Lun !

29 12 2014

Kalon d’ar re a zo o labourat hiziv ! Gwall c’houllo e oa an tren mintin-mañ, me ‘lâr deoc’h… Hag evit ar wezh kentañ em c’horn bro e oa an derez-gwrez dindan zero. Erru ar goañv marteze… Tommheoligoù a zo el liorzh koulskoude, ha bleunioù leun ar rodo (pe ar brug-roz, pe’a)… Ur wespedenn a zo deuet d’am gwelet em c’hambr an deiz all zoken. Gwesped e fin miz Kerzu, kentañ klevet.

Spi ‘m eus neuze emañ prest ho pikini-nedeleg ganeoc’h, da vont da gouronkañ dindan an heol kraz (evel o deus graet lod, am eus gwelet en Telebramm mintin-mañ ivez). Deuet e oa an douristed hag ar c’hallaoued dre-vras betek Breizh da gaout o lod a vitamin D an hañv tremen, gwir eo. Ha me, paour-kaezh inosant, a oa aet da Strasbourg, soñj ganin mervel gant an tommder, mouget gant an aer sec’h. Netra ‘bet ! 15 derez, avel ha glav, e miz Eost. Ah bah brav ! Bretzeloù ha bier a oa, dre chañs, met memestra…

A-hed ar bloaz e klever komz eus cheñch an hin hag all, hag an amzer n’eo ket an hin, gwir eo, met gwelout a reer e cheñch an traoù abaoe un nebeud bloavezhioù memestra, a soñj din… Hag evel bep bloaz koulskoude e vez pennfollet an dud hag ar Stad pa vez erc’h e bro Savoie… Non ket evit kompren penaos n’int ket boaz, e gwirionez. Erc’h er menezioù n’eo ket nevez-nevez, hag ez eo ? N’eo ket bloavezh an erc’h du c’hoazh, koulskoude…

Ma, treiñ a raio ar bed, ganeomp pe get. N’eo ket ar blanedenn a zo ret saveteiñ, met ni hon-unan, kentoc’h…





Time flies

19 12 2014

Opala, ya, e-biou e ya an amzer ken e ya. Spi ‘m eus emañ prest pep-tra ganeoc’h evit an Nedeleg hag emañ don ho loeroù war gostez ar siminal (ma ‘z eus unan ganeoc’h), kinklet ar saprenn, savet roll ar meuzioù evit ar fiskoanioù, hag all, hag all… Daoust ha fur oc’h bet? Kollet 5 kilo ganeoc’h d’o adtapout kerkent ha deuet mare ar friko ?

A-feur ma tremen ar bloavezhioù e cheñch ivez an doare ma weler Nedeleg… Soñj hoc’h eus eus ho pugaleaj ? Bezañ bugel… Pa vezed o c’hortoz, digousk, ma teufe ar mintin, pa greded c’hoazh e oa eus an Tad-Nedeleg (sapre kevalaour brein a zegas profoù bravoc’h d’ar vugale binvidikañ ! 😉 ), pa oa kement a stered en ho taoulagad hag a fulennoù en asked ar bouloù hag ar garlantez war ar wezenn en ur zizoloiñ ar pakadoù paket aketus, ur seizenn warno marteze, paper liesliv sur ‘walc’h, hag hunvreoù enno. Ne rae forzh na pegen brav e vefent, e gwirionez (daoust ma veze seul welloc’h ma veze bras ar voest !), diroget e vefe ar paper krenn-ha-krak, ha goloet leur ar sal a-raok pell tra ma veze c’hoarzhadeg.

Tri a vugale e oamp er gêr, ha ret e veze gortoz ma vefemp holl savet kent lammat ha tagañ ar paper gant daouarnoù leun a spi hag a c’hoant. Ma, ne oa ket gwall hir da c’hortoz peurliesañ, piv a chom kousket mintin an Nedeleg ? Soñj am eus koulskoude bezañ bet da skeiñ (pe da c’hoari an taboulin e gwirionez, ACDC-style) war zor ma breur, pounner e gousk a-wezhioù, bloavezhioù ‘zo !

