Emvod

15 04 2012

Pennoù-avel o c’hwezhañ kreñv
O barradoù diefedus
War an douar ha don en neñv
O oberoù hag o c’hoantoù

Ha komz ha komz, komzoù goullo
Dibreder pe bred en aner
Berr ar soñjoù pa vez ganto
Blaz ar c’hozh, c’hwezh louedet-kaer

Pe oad karantez an arc’hant ?
Re a dud difoutre amañ
Pa vez gwerzhet c’hoazh d’an amkant
Dazont hor yezh ken gwan bremañ

Hag an hevelep re bepred
O klask lakaat da dalvezout
O fizhoni ken digengred
O brammoù-spered didalvoud

Klevet am eus bet se ivez
Evel an holl bodet er sal
Perak c’hoazh klask gwerzhañ pa vez
Preñved e kalon an aval

Aluzen, aluzen ar paour
Setu petra a chom bremañ
Hag an teñzorioù, hag an aour ?
Mojenn Arzhur, pelec’h emañ ?

Nag haroz nag aerouant
Ne chom nemet an dud diglod
Sec’h o c’halon evel grouan
Pep hini o tifenn e lod

Betek ar re nevez zo kozh
Mirdi an hengounioù kollet
An alarc’h e ziwezhañ poz
War c’hreunvaen o fennoù kalet

Lod a fellfe dezho bodañ
An holl dud asambles, padal
E vezont-int ar re gentañ
O klemmichañ hag o krozal

Hag un nebeud re memestra
O soñjal a-raok digeriñ
O beg bras a-benn dislonkañ
Fallgeusteurenn o c’honeri

.

Me, imoret fall ? Me ? >_>





Ah, Kerzu

19 12 2011

Amzer lous ha koumoul gris, n’eo ket peadra da lakaat laouen an nen, neketa ! Evel ma teuer laouenoc’h pa erru an hañv (ma, an heol; pegeit ‘zo n’on eus ket bet un hañv da vare an hañv ? :p) e welan pennoù mouzet gant an dud pa vezan o vale e kêr er mare-mañ. Pe neuze eo gant prenadennoù Nedeleg emañ o soñjoù, profoù evit ar vugale, ar gerent, ar breur, ar c’hoar, ar c’henderv, an nizez, chokoladoù hag avu-druz evit fiskoan, stalioù leun-kouch-barr-chouk-tenn gant tud o lammat eus ar yar-indez d’ar madigoù hag eus ar champagne d’ar grilhed-traezh, sonerezh nul ha riell war an hentoù, bugale, tadoù-Nedeleg, tailhoù da baeañ… Haha, ya, sur ‘walc’h ez eus abegoù da vezañ skuizh un tammig !

Met mare Nedeleg eo, neketa ? Mignoned, familh, boued mat, gouelioù, profoù ! Bezomp mousc’hoarzhus. Ya, noz e vez da 5e30, met e-giz-se e vez gwelet gwelloc’h ar c’hinkladurioù a zo bet staliet en ho kêr emichañs, hag e c’hellit c’hoarzhin goap ouzh an amezeg en deus GOLOET e di a c’harlantezennoù-gouloù (un amezeg a-seurt-se hon eus holl, hañ); ya, yen eo an amzer, met pegen plijus distreiñ d’ar gêr, pa vez tomm-mat eno, hag evañ ur banne chokolad pe un tasad te en ur sellet dre ar prenestr, pe c’hoazh ober tan ma zo ur simial ganeoc’h, hag en em vodañ e tal dezhañ ; ya, leun-chouk eo ar stalioù, met… bah, euh… met netra, leun eo ar stalioù, okay. Grit ho prenadennoù en a-raok 😉





Tredan

14 12 2011

Abaoe dec’h, ha betek dimeurzh a-zeu (hervez an EDF, atav) n’eus ket tredan em ranndi ken. Labourioù, emezo. C’hoarvezet e oa din warlene dija, em ranndi kent. War a-seblant n’em eus ket kalz a chañs evit seurt traoù. Ma ! N’eo ket gwall strik. Met dedennus eo memestra gwelet pegen pouezus eo an tredan en hor buhez pemdeziek !

