Dre ziouer !

6 02 2015

Sell ‘ta, pell zo ne oa ket bet lakaet un dresadenn bennak ganin amañ. Pell zo ivez marteze n’em boa ket bet echuet unan… Ur bern a zo bet kroget ganin, brastreset, damlivet… Met dre ziouer a amzer n’em eus ket bet tro da gas kalz anezho da benn. Ur wezh bennak e rin un tamm bandenn-dreset hir ivez (eh, ne vez ket kalz anezho e brezhoneg war-eeun…)… Gant ma breur marteze, a zo leun a ijin hag en eus krouet ur bed moliac’hel klok a-walc’h, pe unan skiant faltazi… Pa vezo amzer… Evit se ha kement a draoù all…

Gwelet a ran memestra emañ ma doare o kemm, deus unan tostoc’h da zistummadur ur manga d’unan tostoc’h d’ar gwirvoud bremañ, hag awenet muioc’h gant doare ar c’homiks amerikan, sur a-walc’h (daoust din na lenn hini ebet !). Ul labour hirik am eus bet graet diwar luc’hskeudennoù evit gwellaat ma zresañ-korf. Gwelet e vo eta ! War an ardremezioù emaon e soñj pleustriñ bremañ kentoc’h. Un nebeud traoù am bo da ziskouez a-benn nebeut a-walc’h, sañset…

Klikidi-klikit evel boaz d’o brasaat mar fell deoc’h, evel-just.

4NFJ1fR

Tresañ divc’har… N’eo ket aes ! Plijout a ra din skeudiñ e glas war gwenn, dousoc’h eo. Lod o deus bet lavaret din e oa un doare french-touch, feuket on bet evel-just, haha !

fSvnhPm

Evit ur vignonez ur wezh c’hoazh, hag o pellaat un tammig eus ar merc’hed re dreut.





Badumeg adarre

30 01 2015

A-wechoù (alies), ez an skuizh gant spered a-gozh lod tud a-fed yezh. Diwar se ‘m eus bet komzet dija, hag a-fed reizhskrivañ dreist-holl, met ouzhpenn da se a zo. N’ouzon ket perak e fell da lod chom gennet en un amzer dremenet faltazius a vefe bet ken dispar ha ken glann hervezo, pa ‘z eo peurfall ha direizh kement-tra a zo deuet en 40 vloaz tremenet. Ne gomzin ket amañ eus an daou pe dri skritur nevez am eus bet gwelet c’hoazh nevez zo, lod tud a zo trellatet penn-da-benn ha n’o deus ket komprenet c’hoazh ne oa ket ar skritur ar yezh met ur c’hod d’he skeudenniñ, tra ken. Ur brezhoneg mat n’eo ket gwelloc’h pe falloc’h hervez ar skritur, an hevelep yezh eo. Ma, trawalc’h gant se.

téléchargement

Aet on skuizh gant azeuliñ ar re gozh hag ar gouerien. Netra fall ganto, hañ, n’eo ket an afer tamm ebet, met perak o lakaat da ziazez yezhoniel ? Da ziazez an distagañ ? Piv a ra se ? Peseurt yezh a vez oc’h azeuliñ hec’h implijerien a-us da 60 vloaz hepken, hag ober fae war ar re all ?

Daoust ha galleg peizanted kozh ar Berry a vez desket d’an estrenien pe d’ar vugale ? Saozneg mengleuzerien Kembre ho peus bet desket er skol ? Alamaneg tud-kozh Bavaria ?

Ne vez ket ! Ur yezh keidennek a vez desket, ur c’hronolekt etre, ur standard bennak a zo boutin d’an holl, kentoc’h eget badumek unan pe unan all. Ma soñj d’an dud ez eus a-walc’h a vrezhonegerien da zerc’hel bev kement parlant lec’hel… Traoù brav a zo e-pep-lec’h, troioù lavar, troiennoù, un displegadur dibar marteze, sur, met traoù a zo bet en o raok, ha traoù a ranko dont d’o lerc’h.

4IA8nkd

Ha ya, gouzout a ran n’eo ket ar brezhoneg ur yezh evel ar re all, un troc’h a zo bet, ur c’holl spontus, ha gant ar re gozh emañ chomet traoù n’int ket bet treuzkaset. Met an distagadur, ar pouez-mouezh, tudoù ! Selaouit eus galleg ar bloavezhioù 50, daoust hag e-giz-se e komzer c’hoazh ? Piv ac’hanoc’h a ruilh an r-où e galleg ? Pa glevan ur brezhoneger yaouank o treveziñ (fall !) pouez-mouezh unan kozh em ro c’hoant d’e vazhata. Rak ret anzav eo anat peurliesañ n’eo nemet ur peuztreveziñ a vez graet, gant fazioù pouez-mouezh spontus ouzhpenn-se, seul euzhusoc’h ma’z eo teir gwech kreñvoc’h ganto eget gant darn vuiañ an dud…

58631783

Tu zo da studiañ ur yezh lec’hel, yezh ur c’hornad, un tiegezh, un hinienn, met he lakaat da C’hraal ? Da skeudenn beurvat ur yezh beurbadel, da virout digemm betek Deiz ar Varn ?

Komzomp ur yezh vev, kentoc’h eget unan a fellfe da lod derc’hel en ur mirdi, er stad ma oa pa ‘z eo bet graet e vramm diwezhañ gant skrivagner-mañ skrivagner. Aze emañ an dañjer, kaout aon da gas an traoù war-raok e gwirionez. Tu a zo d’en em soñjal war penaos o c’has war-raok, penaos e c’hell ar yezh kemm, met arabat he derc’hel ‘mod-kozh kousto pe gousto war zigarez e vez komzet ‘giz-se gant ho mamm-gozh, alato !