Ha bremañ neuze emañ disheñvel an traoù. Plijusoc’h eo din emichañs prientiñ fiskoan (hag e zebriñ, evel-just), tremen amzer ouzh taol, marvailhat ha c’hoarzhin -‘tis the season to be jolly- eget goulenn traoù. Sevel e-kreiz an noz da lakaat pakadoù dindan ar wezenn ivez, pep hini d’e dro sur a-walc’h ! Met n’eo ket evit ar profoù ken, e gwirionez. Un digarez d’ober unan, marteze, met n’eo ket kalon an afer, evel ma c’helle bezañ em spered bugel (nag emgar, haha !). Gouel ar vugale eo Nedeleg a-raok kement tra all, emichañs, hag anat neuze e cheñch an traoù ken-ha-ken pa ne vez bugel ebet ken er gêr, met feizh! kinklet e vo an ti memestra, ha sonn emañ ar wezenn e korn an diri ! Hengoun… Gouel ar familh e teu da vezañ, el ledanañ stêr. Darn vuiañ an dud a vez er gêr evit an Nedeleg, pa vezont gant mignoned evit ar bloaz nevez a-wechoù kentoc’h…

Spi ‘m eus neuze ez oc’h laouen holl, forzh pe dra a rafec’h evit ho Nedeleg-c’hwi. Gant ar vakañsoù o tostaat em bo muioc’h a amzer da skrivañ, sur mat, pa ‘z on bet o redek a-hed ar sizhun-mañ (teuzet eo plastik ma c’hartenn-vank, ‘m eus aon, pe war nes en ober emañ 😥 ), hag e vin tapet c’hoazh en dibenn-sizhun.

Ah, sell ‘ta, keit ha m’emaon gant Nedeleg, n’ouzen ket e oa Kenavo bloaz kozh milliget, falalalala… (pe “Deck the hall with boughs of holly…” e saozneg) ur ganouenn a Gembre e gwirionez, “Nos Galan” (Noz Galanna, pe’a !). Setu un doare amañ, daoust ma ne vefe ket ultra-entanus, hehe :





Skingomzet

12 12 2014

Sell ‘ta, ma ‘z oc’h skuizh ouzh ma lenn e c’hellit ma selaou bemañ o kontañ kaoz ha koñerioù gant Erell Beloni a France Bleu Breizh Izel. Un doare plijus eo da atersiñ an dud, e gwirionez, mont d’ober un dro ; aes e teu ar gaoz. Ha kaoz a zo eus ar blog, just a-walc’h, hag evit-se ‘michañs ez on distroet da skrivañ amañ. Salud deoc’h neuze ma ‘z oc’h deuet da welet goude bezañ ma c’hlevet, c’hac’ha!

N’on ket sur e vefe gwall zedennus, hañ, met n’hell ket bezañ gwasoc’h eget ma zammig buhez amañ, forzh penaos ! Klikidi-klikit amañ dindan :

RBO, radio ar vro...





Penn-skañv

11 12 2014

A-wechoù (alies?) n’on ket gwall fin. Edon e Landerne mintin-mañ a-raok kregiñ da labourat, ha me da soñjal : “Perak n’afen ket da glask un nebeud profoù Nedeleg, kement hag ober?”. Peurliesañ e vezont kavet ganint d’ar poent diwezhañ-tout, evel ma tere, e-mesk ar c’hantadoù a bennoù-skañv all. Met ket ar bloaz-mañ ! Setu me neuze o sellet eus al levrioù e gwerenn-dal meur a levrdi, war glask levrioù e saozneg. Ha me gwelet ur pegsun ‘english’ war zor Levrdi ar Geoded (Librairie de la Cité, 9 straed ar Feunteun Wenn e Landerne), ha mont tre neuze, ma sac’h ganin war ma c’hein ha boest ma binoù-bras em dorn. Diouzhtu-dak he gwel pec’henn ar stal, ha da lavar din penaos e sone gant ar vombard ur mare a oa, hag o welet pegsun Bagad Kemper warni, da c’houlenn ma sonen eno hag all, ha dreist-holl, penaos e oan aze, e Landerne? Me neuze da lavar dezhañ emaon o labourat evit Diwan eno… Hag-eñ da vont e brezhoneg ganin diouzhtu !

Eh ya, evel-just, rak ar pegsun ‘english’ am boa gwelet war an nor a oa unan Ya d’ar brezhoneg, dreist-holl ! Gant ar saozneg meneget da drede yezh. Ha me, holl gant ma afer, n’em boa ket soñjet zoken, re voaz ma ‘z on d’ur bed hollc’halleger peurvuiañ, e c’hellfe mestr ar stal komz brezhoneg. Tssss…

Ma, levrioù e saozneg ne oa ket, met kavet em eus lod all, ha gallet ‘m eus kaout ur pennad kaoz plijus e-keit ma vezent paket din. Kement-se a-raok mont da labourat, e brezhoneg c’hoazh. Brav ar vuhez a-wechoù, memestra !





