Vakañsoù !

20 02 2012

Bez zo mareoù er vuhez ma soñjer a-daol-trumm “Kaoc’h, kozh on !” Resped d’ar re goshañ ouzh ma lenn, met souezhus e c’hell bezañ ^^ Ha c’hoazh, n’em eus ket da glemm, hañ, studier on c’hoazh, ha pell eus an 3-8 pe eurvezhioù-burev. E gwirionez, n’em eus kentel ebet da heuliañ ken (plijadurioù an doktorelezh !), hogen reiñ kentelioù a ran bremañ, ar pezh a zo disheñvel-mat !

Kentañ poent, ret eo o frientiñ, ar pezh a zo muioc’h a labour eget “dont gant paper hag ur c’hreion” evel ma c’hellen a-raok. Ar bloaz-mañ em eus 4 strollad disheñvel, da lavaret eo peder c’hentel da brientiñ… Ar pezh n’eo netra e gwirionez. Ha koulskoude, dre ma ‘m eus pep-tra da brientiñ dre ma ‘z eo ar wezh kentañ din kelenn e-giz-se e ra kalzig labour. Ur blijadur, dre-chañs. Hag ar plijusañ, e gwirionez, a zo bezañ dirak ar c’hlasad. Un tammig c’hoariva eo evel-just, ur one-man-show sizhuniek, gant ar spi bezañ dedennus a-walc’h. Ar pezh n’eo ket aes kennebeut !

Studiañ ha prientiñ, moullañ, reizhañ, hag all, hiroc’h eo eget ar pezh a soñjer (daoust ma vefe lavaret alies), ha daoust din reiñ un 10 eurvezh kentel bennak ar sizhun hepken en em gavan gant ur garg labour kalz ponneroc’h ! Ha se, evel-just, a zo ouzhpenn d’al labour on sañset ober evit ma zezenn. Met n’eo ket an dalc’h amañ ^^

Nann, an dalc’h a zo en em gav ur poent, aze, m’en em gaver hep re a amzer dieub, ma soñjer e rankfer bezañ oc’h ober un dra bennak bepred, kentoc’h eget straniñ. Pa erru an dibenn-sizhun e klasker mont war-raok gant traoù n’on eus ket bet amzer d’ober a-raok… Hag e-keit-se n’em eus ket amzer da dresañ, emañ levrioù am eus c’hoant da lenn o tastum poultrenn en ur c’horn, kement hag ar wii pe an x-boest, n’em eus ket tro da zont da skrivañ amañ kennebeut (!). Hag a-daol-trumm e teu: “Kaoc’h,  labour am eus d’ober. N’em eus ket amzer evit an traoù-se !”

Ne c’hoarvez ket a-daol trumm, met en em rentañ a reer kont trumm a-walc’h pegen berr e c’hell an devezhioù bezañ, ha pegen plijus eo ar vakañsoù (daoust ma vefe labour d’ober e-kerzh ar vakañsoù ivez, arabat dikoñiñ). Gouzout a ran, evel-just, n’eo ket se “bezañ un den gour”, ha n’eus ket se hepken da c’hortoz al leve, peseurt doare buhez e vefe ? Ha n’eus ket ul leun-amzer ganin zoken, pell alese. Sur ‘walc’h emañ lod ac’hanoc’h  o c’hoazhin goap (gant gwir abeg !), hogen aze eo ivez en em renter kont pegen aes ha plijus e c’hell hor bugaleaj bezañ, pa c’helled pouezañ war ‘off’ ur wezh erru er gêr.

Boñ, kement-se a lavaran, met ur wastell am eus da vont d’ober, hag ur boss bennak da lazhañ ‘barzh Skyrim, kenô !





Amzer da goll

8 11 2011

Lezennoù, reolennoù strizh ;
Bevennoù war an hentoù-tizh ;
Tabutal gant ar sod, ar brizh ;
N’am eus ket amzer da goll

Plegañ gant an taolioù morzol ;
Ober van ‘vit plijout d’an holl ;
N’am eus ket me amzer da goll
Evit ho konerioù

Paotred o c’hoari brezelig ;
Gastaouerien ar Republik ;
’Fell ket dit lipat ar billig ?
N’am eus ket amzer da goll

C’hwi ar re a soñj gant ho c’halc’h ;
‘Re fell ket de’o ‘vefemp dizalc’h ;
Me am eus bet ouzhpenn ma gwalc’h
Eus holl ho konerioù

Kit da sutal, ne ran ket van
Eus ar pezh a soñjit, tudoù
Kit da sutal ; ‘keit ma kanan
E choman en ma hunvreoù,
En ur bed dieub a goneri,
Ur vro gaer n’eus ket diouti

En ur bed dieub a goneri
Soudard ebet, ur bed e peoc’h
Hep archer hag hep prefeti
Un hunvre pa lavaran deoc’h
En ur bed dieub a goneri,
Ur vro gaer n’eus ket diouti

.

Ur ganaouenn evit ar strollad a ganan ennañ, farsus eo kas an holl da sutal ur wezh ar mare, haha ! Eil derez, evel-just, hañ, n’it ket da vezañ feuket 😉





Livañ… pe dost

31 10 2011

Abaoe CS5 ez eus muioc’h a ostilhoù evit livañ da vat, evel gant pentur, e Photoshop. C’hoant am oa neuze da welet ar pezh a oa tu da ober, dre ma ‘z on null-brein gant ur barr-livañ peurliesañ ^^ Luc’hskeudennoù am eus kemeret da zave, c’hoariet un tammig gant ar broustoù kinniget hag ar pezh a ouzan ober gant ar poellad ha bam:

Farsus soñjal e fell d’ar stlenn distreiñ d’an traoù kent, ‘keta ?