Aze da skouer, emañ sklas an amzer e Roazhon, memestra, ha n’em eus mui tommerezh ebet, dre ma ‘z eo tredan hini ar ger. Okay, pourmen a rin gant div stammenn hag ur c’holc’hed tro-dro din, n’eo ket gwall c’hrevus. Met n’hellan ket tommañ dour kennebeut, dre ma ‘z a en dro dre dredan ivez. Da lavaret eo eo ret din en em walc’hiñ gant dour sklas. Bah ! Pleustret am boa se en Erer Kozh dija, hañ, daou vloaz eus renk. Trawalc’h ijinañ ez oc’h ur samourai bennak o kiañ dindan ul lamm dour. *oohmmm* N’on ket ‘vit gouzañv an dour yen.

Boñ, met kement-se ne lazh ket an nen. Koulskoude e ya pelloc’h. Dre ma ‘z eo plakennoù tredan am eus evit keginañ… N’hellan ket ! Haha ! N’eo ket strik ! Ar forn mikro-skinoù a implijin ! Paf ! Tredan evel-just. Boñ bah, bolennadoù edaj ha boued da gas d’ar Skol-Veur, pe’a.

Dre ma vez noz da 5e30 bremañ forzh penaos eo diaes chom er gêr pa vez teñval pep-tra. N’hellan ket lenn ul levr zoken dre ma n’em eus ket goulaouennoù-koar, da skouer, tsss, na pegen sot ar studier a-vremañ. Boh, sellet a rin eus filmoù war ma urzhiataer da c’hortoz… Ah ya, gant 2 eurvezh batri d’ar muiañ n’in ket gwall bell.

Ar gwashañ tout, evel-just, o vezañ n’em eus ket internet na netra. Krenañ ha garmañ a ran en deñvalijenn, dindan ur strinkadenn sklas en ur zebriñ edaj gleb da c’hortoz dimeurzh a-zeu, pa vin dieubet gant aeled marzus o lifre glas EDF.

Pe distreiñ da Benn-ar-Bed, e ti ma zud, ivez, hañ, ken aes ha tra !





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…





Skol-Veur, ma Skol-Veur…

13 10 2010

Oh bah, sell ‘ta, stanket ar Skol-Veur ! Obadidoñ, pebezh souezhadenn !… Ma, evit ur mintinvezh hepken evit poent, ha n’eo ket sur c’hoazh e teufent a-benn, o welet emañ ar surentez aze bep mintin abaoe dilun, hogen ur wech kroget an traoù ‘giz-se… Opala, ma vez stanket a-raok ar vakañsoù e vo marv ar c’hwec’hmiziad, dre ma adkrogo 10 gwech kreñvoc’h goude an Hollsent. Ma, erru e master n’eo ket pouezus, lakaomp, lezet e vezer da dremen peurliesañ, met n’eo ket gwall blijus kennebeut, evit ar gelennerien traken. Ya, ret eo stourm a-enep d’al lezennoù-se ha d’ar gouarnamant, ya, n’eo ket reizh ar raktres kinniget, ya. Met stankañ ar Skol-Veur ? Hag he distruj, dreist-holl, evel ma vez bep bloaz ? Ne welan ket mat ar pezh a zigas. Foutu pour foutu, emezo… Koulz kaout vakañsoù, evit gellout Stourm (oh ya, ur bennlizherenn). Brastresañ a ran, evel just.

Pa soñjer, memestra, erru e master 2 n’eus bet anavezet nemet 1 bloavezh didrabas ganin, hag e Galway e oa … Ar bloavezh-se ne oa bet netra e Roazhon kennebeut, hañ, o c’hortoz ac’hanon e oant ! >_< fmb (fouzh ma buhez :p) Pa soñjer e oa deuet un 2000 studier nevez ouzhpenn ar bloaz-mañ hag e oa spi gant ar gelennerien e kreskfe Roazhon 2 en-dro goude an digresk spontus en abeg d’an harzoù-labour ha d’ar stankañ… Lod a zo o leñvañ druz, me lavar deoc’h. Afi, boaz eo ar paotr Gontard, ar prezidant, bremañ, ha sur a-walc’h ne lezo ket ar studierien d’ober o reuz, pe ne vo ket aes dezho, atav.