Rg2cLcK

Brav, tad-kozh, met gant ar prevezioù e rin…





Poellgomzioù

28 01 2015

Marteze eo disheñvel ar bloavezhioù 2000 eus ar pezh a veze ijiniet pell ‘zo, ha dipitus sur a-walc’h war dachennoù zo (oc’h adsellout ouzh Blade Runner e oa an deiz all, e 2016 emañ sañset c’hoarvezout !), met war traoù all emeur en ur bed faltazius a-walc’h memestra, a zo deuet buan da cheñch, em lâren an deiz all.BLADE-RUNNER

O kuitaat ma labour e oan, da vont d’an ti-gar. Ne oa bilhed-tren ebet ganin c’hoazh, setu me neuze da brenañ unan gant arload an SNCF war ma foellgomz, ha gwiriañ kement hag ober ma oa dale gant an tren. Da Roazhon edon o vont, hag e-kerzh ar veaj e lennen ar c’heleier war lec’hienn Libé pa resevis ur postel mallus. Goude bezañ gwiriekaet un dra diwar ur fichennaoueg pellgarget em dropbox e respontis ken aes ha tra. Un endervezh karget a bellgomziñ e oa, war a seblant, peogwir e voen galvet diwezhatoc’h, ha me da respont (en trepas), pa ‘z ae an tren da 130 d’an eur, kudenn ebet.
Ma, nebeut a-raok erruout e Roazhon e oa diwezhat a-walc’h dija, ha naon em boa, evit lavar gwir (tremen 9e e oa), ha me da soñjal neuze e c’hellfen gourc’hemenn boued, dre ma n’em boa mui netra er gêr. Bip-bip-boup, Ur sell war arload ar STAR da c’houzout tro pet eur e oa ur bus en ti-gar ha pegoulz e vefen er gêr, un dro war hini an ti-bank da c’houzout ma oan bet gopret, un dro all war lec’hienn un ti-pizza nepell diouzh ma ranndi, ha graet an taol, gourc’hemennet ar pizza, paet en tren hag all, a vefe prest rik-rak pa dremenfen e-biou d’ar stal. Laouen da vezañ sur da zebriñ e c’hellis distreiñ d’ur c’hoari bennak da abuziñ ma amzer, hep soñjal ur mare pegen digredus e oa gellout bezañ kelaouet, kehentiñ dre skrid, dre vouezh, dre skeuden ha me oar, klask kement tra, paeañ didrabas, pep-tra diwar un draig bihan a-walc’h da zerc’hel em dorn.

An dazont, a lâran deoc’h, futura 3000.

War an tu all, evel-just, n’em eus bet da gomz gant den ebet evit ober darn vuiañ an traoù-se, ha tristik eo emichañ e vefe nebeutoc’h a zarempredoù etre an dud war ar pemdez, daoust ma vefe tu da lavar ivez eo ken aes ha biskoazh kehentiñ (betek regehentiñ a-wechoù sur ‘walc’h) : dec’h e oan o komz gant mignoned din er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur, dre bellgomz, digoust, dre ma oa dre internet. Piv en defe kredet e vefe ken aes ken buan ?

Pa welan neuze ar pezh a zo o tont, an Occulus Rift pe HoloLens Microsoft da skouer, e em c’houlennan penaos e vo ar bed a-benn 10 vloaz, 20 vloaz… Ha pegen faltazius e c’hello seblantout. D’am soñj e vo kalzik traoù o cheñch c’hoazh… Gant ma vo war an tu mat !

Hag ur gerig memestra evit ar brezhoneg, ret e vo d’ar yezh adpakout an dale spontus a zo ganti war an teknologiezhioù nevez-se. P’o deus an dud da zibab etre un doare buan hag aes hag unan hiroc’h e raint hini an aesañ kinnig, peuliesañ. Evit skrivañ un sms, da skouer, eo kalz aesoc’h ober gant un douchennaoueg a zivino ho kerioù (hag o reizho) kentoc’h eget skrivañ lizherenn dre lizherenn evel m’eo ret ober c’hoazh e brezhoneg (daoust ma vefe aesoc’h gant an arload c’hwerty, da skouer). Keit ma ne vo ket seurt traoù e brezhoneg (a zo anezho e yezhoù bihan all!) e vo aesoc’h mont e galleg evit ur bern tud, siwazh. N’eo ket aes broudañ an dud d’ober re a strivoù war ar pemdez…





Didrouz

9 01 2015

E kreizenn-genwerzh Atlantis e Naoned e oan dec’h da greisteiz pa’z eo tavet pep-tra ha pep hini. Ur vunutenn en enor d’ar re varv, d’ar re zrouklazhet. E kalonenn ur bed a gorvoiñ hag a gevala e chom o zammig koustiañs gant an dud memestra. Ha nerzh, nerzh a zo en ec’hon, en difiñv, hag en unvaniezh. N’on ket gall, ha n’eo ket ma bro, met an holl ac’hanomp a vez taget pa vez taget ur frankiz ken diazez hag hini ezteurel e soñj, hini ar fent ivez, ar frankiz da c’hellout tabutal ar soñjoù, hag ar feiz kement-all.

Na pegen gwan e ranker bezañ evit kaout da lazhañ tud pa vezer bet feuket. Na pegen gwan a spered hag a feiz an dud-se.

Kalon a hetan d’ar wir vuzulmiz, eta, a ranko gouzañv c’hoazh evit oberoù sodien douellet a gasoni. Gant ma chomo ar gasoni gant ar re drellatet hepken, pa vezo ken aes da strolladoù zo ober o mad eus un torfed ken euzhus da sevel lod a-enep lod all…

Pebezh bro… Pebezh amzer…

“tud, tud, tud,
Tad an dud, ho pet truez ouzhomp”

a lavare Gwernig…





Lun !

