Essay

30 04 2010

Emañ miz Mae o tooooooont ! Echu miz Ebrel neuze, hag un notenn ouzhpenn eget ar miz tremenet, hehe ^^ Gwelloc’h vefe din chom hep paboriñ re, ‘mod all e vo ret din ober muioc’h ar miz a zeu, hag ar miz war-lerc’h, hag all o_O’ Disoñjomp neuze, 37 devezh a zo e miz Ebrel ‘forzh penaos 🙂

Ul loaiad indezeuropeg a yelo ganeoc’h c’hoazh ? Ma gwalc’h am eus bet evit ur mare, evit lavaret gwir, met emañ ma fri e-barzh c’hoazh ^^ Plijus eo gwelet memestra ez on gouest da skrivañ pennadoù hirik e saozneg, hag a live uhel a-walc’h ouzhpenn-se. An dedennusañ o vezañ dielfennañ testennoù kentoc’h eget diverañ traoù hon eus gwelet e-pad ar gentel , met ne raer ket ar pezh a garer bepred. Plijadur am eus koulskoude. 

Skouer:

Great poetry does strain at the limit of expression as it pushes the boundaries of language and meaning to their extreme, mastering the sense of words and their connotations as well as their sound and the mental images linked with these phonemes.

                The master poet strives to touch both implicit and explicit meanings. In this, he has to reach for the deepest thoughts, as a duty, for only his carefully chosen words he uses will be able to express rightly these thoughts. The mark of a great poet is his ability to be a-temporal, to make sense at any point for any person, to resonate in spite of time. When Walt Whitman “hears America singing[1], his praise of the work of people building a nation is still palpable today, and could apply to any country, in which men and women will always praise their efforts. The repetition he uses as a stylistic device is reminiscent of the rhythm of a machine, or of the repetitive gestures of the worker in general. In this also he goes beyond the simple meaning of language, adding to it a new layer of interpretation. The force of this kind of poem is their ability to express the feelings common to all humanity, and in doing so allowing us to reach a better understanding of ourselves through the interpretation of the words, an interpretation that will always be personal. A poem that can only be understood from the point of view of the poet himself and which meaning is opaque otherwise is not great poetry, it is merely what a diary is to a novel. Thus when T.S. Eliot writes: “As he rose and fell/He passed the stages of his age and youth/Entering the whirlpool[2], the feeling will resonate in anyone, as fear of death and desire for youth is present in every human being. This is but one theme that is common to all poetries in the world, for all humans have roughly the same questionings and fears, desires and pleasures; and poetry revolves around a series of themes.

                But in expressing these thoughts and feelings, the poet does not need complexity for its own sake, and poetic language does not limit itself to archaic constructions and obscure meaning; it, on the contrary, has the ability to express these ideas in so few words, for they are carefully chosen for the load of their meanings. This is the somewhat paradoxical idea of complexity expressed through simplicity, and this is where the expression is really pushed to its boundaries. This will lead to the crafting images, expressions, to articulate his meaning, and to strangeness sometimes, as in R. Robertson’s The Translator for instance: “Sewing the surface/one quarter man/three quarters verb” [3]; the imagery is stunning, and the doesn’t seem to make sense at first glanc, but is a reflexion on the very personal aspect of translation, the fact that a translation will be according to what the translator understood and felt in his reading.

                When David Long declares that the ‘strangeness is an antidote to the awful sameness of received ideas[4], there is no complexity in the wording, but the very meaning of the phrase goes beyond these mere words, and triggers reflexion, which is the point in which it reaches the boundaries of meaning, in creating a string of thoughts that will perpetuate itself further. One could say that the meaning is exceeded, and the boundaries breached. This is a distinctive feature of great poetry; it doesn’t assert, but conveys meaning and generates thoughts and emotion. If the poem only asserts and gives closure, what can the interest be for the reader? If it is self-explanatory and doesn’t involve the reader, it is not worth reading. Thus when P. Mullineaux describes his “teacher leaning over one shoulder;/saying nothing,/(a cough perhaps)/moving on”[5], he doesn’t describe his feelings, he doesn’t tell the reader what the meaning of it is, but rather lets them remember times when the same situation happened to them, and think upon these moments and their significance.

                This should lead the poet to avoid generalizations, and rather concentrate on particular events, or representation thereof, which would make the reader draw his own conclusion from, by factoring in his own experience. This is what P. Kavanagh does, for instance, when he writes “I heard the Duffys shouting ‘Damn your soul’/And old McCabe stripped to the waist […]”[6], he is not interested in the Duffys and McCabe in particular, but rather uses them as an embodiment of a greater crowd as a pars pro toto synecdoche. Instead of solely describing the outline of a situation, he goes to particular people, and creates a vivid image for the reader. Whitman achieves the same effect in “I Hear…” singling out each profession rather than representing the workforce as homogenous.

                The great poet has the ability to go from abstract to concrete and back again, bringing the reader with him. For every abstract thought he will be able to paint a proper concrete example, to make these thoughts accessible to the reader, and from concrete material he will be able to make the reflexions emerge. In this liminal state lays the great poetry, expanding on both sides and thus pushing the boundaries a bit further.

[1] Whitman, I Hear America Singing, The Answerer, 1900

[2] Eliot, Death By Water, The Wasteland, 1922

[3] Robertson, The Translator, A painted Field, 1988

[4] Long, You Are What You Read, 2006 (essay)

[5] Mullineaux, Gallery, A Father’s Day, 2008

[6] Kavanagh, Epic, 1938

[/paboriñ off]

Boñ, ne oa ket ‘vidon zoken, hag 50% bullshit eo marteze met hohoho, pegen plijus skrivañ, c’hoari gant ar gerioù, dreist-holl pa gomz eus barzhonegiñ-barzhonegañ. Anzav a ran eo un tammig “ar pezh a felle d’ar c’hellener lenn“, met un dae eo un tammig ivez, ha plijout a ra seurt challenge din ur wech ar mare 😉 Plijus e tlefe bezañ mar deuan a-benn da vezañ kelenner-enklasker evel ma fell din bezañ, bezañ gronet gant paperioù, notennoù, ha gwelet an notennoù oc’h ober re vihan e traoñ ar bajenn (n’eo ket fall e talc’hfe WordPress an notennoù diwar word pa vez eilet/peget, sell ‘ta !). Gwell a-se ‘vidon mar plij din, chom a ra 5 da skrivañ ! Un dibenn-sizhun efedus, spi ‘m eus.





Labour, toujours labooooour <3

29 04 2010

Poufpouf, tremen eus ar yezhoù indezeuropek da Arzhur en ur dremen dre ar yezhoù keltiek hag o lennegezhioù, petra natureloc’h ? Dre chañs eo tost echu (ma, ket kement-se e gwirionez, met ma teuan a benn da vont war-raok evel hiziv e vo echu buan 🙂 ).  Peseurt devezh a zo hiziv ? Yaou ? Biskoazh kement all, peval lagad d’ar marc’h dall… Ha me gant ar meurzh c’hoazh, mell baja ma ‘z on. Beuh, n’on ket deuet a-benn da adtapout lusk ar sizhun c’hoazh. M’am eus tro da vont da Island e pakint o fegement, fest ar vazh ! Da c’hortoz eo bet breinet an hañv ganto war a seblant, ha glav-pil-polos a zo amañ endeo… Ma, n’eo ket an islandiz o deus lakaet ar menez-tan da darzhañ evel just 😉 Met fellout a ra deomp kaout unan bennak da damall bepred, neketa (ar pezh a zo kaoz d’ar pezh a lavaren e-barzh ‘Pfff’ an deiz all sur ‘walc’h) ?

