Time flies

19 12 2014

Opala, ya, e-biou e ya an amzer ken e ya. Spi ‘m eus emañ prest pep-tra ganeoc’h evit an Nedeleg hag emañ don ho loeroù war gostez ar siminal (ma ‘z eus unan ganeoc’h), kinklet ar saprenn, savet roll ar meuzioù evit ar fiskoanioù, hag all, hag all… Daoust ha fur oc’h bet? Kollet 5 kilo ganeoc’h d’o adtapout kerkent ha deuet mare ar friko ?

A-feur ma tremen ar bloavezhioù e cheñch ivez an doare ma weler Nedeleg… Soñj hoc’h eus eus ho pugaleaj ? Bezañ bugel… Pa vezed o c’hortoz, digousk, ma teufe ar mintin, pa greded c’hoazh e oa eus an Tad-Nedeleg (sapre kevalaour brein a zegas profoù bravoc’h d’ar vugale binvidikañ ! 😉 ), pa oa kement a stered en ho taoulagad hag a fulennoù en asked ar bouloù hag ar garlantez war ar wezenn en ur zizoloiñ ar pakadoù paket aketus, ur seizenn warno marteze, paper liesliv sur ‘walc’h, hag hunvreoù enno. Ne rae forzh na pegen brav e vefent, e gwirionez (daoust ma veze seul welloc’h ma veze bras ar voest !), diroget e vefe ar paper krenn-ha-krak, ha goloet leur ar sal a-raok pell tra ma veze c’hoarzhadeg.

Tri a vugale e oamp er gêr, ha ret e veze gortoz ma vefemp holl savet kent lammat ha tagañ ar paper gant daouarnoù leun a spi hag a c’hoant. Ma, ne oa ket gwall hir da c’hortoz peurliesañ, piv a chom kousket mintin an Nedeleg ? Soñj am eus koulskoude bezañ bet da skeiñ (pe da c’hoari an taboulin e gwirionez, ACDC-style) war zor ma breur, pounner e gousk a-wezhioù, bloavezhioù ‘zo !

Ha bremañ neuze emañ disheñvel an traoù. Plijusoc’h eo din emichañs prientiñ fiskoan (hag e zebriñ, evel-just), tremen amzer ouzh taol, marvailhat ha c’hoarzhin -‘tis the season to be jolly- eget goulenn traoù. Sevel e-kreiz an noz da lakaat pakadoù dindan ar wezenn ivez, pep hini d’e dro sur a-walc’h ! Met n’eo ket evit ar profoù ken, e gwirionez. Un digarez d’ober unan, marteze, met n’eo ket kalon an afer, evel ma c’helle bezañ em spered bugel (nag emgar, haha !). Gouel ar vugale eo Nedeleg a-raok kement tra all, emichañs, hag anat neuze e cheñch an traoù ken-ha-ken pa ne vez bugel ebet ken er gêr, met feizh! kinklet e vo an ti memestra, ha sonn emañ ar wezenn e korn an diri ! Hengoun… Gouel ar familh e teu da vezañ, el ledanañ stêr. Darn vuiañ an dud a vez er gêr evit an Nedeleg, pa vezont gant mignoned evit ar bloaz nevez a-wechoù kentoc’h…

Spi ‘m eus neuze ez oc’h laouen holl, forzh pe dra a rafec’h evit ho Nedeleg-c’hwi. Gant ar vakañsoù o tostaat em bo muioc’h a amzer da skrivañ, sur mat, pa ‘z on bet o redek a-hed ar sizhun-mañ (teuzet eo plastik ma c’hartenn-vank, ‘m eus aon, pe war nes en ober emañ 😥 ), hag e vin tapet c’hoazh en dibenn-sizhun.

Ah, sell ‘ta, keit ha m’emaon gant Nedeleg, n’ouzen ket e oa Kenavo bloaz kozh milliget, falalalala… (pe “Deck the hall with boughs of holly…” e saozneg) ur ganouenn a Gembre e gwirionez, “Nos Galan” (Noz Galanna, pe’a !). Setu un doare amañ, daoust ma ne vefe ket ultra-entanus, hehe :





Skingomzet

12 12 2014

Sell ‘ta, ma ‘z oc’h skuizh ouzh ma lenn e c’hellit ma selaou bemañ o kontañ kaoz ha koñerioù gant Erell Beloni a France Bleu Breizh Izel. Un doare plijus eo da atersiñ an dud, e gwirionez, mont d’ober un dro ; aes e teu ar gaoz. Ha kaoz a zo eus ar blog, just a-walc’h, hag evit-se ‘michañs ez on distroet da skrivañ amañ. Salud deoc’h neuze ma ‘z oc’h deuet da welet goude bezañ ma c’hlevet, c’hac’ha!

N’on ket sur e vefe gwall zedennus, hañ, met n’hell ket bezañ gwasoc’h eget ma zammig buhez amañ, forzh penaos ! Klikidi-klikit amañ dindan :

RBO, radio ar vro...





