Hehe, trugarez tudoù ^^ Ur blijadur bepred lenn ar pezh hoc’h eus da lavar, eus ar berrañ smiley d’an hirañ soñj ! D’am soñj eo unan eus an abegoù ma vez savet blogoù gant an dud, evit ezteurel ar pezh a vez da lavar, ya, hogen evit resevout alioù ar re all ivez, ha gwelet ez oc’h bet lennet. Hep an evezhiadennoù-se e vefe an holl destennoù a skrivan evel boutailhadoù bannet er mor, kollet ganin hep gouzout re vat da belec’h emaint aet; piv en deus o lennet ha petra o deus soñjet.
Setu perak em eus aon un tammig rak embann, pe bezañ embannet kentoc’h. Pa oa evit Priz ar Yaouankiz e oa anat ar respont, ur genstrivadeg e oa, gouzout a rafen buan daoust ha plijet en doa ar skrid pe get ! N’eus ket tu da lavar e oan beuzet e morad al levrioù kinniget. Met aze ? E-touez ar c’hant (-mil :D) den a vo dedennet gant al levr, pet a zeuio da lavar din pegen null eo (pe pegen mat, hañ, alioù positivel n’int ket displijus ^^) ? Hep soñjoù ar re all hag o alioù ne ‘z eer ket war-raok, chom a reer da neuial a gelc’h en hevelep poull (ya, metaforennoù diwar-zour hiziv). Pa ne vez ket lavaret deoc’h ar pezh ne ya ket, penaos gwellaat ? Ha ma ne vez ket lavaret deoc’h petra a zo mat, penaos gouzout eo ret derc’hel ganto ?
Marteze ez on me kablus un tammig, rak ne gredan ket reiñ ma soñj bepred, pe kemer amzer da skrivañ un draig pa lennan traoù dedennus, koulskoude e ouzan mat pegen plijus e c’hell bezañ sevel da vintin ha gwelet evezhiadennoù ouzh ma gortoz (me ur geek o lakaat e urzhiataer war-enaou a-boan savet ? me ? Tamm ebet, war-enaou e vez a-raok din sevel zoken :D). Bezañ diouzh an evezh a zo plijus, hag holl e fell deomp bezañ merzet, d’am soñj. Gwir eo e c’hell dont da vezañ un dramm un tammig, ha me da hizivaat ar bajenn meur a wech bemdez da welet ma zo traoù da lavar, war ar blog-mañ pe foromoù a gemeran perzh eno, pe me-oar-me. Gant internet hiziv an deiz eo kalz aesoc’h reiñ e soñj da viliadoù a dud, hag e c’heller kaout respontoù a bep lec’h hag a bep doare, ar pezh a ra e c’hell bezañ dedennus-spontus (pe ur brezel trolled, ivez).
N’am eus biskoazh butunet an disterañ tra, ha ne evan ket kalz kennebeut (ma, ret eo din evañ kaaaaaaaaalz a-raok bezañ mezv, ha ne zegas ket efedoù gwall blijus da c’houde, neuze ne c’hoarvez ket alies ^^), lakaomp emañ aze ma dramm, ma si ^^ “Moran eo ma anv, ha suj on d’an evezhiadennoù”, an ED, Evezhiadennourien Dianv. Alala ! Arabat deoc’h en em santout rediet da lezel tra pe dra ma ne fell ket deoc’h (met ma ‘z eus nebeutoc’h eget 5 evezhiadenn war an notenn-mañ e yelo fall-tre an traoù ! ^^). D’am soñj emañ an efed-se abeg da ziorren al lec’hiennoù evel Facebook ha Twitter (ha, gwashoc’h c’hoazh, Foursquare), an ezhomm bezañ merzet ha kaout ur respont digant ar re all, etre gasterezh ha sellerezh. N’on ket d’ar poent ma vin maleürus ma n’eus evezhiadenn ebet, dre eurvat (!), ha n’am eus ket ezhomm diouto per se, met plijus eo, anzav a ran.
Ma, trawalc’h gant ma rambreal, trugarez deoc’h.
Evezhiadennoù nevez