N’eo ket yezhadur da vat, geriaoueg kentoc’h… Met gellout a ra terriñ ma revr kement-all. Ket evel lenner da vat, met pa skrivan kentoc’h, rak fellout a ra din bezañ komprenet, ket treuzkomprenet. Neuze:
Riklus ≠ Risklus !
Pa gleven lod o komz eus mont d’ar poull-risklañ e Roazhon em lakae da c’hoarzhin (en diabarzh, ne ran ket goap eus an dud, memestra ^^). Ma, risklus e c’hell bezañ, met ur poull-riklañ eo kentoc’h ^^ (pe ruzikat, evel-just, m’ho peus divizet bezañ hegasus 😀)
Risklus: arvarus, dañjerus
Riklus: a c’heller riklañ warnañ (zwiiiiip !), a c’heller fiñval traoù warnañ hep na frotfe, hag all
Agnagnagna, a glevan dija, emañ e geriadur Favereau, hag evel eil-ster evit risklañ ‘barzh an Here emañ merket ‘sellet ouzh riklañ’…Ya, gwir eo marteze, hogen diazezet eo hini Favereau war an implij pemdeziek… A zo fall ^^
Hag un difoc’h a zo etre un dra risklus hag un dra riklus peurvuiañ, neketa ? N’eus ket ? Pa vez riklus e vez risklus ivez peurliesañ, ha ket ar c’hontrol ? Beñ setu perak eo bet dalc’het ur ger evit an 2 ster gant ar yezh-pobl, peogwir ez eus bet graet un heñveladur. Ha n’eus ket eus an heñveladur-se bepred ! Pa fell din lavar eo riskl-us un dra bennak peogwir ez eus ur riskl, neketa, ket ur gwiskad skorn >_<
Riklañ/risklañ, aes ober ar fazi, dre gomz dreist-holl, met daou c’her a zo, tudoù, greomp ganto ! A-du emañ an Ofis ganin ouzhpenn-se 😉
*sponsoret eo an notenn-mañ gant strollad ar c’heriaouerien dorr-revr*
Evezhiadennoù nevez