Marteze eo disheñvel ar bloavezhioù 2000 eus ar pezh a veze ijiniet pell ‘zo, ha dipitus sur a-walc’h war dachennoù zo (oc’h adsellout ouzh Blade Runner e oa an deiz all, e 2016 emañ sañset c’hoarvezout !), met war traoù all emeur en ur bed faltazius a-walc’h memestra, a zo deuet buan da cheñch, em lâren an deiz all.
O kuitaat ma labour e oan, da vont d’an ti-gar. Ne oa bilhed-tren ebet ganin c’hoazh, setu me neuze da brenañ unan gant arload an SNCF war ma foellgomz, ha gwiriañ kement hag ober ma oa dale gant an tren. Da Roazhon edon o vont, hag e-kerzh ar veaj e lennen ar c’heleier war lec’hienn Libé pa resevis ur postel mallus. Goude bezañ gwiriekaet un dra diwar ur fichennaoueg pellgarget em dropbox e respontis ken aes ha tra. Un endervezh karget a bellgomziñ e oa, war a seblant, peogwir e voen galvet diwezhatoc’h, ha me da respont (en trepas), pa ‘z ae an tren da 130 d’an eur, kudenn ebet.
Ma, nebeut a-raok erruout e Roazhon e oa diwezhat a-walc’h dija, ha naon em boa, evit lavar gwir (tremen 9e e oa), ha me da soñjal neuze e c’hellfen gourc’hemenn boued, dre ma n’em boa mui netra er gêr. Bip-bip-boup, Ur sell war arload ar STAR da c’houzout tro pet eur e oa ur bus en ti-gar ha pegoulz e vefen er gêr, un dro war hini an ti-bank da c’houzout ma oan bet gopret, un dro all war lec’hienn un ti-pizza nepell diouzh ma ranndi, ha graet an taol, gourc’hemennet ar pizza, paet en tren hag all, a vefe prest rik-rak pa dremenfen e-biou d’ar stal. Laouen da vezañ sur da zebriñ e c’hellis distreiñ d’ur c’hoari bennak da abuziñ ma amzer, hep soñjal ur mare pegen digredus e oa gellout bezañ kelaouet, kehentiñ dre skrid, dre vouezh, dre skeuden ha me oar, klask kement tra, paeañ didrabas, pep-tra diwar un draig bihan a-walc’h da zerc’hel em dorn.
An dazont, a lâran deoc’h, futura 3000.
War an tu all, evel-just, n’em eus bet da gomz gant den ebet evit ober darn vuiañ an traoù-se, ha tristik eo emichañ e vefe nebeutoc’h a zarempredoù etre an dud war ar pemdez, daoust ma vefe tu da lavar ivez eo ken aes ha biskoazh kehentiñ (betek regehentiñ a-wechoù sur ‘walc’h) : dec’h e oan o komz gant mignoned din er Stadoù Unanet hag e Breizh-Veur, dre bellgomz, digoust, dre ma oa dre internet. Piv en defe kredet e vefe ken aes ken buan ?
Pa welan neuze ar pezh a zo o tont, an Occulus Rift pe HoloLens Microsoft da skouer, e em c’houlennan penaos e vo ar bed a-benn 10 vloaz, 20 vloaz… Ha pegen faltazius e c’hello seblantout. D’am soñj e vo kalzik traoù o cheñch c’hoazh… Gant ma vo war an tu mat !
Hag ur gerig memestra evit ar brezhoneg, ret e vo d’ar yezh adpakout an dale spontus a zo ganti war an teknologiezhioù nevez-se. P’o deus an dud da zibab etre un doare buan hag aes hag unan hiroc’h e raint hini an aesañ kinnig, peuliesañ. Evit skrivañ un sms, da skouer, eo kalz aesoc’h ober gant un douchennaoueg a zivino ho kerioù (hag o reizho) kentoc’h eget skrivañ lizherenn dre lizherenn evel m’eo ret ober c’hoazh e brezhoneg (daoust ma vefe aesoc’h gant an arload c’hwerty, da skouer). Keit ma ne vo ket seurt traoù e brezhoneg (a zo anezho e yezhoù bihan all!) e vo aesoc’h mont e galleg evit ur bern tud, siwazh. N’eo ket aes broudañ an dud d’ober re a strivoù war ar pemdez…
D’am meno em boa bet ar gaozeadenn-se ganit gwechall gozh pa oamp yaouank (^^) met n’on ket tamm ebet plac’h an smsoù otomatek, kentañ tra a ran gant ur pellgomzer nevez eo tennañ an T9 dre ziouer. Gwir eo e skrivan kalz e brezhoneg ivez ‘vel ma lârez, eo torr-penn da vat.
Me ‘m eus lennet da bennadoù gant wifi digoust an SNCF pa oan o c’hortoz ma zren! 5 bloaz dale ganin d’an nebeutañ met plijus ‘oa 😀