Ma zo un dra a zo bet rannet gant Breizh hag Iwerzhon, war bouez ur geltegezh arc’het marteze, eo pegen stag eo bet an dud d’ar relijion. Komzomp un tammig neuz eus an dodenn se, ken karr d’hor c’halonoù. Da gentañ penn, ne fell din tagañ den ebet, na relijion ebet, n’eo ket ma soñj tamm ebet. Ne gredan ket e Doue, nag en un doue, nag e netra all, hogen gellout a ran kompren ar re a ra, ha doujañs am eus evito peurvuiañ (ya, peurvuiañ, a-wechoù e torront ma revr ivez). Kompren a ran mat ivez pegen pouezus eo bet ar relijionoù hag ar pezh o deus degaset, mat ha fall. N’eo ket dav din komz eus ar milionoù a dud a zo marv evit ur relijion bennak, hag ar miliadoù a varvo c’hoazh e anv ur boud diwelus er c’houmoul. Met tuoù mat a zo ivez.
Sot e vefe krediñ eo deuet ar relijion a neblec’h, pouf pouf, ha kendrec’het kement a dud. Evel-just eo bet ur mod da gaout galloud war an dud, evit ar relijionoù ‘aozet’ dreist-holl, met respont a raent (hag a reont c’hoazh), d’un ezhomm displegañ ar pezh na gomprener ket, kaout respontoù, plediñ gant an digromrennus. Goulennoù zo n’o do respont ebet biken, emichañs (ar pezh a c’hoarvez pa varver, hag all), lod all n’o deus ket, pik echu, d’am soñj (perak emaomp amañ ? Kement a respontoù hag a dud). Ar goulennoù se a chomo, met gant ar skiant e vez respontet d’ur bern all (penaos emaomp amañ, da skouer), ha displeget kalz traoù a zeblante marvailhus pe hud (an heol, al luc’hed, krenoù douar, eskern loened divent…), ha dre se emañ o trevadenniñ tiriad ar relijion abaoe ur mare (betek ma troo da relijion ivez ?).
Ar perzh gwellañ er relijionoù hervezon (ha komz a rin amañ eus re al Levr kentoc’h, dre m’o anavezan gwelloc’h) a zo bet o sevel reolennoù evit ar vuhez a-stroll, lod fetis (lazhañ, tromplañ…) ha lod difetis. Lod a oa da saveteiñ buhezioù (berz ar c’hig-morc’h dre ma tegase kleñvedoù), lod all da frammañ ur gevredigezh. Ul lagad evit ul lagad, daoust ma seblantfe feuls a zo meizad ar gevatalded ivez, ha seurt reolennoù, kentoc’h eget bezañ gwelet war o zu fall (m’am gloazez ez kloazin) a oa bet skrivet, a gav din, en ur soñjal en tu all (ma’z kloazan em c’hloazi, d.l.e. eo gwelloc’h din chomp hep en ober). Ma, skouerioù a bep seurt a zo, ha savet eo bet hor c’hevredigezh war an diazezoù-se, gwir eo, pe e plijfe pe ne blijfe ket.
Ar pezh a rebechfen d’ar relijionoù n’eo ket ar soñj anezho met an dogmoù bet krouet. Reolennoù zo ne dalvezont mui netra hiziv, ha m’eo bet ar relijion un nerzh reoliañ pouezus e-pad ur mare emañ disrannet meizat ar justis diouti pell a zo (ket e pep lerc’h, gwir eo, ha pell alese, met er broioù ‘diorroet’, lakaomp, zoken ma ne blij ket an anv din), hag ar bed tro-dro kement-all. Perak kenderc’hel da zifenn groñs debriñ kig-morc’h pa ouzer bremañ eo ret e boazañ penn-da-benn, ha mat ‘pell zo ? Perak derc’hel gant istor krouidigezh an douar (ar jenezi, neketa) pa ouzer bremañ n’eo nemet ur gontadenn ?
O komz e oamp eus mitologiezh ar gelted, hag ar c’helc’hiadoù mitologel a zo e iwerzhoneg kozh, hag oc’h en em c’houlenn ma krede an dud en istorioù d’ar mare se, hag an difoc’h etre mitologiezh ha relijion. Deuet e oan da soñjal e oa ar vitologiezh an istorioù a chom pa ne vez ket eus ar relijion ken. Soñjit: ma yafe relijionoù al levr da get e chomfe istorioù ar bibl evel mitologiezh (hag e vefe gwelet mat eo ken toull-didoull hag hini ar gentel, met un afer all eo), par tre d’ar pezh hon eus evit kalz sevenadurezhioù aet da get.
Ma, kompren a ran ar re o deus ezhomm krediñ ez eus un dra bennak a-us deomp (er ster speredel, difetis, ket en oabl dre ret), pe a re a gred diwar aon rak ar marv pe ezhomm da gaout un abeg evit ar bed hag o bezañs. Met ne gomprenan ket ar re a fell dezho ren o buhez dres hervez gerioù bet skrivet miliadoù a vloavezhioù zo, ha troet fall ouzhpenn-se (digredus eo an niver a draoù o deus sterioù enebet penn da benn hervez an drodigezh oO). Pa welan an emdroadur amañ en un nebeud degadoù a vloavezhioù, eus 90% eus ar boblañs da 20% eus ar re yaouank o vont reoliek d’an iliz (tamm pe damm, dibosubl kavout siffroù resis) e soñj din e kemmo kalzig c’hoazh hor c’hevridigezhioù. D’am soñj e kendalc’ho an dud da grediñ, met ket da selaou koñchennoù diwar ar gador brezeg. D’am soñj e vo muioc’h a relijionoù personel o vezañ savet diwar ar re a zo dija, hag e vo muioc’h c’hoazh a dud en em lavaro kristen, da skouer, hep mont d’an iliz biskoazh, hag hep krediñ er pezh a zo er Bibl ger ‘vit ger met o soñjal e oa ul labour eus an amzer gozh, he deus servijet, met n’eo ket bet nevesaet hag a zo dic’houest da vezañ oberiant er bed a-vremañ. Krediñ ha kompren n’eo kt ar memestra, siwazh, ha kentelioù zo a dalvezfe ar boan deskiñ en-dro sur a-walc’h. Piv a skrivo ar Bibl 2.0 ? ^^
Evezhiadennoù nevez