Skingomzet

12 12 2014

Sell ‘ta, ma ‘z oc’h skuizh ouzh ma lenn e c’hellit ma selaou bemañ o kontañ kaoz ha koñerioù gant Erell Beloni a France Bleu Breizh Izel. Un doare plijus eo da atersiñ an dud, e gwirionez, mont d’ober un dro ; aes e teu ar gaoz. Ha kaoz a zo eus ar blog, just a-walc’h, hag evit-se ‘michañs ez on distroet da skrivañ amañ. Salud deoc’h neuze ma ‘z oc’h deuet da welet goude bezañ ma c’hlevet, c’hac’ha!

N’on ket sur e vefe gwall zedennus, hañ, met n’hell ket bezañ gwasoc’h eget ma zammig buhez amañ, forzh penaos ! Klikidi-klikit amañ dindan :

RBO, radio ar vro...





Hag adarre…

30 11 2014

Ur wezh ouzhpenn emañ aet an amzer e-biou, e-biou din ha da galz traoù. Traoù a zo cheñchet diaboe, ha traoù all a zo chomet digemm, met en ur gomz gant ur vignonez (emichañs?) bremaik em eus bet tro da brometiñ e skrivfen amañ en dro. Kaer ‘m eus lavar n’em eus ket amzer, n’eus abeg ebet e gwirionez da chom hep lakaat pemp munutenn a-gostez evit skrivañ un draig amañ bemdez evel a raen ur mare zo. Pe pell zo. Re bell zo. Ma ! Ur wezh ouzhpenn, plantomp e-barzh, deomp dezhi, bec’h dezhi, ha kement tro-lavar pe lavarenn a vefe.

Spi ‘m eus emañ mat ar bed hag an traoù ganeoc’h !





Vakañsoù !

20 02 2012

Bez zo mareoù er vuhez ma soñjer a-daol-trumm “Kaoc’h, kozh on !” Resped d’ar re goshañ ouzh ma lenn, met souezhus e c’hell bezañ ^^ Ha c’hoazh, n’em eus ket da glemm, hañ, studier on c’hoazh, ha pell eus an 3-8 pe eurvezhioù-burev. E gwirionez, n’em eus kentel ebet da heuliañ ken (plijadurioù an doktorelezh !), hogen reiñ kentelioù a ran bremañ, ar pezh a zo disheñvel-mat !

Kentañ poent, ret eo o frientiñ, ar pezh a zo muioc’h a labour eget “dont gant paper hag ur c’hreion” evel ma c’hellen a-raok. Ar bloaz-mañ em eus 4 strollad disheñvel, da lavaret eo peder c’hentel da brientiñ… Ar pezh n’eo netra e gwirionez. Ha koulskoude, dre ma ‘m eus pep-tra da brientiñ dre ma ‘z eo ar wezh kentañ din kelenn e-giz-se e ra kalzig labour. Ur blijadur, dre-chañs. Hag ar plijusañ, e gwirionez, a zo bezañ dirak ar c’hlasad. Un tammig c’hoariva eo evel-just, ur one-man-show sizhuniek, gant ar spi bezañ dedennus a-walc’h. Ar pezh n’eo ket aes kennebeut !

Studiañ ha prientiñ, moullañ, reizhañ, hag all, hiroc’h eo eget ar pezh a soñjer (daoust ma vefe lavaret alies), ha daoust din reiñ un 10 eurvezh kentel bennak ar sizhun hepken en em gavan gant ur garg labour kalz ponneroc’h ! Ha se, evel-just, a zo ouzhpenn d’al labour on sañset ober evit ma zezenn. Met n’eo ket an dalc’h amañ ^^

Nann, an dalc’h a zo en em gav ur poent, aze, m’en em gaver hep re a amzer dieub, ma soñjer e rankfer bezañ oc’h ober un dra bennak bepred, kentoc’h eget straniñ. Pa erru an dibenn-sizhun e klasker mont war-raok gant traoù n’on eus ket bet amzer d’ober a-raok… Hag e-keit-se n’em eus ket amzer da dresañ, emañ levrioù am eus c’hoant da lenn o tastum poultrenn en ur c’horn, kement hag ar wii pe an x-boest, n’em eus ket tro da zont da skrivañ amañ kennebeut (!). Hag a-daol-trumm e teu: “Kaoc’h,  labour am eus d’ober. N’em eus ket amzer evit an traoù-se !”

Ne c’hoarvez ket a-daol trumm, met en em rentañ a reer kont trumm a-walc’h pegen berr e c’hell an devezhioù bezañ, ha pegen plijus eo ar vakañsoù (daoust ma vefe labour d’ober e-kerzh ar vakañsoù ivez, arabat dikoñiñ). Gouzout a ran, evel-just, n’eo ket se “bezañ un den gour”, ha n’eus ket se hepken da c’hortoz al leve, peseurt doare buhez e vefe ? Ha n’eus ket ul leun-amzer ganin zoken, pell alese. Sur ‘walc’h emañ lod ac’hanoc’h  o c’hoazhin goap (gant gwir abeg !), hogen aze eo ivez en em renter kont pegen aes ha plijus e c’hell hor bugaleaj bezañ, pa c’helled pouezañ war ‘off’ ur wezh erru er gêr.