En tu all

9 12 2014

Ha te, en tu all d’ar mor,
Ez pleuñv, brug ha lanneg aour ;
Ha te, en tu all d’an nor
Didrouz, pinvidik ha paour,

Pinvik a gement zo bet,
Met paour pa n’out mui nemet
Adsked c’hoantoù disoñjet,
Damskleur ur bed aet da get

Tír na nÓg, ma yaouankiz,
Tir dir annev an amzer ;
Tir tredeog d’am frankiz,
Tir glann c’hoazh a zizesper

Tir tan, pa vezez garv,
Tour-tan, pa vezen kollet,
Dir ha tan, kadoù marv :
Mann ne van en ec’honded

Nemet koun, mojenn un hent,
Miled all er milendall,
Morgezeg hag erevent :
Rouaned kozh a wezhall ;

Un hent all dre an teñval
Davet al lann alaouret,
Dreist d’ar mor ha dreist d’ar Fall
Da heul hor c’hozh harozed ;

Piv a oa ouzh ma gervel ?
Ec’honder en ec’honded,
Ur c’hogito o sevel
Goulennoù heñvel bepred

Pe te en tu all d’ar mor,
Er bed all a fellfe din
Gwelet c’hoazh dre doull an nor ;
A-raok ma vo digor din ;
A-raok ma teuio ar fin





Tro-dro d’an treiñ ha d’e droiennoù

8 12 2014

Un draig hepken, evit ar re a implij WP e brezhoneg : daoust ha gellout a rit lavar din e pelec’h e chom traoù hewel a-walc’h da dreiñ, pe fazioù euzhus ho peus merzet ? An deiziadoù a zo ur gudenn, gouzout a ran ; emaon o klask un diskoulm. Ar portugaleg a zo unan all (trugarez d’ar C’heekezig da vezañ aet d’ar foromoù da c’houlenn hiroc’h)

Ur 1200 bomm bennak a zo bet troet ganin abaoe ma ‘z on krog ‘barzh a-nevez, met diwar an 11639 (!) a chom e vefe kerkoulz din treiñ ar pep mallusañ da gentañ… Un dra memestra, traoù zo ne vint ket troet peogwir ez int liammet ouzh an tem, ha lod temoù n’eus ket tu o zreiñ. Amañ emañ listennad ar re a zo posubl din (ha deoc’h !) treiñ : http://translate.wordpress.com/projects/wpcom/themes . Ma n’emañ ket hoc’h hini e-barzh, tough luck… (ha ma hini n’emañ ket, haha !)

Setu setu, lavarit din ! Spi ‘m eus e vo WordPress un dave evit ar sevel blogoù e brezhoneg, ha laouen on o welet ez eus muioc’h-mui a dud hag a skolioù oc’h ober ganti.





Troc’h-didroc’h

8 12 2014

A-wechoù e vez mat ober un troc’h. Ha paotr an troc’hoù ez on emichañs, pa n’on bet amañ nemet a frapadoù e-pad re bell. Abegoù a zo, emichañs, hag abegoù fall int holl. Ur blijadur eo bet skrivañ amañ a-viskoazh, daoust ma vefe cheñchet ma doare tamm ha tamm, eus pennadoù hepken ‘pad ur mare da varzhoniezh betek re, ha kement a ec’hon da vareoù zo mar kleven ma c’heuz o tasseniñ.

Ha koulskoude ez on laouen, en ur mod, o vezañ bet ken pell da zistreiñ. Nevez e seblant pep-tra bezañ en-dro. C’hoant ha youl a zo, pell ar randon, ha n’eo ket diaes din bezañ mall warnon skrivañ un dra bennak. N’hellan ket bezañ ken reoliek hag ur mare zo bet, marteze, ha n’hellan ket lavar e vezo skrivet ganin bemdez-Doue (daoust ma klaskin a-walc’h en ober), met n’eus forzh, ha pa vefe c’hwitet un devezh amañ hag aze ganin e ouio an dud ez eus traoù nevez amañ ingal, ha spi ‘m eus e tistrooc’h d’am lenn (marketing 101, ar reoliekañ an traoù ar gwellañ 😉 ). Ur mare zo bet e veze tud bemdez amañ (daoust ma n’eus ket kalz ac’hanoc’h oc’h ober evezhiadennoù, haha !).

