Dre ziouer !

6 02 2015

Sell ‘ta, pell zo ne oa ket bet lakaet un dresadenn bennak ganin amañ. Pell zo ivez marteze n’em boa ket bet echuet unan… Ur bern a zo bet kroget ganin, brastreset, damlivet… Met dre ziouer a amzer n’em eus ket bet tro da gas kalz anezho da benn. Ur wezh bennak e rin un tamm bandenn-dreset hir ivez (eh, ne vez ket kalz anezho e brezhoneg war-eeun…)… Gant ma breur marteze, a zo leun a ijin hag en eus krouet ur bed moliac’hel klok a-walc’h, pe unan skiant faltazi… Pa vezo amzer… Evit se ha kement a draoù all…

Gwelet a ran memestra emañ ma doare o kemm, deus unan tostoc’h da zistummadur ur manga d’unan tostoc’h d’ar gwirvoud bremañ, hag awenet muioc’h gant doare ar c’homiks amerikan, sur a-walc’h (daoust din na lenn hini ebet !). Ul labour hirik am eus bet graet diwar luc’hskeudennoù evit gwellaat ma zresañ-korf. Gwelet e vo eta ! War an ardremezioù emaon e soñj pleustriñ bremañ kentoc’h. Un nebeud traoù am bo da ziskouez a-benn nebeut a-walc’h, sañset…

Klikidi-klikit evel boaz d’o brasaat mar fell deoc’h, evel-just.

4NFJ1fR

Tresañ divc’har… N’eo ket aes ! Plijout a ra din skeudiñ e glas war gwenn, dousoc’h eo. Lod o deus bet lavaret din e oa un doare french-touch, feuket on bet evel-just, haha !

fSvnhPm

Evit ur vignonez ur wezh c’hoazh, hag o pellaat un tammig eus ar merc’hed re dreut.





Vakañsoù !

20 02 2012

Bez zo mareoù er vuhez ma soñjer a-daol-trumm “Kaoc’h, kozh on !” Resped d’ar re goshañ ouzh ma lenn, met souezhus e c’hell bezañ ^^ Ha c’hoazh, n’em eus ket da glemm, hañ, studier on c’hoazh, ha pell eus an 3-8 pe eurvezhioù-burev. E gwirionez, n’em eus kentel ebet da heuliañ ken (plijadurioù an doktorelezh !), hogen reiñ kentelioù a ran bremañ, ar pezh a zo disheñvel-mat !

Kentañ poent, ret eo o frientiñ, ar pezh a zo muioc’h a labour eget “dont gant paper hag ur c’hreion” evel ma c’hellen a-raok. Ar bloaz-mañ em eus 4 strollad disheñvel, da lavaret eo peder c’hentel da brientiñ… Ar pezh n’eo netra e gwirionez. Ha koulskoude, dre ma ‘m eus pep-tra da brientiñ dre ma ‘z eo ar wezh kentañ din kelenn e-giz-se e ra kalzig labour. Ur blijadur, dre-chañs. Hag ar plijusañ, e gwirionez, a zo bezañ dirak ar c’hlasad. Un tammig c’hoariva eo evel-just, ur one-man-show sizhuniek, gant ar spi bezañ dedennus a-walc’h. Ar pezh n’eo ket aes kennebeut !

Studiañ ha prientiñ, moullañ, reizhañ, hag all, hiroc’h eo eget ar pezh a soñjer (daoust ma vefe lavaret alies), ha daoust din reiñ un 10 eurvezh kentel bennak ar sizhun hepken en em gavan gant ur garg labour kalz ponneroc’h ! Ha se, evel-just, a zo ouzhpenn d’al labour on sañset ober evit ma zezenn. Met n’eo ket an dalc’h amañ ^^

Nann, an dalc’h a zo en em gav ur poent, aze, m’en em gaver hep re a amzer dieub, ma soñjer e rankfer bezañ oc’h ober un dra bennak bepred, kentoc’h eget straniñ. Pa erru an dibenn-sizhun e klasker mont war-raok gant traoù n’on eus ket bet amzer d’ober a-raok… Hag e-keit-se n’em eus ket amzer da dresañ, emañ levrioù am eus c’hoant da lenn o tastum poultrenn en ur c’horn, kement hag ar wii pe an x-boest, n’em eus ket tro da zont da skrivañ amañ kennebeut (!). Hag a-daol-trumm e teu: “Kaoc’h,  labour am eus d’ober. N’em eus ket amzer evit an traoù-se !”

Ne c’hoarvez ket a-daol trumm, met en em rentañ a reer kont trumm a-walc’h pegen berr e c’hell an devezhioù bezañ, ha pegen plijus eo ar vakañsoù (daoust ma vefe labour d’ober e-kerzh ar vakañsoù ivez, arabat dikoñiñ). Gouzout a ran, evel-just, n’eo ket se “bezañ un den gour”, ha n’eus ket se hepken da c’hortoz al leve, peseurt doare buhez e vefe ? Ha n’eus ket ul leun-amzer ganin zoken, pell alese. Sur ‘walc’h emañ lod ac’hanoc’h  o c’hoazhin goap (gant gwir abeg !), hogen aze eo ivez en em renter kont pegen aes ha plijus e c’hell hor bugaleaj bezañ, pa c’helled pouezañ war ‘off’ ur wezh erru er gêr.

Boñ, kement-se a lavaran, met ur wastell am eus da vont d’ober, hag ur boss bennak da lazhañ ‘barzh Skyrim, kenô !