Boñ, kement-se a lavaran, met ur wastell am eus da vont d’ober, hag ur boss bennak da lazhañ ‘barzh Skyrim, kenô !





Haha !

3 01 2012

Anvit se ironiezh, pe karma, pe me-oar-me ! Skrivañ a raen amañ n’eus ket pell ‘zo penaos e oa troc’het an tredan din e Roazhon, hag e oa kerkoulz din distreiñ da di ma zud, diaes ma oa din bevañ hep an Etrerouedad (hag an tommder, ar boued, an dour zomm ivez, daoust ma ne vefent ket ken pouezus :p). Setu me distro da Vrieg-city, neuze.

Allas, re aes e vefe bet ! Deuet hor mignon Joachim d’ober un dro neuze, ha troc’het internet din er gêr abaoe an 20 a viz Kerzu, haha ! Prenet e oa bet ar profoù dija, dre eurvat 😉 Div sizhunvezh dirouedad, tamm pe damm, neuze. Ha bev on c’hoazh, koulskoude ! Marteze n’on ket ken akro ha ‘pezh a sonje din. Pe marteze emañ internet war ma foellgomz (ale, anzavit n’eo ket ur ger fall, se, poellgomz ? C’hoari-gerioù ha tout ! Emaon o vont da skrivañ d’an Ofis :p), kit da c’houzout (emezañ en ur c’hwitellat).

Petra a reer pa vezer er gêr, war ar maez, hep tamm rouedad ebet, neuze ? Oh, ur bern traoù. Renkañ an ti, dija, pezh dre bezh. N’eo ket e vefe bet stlabezek (pe ket e pep-lec’h, ma c’hambr ne gont ket), met pell ‘zo ne oa ket bet graet da vat. Renkator, er sinema a-benn nebeut.

Kement ha renkañ ez eus bet cheñchet plas da bezhioù arrebeuri, prenet lod nevez, ha cheñchet pezhioù zo eus an ti (ma c’hambr en o zouez). Evit ar bloaz nevez, lakaomp.

Keginator on bet ivez, pe gwastellator kentoc’h. Kiloioù ha kiloioù a graoñ-kelvez hon eus dastumet el liorzh, peadra d’ober lipousigoù chokoload ha kouignoù a-bep seurt (mignoned ar c’houign-amann, sellit eus tu bro-Skos hag o Flapjacks, tost-tre eo ar blaz, hag kaaaaaalz aesoc’h da ober !)

Troc’hañ gwez, ivez… Ar re a oa kouezet. Sapre Joachim, troc’het internet gantañ MET roet un dra din da ober da abuziñ ma amzer. Na jentil. Dre c’hañs ez eus bet un nebeud devezhioù dic’hlav, ha n’eo ket bet re boanius al labour ^^

Dizoloiñ a reer ar c’hoarioù a-stroll en-dro. Pegeit ‘zo n’o peus ket bet tro d’ober un droiad Monopoly a-bezh ? Gant pemp c’hoarier ? Betek ma yafe an hini diwezhañ d’ar strad ? Ha se ne oa nemet ar c’hoari kentañ, haha ! Dre ma ne oamp ket kennasket ne oa ket tu deomp c’hoari World of Warcraft… Met n’a rit ket biloù ! Ar boardgame a zo er ger, ale hop ! un endervezh. Trivial pursuit, ur miltamm 1500. Edomp o vont da gregiñ gant ur Risk, kement hag ober.

Se, mui ar predoù gant familh ha mignoned, hag all, n’eus ket bet amzer d’e gavout hir.

 

Siwazh, n’on ket bet evit hetiñ un Nedeleg laouen hag ur bloavezh mat deoc’h e koulz. Ra vezo graet bremañ: gwellañ hetoù deoc’h neuze !





Ah, Kerzu

19 12 2011

Amzer lous ha koumoul gris, n’eo ket peadra da lakaat laouen an nen, neketa ! Evel ma teuer laouenoc’h pa erru an hañv (ma, an heol; pegeit ‘zo n’on eus ket bet un hañv da vare an hañv ? :p) e welan pennoù mouzet gant an dud pa vezan o vale e kêr er mare-mañ. Pe neuze eo gant prenadennoù Nedeleg emañ o soñjoù, profoù evit ar vugale, ar gerent, ar breur, ar c’hoar, ar c’henderv, an nizez, chokoladoù hag avu-druz evit fiskoan, stalioù leun-kouch-barr-chouk-tenn gant tud o lammat eus ar yar-indez d’ar madigoù hag eus ar champagne d’ar grilhed-traezh, sonerezh nul ha riell war an hentoù, bugale, tadoù-Nedeleg, tailhoù da baeañ… Haha, ya, sur ‘walc’h ez eus abegoù da vezañ skuizh un tammig !

