Charlie

30 01 2015

N’eus ket bet kaoz kalz eus Charlie ganin amañ, ha ne soñj ket din em befe tra pe dra a dalvoudegezh da ouzhpennañ, e gwirionez. Mantret on bet gant ar pezh zo c’hoarvezhet, mantret e vefe tud sot pe bet trellet ha trellatet a-walc’h evit soñjal lazhañ tud war zigarez int bet feuket. Mantret on e vefe graet eus ur relijion un digarez da vezañ feuls. Sur on, e gwirionez, n’eo nemet un digarez. Lod tud a zo feuls, hag abeg a gavint, siwazh, da vezañ feuls. Mantret on bet ivez gant an tagoù e brezhoneg a zo bet skrivet war ur voskeen war-sevel ‘kostez Roazhon, o c’houlenn groñs hag e brezhoneg fall ra vefe kaset an arabed kuit a Vreizh. Mantrus, evel a lavaren. Daoust ha ken diaes se eo doujañ an eil d’egile pe d’eben ?

D’am soñj en eus kement hini bet tro d’en em soñjal, ha da vezañ e kañv, ha n’em eus netra gwall fin da ouzhpennañ, siwazh.

Met un dra memestra, “Je suis Charlie“. Ul lugan dreist a-walc’h, aes da implij, aes da lavar, da adimplij hag all. Berr hag efedus, n’eo ket souezh e gwirionez e vefe bet krouet gant un den arbennik war ar marketing (marc’hadiñ? da ziforc’hañ gant marc’hatañ ?). Koulskoude, n’eo ket bet ken aes-se d’ar brezhonegva ober e soñj war an droidigezh. En holl yezhoù a ya en-dro evel ar galleg -rener, verb, renadenn- eo aes a-walc’h treiñ al lugan : I am Charlie, Yo soy Charlie, Ich bin Charlie, Som Charlie ha me oar.

Met e brezhoneg, neuze? A-bep seurt a zo bet graet : Me zo Charlie, Me eo Charlie, Charlie on, pe zoken Charlie zo ac’hanon… Daou dra a zo. Diouzh un tu, ober gant brezhoneg reizh (memestra…), diouzh an tu all, emichañs, klask doujañ d’ar c’hinnig orin, d’ar c’hraferezh. Ha d’am soñj, amañ, ne oa ket aes ober an daou, hep cheñch ar mennozh d’an nebeutañ.

Desket e vo d’an neb a grogo gant ar brezhoneg emañ ouesk an ereadurezh anezhañ, hag e kaver gwelloc’h peurvuiañ lakaat ar c’heloù nevez e penn ar frazenn, pe ar pep pouezusañ. Hag evidon-me, ne oa ket “Je” ar pep pouezusañ e galleg. N’eo ket e vefen ME Charlie a zo pouezus, met ar fed e vefen CHARLIE. Charlie a zo da vezañ lakaet en a-raok, ket me ma-unan, a-hend all en em saver c’hoazh war un enebadur : Me zo Charlie, ha ket ar re all. Gellout a rafer gwelout Charlie evel un anv-gwan, ha peuliesañ e vefe lakaet kement se da gentañ. Daoust ha lavarout a rafed ‘Me zo bras’ pe ‘bras on’, d’en em zeskrivañ ? War-bouez ma ‘z oc’h o respont d’ar goulenn eeun ‘piv zo bras’ e seblant anat din lakaat an anv gwan er penn kentañ. Emaoc’h c’hwi o komz, daoust ha ezhom hoc’h eus d’en em lakaat en a-raok c’hoazh?

Ma, d’am soñj e oa Charlie da lakaat war wel. Evidon me, evel-just, rak gellout a reer kompren al lugan e meur a stêr, met e galleg, gant ar c’hoant pouezañ war Je e vefe bet lakaet C’est moi Charlie, pe Charlie, c’est moi, sur a-walc’h, ar pezh a zo troidigezh rik Me eo Charlie, am eus bet gwelet skritellet.

Graet ‘m befe gant Charlie on, marteze, peogwir eo an eeunañ, ar bravañ, hag an tostañ hervezon eus ar stêr orin. Met dont a ra neuze kudenn ar c’hinnig. En holl yezhoù all emañ al lodenn rener/verb a-raok Charlie, evel ur rakskrid. E brezhoneg en em gavfe ar verb e unan. Kollet ivez an tri ger. Gwall zisheñvel. Gant Charlie on-me hor befe adkavet an tri ger, daoust d’an urzh bezañ eilpennet… Bez on Charlie, marteze, a vefe bet ar gwellañ. N’eo ket ar stumm anatañ e brezhoneg, met d’an nebeutañ e pouez war ar bezañ, ha ket an hinienn, ha derc’hel a ra d’an urzh orin, d’ar garta c’hrafek ma fell deoc’h.

Bez on Charlie, neuze, ha bez omp holl, emichañs. Bezomp holl, a hetan (soutil, neketa?).

En diwezh, ne cheñch netra, sklaer eo bet ar mennozh emichañs, met ur wech c’hoazh, n’eus tamm tu ebet d’ar vrezhonegerien da vezañ a-du war implij o yezh. Ar pezh a zo mat, dre ma chom bev dre an implij, hag e vez tud o klask ober ganti; ar pezh a zo fall, dre ma ne oar ket an holl re vat penaos ober ganti e gwirionez. Soñj a zegas din eus istor ‘Nukleel nann trugarez‘ un nebeut bloavezhioù zo, a zo bet reizhet da ‘Nukleel n’am bo ket‘ da c’houde…

1506770_768739546551399_1477798698080068690_n





Feed me (back)

16 09 2013

Daoust ha bevañ a rez, te ivez, dre an trid
Dre ar santad, ar gor, ez kreizig, dre ar from,
Pa vez barnet, ‘soñj dit, da gorvo pe da skrid,
Pe genderc’h da awen ha pare da ezhomm,
Pa vez holl a glevez kanenn voemus an id ?
Daoust ha barc’het ‘vezez war wenojennoù kromm
Ne gasont da neblec’h mar ned eo da lec’hid
Ar spered war e yun, marnaoniet, an nozvomm
Ur vamm-Ankoù gadal, da zorn war he brennid ?
Ha mut-mik ar Muzezed en o muzoù plom
‘C’hortoz barn an arall, da vevañ, da vont kuit





Emvod

15 04 2012

Pennoù-avel o c’hwezhañ kreñv
O barradoù diefedus
War an douar ha don en neñv
O oberoù hag o c’hoantoù

Ha komz ha komz, komzoù goullo
Dibreder pe bred en aner
Berr ar soñjoù pa vez ganto
Blaz ar c’hozh, c’hwezh louedet-kaer

Pe oad karantez an arc’hant ?
Re a dud difoutre amañ
Pa vez gwerzhet c’hoazh d’an amkant
Dazont hor yezh ken gwan bremañ

Hag an hevelep re bepred
O klask lakaat da dalvezout
O fizhoni ken digengred
O brammoù-spered didalvoud

Klevet am eus bet se ivez
Evel an holl bodet er sal
Perak c’hoazh klask gwerzhañ pa vez
Preñved e kalon an aval

Aluzen, aluzen ar paour
Setu petra a chom bremañ
Hag an teñzorioù, hag an aour ?
Mojenn Arzhur, pelec’h emañ ?

