Ya, div notenn (evit priz unan !), rak fellout a ra din fougasiñ ha diskouezh ma babig deoc’h un tammig (emañ ma ego dreistmantet o c’hounez, war a seblant ^^). Evit poent ne oa tu da sevel ur blog e brezhoneg nemet gant Nireblog. Hag unan am boa klasket ober, ha me da soñjal ne oa ket gwall aes da implij (n’eo ket boureverezh kennebeut, hañ) ha ne blije ket re an droidigezh din (a zo komprennus, met Ofis 100% — ma digarezit, tud an Ofis, labour vat a vez graet ganeoc’h memestra). Hop hop, p’am eus savet ur blog amañ n’ouzen ket e oa tu da lakaat brezhoneg, soñjet am boa e lezfen e saozneg, ha gwazh a-se. P’am eus gwelet brezhoneg e listennad ar yezhoù a c’helled lakaat da yezh bennañ war ar blog on bet souezhet neuze, ha nebeud war-lerc’h em eus dizoloet e oa tu da dreiñ al lec’hienn ! Oooooh ! Plantet ‘barzh neuze, gant ar spi ober ul labour mat a-walc’h da zesachañ ar vrezhonegerien all. Diskouezomp deoc’h neuze.
Aet on da zizouarañ ma Nireblog, ha setu ar bajenn merañ (klikit war c’horre, na zistrujit ket ho taoulagaden ur glask lenn an destenn vunut-vunut):
Ha setu bremañ WordPress (ho taoulagad, memestra, klikit):
(me a wel un diforc’h…)
Hag ar bajenn sevel-notennoù, evit ar fun (for the cable, evel ma lavaront e saozneg (lakait ar son)):
Evel ma c’hellit gwelet eo un tamm-mat bravoc’h WordPress, daoust ma vefe Nireblog o vont en dro gant ur poellad WordPress, just a-walc’h. Reiñ a ra c’hoant ober traoù, me gav, ha kaout traoù flimm-flamm ‘giz se a zo mat evit ar yezh ivez (setu, plantet ur ‘mat evit ar yezh’, tu ‘zo din da vont bremañ !).
Un dra memestra: divizhet ‘m eus obet gant notenn hag evezhiadenn evit post ha comment peogwir ne vez kemmadur ebet warno, ar pezh a zo kalz aesoc’h evidon da dreiñ (dre ma vez an holl liesterioù en 1 droidigezh, n’heller ket ober sifr dre sifr: pajenn am eus graet gant b/f/pajenn, da skouer, ha n’eo ket brav tamm ‘bet, memestra evit d/z/tag)
N’eo ket echu an droidigezh, tamm ebet zoken (2030 string troet diwar 8220, tamm pe damm, da lavaret eo ur 25% bennak, o c’houzout eo graet ar pep gwelusañ memestra). Kudennoù a chom gant an araogennoù dre ma ne vez kenaroud ebet pa vez graet an droidigezh. ”At” pe ”on” (e saozneg, hañ) a c’hell talvezout meur a dra ^^, hogen reizhet ‘vo tamm ha tamm (eee, spi ‘m eus ^^). Me zo sur ez eus ur bern fazioù biskrivañ hag un ‘r’ pe ur ‘zh’ re pe a vank amañ hag aze. P’ho pezo kroget gant ur blog nevez goude bezañ bet kendrec’hiet gant ma fropaganda e c’hellot lavar din, pe mont da reizhañ oc’h unan !
Evezhiadennoù nevez