29 12 2014

Kalon d’ar re a zo o labourat hiziv ! Gwall c’houllo e oa an tren mintin-mañ, me ‘lâr deoc’h… Hag evit ar wezh kentañ em c’horn bro e oa an derez-gwrez dindan zero. Erru ar goañv marteze… Tommheoligoù a zo el liorzh koulskoude, ha bleunioù leun ar rodo (pe ar brug-roz, pe’a)… Ur wespedenn a zo deuet d’am gwelet em c’hambr an deiz all zoken. Gwesped e fin miz Kerzu, kentañ klevet.

Spi ‘m eus neuze emañ prest ho pikini-nedeleg ganeoc’h, da vont da gouronkañ dindan an heol kraz (evel o deus graet lod, am eus gwelet en Telebramm mintin-mañ ivez). Deuet e oa an douristed hag ar c’hallaoued dre-vras betek Breizh da gaout o lod a vitamin D an hañv tremen, gwir eo. Ha me, paour-kaezh inosant, a oa aet da Strasbourg, soñj ganin mervel gant an tommder, mouget gant an aer sec’h. Netra ‘bet ! 15 derez, avel ha glav, e miz Eost. Ah bah brav ! Bretzeloù ha bier a oa, dre chañs, met memestra…

A-hed ar bloaz e klever komz eus cheñch an hin hag all, hag an amzer n’eo ket an hin, gwir eo, met gwelout a reer e cheñch an traoù abaoe un nebeud bloavezhioù memestra, a soñj din… Hag evel bep bloaz koulskoude e vez pennfollet an dud hag ar Stad pa vez erc’h e bro Savoie… Non ket evit kompren penaos n’int ket boaz, e gwirionez. Erc’h er menezioù n’eo ket nevez-nevez, hag ez eo ? N’eo ket bloavezh an erc’h du c’hoazh, koulskoude…

Ma, treiñ a raio ar bed, ganeomp pe get. N’eo ket ar blanedenn a zo ret saveteiñ, met ni hon-unan, kentoc’h…





Time flies

19 12 2014

Opala, ya, e-biou e ya an amzer ken e ya. Spi ‘m eus emañ prest pep-tra ganeoc’h evit an Nedeleg hag emañ don ho loeroù war gostez ar siminal (ma ‘z eus unan ganeoc’h), kinklet ar saprenn, savet roll ar meuzioù evit ar fiskoanioù, hag all, hag all… Daoust ha fur oc’h bet? Kollet 5 kilo ganeoc’h d’o adtapout kerkent ha deuet mare ar friko ?

A-feur ma tremen ar bloavezhioù e cheñch ivez an doare ma weler Nedeleg… Soñj hoc’h eus eus ho pugaleaj ? Bezañ bugel… Pa vezed o c’hortoz, digousk, ma teufe ar mintin, pa greded c’hoazh e oa eus an Tad-Nedeleg (sapre kevalaour brein a zegas profoù bravoc’h d’ar vugale binvidikañ ! 😉 ), pa oa kement a stered en ho taoulagad hag a fulennoù en asked ar bouloù hag ar garlantez war ar wezenn en ur zizoloiñ ar pakadoù paket aketus, ur seizenn warno marteze, paper liesliv sur ‘walc’h, hag hunvreoù enno. Ne rae forzh na pegen brav e vefent, e gwirionez (daoust ma veze seul welloc’h ma veze bras ar voest !), diroget e vefe ar paper krenn-ha-krak, ha goloet leur ar sal a-raok pell tra ma veze c’hoarzhadeg.

Tri a vugale e oamp er gêr, ha ret e veze gortoz ma vefemp holl savet kent lammat ha tagañ ar paper gant daouarnoù leun a spi hag a c’hoant. Ma, ne oa ket gwall hir da c’hortoz peurliesañ, piv a chom kousket mintin an Nedeleg ? Soñj am eus koulskoude bezañ bet da skeiñ (pe da c’hoari an taboulin e gwirionez, ACDC-style) war zor ma breur, pounner e gousk a-wezhioù, bloavezhioù ‘zo !

Ha bremañ neuze emañ disheñvel an traoù. Plijusoc’h eo din emichañs prientiñ fiskoan (hag e zebriñ, evel-just), tremen amzer ouzh taol, marvailhat ha c’hoarzhin -‘tis the season to be jolly- eget goulenn traoù. Sevel e-kreiz an noz da lakaat pakadoù dindan ar wezenn ivez, pep hini d’e dro sur a-walc’h ! Met n’eo ket evit ar profoù ken, e gwirionez. Un digarez d’ober unan, marteze, met n’eo ket kalon an afer, evel ma c’helle bezañ em spered bugel (nag emgar, haha !). Gouel ar vugale eo Nedeleg a-raok kement tra all, emichañs, hag anat neuze e cheñch an traoù ken-ha-ken pa ne vez bugel ebet ken er gêr, met feizh! kinklet e vo an ti memestra, ha sonn emañ ar wezenn e korn an diri ! Hengoun… Gouel ar familh e teu da vezañ, el ledanañ stêr. Darn vuiañ an dud a vez er gêr evit an Nedeleg, pa vezont gant mignoned evit ar bloaz nevez a-wechoù kentoc’h…

Spi ‘m eus neuze ez oc’h laouen holl, forzh pe dra a rafec’h evit ho Nedeleg-c’hwi. Gant ar vakañsoù o tostaat em bo muioc’h a amzer da skrivañ, sur mat, pa ‘z on bet o redek a-hed ar sizhun-mañ (teuzet eo plastik ma c’hartenn-vank, ‘m eus aon, pe war nes en ober emañ 😥 ), hag e vin tapet c’hoazh en dibenn-sizhun.