Nag haroz nag aerouant
Ne chom nemet an dud diglod
Sec’h o c’halon evel grouan
Pep hini o tifenn e lod

Betek ar re nevez zo kozh
Mirdi an hengounioù kollet
An alarc’h e ziwezhañ poz
War c’hreunvaen o fennoù kalet

Lod a fellfe dezho bodañ
An holl dud asambles, padal
E vezont-int ar re gentañ
O klemmichañ hag o krozal

Hag un nebeud re memestra
O soñjal a-raok digeriñ
O beg bras a-benn dislonkañ
Fallgeusteurenn o c’honeri

.

Me, imoret fall ? Me ? >_>





Ar bugel

18 12 2011

Pa oa sklaer en o spered,
Pa ne oa douetañs ebet,
Pa oant sur en o fiziañs,
Digatar o c’houstiañs
E oa kaer ha nevez-flamm
Ur bed savet gant o mamm,
E oa bev ha birvidik
Ar bed savet gant Tadig

Bremañ, kresket ar bugel,
Dilezet abaoe pell
Marvailhoù ar yaouankiz
Marzhin, Arzhur ha Kêr Is,
E kavo c’hoazh koulskoude
Hunvreoù nevez bemdez,
E kavo da brederiañ
E daoulagad gwer Liza





Désir

17 12 2011

Il faisait encore jour, pour quelques minutes. Le soleil couchant dardait ses rayons rouges sang à travers les fins rideaux de la chambre à coucher aux tons crème, imposant à la ville ses humeurs pourpres.

Si la lumière dessinait des motifs changeants sur les murs nus, lui ne les voyait pas. Il n’avait d’yeux que pour Elle. La musique s’était éteinte depuis longtemps, les lampes l’étaient tout autant. Cela faisait deux jours (déjà ?) qu’ils n’avaient pas, ou presque pas, quitté la chambre, le cocon doux de leur désespoir. Chaque minute passée ensemble, chaque caresse et chaque baiser avaient une odeur, un parfum de fin du monde.

« Ne me quitte pas. » Une prière.

« Jamais. » un mensonge, le genre que l’on raconte pour prolonger un peu plus la lueur dans les yeux des autres, quand on ne veut pas gâcher leur bonheur. Le mensonge qui vous tord les tripes car vous savez que la chute n’en sera que plus dure, mais que vous ne pouvez vous empêcher de prononcer dans le vain espoir que quelque chose, un miracle, vous donne raison.

Elle était allongée, drapée dans la soie de ses cheveux longs, frissonnant sous son regard amoureux, gémissant sous la mine de graphite mal taillée de ses crayons. 2B, HB ½, H, variations de la symphonie de ses désirs qui s’exprimait sur le papier. Le sol à ses pieds était jonché de feuilles, plus ou moins couvertes de ses courbes douces, des hachures reflétant les ombres qui couraient sur sa peau.

Le grattement de la mine, le crissement de l’épais papier, le bruit doux de la gomme étaient tants de mots d’amour, tants d’odes à sa beauté. Il la caressait de ses traits, passionnément mêlant ses fantasmes à la beauté lourde de ses seins, à la courbe sinueuse de sa taille et de ses hanches. Les feuilles déchirées par terre étaient couvertes de femmes parfaites, de guides d’anatomie, de leçons de perspective et de proportions. Mais cette perfection n’avait aucune saveur, et, fiévreusement, il essayait da capturer sa véritable beauté, la somme de ses défauts, plus grande que ses parties, qui créaient son visage, sa silhouette, son corps sans égal.

Cette fois, c’était la bonne. Ou peut-être pas. Sa fièvre, sa peur et son désir faisaient rouler une goutte de sueur sur son front, comme d’autres roulaient sur le dos de celle qui nourrissait son inspiration, minute après minute, heure après heure, dans ses frémissements et ses gémissements. Alors que les derniers coups de crayons parachevaient le chef d’œuvre de leur passion, elle se tordit sur le lit, tremblante et le sourire aux lèvres, enfouissant son visage aux parfaites imperfections dans la fraîcheur bienvenue de l’oreiller.

Il faisait encore nuit, pour quelques minutes. Le soleil levant allait darder ses rayons rouges sang à travers les fins rideaux de la chambre à coucher aux tons crème, imposant à la ville encore endormie ses humeurs pourpres.

« Ne me quitte pas. » Une prière

« Jamais. » Un miracle.

 

 

Evit ur genstrivadeg skrivañ war ar prim, en diavaez, war blasenn Charles de Gaulle e Roazhon en hañv pe en nevez-amzer diwezhañ, “Désir” an dodenn anezhi. Un hanter-eurvezh, tamm-pe-damm. Gounezet am eus 😉





Hir

12 12 2011

Hir evel ar goañ yen, du ha Kerzu zoken
Pa vez ar bed e kañv, dibreder en anken
P’en em gav klañv an den, pa grizienn ha pa gren
En avel skourrroù skañv an disterañ gwezenn

Hir evel an noz kriz, pa ne chom war ho tro
Nemet soñjoù diaoz, tasmantoù an amzer
Direpoz war ho kiz, bourev taer an distro
Rak morse ne vez kloz ar c’hontoù a lezer

Hir evel an hirnez pa vez hi o c’hedal
En Diaes Hiraezh, hag ar bleiz o kontañ
D’al Loar e zevezh, pa vez eñ o yudal
Pa n’eus ken hi, roc’h kaezh, d’e selaou o kanañ

Hir evel hun o vont da guzhat diwar wel
Buhezioù-hont goullo, spi splann an amzer gent
Yaouankiz divergont, hunvreoù, broioù pell
“Me ‘vo Napoleon” eme an hini lent

Hir evel an dibenn, pa ne chom nemedoc’h
War zarenn ar pennti bet savet a-ratre
War gein ho koumoulenn, bet savet ganeoc’h
Pa oac’h daou c’hoazh a-benn lojañ ho karantez





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…





Black and Blood

30 10 2011

I see clear through your lies
It’s written in your eyes
In clear lines
of black and blood

