Wow wow wow, 7 eurvezh toutou e 5 devezh ? N’eo ket vakañsoù aze, ar bordel bras kentoc’h -_-‘ Plijout a ra an noz din, evel am eus bet lavaret dija, an didrouz, an deñvalijenn a dro pep lec’h en ur c’havell bihan klet. Evidon me eo koulz an ijin, ar mare ma vez aesoc’h skrivañ, tresañ, betek lenn zoken. Marteze eo peogwir e kred din emaon o c’hounez amzer, emaon sañset ‘bevañ’ e-pad a deiz hag ober seurt dudioù da noz kentoc’h eget ‘koll’ amzer e-kerzh an devezh. Sot eo, gouzout a ran, met un doare poell a zo.
Ar gudenn, kouslkoude, a zo ne vezan ket skuizh pa vezan o tresañ, ne welan ket an amzer o tremen, ha pa soñj din bezañ bet o vont hag o tont etre ma c’hreion ha ma gomenn e-pad dek munutenn ez eus tremenet un eurvezh dija… Ha ket ma ne baouezan ket ne santan ket ar skuizhder, war-bouez ur vazailhadenn ur wech an amzer. N’eo nemet ur wech erru ar mintin en em rentan kont da vat, “Kaoc’h, ur wech ouzhpenn…”. Kousket un nebeud eurvezhioù ha bezañ skuizh-marv pe chom dihun ha bezañ damfresk (iskidat tra) ? Peurliesañ e choman dihun, hag e-pad an deiz ez eus peadra d’am derc’hel dihun pa vez zud er gêr.
Anzav a ran ivez e plij din menel kousket pa vezan skuizh-marv, an doare a zo da sankañ er goubenner, a.n doare ma vez bouk ha klet betek al leurioù beton noazh ^^ Un tammig evel menel kousket ez vezv, ur mare morediñ eus ar plijusañ, dramm an empenn, hag ur c’housk o tont buan.
Peurliesañ, pa ‘z an da gousket d’un eur dereat, e vezan hir-tre o venel kousket, e chom soñjoù da dreiñ, ha ne vez morse ar soñjoù plijus. Aze emañ an noz ivez, mare an hirezh, an eñvorennoù, ar velkoni. Atav eo bet evidon ur mare ma tistroe ma duañ soñjoù ma mezhusañ eñvorennoù. Diaes eo din menel kousket en didrouz bremañ, pa ne vez netra o sachañ ma soñjoù pell diouzh ar c’hornioù disklêrijenn. Netra gwelloc’h neuze eget bezañ brevet, rak pa vorgouskan ne vez ket displijs peurliesañ, ha morse n’em bez soñj eus ma hunvreoù ne vern penaos.
Ha plijout a ra kousket din koulskoude, anat d’an neb en eus ma gwelet da vintin ^^ Menel kousket ne lavaran ket. Graet ‘vo ur striv fenoz hag adpaket an amzerg gollet un tammig, n’hello ket ma c’horf padout kalz pelloc’h forzh penaos ^^
Evezhiadennoù nevez