Kenavo

19 02 2012

Poan am eus bet o tivizout ma oa ma lec’h lavar un dra bennak. Soñjal a ra din, koulskoude, en efe plijet dit, sur a-walc’h. War un ton gavotenn neuze.

 

Kenavo da dad, da vamm
Kimiad da vignoned
A vo ganit, den yaouank
Pa oa ret dit monet

Kejet hon oa te ha me
War enez Iwerzhon
Paotr yaouank leun a vuhez
Kanet hon oa un ton

Tonioù all, ha lod all c’hoazh
Eurvezhioù o kanañ
Ne ankounac’hin biskoazh
Hor c’hanenn ziwezhañ

Kanañ Fleütoù ha telenn
Alc’hwezioù er c’harr tan
E Kork, ur banne bier gwenn
Mignonezed sichant

Setu penaoz em bo koun
Diouzhit ma c’hamalad
Levenez sioul-sibouroun
Karantez-bro peurbad

Ur stourmer en holl geñver
Youlek, gouest ha mennet
Ar re wellañ a goller
Ar re wellañ bepred





Argl

5 11 2010

Hohoho, sellit ar pezh a zo erru >_<

Met pebezh penn istrogell, alala ! Me lâr deoc’h…

Lezet am eus an tamm stern ma vez resevet al luc’hskeudennoù enno war honnez (ma, troc’het eo met boñ…), da brouiñ e oa ar skol-veur mat 😀

Ah, James Browne hag e sae vigoudenn ^^ Hag aze emañ an diplom en hon daouarn ^^ Skrivet eo:

Universitas Hiberniae Nationalis

Testantur hae literae Diploma

in Artibus

in Universitae Hiberniae Nationali apud

Galviam, quae Universitas particeps Universitatis

Hiberniae Nationalis rite constitua est

ad

Moran Dipode

delatum esse

 

Die xxi Mensis Octobris mmx

 

Met, memestra, pebezh penn istrogell ! Pe istrogellus, marteze 😉





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Aet on

19 10 2010

Boñ, n’em eus ket lakaet traoù amañ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutañ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soñjoù ha da gontañ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichañs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soñj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-mañ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezañ direbech. Ma, cheñch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh 🙂 Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheñvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kêr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foñs meurdezus ha lous, d’an nebeutañ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-mañ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentañ tra (na rankfe ket bezañ re ziaes memestra, d’ar gwashañ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradañ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiañ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boñ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezañ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnañ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emañ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, hañ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezañ penn-araok ur stourm nevez, ha bodañ an dud, kreñvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutañ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaañ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiñ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskañ pep-tra ha tanavaat ar stourm, hañ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannañ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet morañ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheñvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhañ, hañ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezañ efedus. Mod all e c’heller chom da stankañ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, hañ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emañ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakañsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gêr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soñjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-mañ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-añ an añfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenañ e vilhed er skol-veur, na pegen añmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soñjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagañ ac’hanon en evezhiadennoù 😉 Pe ket diouzhtu d’an nebeutañ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evañ Guinness, sañset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiñ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evañ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emañ Nedeleg o tostaat ! 😉 )





No biloù

31 05 2010

G’out a ran e teui a-benn
En gouzout a rez kement-all
Spi am eus e vi ouzh ma lenn
Hag e c’hoarzhi evel gwechall

Ar c’hudennoù a vo bepred
Hag o zrec’hiñ a ri hep mar
Keit ha ma pezo mignoned
D’az mirout diouzh re a gounnar

Kreskiñ a ri choazh, bibisig
Dizoloiñ mousc’hoarzhioù all
Istorioù drant, lod birvidik
Eñvorennoù mat ha re fall

Ma soñj dit-te ez out kollet
En ur mil-hent-dall ankenius
Sell en a-dreñv, ‘pezh ‘peus bevet
Ha soñj ez tazont burzhudus

Goar ne vi biken digenvez
Hag e vo lod ouzh da sikour
Pe me pe eñ pe tud nevez
Holl e adsked da velezour

Chom a rin war da gein, didrouz
Pa vo yen dit e noz Érenn
Da damm pallennig kozh ha lous
Da c’hortoz tarzh ar sklerijenn





J-3

25 05 2010

Ah, ur wech c’hoazh n’am eus ket kalz amzer, ur gouelig sioul a zo fenoz evit kimiadiñ, amañ er ranndi, fre ma ‘z omp daou o vont kuit a-benn nebeut. Siwazh eo klañv lod, lod all o labourat pell, hag all, ne vimp ket gwall niverus 😉 Hehe, muioc’h a wastilli evit ar re a chomo 😀 Un cheesecake eus-ar-marv-a-lazh a zo bet graet adarre, hehehe, kement ha tapout ar c’hiloioù kollet en-dro (atav e vezan o koll ma zraoù, n’eo ket sirius ^^)

Kimiadiñ ne blij ket din, ha n’ouzon morse penaos ober, petra lavar ha penaos bezañ. Perak ne reer ket gouelioù degemer kentoc’h ? Laouenoc’h e vefemp diouzhtu :p Spi am eus en em welimp en-dro. Bewech ma vez raktreset traom e vez un abeg bennak a zinac’h an tu… Mmmmmmh, kavet ‘vo un doare 🙂

Ur mega-sangria a zo bet graet (c’hwezh vaaaaaaaaaat a zo !), na vezit ket souezhet neuze ma teuan mezv-poch da skrivañ amañ diwezhatoc’h ^^ Klask a rin bezañ fur memestra !





Troioù kaer e Korkig

24 05 2010

Ah, me lâr deoc’h ! Pebez istor, avañturioù zo bet ! Kentañ tra, an hent. En Iwerzhon e komprenan an dud a bren ur pouar-pouar (ya, me skriv petra me ‘m eus c’hoant :p) e kêr ! An hent etre Galway ha Limerick (pe Gaillimh ha Luimneach ma fell deoc’h) a zo ur spont ! Toulloù a zo chomet en ter-du abaoe ar goañv-mañ hag ar skorn a oa bet… Toulloù bras ! Se hag adlammoù ar c’harr… Argl ! Ne oa ket ur c’harr kozh (nag ur c’hozh karr) koulskoude, ur Polo. Ma, stad ma fenn a-dreñv e fin ar veaj ne oa ket eus ar c’hentañ, dre chañs e oa gwelloc’h an hent eus Limerick da Gork, un hent-pras nevez (M7, whaaaaa ^^) ! Pemp e oamp er c’harr, stardet un tammig, hag unan eus an tommañ devezhioù a zo bet en iwerzhon abaoe pell e oa, evel just ! Ur 25°C bennak en disheol, soñjit ‘ta !

Anyway, erruet e Korkig emañ kroget an traoù. Kentañ tra: kit da weladenniñ ar gêr-se. Brav eo ur spont, ur meskaj etre tuoù mat Galway he re Zulenn; etre 200 000 ha 400 000 a dud,hervez ma kontit ar banlev pe get, met ur ger gant kalz glasvez ha lec’hioù digor ha sklaer. Evel-just e seblant pep tra sklaeroc’h ha bravoc’h pa vez an heol o parañ, met memestra. Hag evit ur wech ez eus Ilizoù brav. An ilizoù a vez en Iwerzhon peurliesañ a zo lod karrez-tre ha goloet o mogerioù gant chik (pe krampouezhi, kompren neb a gompreno :p)… N’eo ket dispar da welet. Met du-hont ez eus lod a zo brav-tre (e Dulenn ivez, memestra ). Kalz brasoc’h eget Galway eo, met buan e reer an dro eus kreiz-kêr ivez (evel Roazhon un tammig 🙂 ). Ma, setu, kit. N’ho ‘po ket keuz, sañset.

