Argl

5 11 2010

Hohoho, sellit ar pezh a zo erru >_<

Met pebezh penn istrogell, alala ! Me lâr deoc’h…

Lezet am eus an tamm stern ma vez resevet al luc’hskeudennoù enno war honnez (ma, troc’het eo met boñ…), da brouiñ e oa ar skol-veur mat 😀

Ah, James Browne hag e sae vigoudenn ^^ Hag aze emañ an diplom en hon daouarn ^^ Skrivet eo:

Universitas Hiberniae Nationalis

Testantur hae literae Diploma

in Artibus

in Universitae Hiberniae Nationali apud

Galviam, quae Universitas particeps Universitatis

Hiberniae Nationalis rite constitua est

ad

Moran Dipode

delatum esse

 

Die xxi Mensis Octobris mmx

 

Met, memestra, pebezh penn istrogell ! Pe istrogellus, marteze 😉





Ha distro !

3 11 2010

Ya, ya, dale a zo ganin, met re vuan e tremen an amzer ! Ur spont. Ar vakañsoù, sur a-walc’h, hag an distro a C’halway (a zo bet folklo un tammig, memestra, daoust ma ‘z on erruet e koulz ha pep-tra ^^). Hiraezh, emichañs. Pe re a draoù da ober ! Un dibenn-sizhun a oa gant Kejadenn e Malastred, ha me e Karaez  buan-ha-buan da sadorn (siwazh, n’on ket chomet gwall bell ha n’em eus gwelet hini ebet ac’hanoc’h !) Tud a oa, memestra, levrioù dedennus… Nebeutoc’h. Soñjet am eus prenañ Buhey Prevez Lola P., da c’hoazhin un tammig (pe leñvañ, marteze), met boñ, reiñ arc’hant da EB a zo ur ranngalon, neuze n’am eus ket ^^ Ma c’hell hini pe hini e brestiñ din… Hehehe ^^

E saloñs Pluguen e vin disul a-zeu, evit ar re a fellfe dezho ma gwelet 😉 Un diviz a vo diwar-benn al levrioù evit ar re yaouank (ehehe). D’am soñj e c’hell bezañ dedennus, ha divizoù all a c’heller kaout en davarn da c’houde, hañ 😀

Plijus-tre eo bet an dibenn-sizhun e Malastred, ha kaozeadennoù eus an dedennusañ am eus bet eno, diwar benn dazont ar brezhoneg, ar skriturioù, ar rannyezhoù hag o fouez-mouezh. Ma, hanter-vezv e oamp, hañ, sur a-walc’h, met dedennus-tre e oa koulskoude (pe a-drugarez da se ^^), ha daoust ma ne oamp ket a-du da vat e oa plijus gwelet e c’hellemp komz ha breutaat, digor a-walc’h hor speredoù da gompren sav-poent ar re all. Spi a zo evit an dazont, d’am soñj, ha spi evit an amzer-vremañ ivez, am eus desket. Ma, n’eo ket gwall sklaer tout-se hep ar gaozeadenn, ha n’em eus na c’hoant nag amzer da zisplegañ pep-tra amañ :p En un davarn gant ur banne hag un nozvezh dieub, marteze 😉 (ya, ya, tavarnioù e pep-lec’h, emaon o tistreiñ eus Iwerzhon, pe’a!)

Ah, Galway, pebezh kêr dispar ! Ha pegen iskis en em gavout du-hont en-dro, evit un digarez a-seurt-se dreist holl. Souezhet e vez an holl du-hont pa vez lavaret dezho e resevomp hon diplomoù dre lizher, pe mont d’o c’hec’hat er sekretourva… N’eo ket gwall c’hlamour ! Amañ e vez ar bal de prom’ e fin ar bloaz ha tout, hag al lid evit reiñ an diplomoù, neuze ^^ Doare ar skolioù-meur Amerikan, a lavaroc’h moarvat, gant ar ‘sae’ hag an togoù karrez (evit ar merc’hed hepken, da aroueziañ ez eus un dra bennak a-us dezho, war a seblant, ha n’hellint biken mont ken uhel hag ar baotred, siñpa, neketa ? Ma, an arouez eo bet en orin marteze, hañ, n’eo ket ar spered a zo bremañ ken ^^). Hogen n’eus netra Amerikan gant al lid, saoz eo penn da benn, hag hogos digemm abaoe krouidigezh skolioù meur Iwerzhon gant ar rouantelezh saoz (1592 evit Trinity College e Dulenn, 1845 evit hini Galway, a oa evit ar gatoliked pa oa Trinity evit ar brotestanted hepken; Oxford a zo eus an 11vet, Harvard eus 1636, evit kaout ur soñj ^^). Savet e oa bet ar re Amerikan war ar patrom saoz, forzh penaos.

 

War ar skoed zoken emañ arouez ar impalaeriezh saoz, al leon; an delenn o vezañ evit Iwerzhon, an erer du hag ar vrec’h wenn evit proviñs Connacht, ar vag evit Galway hag al levr evit aroueziañ eo ur Skol-Veur. Evit lec’hiañ ar skol-veur eo, e gwirionez, eus an uhelañ galloud d’an hini lec’hel, gant doue a-us dezho holl dre al lavarenn latin. Pa oa bet savet ar Skol-Veur e oa ur c’h/Queen’s College (evel m’eo hini Belfast c’hoazh), ha n’eo ket bet cheñchet ar skoed dibaoe.