Evel bewech e gwirionez ez on a du gant ar soñj, ar meno, met ket gant an doare. Evel a lavare Morwenna din hiziv, n’eo ket reizh meizad an emvodoù-meur, re nebeut a studierien a vez eno ha direizh ar votadegoù peurliesañ. Hag an doare nemetañ da vont a-enep dezho a zo dont da votiñ a-enep ar stankañ hag all, da lavaret eo reiñ boued d’ar sistem hag e gadarnaat ! Etre ar fall hag ar gwashañ…

Wait and see, met diaes e vo fin ar c’hwec’hmiziad d’am soñj… Ha mall zo warnon bezañ e Galway evit un nebeud devezhioù da aveliñ ma fenn, ivez (ha labourat, un tammig ^^). Plijus e vo.





Blogerien…

12 10 2010

“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”

(James Connolly, [of Easter Rising fame])

Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhañ d’an nebeutañ. Daoust ha nevezet e vo bremañ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashañ peurliesañ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!

Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gêr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soñjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp 🙂 Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezañ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoñiñ e c’hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p

Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheñvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriñ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, hañ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amañ hag aze, keleier ? N’ouzon ket  penaos o zizout… Hag aze emañ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudañ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na Bremañ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soñj ket din e vefe taolet an disterañ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhañ e-unan…

Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemañ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiñ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezañ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. Boñ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasañ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, hañ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hliché-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amañ forzh penaos… An afer o vezañ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudañ hon tammig skridoù amañ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezañ diaes derc’hel da skrivañ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !

Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !

 

p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesañ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?





Foutre-kaer pe basket war ar maez ?

9 06 2010

Ohoho, ar farsadenn a vez bep pevar bloaz :p

N’ouzon ket ar pezh a soñj deoc’h, met gouzout a ran e vo poanius ar miz a-zeu evidon, dre ma n’on ket evit gouzañv ar foutchbol. Hegasus a-walc’h e kavan e vefe lonket hanter amzer ar c’heleier gant disoc’hoù ar sport peurliesañ dija, ha mezhus e kavan e vefe embannet disoc’h ur c’hrogad a-raok keleier ar bed, a-raok an dud, ar re a zo marvet, ar politikerezh, an armerzh, ar brezelioù, ar gwir keleier. N’eo ket ar mell-droad (perak an diaoul e vefe benel ? Gourel hollek eo an holl sportoù… Ar vell end-eeun ne lavaran ket, met ar sport ?) hepken, hañ, ne gavan ket gwelloc’h pa vez disoc’hoù Roland-Garros, pe an F1, pe forzh pe sport e gwirionez.

Ma’z oc’h koumanantet da Délérama o peus gallet lenn ur pennad diwar benn ur ‘sokiologour’ eus Liverpool o ouestlañ e vuhez d’ar foot, ha marteze oc’h bet sabatuet ‘veldon gant pegen pell e c’hell an dud mont e-barzh an afer, evel ur relijion, un doare da vevañ. ‘Culture Foot’ a ditl Télérama, ar pennoksimoron hervezon. Met diouzh ar c’hiz e seblant bezañ, pelloc’h eget Kib ar Bed; trawalc’h eo selaou eus ar pezh a ginnig L. Chatel (e-touez soñjoù fall all) evit an Deskadurezh-Stad: sport goude-merenn ! Youc’hoù ! Poan am eus o kompren e vefe lakaet ar sport ken uhel en deskadurezh. Mens sana in corpore sano, sañset, gwir eo, met marteze e vefe mat ober war-dro ar mens un tammig, n’eus ket tu da lavar e vefe gwall uhel al live hollek.