Gouzout a ran ervat n’eo ket danvez ma buhez un dedenn d’an holl, hogen spi ‘m eus n’eo ket re zisplijus ma lenn, e gwirionez. Ul lienn werc’h eo ar blog-mañ evidon, din da glask kement koñeri warni. Emgar eo emichañs soñjal e vefe dedennet an dud gant ar pezh a skrivin, pa n’eus tem pe dodenn hollek resis ebet d’am rambreadennoù. Geekadennoù, soñjoù, un nebeud skridoù ha keleier, netra gwall entanus ! Ha koulskoude e vezan frealzet o welet tud o tremen. Evit embregiñ ma spered ha ma skrivañ dre vras eo ivez, klask bezañ an aesañ posubl da lenn. Ul labour war ar stil hag ar yezh eo ivez, pa gavan ken diaes gwelet skridoù zo ken kamm a-wechoù e-kerzh ma c’hantreadennoù war an Etrerouedad. N’eo ket da lavar ez on un dave, pell alese, met piv a skrivo ur brezhoneg evit hon amzer ma n’eo ket ni ?

Dibaboù fall ha fazioù am eus bet graet em buhez, ha kollet amzer ha mignoned ganin. Tamm-ha-tamm, spi ‘m eus, e c’hellin adkavout un darn anezho, ma n’eo ket an holl. An amzer gollet n’adkaver ket, siwazh, met n’eus buhez ebet digammdro. Pep hini e si, neb n’en eus daou en eus tri, emezo, neketa ?





Bannoù-treset

8 12 2014

Ur mare ‘zo em boa kemeret perzh en ur genstrivadeg bannoù-treset e brezhoneg… Ne oa ket kalz tud o kemer perzh neuze em eus gounezet, haha ! Met spi ‘m eus e vo lod ac’hanoc’h o kemer perzh ar bloaz a-zeu ! N’eus nemet ur bajennad da ober…

Klikidi-klikit evit brasaat, evel-just !

bd3

Gant ur bajennad n’eo ket aes kontañ un istor luziet, neuze e oa an aesañ din mont gant ur gag. Erevent, elfed, orked, moliac’h dre vras, traoù zo ne cheñchont ket !





Derc’hel da vont…

5 12 2014

PSX_20141205_130708Ah, un amzer a oa m’am boa amzer, just a-walc’h, ha n’edon ket o redek a-gleiz hag a-zehou evel ma ran bremañ, pe ket kement, d’an nebeutañ. Ma vezen en ul lec’h war ar sizhun, hag ma chomen eno pell a-walc’h da vezañ em aes. Ma, n’eo ket klemm a ran (hepken), mat eo kaout labour ha plijus e chom beajiñ memestra (ma, e Breizh hepken, hañ, n’on ket ken pinvidik/chañsus), ha bep sizhun e vezan en tren etre 10 ha 15 eurvezh. Gellout a ran kadarnaat brud fall an SNCF war an dale, haha !  Keit ma ‘z on yaouank c’hoazh… En tren e c’heller labourat, lenn, kousket zoken, luskellet gant boubou an hent-houarn ha lusk ar c’hrenadennoù. Kemper Landerne, Landerne-Roazhon, Roazhon Kemper… Setu an tric’horn diaoulek ! Ma, diaoulek n’eo ket, hogen diaes eo a-wechoù gouzout pelec’h emañ tra-mañ tra, e peseurt hini eus ho tiez pe ho ranndiez emañ chomet an dra ho peus ezhomm anezhañ diouzhtu-dak ! Pe evel ur maligorn e rankfen bezañ marteze, holl ma feadra war ma c’hein bepred. Diaes a-wechoù rankout sevel abred, bezañ en ti-gar da 6e vintin evit bezañ d’an eur ur wech treuzet Breizh war un tu pe un tu all.