C’hoari gant ar sonioù ? Me ?

13 10 2010

Kamm-digamm e ya ar c’hamm gant e samm;
Gant ar mavigamm, poan d’an dister bramm.
Mamm ganti dinamm he zamm sae ruz flamm;
D’ar pevarlamm e telamm, e vazh kamm
O ruzañ, kozh tra, a rankfed berzañ
Bezañ m’he laka da gouezhañ ! “Sell ‘ta !
Aneval amparfall !” Daoust ma n’eo dall,
Gant ar mall, ‘vel gwezhall, e teu ar gwall !
Diwall, an taol all, ken ma vezo fall
An disoc’h. Ha gwasoc’h c’hoazh eo dasoc’h
Loc’h diroc’h, sav kloc’h ar c’hozh hoc’h kalloc’h
P’en em gav-hi, graet patati ganti,
War beg he fri, ha noazh hec’h izili !





Hirvarzhonegaouegomp, neuze

5 07 2010

N’ouzon ke re vat perak
E plij din er mare-mañ,
P’am eus aon chom bout dirak
Ar skramm pa skrivan amañ,
Komz dre ma barzhonegoù
E hanter ma notennoù

Aesoc’h eo din marteze
Kuzhat traoù en o gerioù,
Aesoc’h eo lakaat aze
Aon ha lorc’h ha trivliadoù
Kuit da feukiñ pe anken
C’hwi hag a zo ouzh ma lenn

C’hoari gant ar c’hlotennoù
A vez dedennus bepred,
Daoust ma n’int ket ar stummoù
A oa, ur mare ‘zo bet
Ar re hengounel e Breizh
(Pe enklotennoù e-leizh)

Ha daoust din-me bezañ kar
D’am bro, d’am yezh, d’am istor,
Ganto holl perzhioù dibar,
Deomp-ni holl ur gwir teñzor,
Ez on bammet gant Rimbaud
N’eus din tra par da Hugo

Lennet am eus bet kalzig
Barzhazoù, dastummadoù
Testennoù brav, pinvidik
O yezh hag o skeudennoù
Barzhoniezh broioù all,
Hini saozon ha bro-C’hall

Lennet am eus bet ivez
Barzhoniez ar vreizhiz
Ar skridoù kozh ha nevez
Traoù klasel ha traoù iskis
Istorioù hengadourien
Ha re hon emsaverien

Dizoloiñ a vez graet,
Pa vezer o skrivañ poz,
Traoù nevez dre ma vez ret
Ka’out klotennoù dic’hortoz
Pe doujañ d’ar reolenn
Am eus divizet em fenn

Desket am eus en ur lenn
Braventez yezh an ijin
Er varzhoniezh estren
Peadra da reiñ c’hoant din
Da lakaat ar brezhoneg
Da vevañ em barzhoneg





E3 – Sony (ha traoù all)

16 06 2010

Hehe, ul logo droch bewech, yessss ^^ Boñ beñ Sony… Sony… Hehe, netra dreistordinal e gwirionez. Move a seblant mont mat-tre en-dro ha sur on e vo c’hoarioù mat, met rik-rak evel ar Wii e ya en-dro, netra nevez, siwazh.

Kinniget eo bet ar PlayStation Plus, ur servij e-linenn dre goumanant, kevatal d’an Xbox Live tamm pe damm. Ur servij evit netra a oa gant Sony dija (evel Microsoft, gant an XBLive ‘silver’), ha traoù ouzhpenn a vo degaset aze (evel Microsoft gant an XBLive ‘Gold’)… Mmmh, n’eo ket gwall zedennus kennebeut, e gwirionez ! Hag an tamm brasañ evit Sony: ar c’hoarioù e 3D, evel just. Arabat disoñjal eo Sony an hini nemetañ eus an 3 a ra skinweloù ivez, ha pep tra da vont tro-dro (ur c’hit surround a zo bet kinniget ganto ivez), gouest int neuze da vezañ sur e yelo mat gant o binviji, ha c’hoant o deus da lakaat an dud da brenañ, evel just ^^ Met goude an 3DS e ra iskis rankout lakaat lunedoù :\

Ar gudenn a oa e gwirionez ne oa ket kalz c’hoarioù ne vezint kavet nemet war PS3, ar pezh a ra n’eo ket ken dedennus marteze. Met ur God of War nevez a vo (war PSP), ul Little Big Planet ivez, Gran Turismo a-benn ar fin (pegeit ‘zo e vez lavaret emañ o tont ! Met e 3D ^^), ha Killzone 3 (3D ivez :p). Da heul prezegenn Nintendo e oa hini Sony, ha ne gomz an holl nemet eus an 3DS ha pegen dispar eo… Setu an dalc’h, diskouez un dra gant fiñvoù goude ma vefe bet diskouezet un doare nevez gant Microsoft, diskouez traoù e 3D goude un dra nevez gant Nintendo (di-lu-ne-doù ^^)… Digarez, Sony, epic fail ar bloaz-mañ.

Met estreget an teir frezegenn-se a zo en E3, eveljust, ha kalz c’hoarioù a vez kinniget gant an embannerien diouzhtu, evit ar PC da skouer (pe an UP, pe UH, ma fell deoc’h :p). C’hoarioù evel Civilizations (ar pempvet), unan eus ar c’hoshañ heuliadoù c’hoarioù strategiezh, Need For Speed, un MMO Fallout (yay !), met un dra all a oa lipous-tre evidon : daou (2 !) c’hoari Warhammer 40,000 ! Ahahaha ! Ma n’eo ket peurc’heekelezh, se ! Space Marine, da gentañ, e-lec’h ma ‘z oc’h ur… Space Marine (petra a lavaren diwar-benn an titloù hag an ijin ? >_<), emgann 100% (there is only war, neketa ?) ohoho, soñjal ? Piv a rank soñjal ?