Evel-just e lavaran-se peogwir n’on ket gwall vat e sport, ne blij ket din ha ne ran ket kalz strivoù sur a-walc’h, met a-viskoazh em eus kavet spontus an diforc’h bras a oa gant ar vugale er c’hentelioù sport. Diouzh un tu e oa ar re a rae (pop-quiz, pet ‘a’ pet ‘r’ ha pet ‘e’ a oa en tamm frazenn-se ?) sport dija, ha diouzh an tu all ar re ne raent ket. Poum ! Ha na glaskit ket ma lakaat da grediñ  e oa tu da adtapout live ar sportourien dre ar c’hentelioù-sport hepken. Pleustriñ er gêr ne oa ket gwall aes (dreist -holl pa vez sportoù a-skipailh), ar pezh a zo un diforc’h bras e-keñver an danvezioù all. Rak ya, anat eo din ivez ez eus lod a zo gwelloc’h e galleg eget lod all, lod a zo oueskoc’h gant ar sifroù, lod a zo ampartoc’h war an douaroniezh, met ar re ne oant ket a c’helle dont a-benn gant un tammig labour-noz ha deskiñ. Un afer kompren eo, ha daoust ma ne vefemp ket holl kevatal a-fed gouiziegezh ha donezon (ha skopañ a ran war ar re a gredfe difenn ur soñj ken pout) e oa posubl d’an holl en em dennañ. E sport koulskoude e oa hogos dibosubl.

An diskoulm a oa bet kavet neuze a oa notenniñ ar striv, gant ar mennoz reiñ ur chañs d’ar re ne oant ket barrek, keit ha ma tiskouezent e oant youlek. Ar pezh am eus kavet farsus gant ar sistem-se bepred a zo eo direizh penn-da-benn evit… ar sportourien, just a-walc’h. Pa’z oc’h ur c’hoarier foot en ur c’hlub bennak, hag e vez mell-droad e-kerzh ar prantad-skol e voc’h kalz gwelloc’h eget an holl re all, anat eo. Perak ober ur striv neuze ? Memestra evit unan a vefe ur reder mat, pa vez gorrek an holl, perak ober e seizh gwellañ ? Koulskoude n’o doa ket notennoù fall, dre ma oant mat -_-‘. Met faos e oa ar sistem. Poan am eus o kompren penaos e veze notennet ingal; adalek ul live bennak e tremene an notenn eus ar striv d’an disoc’h ? Peseurt bevenn ? Politikel eo an Oskaroù ? ^^ Ma, ma darempredoù gant ar gelennerien sport n’int ket bet eus ar gwellañ (hag un afer familh eo emichañs, ma c’hoar n’emañ ket evit o gouzañ padal eo-hi sportourez xD), ne sikour ket (ur penn-karn a zo ac’hanon ivez… :p).

Daoust ma komprenfen e plijfe ar sportoù d’an dud (er pleustr, ket o sellet) ne gomprenan ket penaos e vez o lakaet dreist d’ar poell, dreist d’an ijin ha d’ar c’hompren. A-viskoazh eo bet enebet an nerded ouzh ar sportourien (oh, sellit eus forzh pe film amerikan a c’hoarvez en ur skol-veur pe ul likes ^^), hag ur gunujenn eo intello e galleg hiziv an deiz c’hoazh, siwazh. En ur gevrediezh a ra fae war ar skiant (ket ar Skiant), penaos kaout spi mont war-raok ? Met spi am eus e vo plijadur gant ar vofed dirak o skinwel HD nevez (3D marteze ?), a vezo restaolet dezho ma c’hounnez ar re C’hlas (ah. ah. ah. ^^)…





Lezenoeüs

1 06 2010

Desket am eus hiziv ne oa yezh ofisiel ebet gant bro Japan. Souezhusat tra, a soñjis, kent merzhout ne oa hini ebet gant Stadoù Unanet Amerika kennebeut, na gant re Vec’hiko, nag Aostralia, da skouer ! Pa glever an amerikaned (pe lod anezho d’an nebeutañ) o klemm diwar-benn led ar c’hastilhaneg en o bro koulkoude e soñjfed ez eus un doare lezenn war ar yezh, evel ma zo en hor Stad milgaret (neketa ? ). Eh nann, tamm ebet.

