10e53 g.m.

14 10 2013

Ha perak 'ta eo ken bras ma muzelloù ?

10e43 g.m.

Edo Beethoven gant eil luskad e seizhvet siñfonienn —allegretto— hogen ne gleve-hi mui ar sonerezh gant trouz an dour a strinke, klouar ha hoalus, war veg he bizied. Treiñ ar c’hog a reas war an tomm un disterig c’hoazh, ha mont er gibell, sarr he daoulagad ganti. Un devezh skuizhus e oa bet, ur wezh c’hoazh, ha mall a oa warni mont da ved ar c’housk. Redek a rae an dour war he dremm, a-hed he choug hag he c’hein, aezhenn o sevel tamm-ha-tamm er sal-dour re enk ha digempenn. N’he doa ket amzer d’ober war-dro an ti e gwirionez. N’he doa amzer evit hogos netra. Peurc’hlebiañ a reas he blev gwennaet. Ne glevas ket dornell an nor-dal o wigourat

10e45 g.m

Stlabez a oa en ti, levrioù war an daol, un urzhiataer damzigor war ar gourvez-vank, goloioù-lizher diroget ha lizhiri chomet dilenn, un asied ha loaioù lous war an daol-izel, e mesk teuliadoù ha tasadoù kafe aet yen pell a oa. Serriñ a reas-eñ an nor didrouz, prennañ, ha mont-tre e mesk an direnk. Ur bladenn a oa el lenner, hag ul laz-seniñ o vont gant e don. Mozart, sur a-walc’h, an doare traoù a vez selouet da dreveziñ bezañ desket. Ma, ne oa ket ur strollad soft-rock brein, d’an nebeutañ ; Hotel California, ma revr. War enaou e oa ar gouloù e pep-lec’h. Mont a reas goustadik ha didrouz betek ar gambr. Prop a-walc’h e seblante pep-tra bezañ aze, pleget mat al liñserioù ha renket an dilhad. Un dilhad-noz pleget a oa war ar c’holc’hed, o c’hortoz bezañ gwisket goude ar strinkadenn emichañs. Netra gwall zedennus. Ne oa roud ebet eus ur gwaz en ti.

10e46 g.m

Soavon a oa ganti leizh he blev, ur c’hwezh dous, evel ur goavenn-frouezh. Naon he doa. Ket naon da vat marteze. Ur c’hoant. C’hoant gwastilli. Marteze e chome un tamm tartezenn avaloù er yenerezh. E lakaat a rafe da dommañ, ha ledañ skorn-vanilhez warnañ. Netra gwelloc’h evit he lakaat da vousc’hoazhin. Gant ur c’hlak! trouzus e tivontas ar voutailhad soavon-korf. Ne oa ket kerkoulz ar c’hwezh gant hemañ, met ne rae forzh. A feur ma walc’he he c’horf e walc’he he spered. Re a draoù a oa ennañ, re a draoù lous ha teñval, re a c’houlennoù, re a dud kavet ganto respontoù fall. Sodien, emezo, loened gouez, eme lod all, boued ar groug, lod all c’hoazh. Ma vije bet eus ar boan a varv c’hoazh e vefe bet laouen tud zo. Hi avat a wele ur miltamm e kement den, diaes pe ziaesoc’h an diskoulm anezhañ. N’helled ket kemer un tamm da varn ar skeudenn a-bezh, ledentaladañ an dud. Ne oa ket deuet da vezañ bredvezegez evit barn. Diaes e c’helle bezañ koulskoude, bevañ bemdez gant kudennoù ar re all, gant o bed distumet pe zistum penn-da-benn ha— He dremm a riñsas trumm ha digeriñ he daoulagad. Un trouz he doa klevet ? Redek a rae an dour war he bruched, a save buan gant he anal ha talm herr he c’halon bremañ.

