No biloù

31 05 2010

G’out a ran e teui a-benn
En gouzout a rez kement-all
Spi am eus e vi ouzh ma lenn
Hag e c’hoarzhi evel gwechall

Ar c’hudennoù a vo bepred
Hag o zrec’hiñ a ri hep mar
Keit ha ma pezo mignoned
D’az mirout diouzh re a gounnar

Kreskiñ a ri choazh, bibisig
Dizoloiñ mousc’hoarzhioù all
Istorioù drant, lod birvidik
Eñvorennoù mat ha re fall

Ma soñj dit-te ez out kollet
En ur mil-hent-dall ankenius
Sell en a-dreñv, ‘pezh ‘peus bevet
Ha soñj ez tazont burzhudus

Goar ne vi biken digenvez
Hag e vo lod ouzh da sikour
Pe me pe eñ pe tud nevez
Holl e adsked da velezour

Chom a rin war da gein, didrouz
Pa vo yen dit e noz Érenn
Da damm pallennig kozh ha lous
Da c’hortoz tarzh ar sklerijenn





Ac’hac’ha :)

31 05 2010

Un t-shirt droch a zo bet profet din nevez ‘zo (dec’hent-dec’h, e gwirionez), a blij din kalz :

An neb a anavez ac’hanon a ouio e ya mat din, dre ma ‘z on un den bretzelgar da vat. Ahah, pell ‘zo oa ket bet ur c’hoari-gerioù dre amañ, ur gwir mindrailherezh farsadennoù-null on koulskoude, peadra da lakaat ma familh da grenañ gant an aon bewech ma tigoran ma beg bras gant ur mousc’hoarzh 😀 A-live emañ hemañ gant ar skeudenn-se :

Ho, mat eo, peseurt brezhoneger ‘n eus ket soñjet e se ? Hañ ? Den ebet ? Pe marteze e chom enor ganeoc’h c’hoazh ? ^^ Ale, un divinadell aes: ur mab a zo gant an aotroù hag an itron Hanternoz… Mmmh ? Netra ? Rhoooo, aes eo, Moran. Mor an Hanternoz, hahahaha ! Den o c’hoarzhin ? Tsss. An aotroù hag an itron Kegwallvadermaremañ ? Yann ? Nann ? N’eo ket farsus kennebeut ? Ur fent figus a zo ganeoc’h ^^ N’on ket paotr ar fentigelloù kement-se, ar c’hoarioù-gerioù end-eeun a blij din kentoc’h, ar re a zo dibosubl da dreiñ, pe ar re a vesk meur a yezh, gwelloc’h c’hoazh. Klask a rin derc’hel soñj eus ar re nullañ a gavin ha dont d’o lakaat amañ ur wech ar mare, ehehe ^^





Brezelvorzhol 40,000 ^^

31 05 2010

C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀

Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).

Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat  Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :

Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez  ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:

N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe.  E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).

Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.

Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !





Gââââââ

30 05 2010

Setu ar stad ma oan tamm pe damm o tistreiñ d’ar ger… Hag o sevel mintin-mañ… Pe goude-merenn-mañ kentoc’h >__< Ha dre ma ‘z omp un eurvezh en araok war Iwerzhon amañ on kollet un tammig a fed amzer ! Un jet-lag un eurvezh, gant ar vezh… Un nebeud gwastilli ouzhpenn hag en em santin er gêr da vat. Crumble hiziv (per-chokolad, evit cheñch ^^), gwelet vo ‘vit warc’hoazh ! Vakañsoù-soù-soù ! 😀

Spi ‘m eus emañ mat an traoù ganeoc’h diouzh ho tu !





Sul #15

30 05 2010

Mmmmh ! War a seblant em boa ezhomm eus un hir a nozvezh c’hoazh ! Gaaaargl. Ur boud noz on marteze, ha marteze ivez emañ ma c’horf o klask lakaat ac’hanon d’en kompren ! Kooooouuusssk e-pad an deeeeeeiiiiz…, emezañ ^^ Evel just n’em eus ket bet kalz amzer da straniñ war TEH INTERWEBZ, evel ma lavarfe kizhier a anavezan, met un nebeud traoù memestra :

  • Ha me soñje din e oa marvus an cheesecake… gwashoc’h ‘zo ! Ur skeudenn eo  hepken, pe un heuliad skeudennoù kentoc’h, hogen pa yan d’ober un dro war YouTube e kinnig video-où rekipe din diouzhtu… Daoust ha ken anat eo e plij ar sukr din ? Tsss !
  • Switch, un dresadennig-vev (ha chomit betek ar fin !)… Plijout a ra ar stil tresañ din kalz, ha fent a zo ^^
  • M’ho peus gwelet Iron-Man e kavoc’h Iron-Baby ken fiskal all (ha ma n’ho pefe ket gwelet ar film, zoken ^^); souezhus eo pegen mat eo graet e gwirionez ^^
  • Ijinourien Dyson o tiskouez an traoù droch a c’heller ober gant o ijinadenn ziwezhañ, ur avelaer diviñs (a zo brav hag a seblant efedus, ez teorikel ^^)
  • M’ho ‘peus prenet un iPad (gant ar vezh, petra an diaoul ‘maoc’h o vont da ober gant se ?) e c’hellit ober gant an doare-mañ d’e implij ha d’e stagañ e pep lec’h ! Youc’hoù !… :p
  • Ma ‘z oc’h bet o straniñ dre amañ hag o klikañ war al liammoù a lakan da sul e ouzit marteze e plij ar filmoù n’ho deus ster ebet din a-wechoù… Setu unan all neuze, a zo graet brav, evel gant paper 🙂 (ha ret eo din deskiñ seniñ gant ar piano)
  • M’ho peus anavezet ar c’hoari Worms (piv n’en deus ket !) e vo c’hoarzhadeg amañ (ha sellit eus lod all graet gant ar memes tud, lod a zo ken farsus all ^^)




Distro, distro (n’eo ket an tad Nedeleg)

29 05 2010

Prof diwezhañ Iwerzhon e oa, un internet dic’houest da vont en-dro stabilh… Ha me skuizh marv en ur zistreiñ da Vreizh am eus kousket a-hed an devezh. Da 7e45 e yae ma c’harr-nij kuit a zulenn, da lavaret eo eo bet ret din kemer ur c’harr-boutin da ziv eur vintin e Galway. Morgousket er c’harr-boutin/nij ne ziskuizh ket re e gwirionez. Ma vefe bet pelloc’h an aerborzh eus ar ger eget hini Brest em befe kousket er c’harr ivez sur a-walc’h. Ketoc’h eget chom morgousket em eus meurgousket neuze ^^ Da lavaret eo ez eus 4 devezh dinotenn ar miz-mañ dija memestra ! N’eo ket sirius, ao. Dipode. Graet ‘vo war-dro neuze, lakaomp e vo bet un notenn dre zevezh pa vo graet ar geidenn e fin ar miz :p Bremañ ma ‘z on distro da vat hag e vakañsoù n’eus ket kudennoù amzer na netra, ha gellout a rin lenn, tresañ ha skrivañ dibrabas !

Alala, dek gwech gorrekoc’h eo an etrerouedad amañ memestra, ha pevar urzhiataer a zo o sunañ warnañ… Disoñjet ‘m boa se ^^ Pa spñjan er 56k… Aze memestra emaon d’ur poent ma n’hellan ket rakwelet ar pennadoù, re c’horrek ma ‘z eo. N’on ket boaz ken ! Peurliesañ e vezen o pellgargañ traoù, lakaat ur film da gargañ, meur a hini all war vimeo/youtube, mui un dek ivinenn bennak war an dro war IE pe Opera (n’ouzon ket perak met ne blij ket Firefox din tamm ebet ^^)… Marteze e vo ret din kavout un dra bennak all da lakaat amañ da sul, dre ma vo hiroc’h sellet eus ur bern traoù 😀

Laouen on o vezañ er gêr memestra, daoust ma rafe diouer Iwerzhon din. Iwerzhon hag an dud eno ! N’am eus ket kalon bremañ d’ober un doare diverañ eus ar veaj ha pep-tra, met graet e vo a-benn nebeut 😉 Leuniet eo ma c’hof dija gant ar gwellañ predoù am befe bet abaoe pell (da lavaret eo abaoe ar wech ziwezhañ ma oan e Breizh, ac’hac’ha ^^) Ha skuizh marv on c’hoazh ! Un nozvezh hag e yelo mat pep tra, warc’hoazh e vo ur bern traoù amañ neuze ^^