Met mare Nedeleg eo, neketa ? Mignoned, familh, boued mat, gouelioù, profoù ! Bezomp mousc’hoarzhus. Ya, noz e vez da 5e30, met e-giz-se e vez gwelet gwelloc’h ar c’hinkladurioù a zo bet staliet en ho kêr emichañs, hag e c’hellit c’hoarzhin goap ouzh an amezeg en deus GOLOET e di a c’harlantezennoù-gouloù (un amezeg a-seurt-se hon eus holl, hañ); ya, yen eo an amzer, met pegen plijus distreiñ d’ar gêr, pa vez tomm-mat eno, hag evañ ur banne chokolad pe un tasad te en ur sellet dre ar prenestr, pe c’hoazh ober tan ma zo ur simial ganeoc’h, hag en em vodañ e tal dezhañ ; ya, leun-chouk eo ar stalioù, met… bah, euh… met netra, leun eo ar stalioù, okay. Grit ho prenadennoù en a-raok 😉





Tredan

14 12 2011

Abaoe dec’h, ha betek dimeurzh a-zeu (hervez an EDF, atav) n’eus ket tredan em ranndi ken. Labourioù, emezo. C’hoarvezet e oa din warlene dija, em ranndi kent. War a-seblant n’em eus ket kalz a chañs evit seurt traoù. Ma ! N’eo ket gwall strik. Met dedennus eo memestra gwelet pegen pouezus eo an tredan en hor buhez pemdeziek !

Aze da skouer, emañ sklas an amzer e Roazhon, memestra, ha n’em eus mui tommerezh ebet, dre ma ‘z eo tredan hini ar ger. Okay, pourmen a rin gant div stammenn hag ur c’holc’hed tro-dro din, n’eo ket gwall c’hrevus. Met n’hellan ket tommañ dour kennebeut, dre ma ‘z a en dro dre dredan ivez. Da lavaret eo eo ret din en em walc’hiñ gant dour sklas. Bah ! Pleustret am boa se en Erer Kozh dija, hañ, daou vloaz eus renk. Trawalc’h ijinañ ez oc’h ur samourai bennak o kiañ dindan ul lamm dour. *oohmmm* N’on ket ‘vit gouzañv an dour yen.

Boñ, met kement-se ne lazh ket an nen. Koulskoude e ya pelloc’h. Dre ma ‘z eo plakennoù tredan am eus evit keginañ… N’hellan ket ! Haha ! N’eo ket strik ! Ar forn mikro-skinoù a implijin ! Paf ! Tredan evel-just. Boñ bah, bolennadoù edaj ha boued da gas d’ar Skol-Veur, pe’a.

Dre ma vez noz da 5e30 bremañ forzh penaos eo diaes chom er gêr pa vez teñval pep-tra. N’hellan ket lenn ul levr zoken dre ma n’em eus ket goulaouennoù-koar, da skouer, tsss, na pegen sot ar studier a-vremañ. Boh, sellet a rin eus filmoù war ma urzhiataer da c’hortoz… Ah ya, gant 2 eurvezh batri d’ar muiañ n’in ket gwall bell.

Ar gwashañ tout, evel-just, o vezañ n’em eus ket internet na netra. Krenañ ha garmañ a ran en deñvalijenn, dindan ur strinkadenn sklas en ur zebriñ edaj gleb da c’hortoz dimeurzh a-zeu, pa vin dieubet gant aeled marzus o lifre glas EDF.

Pe distreiñ da Benn-ar-Bed, e ti ma zud, ivez, hañ, ken aes ha tra !





Pff

12 12 2011

Boñ, kaer zo din lavar, war a seblant ne zeuan ket a-benn da vezañ reoliek amañ ken ! N’eo ket ken diaes-se kavout un nebeud munutennoù bemdez da skrivañ un draig, memestra, geo?

 

Klask a rin, klask a rin.





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…





WordPressoneg

31 10 2011

Ur gerig hepken a-benn trugarekaat ar re a gendalc’h da sikour evit an droidigezh 🙂

M’emañ ho taolenn-labour e brezhoneg ganeoc’h ho peus merzet sur a-walc’h emañ hogos pep-tra e brezhoneg en-dro. Cheñchamant a oa bet, hag ur mare ‘zo ne oan ket bet d’ober war dro an treiñ. Ma, renket an traoù bremañ ! Chom a ra kalz traoù da ober, evel-just (un 10,000 troidigezh bennak, memestra), hogen mont a ra war-raok, tamm ha tamm !