10e47 g.m

Wagner, marteze, a soñjas, re nerzhus e oa ar sonerezh evit Mozart, a-benn ar fin. Ne rae forzh, e gwirionez. Dastum a reas ul levr war an daol, D. L. Dobbert,  Halting the Sexual Predators Among Us: Preventing Attack, Rape, and Lust Homicide. Ne oa ket ur mailh war ar saozneg, met ne oa ket diaes kompren an dodenn. Mousc’hoarzhin a reas. Ne rafe an nimezell hunvreoù brav fenoz, gant seurt lennadennoù. En e lec’h e adlakaas al levr. E bouez a daolas war ar gourvez-vank ha digeriñ an urzhiataer-hezoug. Ne oa ger-tremen ebet, tut-tut-tut, ne oa ket fur, dimezell. Petra a c’hoarveze gant an nimezelled ne oant ket fur ? Sellet a reas eus ar posteloù diwezhañ. Mallus e oa unan. Aet e oa unan eus ar glañvien diwar-wel, war a seblante. Unan dañjerus, ouzhpenn-se. Tut-tut-tut, ne oa ket bet graet mat o labour gant tud zo. Peseurt kleñved a oa gantañ ? Ne oa ket bet skrivet er gemennadenn. Sur a-walc’h e oa e deuliad e lec’h bennak er stlabez. Tut-tut-tut, penaos adkavout an traoù ma ne vezont ket renket, dimezell ?

10e48 g.m

Ne gleve netra ken, ha ne grede ket lazhañ an dour, aon ganti ma vefe un dra bennak da vezañ klevet. Gant he dorn e flouras pleksiglas ar werenneg a oa a-hed ar gibell, da dennañ ar vurez diwarnañ. N’he sikourfe ket da glevet, hag evel ma kuzhe he c’horf d’an diavaez e kuzhe ar sal-dour dezhi. Soñjal a reas buan. Prennet e oa bet an nor ganti en ur zont-tre. Sur. Sur-mat. Pe get ? N’ouie mui. Seurt jestroù ken boutin ken ma vezont disoñjet ; ha ken pouezus koulskoude. Ne oa ket aonik, pell alese, ha ne oa ket o vevañ en ul lodenn dirapar eus kêr, met piv a ouie ? Soñjal a reas c’hoazh. Ne oa netra er sal dour dezhi d’en em zifenn. Ne oa netra en ti a-bezh, e gwirionez. Biskoazh ne oa bet plac’h an armoù. Piv a c’hellfe bezañ deuet-tre ?  Gouzout a rae mat dre he labour e vefe an dud tost a vefe feulz an eil gant egile peurvuiañ. An arall, an estrañjour dañjerus ne oa nemet un direizhder er stadennoù, stultenn an tu-dehou pellañ. Met ne oa den tost dezhi. Dorioù he doa sarret tamm-ha-tamm (hag hini he ranndi ? Daoust ha prennet e oa bet ?), ha kaset maez eus he buhez darn vuiañ ar re he doa anavezet. N’he doa ket amzer. Re a labour he doa, re a draoù da ober a oa pouezusoc’h eget bezañ eürus, evit ar mare. Penaos tennañ splet eus an amzer-vak pa c’helle sikour lod all dre labourat ? Perak e telfe hi tremen dreist hag a-raok ar re a c’helle sikour ? Troc’hañ berr a reas he soñjoù. Petra ober bremañ ? Redek a rae an dour warni c’hoazh, ha daoust d’ar wrez edo o krenañ.

10e49 g.m

Tostaat a reas eus ar sal dour, sachet gant trouz an dour o strinkañ ha frond an aezhenn domm. Diwall mat a rae na vale war al levrioù hag ar seier a oa war al leur, ar c’helaouennoù, ul lenner mp3. Ur souezhadenn a felle dezhañ bezañ. Mousc’hoarzhin a reas adarre. Daoust ha plijout a rae ar souezhadennoù dezhi ? “Surprise, motherfucker !”, ah, Dexter… Aet e oa an heuliad da fall e-kerzh ar bloavezhioù diwezhañ. Daoust ha klañv e oa eñ, doktor ? Daoust ha klañv e oa bred an holl vuntrerien, pa ‘z eo bet doare pennañ mab-den da vont gant o c’hudennoù ? Dasout ha klañv eo an deneliezh ? Ma ‘z eus bet eus un deneliezh. Den n’eo lies, doktor, war-bouez ar skizofreneg. Met ho micher eo.