 

Anyway, chomet eo tost a-walc’h al lid, evel ma lavaren, eus an hini a veze er penn-kentañ, gwisket e vez an holl studierien gant ur sae hag un doare skerb, hag ar gelennerien ivez, gant saeoù bravoc’h, lakaomp, kinklet evel ma c’helle an dilhad sul bezañ e Breizh-Izel (Glazik pe Vigoudenn, lakaomp, ar binvidien :p Doare bigoudenn e oa hini ar prezidant, m’am eus soñ mat, gant broderezh melen ^^). Ha dilhad sul  a oa da gaout dindan ar sae ivez, evel-just, sellit eus ar baja-mañ o paboriñ, tsss ! N’eus ket peadra da vezañ fier koulskoude, darbet e oa bet din na gavout un dilhad a yafe mat din, pe ar bragoù pe ar chupenn a vanke e pep stal, ha n’ae ket al livioù asambles ha patati ha patata, betek ma kavfen hemañ, memestra ! Forz penaos e oa da vezañ kuzhet gant ar sae/kapenn, met ne oan ket sur c’hoazh e c’hellfen kaout unan, dre ma oa ret o c’hourc’hemenn, sañset ! Hag e gwirionez n’em eus bet ma hini (ar sae, neuze) nemet un nebeud munutennoù a-raok ma krogfe al lid. Pfioù ! Ma, n’eo ket ret kaout unan, met pa vez an holl o wiskañ unan e ra kloch un tammig bezañ hepti, hañ ^^ Met unan am eus bet, neuze, hag a-boan kavet ma flas ganin e vez goulennet diganeomp sevel tra ma tremen pennoù ar c’hevrennoù etre an daoù vloc’had kadorioù, da vont da azezañ e-kichen al leurenn ma pign ar prezidant hag un nebeud kelennerien a-enor warni. Paour-kaezh kelennerien all, a ran chom azezet e trañ al leurenn a-hed an abadenn, ha mont kuit er fin, gant sonerezh, setu holl, hag a-hed ar sizhun !

Ha kregiñ a ra al lid… e latin ! Eh ya, n’eo ket cheñchet an traoù pa lavan deoc’h. Evel ul lid sakr eo, ur ritual mar fell deoc’h, ha kinniget e vez ar studierien d’ar prezidant, a respont d’ar c’hinnig, e latin bepred. Div yezh, dreist-holl, a zo bet implijet e-kerzh an abadenn e gwirionez, latin ha gouezeleg :p Ret eo lavar ivez e oa an holl re er sal d’an eur se d’an devezh-se o resevout diplom pe ziplom liammet gant ar gouezeleg (a-hed ar sizhunvezh ez eus bet lidoù, peder pe pemp gwezh bembez), anat a-walc’h e oa an dibab yezhoù neuze, hehehe. Dre eurvat e oa troet an traoù e latin e levrig a oa bet roet deomp, ennañ anvioù an holl re o resevout tra pe dra er bloavezh-se (e-barzh emaon, youh!). Moan-moan eo ma latinum, edo ma fri en droidigezh neuze (e gouezeleg  oa troet, ivez :p). Hag echu gant an digoradur e krog al lodenn farsus, ma vez galvet pep hini unan hag unan da bignat war al leurenn, tra ma vez an holl o stlakañ o daouarn, da vont da gerc’hat e ziplom ha stardañ dorn ar prezidant (James Browne, ooh yeah baby, ‘felt good :p). Stardañ gant an dorn dehou, kemer un tu eus an diplom gant an dorn kleiz, treiñ war-du al luc’hskeudenner ha mousc’hoarzhin, tamm pe damm, hag hop! D’an traoñ ha galvet unan all ! Un tammig plijusoc’h eget ul lizher er voest, memestra. En drederenn gentañ e oan, ha kalz tud a chome war ma lec’h neuze ^^ Poanius e vez an daouarn er fin, dre forzh o stlakañ evit kement hini ! Met farsus gwelet eo chomet an hini a c’halve an anvioù da soñjal un eilenn pe ziv kent distagañ ma anv, souezhet ma oa moarvat o welet un anv-familh  (en Iwerzhon) da anv bihan ! Ha Dipode ne sikour ket kennebeut xD Ma, aet on, n’on ket kouezhet, na netra, sur on em eus ur penn euzhus war al luc’hskeudenn, met boñ, ‘vel e gwirionez kwa 😀 (skaniñ a rin anezhi deoc’h pa vint erru er gêr), ha diskennet didrabas. Heh, plijus eo pa vez an holl o stlakañ o daouarn evidoc’h, memestra, reiñ ar ra ur pouez ouzhpenn d’an diplom 🙂 Fifteen seconds of fame, evel ma farse ar prezidant en e brezegenn.

Ha setu ma diplom ganin neuze… E latin penn da benn! Ma zestantur en Artibus am eus a-berzh an Universitas Hiberniae Nationalis, neuze, en October MMX. Klask a rin e skaniñ, pe ec’h adskrivañ, evit ar fun ^^ War baber doare parch emañ, gant ur gwir siell e koar ha pep-tra ! P’am bo ur burev e Harvard e vo ouzh ma moger… 😀 Luc’hskeudennoù on bet d’ober war lec’h, dirak un doare panel a denne da Versailles pe un dra a-seurt-se, ohohoh, gwelloc’h e vint eget an nebeut re am eus eus ma fellgomz 😉 Ha ret e oa derc’hel an diplom rollet, c’hwezañ e jave (bez loc’h ennout! eme al luc’hskeudenner ^^), gouzout a rit, evel en holl skeudennoù a vez gwelet er filmoù !Farsus e oa al luc’hskeudennerien, sell ‘ta, ha laouen tre o welet ur breizhad o teskiñ iwerzhoneg ! Evit ur wech ma ne vez ket goulennet “da betra servij ?”, hañ ^^ Plijus-tre, daoust d’ar priz 😉 Ma, gwelet vo pa erruint ma talveze ar boan, met dreist e oa an devezh forzh penaos, un dra ne c’hoarvezh ket alies en hor studioù ! Me zo sur e vefe stagoc’h an dud d’o diplomoù ha d’o skol-veur gant un dra ken sot hag ul lid a-seurt-se.





Ding !

8 05 2010

Ya, torr-revr on gant ma sifroù, met ding ding ding ! 100 notenn ! Aha, vat a ra. Daoust ma seblant din emaon en ur mare kleuz un tammig dre ma ne ran ket kalz a dra war-bouez skrivañ eztaoladennoù ha n’am eus ket kalz a dra da gontañ ez on laouen da vezañ tizhet ar bon-se 😀 Laouen dreist-holl peogwir e talc’han da vont hag e kavan se plijus. En em santout a ran un tammig evel e rehab’, e digontammiñ, oc’h adkavout plijadurioù ar pemdez hag o welet e c’hellan ober traoù, talvoudus pe get. Ha vat a ra. Hop hop, dalc’homp da vont !