Tro-dro d’an treiñ ha d’e droiennoù

8 12 2014

Un draig hepken, evit ar re a implij WP e brezhoneg : daoust ha gellout a rit lavar din e pelec’h e chom traoù hewel a-walc’h da dreiñ, pe fazioù euzhus ho peus merzet ? An deiziadoù a zo ur gudenn, gouzout a ran ; emaon o klask un diskoulm. Ar portugaleg a zo unan all (trugarez d’ar C’heekezig da vezañ aet d’ar foromoù da c’houlenn hiroc’h)

Ur 1200 bomm bennak a zo bet troet ganin abaoe ma ‘z on krog ‘barzh a-nevez, met diwar an 11639 (!) a chom e vefe kerkoulz din treiñ ar pep mallusañ da gentañ… Un dra memestra, traoù zo ne vint ket troet peogwir ez int liammet ouzh an tem, ha lod temoù n’eus ket tu o zreiñ. Amañ emañ listennad ar re a zo posubl din (ha deoc’h !) treiñ : http://translate.wordpress.com/projects/wpcom/themes . Ma n’emañ ket hoc’h hini e-barzh, tough luck… (ha ma hini n’emañ ket, haha !)

Setu setu, lavarit din ! Spi ‘m eus e vo WordPress un dave evit ar sevel blogoù e brezhoneg, ha laouen on o welet ez eus muioc’h-mui a dud hag a skolioù oc’h ober ganti.





Hag adarre…

30 11 2014

Ur wezh ouzhpenn emañ aet an amzer e-biou, e-biou din ha da galz traoù. Traoù a zo cheñchet diaboe, ha traoù all a zo chomet digemm, met en ur gomz gant ur vignonez (emichañs?) bremaik em eus bet tro da brometiñ e skrivfen amañ en dro. Kaer ‘m eus lavar n’em eus ket amzer, n’eus abeg ebet e gwirionez da chom hep lakaat pemp munutenn a-gostez evit skrivañ un draig amañ bemdez evel a raen ur mare zo. Pe pell zo. Re bell zo. Ma ! Ur wezh ouzhpenn, plantomp e-barzh, deomp dezhi, bec’h dezhi, ha kement tro-lavar pe lavarenn a vefe.

Spi ‘m eus emañ mat ar bed hag an traoù ganeoc’h !





Tredan

14 12 2011

Abaoe dec’h, ha betek dimeurzh a-zeu (hervez an EDF, atav) n’eus ket tredan em ranndi ken. Labourioù, emezo. C’hoarvezet e oa din warlene dija, em ranndi kent. War a-seblant n’em eus ket kalz a chañs evit seurt traoù. Ma ! N’eo ket gwall strik. Met dedennus eo memestra gwelet pegen pouezus eo an tredan en hor buhez pemdeziek !

Aze da skouer, emañ sklas an amzer e Roazhon, memestra, ha n’em eus mui tommerezh ebet, dre ma ‘z eo tredan hini ar ger. Okay, pourmen a rin gant div stammenn hag ur c’holc’hed tro-dro din, n’eo ket gwall c’hrevus. Met n’hellan ket tommañ dour kennebeut, dre ma ‘z a en dro dre dredan ivez. Da lavaret eo eo ret din en em walc’hiñ gant dour sklas. Bah ! Pleustret am boa se en Erer Kozh dija, hañ, daou vloaz eus renk. Trawalc’h ijinañ ez oc’h ur samourai bennak o kiañ dindan ul lamm dour. *oohmmm* N’on ket ‘vit gouzañv an dour yen.

Boñ, met kement-se ne lazh ket an nen. Koulskoude e ya pelloc’h. Dre ma ‘z eo plakennoù tredan am eus evit keginañ… N’hellan ket ! Haha ! N’eo ket strik ! Ar forn mikro-skinoù a implijin ! Paf ! Tredan evel-just. Boñ bah, bolennadoù edaj ha boued da gas d’ar Skol-Veur, pe’a.

Dre ma vez noz da 5e30 bremañ forzh penaos eo diaes chom er gêr pa vez teñval pep-tra. N’hellan ket lenn ul levr zoken dre ma n’em eus ket goulaouennoù-koar, da skouer, tsss, na pegen sot ar studier a-vremañ. Boh, sellet a rin eus filmoù war ma urzhiataer da c’hortoz… Ah ya, gant 2 eurvezh batri d’ar muiañ n’in ket gwall bell.

Ar gwashañ tout, evel-just, o vezañ n’em eus ket internet na netra. Krenañ ha garmañ a ran en deñvalijenn, dindan ur strinkadenn sklas en ur zebriñ edaj gleb da c’hortoz dimeurzh a-zeu, pa vin dieubet gant aeled marzus o lifre glas EDF.

Pe distreiñ da Benn-ar-Bed, e ti ma zud, ivez, hañ, ken aes ha tra !





Netra fenoz !

31 03 2010

Boñ, n’ouzon ket ma vo embannet an dra-mañ zoken, dre ma n’eo ket aet en-dro an embann evit ar pezh am boa skrivet fenoz, ken fall e ya ma c’hevre-internet… War a seblant ne blij ket ar skridoù damhir dezhañ
Ma digarezit neuze, ha spi am eus e yelo gwelloc’h warc’hoazh (pellgomzet hon eus dezho, ur gudenn vroadel war a seblant…), hag e vo tu din embann digudenn (da lavaret eo deubeul notenn warc’hoazh)