  Laouen e voc’h o c’houzout neuze e vez disrannet ar yezhoù indezeuropek e 11 familh (pe phylum), ha e vez komzet 449 yezh indezeuropeg hiziv an deiz, c’hwec’h anezho o vezañ keltiek, ar c’hwec’h anezho renket gant ar yezhoù keltiek enezel ha disrannet etre ar re c’houezelek hag ar re bredenneg; ar c’heltiek o vezañ ar pempvet familh koshañ, diwar an nebeud traoù skrivet hon eus (600 KJK evit ar c’heltiek, lituaneg n’eo bet skrivet evit ar wech kentañ nemet er 16vet kantved !). Me zo sur e kavoc’h dedennus gouzout ez eus bet eus yezhoù indezeuropeg betek Sina (tokarianeg) ha n’eo ket ar Sanskriteg an hini koshañ a anavezomp (Hititeg a zo koshoc’h 🙂 )

Pe marteze ne rit ket forzh, ivez, hañ, pep bro he giz.

Lennegezh neuze ? Plas ar merc’hed er gevredigezh geltiek ? Fall-put, siwazh. Gounnez kenstrivadegoù troazhañ (war vernioù erc’h !) ha bezañ mac’hagnet ha dilagaded da c’houde gant ar merc’hed koll n’eo ket gwall vrav, avat,  ha gwelet galloudusañ rouanez al lennegezh o vezañ lazhet gant un tamm keuz kaset a-benn d’he  fenn (penn-da-benn ha betek-penn, en dibenn) n’eo ket gwall enorus kennebeut. Digarezit, merc’hed, ken koñ all e oa ar baotred d’ar mare se. Spi am eus memestra ez omp un tammig gwelloc’h bremañ pa ne vezit ket hanter talvoudegezh ho kwaz pe ho preur >_< Ur sapre kevredigezh siñpa a oa gant an iwerzhoniz hag ar gembraiz, hañ, ha sur ‘walc’h ne oa ket kalz gwelloc’h en Arvorig.

Hogen Arzhur, Arzhur ! Ya, ma, ne ra ket kalz a dra memestra, e varc’heien eo ar gwir harozed en istorioù. Eñ n’eo nemet ur foñs d’an daolenn, ur background, un tammig evel ma ne vefe komzet eus Robin ha lezet Batman a-gostez, tsss ! Peogwir e oa re anat Arzhur marteze, ha ken anavezet ma ne oa ket dav kontañ e istor ken (penaos e c’helle chom ken anavezet neuze ?). Hag ar Graal… (Gral ? Grall ? Sapre Zavier) Ma, ur plad hepken, netra da welet, hañ, degaset ar peurrest gant Chrétien penn-da-benn, fidamdoustik ! Ha ne reed ket an disterañ foutr eus ar plad d’ar mare-se, ne oa nemet ar pezh a oa war e c’horre a gonte, ma doue benniget, leun e revr a doulloù preñved ! Ha pebezh skeudenn roet anezhañ gant ar venec’h just a-walc’h (Arzhur, ket revr toull-didoull doue, heuliit mar plij ganeoc’h, n’emaomp ket e koad Keryann amañ)… Tsss, gwarezius holl, me lavar deoc’h ^^’

Pa zistroio Nevenoe (Oe !) e vo e lakaet da gontañ an istorioù a gleve diwar-benn mister A., gouzout a raimp neuze petra eo bet perzh Breizh enno hag o zreuskas, rak den ne oar ervat m’eo drezomp eo bet kaset traoù zo da Grétien pe adkaset e skridoù d’ar gembraiz…. Bah ya, e Kerne Veur e oa e gastell en orin, a-raok ma vefe kaset da Gembre gant boadelourien. Kerne-Veur, Breizh, rouantelezhioù doubl, ur morig hepken etre an daou, ul liamm kentoc’h eget ur vevenn e oa ar morioù d’ar mare-se, ken diaes e oa mont gant an hentoù. Mmmh… Met hir ha padus kaoz an arabadus, neketa, ho lezel a ran neuze ha distreiñ d’am labour, eno emañ ar yec’hed sañset.

p.s: n’eus bet mezheven (aha, sapre lise Diwan) ebet gloazet war ober an notenn-mañ, na ne vern pe vutun-drol pe dok-tousog (sapre leoniz)– hud implijet kennebeut, emañ ma nervennoù o vont da nervennigoù ha ma nervennigoù da netra, ‘m eus aon ^^





Â, torr-penn meur

28 04 2010

An traoù gwellañ n’int ket ar gwellañ traoù bepred siwazh. Kalz chañs am eus bet em buhez, d’am soñj, ha kejet am eus gant tud ha bevet traoù dispar, daoust din bezañ bevet ken neubeut (un dedi kaset d’ar re gozh a dremenfe dre amañ 😉 ). Ha koulskoude. Ur fin a zo da bep tra emezo, ha daoust din na c’houzout piv int eo ret din anzav emañ ar gwir ganto. Hag aze an dalc’h. P’ho peus bevet ar gwellañ traoù, penaos e c’hellfe ar pezh a zo da zont bezañ gwelloc’h ?

Evit ar wech kentañ ar bloaz-mañ e oan o vevañ gant tud estren din penn da benn, taking a chance, ha dreist eo bet. Un taol chañs (ha n’eo ket chance hepken, just a-walc’h). Spi am eus chom mignon ganto e-pad pell, ha sur a-walc’h ez in da Aostria evit deiz ha bloaz unan an hañv-mañ, marteze en em gavimp er ski da zeiz kentañ ar bloaz… Ma, raktresoù a zo ha d’am soñj eo bet plijus evit an holl. Met bremañ, p’en em gavan gant ar redi klask ul lojeiz e Roazhon ar bloaz a-zeu e fell din bezañ ma-unan. Sur a-walc’h e ran pep-tra war an tu-gin, met kentoc’h eget gwelet er pezh am eus bevet evel ur sin vat evit an dazont e soñj din kentoc’h e vo un dave a implijin da varn ar pezh a zeuio, ha gouzout a ran ez eus chañsoù bras e vefen dipitet. Emaon o vont da glask un ti ma-unan neuze, tra ken evit an aon-se, bezañ dipitet.

Ar memestra gant ar merc’hed sur a-walc’h, pa soñj din ne c’hellin biskoazh bezañ ken eürus, da betra klask ? Daoust ha ne vefe ket bezañ dizhonest eviti, ne vern piv e vefe an hi-se ? Keñveriañ a rin bepred, gouzout a ran, e-giz-se e yan en-dro, hag a feur ma yay an traoù e vo bravaet ma eñvorennoù, peogwir e vezont bepred, hag e vo diaesoc’h diaesañbezañ a-live gant an eñvorennoù-se. Ret e vefe din mont gant forzh piv neuze ? Da zisoñjal ? Ne soñj ket din, ha forzh penaos n’hellan ket ober-se, n’hellan ket bezañ gant unan bennak hep karantez. Ar soñj hepken em laka diaes. Lavaret e vo din marteze e vez krouet ar garantez en amzer, hag eo ret din lezel an traoù da zont tamm ha tamm, hogen ken lent on ha ken daouarn-yod ma ne soñj ket din e vefe pasianted a-walc’h gant kalz tud.