Met an dra dispar a oa eo bet diskouezet an MMO (d.l.e. ur c’hoari e-linenn gant miliadoù a dud, evel World of Warcraft, da skouer) evit ar wech kentañ ! Warhammer 40K : Dark Millenium Online, neuze.

Oh, ur bloavezh c’hoarioù-videoek e vo ! M’am befe arc’hant xD





E3 -Nintendo

15 06 2010

Oh ma Doue benniget, leun e revr a doulloù preñved ! Pebezh prezegenn, 1e30 a nerdgasm ! Big N, roueed ar c’hoarioù-video. Penaos kregiñ gant ur mell flac’had ? Ar Zelda nevez, Paf ! Brav-tre, ur meskaj etre doare Twilight Princess hag hini the Wind Waker, da lavaret eo eo stummet reizh an tudennoù, met e cel-shading memestra. The Legend of Zelda: Skyward Sword, neuze. Daoust d’an nebeud kudennoù wiimote a zo bet gant Miyamoto (hallelujah) e seblant dispar, ur wech ouzhpenn. Gant ar WiiMotionPlus e vez resis-tre ar fiñvoù, ha traoù nevez a zo gant Link ur skourjez, un doare c’hwil a c’hell nijal da gerc’hat traoù pe da weladenniñ. an trovardroioù. Gellout a raer lakaat ar bombezennoù da ruilhañ ivez, evel ur voulenn bowling ^^ Alala, Zelda ! Ar bloaz a zeu, e vo deomp, ma friziuis !

Ha goude-se eo bet flac’hadoù da bep c’hoari pe dost. Distreiñ a ra mario da ved ar sportoù (volley, hockey, dogeball, basket…) e-barzh Mario Sports (+10 poent evit an ijin aze ivez >_<). Okay, se hag Wii Party (un hollad c’hoarioù bihan), un Nintendogs nevez (+cats !), setu ar c’hoarioù ‘meh‘ evidon. Bremañ, to the good stuff (war-bouez Zelda am eus komzet diwar e benn dija, hag a zo dienn karamel amann-sall keñveriet gant forzh pe c’hoari all ^^)

E-kerzh e hir a istor e bed ar c’hoarioù video ez eus bet kalzig merkoù, bedoù, tudennoù ijinet gant Nintendo, ha lod anezho a zo bet disoñjet un tammig nevez ‘zo… Ha distro int holl war an dro, war a seblant !

Sur a-walc’h e anavezit Kirby, pe dre e anv pe dre e neuz, ar vouboulennig roz, ha pell zo (7 vloaz) ne oa ket bet gwelet en ur c’hoari dezhañ e-unan, ha setu eñ distro, hag e pebezh doare ! Graet eo ar c’hoari a-bezh evel ma vefe tammoù danvez gwriet an eil re ouzh ar re all, e 2D, ha gellout a rer digoriñ serroù-prim, pe sachañ war an danvez da zizoloiñ trtaoù,hag all, nez en eus dispar-bazar da vat, degas un haroz en dro en ur cheñch e zoare kentoc’h eget ober ctrl+C ctrl+V, dispar ! Ar c’hontrol-mik evit unan all ne oa ket bet gwelet abaoe ur mare, Donkey Kong ! Roots penn-da-benn ar c’hoari, Donkey Kong Country Returns, e 2D ivez (brav ur spont), ha distro da wriziennoù ar SNES.

Etre an daou emañ Samus Aran, a zo bet gwelet nevez a-walc’h ‘zo e c’hoaroù FPS (er c’hentañ gour, neuze), met a zistro aze d’un doare tostoc’h eus e orin, d’an trede gour (zoken ma vezo tu da c’hoari er c’hentañ ivez, hervez an ezhomm). Metrois: Other M, ur c’hoari dispar ouzhepnn, sur a-walc’h ^^

Oh, kement a draoù  a zo da lavar ! Boñ, an tamm gwastell chugusañ a oa an nevezenti bras: an 3DS. Un DS, met gant ur skramm gouest da siskouezh skeudennoù e teir ment da vat, hep f*cking lunedoù 😀 Evel-just e oa dibosubl din gwelet an efed, dre ma oan o sellet eus ur skramm, ha ket gant an 3DS em dorn, met war a glevan eo kendrec’hus an efed, daoust ma vefe ret diwall da begen pell e vezer eus ar skramm evit ma vefe mat an efed. Ur ruzbouezell (ya, ijinañ a ran gerioù ma fell din :p) a zo da cheñch donder an efed ivez.

Hail your new master 😀

Hag ur c’hoari da ginnig pep-tra, distro un haroz kozh all (a zo bet gwelet e-barzh Super Smash Bros Brawl, memestra), Pit ! Kid Icarius o tistreiñ neuze, ur soñj vat-tre evit an 3D, dre ma vezer o nijal alies-tre er c’hoari ! Brav-tre e seblante bezañ, evel ur GameCube pe ur Wii, met war ur skramm bihan ^^ Mall zo warnon gwelet an efed 3D da vat ! Hag ar pezh a zo kendrec’hus ivez a zo al listenad c’hoarioù a vo prest pa zeuio ‘maes (n’eus bet roet deiziad ebet, siwazh !), sellit ‘ta: 71 c’hoari  (evit poent !)! Hag en o zouez emañ Resident Evil, Bomberman, Contra, PES, Fifa, ar Sims 3, Metal Gear (!), Pr. Layton, Ridge Racer (!), Mario Kart, StarFox 64 3D (pebezh anv :p), Paper Mario, Sonic, Dragon Quest, Final Fantasy, Kingdom Hearts, Dead or Alive, Ninja Gaiden, Assassin’s Creed, Splinter Cell, Lego Batman… Evit reiñ un nebeud anvioù 😀