Ah, sell ‘ta, keit ha m’emaon gant Nedeleg, n’ouzen ket e oa Kenavo bloaz kozh milliget, falalalala… (pe “Deck the hall with boughs of holly…” e saozneg) ur ganouenn a Gembre e gwirionez, “Nos Galan” (Noz Galanna, pe’a !). Setu un doare amañ, daoust ma ne vefe ket ultra-entanus, hehe :





Skingomzet

12 12 2014

Sell ‘ta, ma ‘z oc’h skuizh ouzh ma lenn e c’hellit ma selaou bemañ o kontañ kaoz ha koñerioù gant Erell Beloni a France Bleu Breizh Izel. Un doare plijus eo da atersiñ an dud, e gwirionez, mont d’ober un dro ; aes e teu ar gaoz. Ha kaoz a zo eus ar blog, just a-walc’h, hag evit-se ‘michañs ez on distroet da skrivañ amañ. Salud deoc’h neuze ma ‘z oc’h deuet da welet goude bezañ ma c’hlevet, c’hac’ha!

N’on ket sur e vefe gwall zedennus, hañ, met n’hell ket bezañ gwasoc’h eget ma zammig buhez amañ, forzh penaos ! Klikidi-klikit amañ dindan :

RBO, radio ar vro...





En tu all

9 12 2014

Ha te, en tu all d’ar mor,
Ez pleuñv, brug ha lanneg aour ;
Ha te, en tu all d’an nor
Didrouz, pinvidik ha paour,

Pinvik a gement zo bet,
Met paour pa n’out mui nemet
Adsked c’hoantoù disoñjet,
Damskleur ur bed aet da get

Tír na nÓg, ma yaouankiz,
Tir dir annev an amzer ;
Tir tredeog d’am frankiz,
Tir glann c’hoazh a zizesper

Tir tan, pa vezez garv,
Tour-tan, pa vezen kollet,
Dir ha tan, kadoù marv :
Mann ne van en ec’honded

Nemet koun, mojenn un hent,
Miled all er milendall,
Morgezeg hag erevent :
Rouaned kozh a wezhall ;

Un hent all dre an teñval
Davet al lann alaouret,
Dreist d’ar mor ha dreist d’ar Fall
Da heul hor c’hozh harozed ;

Piv a oa ouzh ma gervel ?
Ec’honder en ec’honded,
Ur c’hogito o sevel
Goulennoù heñvel bepred

Pe te en tu all d’ar mor,
Er bed all a fellfe din
Gwelet c’hoazh dre doull an nor ;
A-raok ma vo digor din ;
A-raok ma teuio ar fin





Tro-dro d’an treiñ ha d’e droiennoù

8 12 2014

Un draig hepken, evit ar re a implij WP e brezhoneg : daoust ha gellout a rit lavar din e pelec’h e chom traoù hewel a-walc’h da dreiñ, pe fazioù euzhus ho peus merzet ? An deiziadoù a zo ur gudenn, gouzout a ran ; emaon o klask un diskoulm. Ar portugaleg a zo unan all (trugarez d’ar C’heekezig da vezañ aet d’ar foromoù da c’houlenn hiroc’h)

Ur 1200 bomm bennak a zo bet troet ganin abaoe ma ‘z on krog ‘barzh a-nevez, met diwar an 11639 (!) a chom e vefe kerkoulz din treiñ ar pep mallusañ da gentañ… Un dra memestra, traoù zo ne vint ket troet peogwir ez int liammet ouzh an tem, ha lod temoù n’eus ket tu o zreiñ. Amañ emañ listennad ar re a zo posubl din (ha deoc’h !) treiñ : http://translate.wordpress.com/projects/wpcom/themes . Ma n’emañ ket hoc’h hini e-barzh, tough luck… (ha ma hini n’emañ ket, haha !)

Setu setu, lavarit din ! Spi ‘m eus e vo WordPress un dave evit ar sevel blogoù e brezhoneg, ha laouen on o welet ez eus muioc’h-mui a dud hag a skolioù oc’h ober ganti.





Derc’hel da vont…

5 12 2014

PSX_20141205_130708Ah, un amzer a oa m’am boa amzer, just a-walc’h, ha n’edon ket o redek a-gleiz hag a-zehou evel ma ran bremañ, pe ket kement, d’an nebeutañ. Ma vezen en ul lec’h war ar sizhun, hag ma chomen eno pell a-walc’h da vezañ em aes. Ma, n’eo ket klemm a ran (hepken), mat eo kaout labour ha plijus e chom beajiñ memestra (ma, e Breizh hepken, hañ, n’on ket ken pinvidik/chañsus), ha bep sizhun e vezan en tren etre 10 ha 15 eurvezh. Gellout a ran kadarnaat brud fall an SNCF war an dale, haha !  Keit ma ‘z on yaouank c’hoazh… En tren e c’heller labourat, lenn, kousket zoken, luskellet gant boubou an hent-houarn ha lusk ar c’hrenadennoù. Kemper Landerne, Landerne-Roazhon, Roazhon Kemper… Setu an tric’horn diaoulek ! Ma, diaoulek n’eo ket, hogen diaes eo a-wechoù gouzout pelec’h emañ tra-mañ tra, e peseurt hini eus ho tiez pe ho ranndiez emañ chomet an dra ho peus ezhomm anezhañ diouzhtu-dak ! Pe evel ur maligorn e rankfen bezañ marteze, holl ma feadra war ma c’hein bepred. Diaes a-wechoù rankout sevel abred, bezañ en ti-gar da 6e vintin evit bezañ d’an eur ur wech treuzet Breizh war un tu pe un tu all.