Siwazh n’am eus ket bet amzer da brientiñ tra pe dra a-ratozh; fellout a ra un tamm gwastell deoc’h ? Graet vo unan deoc’h. Ur banne punch ? Ma, graet vo unan ivez, mar fell deoc’h. N’oc’h ket deuet da evañ hepken, spi ‘m eus ? Marteze e chom un dakennig wiski, gortozit. Ah, ya, aze ‘mañ. Piv ‘n do ur bannig ? MacAllan, 12 vloaz. Plijout a ra din kalz, anat deoc’h, gant un anv ‘giz se n’eus ket da dortañ ^^ Mmmmh ? Ya, n’eo ket fall ar punch met n’on ket paotr ar rom, ma lakaat a ra klañv, met evit ‘ta, evit, arabat ‘chomfe anezhañ ! Lakaet e vo Nadine d’ober un cheesecake deoc’h e-keit m’emañ ar wastell avaloù o poazañ, ha chom a ra brownies eus derc’h da noz. Ya, da noz e reomp gwastilli bepred, kit da gompren perak !

Nann, n’eo ket gwall vrav ar voketenn aze, gouzout a ran, ar bleunioù flashy war foñs du… Hag ar gourvez-vank… Met klet eo,hag ar c’hadorioù kement-all, daoust d’o liv ! Ma c’hambr ? Eeeee… ya, an nor er foñs du-hont. Ket an tu se, an tu all. Ya, setu. Met na yit ket ‘barzh, direnket eo ur spont. Ne soñje ket din e teufed, ha n’am eus graet nemet labourat enni e-pad ar sizhunvezh hanter ziwezhañ, paperachoù a zo o straniñ e-pep lec’h, levrioù ha geriadurioù war ar gwele, hini an Here war a Robert & Collins, ar Gleo en ur c’horn ivez gant ur geriadur saozneg unyezhek, loeroù lous war al leur… Ah, setu ma geriadur saozneg-iwerzhoneg. Ya, echu ar c’hentelioù pellig a-walc’h ‘zo bremañ. Ma, lezit an nor-se ha deuit amañ kentoc’h ! Ar privezioù ? Dres ‘kichen ma dor, an hini greiz. Setu, dres.

Eh, piv ‘n eus ur benveg luc’hskeudenniñ ? ‘M eus ket kemeret luc’hskeudennoù eus an ti zoken, tsss ! Hag evit ur wech ma ‘z omp holl asambles, ha gant ur benveg ! Pep-ep ! Deus amañ, an holl war ar skeudenn, sur on ez eus un daleer. Boñ, mat, met ur skeudenn all a vo graet ganit warni neuze. Eh, c’hoant am eus da gaout eñvorennoù ^^ Hag evel a lavaren un deiz all e c’hello bugale hon emsav deomp-ni ( petra vo graet anezhañ, an emsav sioulik ?) ober goap ouzhimp a-benn daou-ugent vloaz, pa vo brezhoneg e korn pep straed. Oh, mat eo, tu ‘zo da c’hoarzhin, n’eo ket dav distreiñ da Bejiach bepred. Lorc’hus pe get e kendalc’h ar marc’h da vont. Ur sapre marc’h-labour, ‘keta ?

Ah, prest ar wastell-avaloù, piv ‘n ‘o un tamm ? Reol-voued ? Peseurt reol-voued ? Moan out evel arguzennoù Sarko, moan evel geriaoueg Brud-Nevez ! Ale hop, un tamm, ha m’eus c’hoant klevet abeg ebet, netra, na bu na ba. Seeetu. Aha, soñj o peus eus an devezh kentañ ma oan erru amañ ? Ne oan sur eus netra, nag eus petra a rafen nag eus pegeit en grafen. Ha n’ouzon ket gwelloc’h hiziv ! Aha ! Dre chañs emaoc’h aze memestra, hag e vez tud o lenn. Pellig ‘zo n’oc’h eus lavaret netra, keit m’emaon ganti, ken dizedennus-se eo ? Mmmh, gwir eo n’eus ket kalz a dra da lavar pa gontan ma buhez ^^Meuh nann n’eo ket ur rebech, rhooo, n’eus ket tu da lavar e lakafen kalz evezhiadennoù er mare-mañ kennebeut.

Gouzout a rit e vo un doare abadenn pa vo roet an diplomoù iwerzhoneg ? Gant an dilhad hir hag an tog-studier amerikan, aze, c’hwi oar ? Oho, distreiñ a rin evit-se tra ken, piv n’en deus ket bet c’hoant bannañ e dog droch en avel ? Aha, fun e vo. Mmh ? E miz here war a seblant. Ya, mont a rin evit se hepken, sur ‘walc’h, emaon o paouez lavar se, evit an abadenn ha gwelet an dud kwa. Oh, plijus ‘vo d’am soñj. M’am eus an diplom, ‘vel just, met ne vo kudenn ‘bet sañset. Bah, nann, gwir eo, ne servij ket da galz tra, met farsus eo war ar seve, ha plijus evito gwelet estrenien dedennet, d’am soñj ! Ale, deoc’h c’hwi bremañ, n’ouzon ket ma vez graet ar memestra gant kembraeg… N’eo ket anveet evel yezh ofisiel en Europa, geo ? Ah… Dont a raio un deiz bennak ! Ha ni an deiz war-lerc’h, emichañs. Da c’hortoz n’omp ket en ul lec’h re fall e gwirionez. Kollet hon eus hogos pep tra hag emaomp oc’h adc’hounid tamm ha tamm… Diaes ‘vefe bezañ e stad falloc’h, neuze e yelo war wellaat. Ya, pa varvo ar re gozh e vo izel-izel an niver a dud. Met ne chomo nemet tud oc’h implij da vat, marteze. Gouzout hag implij… N’eo ket ar memestra, ‘keta ? Met trawalc’h gant se, n’oc’h ket deuet da vagañ soñjoù du. Petra nevez ganeoc’h ?

Un tamm gwastell all ?