Gant ul listennad a-seurt-se e ouzan dija e vo berzh-spontus gant an 3DS… Ha n’eo ket tout ! Daou gamera a zo war gein ar benveg, da lavaret eo e c’hell kemer luc’hskeudennoù e 3D… Ha tu a vo da sellet eus filmoù e 3D ivez ! Un emglev a zo gant Disney, Dreamworks hag ar Warner dija. Evel just eo bihan ar skramm, met boaz eo an dud da sellet eus traoù war o iPhone dija, hag aze e vo teirmentek, hep lunedoù, siñpa er metro :p Se mui un bern servijoù digoust dre internet, mho peus ar wifi, ohoho, douaret ar gevezerien a-raok kregiñ, dija xD

Oh shiney video-games, thou shalt be mine !

An tu negativel un tammig a zo n’eus bet kaoz eus hogos c’hoari ‘nevez’ ebet, an holl a oa gant tudennoù anavezet mat dija, betek ur c’hoari nevez gant Mickey zoken, a seblant dispar da vat, etre c’hoari-roll, c’hoari emgann ha lodenoù 2D, ur veaj a-dreuz bedoù Disney gant dibadoù da ober en o toare-c’hoari, pe distruj pe krouiñ eivt mont war-raok (en ur reiñ livioù d’ar bedoù en-dro pe o tiverkañ traoù), a cheñcho an istor hag an doare ma vezo an dud ganeoc’h. Ur spred du a-walc’h, souezhus evit ur Mickey, hag ur veaj marzhus e bed Disney, eus an tresadennoù gwenn ha du kentañ d’ar filmoù nevesoc’h !

Paour-kaezh Sony a zo warc’hoazh… Daoust ma c’hell Move bezañ dedennus e seblant bezañ pell a-dreñv… Nerzhioù ar PlayStation, Final Fantasy, Metal Gear, a zo aet kuit, ne chom nemet ar c’hoarioù made in Sony (God of War, Gran Turismo…), ha n’eo ket kalz a dra, siwazh dezho (anzav a ran ne blj ket Sony din, met boñ ^^). Hag ar PSP a oa o klask adtapout an DS dre ma oa galloudusoc’h, met bremañ m’eo galloudus-mat an 3DS (live ar Wii d’an nebeutañ, war a weler)… Gwelet ‘vo warc’hoazh ^^





E3 – Microsoft

14 06 2010

Fenoz, evel ma oa raktreset, ez eus bet embannet e nevezentizoù gant Microsoft da ved ar c’hoarioù-video. Xbox hepken, gwazh a-se evit ar PC… Tsss. Me boñ, ul lodenn vras eus ar prezegennaouiñ ha diskouez c’hoarioù a oa kreizennet war Kinect (a oa anvet Natal a-raok), o respont d’ar Wii (gant dale :p Go Big N !). Ha ret eo anzav e seblant dedennus a-walc’h, evit un nebeud abegoù… Met da gentañ e veze kinniget ar c’hoarioù bras da zont, Call of Duty, Halo, Fable, Metal Gear, Forza, ar vandennad, pe’a. Netra dianav da vat, war bouez ar Metal Gear marteze, ma vezer ennañ Raiden ez-yaouank kentoc’h eget Snake (n’eo ket anvet ‘Rising’ evit netra), hag ur sistem siñpa a-walc’h a seblant bezañ gant kas ar c’hatana; e fin ar videoig kinnig e veze gwelet an dudenn o troc’hañ ur bastekenn a dammoù munud, resis tre, farsus a-walc’h ^^ Met boñ, c’hoarioù paw paw vroum vroum, dre-vras ^^

Boñ, Kinect neuze, ar c’hoarioù kinniget end-eeun n’o doa netra dreistordinal e gwirionez, klonoù eus ar pezh a vez graet war Wii tamm pe damm (Kinect Sports, da skouer, pe ur c’hoari fitness gant Ubisoft ^^), met un diforc’h a zo memestra : ar vouezh. Gellout a reer kas traoù, urzhioù, gant ar vouezh d’an Xboest, a-drugarez da gamera/mikro Kinect.

Un dra farsus a oa, da skouer, ur babig tigr a responte d’ar pezh a lavare ur plac’hig ha d’he jestroù (‘Kinectimals’, pebezh ijin evit an anvioù !), en ur dostaat, o vezañ flouret, o vont da gerc’hat traoù bannet pe traoù a-seurt-se. N’eo ket dedennus per se, met fromus a-walc’h gwelet ar pezh a c’heller ober. Hag aze e teu ul lodenn fun a-walc’h ivez; an Xboest a zo ul lenner liesvedia, ha m’eo luget da internet e c’heller sellet eus filmoù, ha selou sonerezh, hag all (pe a-ziwar ar bladenn-galet, evel just), ha gant Kinect e c’heller mont dre ar menuioù gant ar vouezh. ‘xbox, music’, ha pouf, setu c’hwi el lenner ^^ Hag an dra plijus ivez, o sellet eus ur film eo trawalc’h lavar ‘xbox, stop’, pe ‘xbox, pause’, hag all, evit ma rafe. Se mui fiñval er menu gant un dorn er vann ? Minority Repooooooort ! Digredus eo da welet, evit lavar gwir, ha seblantout a ra mont mat-tre en-dro ! Met daout ha padout a raio ? Marteze e vo kavet torr revr buan, n’ouzon ket re. Ma, dont a ra er-maez d’ar 4 a viz du, gant ur 15 c’hoari bennak ouh e implij evit ar poent (hag ur Star Waaaars ar bloaz a zeeeeeeeu ! Zioumzioum, sabrennoù laser en ho taouarn !)

