Ale, peont eo echuiñ neuze. Goude bezañ lakaet livioù e seblant un tammig plat ar skeudenn c’hoazh, hag evit gwellaat anezhi e vefe ret lakaat skeudoù hag adskedoù. Daou zoare a implijan evit-se: ar ar pezh a vez anvet cell-shading pe hard shadows da gentañ, skeudoù kalet, boutin-tre en tresadennoù-bev hag er mangaoù, a zo skeudoù anat-tre o bordoù, e lec’h ma tremener eus skeud da ziskeud en un taol; war an tu all e ran ivez gant soft-shading (skeudoù dous, neuze), a vez kalz sutiloc’h, met diaes da implij evit un dresadenn-vev (pa vezer o tresañ skeudenn ha skeudenn eo kalz aesoc’h ober bordoù sklaer kentoc’h eget kalsk adober efedoù sutil bewech, anat deoc’h !).
Pa ran gant ar cell-shading e krouan ur gwiskad nevez a-us da bep liv peurvuiañ, ha tresañ war ar gwiskadoù-se gant ul liv dibabet ganin, teñvaloc’h evel-just, hag gant ul liv sklaeroc’h eget an hini orin da c’houde evit an adskedoù. Ret eo tresañ anezho da vat, hag implij ur barr-livañ bordoù kalet dezhañ (da lavaret eo ne ya ket al liv war sklaeraat war vord al linenn a dresit). Efedoù dedennus a ro:

Mar grit gant ur soft-shading e raio gwirvoudeloc’h an disoc’h peurliesañ, dre ma vez boaz al lagad da welet skeudoù dous er bed tro-dro, war ar c’hroc’hen dreist-holl. Evit ober anezhañ amañ em eus implijet 2 ostilh a zo gant photoshop, evit teñvalaat ha sklaeraat al livioù. Ne grouan ket ur gwiskad nevez d’ar mare-se peogwir e labourer war al livioù a zo aze dija war-eeun (gellout a reer eilañ ar gwiskad ma vezer parano). Un tammig aesoc’h e c’hell bezañ peogwir n’eus ket da zibab al livioù a fell deoc’h, lakaat a rit an ostilh war al lec’hioù a fell deoc’h skeudiñ, ha pouf pouf. Memestra evit ar sklaeraat. Setu ‘pezh a ro:

Gellout a reer implij an ostilhoù se evit ober cell-shading ivez, en ur zibab ur bord kalet dezho, met n’eo ket ken aes, mar tremenit div wech er memes lerc’h e vo teñvaloc’h eget al lec’hioù ma ‘z oc’h tremenet ur wech hepken, ar pezh a dorr tout an efed cell-shading, hehe ^^ Ar pezh a c’hell bezañ ur gudenn gant ar soft shading a zo e kas buan d’un efed ‘lateks’, re lufrus, ar pezh a zo iskis p’emaoc’h o livañ dilhad koton, da skouer. Ret eo c’hoari un tammig. Evel-just e c’heler meskañ an teknikoù ivez 😉
Setu setu, gellout a rafen ouzhpennañ ur foñs, marteze, met n’eo ket re fall an disoc’h, petra ‘soñj deoc’h ?
Dre ma ‘m eus amzer da goll war a seblant (n’eo ket gwiiir !), setu ur vevskeudenn vihan war ma doare livañ, gant ar cell-shading peogwir n’eus ket tu da ober ur .gif gant kement a arlivioù hag ar pezh a zo en doare all :

Bonus droch, al livioù all gant skeudoù ivez ^^ (pa lavaran deoc’h e ya buan tre cheñch al livioù ^^), ha trugarez d’an holl re o do lennet, spi ‘m eus e oa dedennus un tammig 🙂
Evezhiadennoù nevez