Montourlez, heh

Montroulez diwar ar pont bras

Rak ouzhpenn ar cheñch lec’h emañ ivez ar cheñch bed, hanter ar sizhun er gêr vras, e Roazhon, em ranndi, un hanter all e ti ma zud pe e Landerne, n’eo ket ar memestra evel-just. Ha bedoù disheñvel em fenn ivez, al labour melestradurel hag hini an dezenn n’o deus ket kalz tra da welet (met gellout a ran lakaat un teuliad Word e stumm deoc’h digudenn, c’hac’ha !), ha kentelioù a roan ivez, ur bed all c’hoazh. Se a sonerezh, e Roazhon koulz hag e Kemper, ha mignoned a-bep lec’h ivez. Nag a draoù e gwirionez d’am derc’hel da vont. Ha c’hwi ouzh ma lenn, forzh pelec’h e vefec’h ! Ha war an hent, pe zouar, ter-du pe houarn e vefe, e kaver traoù da welet bepred, traoù brav, ur sav pe ur c’huzh-heol, un asked war ar sterioù, ur porzh dindan an heol, pe c’hoazh un draonienn zianav d’an holl.

Langerne

Landerne, diwar du mat ar ster 😀

En tren e plij din lezel an ijin da vont, a-dizh, buanoc’h eget an TTB emichañs. Eno, evel ma ra da lod er strinkadenn, e teu soñjoù din, eno em eus bet skrivet barzhonegoù hag istorioù, em eus bet savet sonerezh, em eus lennet par ma c’hellen hag em eus kejet gant tud, ivez, a-wechoù. N’eus netra par d’un tren sac’het e-kreiz an noz, etre Kerneblec’h ha Plougollet, evit lakaat an dud da gomz kenetrezo. Profet e vo boued deoc’h gant ar sneuf-neu-neu ma chom re bell an tren difiñv da eur ar pred, na jentil int, neketa ? 🙂 An dieasañ, memestra, a zo n’eus ket amzer da chom. Bezañ dilec’hiet bepred, daosut ma vefe mont a lec’h anavezet da lec’h anavezet, a zo diaes din a-wechoù. N’em eus ket amzer da vezañ sioul en ul lec’h, da gaout ul lusk, ma ‘z an luit d’unan all, d’ul lusk all. Ah, na pegen aes a-wechoù, pegen frealzus un implij-amzer klok, digemm. Ha pegen plijus, war an tu all, ober traoù disheñvel bemdez, bezañ pell eus ar boaz, deus ur bemdez diliv a vefe borrodus re vuan. Un deiz a vo, ha buanoc’h e teuio marteze eget na soñj din, ma ‘m bo keuz d’ar mareoù-se en tren, ma c’hellen beajiñ em fenn a soñj da soñj tra ma veaje ma c’horf a ved da ved, da c’hortoz e klaskin ober ma mad eus an amzer-se am eus evidon c’hoazh.

PSX_20141205_130522

Ti-gar Sant-Brieg, mintin abred





Emvod

15 04 2012

Pennoù-avel o c’hwezhañ kreñv
O barradoù diefedus
War an douar ha don en neñv
O oberoù hag o c’hoantoù

Ha komz ha komz, komzoù goullo
Dibreder pe bred en aner
Berr ar soñjoù pa vez ganto
Blaz ar c’hozh, c’hwezh louedet-kaer

Pe oad karantez an arc’hant ?
Re a dud difoutre amañ
Pa vez gwerzhet c’hoazh d’an amkant
Dazont hor yezh ken gwan bremañ

Hag an hevelep re bepred
O klask lakaat da dalvezout
O fizhoni ken digengred
O brammoù-spered didalvoud

Klevet am eus bet se ivez
Evel an holl bodet er sal
Perak c’hoazh klask gwerzhañ pa vez
Preñved e kalon an aval

Aluzen, aluzen ar paour
Setu petra a chom bremañ
Hag an teñzorioù, hag an aour ?
Mojenn Arzhur, pelec’h emañ ?

Nag haroz nag aerouant
Ne chom nemet an dud diglod
Sec’h o c’halon evel grouan
Pep hini o tifenn e lod

Betek ar re nevez zo kozh
Mirdi an hengounioù kollet
An alarc’h e ziwezhañ poz
War c’hreunvaen o fennoù kalet

Lod a fellfe dezho bodañ
An holl dud asambles, padal
E vezont-int ar re gentañ
O klemmichañ hag o krozal

Hag un nebeud re memestra
O soñjal a-raok digeriñ
O beg bras a-benn dislonkañ
Fallgeusteurenn o c’honeri

.