Ur gudenn memestra : quid eus ar yezhoù all, hañ (na zisoñjit ket war peseurt blog emaoc’h :p) ?,  Mont a ra ma-tre ar vouezh en dro e saozneg, evit ar pezh a zo bet gwelet (an dud a oa war al leurenn o tiskouez, ne oa ket enrolladennoù ^^), ha troet e vo, met ne vo ket brezhoneg el listenn… Tu a zo da gomz saozneg, ok, met n’eo ket ma yezh kennebeut… Plijus e vefe ma c’hellfed dibab ar pezh a lavarer (hag evit ar re o deus ur pouez-mouezh disheñvel a-walc’h ivez, n’ouzon ket ma kompreno ar sistem tud Glasgow, da skouer ^^), kelenn e vouezh d’ar mekanig. Allas… Ret e vefe d’an Ofis mont e darempred gant Microsoft, troet eo bet Windows hag Office, neketa ?

Boñ, Nintendo warc’hoazh… 3DS ! *kroazet ma bizied*





C’hoarioù, c’hoariiiiiiiiiiiioù !

7 06 2010

A-benn un nebeud devezhioù e vo bodet bed ar c’hoarioù-video e Las Vegas evit an E3 (Electronic Entertainment Exposition), ar brasañ saloñs a vez bep bloaz (40,000 den o weladenniñ warlene, kalz muioc’h ar bloaz-mañ sañset). Degadoù a studioioù hag a embannerien a vez o kinnig o c’hoarioù neveshañ pe da-zont eno, ha gant Nintendo, Microsoft ha Sony e vez ur mell prezegenn diwar benn o… euh… ‘c’hoñsoloù’ (? N’ouzon ket re peseurt get implij e gwirionez, “letrin” a zo null brein ha gwashoc’h c’hoazh  eo ar gudenn evit ‘pad’ pe ‘paddle’… Ha joystick ? Ar blijvazh ? Mmmh ^^). Un doare Cannes e c’hell an E3 bezañ ivez, dre ma vez roet kalzig prizioù d’ar c’hoarioù gant ar c’hazetennoù arbennik d’ar mare-se. Daoust d’an dud ober fae warnomp, geeked, e vez kalz brasoc’h gounidoù hollek ar c’hoarioù-video eget ar sinema, mat eo da c’houzout memestra. Emañ erru ar geidenn-oad da 35bloaz, ha 40% a verc’hed a zo tamm-pe-damm (hervez doare ar c’hoarioù e cheñch, evel-just); a-benn nebeut e vo renet ar bed gant c’hoarierien (saveteet e vimp neuze ^^).

Gant Nintendo on bet dedennet bras a-viskaozh, hag adalek an NES em eus bet pep hini eus ar binviji o deus embannet (war-bouez un doare game-boy bennak, an Advance SP). Plijout a ra din ar c’hoarioù a ya pelloc’h eget skeudennoù brav, ha daoust ma ne oan ket gwall sur e oa ur soñj vat ar pezh a raent gant an DS hag ar Wii, da lavaret eo ober fae war galloud ar c’hoñsoloù ha postañ en doare da c’hoari kentoc’h, em eus fiziañs e Nintendo. Kalz eus ar c’hoarierien a sell eus neuz ur c’hoari a-raok tra pe dra all (evel gant an dud er vuhez, emichañ…), ha foar an troazhañ pellañ e oa bet betek-hen, ha koulskoude eo anat bremañ ez int deuet a-benn, ha pulluc’het o deus an daou gevezer er remziad-mañ tamm pe damm. Ha petra a reont-int, just a-walc’h ? Ober ar pezh a oa bet graet gant Big N, lakaat an dud da c’hoari e modoù disheñvel, Sony gant Move evit e b/PS3, a ya en dro evel ar Wii tamm pe damm, ha Microsoft gant ar pezh a zo anveet Natal evit poent, ur c’hamera a welo ar pezh emaoc’h oc’h ober hag a gaso ar c’heloù d’ar c’hoari. Evit ar re o deus anavezet an EyeToy war PS2 eo ar memes doare soñj, met kaset pelloc’h. Diskouezhet ez eus bet filmoù ma oa ur plac’h o werediñ gant ur paotrig war ur skramm, gant jestroù ha mousc’hoarzhioù, betek komz dezhañ zoken; lod all o tiskouez un den o kas ur c’har en ur zerc’hel ur rod-stur ijinet, e zaouarn dirazañ (tenn a rae d’ur bleup un tammig, ret eo anzav ^^). Ar bloaz-mañ e vo gouezet ma oa gwir pe promesaoù hepken, hag e vo gouezet un tammig muioc’h diwar-benn an dazont.