J-3

25 05 2010

Ah, ur wech c’hoazh n’am eus ket kalz amzer, ur gouelig sioul a zo fenoz evit kimiadiñ, amañ er ranndi, fre ma ‘z omp daou o vont kuit a-benn nebeut. Siwazh eo klañv lod, lod all o labourat pell, hag all, ne vimp ket gwall niverus 😉 Hehe, muioc’h a wastilli evit ar re a chomo 😀 Un cheesecake eus-ar-marv-a-lazh a zo bet graet adarre, hehehe, kement ha tapout ar c’hiloioù kollet en-dro (atav e vezan o koll ma zraoù, n’eo ket sirius ^^)

Kimiadiñ ne blij ket din, ha n’ouzon morse penaos ober, petra lavar ha penaos bezañ. Perak ne reer ket gouelioù degemer kentoc’h ? Laouenoc’h e vefemp diouzhtu :p Spi am eus en em welimp en-dro. Bewech ma vez raktreset traom e vez un abeg bennak a zinac’h an tu… Mmmmmmh, kavet ‘vo un doare 🙂

Ur mega-sangria a zo bet graet (c’hwezh vaaaaaaaaaat a zo !), na vezit ket souezhet neuze ma teuan mezv-poch da skrivañ amañ diwezhatoc’h ^^ Klask a rin bezañ fur memestra !





Troioù kaer e Korkig

24 05 2010

Ah, me lâr deoc’h ! Pebez istor, avañturioù zo bet ! Kentañ tra, an hent. En Iwerzhon e komprenan an dud a bren ur pouar-pouar (ya, me skriv petra me ‘m eus c’hoant :p) e kêr ! An hent etre Galway ha Limerick (pe Gaillimh ha Luimneach ma fell deoc’h) a zo ur spont ! Toulloù a zo chomet en ter-du abaoe ar goañv-mañ hag ar skorn a oa bet… Toulloù bras ! Se hag adlammoù ar c’harr… Argl ! Ne oa ket ur c’harr kozh (nag ur c’hozh karr) koulskoude, ur Polo. Ma, stad ma fenn a-dreñv e fin ar veaj ne oa ket eus ar c’hentañ, dre chañs e oa gwelloc’h an hent eus Limerick da Gork, un hent-pras nevez (M7, whaaaaa ^^) ! Pemp e oamp er c’harr, stardet un tammig, hag unan eus an tommañ devezhioù a zo bet en iwerzhon abaoe pell e oa, evel just ! Ur 25°C bennak en disheol, soñjit ‘ta !

Anyway, erruet e Korkig emañ kroget an traoù. Kentañ tra: kit da weladenniñ ar gêr-se. Brav eo ur spont, ur meskaj etre tuoù mat Galway he re Zulenn; etre 200 000 ha 400 000 a dud,hervez ma kontit ar banlev pe get, met ur ger gant kalz glasvez ha lec’hioù digor ha sklaer. Evel-just e seblant pep tra sklaeroc’h ha bravoc’h pa vez an heol o parañ, met memestra. Hag evit ur wech ez eus Ilizoù brav. An ilizoù a vez en Iwerzhon peurliesañ a zo lod karrez-tre ha goloet o mogerioù gant chik (pe krampouezhi, kompren neb a gompreno :p)… N’eo ket dispar da welet. Met du-hont ez eus lod a zo brav-tre (e Dulenn ivez, memestra ). Kalz brasoc’h eget Galway eo, met buan e reer an dro eus kreiz-kêr ivez (evel Roazhon un tammig 🙂 ). Ma, setu, kit. N’ho ‘po ket keuz, sañset.

Anzav a ran ne oa ket bet raktreset pep-ta eus ar gwellañ. Aet e oamp du-hont evit ar fest-noz a vefe, aozet evit ar Siber aze (zoken ma vez unan graet evit Gouel Erwan forzh penaos). Soñjal a rae deomp dont da seniñ ha da ganañ neuze, ha da sikour a-you-vat e mod-all (skiant prenet gouelioù ha standoù Diwan, neketa ^^). Soñjal a rae deomp neuze kavout tud aes a-walc’h d’hol lojañ, ha n’on oa ket miret ur gambr en ul leti bennak. D’ar gwashañ-tout  kouskfemp er c’harr, a sonjemp neuze, ne vefe ket ar wech kentañ ha berr e vefe an nozvezh forzh penaos ^^ Erruet e kreiz-ker eo bet hir kavout ur plas. Ha pa skrivan hir e fell din lavar HIR, ‘keta. Teir eurvezh hon eus lakaet eus Galway da Gorkig (201 km…), hag un hanter-eurvezh d’an nebeutañ da gavout ur plas en ur parking ker-ruz (hir eo pa vezit en heol-kras, ha 3€40 an eurvezh er parking !). Ur wech kavet ar plas hon eus gallet kejañ gant ar re a aoze ar fest-noz, hag unan anezho da lavar deomp en eus kavet ul lec’h deomp da gousket. Dispar ! Betek ma lavarfe deomp e oa ul leti-yaouank, e oa deomp da baeañ (se c’hoazh, n’eo ket souezh, met memestra !), ha 25€ dre zen ! Ha ni o soñjal e vefe bretoned laouen o reiñ bod, tsss ^^ Boñ, dre-chañs hon eus nac’het, 25€, gant ar vezh, lod all a oa er fest-noz ivez o doa kavet letioù-yaouank all da 16€… Alalala ! Hey, bigouter on memestra !

Goude treiñ un tammig e-kêr ha cheñch plas d’ar c’harr hon eus divizet debriñ ar sandwichoù bet kaset hag evañ ur banne (bet kaset ivez). Parket e oa bet ar c’harr e-kichen ar pub ma vefe ar fest-noz ennañ (ma vez graet bier ennañ ivez !), ha dirazañ war vord ar stêr hon oa pozet hor revrioù war ur vogerig. Hop hop hop, debret an traoù e welomp unan a anavezomp oc’h erruout hag ez eomp da welet penaos e vo al lec’h evit an noz. Goude pemp pe zek munutenn eno en em rent kont ar blenier a-daol-trumm en eus disoñjet e zoug-paperioù hag alc’hwezioù ar c’harr war ar vogerig ! Argl. Distroet buan (20 metrad pelloc’h e oa, hañ)… Netra ken. Klasket hon eus war al leur, er poubelennoù, er plant tro-war-dro. Netra… Ha pep-tra er c’harr, seier, mantilli, binviji sonerezh !! Hag ur goulenn hepken ganeomp: e pelec’h emañ an eil re alc’hwezioù ?! Daou dra a oa posubl: e Galway pe… ‘Barzh ar c’harr ! Goude un hir a vare o fachañ, o treiñ hag o tistreiñ ha goude bezañ bet d’ar Gardaí (An Garda Síochána, gwarded ar peoc’h, ar polis, pe’a) e vez divizet gant ar blenier distreiñ da C’halway (daoust da dud bezañ gouest da glask evitañ du-hont… Ma, gwir eo ne oa ket kalon gantañ da ober tra pe dra, met hep e baperioù eo bet ret paeañ ar mont-dont dezhañ…).

Un tu mat memestra: gant an afer-e eo bet aesoc’h deomp goulenn digant an dud ma c’hellent  hol lezel da gousket en o zi, tapet berr ma oamp. Ha diaes eo bet koulskoude, me lavar deoc’h ! N’hellan ket mirout rak soñjal e vije bet kalz aesoc’h e Breizh. Rak bretoned ne oa ket kement-se e-touez ar 150 a du a oa er fest-noz, kalz gallaoued dedennet gant Breizh ne lavaran ket. Ma,  n’eo ket ar mare da vezañ Jakobin marteze, met memestra ^^ Eus ar pemp ac’hanomp ne chome nemet pevar, ha daou ha daou e ejomp da gousket e ti tud (an daou baotr eus un tu hag an div blac’h eus an tu all ^^), gwir vretoned ar re se :p Ma ne vefe ket an alc’hwezioù e Galway e oant er c’harr (spi hon oa, d’an nebeutañ, ne vefent ket chomet e Breizh pe un dra a-seurt-se, rak ur c’hemperad e oa ar blenier, o chom e Galway abaoe ur bloavezh hanter, met 29 war e blakenn memestra), er c’harr, neuze, hag e vefe ret deomp terriñ ur prenestr anezhañ sur a-walc’h, kentoc’h eget lakaat ar blenier da zistreiñ (ha paeañ). A-benn ar fin memestra hon eus kavet gwelloc’h ma teufe, kentoc’h eget displegañ d’ar fliked perak e oamp o terriñ ur c’harr ne oa ket deomp e mod ebet >__< Da vintin e oa erruet neuze (ha ni ouzh e c’hortoz en ti-gar e penn ar gêr o c’hwitañ warnañ ha o kaout da zistreiñ d’ar penn all evit netra…!), ha galvet gantañ niverenn ur potailher a oa bet roet deomp gant paotred Maraí-Robhaín (ur boliserez, e gwirionez). Met 95€ evit frailhañ ur potailh ? Mersi ‘m eus ket ‘im. Gwelloc’h varc’had ar prenestr emichañs (un daou-zor eo ar c’harr, ha ne zigor ket ar prenistri a-dreñv).