I see past your excuses
You can’t hide all the bruises
It’s written
in black and blood

Shallow grave for your happiness
It was buried in the darkness
Of your black eyes, your silence, your quiet shame
When you think you are the one to blame

Shallow grave for your happiness
It was buried with no witness
For you would let no one go through the high wall
It was nothing, nothing but a fall

But I see clear through your lies
It’s written in your eyes
In clear lines
of black and blood

I see past your excuses
You can’t hide all the bruises
It’s written
in black and blood

I saw you sinking day by day
Trying to keep me far away
From your troubles, your sadness, your innocence
All burning irons in my conscience

I saw you sinking day by day
Make wrong turns at every crossway
While all this time I just kept thinking, hoping
You would come back, you would try living

I saw clear through your lies
It was written in your eyes
In clear lines
of black and blood

I saw past your excuses
You couldn’t hide all the bruises
It was written
in black and blood

But when you needed me
I fell down on my knee
I was drowned in the flood,
The sea of black and blood





Ec’hon

25 10 2011

Tren en noz, en didrouz c’hoazh
Pa vez ar bed en e hun
O vont herr, pell, didrabas
Pa chom ar spered war-yun

Ar marc’h-du, ha Kerzu c’hoazh,
Gant an hent ha dre an erc’h
O terc’hel da vont, siwazh,
O poaniañ da vont war-grec’h

Lusk ponner ar rodoù dir
Bemdez ha bemnoz e kañv
Speredoù a dir da dir
Aesoc’h, buanoc’h war-draoñ

Karradoù ha kirri c’hoazh
Kement a soñjoù goullo
Karrbedoù hir ar bed sklas
O ruilhañ, o vont dillo

Tren soñjoù yen al lean
Eñvor un devezh tener
Oc’h adlavar dizehan
E bedennoù en aner





Sarah

28 12 2010

En tu all d’ar mor, en ur vro na welin ket,
Plac’h yaouank glas he daoulagad, fulenn gollet,
Evit lenn an nebeud gerioù-mañ ne vi ket
Koulskoude e fellfe din gellout da welet
O vousc’hoarzhin, evit ur wech, pa ne rez ket
War ar pemdez, priñsezig he buhez kalet,
Pe re ral a wech e vefe; ha trawalc’h n’eo ket
Evit diverkañ eus goueled da spered
Ar soñjoù du a ra din anken, ha n’on ket
Eus ar re zisoursi koulskoude, gwarezet;
Fellout a rae din lavar dit, lennet pe get,
Trugarez dit evit ma lakaat da gousket
Gant ur mousc’hoarzh me ivez, pa n’em eus ket.





Aet on

19 10 2010

Boñ, n’em eus ket lakaet traoù amañ abaoe un nebeud devezhioù (war-bouez hir a respontoù da Barisot), evit abegoù liesseurt, ha n’hellin ket lakaat kalz a dra kent dilun a-zeu d’an nebeutañ, dre ma ne gasan ket ma urzhiataer ganin da Iwerzhon (n’eus ket plas !). Marteze e kavin unan du-hont ur wech ar mare, da lakaat un nebeud soñjoù ha da gontañ ma buhez (oh-so-dedennus), gwelet ‘vo. E-mod all e tozvin ur mega-notenn pa vin distro, gant luc’hskeudennoù emichañs, deoc’h d’ober goap un tammig eus ar Moran oc’h ober e damm furlukin ^^

D’am soñj e vo mat din mont kuit eus ar Stad brein-mañ (ne gomzan ket eus ma stad din-me, evit ur wech :p), gwelet traoù all, daoust ma vefe pell ar Stad iwerzhonat a vezañ direbech. Ma, cheñch aer un tammig, gwelet tud en-dro ha glebor sklas Galway, mmmmh 🙂 Un dra bennak a zo gant Iwerzhon, n’ouzon ket petra re vat, met disheñvel e vezer pa vezer war an enezenn. Ar Fomoire, marteze, per ar boudiged, n’ouzon ket, met un dra bennak a zo. Ha kêr Dulenn, ivez, ma vez gwelet an Istor, hag an istorioù, warni c’hoazh. Un aergelc’h a zo, unan dibar d’ar re all, ha n’eo ket ouezh e vefe bet kement a skrivagnerien o lakaat Dulenn da dudenn, pe da foñs meurdezus ha lous, d’an nebeutañ. Un dra bennak a zo.

Ma, evel-just ne vo gwir kement-mañ nemet ma teuan a-benn da vont da Naoned, kentañ tra (na rankfe ket bezañ re ziaes memestra, d’ar gwashañ-holl e kavin tud en ur c’hoari biz-meud xD), ha, dreist-holl, ma zo dour-tan gant ar c’harr-nij ha ma vez e lezet da zibradañ. Evel-just eo e Naoned ez eus ar muiañ a gudennoù gant an dour-tan, ha n’ouzon ket re petra eo stad an harzoù-labour en aerborzhioù met boñ… Sell ‘ta, setu ur stourm efedus, stankadennoù a servij d’un dra bennak, hep trenioù, hep kirri-nij, hep dour-tan e vez diaes d’ur vro kenderc’hel da vont, hag e pleg ar gouarnamantoù. Hag aze on prest da vezañ hegaset, peogwir e tegaso un dra-bennak. Hep skolioù-meur… E vo pout ar bobl, ar pezh a fell da Sarko ha d’e vignoned forzh penaos, hervez ar mac’hagnañ a reont eus an deskadurezh. E gwirionez emañ stankerien R2 o sikour ar gouarnamant ! Omd ! :p

Ha dre ma vez nebeutoc’h a dalvoudegezh gant un aotreegezh (pe un diplom all) tapet en un hanter-bloavezhiad kentelioù e vo tu d’ober fae war studierien R2, hag e teuo nebeutoc’h a dud eno (ar pezh a zo bet gelet goude pep stankadenn), da lavaret eo e vo nebeutoc’h a dud o stourm, peogwir e vint e skolioù-meur n’o deus ket spered stourm Roazhon 2 (ar spered a zo mat, hañ, an doare a zo null). A-benn ar fin e vo koll ar stourm, ur wech ouzhpenn. Padal e c’hellfemp bezañ penn-araok ur stourm nevez, ha bodañ an dud, kreñvaat levezon hor spered, gwelaat ar vro, ar gevredigezh hag he c’heodedourien, pe klask, d’an nebeutañ. Met ne vo ket, evel-boaz e vo ‘stankaaaaaañ‘, evel ma huchfe lod all ‘braaaaaaaaains‘. Brein-s, kentoc’h.