Montourlez, heh

Montroulez diwar ar pont bras

Rak ouzhpenn ar cheñch lec’h emañ ivez ar cheñch bed, hanter ar sizhun er gêr vras, e Roazhon, em ranndi, un hanter all e ti ma zud pe e Landerne, n’eo ket ar memestra evel-just. Ha bedoù disheñvel em fenn ivez, al labour melestradurel hag hini an dezenn n’o deus ket kalz tra da welet (met gellout a ran lakaat un teuliad Word e stumm deoc’h digudenn, c’hac’ha !), ha kentelioù a roan ivez, ur bed all c’hoazh. Se a sonerezh, e Roazhon koulz hag e Kemper, ha mignoned a-bep lec’h ivez. Nag a draoù e gwirionez d’am derc’hel da vont. Ha c’hwi ouzh ma lenn, forzh pelec’h e vefec’h ! Ha war an hent, pe zouar, ter-du pe houarn e vefe, e kaver traoù da welet bepred, traoù brav, ur sav pe ur c’huzh-heol, un asked war ar sterioù, ur porzh dindan an heol, pe c’hoazh un draonienn zianav d’an holl.

Langerne

Landerne, diwar du mat ar ster 😀

En tren e plij din lezel an ijin da vont, a-dizh, buanoc’h eget an TTB emichañs. Eno, evel ma ra da lod er strinkadenn, e teu soñjoù din, eno em eus bet skrivet barzhonegoù hag istorioù, em eus bet savet sonerezh, em eus lennet par ma c’hellen hag em eus kejet gant tud, ivez, a-wechoù. N’eus netra par d’un tren sac’het e-kreiz an noz, etre Kerneblec’h ha Plougollet, evit lakaat an dud da gomz kenetrezo. Profet e vo boued deoc’h gant ar sneuf-neu-neu ma chom re bell an tren difiñv da eur ar pred, na jentil int, neketa ? 🙂 An dieasañ, memestra, a zo n’eus ket amzer da chom. Bezañ dilec’hiet bepred, daosut ma vefe mont a lec’h anavezet da lec’h anavezet, a zo diaes din a-wechoù. N’em eus ket amzer da vezañ sioul en ul lec’h, da gaout ul lusk, ma ‘z an luit d’unan all, d’ul lusk all. Ah, na pegen aes a-wechoù, pegen frealzus un implij-amzer klok, digemm. Ha pegen plijus, war an tu all, ober traoù disheñvel bemdez, bezañ pell eus ar boaz, deus ur bemdez diliv a vefe borrodus re vuan. Un deiz a vo, ha buanoc’h e teuio marteze eget na soñj din, ma ‘m bo keuz d’ar mareoù-se en tren, ma c’hellen beajiñ em fenn a soñj da soñj tra ma veaje ma c’horf a ved da ved, da c’hortoz e klaskin ober ma mad eus an amzer-se am eus evidon c’hoazh.

PSX_20141205_130522

Ti-gar Sant-Brieg, mintin abred





Ultramarine

2 12 2014

Boh, n’eo ket nevez-nevez, met n’em boa ket e lakaet amañ. Warhammer goud Star Wars, n’eo ket Soubenn ar Geek amañ met Soubenn an Nerd marteze 😉

Ya, ur fanboy Ultramarine divezh on, hahaha, met ar pezh a zo plijus gant bed Warhammer 40,000 dre vras a zo eo digor pep-tra eno. Forzh peseurt istor pe dudenn a fellfe deoc’h kontañ pe grouiñ a c’hellit ober. Ur stergoumoulenn a-bezh a zo da zizoloiñ, milionoù, miliardoù a vedoù ha degadoù a ouennoù a-bep-seurt. Ar Space-Marined (sic) evel an hini amañ-dindan a zo aozet dre Chabistroù mil soudard, ha gellout a ra pep hini ijinañ e strollad mar fell dezhañ (pe chom gant unan bet krouet dija, evel-just). Betek-hen em boa dibabet chom gant ar re vrudetañ (na pegen dibar, haha !), hogen nevez zo ez on kroget da sevel lod nevez, d’o livañ ha da ijinañ o istor. Ur wezh all e vo kaoz diwar o fenn marteze, met evel a lavaren dec’h eo plijus a-wezhoù en em goll en ur bed faltazius…

Ultramarine

(Da geñveriañ gant an dresadenn-mañ marteze, haha. Mont a raer war-raok e doug daou vloaz, emichañs.)

planet3

Planedennoù home-made !

g.s. n’en deus netra da welet : 850 string a zo bet troet ganin hiziv, ha kadarnaet un 230 bennak ouzhpenn. Spi ‘m eus e teuio ar cheñchamantoù war-wel buan.