Ar bugel

18 12 2011

Pa oa sklaer en o spered,
Pa ne oa douetañs ebet,
Pa oant sur en o fiziañs,
Digatar o c’houstiañs
E oa kaer ha nevez-flamm
Ur bed savet gant o mamm,
E oa bev ha birvidik
Ar bed savet gant Tadig

Bremañ, kresket ar bugel,
Dilezet abaoe pell
Marvailhoù ar yaouankiz
Marzhin, Arzhur ha Kêr Is,
E kavo c’hoazh koulskoude
Hunvreoù nevez bemdez,
E kavo da brederiañ
E daoulagad gwer Liza





Amzer gollet

13 12 2011

Kant bro kant giz, emezo din,
ha me ur bugel ;
Lod kaer, lod kriz, ha lod lirzhin
Pabor hag uvel

Ma mamm, ma zad, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Holl ho kalon, diere
Allas, na paour, na yen d’an emzivad,
An dilezet

Dre ar maezioù, dre ar c’herioù
ha me ur c’hrennard;
O kantreal , dieub a villoù
Skoliad ha deskard

Kelennerien, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Ho kouiziegezh, a-ratre
Allas, na paour, na kuñv an den dizesk,
Ar goapaet

Chopinadoù ha kaozioù hir,
ha me o vevañ
E meur a gêr, e meur a dir
C’hoarzhin ha leñvañ

Ma mignoned, trugarez
Deoc’h-c’hwi evit ma bezañ skoazellet
Ha bezañ roet
Ho levenez, ho pare
Allas, na paour, na klañv an digenvez
An disoñjet

Flouradennoù, daouarn mibin
ha me sorc’hennet
Gant daoulagad o vousc’hoarzhin
Karer ha karet

Ma dousig-koant, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ gouzañvet
ha bezañ roet
Ho karantez, hoc’h ene
Allas, na paour, na trist an dizimez
An doganet

Eñvorennoù don em spered
ha me koshaet
An dud, ar pezh am eus desket
Hiraezh, pasianted

Holl ac’hanoc’h, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ ambrouget
ha bezañ roet
Kement a ster d’am buhez
Allas, diouer a rit holl din bremañ
Pa ya da get

Skeudoù du hir er c’huzh-heol
ha me war Gornôg
O vont dilo war-du geol
yen an Tredeog

C’hwi am selaou, me ho ped
Gouezit bepred na pegen kaer ez eo
Bezañ bet roet
Frealz, skoazell, karantez
Allas, bevañ hepto n’eo nemet
Amzer gollet

 

War don ur werz savet evit ar bagad. Brav eo an ton, ha soñjet am eus e vefe dedennus skrivañ pozioù warnañ, ha he c’hanañ da vare Gouelioù Meur Kerne, perak ket.





!

8 11 2011

Penaos ? Ur sizhunvezh dija ? Argl, re vuan e ya an amzer, a-dra sur ! Ha leun ma implij-amzer ken n’am eus ket kavet amzer da zont da skrivañ. Daoust din na gaout kentelioù (ma, reiñ lod a ran, ket heuliañ) em bez traoù da ober bepred, pe prientiñ kentelioù, pleustriñ, seniñ, mont da emvodoù, lenn evit ar skol veur, beajiñ a-dreuz Breizh pe bezañ gant mignoned e vefe. Merzet am eus an deiz all n’em eus dibenn-sizhun dieub ebet a-raok Nedeleg ! Ha pa ziviz Orange ne fell ket dezho (war a seblant) dont da staliañ internet din amañ ouzhpenn-se… Ma ! N’em eus ket kroget gant ar blog-mañ da gontañ ma buhez warnañ bemdez (ur skyblog am befe graet kentoc’h, hehe), trawalc’h neuze gant ma istorioù:

Glav a ra, glebiañ ‘ra, me ne ran ket van…

Emichañs e vefe bet tostoc’h “foutre-kaer” eus an orin e saozneg, hogen e-giz-se e c’hellan lakaat ar gaoz buan-ha-buan war ‘ne ran ket van’. Man eo ar ger. Perak neuze ober ur c’hemmadur ?

Van ebet n’en deus graet. Sell ‘ta, ha pa ne vez netra dirak e vez graet ar c’hemmadur kement-all ! Iskisat tra. Unan all a c’hoarvez an hevelep tra gantañ: mad, en troiennoù evel Vad a ra, hag all. Merzout  c’heller e vezont implijet gant ar verb-skoazell ober, int-o-daou. Mat, met perak ‘ta ? Laeromp ur skeudenn digant Edern, hep tamm mezh ebet:

Petra a lavar YBB neuze ? En hevelep rannbennad, 156, o c’haver o-daou: En holl stummoù ar verboù kevrennek-se e tro m da v, zoken (sic) pa vez disrannet an anv diouzh ar verb. […] Ar ger man a zo dianav drezañ e-unan. N’her c’haver nemet er verb ober van hag er ger kevrennek un asvan.

Asvan o vezañ heñvelster gant man mui-pe-vui, n’heller ket lavar emaomp aet gwall belloc’h. N’omp ket avañsetoc’h, e galleg brezhoneg flour (pah ! emañ er geriadur zoken). Tu a zo da ouzhpennañ memestra e kaver man e troiennoù evel a van da van,  a dalvez kement ha tamm ha tamm, hogen gant a eo degaset ar c’hemmadur aze.