Anzav a ran ne oa ket bet raktreset pep-ta eus ar gwellañ. Aet e oamp du-hont evit ar fest-noz a vefe, aozet evit ar Siber aze (zoken ma vez unan graet evit Gouel Erwan forzh penaos). Soñjal a rae deomp dont da seniñ ha da ganañ neuze, ha da sikour a-you-vat e mod-all (skiant prenet gouelioù ha standoù Diwan, neketa ^^). Soñjal a rae deomp neuze kavout tud aes a-walc’h d’hol lojañ, ha n’on oa ket miret ur gambr en ul leti bennak. D’ar gwashañ-tout  kouskfemp er c’harr, a sonjemp neuze, ne vefe ket ar wech kentañ ha berr e vefe an nozvezh forzh penaos ^^ Erruet e kreiz-ker eo bet hir kavout ur plas. Ha pa skrivan hir e fell din lavar HIR, ‘keta. Teir eurvezh hon eus lakaet eus Galway da Gorkig (201 km…), hag un hanter-eurvezh d’an nebeutañ da gavout ur plas en ur parking ker-ruz (hir eo pa vezit en heol-kras, ha 3€40 an eurvezh er parking !). Ur wech kavet ar plas hon eus gallet kejañ gant ar re a aoze ar fest-noz, hag unan anezho da lavar deomp en eus kavet ul lec’h deomp da gousket. Dispar ! Betek ma lavarfe deomp e oa ul leti-yaouank, e oa deomp da baeañ (se c’hoazh, n’eo ket souezh, met memestra !), ha 25€ dre zen ! Ha ni o soñjal e vefe bretoned laouen o reiñ bod, tsss ^^ Boñ, dre-chañs hon eus nac’het, 25€, gant ar vezh, lod all a oa er fest-noz ivez o doa kavet letioù-yaouank all da 16€… Alalala ! Hey, bigouter on memestra !

Goude treiñ un tammig e-kêr ha cheñch plas d’ar c’harr hon eus divizet debriñ ar sandwichoù bet kaset hag evañ ur banne (bet kaset ivez). Parket e oa bet ar c’harr e-kichen ar pub ma vefe ar fest-noz ennañ (ma vez graet bier ennañ ivez !), ha dirazañ war vord ar stêr hon oa pozet hor revrioù war ur vogerig. Hop hop hop, debret an traoù e welomp unan a anavezomp oc’h erruout hag ez eomp da welet penaos e vo al lec’h evit an noz. Goude pemp pe zek munutenn eno en em rent kont ar blenier a-daol-trumm en eus disoñjet e zoug-paperioù hag alc’hwezioù ar c’harr war ar vogerig ! Argl. Distroet buan (20 metrad pelloc’h e oa, hañ)… Netra ken. Klasket hon eus war al leur, er poubelennoù, er plant tro-war-dro. Netra… Ha pep-tra er c’harr, seier, mantilli, binviji sonerezh !! Hag ur goulenn hepken ganeomp: e pelec’h emañ an eil re alc’hwezioù ?! Daou dra a oa posubl: e Galway pe… ‘Barzh ar c’harr ! Goude un hir a vare o fachañ, o treiñ hag o tistreiñ ha goude bezañ bet d’ar Gardaí (An Garda Síochána, gwarded ar peoc’h, ar polis, pe’a) e vez divizet gant ar blenier distreiñ da C’halway (daoust da dud bezañ gouest da glask evitañ du-hont… Ma, gwir eo ne oa ket kalon gantañ da ober tra pe dra, met hep e baperioù eo bet ret paeañ ar mont-dont dezhañ…).

Un tu mat memestra: gant an afer-e eo bet aesoc’h deomp goulenn digant an dud ma c’hellent  hol lezel da gousket en o zi, tapet berr ma oamp. Ha diaes eo bet koulskoude, me lavar deoc’h ! N’hellan ket mirout rak soñjal e vije bet kalz aesoc’h e Breizh. Rak bretoned ne oa ket kement-se e-touez ar 150 a du a oa er fest-noz, kalz gallaoued dedennet gant Breizh ne lavaran ket. Ma,  n’eo ket ar mare da vezañ Jakobin marteze, met memestra ^^ Eus ar pemp ac’hanomp ne chome nemet pevar, ha daou ha daou e ejomp da gousket e ti tud (an daou baotr eus un tu hag an div blac’h eus an tu all ^^), gwir vretoned ar re se :p Ma ne vefe ket an alc’hwezioù e Galway e oant er c’harr (spi hon oa, d’an nebeutañ, ne vefent ket chomet e Breizh pe un dra a-seurt-se, rak ur c’hemperad e oa ar blenier, o chom e Galway abaoe ur bloavezh hanter, met 29 war e blakenn memestra), er c’harr, neuze, hag e vefe ret deomp terriñ ur prenestr anezhañ sur a-walc’h, kentoc’h eget lakaat ar blenier da zistreiñ (ha paeañ). A-benn ar fin memestra hon eus kavet gwelloc’h ma teufe, kentoc’h eget displegañ d’ar fliked perak e oamp o terriñ ur c’harr ne oa ket deomp e mod ebet >__< Da vintin e oa erruet neuze (ha ni ouzh e c’hortoz en ti-gar e penn ar gêr o c’hwitañ warnañ ha o kaout da zistreiñ d’ar penn all evit netra…!), ha galvet gantañ niverenn ur potailher a oa bet roet deomp gant paotred Maraí-Robhaín (ur boliserez, e gwirionez). Met 95€ evit frailhañ ur potailh ? Mersi ‘m eus ket ‘im. Gwelloc’h varc’had ar prenestr emichañs (un daou-zor eo ar c’harr, ha ne zigor ket ar prenistri a-dreñv).

Goude bezañ kelaouet an amezein e krogjomp da glask trement ur fustig metal dre an nor, a-benn tizhout ar poezelloù prennañ a oa war gostez dor ar blenier. Siwazh, goude kalz strivoù ha bizied e pilhoù (a-boan ma santan penn daou pe dri anezho hiziv c’hoazh, ur spont) e komprenjomp e oa ret d’an alc’hwezh bezañ er potailh evit kaout tredan da lakaat ar poezelloù da vont en-dro… Blev neuze, ha ni da gregiñ da skeiñ war ar prenestr gant ur maen lemm ! Eh beh, solud ar c’honerioù-se, me lavar deoc’h ! Hag un trouz spontus er straed a-bezh. M’ho peus ur Polo, na rit ket biloù, ne vo ket aes da laerezh ! En heol o poazañ e krogemp d’en em c’houlenn ar pezh a rafemp… 95€ evit ma vije digoret, hep gouzout pegement a vefe ret paeañ da gempenn marteze (c’hwenennoù-tredan a vez en alc’hwez ha tout, n’eo ket ken aes-se digeriñ !). Ur chañs diwezhañ a vefe roet d’ar feulster, ha dao da c’houlenn ur morzol digant an amezien ! Un taol, daou daol, ha Krak ! Haha, ken e laoskjomp ur griadenn/a reas d’an aod ur grenadenn (poentoù bonnus am eus evit an dave ? 😀) Hag e-barzh e oa an alc’hwezioù, hallelujah :p

Skuizh an holl ac’hanomp memestra e oa poent mont gant an hent, goude bezañ kempennet ar prenestr gant forzh seizer poubelenn ha skotch bras :

[Ur fleüt eo ‘barzh da chakod pe laouen out ouzh ma gwelet ?]

 A-hend all e oa plijus ar fest-noz, ha berzh a zo bet gant an tamm kan-ha-diskan hon eus graet. Lavaret zo bet din ivez e oa bet un dedi gant Goulwena e Roazhon evidon ha Marianna ^^ Brudet war an etrerouedad a-bezh, youc’hoù ^^ Ah, troioù-kaer en ur gêr vrav ha gant un amzer dispar, gwashoc’h en efe gallet bezañ kalz. Tugarez d’an holl a oa du-hont neuze, ha da Glevri, Gwendoline, Geoffrey ha Thomas (hor blenier, haha ^^) evit ar veaj :p





Tud, tud, tud ^^

17 05 2010

Farsus eo an niver a dud a vez o tremen dre an ti-mañ e-kerzh ar sizhun ! Pevar omp o chom ennañ, met hanter muioc’h (!) a vez bep sizhun d’an nebeutañ, da noz peurliesañ ^^ Ar merc’hed o tont d’en em brientiñ kent mont d’ar c’hluboù (dre m’emañ an ti ‘tal-kichen kalzig boestoù-noz), tud o tont da bakout ur banne, debriñ un tamm gwastell (evel just ^^), pe komz hepken, hag all ^^ Ret ‘vefe deomp kinnig an ti evel B&B, arc’hant a vefe !

Ha dont a rara ivez mignoned a gerioù all, tud o doa ar re all bevet ganto, da skouer, ha spi a ro din en em adwelimp ivez, ha ne vo ket diaes kavout ul lec’h da gousket pa fello din ober un dro war enez ar melchon (gwir eo e vez kalz anezho e lec’hioù ‘zo ^^). Ur boud sokial eo Mad-Den, sañset, a dro da sot pa n’hell ket kehentiñ, pa n’en dez darempred ebet, e mod pe vod, gant tud all. Ah, met bremañ e vez aes kehentiñ hep bezañ gant tud pe o gwelet. Gant ar pellgomz e oa bet cheñchet kalz traoù, evel-just, met gant internet bremañ… Netra aesoc’h, hag a feur ma ya e vez galloudusoc’h galloudusañ an urzhiataerezhioù, ha herroc’h-herr ar rouedad, hag e vez aesoc’h kas skeudennoù, video-où, hag all. Ha gant ar pellgomzioù hezoug o tont da vezañ ken galloudus all (hag kalz muioc’h a dud o prenañ pellgomzioù kar d’an iPhone) e kendalc’ho da vont war-raok, ha ne vo netra ken anat ha gervel unan bennak dre video.

