Ar bugel

18 12 2011

Pa oa sklaer en o spered,
Pa ne oa douetañs ebet,
Pa oant sur en o fiziañs,
Digatar o c’houstiañs
E oa kaer ha nevez-flamm
Ur bed savet gant o mamm,
E oa bev ha birvidik
Ar bed savet gant Tadig

Bremañ, kresket ar bugel,
Dilezet abaoe pell
Marvailhoù ar yaouankiz
Marzhin, Arzhur ha Kêr Is,
E kavo c’hoazh koulskoude
Hunvreoù nevez bemdez,
E kavo da brederiañ
E daoulagad gwer Liza





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…





Brezhoneg er skolioù

3 01 2011

 





Grmmmbll !

5 05 2010

Un dra na vanko ket din pa vin distro: un internet ne ya ket en dro ! Evit ar priz koulskoude… Tsss. Afi, pa ya en-dro e ya en-dro mat-tre (ah, dek gwech galloudusoc’h eget ar pezh am eus er gêr pe ar pezh am boa warlene e Roazhon, memestra !), n’eo ket fall dija… Ha pedet hon oa tud er ger neuze e oa traoù da ober 😉

Keit m’emaomp gant 3615 ma buhez (pe mabuhez.com, bremañ ? Daoust ha gouzout a ra ar re yaouank petra oa ur minitel ? >_<), rentet tri essay hiziv, vat a ra, daoust ma vo ret din pegañ ‘barzh daou all bremañ T__T D’am soñj e voullin ur skouerenn eus kement hini am eus graet ar bloaz-mañ, da lakaat en un teuliad bennak, a-benn kaout soñj. Kalz muioc’h a vez graet amañ eget a arnodennoù per se, ar pezh a gavan dedennusoc’h e gwirionez. Kalz traoù am eus desket en ur glask titouroù a-benn skrivañ ur 1000 ger bennak hepken a-wechoù, muioc’h a draoù eget er gentel zoken, ha d’am soñj em lakao da gaout soñj eus an traoù-se gwelloc’h eget an adweladennoù null a vez graet dres a-raok an arnodennoù. Soñj am eus bezañ disoñjet hogos pep-tra goude bezañ echuet ar bak, ar pezh a zo dipitus un tammig. Dre ma vez kalz personeloc’h an eztaoladennoù pa vezont graet er ger ez int dedennusoc’h, ha kalz donoc’h e c’heller mont gant an traoù dre ma c’heller reiñ daveoù ha lenn degadoù a draoù hep kaout aon o disoñjal e-kerzh an eurvezh hanter o peus da dremen en ur sal dirak ho follenn. O bezañ e saozneg ar bloaz-mañ a zegase un digarez ouzhpenn da zeskiñ traoù, ar pezh a zo gwelloc’h c’hoazh ^^

War an tu all e komprenan ivez e c’hellfe bezañ diaesoc’h da noteniñ evit ur c’helenner, dre ma vez hiroc’h eget an arnodennoù er c’hlas (hag amañ e notennont diwar 100, n’ouzon ket re penaos e reont an difoc’h etre 65% ha 66%…), ha n’eo ket reizh atav evit an holl dre ma zo lod o deus levrioù er gêr, pe tud o sikour anezho padal ez eus lod all a rank en em gannañ evit kaout un urzhiataer el levraoueg (e Roazhon II dreist-holl ^^), hogen daoust ha notenniñ eo ar pouezusañ, pe deskiñ ? E Sweden ne vez ket roet notennoù d’ar vugale a-raok an eizhvet klas (n’eus ket arnodennoù tamm ebet e gwirionez), ha ne vez ket eilet (e Finland kennebeut, da skouer)… Ha n’eo ret ar skol nemet adalek 7 vloaz ! Petra eo an disoc’h ? Gwellañ disoc’hoù ar bed. Poum ^^ Ret eo lavar ivez e vez stummet mat ar gelennerien, hag e vez graet war dro ar vugale (meur a zen dre glas ouzhpenn d’ar c’helenner, hag all). Pell, pell tre eus ar pezh a vez graet e Bro-C’hall, ar muiañ a eurvezhioù dre zevezh evit disoc’hoù hollek dister a-walc’h, zoken m’eo an testoù nemet testoù, ha ne ro ket an notennoù talvoudegezh un den.

N’ouzon ket kalz a dra diwar-benn ar skolioù-meur du-hont en Norzh, met ar memestra e tle bezañ, kelennerien dedennet gant o studierien hag ket gant o disoc’hoù hepken (perzhioù mat ar rannoù bihan evel hini ar brezhoneg e Breizh, met lakaet da dalvezout en holl rannoù er Skol-Veur). Un afer arc’hant ha niver a gelennerien eo bepred, pa vez uheloc’h ar feur dre skoliad/skolajiad/lisead/studier e vez gwelloc’h an disoc’hoù. Paour-kaezh mammouth dilardet, muioc’h a zruzoni en defe ezhomm (mmmh, kenveriañ ar gelennerien gant lard, ne soñj ket din e plijfe dezho ^^). Met diaes e vefe cheñch an traoù, siwazh. Dre chañs e chom kelennerien vat ganeomp, rak hep plijadur ne vez ket desket mat. Plijadur am eus bet o klask traoù a-gleiz hag a-zehoù, ha soñj am eus eus ar pezh am eus skrivet er c’hwec’hmiziad kentañ, hep bezañ studiet se pe adlennet ar c’hentelioù, sin vat ^^