Daoust hag un dalc’h eus ur ger mell kozh e vefe ? N‘ober ur van a vez kavet c’hoazh, daoust hag ur vad a ra e vefe bet an droienn orin ? Marteze a-walc’h…

M’ho peus tirouroù war gement-se…





Livañ… pe dost

31 10 2011

Abaoe CS5 ez eus muioc’h a ostilhoù evit livañ da vat, evel gant pentur, e Photoshop. C’hoant am oa neuze da welet ar pezh a oa tu da ober, dre ma ‘z on null-brein gant ur barr-livañ peurliesañ ^^ Luc’hskeudennoù am eus kemeret da zave, c’hoariet un tammig gant ar broustoù kinniget hag ar pezh a ouzan ober gant ar poellad ha bam:

Farsus soñjal e fell d’ar stlenn distreiñ d’an traoù kent, ‘keta ?





Tresadennoù ? C’hoazh ?

30 10 2011

Bah ya ! Daoust ma n’on ket bet o skrivañ amañ ez on bet oc’h ober traoù, memestra !

Hag un dro e bed Warhammer am eus graet adarre… Goude bezañ bet awenet gant un istor pe un dresadenn bennak em eus divizet tresañ un Inkizitour (pe un Imbouc’her, marteze ? Ne vije ket un droidigezh fall, d’am meno).

Un nebeud munutennoù da c’houde em boa un tamm brastres :

Divizet am oa e vefe un houarnwisk gantañ (ur gremmhouarnwisk, zoken), hag edo an I bras a-dreñv e benn da aroueziañ e garg (an I barennet, =][=, o vezañ arouezh an Imbouc’h, pe Inkizision neuze, e bed Warhammer 40,000). Ret e oa neuze ‘naetaat’ ar brastres, da gaout peadra da livañ da c’houde, hag ouzhpennañ munudoù:

Evel a welit ez eo bet dalc’het darn vuiañ an traoù ganin, stumm an divskoazh, ar vruched ledan, an doare en deus d’en em zerc’hel, ar vrec’h hag all. Un arm a zo bet roet dezhañ, cheñchet tu d’e benn un disterig hag ouzhpennet kinkladurioù e-leizh. Poent e oa neuze kregiñ da lakaat livioù dezhañ:

Hengounel a-walc’h an dibab livioù, du hag alaouret evit an houarnwisk, livioù a ya mat asambles, ruz evit ar gapenn, ul liv liammet gant ar galloud a-viskoazh (hag an Imbouc’h e bro Spagn, da skouer), glas da gempouezañ ar ruz. Ouzhpennet am eus an tammoù paper ivez, a vez kavet a-vil-vern e bed ‘40k. Peont neuze reiñ un tamm volum d’an dresadenn, gant skeudoù ha gouloù, ha lakaat un tammig gwiadezh enni:

Ha setu, graet an taol, tamm pe damm. Tu a zo da ouzhpennañ ur foñs bennak, un dalenn, met gellout a ra chom e-giz-se ivez. Met dre ma oan gant ma lañs…





Brezhoneg er skolioù

3 01 2011

 





Oh I will

9 11 2010

Oh I will, but in time,
Throw it out of my mind,
Bury it with a rhyme,
Pierce at last through its rind;

I will cut off the chain;
Tearing down the old bars,
I will be free again
When I look at the stars

In the coldest of nights
There will be fires crackling,
And with each of these lights
No hope to which to cling;

There won’t be starry eyes,
No open book in yours,
Nor will there be surprise,
No happiness in stores;

The seas won’t roar at me,
Nature won’t show its wrath;
Women in scorn or glee,
Far the fury hell hath;

White of snow won’t be pure,
Nor will red be blazing;
Darkness of night won’t lure,
Nor will blue be calming;

Trees won’t cast their murmurs
In the cold wailing blows,
Resolve won’t grow firmer,
There won’t be mocking crows;

Oh I will, but in time,
Quench the aesthetic thirst,
Facing-off the sublime;
But let me taste it first





Un dresadennig

6 11 2010

O labourat war un nebeud traoù emaon, pa vez amzer ganin…






Petra

5 11 2010

Petra lavar pa ne chom mui
Nemet didrouz en ho kalon,
Petra ober war-bouez krouiñ
Ul lec’h da glevet an dasson ?
Neblec’h da sevel un dazont.

Petra skrivañ pa n’hellit ken
Kavout doare da frealziñ,
Petra pa n’hoc’h eus ket, zoken
Kalon da selaou an ali
Trouz ar bed-holl oc’h analiñ ?

Petra sevel pa vez rivin
Tour uhel ho prizhkredennoù
Petra pa ne chom da gevrin
Nemet blaz c’hwek he muzelloù
Nemet sklêrijenn du, selloù

Petra lenn c’hoazh pa vez ingal
Ken paour ken treut ho faltazi
Petra pa ne chom ken ar Fall ?
Evit un dister alaziñ
Ez out an dister a lazhi.





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Skol-Veur, ma Skol-Veur…

13 10 2010

Oh bah, sell ‘ta, stanket ar Skol-Veur ! Obadidoñ, pebezh souezhadenn !… Ma, evit ur mintinvezh hepken evit poent, ha n’eo ket sur c’hoazh e teufent a-benn, o welet emañ ar surentez aze bep mintin abaoe dilun, hogen ur wech kroget an traoù ‘giz-se… Opala, ma vez stanket a-raok ar vakañsoù e vo marv ar c’hwec’hmiziad, dre ma adkrogo 10 gwech kreñvoc’h goude an Hollsent. Ma, erru e master n’eo ket pouezus, lakaomp, lezet e vezer da dremen peurliesañ, met n’eo ket gwall blijus kennebeut, evit ar gelennerien traken. Ya, ret eo stourm a-enep d’al lezennoù-se ha d’ar gouarnamant, ya, n’eo ket reizh ar raktres kinniget, ya. Met stankañ ar Skol-Veur ? Hag he distruj, dreist-holl, evel ma vez bep bloaz ? Ne welan ket mat ar pezh a zigas. Foutu pour foutu, emezo… Koulz kaout vakañsoù, evit gellout Stourm (oh ya, ur bennlizherenn). Brastresañ a ran, evel just.