War an tu all n’ouzon ket ma fellfe din bezañ gwelet bewech ma vezan galvet, da vintin dreist-holl ^^ Ar pezh zo mat gant ar pellgomz a zo n’eus nemet ho mouezh a gont. M’eo ret ober un dro dirak ar melezour a-raok pep galvadenn n’omp ket erru 😉 War an tu all eo dreist gellout en ober, ha gellout gervel ho familh evit netra pa vezit en estrenvro a zo plijus a-walc’h (daoust m’eo ret displegañ d’ho mamm penaos e ya en-dro !). Bremañ ma vez ar wifi e muioc’h-mui a lec’hioù foran hag a diez e vo aes kavout ul lec’h da c’hervel evit netra, dreist-holl pa vez tu bremañ da lakaat Skype (pe Google Talk pe me-oar-me) war ar pellgomzioù. N’eo ket souezh e vefe gwerzhet koumanantoù internet gant an holl re  a werzh pelgomzioù hezoug !





Son un dazont da zont

12 05 2010

*Evezh, un notenn mabuhez.com eo honnezh, m’emaoc’h o klask soñjoù don emaoc’h war ar blog fall e vefe ret distreiñ diwezhatoc’h ^^*

Un devezh el levraoueg o labourat, toutou abred fenoz, un arnodenn a zo warc’hoazh da 9e30, hini ziwezhañ ar bloavezh ! Chom  a ra eztaoladennoù da echuiñ, met tostaat a ra fin ma maread en Iwerzhon da vat bremañ. N’ouzon ket ar pezh a zo ganin met toull-didoull eo ma c’housk er mare-mañ, klask a rin bezañ diskuizh mat (n’eo nemet 10e30 amañ, padal eo 11e30 e Breizh ^^), an arnodenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a-vremañ eo, dedennus-tre !

Trist on un tammig o treiñ ur bajenn all e levrig ma buhez (unan a vil pajennad ?), met laouen war an tu all o welet ez eus lod all a seblant rakskrivet endeo gant plijadurioù da zont. Echuiñ ma levr, da gentañ penn, n’am eus ket gallet ober c’hoazh en abeg d’ar reuz a zo bet gant ar menez-tan hag an niver a draoù o deus cheñchet em flanning dirapar dija, ul levr a zo ken tost da vezañ echuet koulskoude ! Pa soñjan e oa sañset bezañ echu e miz genver d’an diwezhatañ… Komz a rin diwar-benn se un deiz all, p’am bo amzer just a-walc’h, ar fazioù brasañ am eus graet en ur raktresañ al levr-se… Ma ne blij ket e vo pulluc’het ma spered.

 Raktresoù e-pad ar vakañsoù, raktresoù ar bloaz a-zeu, peadra a vo da ober: kavout ul labour bennak e-kerzh an hañv, labourat war ur geriadur saozneg-brezhoneg, prientiñ ur raktres kazetenn etreskolveur, ur gelaouenn all marteze ivez (‘keta ?), diboultrennañ ma levrioù D&D, kregiñ ul levr all gant Marianna marteze (chut, n’am eus lavaret netra !), kenderc’hel gant ma enklaskoù war ar bed all, kenderc’hel gant troidigezh WordPress, mont donoc’h gant soñj Rekipedia (hohoho !), adlakaat ma skevent ha ma bizied da labourat er bagad, skrivañ barzhonegoù ha klask embann… Traoù a vo da ober, ya ! Hag e-kerzh ar vakañsoù ez in d’an Erer Kozh,  da Gembre e-pad div sizhunvezh, da Aostria marteze… An holl draoù se mui ar burutellañ a brometan abaoe pell, tresadennoù a-vil-vern, pennadoù hiroc’h…

Hey, ne seblant ket re fall an traoù, gant ma erruo an dazont-se buan.





Ding !

8 05 2010

Ya, torr-revr on gant ma sifroù, met ding ding ding ! 100 notenn ! Aha, vat a ra. Daoust ma seblant din emaon en ur mare kleuz un tammig dre ma ne ran ket kalz a dra war-bouez skrivañ eztaoladennoù ha n’am eus ket kalz a dra da gontañ ez on laouen da vezañ tizhet ar bon-se 😀 Laouen dreist-holl peogwir e talc’han da vont hag e kavan se plijus. En em santout a ran un tammig evel e rehab’, e digontammiñ, oc’h adkavout plijadurioù ar pemdez hag o welet e c’hellan ober traoù, talvoudus pe get. Ha vat a ra. Hop hop, dalc’homp da vont !

Siwazh n’am eus ket bet amzer da brientiñ tra pe dra a-ratozh; fellout a ra un tamm gwastell deoc’h ? Graet vo unan deoc’h. Ur banne punch ? Ma, graet vo unan ivez, mar fell deoc’h. N’oc’h ket deuet da evañ hepken, spi ‘m eus ? Marteze e chom un dakennig wiski, gortozit. Ah, ya, aze ‘mañ. Piv ‘n do ur bannig ? MacAllan, 12 vloaz. Plijout a ra din kalz, anat deoc’h, gant un anv ‘giz se n’eus ket da dortañ ^^ Mmmmh ? Ya, n’eo ket fall ar punch met n’on ket paotr ar rom, ma lakaat a ra klañv, met evit ‘ta, evit, arabat ‘chomfe anezhañ ! Lakaet e vo Nadine d’ober un cheesecake deoc’h e-keit m’emañ ar wastell avaloù o poazañ, ha chom a ra brownies eus derc’h da noz. Ya, da noz e reomp gwastilli bepred, kit da gompren perak !

Nann, n’eo ket gwall vrav ar voketenn aze, gouzout a ran, ar bleunioù flashy war foñs du… Hag ar gourvez-vank… Met klet eo,hag ar c’hadorioù kement-all, daoust d’o liv ! Ma c’hambr ? Eeeee… ya, an nor er foñs du-hont. Ket an tu se, an tu all. Ya, setu. Met na yit ket ‘barzh, direnket eo ur spont. Ne soñje ket din e teufed, ha n’am eus graet nemet labourat enni e-pad ar sizhunvezh hanter ziwezhañ, paperachoù a zo o straniñ e-pep lec’h, levrioù ha geriadurioù war ar gwele, hini an Here war a Robert & Collins, ar Gleo en ur c’horn ivez gant ur geriadur saozneg unyezhek, loeroù lous war al leur… Ah, setu ma geriadur saozneg-iwerzhoneg. Ya, echu ar c’hentelioù pellig a-walc’h ‘zo bremañ. Ma, lezit an nor-se ha deuit amañ kentoc’h ! Ar privezioù ? Dres ‘kichen ma dor, an hini greiz. Setu, dres.

Eh, piv ‘n eus ur benveg luc’hskeudenniñ ? ‘M eus ket kemeret luc’hskeudennoù eus an ti zoken, tsss ! Hag evit ur wech ma ‘z omp holl asambles, ha gant ur benveg ! Pep-ep ! Deus amañ, an holl war ar skeudenn, sur on ez eus un daleer. Boñ, mat, met ur skeudenn all a vo graet ganit warni neuze. Eh, c’hoant am eus da gaout eñvorennoù ^^ Hag evel a lavaren un deiz all e c’hello bugale hon emsav deomp-ni ( petra vo graet anezhañ, an emsav sioulik ?) ober goap ouzhimp a-benn daou-ugent vloaz, pa vo brezhoneg e korn pep straed. Oh, mat eo, tu ‘zo da c’hoarzhin, n’eo ket dav distreiñ da Bejiach bepred. Lorc’hus pe get e kendalc’h ar marc’h da vont. Ur sapre marc’h-labour, ‘keta ?

Ah, prest ar wastell-avaloù, piv ‘n ‘o un tamm ? Reol-voued ? Peseurt reol-voued ? Moan out evel arguzennoù Sarko, moan evel geriaoueg Brud-Nevez ! Ale hop, un tamm, ha m’eus c’hoant klevet abeg ebet, netra, na bu na ba. Seeetu. Aha, soñj o peus eus an devezh kentañ ma oan erru amañ ? Ne oan sur eus netra, nag eus petra a rafen nag eus pegeit en grafen. Ha n’ouzon ket gwelloc’h hiziv ! Aha ! Dre chañs emaoc’h aze memestra, hag e vez tud o lenn. Pellig ‘zo n’oc’h eus lavaret netra, keit m’emaon ganti, ken dizedennus-se eo ? Mmmh, gwir eo n’eus ket kalz a dra da lavar pa gontan ma buhez ^^Meuh nann n’eo ket ur rebech, rhooo, n’eus ket tu da lavar e lakafen kalz evezhiadennoù er mare-mañ kennebeut.