Mar kavit fazioù, hag all, pe ma zo un dra a fellfe deoc’h gwelet e brezhoneg diouzhtu, lavarit din ; pe, gwelloc’h c’hoazh, kit d’e dreiñ hoc’h-unan ! Klikit amañ. Gellout a rit implij ar bouezell ‘Filter’ da gavout ar pezh a fell deoc’h treiñ, aes a-walc’h eo da c’houde. Ur wech troet tra-pe-dra ganeoc’h e vo kadarnaet ganin, ha setu !

N’eo ket ret deoc’h sikour, evel-just, n’eus ket amzer gant an holl. Hogen tu a zo deoc’h da vrudañ ar savenn e-touez ho mignoned, da lakaat muioc’h a dud da implij anezhi, ha da vlogiñ e brezhoneg. N’ouzon ket ma oar ar skolioù, ar c’hevredigezhioù, hag all, ez eus tu da ober kement-se e brezhoneg (hogos) penn-da-benn, met mat e vefe brudañ, d’am soñj.

Setu setu, ar vunutenn bruderezh e oa 😉





There and back again

27 12 2010

Hehe, digarez d’ar re a vo bet desachet gant an titl ^^
Sapre Bilbo!

Dedennus e gaven ^^ Ur mareig zo n’on ket deuet da skrivañ amañ, ha ma digarezit evit se, me ho ped. Ur bern traoù am eus bet da ober! Ar sizhunvezh ziwezañ a-raok ar vakañsoù a zo bet eus al leunañ, gant ar garg a oa bet roet da Gejadenn e aozadur un Dazibao ‘sevenadur breizhat’ e Roazhon. Evit ar re na vefent ket roazhoniz, pe n’oufent ket petra eo Dazibao (war bouez e Sina ^^) ez eus anezho nozvezhioù hep alkol aozet da yaou da noz gant an ti-kêr/ar c’hrij evit ma yafe ar re yaouank d’ober un dra all kentoc’h eget evañ ^^ Boñ, ral a wech em eus gwelet kement a dud vev pe stone en ul lec’h, met ne vo lavaret netra 😉 Goulennet e oa bet diganeomp ober war dro ar sonerezh hag all, ar pezh hon eus graet, ha d’am soñj ez eus bet plijadur e-leiz. Ouzhpenn-se e talc’hemp ur stand evit Kejadenn, an Ofis, Skol an Emsav ha Gwagenn TV! Graet am boa war-dro sevel paperennoù kinnig evit kejadenn, ar stal kan ha diskan a reomp hag ur ‘geriaoueg ar festoù noz’ (ma, geriaoueg ar pakañ er festoù-noz, kentoc’h xD). Ma, ar pajennaouiñ ‘m eus graet, pe’a, ket skrivañ an traoù, ar pezh en eus lonket kalzig eus ma amzer memestra.

 

geriaoueg

Klikit da vrasaat, lavarit din ma vez traoù da cheñch (adlennet e vo gant an ofis^^), graet eo da vezañ moullet rekto-verso war ur follenn A5, alese ar c'hinnig iskis (a zo evit kaout pep-tra war ur bajenn, tra ken, diseñvel eo an doare evit moullañ ^^), ar golo a zo el laez a-sehou, ar c'hein el laez a gleiz hag an diabarzh en traoñ

Ouzhpenn se e oa ur strolladig made in Kejadenn da glozañ an nozvezh, gant un nebeud sonerien all (bombard, treujenn-gaol, gitar ha daou ganer, ouzhpenn din ha ma binioù bras ^^), ha pleustradenn hon oa d’al lun. Pleustradenn all gant ur strollad metal breizhat m’emaon ennañ bremañ, KêrIs (muioc’h a ditouroù pa vo bet enrollet un demo bennak, a-benn an nevez-hañv), da verc’her, an dazibao da Yaou, ma ‘z on bet o redek a-hed an devez da dapout traoù evit ar stand, panelloù bet prientet ganeomp da veurzh ha merc’her, dafar an ofis, dafar skol an emsav ha GwagennTV, moullañ ar paperennoù bet pajennet ganin, kas pep tra d’an Hall Martenot ma veze graet an nozvezh ennañ (ya, nozvezh hep alkol el lisoù, ac’hac’hac’ha!). Da wener goude, pleutradenn gant ar bagad, dre ma oa ur fest-deiz ganeomp da sul, devezh ar biniaouioù da sadorn, gouel bras ar binioù-bras (dre-vras!) e Kemper, fest deiz da sul, neuze, a oa plijus-tre. Pouloum, pouloum, ur sapre sizhunvezh (ha disoñjal a ran un dra pe zaou… ah ya! Labourat >_<).

Un diouer a amzer kentoc’h eget unan a c’hoant pe a draoù da lavar, neuze ! Met na rit ket biloù, mat eo bremañ ^^ Back to business babeh, yeah !





