
Ul labour farsus, ha dedennus eo an treiñ. Ha c’hoazh, lavar an treiñ, n’eo ket ken gwir se, bez ez eus kement a zoareoù treiñ hag a destennoù pe a dud. Ne vo ket troet en hevelep doare ur pennad er Ouest-Torch/Telebramm hag ur Balzac. Ne vo ket troet kennebeut levrig ho über-skinwel-plasma-utraplat-full-HD-nevez-flamm-flimin evel barzhonegoù Shakespeare. Ha ne vo ket troet Dostoievski evel ma vez troet Tolkien. Peogwir n’eo ket ar memestra, peogwir n’int ket bet skrivet heñvel.
Meur a ‘skol’ a zo, war un ahel daou boent pellañ dezhañ. Diouzh un tu, a gleiz, lakaomp, emañ ar re a fell dezho chom an tostañ ma c’hellont diouzh an destenn, zoken ma vez iskis un tammig an disoc’h er yezh nevez. Ar pal gant an droerien se a zo reiñ un tañva eus an doare ma vez lennet an destenn en orin. Un darn anezho moarvat o deus gouzañvet kentelioù lennegezh e-lec’h ma oa tu da sevel ur arguzenn a-bezh diwar ur virgulenn. Na c’hoarzhit ket, graet am eus bet-se e saozneg dija, ha me gant ma aotreegezh hepken (!). An disterañ ger, an disterañ pik pe an disterañ soniad zoken a vez dielfennet, pe implijet evit an dielfennañ d’an nebeutañ. Kalz sonioù kalet ? Un aergelc’h rust, teñval, feuls… Emezo… Pe plijout a re ar gerioù d’ar skrivagner ? Ne oa nemet ar re se gantañ ? Opala ! Tamm ebet. Pep lizherenn a zo RAKSOÑJET, zoken pa n’eo ket barzhoniezh! Penaos gellout treiñ un destenn neuze, ma vez kollet kement a ditouroù ?
Adalek ar mare ma vez troet e vez cheñchet, hag e vez ur c’holl. Tonkadur an troer eo gouzout ne vo morse disi an droidigezh. Ha muioc’h c’hoazh unan lennegel (ret eo anzav ne ran ket forzh gant levrigoù ar pellgomzioù hezoug…), ken personel e vo an droidigezh hervezh ar pezh en do komprenet eus an destenn, an trivliadoù en do bet.
Diouzh an tu all, a-zehou, e kaver ar re ne reont ket gwall van gant an destenn orin. C’hoant a zo ganto da ezteurel un destenn vrav er yezh nevez, zoken ma vez cheñchet ur bern traoù, betek ar ster zoken. Kemerit Harry Potter e saozneg ha keñveriit gant an droidigezh c’hallek… Digredus, me lavar deoc’h. Kompren a ran an droerien-se ivez, kement ha lakaat un destenn en ur yezh all, koulz d’an destenn nevez bezañ brav. Cheñchet he yezh, koulz mont betek penn, ha tennañ blaz ar yezh all diwarni. A-wechoù koulskoude e ro disoc’hoù iskis, ur skrivagner o vezañ kavet dispar en ur vro m’eo bet troet, padal e skrive evel un truilh en e yezh orin ! Ne c’hoarvezh ket alies, evel just, met c’hoarvezhout a ra.
Hag emañ darn-vuiañ an droerein etre an daou benn se, anat deoc’h.
Pa droan-me ez on techet da vont war an tu kleiz, en abeg d’ar stummadur lennegel a gomzen anezhi bremaik, just a-walc’h. Ne soñj ket din e vefe ur ster kuzh da glask e pep ger, betek an disterañ soniad, hogen mat eo, d’am soñj, derc’hel blaz ar yezh orin war an destenn. Ket d’ar poent mastariñ ereadurezh ar yezh nevez, da skouer, hogen c’hoari ganti pa c’heller. Plijus eo ar brezhoneg evit kement-mañ, gweñvded hec’h ereadur. Dre se e c’heller bezañ soutil, ar pezh n’heller ket ober ken aes gant yezhoù all (galleg da skouer). Pa droan e fell din ivez, memestra, e vefe reizh an destenn a eztaolan, neuze ne yan ket re bell ganti. Hogen klask a rin doujañ da hirder ar frazennoù, d’an doare ma’z int frammet. Ne rannin ket anezho pa vezont re hir, ha ne liamman ket pa vezont re verr. Peogwir e soñj din eo pouezus traoù a-seurt-se evit lusk un destenn, hag dre ma ‘z eus un danvez skrivagner ac’hanon e ouzan e soñjer un tammig memestra er pezh a reer pa skriver. Klask a rin ivez kavout ar gerioù tostañ d’ar re orin. Ha ma veze implijet dek gwech ur ger e teir frazenn e rin kement-all. N’on ket ar srivagner, e zivizh e oa.
Kement-mañ avat a zo mat evit testennoù lennegel. Pa vez pennadoù kazetennerezh eo ar ster a gont ar muiañ, dreist d’ar stumm (ha c’hoazh…).
Setu perak eo mat bezañ skrivagner a-benn treiñ, evit an testennoù lennegel dreist holl, hogen ret kaout soñj e vezer o treiñ, just a-walc’h, ket oc’h adskrivañ.
Evezhiadennoù nevez