Pa soñjer, memestra, erru e master 2 n’eus bet anavezet nemet 1 bloavezh didrabas ganin, hag e Galway e oa … Ar bloavezh-se ne oa bet netra e Roazhon kennebeut, hañ, o c’hortoz ac’hanon e oant ! >_< fmb (fouzh ma buhez :p) Pa soñjer e oa deuet un 2000 studier nevez ouzhpenn ar bloaz-mañ hag e oa spi gant ar gelennerien e kreskfe Roazhon 2 en-dro goude an digresk spontus en abeg d’an harzoù-labour ha d’ar stankañ… Lod a zo o leñvañ druz, me lavar deoc’h. Afi, boaz eo ar paotr Gontard, ar prezidant, bremañ, ha sur a-walc’h ne lezo ket ar studierien d’ober o reuz, pe ne vo ket aes dezho, atav.

Evel bewech e gwirionez ez on a du gant ar soñj, ar meno, met ket gant an doare. Evel a lavare Morwenna din hiziv, n’eo ket reizh meizad an emvodoù-meur, re nebeut a studierien a vez eno ha direizh ar votadegoù peurliesañ. Hag an doare nemetañ da vont a-enep dezho a zo dont da votiñ a-enep ar stankañ hag all, da lavaret eo reiñ boued d’ar sistem hag e gadarnaat ! Etre ar fall hag ar gwashañ…

Wait and see, met diaes e vo fin ar c’hwec’hmiziad d’am soñj… Ha mall zo warnon bezañ e Galway evit un nebeud devezhioù da aveliñ ma fenn, ivez (ha labourat, un tammig ^^). Plijus e vo.





Klask

29 06 2010

Bez on me eus ar re lent
Eus ar re na gredont ket
Komz ha lavar o intent
Gant aon bezañ goapaet
Eñvorennoù marteze
Eus ur mare a zo bet
Hag ar fiziañ am beze

Poan am eus hiziv an deiz
Da zibrennañ ar potailh,
Da enebiñ ouzh ar bleiz
O puniñ ha klask katailh
D’am c’halon am gra diouer,
D’am soñjoù hag o marvailh,
Evel da yer ar c’houer

Ezhomm am eus koulskoude
Eus unan d’am derc’hel bev
Ha pa yafe kuit goude
D’am sikour, d’am lakaat glev
Rak da betra bevañ c’hoazh
Da betra gouzañv ar yev
Ken digenvez ha biskoazh ?

Daoust da gement tra a reoc’h,
D’an holl donañ enklaskoù,
A-benn ar fin ne chom deoc’h,
En desped d’ar fazioù
Netra pouezusoc’h er bed
Eget ar c’hoarzhadegoù,
Cholori ar vignoned





Κλειώ & Ἔρως

11 06 2010

Ur fentigellig da gregiñ: Ur pemoc’h a oa a oa tort e spered, hag ur mignon en doa a oa gwashoc’h c’hoazh: tortoc’h ar pemoc’h 😀

Ya, a wechoù e teu ar farsadennoù a bell-tre. Ha ya, null tre e vezont ^^ Gwelet ho peus an amzer hiziv ? Brav (amañ d’an nebeutañ); brav an imor ivez neuze 🙂 Redek noazh er parkeier gant al labousedigoù o kanañ ar ar bleunioù en o bleuñv, traoù a-seurt-se, gou’t a rit ^^ Ma, kroget eo gant ar c’hrogad foot emichañs, gant ar spi e kollint diouzhtu ha ne vo ket klevet komz eus ar gib kement er sizhunvezhioù a-zeu, niehehe 😀

C’hoariomp gant ar gerioù un tammig, da c’hortoz. Plijus e kavan peurliesañ ijinañ reolennoù a glaskin doujañ outo pa skrivan ur varzhoneg, tra ken evit lakaat er pleustr ar pezh a vez desket deomp pa zielfenner barzhonegoù. Ma vez –piv ‘oar– tud o tielfennañ ma re e vo boued ouzhpenn evito marteze, hag ur boelladenn blijus eo, am laka da zizoloiñ gerioù gloev a-wechoù ^^ Hag un dra ouzhpenn, pa vez bihan an dibab gerioù e kav ar varzhoneg he ster drezhi he-unan a-wechoù, an hini da-heul, da skouer, a oa kroget gant ur soñj n’en deus ket kalz a dra da welet ken gant an disoc’h. Ha plijout a ra din evel-se ^^

 

Awen

Kavet kaerañ kabestr kalon Klio gantañ
Goulakaet goustad gant o gor goueledel,
Oberoù orgedus o oadoù o tremen,
Barr touellus torosoù, tommder-tan tekoù trouz,
En bac’has, bleiz bagol, badaouet, bogodet

Emlusk engehentadur o ene emberr,
Oc’h ostizañ osmoz oriadell o deskiñ
Darbaret dalc’hmat daoust da gan diaouled diroll
Gant Eros, gwir garantez ganet gant Gaia

Ebatoù enheñvel, euredoù en e Skiant,
Amourouzed aon ganto aberzhiñ, allas,
Gremm gouiziegezh gwezhall, gwask gouriz Gwir Istor
Ingal oc’h islonkañ intampi an Imbourc’h





Istorioù buhez

5 06 2010

Marteze —marteze— ez eus bet kavet roudoù buhez war d/Titan, ar brasañ eus 62 loar Sadorn. N’eo ket forzh peseurt loar e gwirionez, brasoc’h eget Merc’her, un aergelc’h dezhi, skorn forzh pegement… Dedennet eo ar skiantourien ganti abaoe pellig, met aet int war-raok un tammig c’hoazh. Ma lennit ar pennad liammet a-us e welot buan n’eo ket sur tamm ebet, hag e fell d’ar skiantourien studiañ an displegadennoù all da gentañ, met er poulloù metan pe etan a zo warni ez eus buhez marteze. Ha m’eo gwir emañ ur bern traoù o vont da cheñch.

