Dre ziouer !

6 02 2015

Sell ‘ta, pell zo ne oa ket bet lakaet un dresadenn bennak ganin amañ. Pell zo ivez marteze n’em boa ket bet echuet unan… Ur bern a zo bet kroget ganin, brastreset, damlivet… Met dre ziouer a amzer n’em eus ket bet tro da gas kalz anezho da benn. Ur wezh bennak e rin un tamm bandenn-dreset hir ivez (eh, ne vez ket kalz anezho e brezhoneg war-eeun…)… Gant ma breur marteze, a zo leun a ijin hag en eus krouet ur bed moliac’hel klok a-walc’h, pe unan skiant faltazi… Pa vezo amzer… Evit se ha kement a draoù all…

Gwelet a ran memestra emañ ma doare o kemm, deus unan tostoc’h da zistummadur ur manga d’unan tostoc’h d’ar gwirvoud bremañ, hag awenet muioc’h gant doare ar c’homiks amerikan, sur a-walc’h (daoust din na lenn hini ebet !). Ul labour hirik am eus bet graet diwar luc’hskeudennoù evit gwellaat ma zresañ-korf. Gwelet e vo eta ! War an ardremezioù emaon e soñj pleustriñ bremañ kentoc’h. Un nebeud traoù am bo da ziskouez a-benn nebeut a-walc’h, sañset…

Klikidi-klikit evel boaz d’o brasaat mar fell deoc’h, evel-just.

4NFJ1fR

Tresañ divc’har… N’eo ket aes ! Plijout a ra din skeudiñ e glas war gwenn, dousoc’h eo. Lod o deus bet lavaret din e oa un doare french-touch, feuket on bet evel-just, haha !

fSvnhPm

Evit ur vignonez ur wezh c’hoazh, hag o pellaat un tammig eus ar merc’hed re dreut.





Sterdeiñ

6 02 2015

Mont c’hoazh ganit d’ar broioù pell,
D’an touadennoù disoñjet ;
Ur wezh ouzhpenn, ober ur sell
Ouzh un dazont bet dilezet ;

N’eo ket bevañ en tremenet,
Pa ouzan mat ez eo echu
An amzer gent, ar pezh zo bet
Stered lugernus em noz du ;

Ha stered all bet dibaoe,
Treset ganto steredegoù :
Stergoumoulennoù ma buhez
A chom c’hoazh dister o sterioù

Pa n’on na barzh na steredour
(evit gwir, steredoniour) :
Stergann en noz, asked en dour
N’int nemet skleur er melezour ;

Ha daoust dezho bezañ skedus,
Pellennoù tan er yenijenn,
Emaint ken pell, diziraezus,
Ken n’hellont tommañ glizienn
Ma c’halon noazh, he c’hridienn :
Digenvezded an hinienn





(B)hegasus…

2 02 2015

download

Oh, Google…

Ma, evel-just ne oar ket an holl pegen feukus he deus gallet bezañ ar vreizhadez vut dre ziouer a veg evit ar vretoned, ha sur a-walc’h eo bet brudet ha pouezus a-walc’h e metoù sevenadurel (ha poblel, memestra) Bro-C’hall evit bezañ enoret gant Google… Met memestra…

Lod breizhiz a oa bet betek distruj he delwenn er mirdi Grevin e Pariz, ken feukus ma c’helle bezañ. Ha bep ar mare e klever pe e lenner tud o klemm diwar an diskouezadegoù pe an adembannadurioù a vez graet eus Bécassine. Ha gant gwir abeg sur a-walc’h, pa chom dibaot an dielfennadennoù honest anezhi, ha pa chom c’hoazh gant kalzig parizianed skeudenn ar “broviñs” disevenadur…

Soñj am eus e oa bet goulennet din un nebeud bloavezhioù zo ma veze tredan ganeomp e Breizh… Hag en ur gaozeadenn war Internet ! Soñjoù lod tud…

Met er mare-mañ ma vez savet kement a drouz gant lod diwar tresadennoù eo mat kaout soñj ivez ez eus tresadennoù ha dodennoù all a c’hell bezañ feukus deomp-ni. Hogen deomp ivez da vezañ habaskoc’h eget lod…

g.s.: gwashañ c’hoari-gerioù nul ‘m befe graet biskoazh, d’am soñj !