Pemp bloaz ‘zo dija eo kroget ar remziad-mañ (ar seizhvet), un hir-hir-hir a vare er bed-se, hag pelligoc’h e pado c’hoazh sur a-walc’h, met ket evit marc’had ar c’hoarioù video hezoug, rak emañ an holl o c’hortoz ma vefe diskuilhet petra an diaoul eo an 3DS, benveg diwezhañ Nintendo, a ginnigfe c’hoarioù e 3D (soñjit e Avatar, er sinoch), hep na vefe ket ezhomm da gaout lunedoù war beg ho fri. Ket teir ment faos evel ma zo bremañ, hañ, skeudennoù a seblant ‘dont maez eus ar skramm’, pe’a. M’eo gwir e raio trouz. Ha kaoz a zo ivez eus ar pellgomzioù a zeu da vezañ galloudusoc’h galloudusañ (an iPhone, Evo, NexusOne hag ar re a-seurt-se), hag o trevadenniñ ar marc’had tamm ha tamm; bed ar c’hoarioù war PC o treiñ tamm ha tamm war-du servijoù streaming-c’hoarioù, da lavaret eo e vefe ar c’hoarioù war ur servijer-kreiz e lec’h bennak, ha netra war ho urzhiataer, ne vefe nemet ur skramm, al labour o vezañ graet kantadoù a gilometradoù pelloc’h. The Cloud, emezo. Ha gant se e yafe marc’had ar c’hoñsoloù d’ar strad buan, marteze. Piv a fellfe dezhañ paeañ 600€ (priz ar PS3 pa oa deuet er-maez oÔ) pa c’hell kaout pep tra dre e skinwell hepken ?

Met koumanatoù a vefe sur a-walc’h, ha se ne blij ket re din, plijout a ra din gellout prenañ un dra bennak ha bezañ sur e vo din, ha ne vo den o tont da lakaat e fri er pezh a ran. Siwazh, gant al ‘laeroñsi’ a vez graet e teu muioc’h-mui a grouerien c’hoarioù da vezañ parano, ha da lakaat surentezioù war c’hoarioù a zo hegasusoc’h evit ar c’hoarierien onest eget evit ar re a bellgarfe maez-lezenn… C’hoarvezet eo din dec’h bezañ dic’houest da c’hoari peogwir e oa ur gudenn gant ar surentiñ, just a-walc’h… Dispar.

Ma, kalzig traoù a zo da welet, ha marteze e vin kendrec’het da ouzhpennañ un X-Boest 360 d’am Wii ha d’am urzhiataer, dre ma vez disheñvel-tre ar c’hoarioù hag ez on marnaoniet a-fed c’hoarioù aze. Ma deiz-ha-bloaz a vo 10 devezh goude an E3, perfect timing.

***

Glav glav glav… Distro, Nolwenn ! Ahem… A-hend all em eus kroget da labourat war tresadenn ar Spitfire :p Labour ‘zo met dedennus e tlefe bezañ ^^ Un Mk IX, neuze, dre m’eo an hini a zo bet ar muiañ dioutañ e-kerzh an eil BB.





Brezelvorzhol 40,000 ^^

31 05 2010

C’hoarioù-video ? Check. Skiant-faltazi ? Check. Moliac’h ? Check. Tremen eurvezhioù oc’h ijinañ penaos gwellaat e urzhiataer ? Check. Warhammer ? Check. Ur sapre geek/nerd on, memestra 😀

Un tamm plijadur mezhus un tammig, livañ boulommigoù, met ur blijadur koulskoude. Evel just ne servij da netra (peseurt hobby a ra ?), ha ker ruz e koust, ya (re ger evit ‘pezh eo, sur a-walc’h)… Met boñ, ne ran ket tunning war ur c’harr na labour dorn em c’harrdi, perak ne rafen ket ^^ Oc’h en em zifenn emaon padal n’eus bet rebechet netra din, na taget na netra, met ur skeudenn fall a walc’h a zo gant seurt dudioù memestra, hini ar skiant-faltazi mui hini ar geek hag ar c’hrennard gorek (ha gorrek, sur a-walc’h :p). Koulskoude eo un tammig evel ar c’hoarioù-video, emañ ar geidenn-oad a-us da dregont vloaz (kalzig a-us, zoken), ha tud a bep seurt a vez o kemer perzh (lavaret e vez, a vouezh-izel, e vefe… merc’hed, zoken !).

Ar pezh a gavan dedennus, ouzhpenn d’an tu ‘arzel’ (hey, ya, memestra, kit da livañ boulommigoù 28mm gant aked !), rak ur sapre daouarn-yod on gant barroù-livañ, a zo ar bed savet tro-dro d’ar c’hoari. Rak n’eo ket ur c’hoari a zo bet savet diwar ur bed met ar c’hontrol, ur bed skiant-faltazi ijinet da dreuskas c’hoari emgannoù moliac’h Warhammer en egor. Hiziv an deiz eo brudetoc’h Warhammer 40,000 (W40k, 40k WH40k…) eget ar c’hoari fantasy, Warhammer (Warhammer Fantasy Battle, WHFB, WFB…). Boñ, n’emaon ket o vont da zisplegañ pep tra amañ d’ar re n’anavezfent ket, un dro a c’hellit ober war wikipedia, e brezhoneg mar-plij, da gaout un nebeud titouroù. Boulc’het e oa bet ar pennad gant ul lisead ha kroget am eus d’e glokaat  Kentoc’h eget skrivañ se div wech e c’hellit mont du-hont neuze. Met ur bed eus ar pinvidikañ eo, kredit ac’hanon, a live gant Star Wars/Trek. N’eus nemet Dune, d’am soñj, a zo ken pinvidik (ar pezh a zo souezhus, dre m’eo labour un den dreist holl oO). Savet eo bet gant degadoù a dud a hed muioc’h eget 20 vloaz bremañ. Levrioù, bannoù treset, ur film o vezañ graet, ha tout-se ouzhpenn da reolennoù diazez ar c’hoari. Evit lavar gwir n’am eus ket c’hoariet un droiad c’hoazh, ha koulskoude on arbennik a-walc’h war ar bed-se, ha kalz boulommigoù a zo o c’hortoz an droiad gentañ-se war ma zaol-labour 😉 Rak plijus eo livañ, memestra, evit an disoc’h tra-ken :