Me, imoret fall ? Me ? >_>





Levraoueg

8 04 2012

Paper melen, sonioù na vezont klevet ken
Kalet evel greunvaen, don evel ar mor yen
An amzer en ec’hon e-touez al levrioù kozh
Da vouskomzoù laouen, da ganaouenn en noz
Poultrenn ar soñjoù kent ha gerioù dispredet
Ha pajennoù troet ha follennoù joget
O klask trumm en o mesk an awen, ar fulor
Didrouz, tamolodet e tommder an eñvor
Ha kreion war baper evel kan an imbourc’h
Kerdin, kouevr ar preder lezet gantañ e louc’h
Evel da vuzelloù war ma job, ma c’halon
O tarzhañ, laz-seniñ, e gensonioù eson
Kantadoù, miliadoù a vuhezioù dalc’het
An niver, an implij, ar preder disoñjet
Pe lazhet, pe foeltret pa vez dister bremañ
—n’hellan ankounac’haat da zremm— al levr-mañ
A c’halver d’an heol, d’ar gouloù pulluc’her
Eveldout d’am spered, un drouk-kelc’h kabestrer
Da wiriekaat buan lavarenn un hengoun
Da c’houzout ma oa gwir ha ma oa reizh ar c’houn
Ma oa mat da virout lod henskrivagnerien
Pa gouezh war ar paper takennoù an awen
Pa glaskan en aner ma asked er poull hesk
E skleur da zaoulagad, ar bed-holl en o mesk





Fenoz

25 03 2012

Daoust ha distreiñ a ri fenoz ?
Daoust ha gellout a ri ? Penaos,
Pa vo bet freuzet c’hoazh ha c’hoazh
Da galon ha da groc’hen noazh ?

Distreiñ a rin pa ne vo den
Evit rebech d’ar bed bezañ
Evel ma teu, evel ma ya
El levenez hag en anken

Daoust ha chom a ri fenoz ?
Daoust ha digor e vo ar c’hloz ?
Pa vo bet beuzet adarre
Da zivjod gant an daeroù-se ?

Chom a rin-me pa ne vo mui
Da gondaoniñ hag evit barn
Pell diouzh ar fulor, an houarn
Nemet an arzoù hag ar spi

Daoust ha mont kuit a ri fenoz ?
Daoust ha kemm a ra ar boan gozh ?
Pa vo bet trec’h, ur wezh ouzhpenn
Ar ranngalon, ar yenijenn

Mont a rin kuit pa ne vo ken
Evit da c’henel ha lazhañ
Evit da azginivelañ
Ezhomm diouzhin, mabig an Den





Sonerezh

21 02 2012

Ur yezh evit an holl, an hollved emezo
Tra ma tason an notennoù, rikamanoù
E yenijenn an ilizoù, sol fa mi do
E tommder an toulloù-noz, glebor ar c’hluboù
E kambr ar stered, hini an amourouzed
En toull-barc’h serret hag en digorañ dezerzh
E richan ha kanaouenn drant al laboused
E pep-lec’h, e pep amzer, a led hag a serzh

Ur yezh evit an holl, an hollved emezi
Tra ma kan he mouezh splann em spered, em soñjoù
E yenijenn ma c’hounoù kuzh, la sol re mi
E tommder ma hunvreoù, glebor ma daeroù
E kambr ma ene, hini ma c’harantez hen
E toull-barc’h kloz ma c’halon, digorañ gouli
E diskan ar ganaouenn a glevan, hepken
E pep-lec’h, e pep amzer, pa vezan hepti





Vakañsoù !

20 02 2012

Bez zo mareoù er vuhez ma soñjer a-daol-trumm “Kaoc’h, kozh on !” Resped d’ar re goshañ ouzh ma lenn, met souezhus e c’hell bezañ ^^ Ha c’hoazh, n’em eus ket da glemm, hañ, studier on c’hoazh, ha pell eus an 3-8 pe eurvezhioù-burev. E gwirionez, n’em eus kentel ebet da heuliañ ken (plijadurioù an doktorelezh !), hogen reiñ kentelioù a ran bremañ, ar pezh a zo disheñvel-mat !

Kentañ poent, ret eo o frientiñ, ar pezh a zo muioc’h a labour eget “dont gant paper hag ur c’hreion” evel ma c’hellen a-raok. Ar bloaz-mañ em eus 4 strollad disheñvel, da lavaret eo peder c’hentel da brientiñ… Ar pezh n’eo netra e gwirionez. Ha koulskoude, dre ma ‘m eus pep-tra da brientiñ dre ma ‘z eo ar wezh kentañ din kelenn e-giz-se e ra kalzig labour. Ur blijadur, dre-chañs. Hag ar plijusañ, e gwirionez, a zo bezañ dirak ar c’hlasad. Un tammig c’hoariva eo evel-just, ur one-man-show sizhuniek, gant ar spi bezañ dedennus a-walc’h. Ar pezh n’eo ket aes kennebeut !

Studiañ ha prientiñ, moullañ, reizhañ, hag all, hiroc’h eo eget ar pezh a soñjer (daoust ma vefe lavaret alies), ha daoust din reiñ un 10 eurvezh kentel bennak ar sizhun hepken en em gavan gant ur garg labour kalz ponneroc’h ! Ha se, evel-just, a zo ouzhpenn d’al labour on sañset ober evit ma zezenn. Met n’eo ket an dalc’h amañ ^^

Nann, an dalc’h a zo en em gav ur poent, aze, m’en em gaver hep re a amzer dieub, ma soñjer e rankfer bezañ oc’h ober un dra bennak bepred, kentoc’h eget straniñ. Pa erru an dibenn-sizhun e klasker mont war-raok gant traoù n’on eus ket bet amzer d’ober a-raok… Hag e-keit-se n’em eus ket amzer da dresañ, emañ levrioù am eus c’hoant da lenn o tastum poultrenn en ur c’horn, kement hag ar wii pe an x-boest, n’em eus ket tro da zont da skrivañ amañ kennebeut (!). Hag a-daol-trumm e teu: “Kaoc’h,  labour am eus d’ober. N’em eus ket amzer evit an traoù-se !”