Lod broioù n’ho deus tamm ezhomm da lezenniñ war traoù a seurt-se war a seblant, hag a lez o frankiz d’an dud… Evel-just e chom ur yezh bennak ar yezh bennañ, de facto, ha ne vez ket kavet ar paperioù melestradurel e 200 yezh, met d’an nebeutañ ne vez ket gwasket an dud war ar pemdeiz. Abegoù a zo tu da gavout aes a-walc’h evit an diouer a lezenn, meskaj ar pobloù, an niver bras a dud o komz ar yezh hag he stadud anat, hag all, hag en em c’houlenn a c’heller peseurt diforc’h a rafe da vat ma vefe skarzhet al lodenn-se eus bonreizh ar Stad C’hall. D’am soñj ne cheñchfe hogos netra. E 36 bro emañ ar galleg da yezh ofisiel pe yezh bennañ (55 evit ar saozneg; 24 evit an arabeg, hervez wikipedia-santel), 200 milion a dud a gomzfe galleg da yezh bennañ, ha 500 milion a ouife galleg dre ar bed (500 milion/ 1,8 miliard evit ar saozneg). Wouhoù, gant hon 150 000 a dud (ha c’hoazh…) e vo lazhet ar galleg, dao dezhi… Pfff ! Ha petra soñj dezho ? e vefe disoñjet ar yezh ganeomp ? Pa lavaromp dezho eo ur binvidigezh kaout ur yezh ouzhpenn, perak e yafemp ni da dufañ war ar galleg ?

Evel am eus bet lavaret meur a wech, n’am eus kudenn ebet gant ar galleg, n’am eus tamm hini gant ar c’hallaoued kennebeut; ur gudenn am eus me gant ar Stad C’hall, pik echu. Ha terriñ ar ra ma revr un tammig ar re a glask abeg da bep tra e galleg, evel pa soñjfe dezho ez eus yezhoù dreist d’ar re all hag eo ret dezho diskouezh pegen bravoc’h, aesoc’h, poellekoc’h eo ar brezhoneg… Konerioù penn da benn, ur yezh n’he deus talvoudegezh ebet drezhi hec’h-unan, ar pezh a vez graet, krouet ganti an hini eo a dalvez, ha n’eus ket da gaout kevezerezh. Ar pezh a reont int a zo ar pezh a rebechont d’ar Stad C’hall. Godisus, ‘keta ? Skuizhus, dreist-holl. Unan yezhgar a zlefe karout an holl yezhoù, dre ma c’hell kompren pegen talvoudus e c’hell bezañ evit un den, pegen stag e c’heller bezañ d’e yezh daoust da bep-tra. Ur miliard pe 1000 den ouzh o c’homz, pe unan hepken, zoken, pep yezh a zo talvoudus.





OMD !

6 05 2010

Kenavo ma zad, ma mamm,
Kenavo mignoned
Kenavo ma c’halon drant
Talmerennoù stanket

Ya, oh ya, n’ouzon ket ma vin aze warc’hoazh, emañ Nadine, Miss Cheesecake, o prientiñ un cheesecake Maltesers ha Toblerone. OMD ! N’ouzon ket ma zo bet cheesecake ganeoc’h dija, met n’eo ket eus ar skañvañ (he rekipe dreist-holl, leeeeeeuuuun a fourmaj-dienn), hag aze e vo pounner, ‘m eus aon, met ken maaaaaaaat ! Argl, n’eus etra gwelloc’h eget gwastilli. Ha petra rin me e-keit-se ? Ober ur brownie, evit bezañ sur e varvfemp holl, tarzhet hor c’halonoù ! Yiiiiiiiiic’ha !

Da c’hortoz en em c’houlennen un dra bremaik en ur straniñ war Wikipedia (n’eo ket ar mare koulskoude, met boñ…), perak ez eus kement a boan gant an dud oc’h implij hon, hor hag hol ? Gouzout a ran e c’heller implij hon ha mat pell zo (dreist-holl dre ma n’eus kemmadur ebet, tsss ^^), evel ma ne oa nemet eus ar ger-mell an a-raok, met daoust ha ken diaes se eo soñjal e ya hon hor hol en-dro evel an ar al ? Hon ti, hor c’hi, hol labous, ken aes ha tra, ‘keta ? N’ouzon ket pet den o deus graet ur penn souezhet hag ur mell Aaaaaaañ ! Pa’m eus lavaret dezho ez ae en-dro en hevelep doare… Tsss, petra a vez desket dezho gant ar skolaerien hag ar gelennerien ? Soñj am eus e veze lavaret omp gant ur bern tud er skolaj hag el lise, ha kement e oa bet lavaret dezho e oa fall (gant gwir abeg en degouez-se evel-just) e soñje dezho e oa fall bepred, zoken e-barzh frazennoù evel ‘Deuet omp’ !