Gouzout a rit e vo un doare abadenn pa vo roet an diplomoù iwerzhoneg ? Gant an dilhad hir hag an tog-studier amerikan, aze, c’hwi oar ? Oho, distreiñ a rin evit-se tra ken, piv n’en deus ket bet c’hoant bannañ e dog droch en avel ? Aha, fun e vo. Mmh ? E miz here war a seblant. Ya, mont a rin evit se hepken, sur ‘walc’h, emaon o paouez lavar se, evit an abadenn ha gwelet an dud kwa. Oh, plijus ‘vo d’am soñj. M’am eus an diplom, ‘vel just, met ne vo kudenn ‘bet sañset. Bah, nann, gwir eo, ne servij ket da galz tra, met farsus eo war ar seve, ha plijus evito gwelet estrenien dedennet, d’am soñj ! Ale, deoc’h c’hwi bremañ, n’ouzon ket ma vez graet ar memestra gant kembraeg… N’eo ket anveet evel yezh ofisiel en Europa, geo ? Ah… Dont a raio un deiz bennak ! Ha ni an deiz war-lerc’h, emichañs. Da c’hortoz n’omp ket en ul lec’h re fall e gwirionez. Kollet hon eus hogos pep tra hag emaomp oc’h adc’hounid tamm ha tamm… Diaes ‘vefe bezañ e stad falloc’h, neuze e yelo war wellaat. Ya, pa varvo ar re gozh e vo izel-izel an niver a dud. Met ne chomo nemet tud oc’h implij da vat, marteze. Gouzout hag implij… N’eo ket ar memestra, ‘keta ? Met trawalc’h gant se, n’oc’h ket deuet da vagañ soñjoù du. Petra nevez ganeoc’h ?

Un tamm gwastell all ?





Grmmmbll !

5 05 2010

Un dra na vanko ket din pa vin distro: un internet ne ya ket en dro ! Evit ar priz koulskoude… Tsss. Afi, pa ya en-dro e ya en-dro mat-tre (ah, dek gwech galloudusoc’h eget ar pezh am eus er gêr pe ar pezh am boa warlene e Roazhon, memestra !), n’eo ket fall dija… Ha pedet hon oa tud er ger neuze e oa traoù da ober 😉

Keit m’emaomp gant 3615 ma buhez (pe mabuhez.com, bremañ ? Daoust ha gouzout a ra ar re yaouank petra oa ur minitel ? >_<), rentet tri essay hiziv, vat a ra, daoust ma vo ret din pegañ ‘barzh daou all bremañ T__T D’am soñj e voullin ur skouerenn eus kement hini am eus graet ar bloaz-mañ, da lakaat en un teuliad bennak, a-benn kaout soñj. Kalz muioc’h a vez graet amañ eget a arnodennoù per se, ar pezh a gavan dedennusoc’h e gwirionez. Kalz traoù am eus desket en ur glask titouroù a-benn skrivañ ur 1000 ger bennak hepken a-wechoù, muioc’h a draoù eget er gentel zoken, ha d’am soñj em lakao da gaout soñj eus an traoù-se gwelloc’h eget an adweladennoù null a vez graet dres a-raok an arnodennoù. Soñj am eus bezañ disoñjet hogos pep-tra goude bezañ echuet ar bak, ar pezh a zo dipitus un tammig. Dre ma vez kalz personeloc’h an eztaoladennoù pa vezont graet er ger ez int dedennusoc’h, ha kalz donoc’h e c’heller mont gant an traoù dre ma c’heller reiñ daveoù ha lenn degadoù a draoù hep kaout aon o disoñjal e-kerzh an eurvezh hanter o peus da dremen en ur sal dirak ho follenn. O bezañ e saozneg ar bloaz-mañ a zegase un digarez ouzhpenn da zeskiñ traoù, ar pezh a zo gwelloc’h c’hoazh ^^

War an tu all e komprenan ivez e c’hellfe bezañ diaesoc’h da noteniñ evit ur c’helenner, dre ma vez hiroc’h eget an arnodennoù er c’hlas (hag amañ e notennont diwar 100, n’ouzon ket re penaos e reont an difoc’h etre 65% ha 66%…), ha n’eo ket reizh atav evit an holl dre ma zo lod o deus levrioù er gêr, pe tud o sikour anezho padal ez eus lod all a rank en em gannañ evit kaout un urzhiataer el levraoueg (e Roazhon II dreist-holl ^^), hogen daoust ha notenniñ eo ar pouezusañ, pe deskiñ ? E Sweden ne vez ket roet notennoù d’ar vugale a-raok an eizhvet klas (n’eus ket arnodennoù tamm ebet e gwirionez), ha ne vez ket eilet (e Finland kennebeut, da skouer)… Ha n’eo ret ar skol nemet adalek 7 vloaz ! Petra eo an disoc’h ? Gwellañ disoc’hoù ar bed. Poum ^^ Ret eo lavar ivez e vez stummet mat ar gelennerien, hag e vez graet war dro ar vugale (meur a zen dre glas ouzhpenn d’ar c’helenner, hag all). Pell, pell tre eus ar pezh a vez graet e Bro-C’hall, ar muiañ a eurvezhioù dre zevezh evit disoc’hoù hollek dister a-walc’h, zoken m’eo an testoù nemet testoù, ha ne ro ket an notennoù talvoudegezh un den.

N’ouzon ket kalz a dra diwar-benn ar skolioù-meur du-hont en Norzh, met ar memestra e tle bezañ, kelennerien dedennet gant o studierien hag ket gant o disoc’hoù hepken (perzhioù mat ar rannoù bihan evel hini ar brezhoneg e Breizh, met lakaet da dalvezout en holl rannoù er Skol-Veur). Un afer arc’hant ha niver a gelennerien eo bepred, pa vez uheloc’h ar feur dre skoliad/skolajiad/lisead/studier e vez gwelloc’h an disoc’hoù. Paour-kaezh mammouth dilardet, muioc’h a zruzoni en defe ezhomm (mmmh, kenveriañ ar gelennerien gant lard, ne soñj ket din e plijfe dezho ^^). Met diaes e vefe cheñch an traoù, siwazh. Dre chañs e chom kelennerien vat ganeomp, rak hep plijadur ne vez ket desket mat. Plijadur am eus bet o klask traoù a-gleiz hag a-zehoù, ha soñj am eus eus ar pezh am eus skrivet er c’hwec’hmiziad kentañ, hep bezañ studiet se pe adlennet ar c’hentelioù, sin vat ^^

Ma, ken bremaik neuze tudoù, dre ma ‘z omp merc’her dija ^^





Essay

30 04 2010

Emañ miz Mae o tooooooont ! Echu miz Ebrel neuze, hag un notenn ouzhpenn eget ar miz tremenet, hehe ^^ Gwelloc’h vefe din chom hep paboriñ re, ‘mod all e vo ret din ober muioc’h ar miz a zeu, hag ar miz war-lerc’h, hag all o_O’ Disoñjomp neuze, 37 devezh a zo e miz Ebrel ‘forzh penaos 🙂

Ul loaiad indezeuropeg a yelo ganeoc’h c’hoazh ? Ma gwalc’h am eus bet evit ur mare, evit lavaret gwir, met emañ ma fri e-barzh c’hoazh ^^ Plijus eo gwelet memestra ez on gouest da skrivañ pennadoù hirik e saozneg, hag a live uhel a-walc’h ouzhpenn-se. An dedennusañ o vezañ dielfennañ testennoù kentoc’h eget diverañ traoù hon eus gwelet e-pad ar gentel , met ne raer ket ar pezh a garer bepred. Plijadur am eus koulskoude. 

Skouer:

Great poetry does strain at the limit of expression as it pushes the boundaries of language and meaning to their extreme, mastering the sense of words and their connotations as well as their sound and the mental images linked with these phonemes.