Ne c’hoarvez ket a-daol trumm, met en em rentañ a reer kont trumm a-walc’h pegen berr e c’hell an devezhioù bezañ, ha pegen plijus eo ar vakañsoù (daoust ma vefe labour d’ober e-kerzh ar vakañsoù ivez, arabat dikoñiñ). Gouzout a ran, evel-just, n’eo ket se “bezañ un den gour”, ha n’eus ket se hepken da c’hortoz al leve, peseurt doare buhez e vefe ? Ha n’eus ket ul leun-amzer ganin zoken, pell alese. Sur ‘walc’h emañ lod ac’hanoc’h  o c’hoazhin goap (gant gwir abeg !), hogen aze eo ivez en em renter kont pegen aes ha plijus e c’hell hor bugaleaj bezañ, pa c’helled pouezañ war ‘off’ ur wezh erru er gêr.

Boñ, kement-se a lavaran, met ur wastell am eus da vont d’ober, hag ur boss bennak da lazhañ ‘barzh Skyrim, kenô !





Haha !

3 01 2012

Anvit se ironiezh, pe karma, pe me-oar-me ! Skrivañ a raen amañ n’eus ket pell ‘zo penaos e oa troc’het an tredan din e Roazhon, hag e oa kerkoulz din distreiñ da di ma zud, diaes ma oa din bevañ hep an Etrerouedad (hag an tommder, ar boued, an dour zomm ivez, daoust ma ne vefent ket ken pouezus :p). Setu me distro da Vrieg-city, neuze.

Allas, re aes e vefe bet ! Deuet hor mignon Joachim d’ober un dro neuze, ha troc’het internet din er gêr abaoe an 20 a viz Kerzu, haha ! Prenet e oa bet ar profoù dija, dre eurvat 😉 Div sizhunvezh dirouedad, tamm pe damm, neuze. Ha bev on c’hoazh, koulskoude ! Marteze n’on ket ken akro ha ‘pezh a sonje din. Pe marteze emañ internet war ma foellgomz (ale, anzavit n’eo ket ur ger fall, se, poellgomz ? C’hoari-gerioù ha tout ! Emaon o vont da skrivañ d’an Ofis :p), kit da c’houzout (emezañ en ur c’hwitellat).

Petra a reer pa vezer er gêr, war ar maez, hep tamm rouedad ebet, neuze ? Oh, ur bern traoù. Renkañ an ti, dija, pezh dre bezh. N’eo ket e vefe bet stlabezek (pe ket e pep-lec’h, ma c’hambr ne gont ket), met pell ‘zo ne oa ket bet graet da vat. Renkator, er sinema a-benn nebeut.

Kement ha renkañ ez eus bet cheñchet plas da bezhioù arrebeuri, prenet lod nevez, ha cheñchet pezhioù zo eus an ti (ma c’hambr en o zouez). Evit ar bloaz nevez, lakaomp.

Keginator on bet ivez, pe gwastellator kentoc’h. Kiloioù ha kiloioù a graoñ-kelvez hon eus dastumet el liorzh, peadra d’ober lipousigoù chokoload ha kouignoù a-bep seurt (mignoned ar c’houign-amann, sellit eus tu bro-Skos hag o Flapjacks, tost-tre eo ar blaz, hag kaaaaaalz aesoc’h da ober !)

Troc’hañ gwez, ivez… Ar re a oa kouezet. Sapre Joachim, troc’het internet gantañ MET roet un dra din da ober da abuziñ ma amzer. Na jentil. Dre c’hañs ez eus bet un nebeud devezhioù dic’hlav, ha n’eo ket bet re boanius al labour ^^

Dizoloiñ a reer ar c’hoarioù a-stroll en-dro. Pegeit ‘zo n’o peus ket bet tro d’ober un droiad Monopoly a-bezh ? Gant pemp c’hoarier ? Betek ma yafe an hini diwezhañ d’ar strad ? Ha se ne oa nemet ar c’hoari kentañ, haha ! Dre ma ne oamp ket kennasket ne oa ket tu deomp c’hoari World of Warcraft… Met n’a rit ket biloù ! Ar boardgame a zo er ger, ale hop ! un endervezh. Trivial pursuit, ur miltamm 1500. Edomp o vont da gregiñ gant ur Risk, kement hag ober.

Se, mui ar predoù gant familh ha mignoned, hag all, n’eus ket bet amzer d’e gavout hir.

 

Siwazh, n’on ket bet evit hetiñ un Nedeleg laouen hag ur bloavezh mat deoc’h e koulz. Ra vezo graet bremañ: gwellañ hetoù deoc’h neuze !





Ah, Kerzu

19 12 2011

Amzer lous ha koumoul gris, n’eo ket peadra da lakaat laouen an nen, neketa ! Evel ma teuer laouenoc’h pa erru an hañv (ma, an heol; pegeit ‘zo n’on eus ket bet un hañv da vare an hañv ? :p) e welan pennoù mouzet gant an dud pa vezan o vale e kêr er mare-mañ. Pe neuze eo gant prenadennoù Nedeleg emañ o soñjoù, profoù evit ar vugale, ar gerent, ar breur, ar c’hoar, ar c’henderv, an nizez, chokoladoù hag avu-druz evit fiskoan, stalioù leun-kouch-barr-chouk-tenn gant tud o lammat eus ar yar-indez d’ar madigoù hag eus ar champagne d’ar grilhed-traezh, sonerezh nul ha riell war an hentoù, bugale, tadoù-Nedeleg, tailhoù da baeañ… Haha, ya, sur ‘walc’h ez eus abegoù da vezañ skuizh un tammig !