10e50 g.m

Ne oa ke he hezoug ganti, na war vord ar gwalc’heris nag e sakod ar bragoù du a oa war ur gador nepell. Chomet e oa war an daol. Er-maez. Da c’hervel piv forzh penaos ? An archerien ? Peogwir he doa klevet un trouz, marteze ? Perak e oa o krenañ en he strinkadenn evit netra ? Netra. Sur a walc’h. He blev a riñsas ar buanañ ar gwellañ, ha troc’hañ trumm an dour. Didrouz. Ne oa na red avel na planchod da wigouriñ en ti. Ha ne gleve netra ouzhpenn. Hunanadiñ a reas. O vont gant ar filiped e oa, a dra sur. Na fentus. Re a wask warni, emichañs. Ret a boanioù. Stegn e oa he divskoazh evel funioù-dir ur vag. Ur serviedenn a lakaas warno ha tro d’he c’horf. Don ec’h analas ur wezh c’hoazh, ha dianalat pell. Sioulaat a rae tamm ha tamm, troet he c’hein ganti ouzh an nor damzigor. Ne oa netra er-maez. Ne oa den. N’he doa ket aon da gaout.

10e51 g.m

Ur sell a daolas dre ar faout gouloù. Ur serviedenn roz. Evel just. Pellaat a reas, kuit dezhi da dreiñ trumm ha d’e welet. Re abred e oa. Ne vefe ket ur souezhadenn ken m’he gwelfe a-raok dezhañ bezañ divizet. Aotreet. Ne vije ket fentus, neketa ? Pouezus e oa ar fent. Ur fentigell a anaveze: Petra zo hir, kalet, ha leun a wad ? Pennoù-bazh paotred Mari-Robin ! C’hac’hac’hac’ha ! Ne oa ket ken farsus ha lod all, met ne zalc’he ket soñj eus ar re a veze kontet dezhañ. Lod ne c’hoarzhent ket. Ne oa fent ebet ganto. E veilhoù-dorn a stardas. C’hoarzhin a rafe, hi. Un taol troad a skoas gant dor ar sal-dour. Souezhadenn, doktor.

10e52 g.m

Yudal a reas ha souzañ betek ar werenneg. Un den. Ur gwaz. Daoust hag anavezout a rae anezhañ ? En he sal-dour e oa. Piv ? Penaos ? Perak ? Sellet a reas en-dro dezhi, da glask un dra bennak. Forzh petra. En em zifenn.

Ur bistolenn a oa gantañ. Unan mod-kozh, gant un daboulin, c’hwec’h boled. Un draig vil, lous. Pounner. Sevel a reas anezhi hag he bukañ warni. Edo Beethoven o kregiñ gant ar Presto, trede luskad.

“Petra ‘fell deoc’h ? Piv oc’h c’hwi ?” emezi, o klask sioulaat. Ne seblante ket bezañ diwar zramm, na mezv. Tennañ a rae da unan bennak. Piv ? Ret e oa dezhi klask ampellaat e raktresoù. Forzh pe zoare raktresoù e vefe. Stardañ a reas he serviedenn.

Mousc’hoazhin a reas. “Pell zo e felle din ho kwelet en-dro, doktor.”

Ec’h anavezout a rae. Gwelet he doa bet anezhañ ur wezh dija. En ur servij all. Pehini ? Penaos e oa deuet betek amañ ?

“Ur souezhadenn a felle din ober deoc’h. Plijout a ra ar souezhadennoù deoc’h, ya ? Plijus o c’havit, ya ?”

Parañ a rae he selloù en he re. Ne oa ket dispourbellet e zaoulagad, ne seblante ket rambreal en ur bed all. Klañv e oa koulskoude. N’helle den ober seurt traoù diabeg. Fiziañs he doa e mab-den, setu perak e oa aet da bredvezeg, peogwir emañ ar mad stad orin an dud. Kement tra a c’hell distreiñ d’e orin. Kement-tra. “Perak ez eus un arm ganeoc’h ? Ur souezhadenn eo ivez ?” Goulennoù, lakaat anezhañ da gomz, arabat bezañ taer na tagus.

Sellout a reas ouzh an arm, e viz war ar bluenn anezhañ. “Ya, ya, ur souezhadenn, sellit !” Gwaskañ a reas war ar bluenn. PAW ! Bouzaret e voent o daou.

10e53 g.m.

Gervel an archerien. An ospital. Gervel unan bennak. Gwad a oa e pep-lec’h.

“Ne felle ket din ken, doktor. Ne felle ket din bezañ ma-unan.” Gwaskañ a reas war ar bluenn ur wezh ouzhpenn, ha mervel.