                The master poet strives to touch both implicit and explicit meanings. In this, he has to reach for the deepest thoughts, as a duty, for only his carefully chosen words he uses will be able to express rightly these thoughts. The mark of a great poet is his ability to be a-temporal, to make sense at any point for any person, to resonate in spite of time. When Walt Whitman “hears America singing[1], his praise of the work of people building a nation is still palpable today, and could apply to any country, in which men and women will always praise their efforts. The repetition he uses as a stylistic device is reminiscent of the rhythm of a machine, or of the repetitive gestures of the worker in general. In this also he goes beyond the simple meaning of language, adding to it a new layer of interpretation. The force of this kind of poem is their ability to express the feelings common to all humanity, and in doing so allowing us to reach a better understanding of ourselves through the interpretation of the words, an interpretation that will always be personal. A poem that can only be understood from the point of view of the poet himself and which meaning is opaque otherwise is not great poetry, it is merely what a diary is to a novel. Thus when T.S. Eliot writes: “As he rose and fell/He passed the stages of his age and youth/Entering the whirlpool[2], the feeling will resonate in anyone, as fear of death and desire for youth is present in every human being. This is but one theme that is common to all poetries in the world, for all humans have roughly the same questionings and fears, desires and pleasures; and poetry revolves around a series of themes.

                But in expressing these thoughts and feelings, the poet does not need complexity for its own sake, and poetic language does not limit itself to archaic constructions and obscure meaning; it, on the contrary, has the ability to express these ideas in so few words, for they are carefully chosen for the load of their meanings. This is the somewhat paradoxical idea of complexity expressed through simplicity, and this is where the expression is really pushed to its boundaries. This will lead to the crafting images, expressions, to articulate his meaning, and to strangeness sometimes, as in R. Robertson’s The Translator for instance: “Sewing the surface/one quarter man/three quarters verb” [3]; the imagery is stunning, and the doesn’t seem to make sense at first glanc, but is a reflexion on the very personal aspect of translation, the fact that a translation will be according to what the translator understood and felt in his reading.

                When David Long declares that the ‘strangeness is an antidote to the awful sameness of received ideas[4], there is no complexity in the wording, but the very meaning of the phrase goes beyond these mere words, and triggers reflexion, which is the point in which it reaches the boundaries of meaning, in creating a string of thoughts that will perpetuate itself further. One could say that the meaning is exceeded, and the boundaries breached. This is a distinctive feature of great poetry; it doesn’t assert, but conveys meaning and generates thoughts and emotion. If the poem only asserts and gives closure, what can the interest be for the reader? If it is self-explanatory and doesn’t involve the reader, it is not worth reading. Thus when P. Mullineaux describes his “teacher leaning over one shoulder;/saying nothing,/(a cough perhaps)/moving on”[5], he doesn’t describe his feelings, he doesn’t tell the reader what the meaning of it is, but rather lets them remember times when the same situation happened to them, and think upon these moments and their significance.

                This should lead the poet to avoid generalizations, and rather concentrate on particular events, or representation thereof, which would make the reader draw his own conclusion from, by factoring in his own experience. This is what P. Kavanagh does, for instance, when he writes “I heard the Duffys shouting ‘Damn your soul’/And old McCabe stripped to the waist […]”[6], he is not interested in the Duffys and McCabe in particular, but rather uses them as an embodiment of a greater crowd as a pars pro toto synecdoche. Instead of solely describing the outline of a situation, he goes to particular people, and creates a vivid image for the reader. Whitman achieves the same effect in “I Hear…” singling out each profession rather than representing the workforce as homogenous.

                The great poet has the ability to go from abstract to concrete and back again, bringing the reader with him. For every abstract thought he will be able to paint a proper concrete example, to make these thoughts accessible to the reader, and from concrete material he will be able to make the reflexions emerge. In this liminal state lays the great poetry, expanding on both sides and thus pushing the boundaries a bit further.

[1] Whitman, I Hear America Singing, The Answerer, 1900

[2] Eliot, Death By Water, The Wasteland, 1922

[3] Robertson, The Translator, A painted Field, 1988

[4] Long, You Are What You Read, 2006 (essay)

[5] Mullineaux, Gallery, A Father’s Day, 2008

[6] Kavanagh, Epic, 1938

[/paboriñ off]

Boñ, ne oa ket ‘vidon zoken, hag 50% bullshit eo marteze met hohoho, pegen plijus skrivañ, c’hoari gant ar gerioù, dreist-holl pa gomz eus barzhonegiñ-barzhonegañ. Anzav a ran eo un tammig “ar pezh a felle d’ar c’hellener lenn“, met un dae eo un tammig ivez, ha plijout a ra seurt challenge din ur wech ar mare 😉 Plijus e tlefe bezañ mar deuan a-benn da vezañ kelenner-enklasker evel ma fell din bezañ, bezañ gronet gant paperioù, notennoù, ha gwelet an notennoù oc’h ober re vihan e traoñ ar bajenn (n’eo ket fall e talc’hfe WordPress an notennoù diwar word pa vez eilet/peget, sell ‘ta !). Gwell a-se ‘vidon mar plij din, chom a ra 5 da skrivañ ! Un dibenn-sizhun efedus, spi ‘m eus.





Skingomz

23 04 2010

Ah, so much evit skrivañ hiroc’h diwezhatoc’h, erru on er gêr ha kouezhet evel ur vrikenn war ma gwele. Toutou. Dont a rae ar perc’henn da gemer ar feurm mintin mañ ouzhpenn-se, neuze e oa ret din sevel, tamm pe damm. E gwirionez eo deuet gant 3 eurvezh dale (ludu ?), gallet ‘m befe kousket pelloc’h neuze, met kalz traoù am eus da ober. Gant tout an afer se em eus dale war ma labour, em eus c’hwitet un arnodenn… Traoù a zo da aozañ evit en em dennañ, mailoù all da gas, pellgomz marteze, goullo eo an armel ivez, ret ‘vo mont da brenañ traoù. Beuh. Graet ‘vo, graet ‘vo. Etre daou on neuze, laouen da vezañ distro a-benn ar fin, ha na gaout da wiriañ ar c’heleier ha lec’hienn Ryanair bep eurvezh, met war an tu all eo ret din plantañ ‘barzh bremañ, un hir a sizhun e vo.

Un dra vat a zo bet gant tout ar beajoù-se, mont-dont da Roazhon ha Naoned: dizoloet am eus ar skingomz en-dro (a-drugarez d’am lenner mp3 a zo un tuner ennañ, dreist-holl ^^). Boñ, n’eo ket aes en tren evel-just, dre ma cheñch ar gwagennoù bep 10 kilometr (ha sirius on)…. N’eus nemet ar skingomzoù brasañ a c’heller selaou didroc’h pe dost ( ha c’hoazh, Inter pe Info a dremen mat, met evit selaou eus France Cul… Erf, aze emañ an abadennoù dedennusañ koulskoude !). Ha me da soñjal er skingomzioù brezhonek neuze, peogwir en deus divizet ma empenn liammañ pep-tra d’ar yezh (petra ‘n ‘efe Freud da lavar diwar-benn se, hañ ?). Boñ, pell ‘zo ez eus ur abadennoù e brezhoneg (ah, RBO radio ar vro, RBI radio an ti ^^), pell pell zo zoken. Deuet omp a-benn da gaout traoù a zoare, skingomzioù rannvroel e brezhoneg penn da benn (Kerne, Arvorig FM, Bro Wened, hag all…), peogwir int be fin: kentoc’h eget ober pep hini e damm afer en e gorn e rannont o abadennoù, dre ma skignont dre zepartamant tamm pe damm. Marc’hatmatoc’h evito, selaouet muioc’h an abadennoù, abadennoù an devezh-pad pe dost, brezhonegoù a bep rannyezh e pep lec’h, n’eus nemet perzhioù mat. Ya met… Eee, ah bah netra, n’eus met ebet. Evit ur wech e teu an dud a-benn da labourat asambles, digredus ! Ya, sur on eo evel pep lec’h hag e vez brezelig, met un disoc’h a zo d’an nebeutañ, ‘pezh n’eo ket fall dija !

Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post, o pezo komprenet. N’eo ket e kavfen displijus, hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ, pe dik-tik an douchennaoueg, diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro (un empenn paotr, neketa ^^). Anat neuze e vefe e-kerzh beajoù e selaoufen, p’am beus netra all da ober. Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ. Ne lavaran ket n’int ket mat, met ne zedennont ket ac’hanon. Ma vefe tabutoù dedennus, diwar benn ar gevredigezh a-vremañ, teknologiezh, an estrenvro, ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc’h (Me AbMyselfson, hañ, ma ali, netra all). Bed ar brezhoneg troet war-du e doull bepred ? (ha peseurt toull !) Marteze, met n’eo ket ur rebech da vat amañ, kit ‘ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù… Pe… Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg… C’hem…

War a seblant ez eus poan a-wechoù o kavout brezhonegerien zereat da ginnig an abadennoù, n’eo ket dav goulenn re marteze neuze… Ur wech bennak e vefe ret ober un abadenn e galleg gant ur galleg ken paour, ha gwelet ar morad lizhiri klemm oc’h erruout… *huanadenn* Bahbahbah, daoust d’ar medium bezañ kozh e chom buhezek, ha dont a raio brezhonegerien nevez ivez, da harpañ an nebeud re ne reont ket poan d’am skouarn. Ha gwir eo emañ pell galleg ar skingomz a vezañ disi, oc’hoc’ho, ya, pell-tre.