Goude bezañ kelaouet an amezein e krogjomp da glask trement ur fustig metal dre an nor, a-benn tizhout ar poezelloù prennañ a oa war gostez dor ar blenier. Siwazh, goude kalz strivoù ha bizied e pilhoù (a-boan ma santan penn daou pe dri anezho hiziv c’hoazh, ur spont) e komprenjomp e oa ret d’an alc’hwezh bezañ er potailh evit kaout tredan da lakaat ar poezelloù da vont en-dro… Blev neuze, ha ni da gregiñ da skeiñ war ar prenestr gant ur maen lemm ! Eh beh, solud ar c’honerioù-se, me lavar deoc’h ! Hag un trouz spontus er straed a-bezh. M’ho peus ur Polo, na rit ket biloù, ne vo ket aes da laerezh ! En heol o poazañ e krogemp d’en em c’houlenn ar pezh a rafemp… 95€ evit ma vije digoret, hep gouzout pegement a vefe ret paeañ da gempenn marteze (c’hwenennoù-tredan a vez en alc’hwez ha tout, n’eo ket ken aes-se digeriñ !). Ur chañs diwezhañ a vefe roet d’ar feulster, ha dao da c’houlenn ur morzol digant an amezien ! Un taol, daou daol, ha Krak ! Haha, ken e laoskjomp ur griadenn/a reas d’an aod ur grenadenn (poentoù bonnus am eus evit an dave ? 😀) Hag e-barzh e oa an alc’hwezioù, hallelujah :p

Skuizh an holl ac’hanomp memestra e oa poent mont gant an hent, goude bezañ kempennet ar prenestr gant forzh seizer poubelenn ha skotch bras :

[Ur fleüt eo ‘barzh da chakod pe laouen out ouzh ma gwelet ?]

 A-hend all e oa plijus ar fest-noz, ha berzh a zo bet gant an tamm kan-ha-diskan hon eus graet. Lavaret zo bet din ivez e oa bet un dedi gant Goulwena e Roazhon evidon ha Marianna ^^ Brudet war an etrerouedad a-bezh, youc’hoù ^^ Ah, troioù-kaer en ur gêr vrav ha gant un amzer dispar, gwashoc’h en efe gallet bezañ kalz. Tugarez d’an holl a oa du-hont neuze, ha da Glevri, Gwendoline, Geoffrey ha Thomas (hor blenier, haha ^^) evit ar veaj :p





Sul #14

23 05 2010

Oho, traoù am eus da gontañ deoc’h ! Emaon o vont da gousket da gentañ (ezhomm ‘zo), ha gwelet ‘vo se warc’hoazh 😉 Un nebeud filmoù ha video-où a-bep-seurt da c’hortoz :

  • Bruderezhioù ‘zo o deus ijin, pe a zo graet mat d’an nebeutañ, unan all, unan all c’hoazh (n’eo ket bemdez e vez Michael Bay oc’h ober goap outañ e-unan ^^), hag ur pevare (div evit priz unan, e gwirionez, sapre Peugeot ^^)
  • Lod all o deus ijin evit klipoù o c’hanaouennoù
  • Fly, ur filmig graet gant ar studio a ra Wallace ha Gromit (met ket e toaz-merat ar wech-mañ ^^), doareoù mat  a zo d’en em zizober eus ur gelienenn… Ha lod n’int ket ken mat 😉
  • Emañ ar robotoù o tont; ha pa ne vint ket laouen ken… :p
  • Tu a zo da cheñch ster kalz traoù gant un dibab lodennoù ha sonerezh 😀
  • Unan eus ar bravañ tresadennoù-bev am eus bet gwelet, ken simpl ha ken brav ❤ (ha skiant-faltazi ^^)
  • Ha kement ha bezañ gant skiant-faltazi, m’en doa plijet an Alien versus Predator-où deoc’h (mmh, nanar serie B, evel-just, met ne oa ket re fall an hini kentañ :p) ez eus bet graet ur filmig 20 munutenn gant un den, un den ha 500 dollar, ha n’eo ket fall tamm ebet !




Liv Sina

22 05 2010

Setu setu, e Korkig emaon (euh, sañset, ma ne skrivan ket Dilun ez eus bet ur gwallzarvoud :p ) Derc’h da noz e oan o skrivañ, neuze, ha me da sellet dre ar prenestr:

Noz

Meur a vare d’an noz du
Na vez tu gwelet nemeur
Beuzet ma vezont diouzhtu
Er beuzdeñvalded derveur

Loar a flour gant aked
Stered o lufr digailhar
Lemm he begoù hag he sked
Lavn e gwaremm ar gounnar

Kan heson al laboused
Davet o c’housk ken buan
A lez dassont o c’hened
En o lezioù diamkan

Evel fin un ton a-boz
Kan an noz du o sevel
Geol ar bleiz gant e groz
Hag an heol o tevel

 

Ya, du e oa er-maez ^^





D-7

21 05 2010

Divinit ar pezh a zo er forn ? 😀 Ohoho, diouer a raio din pa guitain an ti-mañ ! Tartezenn avaloù an taol-mañ, ret mat eo cheñch, ha cheesecake+gwastell chokolad (unan doubl, gant ganach hag ur glerenn (mmh, n’ouzon ket re ma vez implijet ar ger-mañ evit ar boued ?)) hor boa bet an deiz all dija 🙂

Emaon o vont da Gorkig evit an dibenn sizhun, neuze, ha prientiñ un nebeud notennoù en a-raok, da vezañ sur ne glaskin ket skrivañ un dra bennak ur wech mezv-poch (ar pezh ne c’hoarvezo ket, evel just :p ) diwar ur siber-kafe bennak  ! War a seblant n’eus ket kalz a dra da welet er gêr (war bouez ar Skol-Veur xD ) neuze e vo ret mat kavout un dra bennak da ober. Gouzout a rit pet pub a zo e Korkig ? N’on ket sur e vo amzer a-walc’h ganeomp d’o gweladenniñ holl ! Ret ‘vo distreiñ un deiz all neuze. N’ouzon ket ma vezo skignet ar fest-noz a-benn ar fin, it d’ober un droig war lec’hienn an Tour-tan warc’hoazh da noz ! N’eus ket ur ger brezhoneg ennañ, gant ar vezh (pe kuzhet mat e vefe ? Ur vezh kement-all)… Servijer an diaspora, ma revr. Ma, fachañ ne servij da netra.

Krog on da renkañ ar bordel a zo ‘barzh ma c’hambr un tammig, da brientiñ ar sac’hadiñ, pe ar malizenniñ; emaon e soñj implij an 30kg aotreet betek an disterañ gramm ! Al levrioù eo ar gudenn dreist-holl, peogwir e oant bet kaset din gant ur c’harr ha peogwir em eus prenet un 30 pe 40 bennak dibaoe >.< Pevar a chom war ma zaol-noz e gwirionez, hanter lennet peurliesañ (n’ouzon ket re perak e lennan meur a hini war an dro, na c’houlennit ket !). Ne vo ket an dilhad ar gudenn, se a ouzan dija 😀

E gwirionez eo ar fest-noz un doare da brientiñ ma distro, hehe, un tammig a Vreizh em Iwerzhon, ha sonerezh da ziverglañ ma bizied a-benn seniñ gant ar bagad, dispar ^^





Pouit pouit

20 05 2010

Oh, seizh eurvezh o seniñ hag o kanañ, ket fall, ket fall ! D’am soñj e vo plijadur disadorn e Korkig. Pleustret hon eus war gwerzioù zoken, gant fleütoù hag ur mandolin ouzhpenn d’ar c’han ^^ Ma vez ur mare siouloc’h e vo tu deomp seniñ merteze neuze ! Ah, sonerezh Breizh, traoù brav a zo memestra, brav ha trist bepred pe dost. Ha n’ouzomp ket e gwirioez peseurt tonioù a veze sonet gwezhall, rak tamm ha tamm eo bet trevadennet an dachenn-se gant ar c’han ha diskan. Hiziv an deiz ne vez sonet hogos nemet tonioù deuet diwar ar c’han, padal hon eus bet un hengoun sonerezh distag (tonioù bale, sonioù, hag all). Ma, evit kanañ e oan aet da gentañ-penn, an tonioù kollet ne vint ket adkavet, ha deomp da grouiñ lod nevez (graet ‘vez, graet ‘vez ^^)

Petra nevez ‘mod all ? ket kalz a dra. Ma lakaat a raio an amzer da dreiñ da sot. Tomm-gor eo bet ha-hed an devezh, met ken an doare gwrez touforek a vez pa vez arnev da zont. Tomm e oa peogwir e oa an heol o skediñ, ha o parañ war an dud a dro ruz buan-buan ! Ha bremañ e ra glav. Pe ur barrad glav a zo bet, kentoc’h… Dres d’ar mare ma oan o tistreiñ evel just, ne vefe ket farsus ‘mod all. Soñjal a rae din e vefe brav an amzer bremañ, ha prennet ur chupenn skañv ganin zoken. Ma lagad !