Ar skeudenn e krec’h ar pennad a zo eus ma re ivez, ha brasoc’h eo ar boulommig war ar skeudenn aze eget n’eo e gwirionez. Un nerzh a zo gant skeudenn kadourien dreist-denel en egor oc’h en em gannañ gant klezeioù hag houarnwiskoù divent. Ha n’eo nemet ul lodenn eus ar bed, evel-just, meur a ouenn all a zo (re verr an arc’hant evidon da zastum meur a hini ^^).Pa vo bravoc’h an amzer hag ar gouloù e rin ul poltred a-stroll eus ar re am eus livet betek-hen, ehehe ^^Ur sapre kementad skeudennoù a zo bet livet ha treset da sevel ar bed ivez  ivez, ha meur a levr arz hepken am eus amañ ivez, ouzhpenn d’un nebeud romantoù:

N’eo nemet ul lodenn vihan-tout eus ar pezh a zo bet embannet, evel-just, hag o klokaat ar rummad emaon tamm ha tamm. Lod a zo e galleg ha lod all e saozneg amañ, met e saozneg e vezont skrivet holl (an daou levr bras en traoñ a gleiz hag an hini bras du a-zehoù a zo levrioù artwork). N’am eus nemet ul levrenn eus ar bannoù-treset bet nevez embannet, ret ‘vo din kavout a re all, hehe.  E-pad ur mare e oa bet ganto ur gelaouenn ne embanne nemet arz, bannoù-treset ha danevelloù. Boñ, holl al levrioù se n’int ket lennegezh a live uhel-uhel bepred, hañ, ret mat eo anzav e vezo prenet un tammig forzh petra gant ar re a zo sot gant ur bed bennak, met dre vras ez int dudius, ha skrivagnerien ‘zo a zo mat-tre memestra, hag a c’hounnezh prizoù lennegezh (D. Abnett, G. McNeill, B. Counter…) e rann ar faltazi. Levrioù all am eus, diwar ar bed moliac’h kentoc’h, met nebeutoc’h evit poent, dre ma soñj din ez eus traoù all gwelloc’h hag e chom kalz klaseloc’h ar bed-se (daoust dezhañ bezañ pinvidik ha dedennus ivez ^^). E-giz-se e vez krouet ha ledanaet ur bed a-seurt se, dre skrivañ traoù a-bep seurt. Hag ar pezh a zo mat ganto a zo o deus 10,000 bloavezh istor da implij (da lavaret eo e vez kontet ganto darvoudoù eus ar bloavezhiù 30,000 d’ar re 40,000, tamm pe damm), ha milionoù a vedoù hag a lec’hioù, peadra da lezel ijin ar c’hoarierien da labourat, dezho da grouiñ traoù nevez ivez, bedoù, harozed, istorioù da bep tudenn.Ar c’hoari end-eeun a zo unan brezel, ur wargame, ‘keta (‘There is only War’ eo ger-stur ar c’hoari :p), hag un digarez eo seurt romantoù da ziorren tuoù all ar gevredigezh. Bremañ ouzhpenn-se ez eus ur c’hoari-roll da vat, evel D&D da skouer, e bed Warhammer, Dark Heresy (ya, laouen bepred an titloù ^^).

Lod a skriv istorioù o kontañ an troiadoù ho deus graet gant o mignoned, hag all, dudius-tre e c’hell bezañ ! Ha graet eo pep-tra gant ar grouerien evit ma chomfe kevrinus kalzig munudoù ivez, a c’hell pep hini ijinañ. Gant se on dedennet ivez, met anzav a ran eo gant ar skeudennoù hag ar skeudennaouiñ on bet sunet er bed-se, gant ar feulster teñval, ar c’hredennoù ken feulz all, an dispi hag ar Fall. Rall a wech e vez bedoù ken teñval e pep keñver, n’eus gouenn ebet e-touez an degadoù a zo bet ijinet (gellout a reer c’hoari un 7 bennak, disrannet e meur a du) a vefe ‘mat’, holl int feuls ha gouennelour peurliesañ, brezelour bepred, hag ar re washañ pe dost eo an dud en o zouez ^^ A-fed relijion, kevredigezh ha sevenadur ez eus soñjoù dedennus ivez, war don an ‘ha ma ?’, troet d’an teñvalañ posubl.

Ma vefe da dreiñ kement-se e brezhoneg e vefe ur veaj iskis a-walc’h e donder geriaoueg puilh ar spont, an anken hag ar boan e brezhoneg, ‘m eus aon, kement-se mesket gant ijinañ termenoù nevez evit an ijinadennoù en dazont (40,000 bloavezh, memestra ^^) hag ar gerioù bet cheñchet da lakaat liv ur bed all war an destenn (kunujennoù, da skouer :p). Dedennus e c’hellfe bezañ !





C’hoarioù-Video

26 03 2010

O lenn Soubenn ar Geek e oan (hophophop, un tamm bruderezh ouzhpenn :D), ha merzet am eus e vanke ar c’hoarioù-video din. Kalz. Un nebeud am eus war ma urzhiataer amañ, met n’eo ket ar memestra. Mankout a ra ma DS din (ma, hini ma c’hoar ^^), ma Wii. M’am befe arc’hant e prenfen un X-boest ivez (ket ur PS3 rak a] ne blij ket Sony din, diabeg marteze, ha b] emañ darn vrasañ ar c’hoarioù a blijfe din war an Xbox)… Met n’eus ket, just a-walc’h ^^ (ma fell deoc’h profañ unan din… *c’hwitelladenn*).