Perak en em gavan o klemm bewech ma komzan eus ar brezhoneg, rhooo ! N’on ket un tad kozh c’hoazh koulskoude. Er c’hontrol zoken, ne lavaran ket e oa mat pep-tra a-raok, er c’hontrol, soñjal a ra din e vo gwelloc’h en dazont. Met evit gwellaat e vo ret mat komz eus pezh n’a ket, hañ ?





Argl

23 04 2010

Diwezhat on ! Ne oa wifi ebet e aerborzh Naoned (tss !)

E Shannon emaon aze, er bus o c’hortoz. A-benn un mare ez imp da C’halway… Hiroc’h a skrivin du-hont !





Emsav ?

20 04 2010

Ne zeuan ket a benn da soñjal er mare-mañ, re a draoù o c’hoarvezout, war a seblant e kav gwelloc’h ma empenn mont e stand-by da c’hortoz e sioulafe ar jeu. Ma digarezit neuze ma n’on ket dedennus er mare-mañ (pe neubeutoc’h c’hoazh eget boaz !). Met daoust ha sioulaat a ra un deiz bennak ? Un dra nevez a vez o c’hoarvezout bepred, mat pe fall. Ha ne ya ket an traoù kozh da get bepred.

Chom a ra prederioù, don en ho spered, a vez disoñjet a-wechoù, met a zeuio d’o kwelet en dro pa vezoc’h e foñs an toull pe e kalon an noz. Chom a ra traoù o pefe bet c’hoant da ober, traoù ho pefe bet c’hoant da ober gwelloc’h, ha traoù ho pefe bet c’hoant na ober. Hunvreoù ha gwallhunvreoù n’int ket gwall zisheñvel bepred.

Ha traoù zo ne vezont ket personel dre ret, hag a bad, hag a bad. Plijout a rafe din komz un deiz bennak eus bed ar brezhoneg, hep santout ar redi se da stagañ ul lost-ger -ig dezhañ. Plijout a rafe din e vefe muioc’h a dud dedennet ganeomp, ha gant hor yezh, e vefe dedennet ar gelted all ganeomp, daout ma ‘z omp war ar c’hevandir ha mouget gant hor Stad muioc’h c’hoazh eget m’int gant o hini… Plijout a rafe din e paouezfe an dud da chikanañ, hag e vefemp holl o labourat a gevred, c’hoant am befe e vije tud o sturiañ ar vag, kentoc’h eget bagigoù o vont gant ar red.

Pa oan e ti Gwenvred hon eus sellet eus luc’hskeudennoù eus kentañ Gouelioù ar Brezhoneg, ha traoù a bep seurt liammet gant an emsav, kozh -walc’h bremañ; ha zoken ma n’anavezen ket an holl dud dre o neuz (ha lod o deus cheñchet mat ivez ^^) e anavezen o anv, hag ar pezh o devoa graet tamm pe damm, ha gouzout a raen e oa bet ur mare dibar evit ar brezhoneg, ma oa an holl e barr o youl ha ma oa spi en dazont. Bremañ emaomp etre daou. Emañ kollet ar spi un tammig ‘m eus aon, hag ar youl muioc’h c’hoazh, emañ pouez an amzer war an emsav, an hevelep re o kas an teaoù aboae re bel marteze, hag o vont skuizh ganti, pa n’emaint ket oc’h ober an traoù fall. Ha war an tu all n’eus ket kalz a dud war ar renk, n’eus ket c’hoant gant ar remziad da heul kemer lec’h ar re a ro ur skeudenn ken dister eus ar stourm.

Rak stourmer e vezer c’hoazh pa gomzer brezhoneg, evel a lavar Stefan, metur stourm enepdomp hon unan ivez marteze. Terriñ ar soñjoù kalet, gwelet ar mad e lec’h ma vez ha strivañ da reizhañ ar fall. Pa c’hello ar vrezhonegerien yaouank bezañ klevet, pa ne vo ket ken stag an dud eus o faour-kaezh galloud, pa vezo an dud prest da reiñ adarre, pa vimp holl asambles, p’hon o ur raktres, mui pe vui, e vo tu, marteze, tremen eus ar stourm evit un doare bevañ d’ar bevañ end-eeun. Ne lavaran ket e oa mat pep tra a-raok, hag e oa an holl o kanañ gat al laboused ha gronet gant balafenned liesliv, ha chom a ra hiziv an deiz restachoù eus an emgannoù a zo bet, hag a zo c’hoazh. Daoust d’ar restachoù mat bezañ mat da gaoust eo aet ar re se da fall pell a zo, ha d’ar pod-lastez e rankfent bezañ kaset… Gant an dud ? Daoust a ret e vo kaout un disparc’h e bedig (!) ar brezhoneg evit cheñch an traoù ?

Da c’hortoz emañ prest al luc’hskeudennoù evit a-benn ugent pe dregont vloaz. Piv en do soñj diouzhimp ?





Tapet er gêr

16 04 2010

Aha, war a seblant ne fell ket da Island ma lezel da vont da Iwerzhon en-dro ! Ólöf, te ‘ni eo ‘zo kaoz ? ^^ Hehe, ne vefe ket direnkus ma n’em befe ket traoù da rentañ du-hont hag arnodenoù da gaout ! Stress ? Me ? Taaaaaaaamm ebet :\

Un dro gaer evit ar bigi avat, dibosubl mirout ur plas war ur ferry bremañ, aet int holl ! Mont war-neuñv pe gant un aerlestr bennak savet em liorzh ? Mar soñjan kreñv-tre e yelo ar goumoulenn kuit martez, hehe. Den ne oar ma pado un nebeud devezhioù pe ur c’hantved, siñpa, kalz traoù a zo da zeksiñ gant mab-den, neketa. Ha ni o prientiñ beajoù da Veurzh n’anavezomp ket an Douar ken mat-se e gwirionez (ar meurvodroù a zo diana a-walc’h, da skouer…).

Alala, ha ret eo gwareziñ ar blanedenn ? Hahaha,  mat-tre e ya ar blanedenn. An dud ‘ni eo a zo en arvar ! Ur pennad stur dedennus a oa gant Libé hiziv o komz diwar-benn-se just a-walc’h… Ne lennan ket Lib” boaz met klask a reomp heuliañ ar pezh a c’hoarvez ^^ Bah, gwelet vo penaos e tro an traoù, ha disgreskiñ a raio an derez-gwrez un tammig a-drugarez d’al ludu 😀





Aerfort / Aerborzh

12 04 2010

Moran Dipode live eus aerborzh Shannon ! ^^ Plijus eo an deknologiezh memestra, gellout kaout ar wifi un tammig ‘pep-lec’h e-giz-se, pe en ti-gar pe en aerborzh, er McDo’ pe c’hoazh er c’harr-boutin e vefe. Ya, ar wifi o deus er c’hirri-boutin amañ (ma, er re a ya a gêr d gêr, ket ar re e kêr), Celtic Tiger e vezer pe ne vezer ket ^^. Hag e bourzh ar c’hirri nij ivez bremañ (ket Ryanair, d’am soñj, pe gant un taos 200€ >__<)…

Prientet am boa un notenn e ken degouezh ma n’hellfen ket kavout an tu d’en em lugañ, ha da welet ma ya en dro an embann-daleet, met dalc’het e vo evit ur wech all war a seblant (haha, gellout a rafen skrivañ 7 pennad en un taol ha straniñ e-pad ur sizhunvezh !). Emaon o kreviñ gant an tommder, ha spi am eus evito e vo fresk ar c’harr-nij, ‘mod all e tigorin ur prenestr pa vimp a-us da vor Iwerzhon ^^ (pe ar Mor Keltiek kentoc’h, neketa, eus Shannon emaon o tont, ket eus Dulenn).