Titan, 5 150km e dreuzkiz, e kichen Sadorn, 120 536km (hini an Douar : 12 756km)

Kentañ tra… Beñ… Buhez war ur blanedenn all… M’eo ret din displegañ perak eo pouezus, n’ouzon ket re ‘pezh ‘maoc’h oc’h ober ouzh ma lenn ^^ Rak ma ‘z eus buhez e daou lec’h en hor c’hoskoriad deomp hepken, n’eus tu ebet e vefemp an hini nemetañ a-seurt-se e -touez ar miliardoù a goskoriadoù a zo er stergoumoulenn, hag en hollved. Met evit poent ne raemp nemet klask planedennoù  a denne d’an douar, a fed tolz (pe mas) ha pelladur eus an heol. Sadorn, ha Titan neuze, a zo kalz pelloc’h eus an Heol eget n’emañ an Douar. Tu a vefe da lieskementiñ al lec’hioù da glask buhez eno en dazont.

Eil tra a-bouez, ma teu ar pezh a zo bet rakwelet da wir e vo bet kavet buhez en diavez eus an dour. Un dourenn eo ar metan war Ditan (re yen eo evit an dour, skornet eo, met dourek eo ar metane eno), da lavaret eo ivez e vo klasket muioc’h a-draoù war-bouez dour. An neb en eus prederiet pemp munutenn diwar-benn klask buhez e lec’h all en deus soñjet e oa sot un tammig soñjal e rankfe pep buhez bezañ krouet evel war an Douar. Ya, hag ar skiantourien ivez, met aesoc’h eo klask traoù a anavezomp hag a c’hellomp diellfenniñ. Ma kavomp buhez war Ditan e vo ul lodenn all eus an doareoù-se a zo gant ar vuhez da ziorren a vo anavezet ganeomp ! Hag evit ur skrivagner skiant-faltazi n’eus netra gwelloc’h. Pegen borrodus chom gant an hevelep doare gouennoù hepken ! Boñ, gant an istor emaon o skrivañ e oa ret d’ar gouennoù pennañ en em dennañ un tammig, a-fed biologiezh d’an nebeutañ, evit ma yafe an istor en dro, met ur wech ma vo bet torret un tammig ar soñj dour=buhez hag he resiprokenn e penn al lenner λ e vo aesoc’h e lakaat da grediñ er pezh a zo skrivet, pe da grediñ e c’hellfe c’hoarvezout, d’an nebeutañ. Sellit eus darn vrasañ ar filmoù skiant-faltazi arallvediz enno, an darn vuiañ anezho a zo ‘denek’ en o stumm, peogwir eo aesoc’h ijinañ emaomp e penn ar chadenn, a stumm graet da ren war bedoù. Ma fell deoc’h kaout  un alien feuls ha drouk ? Roit stumm ul loen dezhañ kentoc’h.

Boñ, n’eo ket ur ouenn speredek a vefe kavet, hañ, mikroboù, bakteriennoù, hepken, met e-giz-se hon eus kroget ni ivez. Marteze eo kelchieg ar vuhez dre amañ, Meurzh da gentañ (daoust ma ne vefemp ket sur e vefe bet buhez, ha daoust deomp en em c’houlenn ma chomfe an disterañ roud e skorn ar poloù), an Douar da c’houde, Titan bremañ. Hag al lodenn wellañ en afer-mañ ? Unan eus loaroù all Sadorn, Enseladus (pe Enselad, n’ouzon ket peseurt anv a zo bet roet e brezhoneg), a zo dour dindan he gorre, ha memestra evit Europa, unan eus loaroù Yaou. Aze neuze ez eus doareoù tostoc’h eus ar pezh a anavezomp dija. Ar gudenn ganto o vezañ eo ret mont da glask dindann gorre ar blanedenn, toullañ betek an dour. Un nebeud bloavezhioù ha kalz arc’hant a vo ezhomm c’hoazh emichañs, arc’hant a c’hellfe bezañ dispignet da skoazellañ tud amañ… Met piv ne fell ket dezhañ kaout ur respont sur d’unan eus goulennoù bras hon hollved : ar vuhez !  Â !

Ha da c’hortoz, setu amañ ur skeudenn krouet ganin gant photoshop, diwar hogos netra ^^. Plijadur a c’heller kaout pa ‘zo amzer da goll, ha kalz traoù a zesker. Luziet eo ar poellad-se ur spont, dre ma c’heller ober pep-tra e kant doare. Kant bro, kant gizh, kant efed kant benveg, met laouen on gant an disoc’h ^^ :

Hag evel boaz e c’heller cheñch  al livioù aes-tre :p Planedennoù mouk, melen fluo, roz, limestra, ‘pezh a fell deoc’h ^^ Met brav e oa e glas, ar boaz gwelet hon hini marteze 😉 Hag un dra c’hoazh : ul livadenn eus koskoriad an Heol, brav-tre (haha, ha laouenn on -me gant ma flanedenn… >_<), bras-tre ivez. Dilennus eo an testennoù peogwir e vefe RE vras ar skeudenn, met gellout a rit he c’havout en he ment gwirion amañ, ul liamm a zo er pennadig-kinnig war DA an arzour(ez ?), Licoti.





