Ah, war a seblant e ya gwelloc’h an traoù gant teh Interwebz (met peurliesañ e ya war fallaat e fin an endrevezh…), setu neuze ar pezh am boa skrivet derc’h, da c’hortoz ar peah emaon o skrivañ hiziv ^^
Emaon e vakañsooooooooooù ! Ma, echu ar c’hentelioù, arnodennoù a chom c’hoazh ha kalz traoù da skrivañ, met echu ar c’hentelioù, gellout a rin kousket da vintin ^^ N’eus ket da glemm e gwirionez, dre ma krog ar c’hentelioù da 9e d’an abretañ amañ (emichañs o deus merzet buan ne oa ket tu d’ur studier iwerzhonad fiñval abretoc’h ^^), diaes e vo an distro da Roazhon II !
Edon oc’h adsoñjal er pezh a lavaren diwar benn bezañ stag da Vreizh, ha karantez-vro hag all, ha me da soñjal neuze e felle din gwelet ar bed koulskoude. N’on ket bet ‘maez eus Europa c’hoazh, bet on da vro Spagn meur a wech, Kembre, Skos, Iwerzhon (!), Alamagn, Euskadi, Bro-C’hall, Tchekia… Ha ket kalz tra ouzhpenn (ma, bet on meur a wech da Vro-Skos, Bro-C’hall, Spagn, Kembre…). Ne oa ket aes mont re bell pa oa bihan ma breur ha ma c’hoar (breudeur ha c’hoarezed vihan: evit ho hegasiñ hepken :D), ne blij ket an heol d’am mamm… Ma ! Met c’hoant am befe beajiñ, mont da Afrika, mont da Asia, gwelet broioù an Norzh (estreget Bro Skos, pe’a)… War an tu all n’on ket bet e-pep-lec’h e Breizh kennebeut, hag ur bern traoù a vez da welet e toull an nor !
C’hoant bras am eus da vont d’ar Stadoù-Unanet (re Amerika, ket re Vec’hiko) ivez, evit gwelet petra eo, penaos eo. Kement a draoù a vez lavaret ha kement a levezon a zo gant sevenadurezh ar States ma fellfe din gwelet pegen gwir eo. C’hoant am befe kaout amzer da chom ur pennadig e New-York, Boston, Chicago, mont da Galifornia da lavar demat da Schwartzie, ha mont da Amerika don ivez, Colorado, Texas, Nebraska, kement ha Montana, Washington (ket D.C.) hag Oregon. Ken bras eo ar vro ma n’heller ket komz eus ‘Amerika’ da vat (ya, ya, ur c’hevandir eo, SUA n’eo ket amerika, gouzout a ran, rhoo), evel ma n’heller ket komz eus ‘Europa’, zoken m’eo tostoc’h an Amerikaned an eil re eus ar re all eget pobloù europa (ar pezh a zo anat a-walc’h dre m’eo bet savet ar vroad gant ur bobl hepken, tamm pe damm, o lazhañ an holl re all…). Ur roadtrip (hentbeaj ? beaj-hent ? ur veaj-karr ? Ur garradenn ?) war an hent 66 marteze (gant led zep’ en ur c’harr didoenn, evel-just)…
Dedennet on gant ar yezh ivez. Ne studian ket ar saozneg evit ober un dra ouzhpenn d’ar brezhoneg hepken, hañ, he studiañ a ran peogwir e plij kalz ar saozneg din, hag an doareoù disheñvel a vez ganti. Gant an niver a dud a vez o komz saozneg e vez ar yezh o kemm buanoc’h eget forzh pe hini hiziv an deiz, ha soñjal a ra da lod e vo ganet meur a yezh distag diwarni a-benn nebeut, e inizi ar Meurvor Habask da skouer, pe e touez kumuniezhioù divroet (pe saoznegerien divroet pe tud envroet e broioù saozneger e vefe). Soñjit ‘ta: tost da zaou viliard a dud o komz saozneg evel yezh vamm pe eil yezh a zo ! Ret eo gouzout ivez eo an divyezhegezh ur reizhenn er bed, kentoc’h eget an unyezhegezh, daoust d’ar pezh a zo en Europa… Ar reizhenn evit poent atav. Ma, soñjal a ra da lod ivez eo un dañjer evit ar saozneg bezañ ken ledet, rak bihan a-walc’h eo an dregantad a saoznegerien a-vihanik kenveriet gant an niver a-bezh, ar pezh a dalvez e teufe fazioù ar re all da vezañ reizh dre nerzh an niver !
Pa ne vez ket a-walc’h a dud ne vezer ket laouen, ha pezh vez re kennebeut, pebezh torr revr mab-den ! Hogen ouzhpenn d’am c’harantez evit ar saozneg hag he gwenvded, he lennegezh hag all e plij din gellout keñveriañ ar yezhoù, ha gouzout unan ken ledet ma c’hellan bezañ komprenet e pep lec’h ganti kement hag unan ken bihan ma n’hec’h implijan nemet gant un nebeud degadoù a dud a zo dedennus. Gwelet o endroadur ha penaos e c’hell ur yezh cheñch hervez an darvoudoù hag an ijinadennoù a zo dedennus ivez, kement hag an implij a ra an dud anezho… Kement a draoù da zizoloiñ ha da studiañ ! Pa vin bras e vin yezhoniour.
p.s: karradenn a blij di kalz, ha n’ouzon ket perak oO
Evezhiadennoù nevez