Labour, toujours labooooour <3

29 04 2010

Poufpouf, tremen eus ar yezhoù indezeuropek da Arzhur en ur dremen dre ar yezhoù keltiek hag o lennegezhioù, petra natureloc’h ? Dre chañs eo tost echu (ma, ket kement-se e gwirionez, met ma teuan a benn da vont war-raok evel hiziv e vo echu buan 🙂 ).  Peseurt devezh a zo hiziv ? Yaou ? Biskoazh kement all, peval lagad d’ar marc’h dall… Ha me gant ar meurzh c’hoazh, mell baja ma ‘z on. Beuh, n’on ket deuet a-benn da adtapout lusk ar sizhun c’hoazh. M’am eus tro da vont da Island e pakint o fegement, fest ar vazh ! Da c’hortoz eo bet breinet an hañv ganto war a seblant, ha glav-pil-polos a zo amañ endeo… Ma, n’eo ket an islandiz o deus lakaet ar menez-tan da darzhañ evel just 😉 Met fellout a ra deomp kaout unan bennak da damall bepred, neketa (ar pezh a zo kaoz d’ar pezh a lavaren e-barzh ‘Pfff’ an deiz all sur ‘walc’h) ?

  Laouen e voc’h o c’houzout neuze e vez disrannet ar yezhoù indezeuropek e 11 familh (pe phylum), ha e vez komzet 449 yezh indezeuropeg hiziv an deiz, c’hwec’h anezho o vezañ keltiek, ar c’hwec’h anezho renket gant ar yezhoù keltiek enezel ha disrannet etre ar re c’houezelek hag ar re bredenneg; ar c’heltiek o vezañ ar pempvet familh koshañ, diwar an nebeud traoù skrivet hon eus (600 KJK evit ar c’heltiek, lituaneg n’eo bet skrivet evit ar wech kentañ nemet er 16vet kantved !). Me zo sur e kavoc’h dedennus gouzout ez eus bet eus yezhoù indezeuropeg betek Sina (tokarianeg) ha n’eo ket ar Sanskriteg an hini koshañ a anavezomp (Hititeg a zo koshoc’h 🙂 )

Pe marteze ne rit ket forzh, ivez, hañ, pep bro he giz.

Lennegezh neuze ? Plas ar merc’hed er gevredigezh geltiek ? Fall-put, siwazh. Gounnez kenstrivadegoù troazhañ (war vernioù erc’h !) ha bezañ mac’hagnet ha dilagaded da c’houde gant ar merc’hed koll n’eo ket gwall vrav, avat,  ha gwelet galloudusañ rouanez al lennegezh o vezañ lazhet gant un tamm keuz kaset a-benn d’he  fenn (penn-da-benn ha betek-penn, en dibenn) n’eo ket gwall enorus kennebeut. Digarezit, merc’hed, ken koñ all e oa ar baotred d’ar mare se. Spi am eus memestra ez omp un tammig gwelloc’h bremañ pa ne vezit ket hanter talvoudegezh ho kwaz pe ho preur >_< Ur sapre kevredigezh siñpa a oa gant an iwerzhoniz hag ar gembraiz, hañ, ha sur ‘walc’h ne oa ket kalz gwelloc’h en Arvorig.

Hogen Arzhur, Arzhur ! Ya, ma, ne ra ket kalz a dra memestra, e varc’heien eo ar gwir harozed en istorioù. Eñ n’eo nemet ur foñs d’an daolenn, ur background, un tammig evel ma ne vefe komzet eus Robin ha lezet Batman a-gostez, tsss ! Peogwir e oa re anat Arzhur marteze, ha ken anavezet ma ne oa ket dav kontañ e istor ken (penaos e c’helle chom ken anavezet neuze ?). Hag ar Graal… (Gral ? Grall ? Sapre Zavier) Ma, ur plad hepken, netra da welet, hañ, degaset ar peurrest gant Chrétien penn-da-benn, fidamdoustik ! Ha ne reed ket an disterañ foutr eus ar plad d’ar mare-se, ne oa nemet ar pezh a oa war e c’horre a gonte, ma doue benniget, leun e revr a doulloù preñved ! Ha pebezh skeudenn roet anezhañ gant ar venec’h just a-walc’h (Arzhur, ket revr toull-didoull doue, heuliit mar plij ganeoc’h, n’emaomp ket e koad Keryann amañ)… Tsss, gwarezius holl, me lavar deoc’h ^^’

Pa zistroio Nevenoe (Oe !) e vo e lakaet da gontañ an istorioù a gleve diwar-benn mister A., gouzout a raimp neuze petra eo bet perzh Breizh enno hag o zreuskas, rak den ne oar ervat m’eo drezomp eo bet kaset traoù zo da Grétien pe adkaset e skridoù d’ar gembraiz…. Bah ya, e Kerne Veur e oa e gastell en orin, a-raok ma vefe kaset da Gembre gant boadelourien. Kerne-Veur, Breizh, rouantelezhioù doubl, ur morig hepken etre an daou, ul liamm kentoc’h eget ur vevenn e oa ar morioù d’ar mare-se, ken diaes e oa mont gant an hentoù. Mmmh… Met hir ha padus kaoz an arabadus, neketa, ho lezel a ran neuze ha distreiñ d’am labour, eno emañ ar yec’hed sañset.

p.s: n’eus bet mezheven (aha, sapre lise Diwan) ebet gloazet war ober an notenn-mañ, na ne vern pe vutun-drol pe dok-tousog (sapre leoniz)– hud implijet kennebeut, emañ ma nervennoù o vont da nervennigoù ha ma nervennigoù da netra, ‘m eus aon ^^





Identeyezh

29 03 2010

Ma c’hentel ziwezhañ war marv hag advevañ ar yezhoù, hag ar yezhoù keltiek er bed a-vremañ a oa hiziv. Unan eus ar c’hentelioù dedennusañ am eus biskoazh bet eo, ha maget am eus kalz soñjoù a-drugarez dezhi. Kalzik traoù a ouzen dija, met mat eo pa vez frammet an traoù ha pa c’heller tabutal ha komz gant tud all, a vroioù all, da skouer, e vez dedennusoc’h. Dre ma oa kalzig bretoned er c’hlas ez eus bet kaoz ues ar brezhoneg kalzig. Raktreset e oa forzh penaos, met dedennus e oa evit ar gelennerez hag ar studierien all, d’am soñj. Ur penadig neuze diwar-benn ar yezhoù, en enor d’ar gentel se, ha peogwir ez on dedennetoc’h-dedennetañ gant an dodenn.