Gortoz a ran ivez ar mare (a zeuio buan ma n’eo ket deuet dija) ma c’halvo an AG da vanifestiñ evit an dud dibaper, al lojeiz, Haiti, chase ar balumed hag Hadopi, kement ha meskañ pep-tra ha tanavaat ar stourm, hañ. Pe doare ar spagetti eo marteze, bannañ pep tra ouzh ar gouarnamant ha gwelet ar pezh a beg ? Mat eo stourm evit pe a-enep d’an holl draoù-se, ha ret eo en ober, met pep-tra war an dro ? Ne ra nemet morañ pep stourm en ul latarenn distumm ha diefedus. Unvaniezh ha sklaerded, n’eus nemet e-giz-se e ya en-dro, pep stourm d’e dro, efedusoc’h e vezer pa vezer holl gant an hevelep pal. Divide et impera, pa lavaran deoc’h, seul vuioc’h a balioù disheñvel seul ziaesoc’h. Evel-just eo teorikel, met n’eus nemet sellet eus ar stourmoù diwezhañ, hañ, pouf-pouf c’hwitet pep-tra. Gouarnamant Sarko n’eo ket evel hini Chichi, ha kentoc’h eget c’hoari pom-pom-girl dirak ar savadur B e vefe mat paouez gant ar chichioù (see what I did there?) ha bezañ efedus. Mod all e c’heller chom da stankañ betek hor 65 bloaz (67 ? :p), ivez, hañ, kement hag ober, ne vo ket efedusoc’h.

Kroget evel m’emañ e vo stanket ar skol-veur betek ar vakañsoù forzh penaos (d.l.e. e yelo an holl studierien d’ar gêr hiziv goude ar vanif’ ^^, pe pa vo trenioù adarre :p). Ha me o soñjal e c’hwitfen kentelioù gant an tamm beaj-mañ, ahaha, pegen buoc’hig ^^ N’eo ket gwall strik, gant ma vo ur skol-veur c’hoazh pa zistroin, ha gant ma ne vo ket bet re a zistruj (bah ya, distruj hag graffiti-añ an añfioù a zo ken efedus, hag a dorr kement revr ar gouarnamant, wou-c’hoù ! Ha kement hag ober e vefe mat distruj an taolioù hag ar c’hadorioù ivez, hag ar prenistri, evel boaz, hag ar mekanig sncf ivez, Sarko n’hello ket prenañ e vilhed er skol-veur, na pegen añmerdet e vo ! /goap). N’ouzon ket perak ez eus kasoni ouzh ar Skol-Veur gant lod studierien, soñjal a rae din e felle deomp he difenn, un nebeud bloavezhioù ‘zo ?

Ma, ne vin ket aze da respont neuze n’eo ket dav tagañ ac’hanon en evezhiadennoù 😉 Pe ket diouzhtu d’an nebeutañ. Ma, pe grit ha tabutit etrezoc’h :p Me a vo oc’h evañ Guinness, sañset, hag o kaout un tammig craic a-raok distreiñ d’ar vro. Pe marteze e vo stanket an holl aerborzhioù hag e vo ret din chom da evañ Guinness pelloc’h, nag ur vezh e vefe !

Bezit fur, da c’hortoz (emañ Nedeleg o tostaat ! 😉 )





Skol-Veur, ma Skol-Veur…

13 10 2010

Oh bah, sell ‘ta, stanket ar Skol-Veur ! Obadidoñ, pebezh souezhadenn !… Ma, evit ur mintinvezh hepken evit poent, ha n’eo ket sur c’hoazh e teufent a-benn, o welet emañ ar surentez aze bep mintin abaoe dilun, hogen ur wech kroget an traoù ‘giz-se… Opala, ma vez stanket a-raok ar vakañsoù e vo marv ar c’hwec’hmiziad, dre ma adkrogo 10 gwech kreñvoc’h goude an Hollsent. Ma, erru e master n’eo ket pouezus, lakaomp, lezet e vezer da dremen peurliesañ, met n’eo ket gwall blijus kennebeut, evit ar gelennerien traken. Ya, ret eo stourm a-enep d’al lezennoù-se ha d’ar gouarnamant, ya, n’eo ket reizh ar raktres kinniget, ya. Met stankañ ar Skol-Veur ? Hag he distruj, dreist-holl, evel ma vez bep bloaz ? Ne welan ket mat ar pezh a zigas. Foutu pour foutu, emezo… Koulz kaout vakañsoù, evit gellout Stourm (oh ya, ur bennlizherenn). Brastresañ a ran, evel just.

Pa soñjer, memestra, erru e master 2 n’eus bet anavezet nemet 1 bloavezh didrabas ganin, hag e Galway e oa … Ar bloavezh-se ne oa bet netra e Roazhon kennebeut, hañ, o c’hortoz ac’hanon e oant ! >_< fmb (fouzh ma buhez :p) Pa soñjer e oa deuet un 2000 studier nevez ouzhpenn ar bloaz-mañ hag e oa spi gant ar gelennerien e kreskfe Roazhon 2 en-dro goude an digresk spontus en abeg d’an harzoù-labour ha d’ar stankañ… Lod a zo o leñvañ druz, me lavar deoc’h. Afi, boaz eo ar paotr Gontard, ar prezidant, bremañ, ha sur a-walc’h ne lezo ket ar studierien d’ober o reuz, pe ne vo ket aes dezho, atav.

Evel bewech e gwirionez ez on a du gant ar soñj, ar meno, met ket gant an doare. Evel a lavare Morwenna din hiziv, n’eo ket reizh meizad an emvodoù-meur, re nebeut a studierien a vez eno ha direizh ar votadegoù peurliesañ. Hag an doare nemetañ da vont a-enep dezho a zo dont da votiñ a-enep ar stankañ hag all, da lavaret eo reiñ boued d’ar sistem hag e gadarnaat ! Etre ar fall hag ar gwashañ…

Wait and see, met diaes e vo fin ar c’hwec’hmiziad d’am soñj… Ha mall zo warnon bezañ e Galway evit un nebeud devezhioù da aveliñ ma fenn, ivez (ha labourat, un tammig ^^). Plijus e vo.





Blogerien…

12 10 2010

“Just as it is true that a stream cannot rise above its source,
so it is true that a national literature cannot rise above the moral level
of the social conditions of the people from whom it derives its inspiration.”

(James Connolly, [of Easter Rising fame])

Mmmh, n’ouzon ket re ma ‘z on ali gant ar paotr Connolly, pe neuze, ma n’hell ket mon a-us, ne heul ket al lennegezh ar c’hemmoù kevredigezhel dre ret kennebeut, hag e brezhoneg siwazh n’eo ket ber uhelaet live al lennegezh gant uheladur al live sokial… Ket en 10 bloavezh diwezhañ d’an nebeutañ. Daoust ha nevezet e vo bremañ ma vez un enkadenn-armerzh en-dro ? Mareoù frouezhus evit al lennegezh e vez ar mareoù gwashañ peurliesañ. Marteze e vo ul lennegezh post-Kerviel er vro Vigoudenn, piv ‘oar!