Keloù WordPress

13 11 2010

Un notennig verr da lavarout em eus kavet ur prantadig amzer da gas an droidigezh war-raok (hini WordPress, hañ, evit ar re n’heulfent ket ^^), muioc’h a vrezhoneg ha nebeutoc’h a fazioù a zlefed gwelet, blogerien, en ur implij ho taolenn-labour hag ar sevel notennoù, hag all (evit ar skeudennoù, da skouer, e chome kalz traoù… N’eo ket peurc’hraet c’hoazh, traoù zo am eus poan da gavout oO). Ul labour war-ober eo c’hoazh, hañ, chom a ra war-dro 7800 ‘string‘ da dreiñ…  Diwar an 10200 orin. Keit ma ne vez ouzhpennet netra (ar pezh a c’hoarvez ur wezh ar mare memestra ^^). Boñ, un darn vras anezho a zo traoù a vez meur a-wech, pe gant ur gerig diforc’h hepken, en abeg d’an temoù, hag ur bern traoù all a zo kemennadennoù fazi pe traoù resis-spontus ne weloc’h ket a-raok pell emichañs, ar pep retañ a zo bet graet… Spi ‘m eus ? Lavarit din ma zo traoù a zo anat deoc’h e vefe ret o zreiñ ar buanañ ar gwellañ. Gouzout a ran ivez e chom kudennoù evit ar frazennoù gant deiziadoù (embannet e/da+deiziad, traoù a seurt-se… Emaon o klask un diskoulm a vefe reizh gant forzh pe zeiziad… N’eo ket aes atav gouzout petra eo an ‘on‘ e saozneg, deiziad, blog, traoù all… hep ar c’henarroud. Arnodiñ a ran un tammig xD). Pell zo n’em oa ket bet tro da lakaat ma fri en treiñ en-dro, ha gwellaet eo bet ar sistem ganto un tammig, aesoc’h eo da implij (ma, ne vug ket ken, kwa ^^). Gwelet a rin ma c’hellan treiñ un nebeud stringoù bemdez, da gas an traoù war-raok tamm ha tamm, evel ar gloan da stamm.

Ma, echuet e vo un deiz bennak, sur a-walc’h, memestra… Neketa ?

 

 

 

 

 

 

 

 

Neketa ?…





Aet on

19 10 2010

Boñ, n’em eus ket lakaet traoù amañ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutañ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soñjoù ha da gontañ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichañs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soñj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-mañ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezañ direbech. Ma, cheñch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh 🙂 Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheñvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kêr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foñs meurdezus ha lous, d’an nebeutañ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-mañ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentañ tra (na rankfe ket bezañ re ziaes memestra, d’ar gwashañ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradañ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiañ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boñ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezañ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnañ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emañ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, hañ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezañ penn-araok ur stourm nevez, ha bodañ an dud, kreñvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutañ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaañ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiñ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskañ pep-tra ha tanavaat ar stourm, hañ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannañ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet morañ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheñvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhañ, hañ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezañ efedus. Mod all e c’heller chom da stankañ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, hañ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emañ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakañsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gêr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soñjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-mañ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-añ an añfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenañ e vilhed er skol-veur, na pegen añmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soñjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagañ ac’hanon en evezhiadennoù 😉 Pe ket diouzhtu d’an nebeutañ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evañ Guinness, sañset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiñ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evañ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emañ Nedeleg o tostaat ! 😉 )





Haha !

13 10 2010

C-c-c-c-combo !

Trugarez dit, Chen, tizhet ar pal fenoz a-drugarez dit 😀 Ha trugarez d’an holl lennerien ivez, ha d’ar re a lez un evezhiadenn ur wech ar mare 😉 Daou c’hant notenn, memestra. Ma, traoù mat ha traoù fall, traoù dedennus (spi ‘m eus !) ha traoù ne oant ket (pe ket kement :D), traoù hir ha traoù berr, traoù laouenoc’h (ah ?) ha traoù digalonekaus (ya, dreist-holl :p), kalzig traoù a zo bet memestra ! Ha chom a ra traoù am boa lavaret a rafen ha n’em eus ket bet tro da ober c’hoazh… A vezo graet en dazont ! N’ouzen ket re vat ma talc’hfen gwall bell gant ar blog-mañ, hogen talvezout a ra ar boan, d’am soñj, evit ar blijadur da lenn hoc’h evezhiadennoù tra ken ! Hag evit gellout paboriñ gant notennoù evel homañ, ivez :p

Traoù zo o deus cheñchet em buhez abaoe m’am eus bet roget d’e skrivañ, ivez, daoust m’eo bet un doare da bareañ aboae ar penn-kentañ anezhañ, ha m kendalc’h da vezañ. Iskisat tra e vefen bet dic’houest da zerc’hel da skrivañ pa oan em fallañ un nebeud sizhunvezhioù ‘zo. Chal ha dichal n awen hag ar c’hoant, emichañs. Ma, sklaeroc’h ar c’houmoul bremañ, sklaeroc’h ivez sked an heol, ha daoust m’o defe touet doueed an Etrerouedad hegasiñ ac’hanon betek penn e tlefemp en em dennañ ! Ur banne stlennsistr a brofan d’an holl, ha chom a ra cheesecake evit ar re a fell dezho, aze, war an daol. N’eus ket whisky ken, siwazh ^^

Trugarez deoc’h ur wezh ouzhpenn, tudoù, ha gant ma kendalc’ho an niveroù-se da vont war gresk; ul levrig a vil pajennad n’eo ket c’hoazh 😉





Interwebz, fuck yeah!