Berr-berr eo ma amzer aze, un dra hepken da echuiñ neuze : ken warc’hoazh (ahaha !)





Voynich, schmoynich !

19 05 2010

··· ––– ··· ? Ha ma rafen un notenn e Kod Morse penn-da-benn ? (pe e Kod Biken 😀) D’am soñj e vefe hiroc’h da skrivañ eget an essay-où am eus da echuiñ (rhaaaaaaa, ne ya ket war raaaooooook…), ha ken aes da gompren >__<

– ..- | .- | –.. — | -.. .- | –. .-.. .- … -.- | — . — . … – .-. .- | –..– | | — .- .-. – . –.. . | . | …- — | ..-. .- .-. … ..- … | | ..–.. !*

pe c’hoazh

Tango Uniform Alfa Zulu Oscar Delta Alfa Golf Lima Alfa Sierra Kilo Mike Echo Mike Echo Sierra Tango Romeo Alfa (virgulenn) Mike Alfa Romeo Tango Echo Zulu Echo Echo Victor Oscar Foxtrot Alfa Romeo Sierra Uniform Sierra !

Ohoho, tu a zo da ober forzh petra ^^ Ken aes eo bremañ ouzhpenn-se, n’eo ket dav soñjal zoken, trawalc’h eo kavout un amdroer bennak a raio al labour evidoc’h ! E-barzh darn vrasañ ar filmoù ‘fin ar bed’ en em gav ar soudarded o kehentiñ dre Vorse, daoust ha ret eo dezho deskiñ c’hoazh ? Pe ur geek a gavont en eus bet desket ? Gortoz a ran ar mare ma vo savetaet ar bed gant ar steno, farsus e vo ^^

Piv n’en deus ket bet c’hoant ijinañ ur yezh guzh pe un doare kod kevrinus bennak, gant e(/he) v(/m)ignon(ez)ed (a bah pa fell din bezañ politikoreizh, koulz bezañ betek penn ^^) ? Pe klasket eskemm kemennadennoù kuzh e mod pe vod ? Bep an amzer e vez pennadoù e-barzh ar c’hazetennoù evit ar re yaouank (eus J’aime Lire da Science&Vie Junior en ur dremen dre Astrapi ^^) o tisplegañ penaos kuzhat traoù, war ur vazh, dre griptologiezh pe me-oar-me. Hag alies e vez komzet eus yezh digomprenus Dornskrid Voynich ivez:

Ur yezh eo, war a seblant, da lavaret eo n’eo ket un aridennad sinoù di-ster (na dister, kennebeut), hag heuliañ a ra patromoù boutin ar yezhoù a fed gerioù a vez adlavaret (araogennoù, gerioù mell, traoù a seurt-se). Reolennoù a vez kavet da urzh al lizherennoù, hag etre 20 ha 03 lizherenn a vefe. War a seblant eo bet prouet ivez eo eus ar 15vet kantved da vat, ha n’eo ket un ijinadenn nevez. Petra an diaoul eo se neuze ? Unan bennak a felle dezhañ c’hoari gant e vignoned hag en deus mesket an daouzek kod ha tri-ugent a anaveze, evit ar blijadur ? Den ne oar, ha n’eo ket bet dizoloet an diskoulm c’hoazh. Anat eo din kouslkoude eo brezhoneg ar skrid.

Evel Dornskrid Leyden, hor c’hoshañ skrid, neketa, e seblant bezañ diwar-benn plant ha louzoù (tresadennoù  a zo, hag un titl disheñvel da bep paejnnad war a seblant). Aet eo kuit an dornskrid pell diouzh e vro, hag en em gavet gant un dastumer bennak n’en deus ket gouezet e anavezout, ha kement a zispri a zo evit pe a zianvded gant hor yezh ma n’eo ket bet anavezet. Ne denn ket ar skritur d’unan Latin kouslkoude, met piv estreget ar vretoned a c’hoarife cheñch doare-skritur evit ar fun ? Ar gerneveuriz ! Lakaomp e oamp tost-tre diouto er 15vet kantved, un dra da welet gant hon herelezh eo sur a-walc’h. Heuliad dornskrid Leyden eo neuze, skrivet gant menec’h abati Brest (kaset gant ar Chaloni C’hunfal, hervez ma zitouroù).

Ur yezh digomprenus skrivet gant ur skritur nevez-ijinet ? Haha, pa lavaren deoc’h eo brezhoneg ! Leounog sur a-walc’h. Falc’hun hag Hemon n’o deus kroget netra ^^

Ma, . -.-. …. ..- | –. .- -. – | — .- | -.-.  …. — -. . .-. .. — ..- | –..– | | -.- . -. | .- .-. | .– . -.-. …. | .- .-.. .-.. | – ..- -.. — ..- | !

*amañ evit ar re a fell dezho c’hoari^^





Once upon a time of dreams

18 05 2010

Once upon a time there was
In a land of rock and grass
A sudden round of applause
After your song came to pass

Once upon a dream I was
Among that blithe cheerful crowd
Clapping as everyone does
Yet louder, a bit more proud

Once upon a time again
You will hear this ovation
I hope they will be the bane
Of your fears and frustration

Once upon a dream I heard
Your crystal voice in the dark
Singing like a little bird
Taking our souls on your ark

Once upon a time also
You will find that confidence
And many times in a row
Fill that lack and the silence

Once upon a dream lastly
On the lavish empty stage
You were singing just for me;
Picture of a golden age





Tud, tud, tud ^^

17 05 2010

Farsus eo an niver a dud a vez o tremen dre an ti-mañ e-kerzh ar sizhun ! Pevar omp o chom ennañ, met hanter muioc’h (!) a vez bep sizhun d’an nebeutañ, da noz peurliesañ ^^ Ar merc’hed o tont d’en em brientiñ kent mont d’ar c’hluboù (dre m’emañ an ti ‘tal-kichen kalzig boestoù-noz), tud o tont da bakout ur banne, debriñ un tamm gwastell (evel just ^^), pe komz hepken, hag all ^^ Ret ‘vefe deomp kinnig an ti evel B&B, arc’hant a vefe !

Ha dont a rara ivez mignoned a gerioù all, tud o doa ar re all bevet ganto, da skouer, ha spi a ro din en em adwelimp ivez, ha ne vo ket diaes kavout ul lec’h da gousket pa fello din ober un dro war enez ar melchon (gwir eo e vez kalz anezho e lec’hioù ‘zo ^^). Ur boud sokial eo Mad-Den, sañset, a dro da sot pa n’hell ket kehentiñ, pa n’en dez darempred ebet, e mod pe vod, gant tud all. Ah, met bremañ e vez aes kehentiñ hep bezañ gant tud pe o gwelet. Gant ar pellgomz e oa bet cheñchet kalz traoù, evel-just, met gant internet bremañ… Netra aesoc’h, hag a feur ma ya e vez galloudusoc’h galloudusañ an urzhiataerezhioù, ha herroc’h-herr ar rouedad, hag e vez aesoc’h kas skeudennoù, video-où, hag all. Ha gant ar pellgomzioù hezoug o tont da vezañ ken galloudus all (hag kalz muioc’h a dud o prenañ pellgomzioù kar d’an iPhone) e kendalc’ho da vont war-raok, ha ne vo netra ken anat ha gervel unan bennak dre video.

