Ma ‘z oc’h erruet betek amañ ez eus chañsoù bras e ouifed piv on. Ma n’ouzit ket, emañ ma anv familh er chomlec’h ha gant ma anv bihan e ran mod-all; ur studier ur bloaz warn-ugent on (’88, baby), o studiañ en Iwerzhon evit poent kent distreiñ da Vreizh da echuiñ ma master (ha da gregiñ un doktorelezh, sañset ^^) war ar brezhoneg hag ar saozneg (mmmh, ne vo ket un doktorelezh e saozneg :p). Brezhoneger a vihanik on, ha dedennet gant ar yezhoù dre vras (dre se komzan brezhoneg, galleg, saozneg, un darn vras a gastilhaneg, un darn kalz bihanoc’h a iwerzhoneg…), ha gant hor yezh dreist-holl.
Marteze e anavezit ma anv familh dre ma zad, Alan Dipode (Cholori, Talabao, an Here, al Liamm, Tintin, An Hobbit… Chañsoù ‘zo o pefe gwelet e anv e lec’h bennak ! ^^), marteze o peus lennet an danevelloù bet skrivet ganin ha Marianna Donnart evit Priz ar Yaouankiz (hoho, gounezet hon eus div wech 😉 ).
Marteze ne rit ket forzh, hogen perak bezañ kliket war al liamm, hañ ?
Dear Moran
mall zo warnon lenn da romant, n’ouzon ket petra zo c’hoarvezet e mor Iwerzhon, met n’eo ket erruet e Breizh c’hoazh. Mankout a ra skridoù a galite, ha Sten Charbonneau ne baouez ket da glemm : re izel live lennegel re ar rummad 6vet/Pevare ar bloaz-mañ !
neuze, da romant !
pe un danevel evit krennarded da lakaat en un dastumad a vefe anvet “Kroaz Hent” … ?
“Kroaz hent” ? Mmmmh, dedennus ! Dedennus-tre zoken. Evit pegoulz ?
Un tamm tra am eus e vit PaY, met n’eo ket peurrechu, ha ne blij ket din ken (na !)… Ma, emaon o vont da echuiñ ar pezh am eus kroget, ha keloù a gasin dit 😉
Brav eo kavout ho plog. Plijadur e-leizh gant ar yezhoù. !
Ur blog brezhonek a vez atav ul lec’h dedennus… Plijout a ra din ho hini. Kalon vat ‘vit reiñ deomp plijadur da lenn en hor yezh.
Yann