12 10 2010

Oh, traoù ‘zo a zo re vat, kaaalz re vat da chom hep bezañ lakaet amañ xD

Evel just e c’heller ober lod e brezhoneg ivez, hañ, daoust ma vefe farsusoc’h ar meme-où e saozneg peurliesañ 😉

Boh, ya, aes eo ^^ Met soñjet ‘m eus e c’hellfen ober un tamm notenn bennak hep klemm, evit ur wech (daoust ma vefe diaes, bremañ ma ‘z eus bet komz eus Emglev Brein, hahaha), peogwir ne ya ket ar bed ken fall se, e gwirionez. Ya, kudennoù zo e pep lec’h, gant an holl, evit an dazont, evit ar yezh, war ar pemdez hag en ideologiezhioù a vez taolet deomp, met daout ha ken pouezus-se eo ? Pa oamp, un nebeud mignoned, brezhonegerien, o farsal ha pakañ banneoù, ne oa ket gwall bouezus ar bed en diavaez, ha gellout a raemp c’hoarzhin a bep-tra. Mareoù zo ‘giz ar re-se, ha pa vefemp gant un enkadenn ha ma vefe teñval ar c’houmoul war dremmwel hon dazont, paour-kaezh studierien ma ‘z omp c’hoazh (opala, trouz a oa en AG hiziv…), bez zo mareoù ‘giz-se ma ne reer ket van.

N’eo ket du pep-tra, dre eurvat, hag e-kreiz an noz e vez ur sklerijenn bepred. Na !





Blogerien…

12 10 2010

“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”

(James Connolly, [of Easter Rising fame])

Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhañ d’an nebeutañ. Daoust ha nevezet e vo bremañ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashañ peurliesañ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!

Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gêr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soñjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp 🙂 Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezañ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoñiñ e c’hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p

Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheñvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriñ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, hañ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amañ hag aze, keleier ? N’ouzon ket  penaos o zizout… Hag aze emañ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudañ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na Bremañ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soñj ket din e vefe taolet an disterañ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhañ e-unan…

Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemañ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiñ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezañ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. Boñ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasañ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, hañ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hliché-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amañ forzh penaos… An afer o vezañ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudañ hon tammig skridoù amañ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezañ diaes derc’hel da skrivañ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !

Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !

 

p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesañ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?





Ka-pow!

23 09 2010

Te, lenner, deus en-dro!

Ale, poent eo diboultrennañ da vat, adkregiñ gant al lusk pemdeziek, kroget eo ar bloavezh-skol-veur, emaon  staliet e Roazhon, ha daoust ma zo kudennoù gant ma internet c’hoazh (faziet ez eus bet war al linenn war a seblant, pffff…) em eus kavet kodoù da vont dre an hotspot-où wifi a zo gant neuf/sfr e kêr, trugarez neuze d’ar re a rann o c’hodoù gant ar re all, soñj am bo eus ho madelezh (kwiz: a belec’h e teu al lavarenn ziwezhañ?)

Ya, kozh eo ar skeudenn, ha ne denn ket ma fenn da se ken, pell ar mare m’am boa kement a vlev c’hoazh >_< Ma c’hoar a lakain da gemer ul luc’hskeudenn an dibenn-sizhun-mañ marteze, deoc’h d’ober goap da welet pegen brav on bremañ :p

16 metrad  skouer, n’eo ket kalz a dra, ha kemeret an hanter gant levrioù ha paperachoù endeo… Bah ya, master daou, hañ, master doubl ouzhpenn-se, Master², lakaomp, traoù a zo da lenn ha da studiañ. An hanter gant levrioù, kelaouennoù ha paerennoù neuze, mesk ha mesk gant ar rikoù tresañ hag ar ch’azetennoù arz am eus prenet e bro-Gembre (oh ya, e Breizh-Veur o deus ur BERN kazetennoù a seurt e, brav-tre, plijust tre, hag enno ur bern traoù da zeskiñ! Lod gouestlet d’ar moliac’h, pe an tresañ moliac’h a faltazi kentoc’h, hepken!), hag an nebeud arrebeuri evel-just. Hag ar wech-mañ emaon e kreiz-kêr da vat, pe dost, ‘kostez an ti-gar, ar pezh a cheñch kalzik eus al lec’h ma oan a-raok, daoust ma n’eo ket bras Roazhon, ha fiñval a rin muioc’h. Nebeutoc’h a amzer er ranndi o straniñ= muioc’h a blas evit ar bordel, dre ma vo urzhieotc’h ar bordel-se. Penaos ‘ta n’eo ket poellek? Boñ, e vin ket ennañ kement, n’eo ket gwall strik ma vez bordel un tammig, hañ? Forzh penaos eo ken bihan n’hellan pediñ den ebet, ne vo den d’am lakaat da c’haouier neuze! Daoust da se e fello d’am c’hoar dont d’ober e shopping e Roazhon-city, hep mar… Ma, gwelet ‘vo.