War an tu all n’ouzon ket ma fellfe din bezañ gwelet bewech ma vezan galvet, da vintin dreist-holl ^^ Ar pezh zo mat gant ar pellgomz a zo n’eus nemet ho mouezh a gont. M’eo ret ober un dro dirak ar melezour a-raok pep galvadenn n’omp ket erru 😉 War an tu all eo dreist gellout en ober, ha gellout gervel ho familh evit netra pa vezit en estrenvro a zo plijus a-walc’h (daoust m’eo ret displegañ d’ho mamm penaos e ya en-dro !). Bremañ ma vez ar wifi e muioc’h-mui a lec’hioù foran hag a diez e vo aes kavout ul lec’h da c’hervel evit netra, dreist-holl pa vez tu bremañ da lakaat Skype (pe Google Talk pe me-oar-me) war ar pellgomzioù. N’eo ket souezh e vefe gwerzhet koumanantoù internet gant an holl re  a werzh pelgomzioù hezoug !





Sul #13

16 05 2010

Hop, hop, un nebeud liammoù buan ha buan, kent din lammat betek ar gegin evit ur wastell nevez (ya, c’hoazh ! ) ha kenderc’hel gant ma labour…

Filmoù:

  • Up vs Gran Torino, ya, mont a ra mat mouezh Clint d’an tadig-kozh eus Up ^^
  • Pop, pop pop pop goes the world ? ^^

Lec’hiennoù :

  • Stereotypes, un nebeud kartennoù diwar ar pezh a lavarer eus hon amezeien. Ma plij seurt konerioù gant kartennoù deoc’h ho alian da vont d’ober un dro war Strange Maps, a ginnig traoù digredus a-wechoù ^^
  • Speed of Light, un diskouezadeg savet diwar lazeroù (klikit war ar skeudenn evit cheñceh anezhi), traoù brav-tre a zo, ha lod all fentus a-walc’h (ar gourvez-vank, da skouer ^^)
  • Dubai, ur skeudenn 45 Gigapiksel. GIGApiksel !! N’eus ket kalz a dra dedennus da welet, siwazh, met gellout a reer tremen eurvezhioù o pourmen enni !

N’eus ket kalz a dra met n’am eus ket amzer evit straniñ er mare-mañ dre ma klaskan bezañ sirius (!). Gwelloc’h e vo a-benn un nebeud devezhioù, pa vin e vakañsoù da vat (Yiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiiic’hoooooooù !)





John !

15 05 2010

Oula, faziet on gant eur iwerzhon aze, ah, boem John McCLane o terc’hel ac’haon dira ar skramm bihan (n’eo ket ken bihan se e gwirionez ^^). Filmoù ‘zo n’eont ket da gozh ! Ha forzh penaos n’ont ket beg-figus gant ar filmoù, peurliesañ. Daoust din klemm a-wechoù ha na vezañ c’hoant da vont da welet unan pe da chom dirak ar skinwel o c’havan plijus dre-vras p’emaon plantet dirak. N’eus nemet ur film pe zaou n’on ket bet gouest da c’houzañv (L’ours; Cours, Lola, cours; unan all marteze met n’am eus ket soñj eus an titl ^^). Boñ, n’an ket da welet forzh petra kennebeut (‘m eus ket gwelet Transformers pe DBZ, da skouer, ha ne rin ket, Twilight kennebeut), ha n’on ket sot gant ar filmoù spont dre-vras (peogwir ne reont ket aon ^^) pe ar filmoù gore betek re (a zo filmoù ‘spont’ peurliesañ, neketa, Saw ?), met sellet a ran eus filmoù farsus, filmoù emgann, lod evit ar merc’hed, lod politikeloc’h, ha steljet e vezen d’an Arvor e Roazhon (ur sinema Art et Essai, evit ar re n’anavezont ket) da welet filmoù na felle ket din hag a gaven dispar a-benn ar fin ^^

N’eus nemet ar priz a zo ur gudenn da vat er sinema , ur gudenn a ya war washaat siwazh ! Gouzout a ran e c’heller kaout koumanantoù evit tri gweneg-toull, met n’am eus ket an tri gweneg-toull-se bepred, ha ne fell ket din kaout un doare ‘redi’ da vont zoken pa n’eus netra dedennus. Boh, gwelet ‘vo pa vin distro e Roazhon (ya, gwashoc’h c’hoazh eo priz ar sinoch amañ, ur vezh, un 9€ bennak, gant un distaol o_Ô). En abeg d’ar gudenn priz se ivez e kavan ken dispar e vefe kavet ur bern berrfilmoù (ha lod n’int ket ken berr-se) war internet, lakaet gant o filmaozourien, a c’heller gourc’hemenniñ ouzhpenn-se ^^. A-drugarez d’ar skolioù sinema eo peurliesañ, ha raktresoù-skol eo an darn vrasañ anezho, met gant kement a draoù mat ez eus peadra da gaout plijadur hep dispign mann ebet hag hep laerezh o oberenn digant an arzourien (bah ya, gellout a reer kavout forzh peseurt film war internet, n’eo ket dav klask gwall bell !)

Anzav a ran em eus bet sellet eus filmoù war internet hep o faeañ, ha n’hellan ket tremen hep sellet eus House e saozneg (oh ma doue, mouezh 13 e galleg ! AAAAAAaaaaaAAaaaAaarrrrgggggl !), pe traoù a-seurt-se. Aesoc’h eo evit an heuliadoù, dre ma n’ouzan ket ma plijo din bepred, ha dre m’ao kalz, kalz, KALZ keroc’h prenañ DVD-où bloavezh un heuliad eget DVD ur film hepken (‘pezh a zo reizh, evel-just, pa geñverier ar badelezh), ha gwelloc’h e kavan gouzout ar pezh a brenan, evel a lâren n’am eus ket an tri gweneg-toull-se bepred ! Ar sapre John McClane a c’hellan sellet enlinenn forzh penaos, emañ ar filmoù er gêr 🙂





Henoazh e vo sonerezh gant ar paotr kozh (da lavar e Gwenedeg, ‘vel just)

14 05 2010

Oooh yeah, bez zo tonioù ‘giz-se… Daoust ha gellout a rit chom difiñv en ur selaou kement-mañ ? Me a vez o fistoulat war al lusk… \o\ \o/ /o/ N’ouzon ket re perak em laka da soñjal e sonerezh Jouin, a zo un Elvis kentoc’h ^^, met pa selaouan ouzh ar fistouler daonet all se e soñjan n’eo ket cheñchet kalz traoù ‘zo, siwazh; sellit ‘ta :

Erru on skuizh

Klevet ‘m eus ur c’hwezh divoutin
C’hwezh ar c’hozh ‘pep-lec’h en-dro din
Mirdioù, dastumerien
Gizioù kozh, boazioù hengounel
Dilhadoù, tiez, ha me-oar’
‘M eus ket c’hoant ‘vevañ ‘giz gwezhall

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Alies ‘m ‘ez c’hoant plantañ reuz
Pa welan traoù o vont a-dreuz
Sach-blev a-barzh ar vro gozh
Dianav da feiz hon tadoù-kozh
N’eus ket tu, biskoazh kement-all
Da soñjal hiziv ‘giz gwezhall

En hor bro gozh, h.a.

Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e
Bremañ e vevan me
‘Benn arc’hoazh, vin ket a’e
Bremañ e vevan me
Ha ‘benn arc’hoazh ‘vin ket a’e

Erru on skuizh, h.a

Ken ‘met ur yezh, doareoù skrivañ
Ra ma vevo c’hoazh ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur bobl gouest da zivroañ
Ra ma vezo bev ‘benn arc’hoazh
Ken ‘met ur vro o rannvroelañ
Ra ma ‘vo tud dieub ‘benn ‘arc’hoazh

En hor bro gozh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

Erru on skuizh
Erru on skuizh
Erru on skuizh
Skuizh, skuizh

(ad lib)

G.L. Jouin, Breizh Connection’s, 1998

Dre vurzud an ‘net e c’hellit sealou outi amañ, daoust ma vefe renket gant ar varietoch gall ^^ Ar bladenn a-bezh a dalvez ar boan, ‘forzh penaos (aha, pa soñjan hon oa studiet O Cheyeye er skolaj xD ). Ha N’on ket ‘ganet ‘ba Memphis dreist-holl, evel-just ^^