Ma, etre an Internet ne ya en-dro nemet ur wezh diwar ziv (eh ya, “ur wezh war ziv” a vefe iskis, ne welan ket penaos e pignfe ar wezh-se aze), ar redek a-gleiz hag a-zehou hag an dud pedet d’ar gêr da bakout ur banne ha da gomz, ne zeuan ket mat a-benn da skrivañ ma zamm skrid pemdeziek! N’eo ket diouer a draoù a zo da lavar koulskoude, pe soñjoù da lakaat war baper (pe stlennbaper pe me-oar-me). War a seblant ez eus bet graet berzh gant ar gaozeadennig diwar-benn al lennegezh un nebeud devezhioù ‘zo (d’am soñj eo an notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù warni betek-henn ^^), ar pezh a zo kalonekaus en ur mod, prest e vezomp da gomz etrezomp 🙂 Hag an daou du a vez er gaoz un tammig, pe an tri: lennerein, embannerien, skrivagnerien (lod ac’hanomp o vezañ an tri war an dro !). Oc’h ober goap e oa Roparz o kinnig en em gavout e Karaez a-benn ober kaol-go mod Gutenberg, met hep dekoñiñ e c’hellfe bezañ dedennus aozañ tabutoù pe divizoù war an dodenn. Da welet evit an dazont marteze, pa vo bet savet ur c’hlub meizerien, “intelektualed”, ganeomp :p

Hag o komz eus plas ar brezhoneg war an Etrerouedad e oan neuze, er fin, ha Chen o c’houlenn ivez e pelec’h e oa lennerien ar blogoù e brezhoneg ! Re wir, daoust ma vefe disheñvel pal ur blog diouzh hini ul lec’hienn-ditouriñ marteze, personeloc’h. Ma, gwir eo ne vez ket kalz tud (ha c’hoazh, ha c’hoazh…), hogen daoust ha brudet e vez ar blogoù a zalc’homp ? Ket brud vat pe fall, hañ, daoust ha gouzout a ra an dud ez eus anezho ? War-bouez an dud hon anavez, evel-just… N’ouzon ket re. Bet on meur a-wech o klask lec’hiennoù e brezhoneg, gant forzh gerioù-alc’hwezh, ha buan en em gaver gant ul listenn verr-verr, siwazh. Ha diaes kavout roud eus ar blogoù a anavezan (pe ma hini, daoust din gouzout petra klask d’e gavout: nolwenn korbell en noazh, kalc’hoù ‘barzh revrioù… >_<). Marteze ne vefe ket fall lavar d’ar vrezhonegerien yaouank ez eus anezho, n’ouzon ket penaos re vat, avat, listennadoù amañ hag aze, keleier ? N’ouzon ket  penaos o zizout… Hag aze emañ an dalc’h ivez, penaos e c’heller brudañ traoù a-seurt-se d’ar re yaouank ma ne vez ket graet gant ar gelennerien? Ne lennont na Bremañ na Ya (haha, piv a ra ?), nag Al Liamm kennebeut, evel-just; ne soñj ket din e vefe taolet an disterañ sell war Kannadig Diwan pe traoù a-seurt-se ganto kennebeut. Petra ‘chom neuze ? evel a lavaran, n’eo ket ken aes-se d’an nen kavout lec’hiennoù e brezhoneg drezhañ e-unan…

Hag a re a vez kavet a-wechoù, ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved… Lec’hiennoù eus ar bloavezhioù 50, pa ne oa ket eus an Etrerouedad c’hoazh! Haha, geocities, pebezh lamm en amzer… Ha n’eo ket un amzer gwelloc’h eget hemañ ^^ Hiziv an deiz eo aesoc’h ober lec’hiennoù propik koulskoude, hep kaout da zeskiñ html, pe php, pe me-oar-me petra. Savennoù evel WordPress, just a-walc’h, pe Joomla pe n’ouzon ket pet all c’hoazh a c’hell bezañ implijet da ober traoù a-zoare e berr(oc’h) amzer, ha koulskoude en em gavomp c’haozh gant lec’hiennoù re gozh. Boñ, kavet am eus bet blogoù all ivez, darn vrasañ anezho diwar-benn ar relijion >_< Traoù zo ne varvont ket, daoust ma vefe pase poent dezho… Boh, dieub pep hini, hañ, ne ra ket a zroug din, lakaomp; hogen souezhus e kavan e vefe roudoù c’hoazh eus ar c’hliché-se war an Internet, brezhoneg=relijion, daoust ma vefe ar gwiad unan eus luskerien ar vodernelezh… Mmmh… Ma, n’eo ket an afer amañ forzh penaos… An afer o vezañ kentoc’h en em c’houlenn penaos brudañ hon tammig skridoù amañ hag aze, da dizhout an nebeud a dud a vefe dedennet ! Gwir eo e c’hell bezañ diaes derc’hel da skrivañ traoù pa n’ouzer ket re vat ma vezer lennet, digenvezded ar bloger dirak e stlennbajenn-wenn !

Gant ar spi memestra e vo muioc’h-mui a dud ken sot ha ni !

 

p.s.: Lec’hiennoù brav a vez graet memestra, daoust ma vefe resis o zodenn peuliesañ; ar bannieloù pe an douaroniezh da skouer… Lod all a anavezit ?





Dazont

9 10 2010

Kizellet a daolioù taer e greunvaen kozh da goustiañs
Delwennoù o zresoù kaer e roc’h didro da fiziañs
Ar re ac’h eus savet din, daoust ma vefe follentezh
Krediñ ken kreñv e c’hellin sammañ pouez da hêrelezh

Na den all ebet moarvat, ken meurdezus ez out bet,
Ne vez ket gwall aes avat kaout soñj eus an tremenet
Pa vezer o stouañ penn, saotret c’hoazh er poulloù du
Pa vez war lufr ar feur gwenn hini fank glas gwenn ha ruz





Le sigh

11 07 2010

Diaes eo skrivañ un huanadenn, ha kas dre c’herioù an holl sterioù hag arlivioù a c’hell bezañ en unan. Peurliesañ e vezan laouen war ar pemdeiz, ha e teu din tu mat an traoù hep kaout re a strivoù da ober. Alese marteze ar c’hantadoù a c’hoarioù -erioù a vez ganin bemdez (null holl, dre vras), fent a zo da gavout e pep lec’h, ha soñjal a ra din e c’heller c’hoarzhin diwar goust pep tra. Ar pezh am dalc’h em sav, ar pezh am laka da vont, ma eoul-mein, ma gremm eo ar fent-se, gellout disoñjal pegen brein e c’hell ar bed bezañ a-wechoù ha gwelet kentoc’h holl e duoù mat. Hogen un orin a zo d’ar gremm se ivez, ar pezh a sav e ziazez, a zo simant houarnet e vogerioù; ar spi. Hep ar spi e yelo an traoù da vat bepred, e vo gwelloc’h an traoù ne yeont ket,  ar spi e vo bravoc’h ar bed daoust da bep-tra, hep ar spi se n’hellan ket kenderc’hel.