Abaoe an distro-skol on bet da bakañ baneoù e kêr aliesoc’h eget e-kerzh an aotreegezh a-bezh, d’am soñj. Pakañ ur banne, hañ, ket mezviañ na netra, n’on ket ‘giz se ^^ Met gant emvod piberien ar bagad an devezh all ivez, olalala, prest ma avu evit ar yaou da noz, me lavar deoc’h >_< Ha traoù alla zo da zont ar sizhun-mañ ‘za ivez, opalapala!

Ha setu ma c’hoar en eilvet klas, ma breur gant e vloavezh skol-veur kentañ… Aet ar vugale kuit eus ar gêr! Evit ar wech kentañ aboe… Daou vloaz warn-ugent (!) en em gav ma zud o-unan er gêr ‘pad ar sizhun. Ma, n’eus ket bet ur sizhun c’hoazh, dre ma oa harzoù -labour ha ma tistroe unan pe unan all eus an tri lampon ac’hanomp d’ur mare bennak bepred, met dont a raio, ha dao! Ar re gozh da vont da riboulat, me ‘zo sur! Dañsal ar rock ‘n roll a-hed an noz, beaj da New-York hep lavar deomp, shopping war ar Champs, ya, ya, gouzout mat a ran! Alala, pelloc’h eget farsal, ur cheñchamant bras eo e Dipode-land!

Traoù a vo amañ, neuze, dre ma n’eo ket re garget ar sizhunvezh a-fed ketelioù em o amzer evit un nebeud traoù dedennus.

.

p.s: ya, kenderc’hel a rin gant an notennoù trist, maleürus ha di-spi ivez, na rit ket biloù, met ur wech ar mare hepken, sañset!





Hirvarzhonegaouegomp, neuze

5 07 2010

N’ouzon ke re vat perak
E plij din er mare-mañ,
P’am eus aon chom bout dirak
Ar skramm pa skrivan amañ,
Komz dre ma barzhonegoù
E hanter ma notennoù

Aesoc’h eo din marteze
Kuzhat traoù en o gerioù,
Aesoc’h eo lakaat aze
Aon ha lorc’h ha trivliadoù
Kuit da feukiñ pe anken
C’hwi hag a zo ouzh ma lenn

C’hoari gant ar c’hlotennoù
A vez dedennus bepred,
Daoust ma n’int ket ar stummoù
A oa, ur mare ‘zo bet
Ar re hengounel e Breizh
(Pe enklotennoù e-leizh)

Ha daoust din-me bezañ kar
D’am bro, d’am yezh, d’am istor,
Ganto holl perzhioù dibar,
Deomp-ni holl ur gwir teñzor,
Ez on bammet gant Rimbaud
N’eus din tra par da Hugo

Lennet am eus bet kalzig
Barzhazoù, dastummadoù
Testennoù brav, pinvidik
O yezh hag o skeudennoù
Barzhoniezh broioù all,
Hini saozon ha bro-C’hall

Lennet am eus bet ivez
Barzhoniez ar vreizhiz
Ar skridoù kozh ha nevez
Traoù klasel ha traoù iskis
Istorioù hengadourien
Ha re hon emsaverien

Dizoloiñ a vez graet,
Pa vezer o skrivañ poz,
Traoù nevez dre ma vez ret
Ka’out klotennoù dic’hortoz
Pe doujañ d’ar reolenn
Am eus divizet em fenn

Desket am eus en ur lenn
Braventez yezh an ijin
Er varzhoniezh estren
Peadra da reiñ c’hoant din
Da lakaat ar brezhoneg
Da vevañ em barzhoneg





Plop, plop, plop…

22 06 2010

Ne vin ket aze an dibenn-sizhun-mañ, mont a rin d’ober un dro d’ar vro orin d’ur c’hard diouzhin; Elsaz. Ur mareig zo n’em eus ket sonet gant ar bagad, ha war a seblant eo mont da gostez Strasbourg un doare mat da adkregiñ ganti. D’am soñj e vo euzhus a-walc’h evit ma faour-kaezh skevent bihan n’en deus ket pleustret abaoe pell, met plijus e vo gwelet anezho en dro, ha bezañ gant ar bagad e bro ar bier… Ah bah ne vo ket nemet ar skevent en o kudennù, me ‘anavez un avu ne vo ket laouen kennebeut 😀 Hag ar gwashañ ? Pe ar gwellañ e gwirionez: ma deiz a bloaz a vo pa vin du-hont, hahahaha ! Evel-se em bo un digarez evit bezañ mezv-poch, ouzhpenn-se, da zisoñjal ar gozhni ha ma melloù poanius ^^ (“gwelet a reoc’h pe voc’h ma oad”, emezañ en ur hejañ e vazh-kamm)