Farsus eo gwelet an aerborzh-mañ o cheñch bewech ma teuan, mont a ra al labourioù war-raok war a welan (emezañ azezet en unan eus al lounge-où nevez ^^), goude bezañ gwelet hini Dulenn e ra un tammig bihan evel-just (ur gwir gourmarc’had eo hini ar gêrbenn), met tennañ a ra kalz da hini Naoned, hehe ^^. Anat eo eo liammet an aerborzhioù dre ar vent, hini Galway (Galway mem’ zoken) a zo bihan-tout, dres evel hini… An Oriant, a zo liammet dezhañ e-kerzh an hañv ^^

Mall zo warnon bezañ distro, e gwirionez, evit gwelet ma/an dud tra ken ^^ Un droig er bagad ivez, dont da Roazhon… Ne vo ket amzer da goll. Keit ha m’emaon o komz eus ar bagad, ma ‘z oc’h ‘kostez Kemper d’ar 6 a viz Even e kinnigo bagad Kemper (!) e abadenn ziwezhañ adarre, evit netra ^^ Breizh-Balkanik, meskaj etre sonerezh reter Europa hag hon hini, gant sikour Erik Marchand hag ur bochad sonerien all. Kalz plijadur hon oa bet ar wech diwezhañ m’hon oa sonet (deuet e oan da Vreizh e-pad 3 devezh, just evit se ^^), ha plijet en doa kalz d’an arvesterien kement-all !  M’ho peus c’hoant gouzout un tammig hiroc’h ha klevet un tammig, kit ‘ta da ober un dro war lec’hienn ar bagad (er pennad diwar-benn BB ez eus video-où ^^)

Setu tudoù, ken ar c’hentañ neuze (pe ken warc’hoazh amañ forzh penaos 😉, ma’m eus amzer e rin war dro unan eus an 10,000 tresadenn am eus da skaniñ/reizhañ/livañ ^^), gant ma kasin an heol ganin eus Iwezhon (ac’hac’ha, piv en defe kredet e skrivfen se un deiz bennak !)

p.s.: lakaet eo bet an troidigezhioù nevez, sañset; gant al labour a zo bet graet an deiz all ez eus bet tizhet ur bazenn ^^ Tamm ha tamm e vo reizhet an holl fazioù ha troet pep-tra (kalz eus ar pezh a chom da dreiñ a zo liammet gant foromoù da skouer, pe temoù resis, sañset eo mat evit an implij pemdeziek ^^), met traoù a vez ouzhpennet ganto bep sizhun ivez gant an nevezentizoù ^^





Un tammig a bep-tra

10 04 2010

D-2, tamm pe damm, hehe ^^, hag evel-just e krog an amzer vrav, ur spont: tomm eo an amzer, zero koumoulenn. Argl. N’on ket boaz ken ^^ N’eus ket tu da lavar e vefe gwall zisheñvel an amzer amañ, n’eus ket bet kement-se a c’hlav (chañsoù ‘zo e vefe bet muioc’h e Breizh :p), met yenoc’h e vez peurliesañ, ha daoust ma kaven e oa yen Roazhon e-keñver Kemper dija eo ret din anzav eo yen-sklas ar goañv dre amañ (ha c’hoazh, war a seblant eo bet dous ar bloaz-mañ oO). Erc’h a a zo bet e-pad meur a zevezh, ha skorn war ar straed, dispar pa saver da vintin da vont d’ar Skol-Veur. Ne oa ket bet klevet komz eus se ganeoc’h sur ‘walc’h, met darbet e oa bet d’ar vro a-bezh bezañ gennet e-pad ur mare peogwir e oa aet an holen evit ar goañv a-bezh e div pe teir sizhunvezh, ha ne oa ket tu da gaout muioc’h ^^ Aha, erruet e oan e Dulenn gant ar c’harr-nij an devezh a-raok ma vefe serret an aerborzh, un taol-chañs evit ur wech.

Mat, trawalc’h gant an amzer marteze ^^ N’am eus ket kalz amzer (haha) aze diouzhtu (pedet omp da zebriñ adarre ^^), skrivomp ur varzhoneg neuze ^^

Kresket

Gouzout a raen, ha me ganet, ha me krouet
Gouzout a raen ne vefed ket aze bepred
Gouzout a raen, ha me kresket, ha me desket
Gouzout a raen em lezfed da vont gant ma red

Klevet am eus, ha me ganet, ha me krouet
Klevet am eus holl ho kerioù karantezus
Klevet am eus, ha me kresket, ha me desket
Klevet am eus ar c’holl ha gounidoù frouezhus

Gwelet am eus, ha me ganet, ha me krouet
Gwelet am eus levenez drant hag anken yen
Gwelet am eus, ha me kresket ha me desket
Gwelet am eus n’a ket an traoù ’vel a fell din

Klasket am eus, ha me ganet, ha me krouet
Klasket am eus bezañ ar gwellañ ma c’hallen
Klasket am eus, ha me kresket, ha me desket
Klasket am eus krapat an disterañ torgenn

Dastum a rin ennon, adc’hanet, peurgrouet
Dastum  arin ennon frouezh dibar ho kalon
Dastum a rin ennon, desketoc’h, peurgresket
Dastum a rin ennon ar garantez difonn

Kimiadiñ a rankin, adc’hanet, peurgrouet
Kimiadiñ a rankin palez ho tenerded
Kimiadiñ a rankin, desketoc’h, peurgresket
Kimiadiñ a rankin da vont herr dre ar bed

Deskiñ a rin moarvat, adc’hanet, peurgrouet
Deskiñ a rin moarvat ’vez kened e pep lec’h
Deskiñ a rin moarvat, desketoc’h , peurgresket
Deskiñ a rin moarvat he diskoachañ divec’h

Krouiñ a rin deoc’h, adc’hanet, peurgrouet
Krouiñ a rin deoc’h gant ma dorn, ma spered
Krouiñ a rin deoc’h, desketoc’h, peurgresket
Krouiñ a rin deoc’h ur bed bravoc’h bepred

Ya, yen ha din, evidon me e klot, evel riz, gris ha… titich (pe pich, super ar skouerioù >.<), yen eo din Zidane a zo ur farsadenn a ra berzh er gêr ar goañvezh-pad ^^ Marteze e c’hellfe bezañ farsus lakaat un diellfennañ eus distagadur ur barzh e penn-kentañ e varzhazoù (varzhazoù ? Pebezh yezh dispar ^^). Komzet hon oa eus se dija, met sevel a rin un tamm pennad diwar benn traoù iskis ma brezhoneg ur wech bennak, eus ar farsusañ e c’hell bezañ en em ziellfennañ ^^ Pe diellfennañ ur varzhoneg skrivet ganin, da welet ^^ Traoù farsus a c’heller ober 😉





Skoilhoù Meur

25 03 2010

Tra ma oan o c’hortoz e diavaez ur c’hoariva (un añfi, pe’a) hiziv em eus klevet un trouz iskis ennañ, deuet eus ar re a oa gant ar gentel a-raok ma hini. N’eo nemet un eurvezh diwezhatoc’h, pa voe echu ma c’hentel-me, em eus komprenet petra e oa: tud o stlakañ o daouarn. Fin ar c’hwermiziad eo dija, ha war a seblant eo ar c’hiz, ha ni da stlakañ hon daouarn ivez goude gerioù klozañ ar gelennerez.

Me gav e tiskouezh mat a-walc’h an difoc’h a spered a zo er skol-veur amañ. Ne soñj ket din  e vefe bet stlaket an daouarn evit ur c’helenner e Roazhon 2, nag er skolioù meur all e Breizh/Bro-C’hall. Hogen amañ ez eus ul liamm kreñvoc’h etre ar gelennerien hag ar studierien. Marteze e teu ivez eus ar fed e vefe kalz keroc’h ar studioù amañ (miliadoù a euroioù, memestra…), hag e talvez e c’hell ar studierien klemm ma ne blij ket ar c’hentelioù dezho, hag e vezint selaouet kerkent. Bodadoù a-ratozh a zo zoken… Ha priz ar gwellañ kelenner bep bloaz, un dra ofisiel. Da lavaret eo e vez mat ar gelennerien dre ret pe dost. Evel just ez eus lod a zo kozh, hag a zo aze abaoe ken pell hag ar skol-veur (ahah, arabat mont re bell ganti  met kompren a rit ^^), ha gant doareoù kelenn eus ar c’hantved diwezhañ (penn kentañ ar c’hantved diwezhañ oO), hogen ral int.

Kudennoù arc’hant a zo amañ er mare-mañ evel ma ouzit… Ar pezh a ra e vez serret postoù, hag e vez kevezerezh bep bloaz evit ar postoù a chom (!), un abeg ouzhpenn evito da vezañ mat. N’eo ket aes bepred, er gevrenn geltiek n’eus nemet 2 gelenner evit an aotreegezh hag ar master a-bezh, da skouer !

