Ur fentigellig da gregiñ: Ur pemoc’h a oa a oa tort e spered, hag ur mignon en doa a oa gwashoc’h c’hoazh: tortoc’h ar pemoc’h 😀
Ya, a wechoù e teu ar farsadennoù a bell-tre. Ha ya, null tre e vezont ^^ Gwelet ho peus an amzer hiziv ? Brav (amañ d’an nebeutañ); brav an imor ivez neuze 🙂 Redek noazh er parkeier gant al labousedigoù o kanañ ar ar bleunioù en o bleuñv, traoù a-seurt-se, gou’t a rit ^^ Ma, kroget eo gant ar c’hrogad foot emichañs, gant ar spi e kollint diouzhtu ha ne vo ket klevet komz eus ar gib kement er sizhunvezhioù a-zeu, niehehe 😀
C’hoariomp gant ar gerioù un tammig, da c’hortoz. Plijus e kavan peurliesañ ijinañ reolennoù a glaskin doujañ outo pa skrivan ur varzhoneg, tra ken evit lakaat er pleustr ar pezh a vez desket deomp pa zielfenner barzhonegoù. Ma vez –piv ‘oar– tud o tielfennañ ma re e vo boued ouzhpenn evito marteze, hag ur boelladenn blijus eo, am laka da zizoloiñ gerioù gloev a-wechoù ^^ Hag un dra ouzhpenn, pa vez bihan an dibab gerioù e kav ar varzhoneg he ster drezhi he-unan a-wechoù, an hini da-heul, da skouer, a oa kroget gant ur soñj n’en deus ket kalz a dra da welet ken gant an disoc’h. Ha plijout a ra din evel-se ^^
Awen
Kavet kaerañ kabestr kalon Klio gantañ
Goulakaet goustad gant o gor goueledel,
Oberoù orgedus o oadoù o tremen,
Barr touellus torosoù, tommder-tan tekoù trouz,
En bac’has, bleiz bagol, badaouet, bogodet
Emlusk engehentadur o ene emberr,
Oc’h ostizañ osmoz oriadell o deskiñ
Darbaret dalc’hmat daoust da gan diaouled diroll
Gant Eros, gwir garantez ganet gant Gaia
Ebatoù enheñvel, euredoù en e Skiant,
Amourouzed aon ganto aberzhiñ, allas,
Gremm gouiziegezh gwezhall, gwask gouriz Gwir Istor
Ingal oc’h islonkañ intampi an Imbourc’h
Evezhiadennoù nevez