Ma, ken bremaik neuze tudoù, dre ma ‘z omp merc’her dija ^^





Skoilhoù Meur

25 03 2010

Tra ma oan o c’hortoz e diavaez ur c’hoariva (un añfi, pe’a) hiziv em eus klevet un trouz iskis ennañ, deuet eus ar re a oa gant ar gentel a-raok ma hini. N’eo nemet un eurvezh diwezhatoc’h, pa voe echu ma c’hentel-me, em eus komprenet petra e oa: tud o stlakañ o daouarn. Fin ar c’hwermiziad eo dija, ha war a seblant eo ar c’hiz, ha ni da stlakañ hon daouarn ivez goude gerioù klozañ ar gelennerez.

Me gav e tiskouezh mat a-walc’h an difoc’h a spered a zo er skol-veur amañ. Ne soñj ket din  e vefe bet stlaket an daouarn evit ur c’helenner e Roazhon 2, nag er skolioù meur all e Breizh/Bro-C’hall. Hogen amañ ez eus ul liamm kreñvoc’h etre ar gelennerien hag ar studierien. Marteze e teu ivez eus ar fed e vefe kalz keroc’h ar studioù amañ (miliadoù a euroioù, memestra…), hag e talvez e c’hell ar studierien klemm ma ne blij ket ar c’hentelioù dezho, hag e vezint selaouet kerkent. Bodadoù a-ratozh a zo zoken… Ha priz ar gwellañ kelenner bep bloaz, un dra ofisiel. Da lavaret eo e vez mat ar gelennerien dre ret pe dost. Evel just ez eus lod a zo kozh, hag a zo aze abaoe ken pell hag ar skol-veur (ahah, arabat mont re bell ganti  met kompren a rit ^^), ha gant doareoù kelenn eus ar c’hantved diwezhañ (penn kentañ ar c’hantved diwezhañ oO), hogen ral int.

Kudennoù arc’hant a zo amañ er mare-mañ evel ma ouzit… Ar pezh a ra e vez serret postoù, hag e vez kevezerezh bep bloaz evit ar postoù a chom (!), un abeg ouzhpenn evito da vezañ mat. N’eo ket aes bepred, er gevrenn geltiek n’eus nemet 2 gelenner evit an aotreegezh hag ar master a-bezh, da skouer !

N’eo ket vit lavar n’hon eus ket kelennerien vat e Roazhon (komz a ran eus ar pezh a anavezan, hañ), met ne soñj ket din e vefe an hevelep darempred (ar gelennerien er gevrenn vrezhonek a zo un dra all c’hoazh, dre ma ‘z eo an darempred ganto kalz tostoc’h eus ar pezh a zo e Diwan da skouer, mont dre ‘te’ hag all)… E-keñver ar Skol-Veur a-bezh eo forzh penaos. Amañ emaint holl o pourmen gant hoodie-où ar skol veur (stammennoù ledan gant ur gabell, gouzout a rit…), pe t-shirtoù (rochedoù-t ?) ar Skol-Veur, pe o c’hevrenn zoken. Piv a gredfe gwiskañ ur stammenn Roazhon II pe ‘kevrenn saozneg’ ? N’eo ket fier an dud eus o Skol-Veur e Breizh. Ha tristik eo a soñj din. Gwir eo e vez roet kalz muoc’h a c’halloud d’ar studierien amañ, hag e veront kalz muioc’h a draoù (pretioù, an davarn, ur stal, servijoù a-bep seurt…), arc’hant a vez roet d’an aozadurioù, pep studier en deus ur c’hod-barennoù war e gartenn, hag lennerien-kodoù a zo gant pe kevredigezh a-benn aesaat ar merañ…

Aesoc’h e seblant pep-tra bezañ, zoken ma chom kudennoù bepred. Ar pezh zo ez eus ur gwir pouez gant ar studierien, dre an doare Sindikad Studierien (ar Student’s Union, SU) a zo, unan dre ret, diliv politikel. Votadegoù a vez evit ar postoù ennañ, (gant skritelloù ha madigoù evit netra, evel er filmoù amerikan^^). Da bep emvod e vezont, ha lakaet e vez ar skol veur da cheñch drezho. Ur garg pounner eo, ha daou bost amzer leun gopret a vez. N’eo ket forzh petra, ha dispar evit ar studierien o studiañ politikerezh. Ma c’hellfe an traoù bezañ e-giz-se er gêr e vefe nebeutoc’h a harzoù labour marteze, met ma vefe lod e vefe kalz nebeutoc’h a zistruj, peogwir e vefe doujañs gant ar studierien evit o Skol-Veur, ha muioc’h eget doujañs e vefe fouge enno.