Met dedennus e kavan ar ganouenn-se (Erru on skuizh, hañ, heuliit mar plij ganeoc’h), peogwir eo bet skrivet 12 vloaz ‘zo bremañ, ha gwir-tre eo c’hoazh koulskoude. Breizh evel un douar kozh, bro gozh ma zadoù, hengounioù ha folkloraj… Mmmh… N’eo ket fall an hengounioù drezho o-unan, mat eo, er c’hontrol, kaout un diazez, spered hag istor. Un den hep istor n’eo ket kalz a -dra (C’hoazh. Keit ‘ma n’en do ket krouet un amzer-drement nevez), ha karantez-bro ne zeu nemet diwar an istor-se, petra ‘mod all ? Hep ar pezh o peus bevet pe ar pezh a ouzit diwar-benn ul lec’h ez int holl heñvel ivez. Hogen, chom gennet en amzer-drement n’eo ket un dra vat (emezañ…), a fed istor, kevredigezh, hag a fed yezh kement-all.
Cheñch a ra an traoù, cheñch pe gemmañ, pe c’hoazh, mar fell deoc’h bezañ resis, cheñchet ha kemmet e vezont. Ha ne blij ket da lod, ne blij ket dezho e vefe disheñvel ar yezh diouzh hini hanter-kant vloaz ‘zo. Ha koulskoude ne gomzont ket galleg mod ‘kozh, war a seblant n’eo mat seurt traoù nemet evit ar brezhoneg. C’hoarzhadeg a vefe ma vije unan o komz saozneg evel e penn-kentañ ar c’hantved, ha kement a saoznegoù a vez anavezet m’eo ur farsadenn pevar pe pemp rannyezh ar brezhoneg. Un nebeud tud a gompren koulskoude eo ret mont war-raok, hag e vez kemmet ar yezh bepred. Anzav a ran e kavan traoù ‘zo torr revr gant brezhoneg ar re yaouank, ha spontet on o welet ar c’hemmadurioù dre vlotaat oc’h aloubiñ tachenn ar re all (kentañ ha brasañ fan ar c’hemmadurioù dre galetaat on ^^), ha traoù all e-giz-se, met asantiñ a ran e cheñfe an traoù. E saozneg e vez gwelet penaos e c’hell un aroagenn cheñch ster penn-da-benn a-hed ar bloavezhioù, ha cheñch a ra sterioù ar gerioù en holl yezhoù, brezhoneg hag all. Ne gomprenan ket ar re a fellfe dezho komz brezhoneg ar c’hatolikon.

Ha souezhet e vezan o welet ez eus kement a dud oc’h ober kan-ha-diskan ha sonerezh hengounel, kement a dud dedennet, hag a chom gant doareoù kozh hepken, aon ganto cheñch an disterañ tra. Dre chañs eo aet an traoù war-raok e bed ar bagadoù (selaouit eus bagad Brieg, da skouer ^^). Gellout a reer chom hengounel, bezañ diskennad eus an hengoun, hep derc’hel dezhañ evel un teñzor sakr ha glann. Ret eo c’hoari gant an hengoun, gant ar sonerezh ha gant ar yezh. Un anv a zo evit ar yezhoù na gemmont ket : marv.

Ah, ur mare all e oa Jouin, hag ezhomm on efe eus tud da blantañ reuz un tammig. Ni hon eus Iwan B. lolroflcopter Nann, arabat din ober goap, setu unan eus ar re nemeto a glask ober traoù all gant ar yezh, ha gwell a-se. Laouen on ivez o klevet ar pezh a ra Nowenn Korbell (gwelit blog Stefan evit e ali), hag all. Spi am eus e vo kollet ar skeudenn gozh-se (a zo ur c’hozh skeudenn, ivez) gant Breizh hag ar brezhoneg, unan eus ar re ziwezhañ o tougen he c’hoef bigouden e oa ma mamm-guñv, ha marvet eo pell ‘zo; poent eo mont war-raok.

p.s:

……ROFL:ROFL:LOL:ROFL:ROFL…….
…………….______|______…………….
..L ………./………………. \………….
LOL===……………….. [].\…………
..L…….. \________________\………..
……………………..|… |……………….
…………………————-/……………





Un taol-bangounell rambreüs

13 05 2010

Aet on da gousket abred dec’h evit kousket kalzig, ha skuizh marv on bremañ da 10e noz, petra eo an afer se ? Tss ! Mat, evel a soñje din n’eo ket bet re fall an arnodenn, ha pedet omp bet d’ar preti gant ar gelennerez ^^ (pedet, pedet, paeet hon eus, memestra,  kinniget eo bet ganti, lakaomp ^^) hag en em gavet on er pub gant un nebeud bretoned all da gomz diwar-benn ar cyber-fest-noz a vo e Korkig (ahaha, c’hoarzhin a rin bep tro) ha mont da ober un tamm kan-ha-diskan du-hont, ohoho. Ur mare ‘zo n’am eus ket kanet e gwirionez, met pijus e vo d’am soñj. Ma vez un dupleks a zu-hont e lakain ul liamm amañ ^^

O komz eus ar c’hernevek on bet e-pad an arnodenn, a zo kudennoù ar brezhoneg galloud pevar gantañ, tamm pe damm. Pevar skritur o keveziñ, evit 2000 a dud o komz. Ha. Ha. Ha. Hag emaint e soñj ober tra ped ra gant se ? Pa welan pegen pell e chom ar gudenn amañ, goude ma vefe bet trec’h un tu penn da benn koulskoude… Pff…

rambreal [rãm’bre:al] v. g. Lavaret dibaouez an hevelep kaozioù hep talvoudegezh, hep kalz a ster. Rambreet he doa, kaozioù digompez evel m’oa boas da gaout diwar derzhienn. Dont a rez kozh, hag e stagez da rambreal. Siwazh emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet.  ♦ HS. randoniñ, raneal, riotal

E-giz-se em boa kroget ur entañ-kont diwar-benn En ur rambreal, ul levr am eus kavet plijus-tre d’ar mare-se hag a rankfen adlenn, ha ‘m eus aon n’on ket mat da galz tra all fenoz. O pourmen e oan em zeuliadoù sridoù kozh, d’ur mare ma skriven kalzig e galleg, kalz barzhoniezh. Traoù krennarded, traoù evel-se:

Icône onirique, naguère amour

Je voulais de l’amour qui soit comme dans les livres
Celui qui dure toujours, dont le parfum enivre
J’ai donc cherché quelqu’un que je pourrais aimer
Je n’ai pas cherché loin, tu étais à côté

Puis j’ai rêvé de toi de ce que je dirais
Faisant le premier pas, ce que tu répondrais
J’ai fini par y croire, à cet amour factice
Je commençais à voir le temps comme un supplice

Je voulais te revoir, pouvoir te contempler
Quand tu broyais du noir, te regarder pleurer
Même sans te connaître j’ai été amoureux
Aimant de tout mon être la beauté de tes yeux

C’est l’erreur de ma vie d’avoir voulu pousser
Ce rêve d’amour transi dans la réalité
Les sept merveilles du monde n’étaient rien à côté
De cette envie profonde que j’ai réalisée

J’ai compris bien trop tard que tu étais trop bien
Pour vivre de cauchemars, pour partager les mien
Savoir qui tu étais avant d’imaginer
Qu’un jour on s’aimerait, j’aurais dû y penser

Je le regrette encore et quand je t’aperçois
Tout au fond de mon corps ce pincement est là
Ce que je veux toujours, tout ce qui m’intéresse
Ce n’est pas de l’amour juste un peu de tendresse

Ah, ar yaouankiz, roulomp ha roulomp atav, neketa ! Met e touez an traoù kozh e oa traoù dedennusoc’h:

Noz

“Ur gêr vrav eo, neketa ? Netra da welet gant Edinbourg, evel-just, met plijus mem’stra, ‘keta ?”
Ur sapre mell mousc’horzh a oa gant McNamara, hag eñ o lakaet e gamalad da weladenniñ Picadilly Circus.
“Un tammig re a dud marteze, Killian,” eme egile.
“Ya… Re a dud, ha setu perak eo diaes kavout ar re zrouk, neketa ?” a respontas Killian MacNamara, komiser er Royal Police.
“Te oar mat n’on ket ur mailh war se, zoken m’eo ret din anzav eo ur bamm New Scotland Yard.”
“Ur bamm, n’ouzon ket, met gwelloc’h ‘get a-raok, hey ! Ma wee burev ne ra ket diouer din, nann !”
Ur pezh den e oa ar c’homiser, blev du fonnus dezhañ, un dremm ront.
“Ur banne ‘yelo ganit Killian ?”
“Mmmh, g’out a rez, Erwan, daoust din bezañ skosad n’on ket sot gant ar boeson.”
Gwir e oa avat, lidet e oa bet e bevare deiz ha bloaz hag hanter kant gantañ ur miz a-raok met ne seblante ket bezañ koshoc’h eget Erwan, a oa eizh vloaz ha tregont. Yac’h pesk e oa, ha goude e zek kilometrad jogging da vintin eo e kemere ur banne whisky hepken, ha ket forzh peseurt hini.
“Ma, derc’hel a rin ma
Edradour evidon-me neuze,” eme Erwan.
“Well, te ‘oar, ‘m eus ket lâret ne even morse, hañ.”