 Kement a yezhoù, etre dek ha pevar mil anezho, hervez penaos o c’honter (rannyezhoù, an hevelep yezhoù dispartiet ez politikel, pe gant an douaroniezh, gant anvioù disheñvel e pep keriadenn…), kement a yezhoù ha kement o vont da get. Lod a vez o vervel bemdez, evel m’int bet e-pad miladoù a vloavezhioù. Lod all a zo war grouiñ, hag holl emaint o cheñch. Den ne oar pet yezh a zo bet, ha penaos e vefe kontet ? Pegoulz e teu ur rannyezh da vezañ ur yezh ha pegoulz e tro ur yezh d’unan nevez ? Daoust ha div yezh eo an henvrezhoneg hag ar brezhoneg a-vremañ ? Ma soñj deoc’h int, petra eus ar predennek neuze, pegoulz e vezont dispartiet ? Ma soñj deoc’h n’int ket, pegoulz e vez o difoc’het ?

Evel-just ne cheñch ket ur yezh eus un devezh d’egile, zoken ma c’hell darvoudoù bras he cheñch trumm a-walc’h (brezelioù, aloubadegoù,…), hag atav e vo roet deziadoù dre-vras. An niveroù a vez roet a zo martezeadennoù peurliesañ, ha ne dalvezont netra hep ho c’henaroud. Muioc’h a vrezhonegerien a zo eget a iwerzhonegerien hag a ouezelegerien a-vro skos asambles, ha koulskoude n’emañ ket hor yezhig e stad gwelloc’h.

Chañs hon eus, ni, en ur mod memestra: ul lennegezh on eus, ar pezh a zo kalz muioc’h eget darn vrasañ ar yezhoù, ul lennegezh kozh-mat, yezhadurioù e-leizh, istor ar yezh, studiadennoù a-vil-vern, hag all. Skolioù, skolajoù, skolioù-meur, tiez-embann, kazetennoù, kelaouennoù, filmoù ha bannoù-treset, un hegoun er sonerezh, en dañsoù hag er c’hanañ… Un identelezh.

Dedennus-kenañ e oa an amerikaned er c’hlas (da lavaret eo hanter ar c’hlasad ^^), rak int ne welent ket ar saozneg evel o yezh, nag ul lodenn eus o identelezh. Ne oant ket stag diouti tamm ebet. An darn vrasañ anezho ne gomz nemet ur yezh, hag o doa studiet kastilhaneg un tammig (evel just). Evito ne oa nemet ur yezh. Disheñvel-tre pa vez ‘bras’ ar yezh, ha pa gomz ar bed a-bezh ar yezh-se. E meur a vro, da gentañ, ar pezh a ra n’eo ket stag eus ul lec’h da vat (hag int o soñjal e oa pouezusoc’h ar saozneg evit ar saoznon eget evito), hag gant an holl pe dost evel eil yezh. Emañ Bro-C’hall en eizhvet renk evit an niver a saoznegerien (23 milion), dirak broioù o deus ar saozneg da yezh ofisiel…

Ha koulskoude e oa fuloret an darn vrasañ anezho gant ar gastilhanegerien ne raent striv ebet da zeskiñ saozneg goude bezañ deuet da vevañ er States (o vezañ e oa lod o vevañ e karterioù latino, ha bet e skolioù kastilhaneger, ne soñj ket din e vefe tra pe dra da welet gant gwenelouriezh, hogen war a seblant ez eont fae gant ar c’hastilhaneg en abeg d’an diaouer a strivoù graet gant ar gastilhanegerien). Da lavaret eo ez eus un draig, memestra. Evito e oa anat e rankfed deskiñ yezh ur vro pa yaer dezhi, o c’houzout memestra e vefent komprenet er bed a bezh gant o saozneg, hag hep rankout deskiñ tra pe dra. Dedennus-tre eo ar saozneg evit-se, a gav din. Pa gomz an holl o yezh, daoust ha deoc’h eo c’hoazh ?

Lod eus an iwerzhoniz o doa mezh da vezañ dic’houest da  gomz, peogwir eo yezh o bro, ar yezh ofisiel gentañ, ur yezh o deus bet da studiañ e-pad bloavezhioù. Hogen ur yezh kelennet fall, gant ur skeudenn fall e-touez ar re goshañ c’hoazh, hag e remziad o zud ivez, en abeg d’ar c’helenn fall se. D’am soñj emañ gwelloc’h an traoù e Breizh, zoken ma vez un diouer a yezhadur er skolioù c’hoazh, hag em eus aon e kasfe an diouer a gelennerien vrezhoneg (pe e brezhoneg) d’un diouer a vrezhonegerien vat. N’eo ket aes kelenn pa vezer o teskiñ c’hoazh ! Ha gouzout n’eo ket kelenn. Tud ‘zo a gomz ur brezhoneg disi pe dost, hag a zo dic’houest da zisplegañ perak e vez graet tra-mañ-tra. Pell zo ne ran hogos fazi kemmadur ebet, ha koulskoude ez eus traoù c’hoazh n’ouzon ket ar reolennoù anezho. E-giz-se e vez lâret, peogwir eo ‘giz-se ^^ Ma vefen o kelenn e wiriekafenn, evel-just, met traoù all am eus da studiañ er mare mañ.

Mall a zo warnon da vezañ distro d’am yezhadurioù. N’eo ket displijus lenn ar geriadur, met diouer a zo en istor un tammig, ha n’eus ket suspense a-walc’h a gav din 😉





Peogwir em eus spi

15 03 2010

(Digarezit ac’hanon, met lavaret am boa e lakafen un dra bennak, ket un dra bennak talvoudus !)

Ma, jokes apart. Un devezh iwerzhonat hiziv.

Er gentel am eus a gomz diwar benn ar yezhoù keltiek er bed a-vremañ hag eus marv ha saveteiñ ar yezhoù dre vras (ur gentel eus an dedennusañ) e omp o komz eus an iwerzhoneg, ha penaos ez eus kasoni gant an dud evit ho yezh, dre ma ‘z int bet rediet d’he deskiñ er skol. Kaoz a zo bet eus ar c’helenn dister, eus an diezhomm a zo eus ar yezh en deiz a hiziv, hag an dismegañs pe ar gasoni a zo gant an darn vrasañ evit ar yezh vroadel. Anat deoc’h n’on ket deuet ‘maez eus ar gentel gant ur pikol mousc’hoarzh. Ma n’eo ket gouest ur vro e lec’h m’emañ ur yezh en arvar yezh ofisiel da ober ar peadra d’he saveteiñ… Ha ma teu kasoni evit ar yezh (ha n’eo ket hanter gasoni, me lavar deoc’h) dre ar pezh a vez graet d’he derc’hel bev, petra ober ? Petra a c’hellomp ni paour-kaezh tud ober ?