Ha ne chom ket kalz. Kollet on, en em santout a ran evel pa erruer e laez an dirri, hag e soñjer e chom ur bazenn. E pad an disterañ amzer e vezer kollet, n’eus ster ebet ken gant ar bed tro-dro, ha daoust ma vez al leur nepell da lakaat e droad e seblanter kouezhañ. Souezh hag aon, met ne bad nemet ur berr vare, betek ma kavfe ho troad e lec’h, ha ma komprenfe ho penn e pelec’h emaoc’h. Evidon-me avat e seblant ar mare-se padout.

Emañ ma zreid war al leur hag o kouezhañ emaon bepred, kaer am eus klask, ne gomprenan ket, kaer am eus tastorniñ ne anavezan stumm ebet en deñvalijenn. Ar gerioù o deus kollet o ster ha koll a ran me ma gerioù. Ne zeuan ket a benn da gomz ket, hep paouez bep daou c’her da glask ar pezh a felle din lavar, ne zeuan ket a benn da soñjal, n’am eus ket lennet ul levr abaoe div sizhun. Emañ ma empenn e stand-by, hag aon am eus e vefe ur bouezell off war e c’horre.

N’eus heñcher ebet en deñvalijenn siwazh, ha brevet on gant an aon, divi gant  ar boan,  faezh gant devezhioù re bar d’ar re all, skuizh on aet gant ar skuizhentezh, kant skuizhder em skuizhded. C’hoant am befe gellout kousket, diskuizhañ, ent strizh ha dre vetaforenn, c’hoant am befe diluziañ ma soñjoù mesk-ha-mesk, troc’hañ skoulm Gordias ma soñjoù du, gwalc’hiñ ma spered gant un dour ne vefe ket hini ma daeroù.

I wish I could come back home.





Kreskiñ

1 07 2010

Diaes eo gouzout da vat da be vare e teuomp da vezañ tud ‘gour’, tud ‘deuet’ (deuet da belec’h ? :p), ha pegoulz e tilezer e vugaleaj. Lod a lavar e chomont bugale vras, daoust dezho bezañ kozh dija, met ur mare a zo memestra ma cheñch an traoù, ma ne vez ket ar wezenn el liorzh ur vag morlaer, ma n’eo ket ar parkad maiz ur goadeg leun a drolled ha ma ne vez soudardigoù plastok nemet soudardigoù plastok. Marv an ijin eme lod, met aze emañ c’hoazh koulskoude, war-bouez emañ bet anzavet eo gwirion ar bed, hag ez eus nebeud a blas enañ evit moliac’h ha faltazi. Fetis ha gwirion, setu ho tazont, bugale. An ijin a vez kaset el levrioù, er filmoù, c’hoarioù video hag er gevier a liver deomp-hon-unan.

Bez emañ ivez marteze ar mare ma tigorer war ar bed, ma vez traoù pouezusoc’h egedoc’h oc’h-unan, ar mare ma ne c’hortozit ket Nedeleg hag o teiz-ha-bloaz evit ar profoù hepken met evit al lidañ, en em gavout gant familh ha mignoned, pe asambles pe zispartiet, evel a fell deoc’h. Emgar eo ar vugale, emgar ha gwarezius, ha ne cheñch ket atav ur wech kresket, siwazh. N’ouzon ket pegoulz em eus paouezet da sellet eus pep pajennad katalogoù ar gourmac’hadoù da Nedeleg, oc’h hunvreal eus ur saprenn kuzhet a-dreñv ur meneziad profoù (holl gant ma anv, evel-just), met cheñchet e oa un dra bennak ar bloavezh-se, ha pa ouien abaoe pell [SPOILER] ne oa ket eus an Tad Nedeleg [/SPOILER].

Cheñch a reer gant al luskadoù sokial ha kevredigezhel ivez, ha gwelet am eus bet tud n’o doa ket bet digoret ur gazetenn biskoazh o tont da vezañ dedennet-kaer gant ar politikerezh ha mailh warnañ nebeud goude o zriwec’h vloaz, pa oa poent mont da votiñ. D’am soñj e vez doujañs ha lorc’h gant re ma remziad evit ar votadegoù, hag e soñj deomp c’hoazh, pe e soñjemp betek n’eus ket pell zo, e c’hellomp cheñch an traoù. Pell e seblant bezañ mareoù an dispac’hoù, hag e bed ar brezhoneg zoken e seblant sioulaet ar galv d’ar feulster e touez ar yaouankizoù. Marteze e vo savet ur bed gwelloc’h ganeomp, marteze e c’hello bugale hor bugale c’hoari er vag morlaer un tammig pelloc’h, pa ouzo o zud e vo dispak o dazont. Evit poent avat n’em eus ket kalz spi evit ar re a zegemeromp er bed, ha kelvet a ran muioc’h-mui a dud o narc’h ar soñj kaout bugale evit seurt abeg.

C’hoant am befe kaout lod koulskoude, d’am rediañ da ober muioc’h a strivoù, da vont pelloc’h, da wellaat an traoù, rak emgar e chomomp, evel a lavaren, pe ennomp, hon tud pe en hon diskennidi e soñjomp da gentañ, ha ma n’eus den war hol lerc’h e yelo an traoù da fall muioc’h c’hoazh. Da c’hortoz e vo lidet Nedeleg ha deizioù-ha-bloaz, evit an dud, gant ar spi e vefe uhel ar meneziad profoù, memestra.





Footouilhek

21 06 2010

A-benn ar fin eo dedennus Kib ar Bed, disoñjit RIS, Plus Belle la Vie pe Julie Lescault, emañ skipailh ar c’hallaoued o krouiñ ar gwellañ heuliad-filmoù gall am befe gwelet abaoe pell. Harozed, lod drouk, treitourien, emgannoù, leñvadennoù, pep-tra ! Alala, pegen farsus, pegen null. Ma vije bet ur skipailh gant Breizh… ^^

Ha setu, kailharet ‘skeudenn ar vroad’, eme ar vinistred… Ah mat, n’ouzen ket e veze barnet enor ha madelezh ar broadoù dre o skipailh foot, met mat-tre, mat-tre… E keit-se e c’hell ar gouarnamant kenderc’hel gant e aferioù bihan, paour-kaezh itron Betancourt. Ma vije bet ur gouarnament gant Breizh… ^^

Spi am boa koulskoude e vefe klevet komz diouto kalz nebeutoc’h dre ma oant null, met war a seblant e fell dezho ma hegasiñ, ha c’hwi ivez peogwir e klevit komz diwar o fenn betek amañ ! C’hac’ha !