Da ranndi Killian e yejont neuze, pep hini o kontañ an nevezenti da egile. Pemp devezh a oa e oa erru Erwan e Londrez, met n’o doa ket bet tro d’en em welet c’hoazh, hag int mignoned a zek vloaz koulskoude.
An devezh war-lerc’h e tistroe Erwan d’e vro, ha d’e vreg, met evit ar mare en doa amzer da lidañ mignoniezh, kement ken ma ne gouskas ket, re a draoù da lavaret ha da selaou etrezo. Troioù kaer ur poliser evel Killian a oa peadra da zerc’hel forzh piv digousk forzh penaos.

1.

Kollet. Kollet e oa Erwan. N’helle mui kompren, n’en doa ket c’hoant da gompren, na da gaout soñj kennebeut. Re ziaes ar c’houn. Mont a rae hep gouzout re vat da belec’h, hep gouzout re vat perak. Kollet. Ne gleve netra ouzhpenn d’e gammedoù war pavezioù ar gêr. Dassoniñ a rae pep kammed ouzh ar mogerioù kozh, mogerioù ledan o doa gwelet mil den eveltañ, o kantreal, o kildreiñ. Noz a oa, un nozvezh goañv, yen, sklas, ha teñval-sac’h en desped d’ar sklerijenn yen a zeue diouzh ar gouleier-straed kozh. Evel ar gouloù. Evel ar gouloù eo an eñvorennoù, setu ar pezh a soñje. Devet e vezer ganto pa dostaer re, devet ar chorf hag ar spered, ha koulskoude hon eus ezhomm anezho, ha koulskoude e vezer desachet ganto evel balafenned-noz. Evel ar gouloù ivez e ya an amzer, a gendalc’he e spered en e rambreadennoù, touelus pa seller ennañ, hogen hep sklerijenn an tremenet n’hellfed gwelet an amzer-vremañ. E soñjoù a oa kollet kement hag e gorf. Ha gwashoc’h-gwashañ e oa ar yenijenn. Seblantout a rae dezhañ bezañ ur c’hadour eus an amzer gozh, diroget e groc’hen gant taolioù , taolioù kontell, taolioù kleze. Dont a rae ar yenijenn d’e dagañ, da lemel digantañ an nebeud a nerzh a chome dezhañ c’hoazh en e gigennoù reuzeudik. Taget e veze, troc’het e zilhad, krabiset e groc’hen, skornet e c’hourlañchenn. Ha pa oa prest da gouezhañ, pa oa o vont da baouez da stourm ez ae kuit ar yenijenn, evel ul loen o c’hoari gant e breiz. Amzer dezhañ gounid un nebeudig e nerzh en dro ha setu ma tistroe ar sklasded d’e hargas. Kollet e oa. Latar a oa. Ne wele ennañ tra war-bouez stummoù iskis krouet gant ar gouleier melen, stummoù iskis a seblante bezañ oc’h ober goap outañ. Ken latarek all e oa eñ. Poaniañ a rae da bep paz, ur berc’h e oa an disterañ fiñv, hogen derc’hel a rae da vont. Arabat e oa dezhañ paouez. Ret e oa dezhañ kaout poan. Ret e oa dezhañ bezañ kastizet.
Perak ?, a soñjas, Perak ?
Ne ouie ket perak. Den ne ouie e gwirionez. Met aze e oa-eñ koulskoude, o vont dre ar gêr, an dourenn ruz o tiverrañ c’hoazh diwar veg e vizied moan.
Strebotiñ a reas, ha kouezhañ er meskaj lous graet diwar erc’h damdeuzet ha douar, loustoni sklas. E zremm war-du an neñv gantañ e krogas da leñvañ.
Soñj en doa.

***

“Ar galv diwezhañ evit an nijadenn 830-9873 da Londrez-Stansted eo; dor niverenn pemp.”
Dasoniñ a rae ar frazenn e sal vras an aerborzh he zoenn wer, hogen e oa ket aes he c’hlevet, mouget ma oa gant ar monedone, an dud o redek a bep tu, da vont d’o c’harr-nij, pe c’hwitet anezhañ ganto endeo hep gouzout dezho, ar vugale o vlejal, o zud o huchal warno hag an dud all tro-dro o sellet outo gant ur sell kounnaret hag aet skuizh, an dud o tebriñ, o evañ, o prenañ kaetennoù, o klemm peogwir e oa dale, peogwir e oa bet kollet o malizennoù, peogwir e oa fall ar c’hafe, peogwir ne oa ket paper er privezioù ha me-oar-me. Hogen me avat ne raen ket vann. O paouez erruout e oan, ha kerkent ha tapet ma malizenn ganin war an tapis-ruilh e c’hellfen mont d’ar gêr. Hir e oa honnezh da zont, met ne raen forzh. Amzer ‘zo pa vezer e vakañsoù c’hoazh. Mall a oa warnon da vezañ distro memestra, da welet Gwenola en-dro. Mall a oa warni ivez sur a walc’h, ha diwar ar bellgomzadenn hor boa bet pa oan o c’hortoz ma c’harr-nij e bro an togoù ront hag ar bakon fritet da vintin e soñje din e vefe plijadur pa zistrofe, evit an daou ac’hanomp. Gouzout a raen dre ar munud peseurt dilhad a oa warni—ha pere ne oant ket— ma veaj am boa tremenet oc’h ijinañ pep tra dre ar munud. Ret e oa prenañ bleunioù, sot e oa hi ganto, forzh peseurt re, forzh peseurt liv e vefent, gant ar bleunioù e veze plijet.
Ar plac’h nemeti ma oan bet ganti a denne un tammig d’ar skeudenn a vez roet eus ar merc’hed gant ar filmoù hag al levrioù e oa-hi, a soñjis en ur vousc’hoarzhin. Ket penn-da-benn koulskoude, dre eurvat. Kelennerez e oa deuet da vezañ, kelennerez war ar galleg en ul lise didrubuilh. Met ur wech distro d’ar gêr e oa pell diouzh ar vaouezig sioul a blije d’he skolidi. Tennet ganti he mantell e teue da vezañ Gwen’, plantet dirak hec’h urzhiataer, a oa arabat dont da zirenkañ keit ma n’he doa ket echu, pe ma veze desachet gant gwastilli hepken. Ne ouien ket re vat ma oa bet Internet ur mad evit ar c’houblajoù dre ar bed, met ne vezen ket direnket, ken sot ma’z on ivez gant an disterañ ardivink teknologel. Minc ‘hoarzhin a ris adarre pa soñjis e oan bet o ober shopping e kalonenn deknologel Londrez, azeuldi ar geek-ed hag an nerd-ed. Marteze ne vefe ket dav prenañ bleunioù, gant ar smartphone e vefe-hi laouen a-walc’h, marteze ne gouskfemp tamm fenoz. Setu ar valizenn. Ket, ne oa ket an hini vat, heñvel a-walc’h koulskoude. Divizhet ho defe ma lakaat da c’hortoz betek ar poent diwezhañ holl ? Ket, aze emañ, an hini vat, a-benn ar fin !
Ma malizenn ganin e yis kuit eus an aerborzh, goude ur mareig, amzer din da ziskouez ma c’hartenn-anv buan ha buan d’ar valtouterez vihan ha kuilh. O tistreiñ d’e vro e oa, neketa ? Ya. Mat ar veaj ? Ya. Kenavo aotroù. Kenavo.
Pebezh micher ! Laouenoc’h e oan gant al labour em boa kavet nevez a oa, goude ur mare en dilabour : treser a-vicher en un ti-bruderezh. Spontet e oa bet ma mamm, “Peus ket mezh kontañ gevier d’an dud evit gounit arc’hant ?”. N’em boa ket lakaet anezho da baeañ ma stummadur graferezh ker-ruz evit netra, koulskoude ! Ha da eizh vloaz warn ugent e oa poent bras kavout ur gwir labour, stabil. Plijout a rae da Wenola, ouzhpenn-se, c’hoant he devoa da c’houc’hemenn skritelloù diganin o vrudañ dre ar gêr a-bezh nag ur c’halloc’h a oa ac’hanon. N’em boa ket he lezet da ober c’hoazh, met sellet a raen mat eus ar panelloù a oa war wel, kent kaout ur souezhadenn bennak.
Un taksi bremañ, n’em boa ket ma aotre, nag hi kennebeut, da betra pa vezer o chom e kêr ? Setu unan dieub. Dale a oa bet gant ar c’harr-nij —daoust ha restaolet e c’hellfe bezañ ?— ha noz a vije anezhi a-barzh pell. Dre chañs ne oa ket gwall bell an aerborzh diouzh an ti, berr e vefe, ha ne goustfe ket re gêr din. Ne oa ket ar priz-noz c’hoazh, a respontas ar blenier din pa c’houlennis. Daou euro warn-ugent memestra. Ma, ne rae forzh, paet mat e vezen bremañ, ha Gwenola ivez a drugarez d’ar c’hentelioù-skoazell a roe da vugale ar binvideien.
Dirak ma zi e chomis ur pennadig, souezet ; un dra bennak ne oa ket evel boaz.

