Dre ziouer !

6 02 2015

Sell ‘ta, pell zo ne oa ket bet lakaet un dresadenn bennak ganin amañ. Pell zo ivez marteze n’em boa ket bet echuet unan… Ur bern a zo bet kroget ganin, brastreset, damlivet… Met dre ziouer a amzer n’em eus ket bet tro da gas kalz anezho da benn. Ur wezh bennak e rin un tamm bandenn-dreset hir ivez (eh, ne vez ket kalz anezho e brezhoneg war-eeun…)… Gant ma breur marteze, a zo leun a ijin hag en eus krouet ur bed moliac’hel klok a-walc’h, pe unan skiant faltazi… Pa vezo amzer… Evit se ha kement a draoù all…

Gwelet a ran memestra emañ ma doare o kemm, deus unan tostoc’h da zistummadur ur manga d’unan tostoc’h d’ar gwirvoud bremañ, hag awenet muioc’h gant doare ar c’homiks amerikan, sur a-walc’h (daoust din na lenn hini ebet !). Ul labour hirik am eus bet graet diwar luc’hskeudennoù evit gwellaat ma zresañ-korf. Gwelet e vo eta ! War an ardremezioù emaon e soñj pleustriñ bremañ kentoc’h. Un nebeud traoù am bo da ziskouez a-benn nebeut a-walc’h, sañset…

Klikidi-klikit evel boaz d’o brasaat mar fell deoc’h, evel-just.

4NFJ1fR

Tresañ divc’har… N’eo ket aes ! Plijout a ra din skeudiñ e glas war gwenn, dousoc’h eo. Lod o deus bet lavaret din e oa un doare french-touch, feuket on bet evel-just, haha !

fSvnhPm

Evit ur vignonez ur wezh c’hoazh, hag o pellaat un tammig eus ar merc’hed re dreut.





Didrouz

9 01 2015

E kreizenn-genwerzh Atlantis e Naoned e oan dec’h da greisteiz pa’z eo tavet pep-tra ha pep hini. Ur vunutenn en enor d’ar re varv, d’ar re zrouklazhet. E kalonenn ur bed a gorvoiñ hag a gevala e chom o zammig koustiañs gant an dud memestra. Ha nerzh, nerzh a zo en ec’hon, en difiñv, hag en unvaniezh. N’on ket gall, ha n’eo ket ma bro, met an holl ac’hanomp a vez taget pa vez taget ur frankiz ken diazez hag hini ezteurel e soñj, hini ar fent ivez, ar frankiz da c’hellout tabutal ar soñjoù, hag ar feiz kement-all.

Na pegen gwan e ranker bezañ evit kaout da lazhañ tud pa vezer bet feuket. Na pegen gwan a spered hag a feiz an dud-se.

Kalon a hetan d’ar wir vuzulmiz, eta, a ranko gouzañv c’hoazh evit oberoù sodien douellet a gasoni. Gant ma chomo ar gasoni gant ar re drellatet hepken, pa vezo ken aes da strolladoù zo ober o mad eus un torfed ken euzhus da sevel lod a-enep lod all…

Pebezh bro… Pebezh amzer…

“tud, tud, tud,
Tad an dud, ho pet truez ouzhomp”

a lavare Gwernig…





Hag adarre…

30 11 2014

Ur wezh ouzhpenn emañ aet an amzer e-biou, e-biou din ha da galz traoù. Traoù a zo cheñchet diaboe, ha traoù all a zo chomet digemm, met en ur gomz gant ur vignonez (emichañs?) bremaik em eus bet tro da brometiñ e skrivfen amañ en dro. Kaer ‘m eus lavar n’em eus ket amzer, n’eus abeg ebet e gwirionez da chom hep lakaat pemp munutenn a-gostez evit skrivañ un draig amañ bemdez evel a raen ur mare zo. Pe pell zo. Re bell zo. Ma ! Ur wezh ouzhpenn, plantomp e-barzh, deomp dezhi, bec’h dezhi, ha kement tro-lavar pe lavarenn a vefe.

Spi ‘m eus emañ mat ar bed hag an traoù ganeoc’h !





Amzer gollet

13 12 2011

Kant bro kant giz, emezo din,
ha me ur bugel ;
Lod kaer, lod kriz, ha lod lirzhin
Pabor hag uvel

Ma mamm, ma zad, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Holl ho kalon, diere
Allas, na paour, na yen d’an emzivad,
An dilezet

Dre ar maezioù, dre ar c’herioù
ha me ur c’hrennard;
O kantreal , dieub a villoù
Skoliad ha deskard

Kelennerien, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ desket-mat
ha bezañ roet
Ho kouiziegezh, a-ratre
Allas, na paour, na kuñv an den dizesk,
Ar goapaet

Chopinadoù ha kaozioù hir,
ha me o vevañ
E meur a gêr, e meur a dir
C’hoarzhin ha leñvañ

Ma mignoned, trugarez
Deoc’h-c’hwi evit ma bezañ skoazellet
Ha bezañ roet
Ho levenez, ho pare
Allas, na paour, na klañv an digenvez
An disoñjet

Flouradennoù, daouarn mibin
ha me sorc’hennet
Gant daoulagad o vousc’hoarzhin
Karer ha karet