Alies e vez traouigoù e-giz-se ne vezont ket lavaret d’an dud hag a zegasfe kalz d’o brezhoneg koulskoude, evel biskoazh ne ris, morse ne ran, biken ne rin, kentoc’h eget implij morse bepred (pe james, evel-just ^^)  pe an r e-barzh war-lerc’h ne vez kavet hogos nemet aze (d.l.e. ket ‘barzh e-lec’h, lec’hienn, hag all; piv a implij ‘lerc’h’ war ar pemdez  ? ^^), pe c’hoazh ar pouez-mouezh war kenavo (war vo, neuze) pe kenañ (war nañ), implij kuit da kentoc’h eget nompas ur wech ar mare Traouigoù a-seurt-se n’int ket kalz a dra hag a ra kement a ziforc’h koulskoude ! Lod all a welit ? (pe fazioù droch a ran me, pell o a vezañ disi ha laouen o teskiñ ^^)

p.s: OMD adarre (pe IMD ? Iche ma Doue ! ^^), ouzhpennet he deus ur gwiskad chokolad war-c’horre !





Â, torr-penn meur

28 04 2010

An traoù gwellañ n’int ket ar gwellañ traoù bepred siwazh. Kalz chañs am eus bet em buhez, d’am soñj, ha kejet am eus gant tud ha bevet traoù dispar, daoust din bezañ bevet ken neubeut (un dedi kaset d’ar re gozh a dremenfe dre amañ 😉 ). Ha koulskoude. Ur fin a zo da bep tra emezo, ha daoust din na c’houzout piv int eo ret din anzav emañ ar gwir ganto. Hag aze an dalc’h. P’ho peus bevet ar gwellañ traoù, penaos e c’hellfe ar pezh a zo da zont bezañ gwelloc’h ?

Evit ar wech kentañ ar bloaz-mañ e oan o vevañ gant tud estren din penn da benn, taking a chance, ha dreist eo bet. Un taol chañs (ha n’eo ket chance hepken, just a-walc’h). Spi am eus chom mignon ganto e-pad pell, ha sur a-walc’h ez in da Aostria evit deiz ha bloaz unan an hañv-mañ, marteze en em gavimp er ski da zeiz kentañ ar bloaz… Ma, raktresoù a zo ha d’am soñj eo bet plijus evit an holl. Met bremañ, p’en em gavan gant ar redi klask ul lojeiz e Roazhon ar bloaz a-zeu e fell din bezañ ma-unan. Sur a-walc’h e ran pep-tra war an tu-gin, met kentoc’h eget gwelet er pezh am eus bevet evel ur sin vat evit an dazont e soñj din kentoc’h e vo un dave a implijin da varn ar pezh a zeuio, ha gouzout a ran ez eus chañsoù bras e vefen dipitet. Emaon o vont da glask un ti ma-unan neuze, tra ken evit an aon-se, bezañ dipitet.

Ar memestra gant ar merc’hed sur a-walc’h, pa soñj din ne c’hellin biskoazh bezañ ken eürus, da betra klask ? Daoust ha ne vefe ket bezañ dizhonest eviti, ne vern piv e vefe an hi-se ? Keñveriañ a rin bepred, gouzout a ran, e-giz-se e yan en-dro, hag a feur ma yay an traoù e vo bravaet ma eñvorennoù, peogwir e vezont bepred, hag e vo diaesoc’h diaesañbezañ a-live gant an eñvorennoù-se. Ret e vefe din mont gant forzh piv neuze ? Da zisoñjal ? Ne soñj ket din, ha forzh penaos n’hellan ket ober-se, n’hellan ket bezañ gant unan bennak hep karantez. Ar soñj hepken em laka diaes. Lavaret e vo din marteze e vez krouet ar garantez en amzer, hag eo ret din lezel an traoù da zont tamm ha tamm, hogen ken lent on ha ken daouarn-yod ma ne soñj ket din e vefe pasianted a-walc’h gant kalz tud.