An hevelep kudenn ganin bepred, gouzout a ran eo ur soñj fall, treiñ ha distreiñ a ran ar gudenn, hag a-benn ar fin e kemeran ar fallañ divizh, e ran an dibab fallañ. Ha gouzout kement-se n’am laka ket da cheñch ha da gemer divizoù all. Peogwir em eus aon, peogwir on laosk sur a-walc’h, ha n’am eus ket c’hoant bezañ gloazet (adarre). Me soñje din e oa aesoc’h an traoù p’o c’homprener, e oa aesoc’h dibab pa ouzer ar pezh a zibaber. Ar c’hontrol-mik. Seul arbenikoc’h on war un dachenn seul ziaesoc’h din dibab, peogwir e welan muioc’h a draoù a c’hallfe mont fall, peogwir e roan talvoudegezh da draoù zo n’int ket pouezus peogwir e ouzan ez eus diouto. Un tammig evel dibab un urzhiataer, daoust ma vefe null a-walc’h ar geñveriadenn, dre ma ouzan kalzig traoù e ouzin ar pezh ne yelo ket gant unan, hag e roin re a bouez d’un disterach betek kaout keuz d’un dibab, padal ne reer ket van ha n’em bije biskoazh merzhet an difoc’h mar n’em befe ket gouezet…

Gouzout a ran mat n’eo ket posubl din gouzout ervat ar pezh a zo da zont, hag e c’hell an traoù bezañ gwelloc’h. Tu a zo da lavar zoken ez on leun a spi war ar pemdez. Met petra ma vezan dipitet ? Petra m’am eus poan ? Ne fell ket din kemer ar riskl (riskl !), hogen n’em em santan ket gwelloc’h hep e gemer. N’en em sikouran ket, tudoù.





Pfff !

27 04 2010

Ma, dre ma n’em eus kuitaet ma c’hambr nemet 5 munutenn hiziv e vo diaes kaout traoù da gontañ >.< Un essay hogos echu, ha lod all war ar stern, gant ar spi e yay pep tra buan a-walc’h breamañ m’eo graet ar frammoù… N’eo ket bet gwall vrav an amzer forzh penaos, n’em eus ket c’hwitet kalz a dra ^^

Emañ Breizh er c’heleir er mare-mañ war a seblant, goude afer ar burka e Naoned ez eus bet harzet un islamour e Gwened, alala. Tristig e kavan ar spered a zo e Bro-C’hall abaoe ur pennad, ha ne blijfe ket din bezañ muzulmat er mare-mañ. Perak ne vez klevet komz diouto nemet pa ya fall an traoù ? Mindrailherezet ur voskeenn d’ar memes mare met ne glever komz nemet eus re ar penn pellañ… Lod o kalsk tapout mouezhioù an FN ? Keeeeeeet, n’eo ket posuuuuuubl ! Tsss… War an tu all ne glever komz nemet eus ar vugalegarerien evit ar gatoliked, ‘pezh n’eo ket kalz gwelloc’h. Marteze eo se talvoudegezh “égalité” e ger stur ar Stad ? Lakaat an eil re ken izel hag ar re all ?… Ma, siwazh n’eo ket ur c’hiz a vez kavet e bro c’hall hepken, trawalc’h eo teurel ur sell e bro Suis, Italia ha me oar… Pfff !

Gwelet e vez ne vern penaos emañ an darn vrasañ o treiñ daveto hepken, Alamagn ne fell ket dezhi prestiñ arc’hant da Hellaz, da skouer, met m’eo gwir evit ar broioù eo gwir evit an dud ivez. Pa oa bet izel mat an niver a dud o kemer perzh en dilennadegoù rannvro e Bro-C’hall e oa ankeniet lod tud, ha setu ma lavar din an aostrianez a zo o chom ganin n’eus bet nemet 48% eus tud Aostria evit mont da votiñ da zibab o frezidant… Boñ, ur prezidant doare Iwerzhon pe Alamagn eo, da lavaret eo dic’halloud pe dost, met memestra ! N’eo ket un arouez a zoare evit an demokratelezh, lakaomp.

Ha meskomp an daou dra, Breizh hag Europa, gant ar pezh a oa e Pariz hiziv, 1500 traktour, hehe, me zo sur e oa un darn vras anezho gant plakennoù 22, 29, 35, 44 pe 56 ^^ Traktourien war blasenn ar Republik e Pariz, setu ur skeudenn (hag ul luc’hskeudenn) a chomo e-pad ur mare d’am soñj, hag a vo diskouezet d’ar vugale vihan a-benn un neubeud bloavezhioù marteze, ur biz en nec’h hag ar gasketenn sanket don war ar penn, “Diouzh ma amzer me e oa labourerien douar e Breizh, ne oa ket tout ho embregerezioù teknologel, ne veze ket brudet Breizh evel pennaraog an araokadennoù, ni oa plouked, ni, lod gwir, ket vel an deknokratet daonet a zo bremañ !”… Hum, nann, e-giz se emañ dija, eil rannvro Bro-C’hall evit an nevezentizoù (goude Pariz), ha chomet eo skeudenn ar blouked, n’eus netra da ober ‘m eus aon. Pfff !

Sell ‘ta, keit ha ma ‘z on o komz eus skeudenn, ar re a zo war FaceBook o deus gwelet ar strollad “Prends-moi contre un mur et murmure-moi des cochonneries en Breton.” marteze, en eus ma lakaet da c’hoarzhin kalzig, daoust d’al live brezhoneg bezañ ken sec’h ha muzelloù mamm-gozh (double entendre, emezo e saozneg), pe ken izel hag he bronnoù kentoc’h marteze. Muioc’h eget c’hwerc’h mil a dud ennañ ! Ha petra fellfe da lod ? Lakaat skeudenn ur vigoudenn pe ur c’hozhiad en un c’hravazh kentoc’h eget ar c’houblad chikos a zo war ar skeudenn… Ah bah ya, ‘vel just, ha lakaomp Bécassine kement hag ober ? Evit ur wech ma oa un dra farsus ha ne oa ket re fall evit skeudenn ar brezhoneg ouzhpenn-se (daoust m’eo bet savet gant unan n’eo ket brezhoneger, d’am soñj)… Ad-pfff !

Boñ, bowling fenoz, ken ar c’hentañ, tudoù ^^





Tresañ ?