Soñj he doa. Diwask. Emzivad. Techet d’an emlazh. Lezet da vont tri miz a oa. Penaos en doa gallet kaout ur bistolenn ? Ha kavout anezhi ? Perak ? Diwezhatoc’h. Redek a reas da dapout he fellgomz. Digor edo hec’h urzhiataer, ar postel war ar skramm. Ur c’hlañvad a oa achapet kuit. Unan all. A-walc’h he doa bet gant unan an noz-se. Prennañ a reas an nor, ha gervel. Marv e oa, ne oa ket mall e gwirionez. Hogen piv a c’hortozfe ? Dour a oa war he dremm c’hoazh. Holen. Daeroù. Ne oa ket deuet eviti. Pe eviti hepken ? Dezhi da vezañ test ? An hini nemeti he doa e selaouet, marteze. An hini nemeti he defe soñj.

10e53, noz. Soñj he defe. Bemnoz.





Désir

17 12 2011

Il faisait encore jour, pour quelques minutes. Le soleil couchant dardait ses rayons rouges sang à travers les fins rideaux de la chambre à coucher aux tons crème, imposant à la ville ses humeurs pourpres.

Si la lumière dessinait des motifs changeants sur les murs nus, lui ne les voyait pas. Il n’avait d’yeux que pour Elle. La musique s’était éteinte depuis longtemps, les lampes l’étaient tout autant. Cela faisait deux jours (déjà ?) qu’ils n’avaient pas, ou presque pas, quitté la chambre, le cocon doux de leur désespoir. Chaque minute passée ensemble, chaque caresse et chaque baiser avaient une odeur, un parfum de fin du monde.

« Ne me quitte pas. » Une prière.

« Jamais. » un mensonge, le genre que l’on raconte pour prolonger un peu plus la lueur dans les yeux des autres, quand on ne veut pas gâcher leur bonheur. Le mensonge qui vous tord les tripes car vous savez que la chute n’en sera que plus dure, mais que vous ne pouvez vous empêcher de prononcer dans le vain espoir que quelque chose, un miracle, vous donne raison.

Elle était allongée, drapée dans la soie de ses cheveux longs, frissonnant sous son regard amoureux, gémissant sous la mine de graphite mal taillée de ses crayons. 2B, HB ½, H, variations de la symphonie de ses désirs qui s’exprimait sur le papier. Le sol à ses pieds était jonché de feuilles, plus ou moins couvertes de ses courbes douces, des hachures reflétant les ombres qui couraient sur sa peau.

Le grattement de la mine, le crissement de l’épais papier, le bruit doux de la gomme étaient tants de mots d’amour, tants d’odes à sa beauté. Il la caressait de ses traits, passionnément mêlant ses fantasmes à la beauté lourde de ses seins, à la courbe sinueuse de sa taille et de ses hanches. Les feuilles déchirées par terre étaient couvertes de femmes parfaites, de guides d’anatomie, de leçons de perspective et de proportions. Mais cette perfection n’avait aucune saveur, et, fiévreusement, il essayait da capturer sa véritable beauté, la somme de ses défauts, plus grande que ses parties, qui créaient son visage, sa silhouette, son corps sans égal.

Cette fois, c’était la bonne. Ou peut-être pas. Sa fièvre, sa peur et son désir faisaient rouler une goutte de sueur sur son front, comme d’autres roulaient sur le dos de celle qui nourrissait son inspiration, minute après minute, heure après heure, dans ses frémissements et ses gémissements. Alors que les derniers coups de crayons parachevaient le chef d’œuvre de leur passion, elle se tordit sur le lit, tremblante et le sourire aux lèvres, enfouissant son visage aux parfaites imperfections dans la fraîcheur bienvenue de l’oreiller.

Il faisait encore nuit, pour quelques minutes. Le soleil levant allait darder ses rayons rouges sang à travers les fins rideaux de la chambre à coucher aux tons crème, imposant à la ville encore endormie ses humeurs pourpres.

« Ne me quitte pas. » Une prière

« Jamais. » Un miracle.

 

 

Evit ur genstrivadeg skrivañ war ar prim, en diavaez, war blasenn Charles de Gaulle e Roazhon en hañv pe en nevez-amzer diwezhañ, “Désir” an dodenn anezhi. Un hanter-eurvezh, tamm-pe-damm. Gounezet am eus 😉





Harozed

17 12 2011

Kemer perzh e c’hoarioù-rol a-stroll a zo un abadenn dudius peurliesañ, ha n’eus netra plijusoc’h eget krouiñ tudennoù hag o lakaat da vevañ, da gejañ ha da genvevañ gant ar c’hoarierien all. Ha peurliesañ e ouzit tamm pe damm da betra e tennont, en ho penn d’an nebeutañ.