Hogen da lun em bez ma c’hentel iwerzhoneg ivez, ma vez enni tud-deuet dreist-holl (peogwir n’hellan ket da eurioù all ^^). Ha pegen disheñvel ar soñjoù ! N’eo ket souezh, evel just, dre m’o deus dibabet, hogen evit lod eo ur redi c’hoazh, evit o labour pe traoù a seurt se. Ha plijout a ra ar yezh dezho, keuz o deus na vezañ he desket da vat, pe hec’h implijet muioc’h. Goude ar gentel ez omp bet d’ur chéilidh, en iwerzhoneg penn da benn a-benn lidañ ar gentel ziwezhañ,  ma voe enno kanaouennoù hengounel, sonerezh hag un tamm one woman show en iwerzhoneg penn da benn. N’hellan ket lavar em befe komprenet kalz a dra, hogen plijus e oa gwelet eo birvidik ar yaouankiz hag gwelet tud koshoc’h ivez o kemer plijadur an eil re gant ar re all (lakait amañ un evezhiadenn diwar benn Breizh hag ar speredoù kozh). Kement a dud, bodet dre ar yezh, hag he liamm d’ar sevenadur.

Biken ken ne fell din lezel ar c’houmoul du da aloubiñ ma spered, biken ken ne fell din lezel ar gorventenn da gas bagig ma spi d’ar strad. Biken ken ne soñjin eo en aner, eo graet ar jeu endeo, ha n’eus netra na c’heller ober. Biken ken ne soñjin emañ ar gwir ganto, eo marvet ma yezh dija, ha n’eus netra ken da saveteiñ. Ma zo ezhomm e vin un tour-tan, da gas ar re a vo kollet d’ar gêr, ma zo ezhomm e vin ur banniel a stlako en avel, ma zo ezhomm e vin ur vouezh da huchal a-us d’ar glemicherien, ma zo ezhomm e vin ar pezh a rankin bezañ, e rin ar pezh a rankin ober, en desped d’ar priz, d’ar boan ha d’ar fulor, en desped d’ar gasoni, d’ar reuz ha d’am c’halon zigor. En desped da bep-tra, m’en tou.

Daoust d’ar pezh a lavarer ha daoust d’ar pezh a soñj d’an dud e c’heller kaout ur vuhez en iwerzhoneg, selaou eus ar skingomz, sellet eus ar skinwel, prenañ an dorzh vara hag ar pintad Guiness. Tu a zo da gaout plijadur, tu a zo da gaout trivliadoù, tu a zo da garout ha da zoaniñ en iwerzhoneg, ha n’eo ket er gêr hepken. Emañ an iwerzhoneg o vervel abaoe degadoù ha degadoù ha degadoù a vloavezhioù, ha bev eo c’hoazh. Ar memestra e vo evidomp, bevet am eus, karet am eus, leñvet am eus, c’hoarzhet am eus, plijadur a eus bet, dipitet on bet, sevel ha kousket, debriñ hag evañ, deskiñ ha kelenn am eus graet, pep-tra am eus graet e brezhoneg, hag evel ma lavaront e kembraeg, ry’n ni  yma o hyd.

Spi am eus.

p.s: trugarez deoc’h da vezañ ken dipitet/souezhet pa lakaan forzh petra, plijadur a ra ! 😀 Ne rin ket ken, prometiñ a ran !





Pavezioù an Ifern

10 03 2010

Gwelet South Park en iwerzhoneg a zo iskis. Ha dispar. Gant abadennoù ‘giz se, ha the O.C., Oz, Nip/Tuck, abadennoù nevez ha pep-tra e vez cheñchet skeudenn ar yezh, ha dedennet tud. Alies e vez abadennoù gant TG4 a-raok forzh pe chadenn all en Europa (!), ha peadra a zo da blijout d’an holl re a fellfe dezho klevet ha gwelet muioc’h a iwerzhoneg. E kembraeg e vez savet kalzig traoù ivez, ha kregiñ ar ra gouezeleg Bro-Skos da tapout tizh.

E brezhoneg… tremenet Ken Tuch’ ne chom ket kalz a dra (oh, kit da welet an tamm diwezhañ, Wild Wild West, ma n’eo ket be graet ganeoc’h c’hoazh, setu un andouilhenn vlazus !)… Goude marv TV Breizh, tamm pe damm, ez eus bet kollet kalz spi. N’eo ket ne vefe ket mat ar pezh a zo war FR3, hogen gant ken nebeut a dra… Ha n’emaon ket o komz eus abadennoù diduiñ pe keleier met eus heuliadoù filmoù ha filmoù end-eeun. D’an nebeutañ e chom c’hoazh traoù evit ar vugale (ar pouezusañ evit poent, gwir eo).

Lod a glask ober traoù, Dizale da skouer, a zo oc’h eilvouezhiañ Apollo 13, Ar Wagenn… Hag all. Produerien Ken Tuch’ int ivez. Hogen… Sellit eus trailer Apollo 13 e brezhoneg (amañ). Sellit. Null eo. Mont a rafen betek null-nemet-kart, met n’eo ket ken spontus-se kennebeut. Ma ‘z eus un dra n’hellan ket ober eo selaou eus eilmouezhioù graet fall, forzh peseurt yezh e vefe. Setu perak eo spontus sellet eus fimoù amerikan e kastilhaneg peurliesañ (eee… ya, ‘pad vakañsoù e bro Spagn, hañ, ne sellan ket eus filmoù saoz pe amerikan e kastilhaneg evit ar blijadur ^^’). Ma n’eo ket kendrec’hus an aktourien, ma n’eo ket naturel an destenn, ne dalvez ket ar boan. Un tammig gwelloc’h eo Ar Wagenn… Met pegeit ‘zo n’int ket bet ‘barzh ur skolaj pe ul lise ? Gwashoc’h an traoù c’hoazh gant re Gwagenn TV, met un afer all eo.