26 04 2010

Aha, dres pa lavaren da Ed n’em boa ket amzer evit tresañ… Gwir eo bepred, met ur wech kroget n’hellan ket paouez, setu perak emichañs e lavaran n’em eus ket amzer, nebeud am eus, ket a-walc’h evit echuiñ traoù, mar fell din labourat ! Alala ^^

Ma, c’hoant am boa da glask un dra disheñvel, ha kentoc’h eget ober un dresadenn gant bordoù du ha pep tra em eus klasket ober unan un tammig evel ul livadenn,da lavaret eo hep bordoù treset, met lod krouet gant al livioù/skeudoù. N’on ket boaz gant se tamm ebet setu em eus divizet ober se gant un dresadenn aes, ur penn hepken, penn un diaoul evit ma vefe aesoc’h labourat gant al livioù (aesoc’h kalz c’hwitañ skeudoù gwirheñvel war groc’hen tud… Ha ma ‘z eo forzh penaos e c’hellan lavar eo un diaoul ha mat pell zo, piv a oar penaos int sañset bezañ ? ^^)

Graert am eus neuze gant ur meskaj eus ar pezh a ouzan ober, kroget gant un drolinenn, met kentoc’h eget livañ enni em eus livet warni, hag he implijet a-benn gouzout e pe lec’h lakaat ar skeudoù/adskedoù… Aet on eus se :

Da se :

Ur penn siñpa, ‘keta ?

Ar sinoù hud un tammig am eus ouzhpennet war-lec’h, evit klask un nebeud “barroù-livañ” am eus o straniñ amañ hag aze, ha c’hoari gant an efedoù a c’heller lakaat war ar gwiskadoù ^^ Evel a welit e ro an disoc’h un efed livet, kentoc’h eget treset, ha n’eus linenn ebet da “dresañ” tresoù (c’hem…) an diaoul ^^ Laouen a-walc’h on gant an disoc’h e gwirionez 😉

Ma, setu, bremañ eo reeeet din paouez gant photoshop, pe ne yelo netra war-raok ^^





Sul #10

25 04 2010

Boñ boñ boñ, gant bordel bras ar sizhun-mañ em eus ezhomm amzer a-benn adtapout al lusk, war a seblant ! Met plijus adkavout an dud amañ, ha mont ‘maez ivez ^^ Netra gwelloc’h evit gwellaat an imor, neketa ?
Ma, n’em eus ker bet kalz amzer da sellet eus kalz traoù, hag un darn vras eus ar pezh am eus sellet a oa diwar-benn StarCraft II (miam, ur c’hoari-video a c’hortozer abaoe 10 vloaz ^^) ha Photoshop CS5 (da lavaret eo an hini a zeu, a zeu er-maez a-benn un nebeud devezhioù hag a zo digredus, me lavar deoc’h !), da lavaret traoù ne zedennfent ket kalz tud amañ ^^

Un nebeud traoùigoù memestra:

  • Space Monkey, graet gant WWF, soñj o peus eus ar varmouzed a veze kaset en egor ? Emañ unan du-hont c’hoazh ^^
  • When it Will Be Silent, skiant faltazi ? Iskis a-walc’h, ur bed… eee… goudeapokalipsel ? ^^’ N’eus ket kalz ‘istor’ da vat, ur film aergelc’h kentoc’h…

e saozneg 

  • The Raven, ur film a ra trouz war ar Gwiad er mare-mañ, skiant-faltazi, $5,000, efedoù graet mat a-walc’h… Plijus ‘m eus kavet, daoust m’eo berrig, hag e vefe ret ober un heuliad, a-dra-sur.

Hag evit echuiñ…

Seeeeeetu, warc’hoazh: labourat.





Piv ?

24 04 2010

An idle day is passing by
Rain is falling softly outside
I’m settling down, leaving aside
the dim, cloudiness in my eye

Ma spered pell o kantreal
Tra ma kendalc’h ar glav da zont
Ha me o kenderc’hel da vont
War dreuzoù tanav ar bed all

Si le ciel bas est voilé d’ombres
Quand le miroir gris de l’eau trouble
Me renvoie cette image double
Qui sont ces je, ne suis-je qu’un nombre ?

Ha ma ‘z on me meur a hini
Goulakaet er poull roufennet
Piv eo an hini zo bac’het
Piv an hini digabestret ?

De l’autre côté du miroir
Le rivage rouge de l’autre-monde
Ses promesses cuivrées si fécondes
Et son carcan de désespoir

Ar poullig dour o teñvalaat
Pa zeu didrouz ar c’huzh-heol
Kañv ma buhez, en e c’heol
Pa c’han an noz, hag eñ pellaat

The beat is slowly going down
Like an old blues song fading out
The saxophone, a final crown,
Softly weeps while I’m still in doubt





Skingomz

23 04 2010

Ah, so much evit skrivañ hiroc’h diwezhatoc’h, erru on er gêr ha kouezhet evel ur vrikenn war ma gwele. Toutou. Dont a rae ar perc’henn da gemer ar feurm mintin mañ ouzhpenn-se, neuze e oa ret din sevel, tamm pe damm. E gwirionez eo deuet gant 3 eurvezh dale (ludu ?), gallet ‘m befe kousket pelloc’h neuze, met kalz traoù am eus da ober. Gant tout an afer se em eus dale war ma labour, em eus c’hwitet un arnodenn… Traoù a zo da aozañ evit en em dennañ, mailoù all da gas, pellgomz marteze, goullo eo an armel ivez, ret ‘vo mont da brenañ traoù. Beuh. Graet ‘vo, graet ‘vo. Etre daou on neuze, laouen da vezañ distro a-benn ar fin, ha na gaout da wiriañ ar c’heleier ha lec’hienn Ryanair bep eurvezh, met war an tu all eo ret din plantañ ‘barzh bremañ, un hir a sizhun e vo.

Un dra vat a zo bet gant tout ar beajoù-se, mont-dont da Roazhon ha Naoned: dizoloet am eus ar skingomz en-dro (a-drugarez d’am lenner mp3 a zo un tuner ennañ, dreist-holl ^^). Boñ, n’eo ket aes en tren evel-just, dre ma cheñch ar gwagennoù bep 10 kilometr (ha sirius on)…. N’eus nemet ar skingomzoù brasañ a c’heller selaou didroc’h pe dost ( ha c’hoazh, Inter pe Info a dremen mat, met evit selaou eus France Cul… Erf, aze emañ an abadennoù dedennusañ koulskoude !). Ha me da soñjal er skingomzioù brezhonek neuze, peogwir en deus divizet ma empenn liammañ pep-tra d’ar yezh (petra ‘n ‘efe Freud da lavar diwar-benn se, hañ ?). Boñ, pell ‘zo ez eus ur abadennoù e brezhoneg (ah, RBO radio ar vro, RBI radio an ti ^^), pell pell zo zoken. Deuet omp a-benn da gaout traoù a zoare, skingomzioù rannvroel e brezhoneg penn da benn (Kerne, Arvorig FM, Bro Wened, hag all…), peogwir int be fin: kentoc’h eget ober pep hini e damm afer en e gorn e rannont o abadennoù, dre ma skignont dre zepartamant tamm pe damm. Marc’hatmatoc’h evito, selaouet muioc’h an abadennoù, abadennoù an devezh-pad pe dost, brezhonegoù a bep rannyezh e pep lec’h, n’eus nemet perzhioù mat. Ya met… Eee, ah bah netra, n’eus met ebet. Evit ur wech e teu an dud a-benn da labourat asambles, digredus ! Ya, sur on eo evel pep lec’h hag e vez brezelig, met un disoc’h a zo d’an nebeutañ, ‘pezh n’eo ket fall dija !