D’ar mare-se eo peurliesañ e soñj Mestr ar C’hoari, pe ar Vestrez en degouez-mañ, e anavez un treser a c’hellfe reiñ korf d’ho tudenn ^^ E-giz se eo c’hoarvezet evit ar stollad-mañ, en Alamagn, atav. Dedennus e oa gwelet pegen resis pe amresis e c’helle an tudennoù bezañ e penn ar c’hoarierien. Dragonfly, da skouer, a zo bet aes-tre da dresañ, ken sklaer ha resis e oa an diskrivadenn bet roet din, betek an disterañ munud.

(gellout a rit klikidi-klikañ war ar skeudennoù d’o brasaat, evel-boaz)

Bluecoat, er c’hontrol, ne oa nemet un nebeud soñjoù (peogwir eo ur paotr a c’hoari anezhañ, marteze :p), ha din me d’e ijinañ tamm pe damm. Dre an istor e doa hag e berzhioù er c’hoari e oa aes a-walc’h ijinañ peseurt doare den e c’helle bezañ.

Eva, hi, a oa etre an daou. Un daolennadur dre vras, gant un nebeud munudoù resis (ar gapenn, liv al lunedoù, liv ar glogorenn en he zro, traoù a-seurt se)

Hag ur wezh echuet gant an tresadennoù-us n’em eus ket gallet mirout rak ober un tamm pseudo-golo comicbook, d’ar strollad da stagañ ouzh ar voger pe me-oar-me. Simpl hag all, met plijet en deus dezho. “Erie” a zo ur c’hoari-gerioù etre al lec’h ma c’hoarvez o zroioù-kaer, nepell eus al lenn Erie, hag an anv-gwan eerie, a dalvez kement hag iskis, a ra aon, hag all. Ha dre ma oa “Eerie” un heuliad comics etre 1966 ha 1983 eo daou c’hoari-ger en unan (!).





Rawr

28 10 2011

Heh, traoù seksi ur wezh ar mare, perak ket 😉 Ar pal a oa tostaat un tammig da stil ar bannoù-treset american tro ar bloavezhioù 60, un dra a-seurt-se… Plijet a-walc’h on gant an disoc’h, haha!





Pitika

26 10 2011

Tudenn ur vignonez en ur c’hoari-roll 🙂

Doare Hellas/Roma, hag all, tamm pe damm; hag oc’h en em gannañ gant un doare Harpiez, sur ‘walc’h !





June

24 10 2011

Anv ar plac’h eo June, ket ar miz, evel-just; din da c’houzout, n’emañ ket ar gwez-kerez e bluñv e miz Even 😉





Sarah

28 12 2010

En tu all d’ar mor, en ur vro na welin ket,
Plac’h yaouank glas he daoulagad, fulenn gollet,
Evit lenn an nebeud gerioù-mañ ne vi ket
Koulskoude e fellfe din gellout da welet
O vousc’hoarzhin, evit ur wech, pa ne rez ket
War ar pemdez, priñsezig he buhez kalet,
Pe re ral a wech e vefe; ha trawalc’h n’eo ket
Evit diverkañ eus goueled da spered
Ar soñjoù du a ra din anken, ha n’on ket
Eus ar re zisoursi koulskoude, gwarezet;
Fellout a rae din lavar dit, lennet pe get,
Trugarez dit evit ma lakaat da gousket
Gant ur mousc’hoarzh me ivez, pa n’em eus ket.