An hevelep kudenn bepred. War un tu eo dispar e vefe graet traoù, en soñjal a ran da vat. Hep raktresoù ‘giz-se ne yelo ket an traoù war-raok, hag ezhomm a zo da nevesaat skeudenn ar brezhoneg. Ul labour dreist a vez graet gant TES evit al levrioù-skol, a zo kalz, kaaaaaaalz gwelloc’h eget ar re en iwerzhoneg (daoust d’ar fazioù… ><). Derc’hel a ra Diwan da nevesaat traoù ivez, hag heuliañ an doareoù deskiñ nevez.
War an tu all, ma ‘z eo evit peuzober an traoù… Brav eo ober troidigezhioù filmoù, hag o c’hoari. Met ne son ket gwir, ne ra ket brezhoneg pemdez. N’ouzon ket piv eo an aktourien, ha n’am eus netra a-enepto… Tennañ a ra lod da zeskerien a zo bet lavaret dezho e oa pouezusoc’h ar pouez-mouezh eget pep-tra hag en em gav o lakaat anezhañ re greñv evit bezañ gwir pe o plantañ gerioù amañ hag aze evit ober brezhonekoc’h. Evel ma lâran, n’anavezan ket anezho, marteze int brezhonegerien a-vihanik, hogen an hevelep kudenn eo, ne gomz ket an dud e-giz-se (ken). Traoù zo a a ra iskis da vat. Peseurt brezhoneger a c’hell lavar ‘ar checklist” en ur zisatgañ “tcheklist” ? Dirak un t e teu un an, ez naturel, sañset. Ne ra ket gwirion. Ha ma n’eo ket ken strik evit abadennoù bihan fentus (cf. gwagenn tv), n’eo ket ar memestra evit filmoù ‘gwirvoudel’, ‘sirius’ (ha c’hoazh, n’eo ket peogwir eo farsus ur film e c’hell bezañ eilmouezhiet a-dreuz) Kas a ra soñj din eus ar manga kentañ e brezhoneg, An Neñva.

Chomomp ur mare war an afer se. An Neñva. Petra ‘dalvez an anv hervezoc’h ? Netra. Troidigezh saozneg an titl a zo The Celestial Zone. Ah ! An Neñv-va neuze, pe An Neñvva. Pe Tiriad an Neñv, Takad an Neñv pe forzh petra all. Ket an Neñva. Boñ, un dibab e oa, lakaomp, a c’hellfer arguzenniñ, ha ne reer ket gwall van gant titl forzh penaos. Hogen, ur mare emañ an harozez oc’h en em gannañ gant tud ‘drouk’ hag huchal a ra unan anezho, kounnaret ma ‘z eo, “Lip da loa !!”…
Neuze, neuze, ‘pelec’h kregiñ ganti ? Lip da loa ? Mmmmh, da vat ? Ya, kompren a ran ar pezh a dalvezh, gouzout a ran eo ‘lipat e loa’ un dro-lavar a dalvez mervel, met… Daoust hag ijinañ a rit unan bennak e kreiz un emgann oc’h huchal ‘Lip da loaaaaaaaaa !‘ ? Da lakaat ar re all da vougañ gant o c’hoarzh marteze… Setu un droidigezh a zalc’h ar ster, hag a goll tout ar peurrest en ur glask bezañ brezhonekoc’h eget ar vrezhonegerien. N’eo ket troet re fall ar manga (pe un manhwa e gwirionez, sinat eo) dre-vras met… Ur yezh skrivet n’eo ket unan gomzet.

Skouerioù a-bep seurt a zo, evel levrioù Priz ar Yaouankiz da skouer. Ur genstrivadeg zispar, ur pal eus ar gwellañ… Ha levrioù ne vezont ket adlennet a-walc’h a-wechoù hag en em gav gant ur bern fazioù, n’heller ket implij er c’hlas… Ha me o vezañ kemeret perzh enno, hag o anavezout Fanny ha Yann-Fañch da skouer, n’heller ket lavar e vefen a-enepto tamm ebet. Koulskoude e fellfe din e vefe graet gwelloc’h an traoù.

Met penaos rebech tra pe dra d’ar re nemeto a ra traoù ?

Aze emañ an dalc’h. Evel-just e fellfe d’an holl e vefe disi pep-tra, ha n’eus den plijet gant fazioù. Hag ober a reont ar gwellañ ma c’hellont, ha kentoc’h eget klemm e c’hellfen ober un dra bennak. Ya, met ne cheñch netra d’ar gudenn. N’eus ket kalz arc’hant, n’eus ket kalz arvesterien, na lennerien; marteze e talvez ar boan ober muioc’h a strivoù c’hoazh, ha bezañ a-live gant ar yezhoù all. N’ouzon ket re vat penaos lavar se hep bezañ tagus. Ne fell ket din digalonekaat an dud, n’am eus ket c’hoant  da vezañ ‘an den-se’, an hini ne vez morse laouen, tra pe dra a rafer. Pell alese. Laouen on e vefe tud oc’h ober traoù, n’eus netra gwelloc’h. Laouen on.

Met p’am eus sellet eus kinnig Apollo on bet dipitet. Dipitet d’ur poent diaes da ijinañ. Plijout a ra ar film-se din, e saozneg hag e galleg. E-pad ur mare goude bezañ sellet eus ar c’hinnig-se em eus soñjet ‘Da betra ? Perak em eus spi c’hoazh ?‘. Marteze on un tammig re stag d’ar yezh, met ur ranngalon eo bet, da vat.

C’hoant am befe e vefe tud all o soñjal eo arabat lezel pep tra da vezañ graet e brezhoneg peogwir emañ e brezhoneg. Embann levrioù peogwir emaint e brezhoneg, ket peogwir int mat, treiñ filmoù evit ma vefent troet, ket troet mat… D’am soñj e vo d’ar remziad nevez da cheñch an traoù, ha gouzout a ran ez eus lod all a soñj eveldon, a soñj dezho e talvez ar boan ober un dibab. Ken nebeut a draoù a c’heller produiñ/embann ma vefe gwelloc’h ma ne vefe nemet ar pep gwellañ. D’am soñj e vefe gwelloc’h evit an holl.

Penaos lavar se d’an dud ? Penaos lavar nann d’an nebeud re a gred ober traoù ?

N’on ket difazi kennebeut, ha ne lavaran ket ez on. N’am eus ket c’hoant da dagañ an dud. Ma digarezioù da Zizale, a dap ar bras eus an tennoù aze, hogen spi am eus n’eo ket ken serret bedig ar brezhoneg warnañ e-unan c’hoazh ma n’hell ket klevet burutellañ.