Mar lavaran em eus dizoloet ar skingomz hag e blijadurioù adarre e talvez ivez ne selaouan ket kalz eus ar post, o pezo komprenet. N’eo ket e kavfen displijus, hogen sonerezh a vez em diskouarn peurliesañ, pe dik-tik an douchennaoueg, diaes din selaou un dra bennak aketus hag ober un dra all war an dro (un empenn paotr, neketa ^^). Anat neuze e vefe e-kerzh beajoù e selaoufen, p’am beus netra all da ober. Ret eo lavar ivez ne gavan ket gwall zedennus an abadennoù a vez kinniget peurliesañ. Ne lavaran ket n’int ket mat, met ne zedennont ket ac’hanon. Ma vefe tabutoù dedennus, diwar benn ar gevredigezh a-vremañ, teknologiezh, an estrenvro, ma ne vefe ket ken kreizennet pep tra war Breizh e vefen dedennetoc’h (Me AbMyselfson, hañ, ma ali, netra all). Bed ar brezhoneg troet war-du e doull bepred ? (ha peseurt toull !) Marteze, met n’eo ket ur rebech da vat amañ, kit ‘ta da gavout brezhonegerien gouest da dabutal war seurt dodennoù… Pe… Kit da gavout brezhonegerien gouest da gomz brezhoneg… C’hem…

War a seblant ez eus poan a-wechoù o kavout brezhonegerien zereat da ginnig an abadennoù, n’eo ket dav goulenn re marteze neuze… Ur wech bennak e vefe ret ober un abadenn e galleg gant ur galleg ken paour, ha gwelet ar morad lizhiri klemm oc’h erruout… *huanadenn* Bahbahbah, daoust d’ar medium bezañ kozh e chom buhezek, ha dont a raio brezhonegerien nevez ivez, da harpañ an nebeud re ne reont ket poan d’am skouarn. Ha gwir eo emañ pell galleg ar skingomz a vezañ disi, oc’hoc’ho, ya, pell-tre.

Perak en em gavan o klemm bewech ma komzan eus ar brezhoneg, rhooo ! N’on ket un tad kozh c’hoazh koulskoude. Er c’hontrol zoken, ne lavaran ket e oa mat pep-tra a-raok, er c’hontrol, soñjal a ra din e vo gwelloc’h en dazont. Met evit gwellaat e vo ret mat komz eus pezh n’a ket, hañ ?





Argl

23 04 2010

Diwezhat on ! Ne oa wifi ebet e aerborzh Naoned (tss !)

E Shannon emaon aze, er bus o c’hortoz. A-benn un mare ez imp da C’halway… Hiroc’h a skrivin du-hont !





En diwezh

21 04 2010

Pa vez bet tennet dizamant
Mantell warezus holl ma skiant
Pa vez bet diskaret moger
Ma c’halon hesk, bresk ha tener
Pa vez bet roget geriadur
Ma santadoù ha ma natur
Pa vez bet pulluc’het didro
Ar spi am eus evit ma bro
Pa vez bet diverket taolenn
An dazont sklaer am eus em fenn
Pa vez bet dinac’het ma gwir
Da gaout ur perak ha peogwir
Pa vez bet nac’het din ivez
An disterañ preder nevez
Pa vez bet lamet diganin
Ma gwarezwisk eurvad boutin
Pa vez bet peurlazhet ennon
An tan a ra trid ma c’halon
Pa vez bet skrapet diganti
Holl ma c’harantez eviti
Pa vez bet difennet a-grenn
Huchal ma fulor a-bouez penn
Ne chom mui nemet en diwezh
An aon, ar c’hoant, ar boan, ar vezh





Emsav ?

20 04 2010

Ne zeuan ket a benn da soñjal er mare-mañ, re a draoù o c’hoarvezout, war a seblant e kav gwelloc’h ma empenn mont e stand-by da c’hortoz e sioulafe ar jeu. Ma digarezit neuze ma n’on ket dedennus er mare-mañ (pe neubeutoc’h c’hoazh eget boaz !). Met daoust ha sioulaat a ra un deiz bennak ? Un dra nevez a vez o c’hoarvezout bepred, mat pe fall. Ha ne ya ket an traoù kozh da get bepred.

Chom a ra prederioù, don en ho spered, a vez disoñjet a-wechoù, met a zeuio d’o kwelet en dro pa vezoc’h e foñs an toull pe e kalon an noz. Chom a ra traoù o pefe bet c’hoant da ober, traoù ho pefe bet c’hoant da ober gwelloc’h, ha traoù ho pefe bet c’hoant na ober. Hunvreoù ha gwallhunvreoù n’int ket gwall zisheñvel bepred.

Ha traoù zo ne vezont ket personel dre ret, hag a bad, hag a bad. Plijout a rafe din komz un deiz bennak eus bed ar brezhoneg, hep santout ar redi se da stagañ ul lost-ger -ig dezhañ. Plijout a rafe din e vefe muioc’h a dud dedennet ganeomp, ha gant hor yezh, e vefe dedennet ar gelted all ganeomp, daout ma ‘z omp war ar c’hevandir ha mouget gant hor Stad muioc’h c’hoazh eget m’int gant o hini… Plijout a rafe din e paouezfe an dud da chikanañ, hag e vefemp holl o labourat a gevred, c’hoant am befe e vije tud o sturiañ ar vag, kentoc’h eget bagigoù o vont gant ar red.

Pa oan e ti Gwenvred hon eus sellet eus luc’hskeudennoù eus kentañ Gouelioù ar Brezhoneg, ha traoù a bep seurt liammet gant an emsav, kozh -walc’h bremañ; ha zoken ma n’anavezen ket an holl dud dre o neuz (ha lod o deus cheñchet mat ivez ^^) e anavezen o anv, hag ar pezh o devoa graet tamm pe damm, ha gouzout a raen e oa bet ur mare dibar evit ar brezhoneg, ma oa an holl e barr o youl ha ma oa spi en dazont. Bremañ emaomp etre daou. Emañ kollet ar spi un tammig ‘m eus aon, hag ar youl muioc’h c’hoazh, emañ pouez an amzer war an emsav, an hevelep re o kas an teaoù aboae re bel marteze, hag o vont skuizh ganti, pa n’emaint ket oc’h ober an traoù fall. Ha war an tu all n’eus ket kalz a dud war ar renk, n’eus ket c’hoant gant ar remziad da heul kemer lec’h ar re a ro ur skeudenn ken dister eus ar stourm.

Rak stourmer e vezer c’hoazh pa gomzer brezhoneg, evel a lavar Stefan, metur stourm enepdomp hon unan ivez marteze. Terriñ ar soñjoù kalet, gwelet ar mad e lec’h ma vez ha strivañ da reizhañ ar fall. Pa c’hello ar vrezhonegerien yaouank bezañ klevet, pa ne vo ket ken stag an dud eus o faour-kaezh galloud, pa vezo an dud prest da reiñ adarre, pa vimp holl asambles, p’hon o ur raktres, mui pe vui, e vo tu, marteze, tremen eus ar stourm evit un doare bevañ d’ar bevañ end-eeun. Ne lavaran ket e oa mat pep tra a-raok, hag e oa an holl o kanañ gat al laboused ha gronet gant balafenned liesliv, ha chom a ra hiziv an deiz restachoù eus an emgannoù a zo bet, hag a zo c’hoazh. Daoust d’ar restachoù mat bezañ mat da gaoust eo aet ar re se da fall pell a zo, ha d’ar pod-lastez e rankfent bezañ kaset… Gant an dud ? Daoust a ret e vo kaout un disparc’h e bedig (!) ar brezhoneg evit cheñch an traoù ?