Henoazh e vo sonerezh gant ar paotr kozh (da lavar e Gwenedeg, ‘vel just)

14 05 2010

Oooh yeah, bez zo tonioù ‘giz-se… Daoust ha gellout a rit chom difiñv en ur selaou kement-mañ ? Me a vez o fistoulat war al lusk… \o\ \o/ /o/ N’ouzon ket re perak em laka da soñjal e sonerezh Jouin, a zo un Elvis kentoc’h ^^, met pa selaouan ouzh ar fistouler daonet all se e soñjan n’eo ket cheñchet kalz traoù ‘zo, siwazh; sellit ‘ta :

Erru on skuizh

Klevet ‘m eus ur c’hwezh divoutin
C’hwezh ar c’hozh ‘pep-lec’h en-dro din
Mirdioù, dastumerien
Gizioù kozh, boazioù hengounel
Dilhadoù, tiez, ha me-oar’
‘M eus ket c’hoant ‘vevañ ‘giz gwezhall

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Alies ‘m ‘ez c’hoant plantañ reuz
Pa welan traoù o vont a-dreuz
Sach-blev a-barzh ar vro gozh
Dianav da feiz hon tadoù-kozh
N’eus ket tu, biskoazh kement-all
Da soñjal hiziv ‘giz gwezhall

En hor bro gozh, h.a.

Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e
Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e

Erru on skuizh, h.a

Ken ‘met ur yezh, doareoù skrivañ
Ra ma vevo c’hoazh ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur bobl gouest da zivroañ
Ra ma vezo bev ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur vro o rannvroelañ
Ra ma ‘vo tud dieub ‘benn ‘arc’hoazh

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

(ad lib)

G.L. Jouin, Breizh Connection’s, 1998

Dre vurzud an ‘net e c’hellit sealou outi amañ, daoust ma vefe renket gant ar varietoch gall ^^ Ar bladenn a-bezh a dalvez ar boan, ‘forzh penaos (aha, pa soñjan hon oa studiet O Cheyeye er skolaj xD ). Ha N’on ket ‘ganet ‘ba Memphis dreist-holl, evel-just ^^

Met dedennus e kavan ar ganouenn-se (Erru on skuizh, hañ, heuliit mar plij ganeoc’h), peogwir eo bet skrivet 12 vloaz ‘zo bremañ, ha gwir-tre eo c’hoazh koulskoude. Breizh evel un douar kozh, bro gozh ma zadoù, hengounioù ha folkloraj… Mmmh… N’eo ket fall an hengounioù drezho o-unan, mat eo, er c’hontrol, kaout un diazez, spered hag istor. Un den hep istor n’eo ket kalz a -dra (C’hoazh. Keit ‘ma n’en do ket krouet un amzer-drement nevez), ha karantez-bro ne zeu nemet diwar an istor-se, petra ‘mod all ? Hep ar pezh o peus bevet pe ar pezh a ouzit diwar-benn ul lec’h ez int holl heñvel ivez. Hogen, chom gennet en amzer-drement n’eo ket un dra vat (emezañ…), a fed istor, kevredigezh, hag a fed yezh kement-all.
Cheñch a ra an traoù, cheñch pe gemmañ, pe c’hoazh, mar fell deoc’h bezañ resis, cheñchet ha kemmet e vezont. Ha ne blij ket da lod, ne blij ket dezho e vefe disheñvel ar yezh diouzh hini hanter-kant vloaz ‘zo. Ha koulskoude ne gomzont ket galleg mod ‘kozh, war a seblant n’eo mat seurt traoù nemet evit ar brezhoneg. C’hoarzhadeg a vefe ma vije unan o komz saozneg evel e penn-kentañ ar c’hantved, ha kement a saoznegoù a vez anavezet m’eo ur farsadenn pevar pe pemp rannyezh ar brezhoneg. Un nebeud tud a gompren koulskoude eo ret mont war-raok, hag e vez kemmet ar yezh bepred. Anzav a ran e kavan traoù ‘zo torr revr gant brezhoneg ar re yaouank, ha spontet on o welet ar c’hemmadurioù dre vlotaat oc’h aloubiñ tachenn ar re all (kentañ ha brasañ fan ar c’hemmadurioù dre galetaat on ^^), ha traoù all e-giz-se, met asantiñ a ran e cheñfe an traoù. E saozneg e vez gwelet penaos e c’hell un aroagenn cheñch ster penn-da-benn a-hed ar bloavezhioù, ha cheñch a ra sterioù ar gerioù en holl yezhoù, brezhoneg hag all. Ne gomprenan ket ar re a fellfe dezho komz brezhoneg ar c’hatolikon.

Ha souezhet e vezan o welet ez eus kement a dud oc’h ober kan-ha-diskan ha sonerezh hengounel, kement a dud dedennet, hag a chom gant doareoù kozh hepken, aon ganto cheñch an disterañ tra. Dre chañs eo aet an traoù war-raok e bed ar bagadoù (selaouit eus bagad Brieg, da skouer ^^). Gellout a reer chom hengounel, bezañ diskennad eus an hengoun, hep derc’hel dezhañ evel un teñzor sakr ha glann. Ret eo c’hoari gant an hengoun, gant ar sonerezh ha gant ar yezh. Un anv a zo evit ar yezhoù na gemmont ket : marv.

