N’ouzon ket re vat perak e plij kement ar moliac’h hag ar skiant-faltazi din. Lenn a ran kalz, meur a levr ar sizhun, hag en o zouez e vez skiant faltazi an darn vrasañ er mare mañ, ouzhpenn d’ar re a zo evit ma studioù (a zo mojennoù iwerzhonad ha kontadennoù, un doare moliac’h ivez e gwirionez ^^). Mareadoù a zo, a-wec’hoù e lennan kalz muioc’h a voliac’h, kent cheñch, hervezh an imor marteze.
A viskoazh ez eus bet kalz levrioù moliac’h hag SF er gêr (ne gavit ket se dispar e yafe SF en dro e brezhoneg ivez ?) a-drugarez d’am zud. Lennet e veze The Lord of The Rings din pa oan bihan a-raok mont da gousket, ha lennet am boa anezho drezon ma-unan (hag an Hobbit) a-raok bezañ dek vloaz. E galleg siwazh, ma zo tro ganeoc’h da lenn Aotroù ar Gwalennoù e saozneg, grit, dre zek e vo lieskementet ar blijadur, d’an nebeutañ (an droidigezh c’hallek… n’eo ket gwall vat). O c’houzout eo bet troet an Hobbit gant ma zad, n’eo ket souezh kennebeut e vefen dedennet (ha mat eo an droidigezh, zoken ma c’hell bezañ diaes ha ma chom fazioù enni). Spi am eus e vo kavet un embanner da vont gant troidigezh AaG ur wezh bennak e brezhoneg, d’am soñj en defe plijet da Dolkien gwelet e levrioù er yezhoù keltiek.
Marteze e plij din mont d’ur bed all, disoñjal hemañ ‘pad ur mare. Marteze e plij din ivez gwelet pegen pell e c’hell ijin ur skrivagner mont ha ma c’has. Gouzout a ran e vo traoù e pep levr a gaso ac’hanon pelloc’h eget na c’hello unan ‘gwirvoud’ ober. Ha n’eus ket nemet ar re goshañ a dalvez ar boan, zoken ma chomo Asimov, Vance pe Dick e-touez ar re wellañ e pad pell. Lennet am eus muioc’h a voliarc’h nevez (Feist, Knaak, McNeill, …) sur a-walc’h, dre m’eo deuet diouzh ar c”hiz en-dro (pe muioc’h, d’an nebeutañ) goude filmoù LotR. Marteze ivez eo peogwir e kavan eo Moliac’h ur ger eus ar bravañ. Ne gavit ket ? Lavarit anezhañ a vouez-uhel. Soniadoù kevrinus a zo gantañ, evel pa vefe un dra kuzh dindan; ar soniadoù a seblant bezañ kozh, diouzh un amzer gozh ma c’hoarveze traoù, seblantout a ra bezañ ur ger graet evit ur c’herienn-hud. Moliac’h, ront ha kalet war an dro. Hogen n’anavezen ket ar ger-se c’hoazh pa blije an doare se din dija, neuze… The truth is out there, Scully (toudou doudou doudoooooou)
Gouzout a ran ivez e plij din harozed greñv gant houarnwiskoù lufrus, oc’h en em gannañ gant klezeioù ha bouc’hilli, o kas bouloù tan da zeviñ euzhviled, o vont da saveteiñ priñsezed koant ha da nijal war gein erevent. Ah, marteze on chomet yaouank. D’am soñj e fell d’an holl bezañ harozed, en ur mod pe en ur mod all. Ar c’hoantoù se a adkavan er filmoù a blij din, da skouer, hag er c’hoarioù video dreist-holl, e lec’h ma c’heller mont pelloc’h eget ijinañ an haroz, ha bezañ anezhañ (pe anezhi, na gont ket gevier, Moran, gwelet hon eus da elfez e jakoun-bikini !). Troc’hañ penn an ork drezoc’h o-unan a c’hell bezañ plijusoc’h c’hoazh eget en lenn o vezañ dibennet (bouchañ d’ar briñsez n’eo ket, avat ^^). Plijout a ra al levrioù se din ivez peogwir e vez kavet harozezed (ha n’eo ket Haro, Zezette !) kreñv aliesoc’h eget e doareoù levr all, daoust ma ne vefe ket kement-se a skrivagnerezed (pe ma kuzhont o identelezh, cf. R. Hobb).