Laouen on o sikour an neb a fello dezhañ, koulskoude. Ha n’on ket ma-unan.

 

p.s: tennet am eus an deiziadur diouzh ar golonenn a-zehou, dre ma ‘z eus bet ur gudenn gant an droidigezh (ahaha >.<) e kemere re a blas. Spi ‘m eus e vo renket buan (da lâret eo em eus reizhet an droidigezh, met n’ouzon ket resis pegoulz e vo lakaet da dalvezout war al le’hienn end-eeun)…





Dán amhain

8 03 2010

Ar mouezhioù en trepas o komz hag o c’hoarzhin
A voug evit ur pred son ar barzhonegoù
Gouezelek ar mouezhioù, gouezeleg anat din
Gouezelek o eklev er c’hoariva hiziv

Ar vouezh gozh er sal mañ o lenn sioul gant aked
Frouezhioù frommus an eost, disoc’h al labour tenn
Ar vouezh gozh vousc’hoarzhus ne ra tamm vann ebet
A gendalc’h gant he hent pa vez c’hoarzh e kichen

Yaouankizoù seder ha barzhonegoù drant
Trivliadoù er gerioù na gomprenan ket holl
Tevel a ra ar vouezh ha sevel un abrant
Krog an holl da c’hoarzhin, kamaladed diroll

Ha me da vousc’hoarzhin, kollet un nebeudig
Gerioù o vankout din a-benn kompren pep tra
Aesaet gant ar gwin e teu ar minc’hoarzhig
Ul lodenn eus ar fent deuet din memestra

Yezhoù kar met ken pell, hag o skrivagnerien
Ken diaes a-wechoù, koublad minorelaet
Hogen amañ ganto, barzhed ha deskerien
En em santan er gêr, e peoc’h ha sioulaet





White trouz dans mí ceann

3 03 2010

Un ton barzh ma fenn
Un diskan peurbad
Evel un trouz gwenn
Ag an lá ar fad

Gerioù ha soñjoù
Fentigelloù droch
C’hoarioù-gerioù
It is kinda bosh

Meur a yezh mesket
Souezhusañ telenn
He c’herdin savet
Tout en porcelaine

Rannyezhoù zoken
Gwellañ sonerion
Kuit da ganañ ken
La misma canción

Ha bemdez-bemnoz
E talc’h gant e dro
‘c’h ouzhpennañ ur poz
Pep yezhig d’he zro





Iwerzheleg

1 03 2010

Arnodenn iwerzhoneg hiziv… N’eo ket bet re fall d’am soñj ^^

Ur c’hlasad plijus a zo ganin, tud deuet an darn vrasañ anezho (deuet d’ar gentel, aha !), o tistreiñ d’ar skol-veur da zeskiñ iwerzhoneg  evit o labour pe o flijadur.Soñj o deus eus ul lodenn vat eus o c’hentelioù-skol, daoust dezho bezañ diasur, ha farsus eo gwelet tud ne gomzont ket iwerzhoneg o kaout troioù-lavar a bep korn ar vro, ha distagadurioù diheñvel hervezh al lec’h m’emaint bet savet. Chom a ra an iwerzhoneg er skouarn, kredab’ bras. Iwerzhoneg a lavaran, ket gouezeleg. Ne blij ket d’an dud pa vez graet ‘gaelic‘ eus ar yezh amañ e saozneg.

Meur a abeg a zo da se:

a) Gouezelegerien Bro-Skos a c’halv o yezh gouezeleg (zoken mar klever scots gaelic amañ ivez kuit da veskañ). N’heller ket fiziañ en ur bobl a laka brozhioù d’ar baotred 😀 Un dibad terminologel eo, ha n’eo ket kalz a-dra, hogen diskouezh a ra mat an diforc’h er speredoù en abeg d’ar poent b:

b) Lavar ‘gouezeleg’ a zistag ar yezh diouzh Iwerzhon; en ur lavar ‘iwerzhoneg’ e pouezer war al liamm kreñv etre ar yezh hag ar bobl, ar vroad (al liamm a fellfe dezho adkavout pe krouiñ a-nevez, avat), o deus holl an hevelep anv: Irish (Irish language, Irish people, Irish nation…). E saozneg hepken evel-just, Gaeilge a chom Gaeilge en iwerzhoneg, hag Éire ur ger disheñvel-mat. Met an iwerzhonegerien n’o deus ket ezhomm da verkañ al liamm, anat eo dezho, padal n’eo ket ken anat evit ar re  komz saozneg.

ch) Gouezeleg a zo ur familh-yezhoù (oh ya, ne grogin ket gant se, lonket hon eus pennadoù ha pennadoù, kentelioù ha kentelioù diwar-benn istor ar yezhoù hag ar yezhoniezh-geñveriañ hag an indo-europenaeg hag ar c’heltiek-boutin ha me-oar-me ^^), enni an iwerzhoneg, gouezeleg Bro-Skos, hini Manav, hag all (hag all ? Suuuuur out, Moran ? N’eus nemet an teir yezh-se, hañ). Ne reomp ket predenneg eus hon hini, pe eus ar c’hembraeg kennebeut. Gwir eo eo bet rannet ar gouezeleg kozh er yezhoù gouezelek hon eus bremañ kalz diwezhatoc’h eget m’eo bet rannet ar predenneg.
Gaelic pe goidelic e saozneg, plijout a ra dezho kaout meur a c’her (brythonic/brittonic, proto-celtic/common celtic, gerioù heñvelster estreget evit tud zo a laka sterioù all dezho, met ket an hevelep re bepred -_-‘)

c’h) Gwelet a reer an douristed diouzhtu, ahaha !

[Evezhiadenn dizedennus war implij ar brezhoneg amañ: iskis e kavan ober gant a), b), ch), c’h) a-wechoù, peogwir ne ran ket listennoù alies moarvat, hogen gwelloc’h e kavan hen ober e-giz se kentoc’h eget a), b), k), n’am eus biskoazh komprenet; penaos e yeer goude k) ? d)? Ha petra mar kendalc’her betek j) ? petra war-lerc’h ? kbis) ? Tssss… Desket e oa bet al lizherenneg deomp er skol: abechec’hede !]