Ah, ur mare all e oa Jouin, hag ezhomm on efe eus tud da blantañ reuz un tammig. Ni hon eus Iwan B. lolroflcopter Nann, arabat din ober goap, setu unan eus ar re nemeto a glask ober traoù all gant ar yezh, ha gwell a-se. Laouen on ivez o klevet ar pezh a ra Nowenn Korbell (gwelit blog Stefan evit e ali), hag all. Spi am eus e vo kollet ar skeudenn gozh-se (a zo ur c’hozh skeudenn, ivez) gant Breizh hag ar brezhoneg, unan eus ar re ziwezhañ o tougen he c’hoef bigouden e oa ma mamm-guñv, ha marvet eo pell ‘zo; poent eo mont war-raok.

p.s:

……ROFL:ROFL:LOL:ROFL:ROFL…….
…………….______|______…………….
..L ………./………………. \………….
LOL===……………….. [].\…………
..L…….. \________________\………..
……………………..|… |……………….
…………………————-/……………





Son un dazont da zont

12 05 2010

*Evezh, un notenn mabuhez.com eo honnezh, m’emaoc’h o klask soñjoù don emaoc’h war ar blog fall e vefe ret distreiñ diwezhatoc’h ^^*

Un devezh el levraoueg o labourat, toutou abred fenoz, un arnodenn a zo warc’hoazh da 9e30, hini ziwezhañ ar bloavezh ! Chom  a ra eztaoladennoù da echuiñ, met tostaat a ra fin ma maread en Iwerzhon da vat bremañ. N’ouzon ket ar pezh a zo ganin met toull-didoull eo ma c’housk er mare-mañ, klask a rin bezañ diskuizh mat (n’eo nemet 10e30 amañ, padal eo 11e30 e Breizh ^^), an arnodenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a-vremañ eo, dedennus-tre !

Trist on un tammig o treiñ ur bajenn all e levrig ma buhez (unan a vil pajennad ?), met laouen war an tu all o welet ez eus lod all a seblant rakskrivet endeo gant plijadurioù da zont. Echuiñ ma levr, da gentañ penn, n’am eus ket gallet ober c’hoazh en abeg d’ar reuz a zo bet gant ar menez-tan hag an niver a draoù o deus cheñchet em flanning dirapar dija, ul levr a zo ken tost da vezañ echuet koulskoude ! Pa soñjan e oa sañset bezañ echu e miz genver d’an diwezhatañ… Komz a rin diwar-benn se un deiz all, p’am bo amzer just a-walc’h, ar fazioù brasañ am eus graet en ur raktresañ al levr-se… Ma ne blij ket e vo pulluc’het ma spered.

 Raktresoù e-pad ar vakañsoù, raktresoù ar bloaz a-zeu, peadra a vo da ober: kavout ul labour bennak e-kerzh an hañv, labourat war ur geriadur saozneg-brezhoneg, prientiñ ur raktres kazetenn etreskolveur, ur gelaouenn all marteze ivez (‘keta ?), diboultrennañ ma levrioù D&D, kregiñ ul levr all gant Marianna marteze (chut, n’am eus lavaret netra !), kenderc’hel gant ma enklaskoù war ar bed all, kenderc’hel gant troidigezh WordPress, mont donoc’h gant soñj Rekipedia (hohoho !), adlakaat ma skevent ha ma bizied da labourat er bagad, skrivañ barzhonegoù ha klask embann… Traoù a vo da ober, ya ! Hag e-kerzh ar vakañsoù ez in d’an Erer Kozh,  da Gembre e-pad div sizhunvezh, da Aostria marteze… An holl draoù se mui ar burutellañ a brometan abaoe pell, tresadennoù a-vil-vern, pennadoù hiroc’h…

Hey, ne seblant ket re fall an traoù, gant ma erruo an dazont-se buan.





Kenstur

11 05 2010

A-wechoù en em c’houlennan penaos e vefe bet ma buhez ma vefen bet unyezhek, galleger hepken, e Bro-C’hall (ya, rall a wech e klaskan gouzout petra vefe bet bezañ sinaeger e Brazil, amzer am eus da goll a-wechoù met ket d’ar poent-se). Disheñvel a-walc’h e vefe, d’am soñj,daoust ma vefe traoù zo ne cheñchfent ket. Ma’m befe ur blog e galleg on sur e rafen notennoù torr-revr diwar-benn fazioù zo e galleg (“comme même”, “sa/ça”, “-é/-er”, betek lod a skriv “j’est été’ pe traoù a seurt se T_T), ur bern traoù a blijfe din kement ha bremañ dre ma n’int ket liammet gant ma bezañ brezhoneger, tresañ da skouer, lenn, c’hoarioù video, Warhammer zoken… Ar pezh ne ran ket (pe nebeut) e brezhoneg bremañ kennebeut, e gwirionez. N’ouzon ket ma skrivfen kement, dre m’am befe a-walc’h da lenn em yezh.