Da c’hortoz emañ prest al luc’hskeudennoù evit a-benn ugent pe dregont vloaz. Piv en do soñj diouzhimp ?





Liammoù, neuze :)

19 04 2010

N’on ket erru, me lavar deoc’h ! Nullet pep tra betek dimerc’her d’an nebeutañ… Ha ne ya ket ar goumoulenn war wellaat en Iwerzhon… Tsss ! Boñ, setu al liammoù am boa evit dec’h, peadra d’am lakaat da vousc’hoarzhin d’an nebeutañ 😉

Filmoù

Big Catch, haha, dispar, reiñ kement a bersonelezh da loened hep o lakaat da gomz, dispar ^^ N’eus ket da gaout aon evit dazont Pixar, Dreamworks hag all !

Umbrella, un doare hag un tem disheñvel penn da benn, met plijus kement-all. Plijout a ra kalz din ar re a ra tresadennoù-bev c’hoazh, ha ket bevskeudennoù hepken…

E saozneg

The last 3 minutes, anat a walc’h an titl, met pegen brav ar film ! Sellit e HD, ha bezit bammet pa lavaran deoc’h eo bet graet gant ur benveg luc’hskeudenniñ niverel hepken, ket ur c’hamera ! Ar C’hanon 5D… En deus servijet da filmañ lodenn ziwezhañ Dr. House ar bloaz- mañ er Stadoù-unanet ivez ! Fin ar melloù kameraoù ?

E galleg

Garde-fou, graet brav tre, dispar mouezh ar psy (ur Morgan Freeman gall, ur bli-ja-dur, ul lip-e-skouarn zoken ^^), hag ur fin eus an dic’hortozañ. Ne lavarin ket hiroc’h, met dispar em eus kavet.

Ul lec’hienn

The inability to solve war ar a cocktail party, n’eus netra da gompren, netra da vat ^^

Ul lec’hienn all am boa met ne ya ken en dro ken war a seblant, mar distro en lakain ar sizhun a zeu… Ale, distreiñ a ran d’ar c’heleier meteo…





Sul daleet (en abeg d’ar menez-tan, sur ‘walc’h)

18 04 2010

Ah, e ti Gwenvred emaon, gant ar spi am boa gellout kemer ur c’harr-nij warc’hoazh, hogen nullet eo bet an holl gant Ryanair betek dimerc’her, distro d’ar gêr neuze !

N’emañ ket al liammoù ganin war an urzhiataer-mañ, kemmañ a rin an notenn diwezhatoc’h pe krouiñ unan nevez ^^

Un devezh plijus eo bet ken-ha-ken, ha vat a ra bezañ gant brezhonegerien all, ha klevet pouezioù-mouezh all. A-benn ar fin e komzan kalz muioc’h a vrezhoneg eget a c’halleg, evel am eus graet a-hed ma buhez. Un dra vat pe get, ne ran ket gwall vann e gwirionez, e-giz-se emañ, hag un dibab en ur mod, komz brezhoneg pa ouzomp holl galleg, met un dibab a zo anat ha didro. Aze emañ ar spi . (ha mat e oa ar boued ^^)

Ken ar c’hentañ neuze ^^





Tresañ III (an dial)

17 04 2010

Ale, peont eo echuiñ neuze. Goude bezañ lakaet livioù e seblant un tammig plat ar skeudenn c’hoazh, hag evit gwellaat anezhi e vefe ret lakaat skeudoù hag adskedoù. Daou zoare a implijan evit-se: ar ar pezh a vez anvet cell-shading pe hard shadows da gentañ, skeudoù kalet, boutin-tre en tresadennoù-bev hag er mangaoù, a zo skeudoù anat-tre o bordoù, e lec’h ma tremener eus skeud da ziskeud en un taol; war an tu all e ran ivez gant soft-shading (skeudoù dous, neuze), a vez kalz sutiloc’h, met diaes da implij evit un dresadenn-vev (pa vezer o tresañ skeudenn ha skeudenn eo kalz aesoc’h ober bordoù sklaer kentoc’h eget kalsk adober efedoù sutil bewech, anat deoc’h !).

Pa ran gant ar cell-shading e krouan ur gwiskad nevez a-us da bep liv peurvuiañ, ha tresañ war ar gwiskadoù-se gant ul liv dibabet ganin, teñvaloc’h evel-just, hag gant ul liv sklaeroc’h eget an hini orin da c’houde evit an adskedoù. Ret eo tresañ anezho da vat, hag implij ur barr-livañ bordoù kalet dezhañ (da lavaret eo ne ya ket al liv war sklaeraat war vord al linenn a dresit). Efedoù dedennus a ro:

Mar grit gant ur soft-shading e raio gwirvoudeloc’h an disoc’h peurliesañ, dre ma vez boaz al lagad da welet skeudoù dous er bed tro-dro, war ar c’hroc’hen dreist-holl. Evit ober anezhañ amañ em eus implijet 2 ostilh a zo gant photoshop, evit teñvalaat ha sklaeraat al livioù. Ne grouan ket ur gwiskad nevez d’ar mare-se peogwir e labourer war al livioù a zo aze dija war-eeun (gellout a reer eilañ ar gwiskad ma vezer parano). Un tammig aesoc’h e c’hell bezañ peogwir n’eus ket da zibab al livioù a fell deoc’h, lakaat a rit an ostilh war al lec’hioù a fell deoc’h skeudiñ, ha pouf pouf. Memestra evit ar sklaeraat. Setu ‘pezh a ro:

Gellout a reer implij an ostilhoù se evit ober cell-shading ivez, en ur zibab ur bord kalet dezho, met n’eo ket ken aes, mar tremenit div wech er memes lerc’h e vo teñvaloc’h eget al lec’hioù ma ‘z oc’h tremenet ur wech hepken, ar pezh a dorr tout an efed cell-shading, hehe ^^ Ar pezh a  c’hell bezañ ur gudenn gant ar soft shading a zo e kas buan d’un efed ‘lateks’, re lufrus, ar pezh a zo iskis p’emaoc’h o livañ dilhad koton, da skouer. Ret eo c’hoari un tammig. Evel-just e c’heler meskañ an teknikoù ivez 😉

Setu setu, gellout a rafen ouzhpennañ ur foñs, marteze, met n’eo ket re fall an disoc’h, petra ‘soñj deoc’h ?

Dre ma ‘m eus amzer da goll war a seblant (n’eo ket gwiiir !), setu ur vevskeudenn vihan war ma doare livañ, gant ar cell-shading peogwir n’eus ket tu da ober ur .gif gant kement a arlivioù hag ar pezh a zo en doare all :

Bonus droch, al livioù all gant skeudoù ivez ^^ (pa lavaran deoc’h e ya buan tre cheñch al livioù ^^), ha trugarez d’an holl re o do lennet, spi ‘m eus e oa dedennus un tammig 🙂





Taol-arnod ha tresadennoù

17 04 2010

Hop, hop c’hoant am eus klask un nebeud traoù gant WordPress, ar sontadegoù hag an tolpadoù skeudennoù, ha lavaret am boa da Chen e kinnigfen livioù all evit an dresadenn emaon o tisplegañ… Greomp an tri war an dro neuze !