Ma dousig-koant, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ gouzañvet
ha bezañ roet
Ho karantez, hoc’h ene
Allas, na paour, na trist an dizimez
An doganet

Eñvorennoù don em spered
ha me koshaet
An dud, ar pezh am eus desket
Hiraezh, pasianted

Holl ac’hanoc’h, trugarez
deoc’h-c’hwi evit ma bezañ ambrouget
ha bezañ roet
Kement a ster d’am buhez
Allas, diouer a rit holl din bremañ
Pa ya da get

Skeudoù du hir er c’huzh-heol
ha me war Gornôg
O vont dilo war-du geol
yen an Tredeog

C’hwi am selaou, me ho ped
Gouezit bepred na pegen kaer ez eo
Bezañ bet roet
Frealz, skoazell, karantez
Allas, bevañ hepto n’eo nemet
Amzer gollet

 

War don ur werz savet evit ar bagad. Brav eo an ton, ha soñjet am eus e vefe dedennus skrivañ pozioù warnañ, ha he c’hanañ da vare Gouelioù Meur Kerne, perak ket.





Dek ha pevar-ugent

24 03 2010

Aouch, en ur sevel ur playlist ’90 (evit ur gouel aozet amañ diriaou) e em santan kozh a-greiz holl (!). Hag an tresadennoù-bev, hag ar filmoù… Argl, n’on nemet ur bloaz warn-ugent !.. Daou warn-ugent ar bloaz-mañ… Emañ ar gozhni er penn, emezo. Pa welan ar parkinson a zo gant ma daouarn a-wechoù… Hehe ^^

‘Vel just n’on nemet ur paotrig c’hoazh, gant kement a hent da ober (neketa, kozhien ? :D), met memestra… Ha soñjal e oa deuet Pretty Woman e 1990… Ar Roue Leon, Toy Story, The Fugitive, Matrix, Braveheart, Aladdin, Saving Private Ryan, Titanic, Men in Black, Jurassic Park… Ha Nirvana, hag R.E.M., hag Offspring, The Pixies, Bon Jovi, Meatloaf, U2, Guns N’ Roses, S&M gant Metallica… Ah ! Ne oa ket ken fall hag ar pezh a lavarer, hañ ^^

Farsus eo gwelet an amzer o tremen tamm ha tamm, hir e seblant pep devezh bezañ, met evel un tenn e tremen ar sizhunvezhioù, ar mizvezhioù, ar bloavezhioù. Seblantout a ra din bezañ erru e Galway ar miz tremen, ha bezañ kroget gant ar blog-mañ derc’h pe derc’hent-derc’h. Ma c’hoar ne oar ket petra eo ul lur, na kant lur, for that matter. Ha n’eo deuet an euro nemet er bloavezh 2002, daou vloaz war-lec’h BUG AR BLOAVEZH 2000 ! Aaaaaarrrgll ! Ha fin ar bed (mat eo, fin ar bed 2.0 a vo a-benn nebeut ^^).

Ha kresket eo an Internet, an Etrerouedad, ar gwiad… Soñj ho peus eus ar modemoù 56k, pe (ma doue benniget !) 28k ? Soñj o peus eus an trouz a raent ? (amañ, evit modem Proust) Ahaha, ha pegen hir e c’helle kargañ ur bajenn bezañ ! Ha ret e oa kontañ an amzer tremenet (ma, dre m’emañ ma zad o labourat e France T’es Les Cons ne oa ket dav, met memestra ^^)… AOL ha Wanadoo o kas pladennoù deoc’h gant 20 eurvezh profeeeeeeet. Na brav ar vuhez, hañ. Na pell e oa YouTube d’ar mare-se, ha Facebook, hag ar blogoù, hag all. Edo Ebay hag Amazon o paouez genel, ha Napster o tont da reiñ gwallhunvreoù da Universal, MGM ha Sony Music. Evit sevel ul lec’hienn e oa ret deskiñ skrivañ HTML…

Brezel a oa er C’hosovo, lazhadegoù didruez er Rwanda hag e Bosnia, Brezel ar Pleg-Mor (1.0)  ha degadoù all; edo Europa oc’h en em frammañ gant Maastricht, edo Bill Clinton er Stadoù-Unanet ha Tony Blair o tont war-lerc’h Thatcher er Rouantelezh-Unanet. Emgann a oa c’hoazh e Iwerzhon an Norzh. Er bloavezhioù 90 ivez e voe tu d’an iwerzhonadezed kaout ar bilulenn, hag kavout stevelloù aes… Na pegen cheñchet eo ar vro ivez, goude ar C’hletic Tiger…

Gellout a rin lavar d’am bugale, m’am eus lod, e oan aze ^^. Bevet am eus (hon eus ^^) an tremen etre daou gantved ha daou vilved, ganet on bet pa oa c’hoazh eus ar voger, bevet am eus korventenn 1999, an Erika, an Tourioù e New-York… Sonerezh a zo bet, filmoù, er skol e oan, er skolaj, el likes, tud o tont hag o vont… n’eo ket fall memestra, ha kement a chom da zont ^^.

Mall zo warnon.