An hevelep kudenn ganin bepred, gouzout a ran eo ur soñj fall, treiñ ha distreiñ a ran ar gudenn, hag a-benn ar fin e kemeran ar fallañ divizh, e ran an dibab fallañ. Ha gouzout kement-se n’am laka ket da cheñch ha da gemer divizoù all. Peogwir em eus aon, peogwir on laosk sur a-walc’h, ha n’am eus ket c’hoant bezañ gloazet (adarre). Me soñje din e oa aesoc’h an traoù p’o c’homprener, e oa aesoc’h dibab pa ouzer ar pezh a zibaber. Ar c’hontrol-mik. Seul arbenikoc’h on war un dachenn seul ziaesoc’h din dibab, peogwir e welan muioc’h a draoù a c’hallfe mont fall, peogwir e roan talvoudegezh da draoù zo n’int ket pouezus peogwir e ouzan ez eus diouto. Un tammig evel dibab un urzhiataer, daoust ma vefe null a-walc’h ar geñveriadenn, dre ma ouzan kalzig traoù e ouzin ar pezh ne yelo ket gant unan, hag e roin re a bouez d’un disterach betek kaout keuz d’un dibab, padal ne reer ket van ha n’em bije biskoazh merzhet an difoc’h mar n’em befe ket gouezet…

Gouzout a ran mat n’eo ket posubl din gouzout ervat ar pezh a zo da zont, hag e c’hell an traoù bezañ gwelloc’h. Tu a zo da lavar zoken ez on leun a spi war ar pemdez. Met petra ma vezan dipitet ? Petra m’am eus poan ? Ne fell ket din kemer ar riskl (riskl !), hogen n’em em santan ket gwelloc’h hep e gemer. N’en em sikouran ket, tudoù.





Yezhadur #3

8 04 2010

N’eo ket yezhadur da vat, geriaoueg kentoc’h… Met gellout a ra terriñ ma revr kement-all. Ket evel lenner da vat, met pa skrivan kentoc’h, rak fellout a ra din bezañ komprenet, ket treuzkomprenet. Neuze:

Riklus ≠ Risklus !

Pa gleven lod o komz eus mont d’ar poull-risklañ e Roazhon em lakae da c’hoarzhin (en diabarzh, ne ran ket goap eus an dud, memestra ^^). Ma, risklus e c’hell bezañ, met ur poull-riklañ eo kentoc’h  ^^ (pe ruzikat, evel-just, m’ho peus divizet bezañ hegasus 😀)

Risklus: arvarus, dañjerus

Riklus: a c’heller riklañ warnañ (zwiiiiip !), a c’heller fiñval traoù warnañ hep na frotfe, hag all

Agnagnagna, a glevan dija, emañ e geriadur Favereau, hag evel eil-ster evit risklañ ‘barzh an Here emañ merket ‘sellet ouzh riklañ’…Ya, gwir eo marteze, hogen diazezet eo hini Favereau war an implij pemdeziek… A zo fall ^^

Hag un difoc’h a zo etre un dra risklus hag un dra riklus peurvuiañ, neketa ? N’eus ket ? Pa vez riklus e vez risklus ivez peurliesañ, ha ket ar c’hontrol ? Beñ setu perak eo bet dalc’het ur ger evit an 2 ster gant ar yezh-pobl, peogwir ez eus bet graet un heñveladur. Ha n’eus ket eus an heñveladur-se bepred ! Pa fell din lavar eo riskl-us un dra bennak peogwir ez eus ur riskl, neketa, ket ur gwiskad skorn >_<

Riklañ/risklañ, aes ober ar fazi, dre gomz dreist-holl, met daou c’her a zo, tudoù, greomp ganto ! A-du emañ an Ofis ganin ouzhpenn-se 😉

*sponsoret eo an notenn-mañ gant strollad ar c’heriaouerien dorr-revr*





Yezhadur #1

23 03 2010

Bezomp torr-revr un tammig, ha komzomp eus ar pezh a blij ar muiañ d’an holl, yezhadur (ya, kevrinus e oa an titl ^^).Ur gerig hepken, ne vo ket re hir. Ne fell ket din bezañ re gentelius, ha ne lavaran ket emañ ar gwir ganin (geo), ha ne lavaran ket n’hell ket ur yezh cheñch (en  ober a ra, ur reolenn eo). Ha kement ha bezañ torr-revr betek-penn e vo mesket yezhadur ha matematikoù 😀

Cheutu ar gudenn neuze: petra eo 20 e-keñver 10 ?

