerezh hag an trouzañ…
  • Kiwi!, kozh a-walc’h bremañ, met evit an nebeud re n’ho defe ket gwelet dija ^^
  • Okatapodi, savet e skol ar Gobelins e Pariz, awenet gant Pixar hep mar, bet tapet un oscar gato e 2009 war a seblant ^^ farsus-tre 😉
  • Monstera Deliciosa, ha tud donezonet a zo forzh pegement er Gobelins, just a-walc’h ^^

sonerezh:

e saozneg:

  • Cs5: Content-aware fill, pe penaos e vo faosoc’h c’hoazh ho luc’hskeudennoù gant doare nevez photoshop; video-où all a zo war al lec’hienn, mar fell deoc’h gwelet muioc’h a draoù digredus oO (betek gellout keginañ ?)
  • g., un den a fell dezhañ nijal, en un doare disheñvel. Plijout a ra kalz an doare filmañ hag an aergelc’h din ^^
  • RE: Monday, digromprenus, tenn, n’ouzen ket petra soñjal eus ar fiml-se betek ar fin. Met kenderc’hel a raer da sellet, tapet an higenn er spered.

Lec’hiennoù:

  • Ma bed divyezhek, lammet Stefan e-barzh ! Done mat dit neuze e bed faltazius WordPress 😀
  • 100 Pixar characters, ur skeudenn kentoc’h eget ul lec’hienn, da lidañ 100 tudenn  krouet gant speredoù dispar tud Pixar (alese an titl ><)
  • Zoomquilt II, un oberenn arzel a stroll (lezit da gargañ ur mare)

Ma, a-benn ar fin ez eus kalzig traoù ^^





Sonerezh

4 03 2010

Argl, diaes kavout amzer da skrivañ er mare-mañ ^^

Ne chom nemet teir sizhunvezh a-raok fin ar bloavezh-skol (-veur) amañ (ahaha !), ha koulskoude e seblant pep-tra bezañ pell-peeeeeeeeell c’hoazh… Chom a rin e bro ar melchon hag ar bier du betek miz Even sur a-walc’h, amzer din echuiñ ma labour (ha profitañ eus ar vakañsoù, perak ket :p).

Ha goude e vo back to Breizh, hag ar bagad… hag an Erer Kozh *glaour*

Piv ‘oar, marteze e vo ar Bagad en Erer Kozh en-dro a-benn nebeut ^^ Eus Bagad Kemper emaon o komz, evit ar re n’oufent ket. Gant ar binioù bras e sonan abaoe un daouzek vloaz bennak bremañ (ken pell se dija ?), hag e Kemper em boa kroget, er bagadig, kent pignat gant ar skeul diabarzh ha mont d’ar bagad glazik (an ‘eilvagad’, ‘keta), ma voen penn-biniaouer ennañ ‘pad ur mare, hag er bagad ‘bras’ bremañ. Nag ur blijadur mont war-raok ^^

N’eus ket kalz a dra plijusoc’h eget pleustriñ tonioù diaes, pleustriñ ha pleustriñ c’hoazh betek bezañ gouest d’o seniñ dirak tud. P’eo echu ganeoc’h, p’eo bet mat hag emañ an dud o stlakañ o daouarn, n’eus nemet plijadur ennoc’h, na pegen skuizh e vefec’h (ya, skuizhus eo soniñ gant ar binioù-bras… skuizhus-tre :p). D’am soñj eo evit-se e plij da gement a dud mont war al leurenn, pe evit soniñ pe c’hoari pe kanañ pe forzh petra all; evit ar santad-se p’eo echu, hag emañ laouen an arvesterien, hag e c’houlennon bis. N’ho peus nemet ur c’hoant: adkregiñ. Hag an diaesañ ar gwellañ, evel-just. Soniñ evit ar re all kement hag evidoc’h. Bet on dirak miliadoù a dud, beajet am eus, ha n’eus ket an disterañ keuz ganin (na kilevardon kennebeut) da vezañ kroget gant ar benveg diaoulek se :p

Rak n”eo ket ar pipe ar benveg aesañ da zeskiñ, dreist holl dre ma vo ho korf a-bezh o labourat; n’eo ket an aesañ evit pleustriñ kennebeut, kement a drouz ma ra e vo diaes deoc’h soniñ en ho ranndi, ha ma ne sonit ket ne vo ket boaz ho korf, ha ne vo ket gwall blijus evidoc’h. Luziet e c’hell ar c’hentoniñ bezañ, a-stroll dreist-holl, zoken m’eo deuet da vezañ aesoc’h bremañ gant lañchennoù e plastik ha karbon e-plas ar c’horzh, rak ne zigentonont (opala !) ket bep c’hwec’h munutenn ha peder eilenn warn-ugent (kontet ‘m eus). Digredus a-walc’h eo an nevezentizoù a vez e bedig ar piping, hag ar c’hementad a deknologiezhoù nevez a vez ijinet er bed a-bezh (evit ar pipe-bands dreist-holl, a zo niverus e bros Skos, Kanada, Aostralia…).

Binioù-bras, bombard, piano, violin, gitar, forzh petra, aliañ a ran deoc’h deskiñ soniñ gant ur benveg bennak, evit ar blijadur a zigas, deoc’h ha d’ar re all. Ha kontit o mouezh e-touez ar binviji-se.