Me n’am eus ket kalz amzer evidon er mare-mañ, o sikour ur vignonez gant un nebeud kudennoù en he buhez emaon. A-wechoù e servijan d’un dra bennak memestra, vad a ra. N’eo ket aes gwelet tud a garit o vont dre vareoù diaes, ha spi am eus e yelo gwelloc’h ganti buan. Ma digarezit neuze ma n’am eus ket a dra da gontañ, met dre ma plij ar sport dezhi e oamp  o sellet eus Korea an Norzh-Portugal, ha ret mat eo din anzav e oa plijus ar c’hrogad da arvestiñ. 0-7, dija, da lavaret eo ez eus bet ur bern palioù, ar pezh a zo ral hervez an disoc’hoù all am eus gwelet war ar gazetenn, ha daoust ma seblant eo bet pulluc’het Korea gant ar Portugal e oa brav ar c’hoari eus an daou du, plijus, buan, ouesk; kalz muioc’h eget hini fenoz, Spagn-Honduras, a oa hollad an holl draoù ne blijont ket din gant ar sportoù war ar skinwel, borrodus, diresis, un tredeog tuet, ha dreist-holl, ar gwashañ tout, an displegerien nul-nemet-kard, gant o fent beauf (diwar benn tredeog match Brazil hag e garton ruz da g/Kaka, “Il nous a sorti son petit Kaka’… oO)… Gwelloc’h e oa re dehefeñ (sic), zoken ! 

Afi, afi, c’hoarzhadeg…





Toutou

19 06 2010

Wow wow wow, 7 eurvezh toutou e 5 devezh ? N’eo ket vakañsoù aze, ar bordel bras kentoc’h -_-‘ Plijout a ra an noz din, evel am eus bet lavaret dija, an didrouz, an deñvalijenn a dro pep lec’h en ur c’havell bihan klet. Evidon me eo koulz an ijin, ar mare ma vez aesoc’h skrivañ, tresañ, betek lenn zoken. Marteze eo peogwir e kred din emaon o c’hounez amzer, emaon sañset ‘bevañ’ e-pad a deiz hag ober seurt dudioù da noz kentoc’h eget ‘koll’ amzer e-kerzh an devezh. Sot eo, gouzout a ran, met un doare poell a zo.

Ar gudenn, kouslkoude, a zo ne vezan ket skuizh pa vezan o tresañ, ne welan ket an amzer o tremen, ha pa soñj din bezañ bet o vont hag o tont etre ma c’hreion ha ma gomenn e-pad dek munutenn ez eus tremenet un eurvezh dija… Ha ket ma ne baouezan ket ne santan ket ar skuizhder, war-bouez ur vazailhadenn ur wech an amzer. N’eo nemet ur wech erru ar mintin en em rentan kont da vat, “Kaoc’h, ur wech ouzhpenn…”. Kousket un nebeud eurvezhioù ha bezañ skuizh-marv pe chom dihun ha bezañ damfresk (iskidat tra) ? Peurliesañ e choman dihun, hag e-pad an deiz ez eus peadra d’am derc’hel dihun pa vez zud er gêr.

Anzav a ran ivez e plij din menel kousket pa vezan skuizh-marv, an doare a zo da sankañ er goubenner, a.n doare ma vez bouk ha klet betek al leurioù beton noazh ^^ Un tammig evel menel kousket ez vezv, ur mare morediñ eus ar plijusañ, dramm an empenn, hag ur c’housk o tont buan.

Peurliesañ, pa ‘z an da gousket d’un eur dereat, e vezan hir-tre o venel kousket, e chom soñjoù da dreiñ, ha ne vez morse ar soñjoù plijus. Aze emañ an noz ivez, mare an hirezh, an eñvorennoù, ar velkoni. Atav eo bet evidon ur mare ma tistroe ma duañ soñjoù ma mezhusañ eñvorennoù. Diaes eo din menel kousket en didrouz bremañ, pa ne vez netra o sachañ ma soñjoù pell diouzh ar c’hornioù disklêrijenn. Netra gwelloc’h neuze eget bezañ brevet, rak pa vorgouskan ne vez ket displijs peurliesañ, ha morse n’em bez soñj eus ma hunvreoù ne vern penaos.

Ha plijout a ra kousket din koulskoude, anat d’an neb en eus ma gwelet da vintin ^^ Menel kousket ne lavaran ket. Graet ‘vo ur striv fenoz hag adpaket an amzerg gollet un tammig, n’hello ket ma c’horf padout kalz pelloc’h forzh penaos ^^





Empenn

12 06 2010

Ah, Brest en heol, peadra d’am lakaat da soñjal e c’hell bezañ gêr vrav, daoust d’al labourioù a zo er mare-mañ (evit an tram ?). Boñ, diabarzh ar stalioù am eus gwelet dreist-holl, shopping evit ar c’hoar vihan e oa pal an droig. Ha skuizhus eo ober shopping ! Argl ! Dreist-holl pa ne raer nemet heuliañ. Na vezit ket souezhet neuze, dimezelled, ma ya poaz  buan ar baotred ouzh ho heuliañ er stalioù; mont da heul unan bennak hep gouzout re vat da belec’h emaño vont hag ober troioù ha distroioù diboell a zo skuizhus-tre evit hon empennoù unober (pe ma hini, d’an nebeutañ ^^).