Ur gerig hepken

27 12 2010

Ya, disoñjet ‘m eus hetiñ un Nedeleg laouen deoc’h! Gant ar vezh. Ma, gant an tad-Nedeleg em eus bet ur sklentenn c’hrafek vihan (da welet ma plij din labourat gant seurt traoù, kent prenañ unan ‘pro’, a zo ker, memestra ^^), un dresadennig neuze, din da bleustriñ un tammig gant ar benveg nevez se ^^ (cf. an dresadenn ziwezhañ en notenn gent, ivez ^^)





Stlenn, just a-walc’h

29 09 2010

Pa oan o komz eus internet hag urzhiataer just a-raok, kement hag ober e lakain an dresadenn-mañ amañ ivez ^^

Un tamm c’hoari war al livioù, ha klask gwellaat ma skeudoù/gouloù en ur c’hoari war an danvez, un doare pri pe blastik lufrus, disheñvel eus an hini gris teñval, lufrus evit ar funioù hepken. Poan am eus a-wechoù gant an tresañ mekanikoù pe ardivinkoù, ar gwashañ-holl o vezañ traoù steampunk, daoust ma plijfe kalz ar stil-se din. Dont a raio un deiz bennak emichañs ! Laouen on gant an disoc’h aze, e gwirionez, ha gant he fenn dreist-holl ^^ Ar foñs a zo über-klasel, met efedus a-walc’h, ha fun da ober

Stlennblac’h a zo c’hoari gant ar yezh un tammig, met n’eo ket fall ar son anezhañ, me ‘gav, daoust m’eo iskis [stl] bepred… Petra soñjit? Fembot a vez implijet kement bremañ, e n’ouzon ket ped levr am eus bet lennet, ken ma oa farsus kavout un dra all ^^ E-mod-all e seblante anat implij jargon an Ofis 😉

Stlennblac'h





Heeeeeeeeeeol !

24 06 2010

Hey, met, krog’ eo Hañv !

Hag ur fentigell ouzhpenn: petra eo arabat obet d’ur voudistez er Perou ?

Dallañ he lama

Haha !





Tresañ III (an dial)

17 04 2010

Ale, peont eo echuiñ neuze. Goude bezañ lakaet livioù e seblant un tammig plat ar skeudenn c’hoazh, hag evit gwellaat anezhi e vefe ret lakaat skeudoù hag adskedoù. Daou zoare a implijan evit-se: ar ar pezh a vez anvet cell-shading pe hard shadows da gentañ, skeudoù kalet, boutin-tre en tresadennoù-bev hag er mangaoù, a zo skeudoù anat-tre o bordoù, e lec’h ma tremener eus skeud da ziskeud en un taol; war an tu all e ran ivez gant soft-shading (skeudoù dous, neuze), a vez kalz sutiloc’h, met diaes da implij evit un dresadenn-vev (pa vezer o tresañ skeudenn ha skeudenn eo kalz aesoc’h ober bordoù sklaer kentoc’h eget kalsk adober efedoù sutil bewech, anat deoc’h !).

Pa ran gant ar cell-shading e krouan ur gwiskad nevez a-us da bep liv peurvuiañ, ha tresañ war ar gwiskadoù-se gant ul liv dibabet ganin, teñvaloc’h evel-just, hag gant ul liv sklaeroc’h eget an hini orin da c’houde evit an adskedoù. Ret eo tresañ anezho da vat, hag implij ur barr-livañ bordoù kalet dezhañ (da lavaret eo ne ya ket al liv war sklaeraat war vord al linenn a dresit). Efedoù dedennus a ro:

Mar grit gant ur soft-shading e raio gwirvoudeloc’h an disoc’h peurliesañ, dre ma vez boaz al lagad da welet skeudoù dous er bed tro-dro, war ar c’hroc’hen dreist-holl. Evit ober anezhañ amañ em eus implijet 2 ostilh a zo gant photoshop, evit teñvalaat ha sklaeraat al livioù. Ne grouan ket ur gwiskad nevez d’ar mare-se peogwir e labourer war al livioù a zo aze dija war-eeun (gellout a reer eilañ ar gwiskad ma vezer parano). Un tammig aesoc’h e c’hell bezañ peogwir n’eus ket da zibab al livioù a fell deoc’h, lakaat a rit an ostilh war al lec’hioù a fell deoc’h skeudiñ, ha pouf pouf. Memestra evit ar sklaeraat. Setu ‘pezh a ro:

Gellout a reer implij an ostilhoù se evit ober cell-shading ivez, en ur zibab ur bord kalet dezho, met n’eo ket ken aes, mar tremenit div wech er memes lerc’h e vo teñvaloc’h eget al lec’hioù ma ‘z oc’h tremenet ur wech hepken, ar pezh a dorr tout an efed cell-shading, hehe ^^ Ar pezh a  c’hell bezañ ur gudenn gant ar soft shading a zo e kas buan d’un efed ‘lateks’, re lufrus, ar pezh a zo iskis p’emaoc’h o livañ dilhad koton, da skouer. Ret eo c’hoari un tammig. Evel-just e c’heler meskañ an teknikoù ivez 😉

Setu setu, gellout a rafen ouzhpennañ ur foñs, marteze, met n’eo ket re fall an disoc’h, petra ‘soñj deoc’h ?