Ne vir ket diouzhin lenn traoù all, a-bep-seurt, pe gwirvoud pe polis pe romantel (youh !) e vefe. Traoù mat a zo e pep doare, d’am soñj. Hogen mankout a ra al lodenn se a… faltazi, just a-walc’h. Ma lakaat a ra da ijinañ, ya, met ket da hunvreal. Ne gas ket ac’hanon ken pell, zoken ma ne chom nemet gerioù war ur bajenn bewech. Diaes un tammig da zisplegañ. Ne lavaran ket e klevan a avel o c’hoari gant ma blev (an nebeud a chom din, bouc’houc’hou) ha skant an aerouant dindan ma bizied pa lennan ul levr moliac’h, met disheñvel eo, dieuboc’h eo ma ijin dre ma n’en deus ket da welet ar bed evel ma tlefe bezañ met evel ma fellfe din e vefe, ma welit ar pezh a fell din lavar.
Trist e oan bet pa oa bet paouezet gant ar Gripi, a blije kalz din lenn ha me er skolaj c’hoazh. Spi am eus e lenn enlinenn a-benn nebeut (*serr lagad, serr-lagad*), ha marteze e vo tu da gavout lod all da adkregiñ gant ur gelaouenn a-seurt-se, pe war baper pe war an Etrerouedad e vefe. Pa welan ar berzh a oa bet gant Brezel an Erevent (hag Hudour an Tour Du, piv en deus kavet an titloù se ? xD) e soñj din ez eus ur c’hoant gant ar remziadoù a-zeu da lenn seurt istorioù. Evel a lavaren e oan e skolaj c’hoazh pa oa bet kroget, ha d’am soñj ez eus e-touez ma remziad tud gouest da skrivañ, hag a vefe laouen ouzh en ober. Gant plijadur ivez e tresfen, ha sur on ez eus lod all a vefe laouen d’en ober ha da sikour. Marteze e oa re abred ar Gripi ?
En ur soñjal er pezh a c’hellfen lakaat amañ war ma blog em boa soñjet ivez e c’hellfen lakaat un tammig skridvarnerezh, hogen pellig ‘zo n’am eus ket lennet ul levr nevez e brezhoneg. Pa vin distro da Vreizh e vo ret din mont d’ober un dro ha ma zammig marc’had, da welet ma zo tra pe dra a c’hellfe dedenn ac’hanon (pe na zedennont ket ac’hanon, ma n’eus nemet se, ha distreiñ a rin da glemm amañ ^^). O komz e oan gant Klervi ha Gwendoline an deiz all ivez, div studierez a Vrest a zo amañ en Erasmus ivez. O komz e oamp eus ar raktres a oa bet ober ur gazetenn etreskolveur (da greñvaat un tammig al liammoù etre ar studierien war ar brezhoneg, ‘keta). Komzet e oa bet eus se warlene, ha ne oa bet graet netra, tamm pe damm. N’ouzon ket ar pezh a zo c’hoarvezhet ar bloaz mañ, hogen war a seblant ne oa bet graet netra er c’hentañ c’hwerc’hmiziad kennebeut (n’int deuet amañ nemet en eil). Ar bloaz a zeu neuze emaon e soñj lakaat un tammig lañs er raktres. D’am soñj e c’hello bezañ dedennus, hag e vo tu da lakaat danevelloù ha traoù a-seurt se enni. Pe kaout ur rann a-bezh evit moliac’h ha faltazi ? Gwelet ‘vo, avat, hogen entanet e seblantent bezañ ivez. Sur a walc’h e vo gwelet ma fri (bras) e Kejadenn aliesoc’h (ne zeuan ket a-benn da adkavout al lec’hienn, marv eo ?).
Ha tro o pezo da lenn skiant faltazi a-raok ar bloavezh-skol a-zeu, m’en tou !
p.s.: kit da welet Soubenn ar Geek, blog ur c’heekezig e brezhoneg penn-da-benn 😉 C’hoarioù video, filmoù, levrioù, hop hop hop ! Kit da welet ! (kiiiiiit !)
p.p.s.: distro eo an deiziadur dija, dre m’eo bet lakaaet ur bochad troidigezioù nevez war doare brezhoneg al lec’hienn. A-benn nebeut e vo echu treiñ ar melestradur diazez, hag e vo graet muioc’h war-dro a traoù luzietoc’h (fazioù 404 hag all, merañ media ha skeudennoù, h.a.). Mont a ra war-raok 😀
Evezhiadennoù nevez