N’ouzon ket re vat m’eo gwir ar vojenn a lavar ne c’hellfe ar baotred lakat o aked nemet war un dra hepken, hogen gouzout a ran e vez diaes din a-wechoù ! Pa vezan o lenn, da skouer, n’eo ket dav klask gervel ac’hanon, n’ho klevin ket. Pe geo, o klevet a rin e gwirionez, met ne daolin ket pled da vat, hep gouzout din e vo silet gant ma empenn, tamoueziet an trouz tro-dro din ha graet fae war ho tonañ krioù :p Met n’eo ket ma c’hoant da vat ^^ Diaes eo din selaou ouzh ur ganaouenn bennak en ur dresañ pe en ur skrivañ ivez, klevet e vo, met ne vo ket selaouet. Peurliesañ e lakan sonerezh digomzoù (doare B.O. Aotroù ar Gwalennoù, da skouer) pa vezan o labourat (pe an didrouz ivez, hañ ^^), kuit d’en em gavout o kanañ kentoc’h eget o soñjal (pe o tañsal em gwele, ar pezh n’eo ket kalz gwelloc’h -_-‘)

Ya, un ‘dra’ dedennus eo an empenn. Ne gredan ket e vefe un ene gant an dud, met ret eo anzav eo digredus a-walc’h e c’hellfe tredan o tremen e kelligoù bihan-bihan krouiñ soñjoù, aweniñ, hol lakaat da grediñ traoù, da gompren traoù all, da gaout trivliadoù ha c’hoantoù… N’eo ket souezh e vefe kredet ez eus un dra all. Ur gramm warn-ugent, sañset ^^ Ha daoust ma vefe konerioù penn-da-benn mojenn an 10% eus an empenn implijet hepken e chom kalz traoù deomp da zizoloiñ war e vont-en-dro.

War an tu all e kendalc’her da glask ijinañ speredoù artifisiel, ha gant dizoloadennoù a zo bet graet nevez ‘zo e bedig ar stlenn kantomek (Kwantik ? Kantegek ? Kantek ? Kantik ? Kantikel ? Petek, pedel ? -_-) e tostaet muioc’h-mui ouzh an doare ‘eo savet an empenn. Ha pep dizoloadenn nevez a vez graet en tu biologel a glasker ebarzhiañ er savennoù stlennek, betek ar mare neuze ma c’hellimp krouiñ ur ‘spered’. Da live hini ur c’hazh emaomp erru. Ma n’eo ket c’hoari doueig ! Hag aze e vo goulennoù nevez, a zo bet graet dija gant Asimov, da skouer, pe gant ar manga Gunnm (oh, ma n’och eus ket lennet eo ret deoc’h en ober <3). Penaos ober an diforc’h da c’houde etre un den hag ur mekanig ? Laomp e vefe ur spered artifisiel en ur c’horf biologel, hag un empenn biologel en ur c’horf robot ( a c’hellfe dont buanoc’h eget na greder, hervez tud zo), piv eo  an ‘denelañ’ eus an daou ? Adalek pegoulz e vo ret reiñ gwirioù d’ar mekanikoù, ha da betra e servijimp-ni (pe hor bugale vihan[-vihan-vihan] kentoc’h) pa c’hello ur spered artifisiel krouiñ lod all ? Lezennoù ar roboted ijinet gant Asimov ne oant ket fall, zoken ma tiskoueze eñ e-unan bevennoù seurt soñj, ha tud all o deus o gwellaet war-lec’h, gant ar spi e c’hellfent servij da grouiñ ur bed gwelloc’h, sur a-walc’h.

Evel boaz koulskoude e vo evit an arme hag ar brezel e vint implijet da gentañ, evel darn vrasañ an ijinadennoù a-vremañ… Pebezh bed.





Ar pal

1 05 2010

If practice makes perfect, but nobod’y’s perfect, why practice ?” eme Philosoraptor, ha gwir a-walc’h e gonerioù a-wechoù. Daoust d’ar pal gantañ bezañ ober goap ez eus lod eus e c’houlennoù am laka da soñjal; marvailhoù 4chan hag an Internet.

Perak klask gwellaat neuze, pa ouzer ne vimp hogos biken ar re wellañ ? Evit ar spi bezañ memestra, marteze, e-touez ar re-se a c’hell soñjal emaint er penn, e barr o arz pe o gouiziegezh, a oar ez int are wellañ ? Piv n’en deus ket bet c’hoant bezañ ar reder buanañ, ar gwellañ treser, brasañ skrivagner, ha me-oar-me, evit ur mare hepken, zoken ?

Marteze eo dre wall Hollywood hag an istorioù dre vras, a zikouez atav eo ar re vunud a zeu a-benn, eo aes pep tra pa vez kalon, hag an harozed o  kreskiñ ha deskiñ e div vunutenn war son ul laz-seniñ. N’eus violon ha gourrebez ebet ganin amañ, n’eus ket ur B.O. d’am buhez, ha daoust d’ar strivoù e ouzan ne zeuio ket pep tra aes en diwezh. Karma is a bitch, marteze, met ne c’hoarvez ket an traoù mat gant an dud vat hepken, nag an traoù fall gant an dud fall, ha sod e vefe e grediñ. Kement-se a ouzomp holl, daoust ma vez ganeomp bepred ar santad e yelo mat an traoù en dibenn, ez eus un doare urzh en hollved, hag e vo loreet al labour hag ar furnez. Ah ! N’eo ket souezh e vefe dipitet an dud ha c’hwerv ar re gozh a-wechoù.

Ne lavaran ket emañ hanter c’houllo ar werenn dre ret (techet on d’ar c’hontrol, evel am eus bet lavaret endeo), met ret eo anzav n’hellomp ket holl bezañ ‘an hini gwellañ’, ma ‘z eus tud a-us d’ar geidenn ez eus lod dindan, dre ret. Lavaret e vez d’ar vugale int holl dibar, hag o deus holl an hevelep chañsoù, ar pezh a zo konerioù penn da benn ivez. Tud zo a zo gwelloc’h eget tud all evit traoù zo, pik echu. Ha pegoulz e tro ar vugale dibar da dud gour… par ? Nann, daoust da zarn vrasañ an dud bezañ talvoudus e mod pe voll (ha lod da vann ebet, siwazh), n’omp ket holl dreist (na me kennebeut, hañ).

Koulskoude ez eus ur blijadur er pleustriñ, soñjal ez eer war-raok, pe wir pe c’haou e vefe. Pa vez ur pal gant an nen  emañ aesoc’h dezhañ, ha daoust ma vefe dibosubl ar pal da dizhout a-wechoù, n’eo ket didalvoud klask evit kelo-se. Istor ar c’habiten oc’h ober hanter-dro tizhet ar porzh gantañ eo un tammig, gwelloc’h ar veaj eget an disoc’h a-wechoù. Ha n’eus nemet e-giz-se emichañ ez eer war-raok da vat, en ur lakaat ur pal dibosubl marteze, met a gaso pelloc’h eget ur pal izeloc’h, aesoc’h da dizhout. Ur blijadur a zo er striv, poaniañ. Mazo omp marteze, evel unan a skofe war e vizied gant ur morzhol evit ar blijadur a zegas pa baouez, met en ur glask ober traoù a soñjer dibosubl e teuer a-benn d’ober muioc’h eget ar pezh en em soñjed dic’houest da ober. Hogen gwelloc’h bezañ emskiant un tammig, ha gouzout pa vez lakaaet ur pal dibosubl, ha perak, kentoc’h eget bezañ dipitet en diwezh.