Lakaat a rin moullañ un t-shirt ‘kevrenn ar brezhoneg’ pe un dra a-seurt-se evidon ar bloaz a-zeu, ha gwelet ‘vo ma vezo lod oc’h heuliañ, rak fier on eus ma Skol-Veurig, memestra, en desped da bep tra ^^





Ur weladenn

16 02 2010

Deuet eo Stefan Moal da welet ac’hanomp e Galway hiziv (goude bezañ bet e Maynooth hag a-raok mont da Limerick), plijus eo gwelet tud ar skol veur, hag a-daol-trumm ez eus mall warnon distreiñ, ha labourat ganto (ma c’hellan). Zoken ma ne vezan ket sur atav eus an dibaboù am eus graet, hag eus ar re a ran c’hoazh, e soñj din eo mat hemañ.

Sot eo, hogen soñjal a ran a-wec’hoù er pezh am befe gallet ober, kelenner war ar saozneg (n’eo ket dibosubl c’hoazh, gwir eo), treser a-vicher, arzour, soner, kalz traoù a zedenn ac’hanon. Ha koulskoude en em santan rediet da ober un dra bennak liammet gant ar brezhoneg. Ur chañs eo bet evidon bezañ desavet e brezhoneg, ur chañs a gomprenan pa welan an nevezvrezhonegerien, ar re a grog er Skol-Veur, ar re a zo er c’hentelioù noz, ar re o deus graet un dibab. Ha n’hellan ket chom hep ober tra pe dra, peogwir e soñj din (hag ur rabacher on, ya :D) eo deomp-ni da saveteiñ ar yezh. Reolenn an 3 remziad: 3 evit koll ur yezh, 3 evit he adc’hounid. Emaon me en eil, tamm pe damm, pe en trede dija ?

Brezhoneg a oa gant ma zud kozh eus tu ma mamm d’an nebeutañ, hogen n’o deus ket e gaset d’o bugale. Un dibab a-berzh ma mamm e oa deskiñ brezhonge el likes, un dibab a berzh ma zad kemer kentelioù noz, hag eñ ganet e Pariz (hag e dad a Vartinika !). Ur vamm a Vro Dreger (yezh-vamm, neketa ?) ha vakañsoù bep hañv e Breizh, setu peadra da reiñ c’hoant dezhañ da zeskiñ, se hag Alan Stivell. En em gejet int o labourat e Cholori, ganet on bet a-drugarez d’ar brezhoneg ha d’an Emzav. Hag un dibab eo bet c’hoazh bevañ e brezhoneg, deskiñ brezhoneg din, d’am breur, d’am c’hoar (hag mammig o vezañ skolaerez e Diwan ha Tadig e Skol Ober e-pad ur mare, d’ur bern lod all !). An hini kentañ on neuze er remziad se eus ma familh n’en eus ket bet un dibab da ober. War-bouez an hini a genderc’hel gant an treuzkas. Ha c’hoant am eus da vont pelloc’h. Zoken ma n’eo ket ar c’hoantoù kentañ am eus bet, zoken ma zo traoù all am befe karet ober. Aberzhet war aoter ar yezh, lorc’hus, neketa ?





N’on ke’ lenner

13 02 2010

  Er mare-mañ e roan un nebeud kentelioù galleg d’ur plac’h yaouank amañ, e Galway, a-benn kaout un tammig arc’hant (ya, ker ar boued hag al lojeiz !), ha kaout un tammig skiant-prenet, rak ur c’helenner a fell din bezañ (war ar brezhoneg, hogen ne cheñch ket an doare labour). Hag un abadenn eus an dedennusañ eo, ha n’eo ket en abeg d’ar plac’h hepken :D.

D’am soñj e plij d’an holl deskiñ traoù d’ar re all; diskouezh ar pezh a ouzer (paboriñ ?), divizout, prientiñ, ha gwellaat ar re all dre se a zo un ober hag ur santad dibar a-walc’h. Gouzout a ran em eus bet kelennerien dispar (ha lod ne oan ket ken mat, evel-just), ha d’am soñj e oa ganto ar blijadur-se, bezañ an hini o treuzkas hag o talvezout e buhez unan pe lod all, d’am soñj ivez e oa dre-se e oant kelennerien dispar. Hogen zoken mar plij din treuzkas gouiziegezhioù, n’eo ket ar pep dedennusañ evidon.

An dañjer eo ar pezh a blij din, an challenge emezo amañ, an dañjer a vez pa vezan o tisplegañ un dra bennak. Peogwir eo ret din bezañ sur eus ar pezh a lavaran, peogwir e vo desket ur fazi ma ran ur fazi, peogwir e vezan bepred oc’h en em c’houlenn. Fiziañs a zo, fiziet e vez ur garg ennon ha fiziañs a zo em gouiziegezh. Ar memestra a santen pa vezen o lakaat lod da zeskiñ un ton em bagad. Skeul ar gouzoud a oa bet desket din: dizoloiñ-kompren-deskiñ-kelenn; pa vezer gouest da gelenn e talvez eo bet peurgomprenet. N’ouzon ket ma ya ar santad-se diwar-wel goude ur mare, pa vezer o kelenn an hevelep traoù e-pad pell.

Sur a-walc’h e ya; gwazh a se, avat.