Un taolig bazh-hud  ha cheñchet al livioù ! (ma, ket da vat, un ostilh a zo anvet e-giz-se ‘barzh photoshop met n’am eus ket implijet anezhañ ^^) Hiroc’h eo lakaat skeudennoù e korf un notenn eget cheñch o liv, hehe ! Setu ar skeudennoù neuze (gellout a rit klikañ warno d’o brasaat, ‘(fell ket din ober un notenn 10 kilometr diouzhtu ^^):


Hag ar sontadeg da c’houde ^^ Boñ, traoù a chom da dreiñ, hañ, met mont a ra war-raok, ha c’hoant ‘m eus ‘gwelet ma ya en-dro… Daoust ha gellout a rit votiñ da welet ? (ha pa ne vefe ali ebet ganeoc’h zoken ^^) Dre m’eo ul lec’hienn all, liammet gant WordPress, n’ouzon ket re penaos e ya en-dro (na ma c’hellimp treiñ da vat ?)… N’eo ket gwall bouezus an disoc’h forzh penaos ^^

Trug’ !





Tapet er gêr

16 04 2010

Aha, war a seblant ne fell ket da Island ma lezel da vont da Iwerzhon en-dro ! Ólöf, te ‘ni eo ‘zo kaoz ? ^^ Hehe, ne vefe ket direnkus ma n’em befe ket traoù da rentañ du-hont hag arnodenoù da gaout ! Stress ? Me ? Taaaaaaaamm ebet :\

Un dro gaer evit ar bigi avat, dibosubl mirout ur plas war ur ferry bremañ, aet int holl ! Mont war-neuñv pe gant un aerlestr bennak savet em liorzh ? Mar soñjan kreñv-tre e yelo ar goumoulenn kuit martez, hehe. Den ne oar ma pado un nebeud devezhioù pe ur c’hantved, siñpa, kalz traoù a zo da zeksiñ gant mab-den, neketa. Ha ni o prientiñ beajoù da Veurzh n’anavezomp ket an Douar ken mat-se e gwirionez (ar meurvodroù a zo diana a-walc’h, da skouer…).

Alala, ha ret eo gwareziñ ar blanedenn ? Hahaha,  mat-tre e ya ar blanedenn. An dud ‘ni eo a zo en arvar ! Ur pennad stur dedennus a oa gant Libé hiziv o komz diwar-benn-se just a-walc’h… Ne lennan ket Lib” boaz met klask a reomp heuliañ ar pezh a c’hoarvez ^^ Bah, gwelet vo penaos e tro an traoù, ha disgreskiñ a raio an derez-gwrez un tammig a-drugarez d’al ludu 😀





Tresañ II (an distro)

16 04 2010

Neuze, lavaret am boa e tisplegfen un tammig sklaeroc’h petra ‘oa ar gwiskadoù, e ken degouezh ma n’anavezfer ket seurt poelladoù. Lakaomp e tresit ul linenn war Paint (pe war ar poellad diazez war Mac, pe forzh pe boellad-tresañ ‘diazez’), mar cheñchit liv hag e tremenit gant al liv nevez e lec’h m’emañ al linenn ho poa graet e tremeneo al liv nevez war-c’horre hag e vo ‘diverket’ al linenn orin. Se a zo aes a-walc’h da gompren, mont a ra en-dro evel peñtur, ur gwiskad o kuzhat egile da vat.

Gant poelladennoù arbennikoc’h evel ‘toshop e c’heller disrannañ ar gwiskadoù, kuit dezho diverkañ an eil egile. Setu ur skouer aes-tre, treset am eus teir linenn, pep hini war ur gwiskad disheñvel (layer e saozneg, calque e galleg):

Evel ma welit gant ar panell war ar c’hostez emañ ar gwiskad uhelañ er panell a-us d’an holl re all er skeudenn ivez, hogen aze an dedenn, tu a zo da cheñch urzh evel a fell deoc’h:

Hop, ar ruz e laez ar panell, ha war al livioù all bremañ, hep o diverkañ dre m’emaint holl dispartiet. Diniver an traoù a c’heller ober gant se, ha dedennus-tre ivez ar fed ne c’hellfed labourat nemet war ur gwiskad war an dro (peurliesañ), da lavaret eo n’o peus ket da soursial eus al livioù all p’emaoc’h o cheñch un dra bennak en ur gwiskad resis. N’eo ket ret disrannañ ar gwiskadoù dre liv, gellout a rit lakaat forzh petra en ur gwiskad. Gwelit se evel kement a dresadennoù, meur a b/Paint an eil war egile ^^ Ma, spi ‘m eus eo sklaeroc’h gant skouerioù 🙂

Hop hop, o kenderc’hel gant skeudenn dec’h neuze !
Ur wech echuet an trolinenniñ ganin, war ur gwiskad nevez evel am boa lavaret, e krogan da lakaat al livioù. Un doare aes a walc’h a zo ganin evit o merañ; ur gwiskad, ul liv. ^^ Aze em eus dibabet mont gant livioù retro un tammig, orañjez ha glas evit he unwisk. Lezet am eus an tokarn e gwenn, met gellout a ra cheñch ^^ Evit poent n’eus emet gwiskadoù unvan, braswiskadoù ma fell deoc’h.

Setu ar skeudenn neuze,

ha setu da betra e tenn ma fanell gwiskadoù bremañ:

Dre m’emañ an drolinenn e krec’h ar panell on sur ne vo ket kuzhet hag e c’hellan lakaat al livioù a daolioù ledan gant ar barr-livañ ^^ Plijout a ra din dispartiañ dre liv, met war raktresoù brasoc’h e c’heller ober dre bezh-dilhad da skouer pe dre dudenn… Gellout a reer strobañ gwiskadoù e strolladoù ivez, evit adkavout an hini a fell deoc’h buan. Un dra all a zo plijus gant ar gwiskadoù, ha gant ar rannañ dre liv, a zo e c’hellit cheñch ul liv a-bezh buan tre. Lakaomp ne blijfe ket ar glas-se din ken, kentoc’h eget diverkañ hag adlivañ gant ul liv all e c’hellañ cheñch ar gwiskad buan-tre 🙂

Warc’hoazh e vo lakaet un tammig volum, un tamm bos dezhi 🙂





Yezhahudur

15 04 2010

Plijadur ha kemmadur
Hudur bed ar yezhadur ?
Reizh ha gour ha lavarenn
Ma rannig-verb ez araogenn ?

Barennig-stagañ c’hadal
An anv-gwan o c’hedal
Kerkent aet ar ger-mell kuit
E vez kevrennek, me lâr dit !

Kevreañ hag ereañ
Al liesterioù reizhañ
Displegañ betek bout klañv
Ar verb karout en tu gouzañv

Raganv o perc’hennañ
Derezioù an doareañ
Doare-gourc’hemenn em skouarn
“Huch ma anv gwan ha kadarn !”





Tresañ !