An darn vrasañ a responto din eo 20 div wech muioc’h eget 10. Hag a-du e vin ganto. Ar brezhoneg n’eo ket. Desket e vez deomp e vez lavaret ‘hanter muioc’h’, ha setu. Perak ? Peogwir e teu ‘div wech muioc’h’ eus ar galleg ‘deux fois plus’, hag eo direizh da geñver jedoniezh. Gwellomp se neuze.

Evit mont eus 10 da 20 e reer +100%. Ma vez kemeret al lavarenn ‘div wech muioc’h’ evit ar pezh eo e  talvez  n+(n×2) , da lavaret eo+200%:

  • div wech muioc’h eget 10= 10+((10/100).200)= 30

Okay, gwir eo neuze, direizh eo penn da benn, e brezhoneg (nevez) hag e galleg. Tsss, dre chañs emañ brezhoneg tradisionel ma zad kozh eus badum evit sikour:

Hanter muioc’h neuze. Ma vez ouzhpennet an hanter e vez graet +50%, pe n+(n/2):

  • hanter muioc’h eget 10= 10+(10/100).50)= 15

Woooups. Ken fall all eo.

Petra hon eus desket neuze ? Ne vez ket mesket yezh ha matematikoù, pout eo ar bobl. Ha n’eo ket e Breizh hepken 😉 (goaperezh, hañ, n’on ket sirius ^^’). Emañ ar gwir gant ar saozon, daoust d’ar c’hallaoued bezañ fier eus o spered lojik ha frammet. E saozneg e lavarer twice as much, da lavaret eo n×2, ar pezh a zo reizh da geñver jedoniezh. Ret ‘vefe deomp lavar kement-all e brezhoneg neuze, ‘div wech kement [hag]’.

Met ne vo ket cheñchet, ‘soñj ket din atav. Neuze, dre m’eo ken direizh an daou zoare da geñver jedoniezh e c’hellit dibab an hini a fell deoc’h. Ar peurrest a zo ideologel kentoc’h. Peurliesañ e kavan gwelloc’h ober gant an doare hengounel pa vez kevezerezh (displegañ a rin ar munudoù un deiz all). Koulskoude e kavan gwelloc’h ober gant div wech muioc’h (pe div wech hiroc’h, brasoc’h, donoc’h, h.a., evel just) peogwir eo anatoc’h. Den ebet ne soñjfe e c’hell hanter muioc’h talvezout n×2 ez natuel, ha ne soñj ket din e vefe implijet gant ar re yaouank na gant darn vrasañ an nevezvrezhonegerien forzh penaos. Soñj am eus eus an daoulagad dispourbellet er skol-veur p’eo bet lavaret deomp e oa hanter muioc’h ar stumm brezhoneg, hag e tlefemp implij-se. Ha galleg a zo gant darn vrasañ ar vrezhonegerien, da lavaret eo ez emañ ‘deux fois plus‘ en o fenn dija (hag o deus desket jediñ gant se marteze zoken). Lavar hanter muioc’h peogwir e teu an doare all eus ar galleg ha netra ouzhpenn ne seblant ket bezañ un arguzenn a bouez bremañ.

An deiz all e felle din komz eus un dra a greske da 150% eus e vent orin…(speredoù tort a zo ganeoc’h)… Da lavaret eo +50%… Ha c’hoant am boa da lavar e oa hanter brasoc’h… Ahaha… Ha pa lennan ez eus un hanter muioc’h a vugale e skol mañ skol hep kaout ar siffroù n’ouzon ket ma zo bet +50% pe +100%, ar pezh n’eo ket ar memes-tra… Ma, d’am soñj (ha ma soñj eo, netra all), e vefe mat dilezel hanter muioc’h. Deoc’h da welet.