N’am eus ket kalz amzer fenoz kennebeut, ha ret e vo din sevel abred warc’hoazh (!) ha goude-warc’hoazh (!!), pleustriñ kalzig ha prientiñ pennadoù evit ar mare ma ne vin ket aze, peadra a vo d’am derc’hel dihun daoust d’an diouer a gousk (boñ, boñ, kousket am eus, prometiñ a ran ^^). Diriaou e rin harz-labour vakañsoù, da lavaret e e vin o labourat, tamm pe damm :p

Ur sapre hañv e vo ebit ar bagad e gwirionez, hag hiroc’h a skrivin diwar-benn radio-bagad er mizioù da zont.





E-keit-se e Ti Nevez Kervenal…

4 06 2010

Bouhouhou, n’eus bet den o respont d’am c’hinnig dec’h ^^ N’eo ket strik, amzer a lezan deoc’h, niehehe :p

In other news, n’eus netra plijusoc’h eget straniñ en heol, pe en e wele, pe en e wele en heol, ohoho ^^ Ah, deuet ar vakañsoù e troan da velc’hwedenn c’hludek (ma, kludekoc’h ‘get boaz ^^). En desped da se on deuet a benn da dapout ur sifern, hep din gouzout perak re vat… N’on ket diwisketoc’h eget boaz (mmmmh), ha n’on ket bet oc’h en em zerc’hel e redoù-avel… Ha ne vezan ket klañv ken aes se sañset ! Grrrmbl… Tremen a raio, emichañs, met n’eo ket plijus.

Soñjal a rae din e rafe Iwerzhon diouer din muioc’h eget na ra e gwirionez, rak plijus eo bezañ er gêr, memestra, ha na gaout da soursial eus tra pe dra war bouez klask sevel da vintin (evit ‘poent: 0% -_-‘). Evel just e vank an dud din, ha gouzout ne ya ket pep tra eus an aesañ evito bepred n’eo ket ur blijadur kennebeut, dreist-holl pa n’hellan ket ober tra pe dra… *Huanadenn* Ne vez morse gwenn pe zu ar skeudenn penn-da-benn, emezo. Ma, amzer a lez din evit skrivañ, d’an nebeutañ, ar pezh a zo dreist. Boñ, d’ar poent diwezhañ bepred amañ (ne cheñcher ket ar boazioù fall -_-‘), met skrivañ memestra ! Aha ! Emaon o prientiñ un nebeud pennadoù un tammig dedennusoc’h eget ma buhezig sioul (nann, gouzout a ran, n’eo ket diaes bezañ dedeenusoc’h 😀), dre ma ouzan ne c’hoarvezo ket kalz tra ganin er sizhunvezhioù da zont 🙂

Neuze, ouzhpenn d’ar soñjoù tresadennoù (pe d’an urzhioù :p), m’ho peus c’hoant gwelet tra pe dra diwar-benn forzh pe dra e c’hellit goulenn ivez (me, o pesketa evezhiadennoù ? Me ?! ^^). Ne fell ket din ober hanter-notennoù evel honnezh re alies, ma seizh gwellañ a rin neuze (pe eizh, pe nav).

p.s: euh, ya, e Ti Nevez Kervenal emaon o chom, evit ar re en em c’houlennfe petra an diaoul eo an titl-se ^^





Erf

2 06 2010

Ah, me soñje din bezañ echuet un dresadenn evit fenoz, setu me tapet berr un tammig aze, dreist-holl pa n’am eus ket graet kalz a dra hiziv, na lennet tra pe dra dedennus, hehehe ^^ Ma vefen bet fin eme befe graet vel ar wech all hag enrollet meur a bazenn eus ar skeudenn >_<

N’eo ket gwall farsus bezañ an hini nemetañ e vakañsoù er ger, e gwirionez, hag emañ ma holl vignoned pellig a-walc’h. Dre ma n’am eus ket ma aotre kennebeut ne c’hellan ket mont da bourmen gwall bell, ha gant an amzer o c’hoari bezañ ar souezhusañ posubl ne gredan ket re mont war varc’h-houarn… Yaaaaa, ret vefe din kaout ma aotre-bleniañ un deiz bennak, gouzout a ran, met evit poent ne servij da netra din, ha ne fell ket din e gaout evit e gaout hepken, ha chom hep bleniañ ‘pad daou pe tri bloaz… Pa vin e Roazhon en-dro ne servijo ket din(war-bouez evit mont da zebriñ ‘kostez Plegeneg-city ^^), neuze… Ha priz ar c’harr, an asurañs, an dour-tan, hag all, beuh, ‘fell ket din bezañ bras, mammig, ‘fell ket din ! :p