15 04 2010

Hophophop, distro ag ar preti ^^ Hag eno e oa Ermeline, a oa ganin er Skol-Veur, hag e Strasbourg/Alamagn er mare-mañ sañset ^^ Pa gomzen eus gwelet tud n’hon oa ket gwelet abaoe pell ^^

Kinnig a ran ober un tamm arnod, evit klask traoù nevez; gwelet e vo un tammig penaos e labouran gant ar skeudennoù a livan dre urzhiataer, peogwir ne ran nemet prometiñ deoc’h e rin ^^ Ur skeudenn am eus damechuet dija, met ken merglet on em eus graet ur bern fazioù droch, hag on aet fae ganti, ah ! Lod all a zo dre eurvat.

Hiziv neuze e vo an an tres diazez, da vezañ kendalc’het warc’hoazh, hehe ^^

Un tamm skiant-faltazi da gregiñ, lomanez un aerlestr bennak. Un nebeud kudennoù a zo ganti marteze, met laouen a-walc’h on a fed anatomiezh, laouen a-walc’h evit derc’hel da vont ganti, bepred.

Graet am eus an dresadenn war baper, gant ur c’hreion koad, hag adlabouret un tammig betek bezañ laouen ganti tamm pe damm. Da c’houde em eus adtremenet an trolinennoù e du gant ur stylo (ar moanañ ar gwellañ), ha kaset d’ar skaner. Peurliesañ e tiverkan ar c’hreion-koad evit buanaat an adlabour war an urzhiataer, met plijout a rae ar skeudoù orin din, neuze em eus lezet pep-tra ha skanet kerkent.

Implij a ran Photoshop CS4 evit al livañ (a-drugarez d’ar Skol-Veur ^^)… Hag eno em eus cheñchet al ‘liveoù’ evit tennañ ar gris ha derc’hel an du hag ar gwenn hepken. Ma vezer sirius ec’h adtremener an holl linennoù gant an ostilh ‘pluenn’, evit kaout un tres brav. Mar greer e-giz se n’eo ket dav tremen an drolinenn gant ar stylo a-raok peogwir emaoc’h o trolinennañ war an urzhiataer diouztu ^^ Me avat a zo lezirek, setu em eus truchet un tammig (kalz), betek kaout un drolinenn zereat, kinniget a-us. Ar pezh a zo dedennus gant poelladoù evel Photoshop (pe Paintshop Pro pe Photofiltre pe the GIMP pe Lodallc’hoazh [unan mat-tre hemañ ^^]) a zo e c’heller labourat war gwiskadoù disheñvel, da lavaret eo n’emañ ket an holl dresoù war an hevelep live, lod a zo a-dreñv pe zirak, ha n’eo ke dav diverkañ ul linenn pa fell deoc’h tremen a-us dezhi, ar pezh a zo dispar evit merañ al livioù –hag ober fazioù.

Emañ an drolinenn zu en ur gwiskad treuzwelus neuze, a-us d’an holl re all, evit gellout lakaat al livioù evel ‘m eus c’hoant hep soursial eus diverkañ an drolinenn zu. Ya ? N’ouzon ket m’eo gwall sklaer evit unan n’en defe biskoazh implijet seurt poelladoù. Un displegadenn gant skeudennoù a rin warc’hoazh, a-gevred gant heuliad an dresadenn-mañ ^^

Lavarit din peseurt liv lakaat d’he unwisk, ha roit un anv dezhi, da c’hortoz ^^





Skrivagnerien

15 04 2010

Goulenn a rae Stefan an deiz all petra e oa bezañ ur Skrivagner, pe petra ho lakae da vezañ lakaet da skrivagner kentoc’h, difoc’het diouzh ur skriver. Piv a lavar n’eo ket resis geriaoueg ar brezhoneg ? Darbet eo bet din respont gant un evezhiadenn meur a-wech, kent diverkañ ar pezh am boa skrivet, a oa re luziet, evel ma oa ma soñjoù.  Gwir eo eo diaes termeniñ piv a zo skrivagner a piv ne ra nemet lakaat gerioù an eil re war-lerc’h ar re all.

Evidon me eo sklaer un dra: skrivagner e vezer pa vezer lennet. Gellout a reer duaat pajennadoù ha pajennadoù, ma n’eus nemedoc’h ouzh o lenn n’eus ket ur skrivagner ac’hanoc’h, un danvez-hini marteze, met ur skriver hepken evit mare. Ur skrivagner a vez lennet, hervezon; ne vez roet enoran titl-se nemet d’ar re a zo deuet a-benn da skrivañ mat a-walc’h da zedenn tud, da gas anezho eus ur penn eus an istor d’ar penn all. Ar vrizskrivagnerien ho lakao da baouez e kreiz, dre ziouer a zonezont marteze.

Dre se e lavaran amañ tamm pe damm eo an embanner a zivizh ma ‘z oc’h ur skrivagner pe get. Ma ne vezit ket embannet ne vo ket kalz tud da lenn ho skridoù, hag e bed ar brezhoneg nebeutoc’h c’hoazh. Koulskoude e c’hell skridoù paour-razh tremen, ha bezañ embann, dre ziouer marteze. War an tu all eo aes bremañ skignañ e destennoù war an Etrerouedad, kalz aesoc’h eget na oa an emembann (sic), postañ arc’hant en ho skridoù, hep gouzout re vat ma vezint gwerzet. War Internet d’an nebeutañ n’hoc’h ues ket da baeañ. Gant ar berzh a ra an e-levrioù (pe Levrel, pe ebook, pe lennerezh-tredan pe me-oar-me) e vo aesoc’h aesañ kinnig testennoù a vezo lennet evel forzh pe levr all. N’eo ket anat an difoc’h neuze, bremañ ma c’hell skrivagner ha skriver tizhout an dud. Met gouest e vo ar skrivagner d’o derc’hel, d’o lakaat da zont da glask skridoù all.

An tu arzel a c’hellfer arguzenniñ devezhioù-pad. Piv a c’hell barn an holl levrioù ? Traoù zo a blij da lod ne blijont ket da lod all (eh, berzh a zo gant Twilight, hañ…), diaes keñveriañ Dickens ha Rowling, ha koulskoude ez eus skrivagnerien eus an daou. Techet e vefent da ‘skrivagnelaat’ unan en defe ijin, da zifoc’hañ diouzh ur c’hazetenner a zle adkas ar fedoù. Ijin en istor pe ijin en doare d’e gontañ, ijin gant ar yezh. Ur skrivagner a c’hell c’hoari gant ar gerioù, a c’hell mont pelloc’h gant ar yezh eget ar pezh a c’hell ur c’hazetenner ober, peogwir n’eo ket ar mennozh a zo pouezus bepred, met an doare a-wechoù. C’hoari re gant ar yezh ne servij da netra kennebeut, gwir eo, met ne vo ket touellet al lennerein gwall bell: ma n’eus dedenn ebet gant ho skrid ne vo ket lennet, pik.

Skrivagner e vezit neuze pa vez mat a-walc’h o skridoù evit ho lennerien. Ur skrivagner mat a zo un afer all.

p.s.: emañ ar bed a-enepdon, mont a reomp d’ar preti fenoz da lidañ deiz-ha-bloaz an tadig, n’ouzon ket re da bet eur e vin distro neuze n’ouzon ket m’am bo amzer da lakaat traoù all hiziv  >__< Ma, gwell a se evit ma c’hof memestra ^^