Met mare Nedeleg eo, neketa ? Mignoned, familh, boued mat, gouelioù, profoù ! Bezomp mousc’hoarzhus. Ya, noz e vez da 5e30, met e-giz-se e vez gwelet gwelloc’h ar c’hinkladurioù a zo bet staliet en ho kêr emichañs, hag e c’hellit c’hoarzhin goap ouzh an amezeg en deus GOLOET e di a c’harlantezennoù-gouloù (un amezeg a-seurt-se hon eus holl, hañ); ya, yen eo an amzer, met pegen plijus distreiñ d’ar gêr, pa vez tomm-mat eno, hag evañ ur banne chokolad pe un tasad te en ur sellet dre ar prenestr, pe c’hoazh ober tan ma zo ur simial ganeoc’h, hag en em vodañ e tal dezhañ ; ya, leun-chouk eo ar stalioù, met… bah, euh… met netra, leun eo ar stalioù, okay. Grit ho prenadennoù en a-raok 😉





Ar bugel

18 12 2011

Pa oa sklaer en o spered,
Pa ne oa douetañs ebet,
Pa oant sur en o fiziañs,
Digatar o c’houstiañs
E oa kaer ha nevez-flamm
Ur bed savet gant o mamm,
E oa bev ha birvidik
Ar bed savet gant Tadig

Bremañ, kresket ar bugel,
Dilezet abaoe pell
Marvailhoù ar yaouankiz
Marzhin, Arzhur ha Kêr Is,
E kavo c’hoazh koulskoude
Hunvreoù nevez bemdez,
E kavo da brederiañ
E daoulagad gwer Liza





Harozed

17 12 2011

Kemer perzh e c’hoarioù-rol a-stroll a zo un abadenn dudius peurliesañ, ha n’eus netra plijusoc’h eget krouiñ tudennoù hag o lakaat da vevañ, da gejañ ha da genvevañ gant ar c’hoarierien all. Ha peurliesañ e ouzit tamm pe damm da betra e tennont, en ho penn d’an nebeutañ.

D’ar mare-se eo peurliesañ e soñj Mestr ar C’hoari, pe ar Vestrez en degouez-mañ, e anavez un treser a c’hellfe reiñ korf d’ho tudenn ^^ E-giz se eo c’hoarvezet evit ar stollad-mañ, en Alamagn, atav. Dedennus e oa gwelet pegen resis pe amresis e c’helle an tudennoù bezañ e penn ar c’hoarierien. Dragonfly, da skouer, a zo bet aes-tre da dresañ, ken sklaer ha resis e oa an diskrivadenn bet roet din, betek an disterañ munud.

(gellout a rit klikidi-klikañ war ar skeudennoù d’o brasaat, evel-boaz)

Bluecoat, er c’hontrol, ne oa nemet un nebeud soñjoù (peogwir eo ur paotr a c’hoari anezhañ, marteze :p), ha din me d’e ijinañ tamm pe damm. Dre an istor e doa hag e berzhioù er c’hoari e oa aes a-walc’h ijinañ peseurt doare den e c’helle bezañ.

Eva, hi, a oa etre an daou. Un daolennadur dre vras, gant un nebeud munudoù resis (ar gapenn, liv al lunedoù, liv ar glogorenn en he zro, traoù a-seurt se)

Hag ur wezh echuet gant an tresadennoù-us n’em eus ket gallet mirout rak ober un tamm pseudo-golo comicbook, d’ar strollad da stagañ ouzh ar voger pe me-oar-me. Simpl hag all, met plijet en deus dezho. “Erie” a zo ur c’hoari-gerioù etre al lec’h ma c’hoarvez o zroioù-kaer, nepell eus al lenn Erie, hag an anv-gwan eerie, a dalvez kement hag iskis, a ra aon, hag all. Ha dre ma oa “Eerie” un heuliad comics etre 1966 ha 1983 eo daou c’hoari-ger en unan (!).





Amzer gollet

13 12 2011

Kant bro kant giz, emezo din,
ha me ur bugel ;
Lod kaer, lod kriz, ha lod lirzhin
Pabor hag uvel

Ma mamm, ma zad, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Holl ho kalon, diere
Allas, na paour, na yen d’an emzivad,
An dilezet

Dre ar maezioù, dre ar c’herioù
ha me ur c’hrennard;
O kantreal , dieub a villoù
Skoliad ha deskard

Kelennerien, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Ho kouiziegezh, a-ratre
Allas, na paour, na kuñv an den dizesk,
Ar goapaet

Chopinadoù ha kaozioù hir,
ha me o vevañ
E meur a gêr, e meur a dir
C’hoarzhin ha leñvañ

Ma mignoned, trugarez
Deoc’h-c’hwi evit ma bezañ skoazellet
Ha bezañ roet
Ho levenez, ho pare
Allas, na paour, na klañv an digenvez
An disoñjet

Flouradennoù, daouarn mibin
ha me sorc’hennet
Gant daoulagad o vousc’hoarzhin
Karer ha karet

Ma dousig-koant, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ gouzañvet
ha bezañ roet
Ho karantez, hoc’h ene
Allas, na paour, na trist an dizimez
An doganet

Eñvorennoù don em spered
ha me koshaet
An dud, ar pezh am eus desket
Hiraezh, pasianted

Holl ac’hanoc’h, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ ambrouget
ha bezañ roet
Kement a ster d’am buhez
Allas, diouer a rit holl din bremañ
Pa ya da get

Skeudoù du hir er c’huzh-heol
ha me war Gornôg
O vont dilo war-du geol
yen an Tredeog

C’hwi am selaou, me ho ped
Gouezit bepred na pegen kaer ez eo
Bezañ bet roet
Frealz, skoazell, karantez
Allas, bevañ hepto n’eo nemet
Amzer gollet

 

War don ur werz savet evit ar bagad. Brav eo an ton, ha soñjet am eus e vefe dedennus skrivañ pozioù warnañ, ha he c’hanañ da vare Gouelioù Meur Kerne, perak ket.