Met un dra a zo sur, n’en em rentfen ket kont eus petra eo bezañ stag d’e yezh, pe nebeut-tre d’an nebeutañ. Plijout a ra ar saozneg din, ha ne welan ket perak ne blijfe ket din hep komz brezhoneg, ha plijout a ra ar galleg din kement-all, al lennegezh dreist-holl. Met bremañ soken, pa ouzan tamm pe damm penaos e ya ar cheñchamantoù yezh en-dro, ha penaos e varvont, ne soñj ket din e vefe ar galleg en arvar tamm ebet. N’eo nemet ma soñj, met ken kar eo ur rann eus ar c’hallegerien d’o yezh (e Kebek da skouer), ha ken ankeniet eo  lod ma n’eus dañjer ebet e gwirionez (ar pezh a zo iskis, n’eus ket da vezañ ankeniet peogwir eo ankeniet tud zo ^^). Kontrol-mik ar brezhoneg, a oa komzet kement ma ne soñje da zen pe dost e vefe an disterañ dañjer. Hag un dra ouzhpenn: ken null eo ar c’hallaoued evit ar yezhoù estren (dre-vras, hañ, ret eo anzav n’eo ket gwall vat an disoc’hoù ^^) ma chomo ar galleg digudenn. Disheñvel-tre an traoù en Izel-Vroioù da skouer, e lec’h ma komz an holl saozneg mat ha ma soñjer e yelo an izelvroeg da get a-benn dek pe ugent vloaz (!). Hep na rafe darn vrasañ an izelvroiz an disterañ foutre-kaer. Gwir eo ivez ne gaver ket kement a draoù en izelvroeg hag e galleg, da skouer, hag e vez ret dezho mont da glask traoù e saozneg aliesoc’h (ur skouer droch-pout, met troet e vez ar c’hoarioù-video ha traoù teknologel a-seurt se e galleg hag en alamaneg a-raok forzh pe yezh all, un afer marc’had, 64 milion a dud e Bro-C’hall hepken, mui bro Veljik, Suis, Luksembourg hag all; 80 milion en alamagn, mui bro Suis, Aostria hag all…).

Un dra a zo sur, ne vefen ket ankeniet, n’em befe ket abegoù d’en bezañ, pe ket evit se d’an nebeutañ. Ne vefe huanadenn ebet pa welfen ur gartenn eus Breizh marc’hagnet, ne rafen ket vann gant ar fazioù war ar panelloù-hent, war ar bruderezhioù, internet, hag all (ma vefe graet ar memestra e galleg e vefe ar re a ra ar fazioù-se e brezhoneg o huchal, sur ha n’eo ket marteze)… Met war an tu all ne vefen ket bet e Diwan, n’am befe ket kejet gant tud dispar, mignoned ha kelennerien. N’anavezfen ket ac’hanoc’h kennebeut, lennerien gaezh. Sur a-walc’h e vefe tud all, mignoned all, met n’eus netra ken plijus hag aergelc’h ar skolioù Diwan, hag ar Skol-Veur zoken. Disheñvel-tre eo aergelc’h ar gevrenn brezhoneg diouzh an hini saozneg da skouer (pe gwashoc’h c’hoazh gant ar re LEA, istor hag all).

Ha bedig ar brezhoneg ivez, daoust d’ar pezh a c’hellan lavar ha d’ar rebechoù niverus a zo da ober. Un dra am eus dizoloet hag a zizolan c’hoazh: bewech m’az eer don a-walc’h en ur bed bennak (da lavaret eo hini ar brezhoneg, pe ar bagadoù, pe ar c’hoarioù-video, hag all) e teu an hevelep kudennoù, tud o klemm evit netra, emgannoù bihan ha chikanoù bras, egoioù dreistmentet ha taolioù lous. Ha seurt traoù null ne yint biken da get. Dipitet e vezan bepred pa ‘z an donoc’h en ur bed bennak, ha dizoloiñ eo evel an holl re all. An tu mat en teorem se o vezañ n’omp ket gwashoc’h eget ar re all.





Gelligoù

10 05 2010

War seblant ez eus daou beul d’am buhez er mare-mañ: labour ha brownies. A-benn nebeud e kavin brownies war ma gwele ha ma faperachoù er forn… Hogen c’hwezh vat a zo o tont eus ar forn, war a seblant e c’hoarvezo ur wech all ^^ Div sizhun a chom din da vezañ sur o do soñj an dud diouzhin, ma brownies e vo ma herelezh d’ar vro-mañ. Lesañvet an Awesome Brownies of Epic Tastiness dija, soñj o do, soñj o do !

Gant un tammig chañs o do soñj ar gelennerien ivez, hag e c’hellin labourat ganto diwezhatoc’h; seve ur rouedad, neketa. Plijout a rafe din mont d’ober un dro e Cambridge pe Harvard un deiz bennak. Bruderezh a vez evito er gevrenn brezhoneg peurliesañ, doktorelezhioù arc’hantaet ganto… Oho, pegen plijus e vefe (ha n’eo ket fall war ar CV). E Harvard e vefe ar gwellañ, peogwir emañ er States, er Massachusets, nepell eus megalopolis Boston/New York/Philadelphia/Washington. Haha, studioù dispar,  beajiñ, en ur vro saozneger, paeet dre ar skol-veur. What’s not to like ? Hag ur skol-veur Veritas he ger-stur, n’eo ket dispar, se ? Evit ur wech n’eo ket relijiel, ouzhpenn-se, ar pezh a zo ral er skolioù meur saoz hag amerikan. N’eo ket ne blijfe ket “Le vrai miroir de nos discours est le cours de nos vies” din (sapre Mich’ Montaigne !), met boñ… Veritas !

Mat eo kaout hunvreoù, d’am soñj. Ha pa ma ne zeufent ket da wir zoken. M’ho peus holl ar pezh a fell deoc’h, daoust ha dedennus eo bevañ c’hoazh ? Ur c’hempouez eo emichañs, etre an hunvreoù-se ha kaout plijadur gant ar pezh hon eus. Un afer dibab hunvreoù a seblant posubl, marteze (nann, ne vin ket kampion Olempek ^^ Gortozit, ur genstrivadeg straniñ a zo ? Kampion ar bed e vefen, a-dra-sur). Brav soñjal ez-teorikel, met n’eus nemet en ur vevañ e welin.

Ha prest eo ar brownie, ne vern penaos ^^

p.s.: Veritaaaaaaaaaaaaaas !