Mateze eo gwell a se, e-mod all e vefen gorrekoc’h c’hoazh gant ma labour hag em befe muioc’h a draoù o sachañ ma evezh pell diouzh ar pezh a rankfen bezañ oc’h ober ^^. N’eo ket n’em befe bolontez ebet met… nann, n’am eus bolontez ebet >.< War an tu all eo aes mont da straniñ war an Etrerouedad hag ober netra e-pad eurvezhioù (wiki, tvtropes, youtube… ah !)… Gwashoc’h c’hoazh pa lennit saozneg ha kastilhaneg… Ma ouifen Russianeg, Japaneg ha Sinaek… 😀

Met diouer a ra ar c’hoarioù din.  Siwazh e chom ur skeudenn fall gant bed ar c’hoarioù video, feuls, dizedennus, dañjerus… Dre wall ar c’hoarioù video eo pep tra, eus ar feulster er banlevioù d”ar c’hrign-bev (hag ar reuz en armerzh, evel-just…). Gwir eo ez eus kalz c’hoarioù armoù enno, e-lec’h m’emañ ar pal pennañ lazhañ ho enebourien (pe ar pal nemetañ…), hogen n’eus ket nemet lod a-seurt-se. Ha lazhañ un dolvead pikseloù war ur skramm n’eus netra da welet gant lazhañ unan bennak (ret ‘vefe bezañ pout evit en soñjal, avat). N’eus ket un den feuls ac’hanon (soñj ket din, ‘bepred), met plijout a ra din seurt c’hoarioù a-wechoù ivez, evit ar blijadur aes a zegas, an diskarg diboell. D’am soñj eo gwelloc’h e vefe doareoù a-seurt se evit ar c’hoantoù feulster da ezteurel, met un afer all eo.

Ar c’hoarioù a blij din ar muañ n’eo ket a re a-seurt se, c’hoarioù tennañ, nag ar re sport pe redadeg (redadeg ‘glann’, lakaomp, sot on gant Mario Kart ^^). Plijusoc’h e kavan ar re ‘savennoù’ (?), da lavaret eo re doare Mario pe Sonic, hag all (ret vefe ober un tamm labour war ar geriaouiñ evit an dachenn-se…), ar c’hoarioù strategiezh (amzer real), evel Starcraft, Warcraft (ket World of ~~), Dawn of War (mmmh, an anvioù n’int ke gwall beoc’hus, hañ…), hag ar re rol (pe ‘perzh’, marteze ?) dreist pep-tra, Diablo, Baldur’s Gate, Oblivion, Mass Effect, The Withcer, World of Warcraft (ar wech mañ), hag all.

Lod a bep seurt a zo, e bedoù tost d’ar gwirvoud, lod all ‘cartoon‘ penn da benn, lod moliac’h, lod skiant-faltazi, peadra da blijout d’an holl… Tost d’al levrioù a blij din, evel ma lavaren. Bevañ-troioù kaer, kemer divizoù, ober traoù. Dedennusoc’h eget chom dirak ar skinwel hep ober tra pe dra, hervezon. Ne lavaran ket eo fall ar skinwel (hehe, ne lavarin netra, dresit-holl), met pa vezer o sellet eus un dra bennak ne raer netra, padal e vez un ober pa vezer o c’hoari. Netra da welet gant mont da redek er maez, evel-just, met kemer divizoù ha soñjal eo memestra, kalz muioc’h eget an doare gouzañv dirak tf1 (hop, an diaoul personelaet ^^). Studioù a zo zoken war ar mat a c’hell a c’hoarioù-video ober, met gwall nevez eo c’hoazh evel-just.

Hag unan eus an traoù a zo dispar a zo gellout c’hoari gant lod all. Evel just e c’hellit c’hoari bolotenn gant tud all, hogen daoust ha gellout a rit en ober gant unan e Afrika hag unan e Japan, ha c’hwi e Breizh ? Haha ! Ya, gounezet ‘m eus redadegoù Mario Kart enepto, hahaha, Breizh reprezzzzent :D. Bremañ emañ ar c’hoarioù en-linenn diouzh ar c’hiz, kaset gant tsunami WoW, ha gwir eo e teu ul lodenn eus ar berzh a ra ar c’hoarioù-se eus an tu sokial a zo ganto, da vare Facebook ha MySpace, Orkut ha Bebo. Kejet am eus bet gant tud, ha bet mignoned zoken. Re eus ma amzer a gemere diganin evit ma c’hellfen kenderc’hel, met mareoù dispar am eus bet gant tud eus penn all ar bed, ar pezh a zo un dra digredus a-walc’h memestra, pa soñjer.

Ha gant remziad nevez ar c’hoarioù evel re ar Wii eo aesoc’h lakaat an holl da gemer perzh (hag ar PlayStation Move a zo o paouez dont er-maez, ha Project Natal war an Xbox, a c’hallfe ma lakaat da brenañ unan da vat). Peurliesañ e seblant diaes ha luziet ar c’hoarioù, evit ar gerent, hogen gant an DS hag ar Wii, oc’h implij jestroù kentoc’h eget poezelloù dibaboù diwar-did (B evit nullañ/mont en a-dreñv, da skouer; perak ?) eo kalz aesoc’h dezho kemer-perzh. Gwelet ma mamm o frikañ ma c’hoar d’ar c’hoari tennis war ar Wii a zo farsus, ha lakaat ar gerent da geveziñ o lakaat al Lapined Droch da seniñ Smoke on the Water tra ma c’hoarzh ar vugale leizh o c’hof a zo un abadenn eus ar plijusañ. D’am soñj ez eus bet kroget ur fiñv war-du digoradur ar bedig-se d’an holl, ha gwell a-se. Ne sikouro ket ma labour da vont war-raok, avat !