***

N’en doa ket soñj pelloc’h. Ur voger a oa en e eñvor, ur voger wenn n’helle tremen dreist. Ha gouzout a rae e oa ret dezhañ koulskoude, hogen re ziaes e oa, re boanius. Yen e oa dezhañ, e choug war an erc’h, ne oa ket evit santout beg e fri ken, na penn e vizied. Ret e oa kavout tommder, dont a-benn da sevel. Kavout tommer. Fiñval, treiñ, mont war-sav, bale, daoust d’ar boan, daoust dezhañ bezañ ken kollet ha biskoazh. Petra a oa dirak e di ? Perak e oa bet souezhet ? Petra ne oa ket evel boaz ? N‘hen doa ket soñj, met pouezus e oa, gouzout a rae e oa pouezus. Petra ober ? Penaos kavout respontoù ? Ret e oa dezhañ kaout soñj. Re bar e oa an holl vogerioù d’ar re all, ar straedoù a oa o c’hoari gantañ, o cheñch plas tra ma yae. Anavezout ar rae ar c’harter koulskoude. A-gleiz ? Ket, a-zehou. Kenderc’hel a rae an daeroù da redek, ha skornañ a raent war e zivjod. Kavout tommder. Mezv e oa ? N’hen doa ket soñj eus an disterañ banne. Petra oa gantañ ? Dramm ? Nann, ket abaoe ar skol-veur, kalz re bell a oa evit ma vefe se. Petra neuze ? Alzheimer ken yaouank ? Forzh petra… Ne zivere netra diwar e zaouarn ken. Hag aze eo e verzas, en em rentas kont. Ruz e oant, ruz gant ar gwad, ruz evel an diaoul. Ha re vat e ouie petra e oa. Gwad Gwenola.

2.

Tra ma’z ae dre ar straedoù didud ha dianav dezhañ e klevas sonereh. Ur sakso e-kreizh an noz ? Ne oa gouloù ebet er straed war-bouez slêrijenn yen al loar a-dreñvar c’houmoul teñval. Ket. Aze, a-dreuz ur gaelig a-rez d’ar riblenn e tarnije ur skleurenn. A-feur ma tostaen e kleve sklaeroc’h an notennoù, al lusk, ar rikimanoù, ar sonerezh. Donezon a oa er c’hav-se, a-dra sur. Harpañ a reas e gein ouzh ar voger, e-kichen ar gael —ne weled netra dedennus drezhi— ha selaou. Baker Street. E toull an noz, skornet e izili ha revet e galon, taget gant ar yenijenn c’hoazh dindan lagad euzhus al loar peuzc’hann e voe trec’het gant ar sonerezh, he foan hag he c’hlemm. Hep gouzout dezhañ en em gavas war e zaoulin, daeloù o redek par ma c’hallent war e zivjod, didrouz.
O leñvañ e oa c’hoazh pa erruas an iskisañ den en doa biskoazh kejet. Ur pezh-mell tog uhel a oa gantañ pintet war e benn, e vourroù a oa diskennidi da re Zali a dra sur , ur roched ruz flamm a oa war e gein. Ha ne oa ket e neuz an iskisañ, evel a zizoloas da c’houde. Pe kerkent, evit lavaret gwir.
“Eta ma den mat,” emezañ,
‘Chomot ket amañ peurbad ?
Deuit kentoc’h ganin…
D’ar goudor ho kasin ! »
Hag eñ da gemer e vrec’h ha d’e lakaat da sevel.
“Setu, amañ, gwelloc’h,” a lavaras,
Gellout a rin dont ganeoc’h.
Anavezout a ran ul lec’h.
A vo d’ho kwaleur trec’h ! »

E heuliañ a reas hep gouzout re vat ma oa un huñvre pe ar gwirvoud. Poan en oa c’hoazh avat, ha yen-ki e oa dezhañ. Hogen piv a c’hell lavar n’heller ket hunvreal poan, yenijenn hag anken ? Galloud ar spered war ar c’horf, daoust da Nietzsche. Dirak ur c’hozh tavarn ec’h errujomp a-benn ur mare. Touet en defe bet e oa serr, panevet an nebeud a c’houloù a c’helled spurmantiñ a dreuz ar boultren a c’holoe ar prenestri. Tre ez ejont neuze.
« Demat deoc’h tudoù !, a huchas egile
Plas a chom evit ho kwelañ pratikoù ?
Ma banne am bo evel boaz
Hag eñ ivez, n’eus ket da choaz ! »
Daoust dezhañ bezañ eno evit ar wech kentañ ne zeblantas ket souezhet an nebeud tud a oa, hag azezañ a rejont. Pep a vanne Talisker a oa ouzh o gortoz.

Penn-kentañ ur romant-polis, un dra ouzhpenn war listennad an traoù a leunio ma amzer ?





Son un dazont da zont

12 05 2010

*Evezh, un notenn mabuhez.com eo honnezh, m’emaoc’h o klask soñjoù don emaoc’h war ar blog fall e vefe ret distreiñ diwezhatoc’h ^^*

Un devezh el levraoueg o labourat, toutou abred fenoz, un arnodenn a zo warc’hoazh da 9e30, hini ziwezhañ ar bloavezh ! Chom  a ra eztaoladennoù da echuiñ, met tostaat a ra fin ma maread en Iwerzhon da vat bremañ. N’ouzon ket ar pezh a zo ganin met toull-didoull eo ma c’housk er mare-mañ, klask a rin bezañ diskuizh mat (n’eo nemet 10e30 amañ, padal eo 11e30 e Breizh ^^), an arnodenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a-vremañ eo, dedennus-tre !

Trist on un tammig o treiñ ur bajenn all e levrig ma buhez (unan a vil pajennad ?), met laouen war an tu all o welet ez eus lod all a seblant rakskrivet endeo gant plijadurioù da zont. Echuiñ ma levr, da gentañ penn, n’am eus ket gallet ober c’hoazh en abeg d’ar reuz a zo bet gant ar menez-tan hag an niver a draoù o deus cheñchet em flanning dirapar dija, ul levr a zo ken tost da vezañ echuet koulskoude ! Pa soñjan e oa sañset bezañ echu e miz genver d’an diwezhatañ… Komz a rin diwar-benn se un deiz all, p’am bo amzer just a-walc’h, ar fazioù brasañ am eus graet en ur raktresañ al levr-se… Ma ne blij ket e vo pulluc’het ma spered.

 Raktresoù e-pad ar vakañsoù, raktresoù ar bloaz a-zeu, peadra a vo da ober: kavout ul labour bennak e-kerzh an hañv, labourat war ur geriadur saozneg-brezhoneg, prientiñ ur raktres kazetenn etreskolveur, ur gelaouenn all marteze ivez (‘keta ?), diboultrennañ ma levrioù D&D, kregiñ ul levr all gant Marianna marteze (chut, n’am eus lavaret netra !), kenderc’hel gant ma enklaskoù war ar bed all, kenderc’hel gant troidigezh WordPress, mont donoc’h gant soñj Rekipedia (hohoho !), adlakaat ma skevent ha ma bizied da labourat er bagad, skrivañ barzhonegoù ha klask embann… Traoù a vo da ober, ya ! Hag e-kerzh ar vakañsoù ez in d’an Erer Kozh,  da Gembre e-pad div sizhunvezh, da Aostria marteze… An holl draoù se mui ar burutellañ a brometan abaoe pell, tresadennoù a-vil-vern, pennadoù hiroc’h…

Hey, ne seblant ket re fall an traoù, gant ma erruo an dazont-se buan.