Dre ma ‘m eus amzer da goll war a seblant (n’eo ket gwiiir !), setu ur vevskeudenn vihan war ma doare livañ, gant ar cell-shading peogwir n’eus ket tu da ober ur .gif gant kement a arlivioù hag ar pezh a zo en doare all :

Bonus droch, al livioù all gant skeudoù ivez ^^ (pa lavaran deoc’h e ya buan tre cheñch al livioù ^^), ha trugarez d’an holl re o do lennet, spi ‘m eus e oa dedennus un tammig 🙂





Tresañ !

15 04 2010

Hophophop, distro ag ar preti ^^ Hag eno e oa Ermeline, a oa ganin er Skol-Veur, hag e Strasbourg/Alamagn er mare-mañ sañset ^^ Pa gomzen eus gwelet tud n’hon oa ket gwelet abaoe pell ^^

Kinnig a ran ober un tamm arnod, evit klask traoù nevez; gwelet e vo un tammig penaos e labouran gant ar skeudennoù a livan dre urzhiataer, peogwir ne ran nemet prometiñ deoc’h e rin ^^ Ur skeudenn am eus damechuet dija, met ken merglet on em eus graet ur bern fazioù droch, hag on aet fae ganti, ah ! Lod all a zo dre eurvat.

Hiziv neuze e vo an an tres diazez, da vezañ kendalc’het warc’hoazh, hehe ^^

Un tamm skiant-faltazi da gregiñ, lomanez un aerlestr bennak. Un nebeud kudennoù a zo ganti marteze, met laouen a-walc’h on a fed anatomiezh, laouen a-walc’h evit derc’hel da vont ganti, bepred.

Graet am eus an dresadenn war baper, gant ur c’hreion koad, hag adlabouret un tammig betek bezañ laouen ganti tamm pe damm. Da c’houde em eus adtremenet an trolinennoù e du gant ur stylo (ar moanañ ar gwellañ), ha kaset d’ar skaner. Peurliesañ e tiverkan ar c’hreion-koad evit buanaat an adlabour war an urzhiataer, met plijout a rae ar skeudoù orin din, neuze em eus lezet pep-tra ha skanet kerkent.

Implij a ran Photoshop CS4 evit al livañ (a-drugarez d’ar Skol-Veur ^^)… Hag eno em eus cheñchet al ‘liveoù’ evit tennañ ar gris ha derc’hel an du hag ar gwenn hepken. Ma vezer sirius ec’h adtremener an holl linennoù gant an ostilh ‘pluenn’, evit kaout un tres brav. Mar greer e-giz se n’eo ket dav tremen an drolinenn gant ar stylo a-raok peogwir emaoc’h o trolinennañ war an urzhiataer diouztu ^^ Me avat a zo lezirek, setu em eus truchet un tammig (kalz), betek kaout un drolinenn zereat, kinniget a-us. Ar pezh a zo dedennus gant poelladoù evel Photoshop (pe Paintshop Pro pe Photofiltre pe the GIMP pe Lodallc’hoazh [unan mat-tre hemañ ^^]) a zo e c’heller labourat war gwiskadoù disheñvel, da lavaret eo n’emañ ket an holl dresoù war an hevelep live, lod a zo a-dreñv pe zirak, ha n’eo ke dav diverkañ ul linenn pa fell deoc’h tremen a-us dezhi, ar pezh a zo dispar evit merañ al livioù –hag ober fazioù.

Emañ an drolinenn zu en ur gwiskad treuzwelus neuze, a-us d’an holl re all, evit gellout lakaat al livioù evel ‘m eus c’hoant hep soursial eus diverkañ an drolinenn zu. Ya ? N’ouzon ket m’eo gwall sklaer evit unan n’en defe biskoazh implijet seurt poelladoù. Un displegadenn gant skeudennoù a rin warc’hoazh, a-gevred gant heuliad an dresadenn-mañ ^^

Lavarit din peseurt liv lakaat d’he unwisk, ha roit un anv dezhi, da c’hortoz ^^