N’eo ket vit lavar n’hon eus ket kelennerien vat e Roazhon (komz a ran eus ar pezh a anavezan, hañ), met ne soñj ket din e vefe an hevelep darempred (ar gelennerien er gevrenn vrezhonek a zo un dra all c’hoazh, dre ma ‘z eo an darempred ganto kalz tostoc’h eus ar pezh a zo e Diwan da skouer, mont dre ‘te’ hag all)… E-keñver ar Skol-Veur a-bezh eo forzh penaos. Amañ emaint holl o pourmen gant hoodie-où ar skol veur (stammennoù ledan gant ur gabell, gouzout a rit…), pe t-shirtoù (rochedoù-t ?) ar Skol-Veur, pe o c’hevrenn zoken. Piv a gredfe gwiskañ ur stammenn Roazhon II pe ‘kevrenn saozneg’ ? N’eo ket fier an dud eus o Skol-Veur e Breizh. Ha tristik eo a soñj din. Gwir eo e vez roet kalz muoc’h a c’halloud d’ar studierien amañ, hag e veront kalz muioc’h a draoù (pretioù, an davarn, ur stal, servijoù a-bep seurt…), arc’hant a vez roet d’an aozadurioù, pep studier en deus ur c’hod-barennoù war e gartenn, hag lennerien-kodoù a zo gant pe kevredigezh a-benn aesaat ar merañ…

Aesoc’h e seblant pep-tra bezañ, zoken ma chom kudennoù bepred. Ar pezh zo ez eus ur gwir pouez gant ar studierien, dre an doare Sindikad Studierien (ar Student’s Union, SU) a zo, unan dre ret, diliv politikel. Votadegoù a vez evit ar postoù ennañ, (gant skritelloù ha madigoù evit netra, evel er filmoù amerikan^^). Da bep emvod e vezont, ha lakaet e vez ar skol veur da cheñch drezho. Ur garg pounner eo, ha daou bost amzer leun gopret a vez. N’eo ket forzh petra, ha dispar evit ar studierien o studiañ politikerezh. Ma c’hellfe an traoù bezañ e-giz-se er gêr e vefe nebeutoc’h a harzoù labour marteze, met ma vefe lod e vefe kalz nebeutoc’h a zistruj, peogwir e vefe doujañs gant ar studierien evit o Skol-Veur, ha muioc’h eget doujañs e vefe fouge enno.

Lakaat a rin moullañ un t-shirt ‘kevrenn ar brezhoneg’ pe un dra a-seurt-se evidon ar bloaz a-zeu, ha gwelet ‘vo ma vezo lod oc’h heuliañ, rak fier on eus ma Skol-Veurig, memestra, en desped da bep tra ^^





Menam menam

19 03 2010

En heuliad “ar pezh a blij din”, setu ul lodenn nevez: plijout a ra keginañ din. Peogwir e plij debriñ din (‘pezh n’eo ket ur souezh, geo ?). Gouzout a ran n’eo ket un emgefre, met memestra ^^. Dont a ra eus ma zud kement-all, a blij dezho keginañ o daou, hag a gegin mat ivez (mall zo warnon da vezañ distro d’ar gêr !). Ha meuzioù kreiz kement ha dibennoù-pred (mmmmh dibennoù-preeeeeeed !).

Amañ en iwerzhon… Ar pezh a zo mat gant an dud emaon o chom ganto a zo e tebromp asambles bep noz, pep hini o keginañ d’e dro (ha pep hini oc’h ober ar skotaj d’e dro ivez, met ket an hini en/he deus keginet, bravat sistem ^^), plijusoc’h eo evit en em gavout, dre m’hon eus implijoù-amzer disheñvel-tre, ha kalz gwelloc’h eget keginañ pep hini diouzh e du (n’eo ket ‘vel ma vefemp o chom en ur palez ken bras ma ne welfemp ket an eil re ar re all, emañ ar gegin er sal). Hag ar pep pouezusañ: plijusoc’h eo keginañ evit meur a zen eget evit unan hepken. Tra-ken evit an amzer a dremener ouzh en ober, na cheñcho ket kalz hervez ma voc’h unan pe bevar o saouriñ an disoc’h. Ha ret eo anzav e reer muioc’h a strivoù p’eo evit ar re all, memestra. Klask a reer ivez ober traoù disheñvel, kentoc’h eget toazennoù gant lipig tomatez bemdez (studier e vezer pe ne vezer ket, zoken ma veze keginet ganeomp e Roazhon, hag e oa bourc’hiz ar pezh a zebremp xD).

Pa vezer o vevañ en Iwerzhon e teu buan kudenn an dibab. Mar fell deoc’h debriñ legumaj n’emaoc’h ket er vro vat. Ya, bez zo fav gwenn (gant lipig tomatez hepken…), un nebeud fav glas, piz-bihan fluo (kavout a reer un neeeeebeud piz bihan ‘vel er gêr, a vez anvet ‘petit pois’ ganto, ha ket ‘peas’ ^^), ha ket kalz a dra ouzhpenn, pe ket kalz a draoù mat (an tomatez divlaz, ar c’harotez kalet evel mein…)… Da zibab ho peus evit ho predoù koulskoude: avaloù-douar, patatez pe pato.

Hag iskis ar c’hig ivez. Marc’hatmatoc’h eo ar c’hig bevin eget e Breizh (5€ ar c’hilo kig drailhet oO), met n’eo ket ken mat ar blaz anezhañ (iskisat tra), ker ruz eo ar c’hig yar hag ar c’hig oan (!), hag emañ ar c’hig morc’h etre an daou, pa gaver an disterañ tamm. A-benn ar fin n’eo ket keroc’h ar c’hig e ti ar c’higer war a seblant… N’on ket bet o welet c’hoazh. Met gwir eo e c’hell bezañ dipitus keginañ ho tamm steack (a vez poazet re, n’int ket ‘vit gouzañv ar c’hig ruz war a seblant, bruderezh o deus war ar skinwel o lavar dezho poazhañ ar c’hig bevin ‘all the way’, da lavaret eo dek munutenn er boelon d’an nebeutañ… Ne gomzin ket dezho eus stekoù doare tartar, ‘m eus aon) evel m’eo dleet ha merzout p’e zebrit n’eo ket ar pezh a c’hortozed, ha n’eo ket dispar… Ma, kavout a reont mat-tre, int, daoust din bezañ dipitet bep taol ^^.

Ne vez ket debret pesked. Daoust dezho bezañ o chom war un enezenn ha da C’halway bezañ ur porzh(ig). Graet e vez un nebeud soubennoù pesked (chowder, ul lip-e-bav), debriñ a reer meskl marteze, hogen netra all. Gant priz ar pesked forzh penaos (17€ ar c’hilo evit ur c’hozh panga a Viet-Nam ?!)… Ha traoù all  a zo iskis a-walc’h evit an neb a zo boaz da gaout un dibab. N’eus ket boued sinad kennebeut, da skouer, war-bouez er pretioù sinad a werzfe boued da gas, hag a zo ral a-walc’h memestra. Ne gaver ket kalz boued estren dre vras, lipigoù Korma pe Curry a zo, ya, met bihan-bihan an dibab. Daou zoare riz, un doare bras-vleud, un nebeud soubennoù… Ha koulskoude on bet o welet ur pevar pep pemp gourmarc’had bennak, memestra, n’eo ket ar stal tostañ d’am zi hepken. Kit da di ar C’hloareg er ger hag o pezo dek gwech an dibab a zo amañ a=e salioù brasoc’h, kit da gompren.

Soñjal a rae din e oa konerioù penn-da-benn brud ar c’hallaoued evit ar boued. Hogen n’eo ket, war ar seblant. Chomet on da gomz betek peder eur vintin gant ur vignonez diwar-benn an holl draoù na c’helle ket debriñ amañ hag a rankfe tañva mar deufe da Vreizh un deiz bennak. Ha ne oa ket bet an disterañ takennad alkol ganeomp ! Rak ne gomzan amañ nemet eus ar meuzioù-kreiz, met bez zo kalz traoù da geñver bara, baraennoù, dibennoù-pred hag all n’heller ket ober amañ en abeg d’an diouer er stalioù. Chokolad zoken, pe siroz grenadin, traoù a-seurt-se ! Ha ne vo ket komzet eus an traoù dre laezh, re hir e vefe listennad an traoù ne vezont ket kavet ! (ma rouantelezh evit ur Yop hag un dienn vanilh).

Mar deuit da Iwerhon un deiz bennak, kig drailhet gant avaloù douar, bezit prest, tudoù !